Buez ann Duk a Vourdel Herri V/1872/Dimizi ar C’hont a Chambord.

Eus Wikimammenn
◄   Maro ann Duk a Angoulem. Dimizi ar C’hont a Chambord. Loeiz-Felep diskaret. 1848.   ►


XVI.


DIMIZI AR C’HONT A CHAMBORD.


Meur ar vloaz a ioa en devoa ar C’hont a Chambord great he choaz, hag ar Brinsez he vuia-karet e devoa réuzet meur a zimizi skeduz, evit gortoz ann hini evit pehini e kave d’ezhi beza bet krouet. Dimizi ar C’hont a Chambord ne oa ket eur fest evit tud hor gouarnamant nevez, hag ann holl draou a reant evit mirout na’z aje da benn. Rei a rejont da glevout da impalaër ann Aotrich penaoz dimizi he nizez gand ar C’hont a Chambord a lakaje ienien vraz etre ann daou c’houarnamant ha marteze brezel etre ann diou vro. Ann impalaer eta, petra bennak ma plije kalz ann dimizi d’ezhan, en devoa eun tammik prideri o rei he aotreadur, hag a zalee bepred.

Hogen ar Roue Loeiz-Felep, o veza demezet he vap, ann Duk a Vompansier, da c’hoar rouanez Spagn, enep grad vad Bro-Zaoz, e savaz eun tamm rouestl etre tud ann daou c’houarnamant. Epad ma oa prederiet holl re Bro-C’hall, o klask en em wenna, hag ober ho feoc’h gant re Bro-Zaoz, impalaerez ann Aotrich hag ann Dukez a Verri en em glevaz, a bakaz aotreadur ann impalaer, hag ann dimizi a oe great enn eun taol. Ar goulenn a oe great d’ar 5 a viz du ; d’ar 7 e oe great ann eureud e Moden, dre brokuration, ha d’ann 9 e kuitaaz ar Brinsez palez he breur, evit dont da gastel ann Duk e Frohsdorff.

D’ar bemp a viz du 1846, e teuaz eta ann Duk a Levis, gant pep galloud euz a berz ann aotrou ar C’hont a Chambord, da c’houlenn digant ann Archiduk a Voden, ann Archidukez Mari-Therez he c’hoar, da bried d’he vestr iaouank. Ann Duk a Levis o veza bet digaset er zall a enor, a zougaz evel-henn ar gomz d’ar Prins rener a voden :

Aotrou Duk,

« Ann Aotrou ar C’hont a Chambord en deuz gourc’hemennet d’in dont da c’houlenn enn he hano, digant hoc’h Huelded Roeal, ann Archidukez Mari-Therez evit pried. Euruz en em gavann da veza bet karget euz ar gefridi enoruz-se, pehini a dle starda c’hoaz mui-oc’h-vui al liammou a gerentiez hag a garantez dre bere eo unanet a bell-zo daou di brudet meurbed. Vertuziou huel ha doareou kaer ar Brinsez ho c’hoar, na hellont ket mankout da ober eurusted ann Aotrou ar C’hont a Chambord. Aotrou Duk, enn eur rei, hep ged ebed, da vab bihan hor rouaned, dalc’het da veva paour er meaz euz he vro, eur pried dign euz a Vro-C’hall ha dign anezhan, e kemerit eur gwir nevez var ann anaoudegez vad en deuz gwestlet pell-zo da eun tiad tud, digant pere en deuz bet dija kement a verkou a vignounach hag a deneredigez. »

Ann Duk a Voden a respountaz :

« Enoret ounn meurbed dre ar goulenn a rit ouz-in, enn hano ann aotrou ar C’hont a Chambord, euz a zourn va choar muia-karet, ann Archidukez Mari-Therez. Euz a greiz va c’haloun e roann va aotreadur da eun dimizi, pehini a ia da starda mui-oc’h-vui, liammou a gerentiez ken enoruz d’am zi ha d’in va-unan. O kredi mad e raio ann dimizi-se eurusted va c’hoar muia-karet, e hastinn pep tra evit ma vezo ann Aotrou ar C’hont a Chambord ekreiz he c’houlenn ar c’henta ar gwella. Dâ eo gan-en, aotrou Duk, emedi c’houi eo a zo bet choazet gant-han da ober d’in he gefridi ; den all ebed n’em bije gwelet gant mui a blijadur, ha gant joa e tiskleriann ar stad a rann ac’hanhoc’h, hag ar fisians am euz enn-hoc’h, dre’n abek d’ar pez hoc’h euz great hag a rit bemdez evit ho Prins ken dellezek da veza karet. »

