Buez ann Duk a Vourdel Herri V/1872/Herri V diskouezet petra eo dre he gomzou he-unan.

Eus Wikimammenn
◄   Ar Vretouned e Weisbaden. Herri V diskouezet petra eo dre he gomzou he-unan. Herri V d’ar Fransizien.   ►



HERRI V


DISKOUEZET PETRA EO DRE HE GOMZOU HE-UNAN


HERRI V


DISKOUEZET PETRA EO DRE HE GOMZOU HE-UNAN.
————
KENT SKRID
————


Piou a lavaro gwell eget Herri V he-unan, petra zo enn he spered, enn he galoun, petra ra d’ezhan kaout fisianz ? Piou a ziskouezo d’eomp gant komzou gwiroc’h kalouniusoc’h he garantez evit Bro-Franz, he veoder d’he servicha, he breder birvidik da glask ar pez a zo mad ha talvouduz evit-hi, ann dilez enn holl d’ann holl anezhan he-unan evit ober he eurusted ?

Piou a zisklerio d’eomp gant eur gomz gronsoc’h, noploc’h, lealloc’h, helavaroc’h, roealloc’h enn eur gher, ar pez e deuz Bro-Franz da c’hortoz digant penn-her gouenn hor rouaned, digant mab bihan Sant Loeiz, Herri IV, ha Loeiz XIV, a zoug enn he zourn kleze koz Bro-C’hall, hag enn he greiz ar galoun ze a Roue hag a dad n’eo ket anavezet c’hoaz gant ar vro. Mes ar vro a dle deski he anaout, evit he frizout ar pez a dalv, ha neuze, hep mar, evit he c’harout. Eno ema he feoc’h he finvidighez, he brasder, he silvidighez.

Ra glevo ar vro, ha ra bouezo !
Hen-nez eo ioul va c’haloun, Gall ma ’z ounn
Ha mab karantezuz va Bro.


————


LODEN GHENTA
PETRA NE VEZO KET HERRI V.
————
Herri V ne vezo ket Roue hervez ann doare
emedo ar bed gwechall-goz hon tadou.


« Lezen-benn eur rouantelez a zo ma reno ar mab var lerc’h he dad ; d’al lezen-ze e talc’hann, evel da eun dra fisiet enn-oun. Mes gouzout a rann ivez ne ve ket eur Roue goestl da glevout ouz holl ezommou Bro-Franz ma n’ema ket he ren urvan gant ar stad emedi ar vro, gant doare beva ann dud a zo enn-hi, ha gant ann traou a zo da ober evit ho brasa mad ; hag eo ret c’hoaz e ve anavezet ha dighemeret gant ar vro, evel eun dra ret, al lezen-benn-ze am euz komzet anezhi ; rak stad a rann ouz bolontez va bro kement ha ma he c’harann. »

23 a viz kenver 1851.

————
Herri V ne vezo ket Roue ar privilachou.

« E peb leac’h hag e pep tro em euz great dighemer mad d’ann holl Fransizien hep sellet a bez stad nag a bez renk e vijent. Penaoz ghellout diskredi war-n-oun em be c’hoant da veza Roue eur rumm privilejiet ; pe, evit komz ec’hiz ma reer hirio, Roue ann amzer goz, Roue ann noblanz, Roue ann dud a lez. »

22 a viz kerzu 1850.

————


Herri V ne vezo ket Roue ar c’hloer.

« Doughet ounn, n’euz mar ebed, da lezel gant ann Iliz ar Frankiz e deuz, hag a zo ret d’ezhi da gaout evit gouarn ha mera ar pez a zell ouz ann eneou. Hag e kement-se en em glevinn bepred gant ann Tad Santel ar Pab.

Mes d’ho zro, ann eskibien hag ann holl dud a iliz n’oufent ket teurel re a evez n’en em ghemerfent ouc’h renadur ar vro, e kreiz ober deveriou ho stad santel, ha n’en em emelfent euz a draou ha na zellont nemet ouz ann dud a zo er c’hargou huel. Kement-se a ve ker kountrol da enor ha da c’hounidou ar relijion, ha ma ve noazuz da ren-vad ar rouantelez. »

20 a viz maë 1857.

————
Herri V ne vezo kel Roue eur rum dud euz ar memes tu.

