Buhez ar Sent/1837/Honorat
◄ Beneat, religius a vro-saus | Honorat | Hiler ► |
r Sant-ma, goude beza cunduet ur vuez devot en
e yaouanctis, en em dennas en deserz tost d’ar mor
e Provanç ; mæs evel ma teue d’e Ermitaich cals a dud evit en em recommandi d’e bedennou, e humilite
a reas dezâ clasq ur plaç-all pell dious an dud, evit
gallout en em antreteni gant Doue hepquen.
Beza e voa er c’harter un Enesen hanvet Lerin, ul leo dious an douar, e pehini ne grede den, chom, abalamour ma voa carguet a Serpantet vinimus. Sant Honorat, leun a fizianç e vadelez a Zoue pehini en deus prometet e teuze e servicherien da guerzet var ar Serpantet heb receo drouc ebet, a gonsideras an Enesen-se evel ur plaç destinet dezâ gant Doue evit ober e zemeuranç. Antren a reas en-hi gant un Hermit Santel hanvet Caprees ; quer buan goudese e tisparissas ar Serpantet, hac an neubeut a so bet guelet eno a c’houdevez, n’o deus venim ebet.
Ar brud, eus e Santelez hac eus ar Miracl-se, a reas da gals a dud dont d’en em offr dezâ evit beva dindan e zirection. O velet an nombr eus e Zisquibien o crisqui bemdez, e reas sevel ur Gouent. Chetu ase penaus e voue fountet Couent Lerin, pehini e deus roet d’an Ilis ha, d’an Eê pemp Merzer ha cant, pevar Escop var-nuguent, ha dec Abad, pere a so aznavezet-oll evit Sænt.
Sant Honorat en devoa ur sourci bras da bourvei d’an oll ezomou, quen corporel quen spirituel, eus e Religiuset : pa o devoa ur boan-speret bennâc, n’o devoa nemet monet d’e ziscleria dezâ, hac, abars e quitaat, en em gavent oll consolet, couraichet ha leun a joa. Goude beza roet epad pemp bloaz ha tregont, exemplou bras a beb seurt vertuziou d’e vredeur, e voe choaset evit Arc’hescop eus a Arl. Ne ouffer quet lavaret ar c’heuz o devoa ar Religiuset d’o Abad santel, nac an hini en devoa-èn d’o c’huitaat.
O veza bet Sacret Escop, e veve er Guær a Arl evel m’en devoa bevet en e Gouent : pratica a ree ar memes mortificationou ; assiste a ree er C’hoeur, en oll Ofiçou divin, gant un devotion edifiant meurbet ; hac e lequeas un urz caer e peb lec’h dre e exempl, couls a dre he instructionou santel.
Goude beza gouarnet e Ilis, evel ur Pastor fidel epad tri bloaz, e couezas clan. En e glènvet ne heane oc’h exorti ar re a zeue d’e velet, hac o consoli ar re a vouele dezâ. Guelit, va bugale, emezân, penaus hor buez ne d’ê nemet ur pelerinaich ; e goumanç a reomp pa zomp ganet, hac e echui pa varvomp. Eürus ar re n’en em gonsideront nemet evel estranjourien var an douar, hac a consider ar maro evel ar fin eus o exil ; na staguit quet ho calon ous ar bed ; caër hon be destum madou ha caout sourci d’o c’honservi, en heur ar maro e teuint oll d’hor c’huilaat ; pa zeuomp er bed, ne zigassomp netra gueneomp, ha pa sortiimp anezâ ne zeui netra d’hon heul ; distaguit ho calon dious ar pez a vezo un deiz lamet digueneoc’h ; Doue e-unan hepquen eo hon tènsor, na lequeomp quet hor c’halon e lec’h-all.
Erfin, o veza recevet e oll Sacramanchou, e antreas en ur gontemplation douc eus a visericord an Autrou Doue, epad pehini e rentas e Ene, er bloaz 429.
Ne raïmp-ni biquen nemet admira vertuziou ar Sænt, heb en em lacât e poan d’o imita ? Ne zomp quet oll galvet evel ar Sant-mâ da vont en déserz, nac evit beza Isquibien ; mæs ne deus Cristen ebet a guement na dle caout eveldan e galon distaguet dious madou ha pligeadurezou ar bed ; ha quement hini en deus ur superiorite bennâc pe autorite var ar re-all, evel un tad, ur vam, ur mæst, a dle, evel en deus-èn graet, derc’hel un urz vad etouez ar re a so dindan e garg, beilla var o c’hundu, ha dreist pep-tra rei ur squer vad dezo. An exemplou mad a so instructionou ha predicationou mud pere o deus muy a nerz hac a ra muy a effet evit ar c’homsou caëra. Pèguen terrubl e vezo ar gont o devezo da renta de Zoue ar re o devezo negliget obligalionou quen important !