He Huelded Roeal ann Itroun ann Archidukez Mari-Therez, o veza deuet neuze ebarz ar zal a enor, ann Duk a Levi a lavaraz d’ezhi ar c’homzou-ma :

Itroun,

« Ann aotrou ar C’hont a Chambord en deuz va digaset ama da lavaret d’e-hoc’h peger braz c’hoant en deuz e pliche gan-e-hoc’h unani evit mad ho puez gant he hini. Mar aotreit he c’houlenn d’ezhan, evel ma en deuz fisians her greot, c’houi ho pezo great eun den euruz, hag he zikour a reot da zougen ar garg tonket d’ezhan gant madelez Doue.

« Itroun, deuet da veza Gallez, ho vertuziou ho madoberiou a lakai benniga ho hano dre holl Vro-C’hall, hag ho pedennou, evel holl menosiou ho kaloun, a vezo da c’houlenn ha da ober eurusted ho pro nevez. »

Ann Itroun ann Archidukez e deuz respountet evel-henn :

« A-greiz va c’haloun e fell d’in unani va buez gand hini ann Aotrou ar C’hont a Chambord, rak gouzout mad a rann e vezinn euruz enn he gichen. O veza ma em euz lekeat doun em c’haloun gwestla va holl vuez d’ann Aotrou ar C’hont a Chambord, e karinn Bro-C’hall evel d-han, ha va holl bedennou ha va holl venosiou a vezo evit ar vro a zo euz a vrema he hini-va-hini. »

D’ar 7 a viz du, da unnek heur diouz ar mintin, ann eureud dre brokuration a oe benniget gant ann Aotrou ’n Eskop a Voden, e chapell al lez, dirak holl gerent ar Brinsez, ha testou ar C’hont a Chambord. Ann Duk a Levis a zalc’he leac’h ar Prins da rei ha da zigemer ar Ger a zimizi.

Antronoz ann Itroun ar Gontez a Chambord a zigemeraz, gand he madelez a vepred, he c'herent, pennou kear, hag ann dud all pere a zeue da ober d'ezhi ho c'hen-levenez, hag ho c'himiad. Ha d'ann 9 euz ar miz e kuitaaz Moden, evit dont da gavout ar C’hont a Chambord. Ann itrounezed Dukez a Levis ha kontez a Chabann a oe hanvet gand ar Prins d’he heulia, ha da zerc’hel mad d’ezhi enn he beach.

Ann Duk a Voden he breur, a ieaz d’he ambroug beteg ar gear a Vantou. Treuzi a rejont Moden enn eur c'harr dizolo, evit beza gwelet eur weach c’hoaz gand ar bobl pehini he c’hare kement, ha pehini a ziredaz a vac’h var he hent. N’oufac’h ket kredi betek pegeid ez eaz ar merkou a deneridigez hag a geuz a oe roet d’ezhi enn dervez ze, a behini e vezo dalc’het sonj pell amzer.

Mari-Therez a zo eur vaouez vrao-tre, huel, mentet kaer, he spered hag he madelez peintet var he dremm. Abaoue maro he mamm, gant-hi edo ann emell a bep tra e palez he breur ; ha beza ez oa eun eil vamm evit he breudeur hag he c’hoarezed iaouankoc’h eget-hi.