« Mar plij gant Doue digheri d’in eur veach bennak doriou Bro-C’hall, ne fell ket d’in beza Roue tud a eur stad na tud a eunn tu, mes Roue ann holl. Ann dalvoudeghez hep ken, hag ar vad great d’ar vro a vezo ar c’hemm a velinn etre va sujedi.

26 a viz eost 1844.

————


Ghervel a rann ann holl dud kalounek, ann holl dud a spered, ann holl eneou lark, ann holl galouuou eeun, daoust e pe renk en em gavont, daoust dindan pe vanniel ho deuz brezelekeat bete vrema, ho ghervel a rann d’am skoazia dre ho gouizieghez, dre ho bolontez vad, dre holl nerz ho divreac’h, evit savetei ar vro, beza kred evit he amzer da zont. Ha digas d’ezhi, goude kement a drubuillou, kement a chenchamanchou, kement a walheuriou, deisiou nevez a c’hloar hag a eur-vad.

22 a viz kerzu 1850.

————

« N’ounn ket banniel eur rum hep ken ; ne fell ket d’in distrei evit ren dre c’halloud eur rum hep ken. N’em euz venjanz ebed da denna, fortun ebed da ober nemet hini Bro-Franz. Hag ec’h hallann kemer a gleiz hag a zeou al labourerien a zeui gant lealded hag a galoun vad da rei d’in beb a daol skoaz da gas va labour da benn. »

8 a viz maë 1871.

————
Herri V ne vezo ket enebour da wir lezennou ar bloaz 1789.

« Ar c’hement-ha-kement (pe ann ingalder) dirag al lezen, ar frankiz da bep-unan da heulia he relijion, ann hent digor da bep den, hervez he c’halloud war ar c’hargou, war ann enoriou war ar gounidou leal ; ann holl reolliou brudet-ze, mad evit bobladou-tud desket ha kristenien, ho c’harout a rann, ho enori a rann evel ma rit hoc’h-unan, hag evel ma ra ann holl Fransizien.

Lizer d’ann aotrou Berryer 23 a viz kenver 1851.

————


N’em euz netra da lavarout oc’h penn ar menosiou am euz diskleriet meur a weach ; menosiou ar memes re bepred, ha na chenchinn biken. Setu hi ama : netra dre faltazi, al lezen bepred a-raok, honestiz hag ar gwir e peb leac’h hag e pep tra ; ar vro o komz dre he c’hannaded, o tiazeza ar gwiriou, o ken-ober al lezennou gant ar Roue, ann dispignou pouezel hag eveseet piz ; he vadou, he frankiz he greden da beb-unan, traou sakr ha na heller ket touch out-ho ; gouarnamant ar parresiou hag ann departamanchou lezet gant-ho a nebeut da nebeut ha gant furnez ; hent digor da beb-unan war ar c’hargou, ann enoriou ha gounidou all e mesk ann dud ; enn traou-ze ema, diouc’h ma kredann, gouarantiz gwirion da gaout eur c’houarnamant mad. Ha va c’hoant hep mui ken eo galloud eun devez en em rei enn holl d’ann holl d’he zevel e bro-Franz. »

12 a viz meurs 1856.

————
Herri V n’en devezo morse na dispriz nag ankounac’h
e kenver ann taoliou kaer hag ar zervichou mad
great d’ar vro enn amzer dremenet.

« Prizout a rann ann holl zervichou rentet d’ar vro, ha kount a zalc’hann euz a ghement tra a zo bet great a amzer da amzer evit he mirout diouc’h ar goallou ar re vrasa barret da goueza war-n-ezhi neuze, hag hirio ivez gouaz eghet biskoaz. »

22 a viz kerzu 1850.


« Va anaoudeghez vad ar vrasa a virann da ghement tra vad, talvouduz ha kaer a zo bet great gant Bro-C’hall n’euz forz e pe amzer. »

5 a viz c’houevrer 1857.

————
Herri V ne vezo biken enebour ann traou nevez
a zigaser da wellaat ar vro.

