Buhez ar Sent/1837/Frances a Baul
◄ Huug | Frances a Baul | Mari Egyptianes ► |
r Sant-mâ, guinidic eus ar Guær a Baul e Calabr,
en em retiras abred en Deserz e pelec’h e cunduas
ur vuez angeliq.
Ar brud eus e Santelez a reas da gals a dud dont d’e bidi d’o receo en e Hermitaich, evit disqui gantàn ar guir hent eus ar silvidiguez. Ar Sant en em gavas obliget da sevel ur Gouent evit gallout o logea oll, hac a roas dezo ur Reglen admirabl evit o cundui d’an huela perfection. Evelse eo e commanças an Urs santel eus an Tadou Minimet, pere, ouspen ar mortificationou bras a braticont, en em oblich dre Veu da ober bepret abstinanç a guiq hac a læz. Humilite ar Fondator santel a reas dezàn hènvel e Religiuset Minimet, ar pez a sinifi ar re distera, pe ar re viana eus an oll.
Ar Roue a Franc Loys, unecvet eus an hano-ze, dalc’het dre ur c’hlènvet ous pehini ne gave remed ebet, o veza clevet coms eus e Santelez hac eus e Viraclou, a c’hoanteas e velet, hac a reas e bidi da zont d’e gaout. An Den santel a reas meur a Viracl epad e veaich evit dont e Franç ; mæs lavaret a elleur penaus-e humilite e creis an oll enoriou a voe græt dezàn, ne voa quet ar biana eus e Viraclou. Ul Legat eus ar Pap ne vize quet bet recevet gant muy a enor eguet ma oue diguemeret Frances a Baul er Guær a Napl. Pa dremenas dre Rom, ar Pap en recevas eguis un Æl eus art Eê. Pa antreas er Guær a Borm e Provanç, pehini a oa affliget gant ar Vocenn, ar re glàn en em gavas pare. Recevet e voue e Franç evel un Den pehini a zeue abers Doue. Ar Roue gant e Brincet a zisquennas evit e ziguemeret, hac en recevas gant quement a enor hac a respet evel pa vise bet ar Pap. Ar Roue, en ur postur humbl, er pedas da bidi Doue da asten dezan e vuez.
Ar Sant a respontas gant ur Profet : Prinç bras, buez ar Rouane o deus e zermen evel hini ar re all : grêt hoc’h eus din dont amâ evit obteni deoc’h digant Doue ur vuez hiroc’h, ha Doue am digaç betec enoc’h evit ho tisposi da ur maro santel. Ar Roue, pehini en devoa bet bele neuse ur spount bras racar maro, a chezlaouas an Arrêt-se gant ur soumission quer bras ma voa soueset an oll. Goude beza reglet e afferiou, dre avis an Den santel, pehini a dremene gantàn diou pe deir heur bemdez, e varvas erfin etre e zivrec’h, gant ur resignation parfet da volonte Doue ha gant santimanchou caër a zevotion.
Mæs ar pez a so admirapla eo comportamant ar Sant bras-mâ, pehini a voa bepred quen humbl, quer paour, quen interior ha quer mortifiet e creiz an enoriou-ze, evel pa voa en e Hermitaich.
Herfin en den Doue-mâ quen enoret ha quen humbl, ar Profet-mâ pehini en devoa gret quement a Viraclou, goude bezâ guelet e Urz fountet en Italy, e Franç, e Spain hac en Allemaign, admiret gant an oll bobl ha leun a vilidou, oc’h en em gaoul clàn, a reas da Yaou Amblit e sicour da vont d’an Ilis ; e pelec’h e coëssas hac e recevas ar Goumunion ; hac, o veza græt e zouguen d’e gampr, e varvas antronos da zez Guener ar Groas, er bloaz 1507, oaget a unnec vloaz ha pevar-uguent.
E Gorf santel a chomas meur a zevez exposet en
Ilis, evit countanti devotion ar bobl pehini a zeue
e foul d’e velet. Da benn unnec devez goude ma varvas,
e voe lequeet en e Vez, hac e oa quer fresq evel
pa vise bet leun a vuez.
1. Calon an den ne vezo biquen countant nac e repos ma ne d’e vertuzus ha devot.
2. An hini pehini ne d’ê quet humbl, ne d’ê e guirionez na devot na vertuzus.
3. O peguer bras ê Doue ! O peguer bihan ha peguer dister eo an den ! Mæs pa ze un Doue en em rentet bihan, pa ze en em humiliet hac en em aneantisset, pelec’h en em lacaï an den ?
4. An humilite hac ar garantez a so an daou fondamant eus ar berfection gristen.
5. En em gonsiderit bepret evel an diveza hac an distera eus an oll, ha mar digouez deoc’h lavaret quemense ac’hanoc’h hoc’h-unan, livirit-èn en ho calon abars e brononç a c’henou.
An humilite eo ar fondamant eus an oll verluziou, hac a denn pep seurt graçou eus an Eê. En em exerçomp eta er pratiq eus ur vertuz quen necesser ha quen avantaichus. Evit ma vezimp humbl, ne faut nemet antren enomp hon-unan, consideri hor fragilite, hor sempladurez, hon neant hac hor pec’hejou. Peguen dister ve ar santimant hor be ac’hanomp, ma sonchemp a barfetet e quemense, ha ni a grete neuse en em breferi d’ar re-all, na songeal memes e vemp couls hac int-y ? Neuse e teufemp d’en em zisprigeout hon-unan ; neuse e velfemp sclær penaus e vilitomp beza dispriget gant an oll, hac e soufremp a galon-vad an injuriou, pe da viana gant patiantet hac heb en em glem.