Epad ma teue Mari Therez euz a Voden da Frohsdorff, Herri a Frans, mall braz gant-han gwelout ar vignounez a roe Doue d'ezhan, a ziblase ivez euz Frohsdorff, evit dont var he arbenn. Ann Dukez a Angoulem he voereb, hag ann Dukez a Verri he vamm, ker c’hoantek hag hen da welout ho merc’h nevez, a zeue gant-han. Er gearik a Vruck e kavjont ann Archiduked Ferdinand ha Maksimilien a Aotrich, ha breur Mari-Therez, deuet enn he raok da aoza ann digemer. Antronoz 15 a viz du, e tigouezaz ar Brinsez nevez. Ar 16 a oa ann deiz merket evit nevezi lidou ann eureud great dija gand Eskop Moden ; hogen evel ne oa ket eaz en em gavout abred awalc’h e kastel Frohsdorff evit ann offeren, ar C’hont a Chambord a c’hourc’hemennaz e vije great al lid e Bruck. D’ar c’houezek eta beure mad, ar gearik-se en em gave drant ha klinket evel evid eur fest. Ann dud-ze a anaie pell a oa ar Vourboned, evit beza bet lod meur a weach enn ho madoberiou, hag a ziskoueze dre ho bervder hag ho laouenedigez e kemerent perz vraz e joa ann dud roeal hag enn ho eurusted. Da 9 heur diouc’h ar mintin e oe daoulined ann dud nevez ec’h hars treid ann aoter. Enn tu deou d’ann aoter, e kostez ar C’hont a Chambord, en em gave ann Dukez a Verri, hag ann Dukez a Angoulem. He c’hoar muia karet demezet er bloaz araok, ha dare da wilioudi na hellaz ket dont d’ann eureud. Enn tu kleiz, e kostez a Brinsez nevez, en em gave ann Archiduked he eontred hag he breur. Eur belek simpl a vennigaz ann eureud ; mes ar belek-se a oa eur mignoun d’ann aotrou Fraissynous, ha lezet gand hema e kichen ar Prins, evel eun eil hen-he-unan. E pep digwez euz ar vuez-ma, mouez eur belek, o komz enn hano Doue, a zo bepred sakr hag a renk beza doujet ; hogen ama, komzou ann aotrou Trebuked a zeuaz huel hag helavar meurbed.

Goude beza great, gant pep gwirionez ha dirak Doue, meuleudi ann dud nevez hag hini ar gerent euz ann daou du, ec’h achuaz he brezegen dre ar c’homzou-man :

« Priejou iaouank, brema pa ’z oc’h o vont da nevezi ho le a eureud dirak Doue hag dirak ho kerent meurbed enoruz, hag e kreiz ar pedennou grouezuz a zav evid-hoc’h etrezek ann env euz a galounou ann holl, e kav d’in gwelout skeuden a Werc’hez sakr o kemer buez aze war ann aoter, pe evit lavarout gwell, ar Werc’hez he-unan o tiskenn euz ann env evit en em lakaat e penn al lid santel-ma, hag evit siella gant goad he Mab al le santel a rit ann eil d’egile. »

« N’am euz ket ankounac’heat, a lavar hi d’e-hoc’h, eo bet lekeat rouantelez Frans dindan va fatrouniez gant he rouaned deol, ha n’ounn ket evit choum hep kemer eur perz braz enn eun dimizi dre behini eo unanet gant liammou sakr daou euz he bugale ar re nopla. Kemerit, kemerit va geo var-n-hoc’h ; va geo a lavarann, dre ma em euz he douget enn ho raok, ha dre ma fell d’in he lakaat va-unan var ho pennou. Mar talc’hit da veza feal da Zoue, ar ieo-ze a vezo dous evid-hoc’h, hag ann dleadou a lakai var ho tiskoaz a vezo eur beac’h skanv d’e-hoc’h da zougen. Adalek ho tenerra iaouankiz, hoc’h euz va galvet ho mamm, ha bet am euz ato evid-hoc’h holl deneredigez eur vamm. Beillet am euz var ho kammejou, ho tiouallet am euz diouz ann holl danjeriou, Enn ho joaiou, enn ho trubuillou, e oann enn ho kichen. Ann holl vad hoc’h euz bet digant Doue, ha bras eo bet he vadelez enn ho kenver, a zo deuet d’e-hoc’h dre-z-oun-me ; ha dre-z-oun-me e teuio c’hoaz var-n-hoc’h ar mad a c’hortozit digant ann amzer da zont. Doue a felle d’ezhan e vije great ann dimizi-ma, ha den n’en deuz gallet mirout ne-d-eo bet great ; fallout a ra d’ezhan brema her bennig-fenn euz he berz, hag hen ober a rann ; ma respountit da holl venosiou he drugarez var-n-hoc’h, den na hello ken nebeut terri na distrei divar-n-hoc’h ar vennoz vraz en deuz gourc’hemennet d’in skuilla var ho timizi. Bezit eta benniget hag he kear ha var ar mesiou, e pe leac’h bennak e safot ho teltou ! Bezit benniget er vro e pehini em’ oc’h evel tremenidi, hag enn hini da behini e tleit mont da choum eur weach evit mad.

