Buhez ar Sent/1837/Gontran
◄ Yan, hermit | Gontran | Eustaas ► |
ontran, mab da Gloteer Roue a Franç, en devoa
adalec e yaouanctis ur speret excellant ha cals a
furnez gant ur galon douç ha carantezus. E zouçder,
e lealdet hac e oll vertuziou a vilitas dezâ an istim
hac ar respet eus ar re vrassa eus ar Rouantelez,
couls hac eus an oll bobl.
Gloteer, o veza maro, e bevar Mab a bartageas e Rouantelez etrezo. Gontran en devoe evit e lod ar C’hanton eus a Bourgoign.
Ne voe quet quentoc’h pignet var an Trôn na zisquezas peguer capabl ha peguen din e voa da goumandi. Beza en devoa neuze c’huec’h vloaz ha tregont, ha roet en devoa dija e meur a occasion mercou eus e gouraich ; na zaleas quet da rei mercou caêr a vertuz hac a santelez. Coumanç a reaz dre regli e dy ha derc’hel un urz vad en e Bales. O c’houzout erfat peguement a nerz en deus exempl ar Prinç var speret e sugidi e lequeas e studi da veva evel ur quir Gristen. Coess ha Sacramanti a ree alies, ha bepret gant ur fervor ravissant. E vodesti hac e respet en Ilisou, e pere e tremene bemdez cals amser, a inspire an devotion da guement bini er guele.
Un urz admirabl a lequeas ive e touez e Soudardet hac an oll dud a Arme : ne lese quet heb punition an distera domaich a rênt d’ar bobl. O veza clevet penaus en devoa e Arme gret cals a zisurz var bord Rouantelez Spaign, ha pillet memes an Ilisou, e reas ober o froces, heb graç na remission ebet, d’an Officerien vrassa.
Ar Prinç devot-mâ, pehini a rente quement-a justiç d’ar re-all, a bardoune aez a facil ar gaou hac an injuriou a vize græt dezâ e-unan. Daou eus e vreudeur a zisclarias brezel dezàn, hac en em unanas o daou evit e lemel divar an Trôn hac en em sesia eus e Rouantelez. Ar Sant, o veza gounezet ar victor varnezo, elec’h en em vengi, ne zisquezas dezo biscoas nemet ped seurt madelez. Ne ouffer quet lavaret peguement en devoe ar Prinç santel da souffr ive abers e ziou C’hoar-gaër : quemense ne viras quet na rentas dezo pep seurt servichou mad, pa voent deut da veza Intanvezet.
Beza e voa Protector ha Tad d’an intànvezet hac an Orfelinet, hac e reas sevel evit-o un nombr bras a Hospitaliou, ous pere e stagas rènchou caër. Epad an daou vloaz diveza eus e vuez e praticas mortificationou bras, hac e crescas e exercicou a garantez.
O veza couezet clàn er Guær a C’halon, ha recevet e Sacramanchou gant un devotion ravissant, e varvas evel ma varv ar re just, er bloaz 593, oaget a eiz vloaz ha tri-uguent. Enterret e voe gant ur manifiçanç din eus ur Roue hac eus ur Sant, en Ilis Abaty Sant Marcel, pehini en devoa graet sevel a-nevez.
Ar Sant-mâ a anduras cals ha pell amser gant daou eus e Vreudeur ha gant e ziou C’hoar-gaër, cousgoude n’en devoa bepret nemet pep seurt madelez evit-o.
An displigeadur hac an afflictionou a erru gueneomp abers hor c’herent, pe tud hon ty, ne dint quet ar re neubeuta pouner na neubeuta c’huero ; mæs, mar hon eus ur guir vertuz, e caffimp en hor patiantet ur remed ous un drouc quer bras.
Ret eo douguen hor C’hroas, ha douguen en hini a blich da Zoue rei deomp. Ma sonchemp ervad e velfemp penaus en adversite, pe en traou control erru gueneomp, a so profitaploc’h deomp evit ne dint domaichus : beza ez-int evel an holen pehini a vir na zeu hor c’halon d’en em gorrompi dre ar bligeadurezou ha dre ar brosperite. Ma sonchemp peguement e servich d’hon avanç en hent eus an Eê un displigeadur anduret gant ur batiantet christen, e andurfemp pep tra non pas hebquen gant patiantet, mæs c’hoas gant joa.