Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Eustaas

Eus Wikimammenn
◄   Gontran Eustaas Yan Climaaq   ►


An navet-var-nuguent a viz Meurs.


SANT EUSTAAS, ABAD.


————


Ar Sant-mâ e voe ganet e Bourgoign hac instruet gant Sant Miet, Yontr dezàn hac Escop eus ar Guær a Langr.

En ur ober reflexion var an dangerou a gaver er bed, e quemeras ar resolution da vont da glasq er Solitud ur plaç suroc’h evit ober e silvidiguez, hac, en ur renonç d’e oll vadou ha d’an esperançou caër, a elle caout, en em dennas e Gouent Luxeu, evit beva dindan direction Sant Colomban, Abad en amser-ze. Biscoas Disquibl na reas muy a enor d’e Væstr. E aquet evit ar beden, e ardor evit ar binigen, e fidelite da viret an oll reglennou a reas ma voe consideret a neuse evel ur squêr a beffection.

Ar Rouanes Brunho o veza chasseet Sant Colomban eus e Gouent, abalamour m’en devoa represantet dezi gant ul liberte santel ur faut e devoa græt, Sant Eustaas, o velet an danger a oa o chom eno, en em dennas gant Sant Gall var douar ar Roue a Austrasii. pehini o c’hemeras dindan e brotection. Sant Colomban, o veza clevet an diguemer-mad a oa bet graet dezo, a yeas ive d’y evit beva assambies gant-o.

An istim a ree ar Prinç-se eus an daou Zisquibl a reas dezâ receo gant joa ha gant carantez o Mæstr, da behini e roas da choas ar plaç a blicheze gantâ en e Rouantelez. Sant Colomban a recevas an offr eus ar Prinç, hac a savas ur Gouent nevez. O veza bet avertisset penaus e voa sesiet Couent Luxeu, ha penaus an oll Religiuset, pere a edo chomet eno, a oa e danger da veza chasseet, ec’his ma voa-èn bet e-unan, e cassas dy Sant Eustaas e qualite a Abad. Ar Sant-mâ, dre e zouçder ha dre e furnez, a lequeas ar peoc’h hac a obtenas liberte da chom er Gouent gant e oll Religiuset.

E guenta sourci a voe da ober miret an oll Reglamant a oa bet instituet gant Sant Colomban. Eguis e exempl a instruet muy c’hoas evit e gomsou, e voe guelet souden ur fervor vras etouez an oll Religiuset. E garantez dreist-ordinal evit e vreudeur, ar sourci bras en devoa da bourvei d’o ezomou spirituel ha corporel, an douçder gant pehini o gouarne, quemense-oll, gant un aer a santelez a vihe remerquet en e oll actionou, a c’houneas dezàn calonou an oll, hac a zougas queit ar brud eus a Gouent Luxeo ma teue tud a bea-tu evit en em lacaat dindan direction an Abad santel, en hevelep fæçoun ma en devoe ar gonsolation da gaout assambles en e Gouent c’huec’h cant Religius devot ha vertuzus meurbet, etouez pere e conter Sant Caignou pehini a voe goudese Escop eus ar Guær a Laon, Sanl Omer Escop a Derouên, Sant Æchar eus a Noyon, hac un nombr bras a re all eus a bere ar milit hac ar santelez a ra gloar ha curunen Sant Eustaas. Beza en devoe c’hoas ar gonsolation gaër da velet ha da glevet hep heana, en e Gouent, cana an Ofiç divin, dre ar fervor eus ar c’huec’h cant Religius-se, pere oc’h en em sevel bepred an eil rum goude eguile, a gane heb discontinui nos ha deiz meuleudiou an Autrou Doue, hac a denne ar venedictionou eus an Eê var an oll bobl.

Erfin ar Sant-mâ, eus a behini ar vuez a oa un Oræsoun casi continuel, a varvas er bloas 625, oaget var-dro tri-uguent vloaz.

REFLEXION.

An Abed santel-mâ, pehini a oa carguet eus a c’huec’h cant Religius, a gave c’hoas amser avoalc’h evit ober Oræsoun, en deiz hac en nos, hac a gonserve bepret ur speret interior e creiz e oll labour hac e oll sourci. Ha red eo e teue ar sourci hon eus eus ar re-all da ober deomp en em ancounec’haat hon-unan ? Ha ret eo e teufe un affer dister da occupi hor speret, bete ober deomp coll an attention requis en hor pedennou ?

Ma vemp fidel da ober un usaich mad eus an amser, e cafemp amser avoalc’h evit renta da Zoue ar pez a dleomp dezàn hac evit ober hon oll afferiou ha labourou, pere o devezo atau un issu eürussoc’h pa dennint varneza benediction an Autrou-Doue, dre ar beden ha dre an euvrou mad.

Eil Reflexion. Sant Eustaas ha c’huec’h cant Religius en ur memes Couent a gundue ur vuez fervant ha santel meurbet : an exemplou caër a ree an eil d’eguile a roe dezo ur gouraich vras da avanç bemdez muy-oc’h-muy en hent eus ar berfection.

Comprenomp peguement a nerz en deus an exempl vad, ha peguer guir eo penaus e vever santelamant pa en em guever gant tud santel. Peguen important eo eta frecanti compaignunez vad ! Pebes avantaich, pebes profit chom en un ty e pehini ez eus un urz vad ha tud a zougeanç Doue !