Ama e ve ret lakaat penn da benn ar skridou ker freaz ha ken nerzuz divar benn Frankisiou ann departamanchou, deskadurez ar iaouankiz, stad ar vicherourien, ar c’henverz, ann izignou, al labourou douar, great gant ar Prinz a-daleg ar bloaz 1862 bete 1869, hag a zo bet moulet nevez-so hed-da-hed enn eun dastum euz he liziri, hag a gaver berroc’h enn eul leorik hanvet : Herri V hag ar rouantelez a dad da vab, e gallek : Henri V et la monarchie traditionnelle.




EIL LODEN


AR PEZ A VEZO HERRI V.
————
Herri V a roio eur zao nevez d’ar relijion.

« Eur bobl kristen na hell ket, hep beza kastizet, reghi follennou he histor, terri ar chaden euz he gredennou hag euz he c’hisiou koz ; lakaat e penn he vamm-lezen n’en deuz Doue gwir ebed e renadur ar vro ; ha banna diouc’h levr he lezennou ha diouc’h he diez-skol pep meneg a relijion. »

8 a viz maë 1871.


« Frankiz ann Iliz katholik eo ar ghenta tra ret da zerc’hel evit ma vezo ar sperejou e peoc’h, hag ar bed e reiz-vad. Harpa kador Sant Per a zo bet a viskoaz enor braz hor mamm-bro, hag ar penn-kaoz euz he galloud brudet e kreiz ar rouantelesiou all. Ne deuz dilezet ar garg enoruz-se nemet e amzeriou he goalleuriou brasa. » [1].

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a zigaso endro ann urz-vad e pep tra.

« Hep eur rouantelez a dad da vab n’euz evit hor bro-ni, na peoc’h, na brasder na gwellaen paduz. Koundaonet eo, dre eul lezen ha na vank morse, da dremen hep ehan diouc’h re a frankiz, dindan gwask ; ha diouc’h renadur hep penn na mestr dindan dourn eur mac’her didruez. »

28 a viz c’houevrer 1852.

————

« Kredit ar pez a lavarann, galvet e vezinn nann hep ken dre ma’z ounn ar gwir [2], mes dre’n abek ma’z ounn ann urz-vad, dre’n abek ma’z ounn ann hini a hell rapari pep tra, dre’n abek ma em euz ar garg hag ar galloud da zigas dres ar pez n’ema ket enn he leac’h ha da c’houarn gant lealded ha diouc’h al lezennou, dic’haoui diouc’h reusiou ann amzer dremenet ha rei digor pelloc’h d’ann amzer vad a zeu. »

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a zigaso c’hoaz ar furnez e buezeghez ann dud.

« Honestiz ! honestiz ! ann dud e karg a renk he c’haout muioc’h c’hoaz eghet ann den enn he bart he-unan. Honestiz ! muzul a dalvoudeghez evit eur rouantelez kerkoulz hag evit pep den enn he dieghez. »

9 a viz kerzu 1866.

« Evit eur Prinz o ren e rouantelez he dud koz, gouarn a zevri a zo en em harpa war vertuziou ar vro ; leuskel da vont ha bepred war gresk tro vad ar sperejou warzu ann traou kaer ; poania hep ehan da rei d’ar vro ar pez a zigas ar boblou kré, brudet ha doujet, da lavarout eo ar vertusiou. Enn eur gher, fallout e ve Franz ar ghenta bepred ha dre ar feiz, ha dre ar galloud, he dre ann enor. »

15 a viz du 1869.

« N’hen ankounac’hait ket, dre ann distro da feiz he zud koz ha d’ho enor, eo e kavo adarre hor bro gaer, eur moment disterreet, he galloud hag he gloar. »

9 a viz here 1870.

————
Herri V a aotreo a-nevez he frankisiou d’ar vro.

« N’euz nemet ar rouantelez savet a-nevez ha diazezet war ar gwir en deuz ar mab da heritout d’he dad eur rouantelez goestl da glevout ouz ezommou ar vro ec’hiz ma ’z eo great gant ar chenchamanchou c’hoarvezet enn-hi abaoue hanter-kant vloaz ; n’euz nemet ar rouantelez-se a ghement a helfe kas a-raok kenver ha kenver mad ann holl ha mad peb-unan ; gouaranti he wir da bep perc’hen, ha rei d’ar Fransizien evit mad ar Frankiziou ho deuz ezomm. »

22 a viz kerzu 1850.

