Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Beneat, religius a vro-saus

Eus Wikimammenn
◄   Theodoos Beneat, religius a vro-saus Honorat   ►


An daouzecvet devez a viz Guenver.


SANT BENEAT, RELIGIUS
EUS A VRO SAUS.


————


Ar Sant-mâ, a heulias an armeou en e yaouanctis ; hac evel ma oa un Officer couraichus, e voa istimet gant ar Roue, hac enoret gant ar re vras.

Mæs d’an oad a bemp bloaz varnuguent, en ur gonsideri gloar an Eê e santas en e galon un disprigeanç vras eyit gloar ar bed. Neuse e yeas e pelerinaich da Rom. Ar guêl eus ar Plaçou Santel trempet gant goad an Ebestel, hac hini quen alies a Verzer, a existas en e Ene un devotion hac ur fervor quer bras, ma voe divarneuse un exempl a bep seurt vertuziou, ha dre ar studi a reas, epad pemp bloaz, eus ar Scritur Sacr, en em rentas capabl da instrui ar bobl, ha da anflami ar c’halonou. Goudese en em rentas Religius en ur Gouent e Provanç, e pelec’h e teuas, souden dre e humilite ha dre e vortification, da veza ur sujet a admiration d’an oll Religiuset. Daou vloaz goude m’en devoa graet profession, e rencas distrei da Rom, c’hoant e devise echui eno e vuez, mæs ar Pap Vitalin pehini a aznaye e vertuz, a ordrenas dezâ distrei da Vro Saus.

Dre an urz-se a roe dezâ Viquel Jesus-Christ, e comprenas e voa volontez Doue e labourse evit silvidiguez tud e vro. Na zaleas quet d’en em renta d’y hac en em lacât a eureu e Couent Sant Augustin, er Guær a Gautorbery. O veza bet choaset souden evit Superior, e vele gant poan ar fautou a ree ar Religiuset a enep cals a poènchou eus ar reglen ; cousgoude cunduet dre Speret an Autrou Doue, n’o reprenas nemet dre e exempl, dre e fidelite da viret e-unan quement tra a oa ordrenet dre an Urz. Ur voyen quen douç a c’houneas calonou an oll ; hac, e neubeutoc’h evit dapu viz, e voe guelet e touez an oll Religiuset, ur fidelite ponctuel e pep tra, hac ur fervor admirabl.

Evit proculi mui-oc’h muy gloar Doue, dre e Religiuset Santel, a reas sevel, e Bro Saus, diou Gouent, e pere dre e exempl ha dre e instructionou e furmas un nombr bras a Sænt evit an Eê. An Ofiç divin a vige celebret en e Gouènchou gant ur vodesti, un devotion, hac ur vajeste pehini a ree enor d’ar Religion, hac a inspire d’an oll ur respet hac un devotion vrâs.

Biscoas ne voe guelet den sourciussoc’h evitàn da orni an Ilisou gant an oll magnifiçanç possubl. Ober a reas dont Micherourien habil eus a Rom hac eus a Franç evit labourat var an Ilisou ; o decori a eureu c’hoas gant ar Relegou Santel, a bere e reas presant dezâ ar Pap, evit recompansi e zevotion hac e zèl da orni an Templ santel.

Goude ma en devoa roet ar Sant-mâ d’e Religiuset, exemplou caër a binigen, a vortification, hac a fidelite da viret an oll reglennou, e falvezas da Zoue e rose dezo c’hoas e fin e vuez an exempl eus ur batiantet admirabl, en ur c’hlènvet hir pehini en dalc’has tri bloaz var ar guele , epad pehini e conservas bepret un ær gracius, ur speret bepret ingal, ur peoc’h hac un union vras gant Doue. O veza recevet erfin e Sacramànchou diveza, hac exhortet e vugale d’en em acquita ervad eus o oll deveriou, e rentas e ene eürus d’e Grouer, er bloaz 703, e-tro an oad a bevar-uguent vloaz.

REFLEXION.

Ar Sant-mâ a studias epad pemp bloaz ar Scritur sacr, evit en em instrui eus al Lesen Doue : En em instruit ive hoc’h-unan, hac assistit en instructionou. Peguement a dud, siouaz ! quen bugale quen re vras, a vev en un ignoranç coupabl ha criminel eus ar pez a aparchant eus o silvidiguez, faut da assista en instructionou !

Eil Reflexion. Beza en devoa un devotion hac ur sourci bras eus an ornamànchou an Ilisou. A ne d’ê quet un dra estranch ha mezus evit ar Gristenien guelet o Ilisou hac an Auteriou consacret da Zoue distruchoc’h alies eguet an tyez e pere e logeont o-unan ! ha guelet an ornamànchou destinet evit ar Sacrifiç divin, disteroc’h eguet ar guiscamànchou a zougont.