« Bezit benniget enn hoc’h holl oberiou. Evit ann amzer da zont, miret d’e-hoc’h gant Doue, na glaskit ket dizolei ann traou kuzet a zo enn-hi. Eun dra hep ken, ho pezet fisianz ; kerzit bepred soun a benn ha stard a droad dre henchou Sant Loeiz ho Tad. Va mab ha me ho tiouallo, ha mar d-omp evid-hoc’h piou a vezo a enep d’e-hoc’h ? Bugale ar rouaned, selaouit mouez ho mamm selestiel, lakit he c’huzuliou doun enn ho sperejou, ha dreist pep tra heuliit-ho gant eur zentidigez a wir vugale ; frouez euz a re brizusa a dennfot anezho. Ho puez a dremeno seder ha leun a zellidou, sklerder hoc’h oberiou mad, kaeroc’h ha skedusoc’h eget hini ann deiz, a vezo evid-hoc’h evel eur vantel roeal, hag a luc’ho var ho tal evel eur gurunen a c’hloar. »

Goude ann offeren e oe dijunet, hag e oe gwelet ouc’h ar memes taol, ann dud-nevez, ho c’herent hag ann nebeudik Fransizien, ho devoa bet digant Doue ann eur-vad d’en em gavout enn deiz-se e Bruck. Unan anezho a skrivaz evel-henn d’he genvroiz : — « Me garje e vije bet Bro-C’hall enn he fez ama, evit gwelout ann digemer a ra d’e-omp ar C’hont a Chambord, evit gwelout pegen laouen, pegen digor, peger kaer eo he dal pa en em gav e kreiz ar C’hallaoued. Ret eo hel lavarout, hag hel lavarout huel, ret eo e ve klevet kement-ma dre Vro-C’hall penn-da-benn : den na hell he welout hep he garout ; den na hell he glevout hep santout enn he galoun eun tamm fouge da veza Gall evel-t-han ; den na hell he guitaat hep skuilla daelou, nag hep klemm he blaneden galed ! » —

Da gresteiz, ann aotrou ar C’hont hag ann Itroun ar Gontez a Chambord gand ann Dukez a Angoulem hag ann Dukez a Verri, en em lekeaz enn hent evit dont da Frohsdorff. Ann Archiduked a zeuaz d’ho ambroug beteg ar c’hirri-tan, hag eno e kimiadjont out-ho en eur zouheti d’ann dud-nevez kant eur-vad hag hir-vuez. Da nav heur diouc’h ann noz e tigouezjont e Frohsdorff, e peleac’h e oe great d’ezho eun digemer kalounek gand ar gearadik tud-se, e touez pere n’euz mui paour ebed, abaoue ma eo deut ar Vourboned da choum enn-hi.

Chetu ama daou lizer skrivet gand ar C’hont a Chambord, eun devez bennak araok he zimizi.

« Frohsdorff ann 28 a viz here 1846.

« Aotrou Markiz Pastored, c’hoant am euz, pa ’z oun o vont da zimizi, ho defe ar beorien ho lod em levenez, rak gwelout a rann e kement-ma eur merk nevez euz a vadelez Doue em c’henver hag e kenver ar wenn ac’hanomp. Hogen kavout a ra d’in e tle peorien Pariz kavout brasoc’h gwir em madoberiou, rak ne ankounac’haan ket ounn bet ganet ebarz ar gear-ze, hag em euz tremenet enn-hi va bloavesiou kenta. Dre-ze en em hastann da rei d’e-hoc’h da c’houzout e lakaann enn ho kourc’hemen eur zoum a ugent mil liour da veza rannet etre-z-ho. Pa viot o lodenna ann arc’hant-se etre ann dud ezommek, na zellit ket pe hi a zo enn tu gan-en pe ne d-int ket ; na zellit nemet ouz ho ezommou. En em glevit evit kement-se gand eur re bennak euz va mignouned féal, boazet da zarempredi ann dud keiz, hag en em gavo euruz da hellout sikour ac’hanoc’h da ober al lodennadur-ze evel ma fell d’in e ve great. Eun dra hep ken a choum var va c’haloun, doaniet ounn dre na hellann ket rei muioc’h. Pa zonjann enn dienez vraz a zo e touez ann dud, hag a ia c’hoaz da greski gant ar goanv a zo o tont, e karfenn kavout tenzoriou da skuilla evit soulaji kement a enkresiou. Kredi mad a rann e lavaro hag e rai va mignouned evel-d-oun, hag e tiouerint ar muia ma hellint, evit ober ho aluzennou brasoc’h eget biskoaz. Goude holl, houn-nez eo ann daill wella da bellaat diouc’h hor bro muia-karet ar reusiou dare da goueza var-n-ezhi, ha da denna var-n-ezhi ann holl venosiou gwestl da ober he eurusted.