————


« Fransizien, eur rouantelez a fell d’ehoc’h, dre ma hoc’h euz anavezet eo hi hep ken a hell rei d’ehoc’h adarre, gant eur c’houarnamant reiz ha paduz, peoc’h ha fisianz da virout ar pez a zo d’ehoc’h a berz vad ; gouarantiz evit ho kemverz bag ho kounidou ; eur mestr kre gant eur frankiz deread ; ann traou-ze holl pere a ra hag a ghendalc’h euruzded ar boblou. N’en em lezit ket da veza touellet gant esperansou faltaziuz a denno gwall war-n-hoc’h abred pe zivezad. Ann impalaerded nevez a gheniger d’ehoc’h ne vezo biken ar rouantelez-se kempouezet ha paduz digant pehini e c’hortozit pep mad. En em drompla hag ho trompla a reer pa ho frometer d’ehoc’h en hano eur mestr nevez. Ar rouantelez gwirion, ar rouantelez a dad da vab, harpet war gwiriou ann heritour ha sakret gant ann amzer a hell hep ken lakaat a-darre enn ho kerz ar madou prizuz a gomzann anezho, hag ho lakaat da veza da viken euruz gant-ho. »

Diskleriadur eneb ann impalaerded
25 a viz here 1832.

————

« Ar pez a c’houlennann, her gouzout a rit, eo labourat da rei d’ar vro eur vuez nevez, rei dighemer ha lanz da ghement mad a vezo c’hoant da ober ; hag, e penn holl brinsed va lignez, ren Bro-C’hall el leac’h ma he c’has dourn Doue ; ha na raï va gouarnamant na lezen na netra nemet gant ali hag assant ar gannaded choazet e pep frankiz. »

8 a viz mae 1871.

————
Herri V a zigaso ar peoc’h hag ann unvaniez etrez-omp holl.

« Ia, e gwirionez, houn-nez eo va reizen-Roue ar muia-karet, ann hini hoc’h euz displeghet gant komzou ker kaer. Ober ar peoc’h etrez-omp Prinsed, beza a-unan bepred, ober hiviziken eun tiad tud hep ken. Ar reizen gristen-ze pehini a ra ankounac’haat ann disunvaniezou, ann tamallou, ann enebieziou tremenet, hag a c’houlenn evit ann holl eun amzer da zont ma hello pep den honest, evel ma hel livirit ker brao, en em gavout braz hag enn he eaz gant he stad ha gant he enor. »

Respount d’ann Aotrou Berryer
23 a viz kenver 1854.

————


« Aslavarout a rinn d’ehoc’h ama ar pez am euz lavaret alies d’am mignouned : Dalc’hit stard d’ho kreden divar benn lezen ar rouantelez a dad da vab ; mes er memes amzer bezit sioul, gouzanvuz, bepred mad hag eaz ober gan-ehoc’h, e kenver ann dud. Ra vezo ho renk hag ho kalounou, evel m’ema va hini, bepred digor d’ann holl.

27 ebrel 1852.

« Ar c’haera devez euz va buez a vezo ann hini m’am bezo ann eur-vad da welout ann holl Fransizien tosteet ann eil ouz eghile dre wir garantez a vreudeur, goude beza bet keid amzer dishenvel enn ho menosiou, ha ken douget da gaout gouarizi ann eil rum ouz eghile ; ann eur-vad da welout tud va goad dastumet holl endro d’ho chef, leun a zoujanz ann eil evit gwir eghile, feal pep hini d’he zever, leun a garantez hag a veoder e kenver ar vro ; er fin, ann eur-vad da welout Bro-Franz enn he fez lekeat e peoc’h dre unvaniez he bugale, o rei d’ar bed ann arvest kaer euz a eur bobl great euruz dre eur ghen garantez leal ha paduz, hag a zigaso d’ezhan c’hoaz enor ha madou epad meur a gantved.

E miz eost 1848.

« Na zigasann endro nemet ar relijion, ann unvaniez hag ar peoc’h ; ne fell d’in beza mestr absolut nemet evit ober trugarez ; rak etre va daouarn, hag etre va daouarn hep ken, ann drugarez a zo c’hoaz justiz. »

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a vezo difennour enor ar vro.

