Buez ann Duk a Vourdel Herri V/1872/Maro ann Duk a Angoulem.

Eus Wikimammenn
◄   Ann Duk a Vourdel e Loundrez. Maro ann Duk a Angoulem. Dimizi ar C’hont a Chambord.   ►


XV.


MARO ANN DUK A ANGOULEM.


Ann Duk a Angoulem a reaz eur gwellaik, pa erruaz Herri e Gorits. Eur gaouad levenez, ar blijadur da welout ann hini a gar ar galoun ho deuz pareet meur a weach klenvejou hir ha poaniuz, mes ann Duk a Angoulem a dostee ouz he dermen diveza. Da verc’her al ludu, e lavaraz d’ann aotrou Montbel : « En em gavout a rann klanvoc’h, hirio ema ann deiz da sonjal n’ed-oun nemet poultr hag e tistroinn e poultr ; ret eo d’in en em lakât e stad. Great am euz lavarout da vikel ar barrez a zo e sizunvez, digas d’in mar gell va zakramanchou diveza. Ne gollomp ket ann amzer, lennit d’in, evel aozedigez d’ar gommunion, prezegen ann Tad Bourdalou var ar zonj euz ar maro. »

Pa lenne ann aotrou Montbel ann displeg euz ar c’homzou ma : chetu me, dont a rann kentiz, va gopr a zo gan-en.. Ecce venio cito, merces mea mecum est, dor ann ti a zigoraz en eun taol, hag e oe lavaret : arru eo ann aotrou Doue. Ann Dukez a Angoulem a ieaz var arbenn ar zakramant hag a choumaz d’he c’hortoz daoulinet er meaz. Hep dale e oe gwelet ann Arc’heskop o tont. Ar vikel en devoa kemenet d’ezhan ar pez a c’houlenne ar Prins, hag ann Arc’heskop na vennaz ket e vije great ann traou evel m’her goulenne vuelded mab Sant Loeiz. Dont a rea he-unan e penn he gloer, da zigas d’ezhan ann Doue ken trugarezuz e kenver ar re a zo bihan ha dister dirak ho daoulagad ho-unan. Chalonied ann iliz kathedral, hag abaded a seminer a zeue da heul ar zakramant, peb a c’houlaouen enn ho dourn. Pa ’z eaz ann Arc’heskop enn ti, e kavaz ar Prins daoulinet var dreuzou dor he gampr. Daoust peger goan e oa, e oa bet ret gwiska d’ezhan he zillad, hag he zougen eno, evit digemerout he Grouer gant mui a zoujanz. Ann dour a zeue e daoulagad ann holl, o welout eun arvest ker skoueriuz. Goude ar gommunion, e oe douget ar Prins enn he wele evit beza nouet, ha respount a reaz he-unan d’ar pedennou gand pouez ha deoliez. Ann Dud roeal, hag ar Fransizien a ioa gant-ho, a ieaz holl da ambroug ar zakramant beteg ann iliz kathedral, e peleac’h e oe roet ar vennoz solenn gant ann Arc’heskop.

Goude ar pedennou a drugarez, hag eur pennadik prederen a galoun, ann Duk a Angoulem a c’halvaz d’he gavout Herri hag ann demezell he c’hoar. « Va bugale, eme-z-han d’ezho, deut eo va heur ziveza, n’hellann mui ober vad ebed var ann douar. Lavaret am boa d’ho tad var he dremenvan, em bije dalc’het he leac’h enn ho kenver ; great am euz ar pez a oa em galloud evit derc’hel mad d’am ger. Gouzout a rit pegement e karann ac’hanhoc’h, ha pegement a c’hoant am boa e vizac’h bet bugale vad ha glan : Va goulenn am euz bet digant Doue. Euruzted ar vuez-ma, Doue he ro d’ann nep a gar ; d’e-hoc’h-hu en deuz roet sperejou eeun ha kalounou mad, hag ho tiouall a rai bepred. N’hoc’h euz ket ezomm mui euz va aliou ; great am euz ar pez am boa da ober, Doue brema ra em c’hemero enn he drugarez ! »

Ann Duk a Angoulem a varvaz da zul a dreinded, deiz kenta a viz even 1844. He gorf a oe kaset gand eul lid braz da gichen hini he dad, Charles X, e douaren abati menec’h sant Franses ; hag ann Duk a Vourdel a ioa e penn ar c’hanv. Tud ar bed a zo bet disleal e kenver ann Duk a Angoulem. Nac’het ho deuz out han meur a galite gaer, hag en devoa koulskoude. Goude holl, kristen mad eo bet, ha lavarout a rafenn eo bet eur zant.

Goude ar maro euz ann Duk a Angoulem, Herri a Frans a gasaz ann diskleriadur-ma da holl rouaned ann Europa.

« O veza ma’z ounn deuet, dre varo ann Aotrou ar C’hont a Varn, da veza penn-kef ti ar Vourboned, e kredann ez eo eun dlead evid-oun sevel ma mouez enep ar chenchamant a zo bet great e Bro-C’hall e lezen ann digouez var ann tron, ha diskleria penaoz ne rinn bikenn dilez euz ar gwiriou a zalc’hann dre c’hoad, hervez lezennou koz ar C’hallaoued.

« Ar gwiriou-ze a zoug gant-ho dleadou euz ar re vrasa, ho ober a rinn, gant skoazel Doue. Hogen ne fell ket d’in goulenn dre nerz va gwir, nag he lakaat da dallout, ken na lavaro d’in va choustianz e vezinn galvet gant Doue da ober vad va Bro.

« Da c’hortoz ann deiz-ze ne gemerinn ebarz ann harlu e pehini eo ret d’in beva, nemet ann hano a Gont a Chambord. Ann hano-ze a gemeriz o kuitaat Bro-C’hall, ha c’hoant am euz ê ve dalc’het d’in em holl gefridiou gand rouaned ar broiou all. »

Ann holl rouaned a reaz d’ann diskleriadur-ze eur respount vad ha leun a galouniez ; rouanez Bro-Zaoz hep ken n’her greaz ket. Skriva a reaz dre zorn he c’henta ministr penaoz, al liammou striz a unvaniez a oa etre tud Palez Sant-Jamm ha re ar Palez-Boeal, na c’houzanvent ket ho divije ar re-hont na great na lavaret netra hag a hellje noazout pe zisplijout d’ar re-ma.

Ar C’hont a Chambord o veza enn doare-ze merket ann hano hag ar renk a felle d’ezhan da gemerout epad he harlu, a guitaaz Goritz gand he voereb ha gand he c’hoar. Dont a rejont da gastel Froshdorff, pehini a zo var dro pemzek leo hep ken diouc’h Vienn, kear-benn impalaerded ann Aotrich, hag eno e choumjont, ho zri enn eul lod, ken na oe dimezet ann Demezell Loeiza, hag eur pennadik goude, ann Duk a Vourdel he-unan.


————