« Nevezi a rann d’e-hoc’h, aotrou markiz Pastored, ar gwestl euz ar stad a rann ac’hanoc’h hag eus va c’harantez. »

» Herri.  »


Ann ugent mil liour a oe roet da beorien Paris, d’ar 7 ha d’ar 16 a viz du, deisiou eureud ar C’hont a Chambord, ar pez a zigasaz sonj da bep unan euz eur gomz vad bet lavaret gand ann Duk a Verri : N’euz fest kaer ebed, ma n’ho deuz ket ar beorien al loden genta enn han. Daou zervez var lerc’h e tigouezaz eun eil lizer, ha gant-han daou-ugent mil liour all, evit lakaat sevel e maner Chambord, hag ebarz er C’hoajou choumet gand ar Prins, ijinou ha liez labour a bep seurt, evid ann dud ezommek a dro-var-dro. Eaz awalc’h eo gouzout a beleac’h e teuaz ar zoum arc’hant-ze d’ar C’hont a Chambord ; ar Brinsez a zemeze d’ezhan a zo pinvidik braz, ha ken douget da rei ha ma ’z eo ar Vourboned. Chetu ama ann eil lizer :

« Frohsdorff ann 30 a viz here, 1846.

« Aotrou markiz Pastoret, gouzout a rit penaoz eo dre aluzennou ha sikourou all roet d’ar bobl ezommek, e fell d’in merka dervesiou va dimizi, ha trugarekaat madelez Doue, pehini en deuz var a fin lamet divar va hent ann harzou ho deuz miret ouz-in da zemezi ken ne d-eo breman. Petra bennak ma eo ret d’in beva er meaz euz va bro, n’hellinn bikenn choum ien ha didruez keid ha ma vezo va mamm-bro e poan. O sonjal peger ker e teu ann ed, ha peger stard e vezo d’ar bobl tremen a goanv a zo o tont var-n-omp, em euz klasket em spered ha gallout a rajenn ober eun dra bennak da zikour soulaji ezommou hag a vezo braz. Kavet eo bet d’in penaoz a gwella implij a zo da ober euz ann arc’hant am euz c’hoaz da rei, eo sevel gant-han e maner Chambord, hag ebarz er c’hoajou a choum c’hoaz gan-e-omp, ijinou ha labouradegou a drugarez, e pere e vezo sur ar vicherourien hag ann dud paour a dro-var-dro da gavout labour epad ar goanv, ha da hellout enn doare-ze pourvei d’ho ezommou ha da ezommou tud ho ziez. Karg a roann d’e-hoc’h eta d’en em gemer abred awalc’h evit ma vezo great ar pez a c’houlennann. Dà e ve gan-en e teufe va mignouned da zevel kalz a diez-labour evel-se dre holl rouantelez Frans. Evid-oun-me da vihana, euruz en em gavinn da veza gellet divec’hia eun nebeudik Fransizien, pere, dre’n abek d’al leac’hiou e pere emaint o choum, ho deuz c’hoaz brasoc’h gwir er pez a vad a hellann da ober.

« Nevezi a rann d’e-hoc’h, aotrou markiz Pastoret, ar gwestl euz ann holl stad a rann ac’hanhoc’h, hag euz va c’harantez ar vrasa. »

» Herri. »

Antronoz ma oa digouezet ann dud roeal e Frohsdorff, ar c’henta tra a reaz ann Itroun ar Gontez a Chambord, a oe mont d’ann iliz da glevout ann offeren, ha da drugarekaat Doue evit he dimizi. O tont er meaz euz ann iliz, e pedaz ar C’hont a Chambord da gas euz he ferz he-unan, d’ann aotrou Pastoret dek mil liour evit ann dud a oa bet beuzet ho douarou hag ho ziez gant ster al Loer. Kas a reaz ivez mil skoed da Vreuriez ar Feiz, hag ar C’hont a lekeaz var-n-ho mil liour evit ti fournigellou ar beorien e Paris. Euz ho c’hostez, mignouned ar C’hont, pe ar roealisted, a glevaz he c’halvaden e kenver ar dud ezommek, hag e meur a leac’h euz ar vro e oe savet ijinou ha tiez labour evit ar beorien, ha dre Frans penn-da-ben e oe roet sommou arc’hant ha dre gant ha dre vil, enn hano Doue hag enn hano ar Prins ken dellezek da veza selaouet. Pobl a Vro-C’hall, goude kement-se, savit ho penn, sellit enn dro d’e-hoc’h, ha gwelit e pe du ema ho prasa mignouned.


————