« Histor va zud-koz a zo histor galloud Bro-C’hall o vont bepred war gresk. Dindan ho ren e deuz c’hoaz gounezet ann Aljeri, eienen a binvidighez evit ann amzer da zont ; hag euz a vrema ker pinvidik gant brud vraz ar vrezelerien e deuz great ; ho gloar a zo eur c’hresk kaer war benn taoliou brudet ho pro. »

« Mab hema e lignez ho rouaned koz, heritour d’ar steïad rouaned-ze ho deuz, epad kement a gant vloasiou, kresket Bro-Franz, ha great d’ar boblou all douja he galloud hag he chanz-vad, va dever a lavar d’in, ha va c’herent ha va bro a c’houlenn ma savinn huel va mouez eneb ann impalaerded, eneb ann traou a zo c’hoant da ober, traou leun a c’heier, ha riskluz braz da vont da fall. »

Diskleriadur eneb ann impalaerded.
25 a viz here 1852.

Herri V a vezo e gwirionez tad ar bobl.

« O welout peger ker eo ar boed, hag o sonjal gant enkrez petra a vezo epad ar gouanv a zeu var-n-omp, em euz klasket petra am boa da ober d’am lod evit bihanaat dienez ar bobl. Kavout eo bet d’in penaoz ar gwella implich da ober euz ann arc’hant a hellenn da rei a oa sevel e Chambord hag er c’hoajou a zo c’hoaz d’in, tiez-labour, e pere e kavje ann dud diezet a dro-war-dro peadra da ober epad ar gouanv, hag ec’h helchent en doare-ze pourvei d’ho ezommou ha da re ho bugale. Ho karga a rann eta da ober pep tra evit ma ’z aï da vad ann ober am euz sonjet, hag a garfenn e ve heuliet e Franz penn da benn. »

Lizer d’ann aotrou Pastoret.
30 a viz here 1846.

————


« Mar plij gant Doue va ghervel eun devez bennag da renn, ne vezinn ket Roue eur rum-dud hep ken, mes Roue, pe ghentoc’h, tad ann holl. »

22 a viz kerzu 1850.

« Ann eil a lavaro d’eghile e tougann em dourn kleze koz Bro-C’hall, hag em c’hreiz ar galoun-ze a Roue hag a dad ha na anavez Tu abed.

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a vezo den euz he amzer.

« Anaout a rann ar stad nevez emedi ar bed hirio ; great eo bet gant ann amzer hag gant ann traou c’hoarvezet. Gouzout a rann ez euz e Franz mil dra nevez hag a zo gant-ho da c’hounit pe da goll. Kerkoulz ha ma anavezann ar renk huel, nevez gounezet gant ann dud a spered hag oberiant a bep stad. Ma am galv bolontez Doue war ann tron, e tizkouezinn ec’h anavezann va deveriou daoust pegher braz ha pegen huel a oufent beza. Pell diouc’h kaout ar spered enk da bellaat eur re bennak diouz-in, e klaskinn dre c’hellin lakaat ann oll dalanchou, ann oll sperejou kaer, ann oll dud a skiant da labourat ken etrez-ho da greski bemdez gloar ha pinvidighez Bro Franz. »

5 a viz here 1858.

————
Herri V a vezo dreist pep tra den he zever ha goestlet holl d’he vro.

« Mar deu Bro-C’hall, skuiz pelloc’h oc’h esaat gouarnamanchou ha na reont nemet he derc’hel a-ispill a-ziouc’h eun islounk, mar deu da drei he daoulagad warzu-en-oun ha da c’hervel va hano evel eur goestl a beoc’h hag a zilvidigez, evel eur c’hred gwiriou a lealded hag a frankiz evit ann oll, ra zeui sonj d’ezhi neuze ema enn he gourc’hemen va breac’h, va c’haloun, va buez hag ec’h hell kounta war-n-oun. »

1 a viz even 1848.

« Va deveriou e kenver Bro-Frans a vezo bepred reizen ghenta va oberiou. Kement tra a hell talvezout da rei d’ezhi peoc’h, gloar, euruzted, prest oun den ober hep marc’hata, hep menoz kuzet. Ann traou tremenet n’int mui netra evid-oun pa ’z euz hano a vadou va bro, pa ’z eo mall he savetei hag he zenna divar vord eun islounk spountuz.

5 a viz bere 1848.



Ha brema, petra oufemp-ni da lakaat war c’hore komzou Herri V ? Petra helfemp-ni lavaret gwelloc’h evit serra ho ghenou d’he damallerien gaouiad, ha dezarmi ar re ne fell ket d’ezho klevet hano euz eur rouantelez a ia a dad da vab !

Derc’hel a rit da lavaret e teuio gant Herri V ar renadur a veachall, ann deok, ar feodalc’h, ar privilachou, ar vignouned dibabet, galloud divrid ar roue da ober he benn, ren ann dud a Iliz, ann noblanz var ar penn, gwall voasiou ann amzer dremenet, eur roue absolut, eur bern tud barnet d’ann harlu pe d’ar maro, venjanz, kasoniou kuzet, na pet tra all c’hoaz.

Diskouezet hon euz er c’hountrol e c’houlenn Herri V ar c’hement ha kement dirak al lezen ; ar frankiz da beb-unan da heulia he greden ; ann holl frankisiou deread ouc’h ar vro ; e fell d’ezhan ren gant grad-vad ha kenoberedighez ann holl ; o lakaat renadurez rouantelez he dud koz d’en em glevet gant stad nevez ar bed ha doare-beva ar Fransizien ; o c’hervel enn dro d’ezhan ann oll Fransizien hep sellout muioc’h ouz ar rum-ma pe ouz ar rum-hont ; o tispartia guiriou ann Iliz diouc’h gwiriou ar vro ; o poanioa da ad-ober fortun hor Franz, dijal gant he hini he-unan ; o terc’hel kount euz ann holl vad great d’ar vro n’euz fors e pe amzer ; o tigas endro gant ar relijion ann urz-vad, ar peoc’h ar binvidighez, ar frankiz, ann honestiz ; o fallout e ve Bro-C’hall ar ghenta bepred dre ar feiz, dre ar galloud ha dre ann enor ; o skriva e penn e reizen a roue ar gheriou : Unvaniez, peoc’h gwirion, emglev, mestr absolut e netra nemet da ober trugarez. Rak, evel m’en deuz lavaret d’eomp nevez-so ker brao, etre he zaouarn ann drugarez a zo c’hoaz justiz ; O tigas endro hor c’hustumou-bro, kustumou a enor, a eeunder, a lealded.

En eur ziskouez er fin petra eo eur roue a Franz, da c’houzout eo, den ar vro, den al lezen, den ann dever, den a galoun goestlet da ober pep mad ; ha dre-ze, den da zic’haoui kollou braz, ha d’hen ober gant larghentez.




  1. E miz gouere, 1871, e mare ann eleksionou, ar republikaned a reaz eur spontaill d’ar Vretouned gant ar c’homzou-ze, o rei d’ezho eun dro fall, evel ma ouzont hen ober. Lavarout a reant d’ar Vretouned : « Ma roit ho mouez enn tu gant ar re Wenn, e roit mouez da gass adarre ho pugale d’ar brezel. Guelit, ar c’henta tra a rai Herri V o tont e Franz a vezo essaat lakat ar Pap endro e penn he stadou ; ha diskar Victor-Emmanuel, roue ann Itali. » Nann, Herri V ne ket eun drailler tud, ma laka Doue enn he spered difenn gwir hon Tad Santel ar Pap, ne ket dre vrezel e vezo ; mes dre eun emgleo peoc’huz gant ar rouaned all, ha gant Victor-Emmanuel he-unan.
  2. Herri a lavar : « Bez’ ez ounn ar gwir. » Eleiz a dud a c’houlenn petra eo ar gwir-ze. Ar gwir eo ann urz lekeat gant Doue e pep tra. Urz Doue a zo ma vezo ar mab heritour d’he dad. Eur roue dre wir Doue n’eo eta nemet eur mab o kemer ar gurunen goude he dad. Ann dud a feiz fall ho deuz roet da gredi d’ar bobl penaoz eur roue dre wir Doue (de droit divin) a zo eur Roue roet gant ar Pap ha gant ar veleien ; ha pa dalv ar gomz-ze dre wir Doue, ne zinifi nemet en deuz Doue roet eur map da eur Roue evit beza Roue enn he c’houde. Ho pugale a zo heritourien d’ehoc’h dre wir Doue.