Buez Jeann d’Arc/Kentel 33
Kerkent ha ma oue tremenet ar verzerez, ar bourreo, var urz ar vistri Saoz, a freuzaz an tan eur pennadik, evit ma c’helfe ar bobl guelet eo Jeann d’Arc, enebourez vraz az Zaozon, a ioa bet e guirionez devet. Da c’houde, e reaz tan brasoc’h, hag ar c’horf a oue devet. Ne oue ket puluc’het oll evelato, rak testou o deuz diskleriet n’eo ket eat kalon Jeann e ludu : choum a reaz en he bez, evel beo. Ar bourreo, mantret, a skuillaz eol ha soufr var ar galon-ze eb gellout he devi, neuze e tec’haz kuit. Mont a reaz eb dale da goves gant keuz he beched : « Aon am euz, emezhan, da veza daonet ; devet em euz eur zantez ! »
Epad ma oa mevellien ar bourreo o peurlaza an tan, e veljont ar galon-ze choumet eb devi, hag e c’houlenjont digant eontr ar roue, a ioa atao var al leac’h, petra ioa da ober. Hen a lavaraz : « Taolit kement a joum er ster : en doare-ze, ne vezo mui hano anezho. »
Skrivanier braz roue Bro-Zaoz a zonje gant ar bourreo : « Jeann a zo eur zantez. » Eur bourc’hiz euz a Rouen her c’havaz o vont gant he hent, tenval braz he benn, hag ar skrivanier a lavaraz d’ezhan : « Devet on deuz eur plac’h vad ha santel. Kredi a ran, emezhan, e ma he ene gant Doue, ha kredi a ran ive e vo daonet ar re o deuz sikouret he barn d’ar maro. »
Eur chaloni santel euz a Rouen a lavare : « Na me a garfe e ve va ene el leac’h m’e ma-hi ! » — « Maro Jeann, eme eur beleg all, a oue eur maro kristen. N’em euz morse guelet d’en ebet o rei ken kaer merkou a gontrision evel m’e deuz roet hi. »
Ma teuaz lod euz an enebourien zoken da anzao e oa Jeann divlam ha direbech ; maro trubuilluz meur a hini euz ar re a zo bet penn-kaoz euz he merzerenti a reaz d’an dud kredi oant skoet gant dourn Doue.
Cauchon, an eskop griet gant ar fallagriez, a varvaz a greiz m’edot o tiskar d’ezhan he varo, unnek vloaz goude merzerenti Jeann.
Ian d’Estivet a oue kavet maro en eur poull anvoez.
Loyseleur a oue skoet gant ar maro, nebeut amzer goude merezerenti Jeann : en eun iliz eo e oue kavet.
Ar marvou trum-ze, ha re all c’hoaz, a rea d’an dud lavaret : « Dourn Doue a goez pounner var ar re o deuz goall-gaset he zervicherez. »
Jeann e doa, epad m’edo beo, diskleriet meur a dra divar benn ar Zaozon en amzer da zont ; gant ar bloaveziou, he c’homzou a zo deut da vir.
Lavaret e doa e vijent taolet er meaz euz ar Frans. D’an 9 a viz mae 1436, de Richemont, e penn he Vreiziz, a gemere Paris. Trizek vloaz goude, dorojou Rouen a oue digoret d’ar roue Charles VII, ha tri pe bevar bloaz divezatoc’h, Bourdel hag ar c’hreisdeiz euz ar Frans en em roe ive d’ezhan. Ne joume gant ar Zaozon en hor bro nemet eur gear vian : Calais.
Cauchon a lavare : « Barn a ran en hano an Iliz » ; kement-se a zo gaou. Jeann d’Arc a zo bet barnet gant eun eskop, guir eo, mes an eskop-se ne oa ket he-unan an Iliz a bez, hag her gouzout a rea, pa ’z eo guir, en despet da oll c’houlennou ar verzerez, ne falvezaz d’ezhan morse kas ar brizounierez dirak Hon Tad Santel ar Pab. Ar re a lavar eo bet barnet Jeann d’ar maro gant an Iliz, abalamour m’eo bet barnet gant eun eskop, a zo henvel ouz eun den hag a lavarfe eo oll dud eur barrez laeron, abalamour ma’z euz eul laer en ho zouez ; pe ez int oll mesverien, abalamour unan anezho a gar re he vanne. N’e c’heller ket, var draou evelse, barn an oll dioc’h unan ebken.
Var goulenn kerent Jeann hag an oll Fransizien a galon, an Iliz, guir Iliz Jesus-Christ, e deuz torret barnedigez disleal eskop Beauvais. Var a greder, tad Jeann a varvaz gant ar glac’har, pa glevaz petra a ioa emgavet gant e verc’h. Mez ar vam a c’hellaz harpa hag a deuaz beteg Orleans. Heno e oue digemeret mad, hag heno e choumaz. Goulen a reaz ma vije torret ar varnedigez disleal douget eneb he merc’h. He merc’h a ioa eur gristenez vad ; n’he doa great netra fall a eneb ar relijion ; karet a rea ha servicha an Aotrou Doue, ar Verc’hez Vari. Ra vije torret ar varnedigez. O mam a galoun, selaouet e vezoc’h !
25 vloaz goude merzerenti ar verc’hez iaouank, e oue great eun enklask e peder gear : Domremy, Orlean, Paris, Rouen ; seiz ugent test a oue klevet, hag ar prosez a badaz eiz miz. Dunois, an duk a Alanson, Massieu, duk Orleans, an Tad Paskerel, ar re oll o doa anavezet mad Jeann d’Arc hag a ioa beo c’hoaz d’ar mare-ze, a ziskleriaz var eün ar virionez divar benn ar verzerez.
An eil rum barnerien a lavaraz e oa bet great fall ar prosez kenta ; diskleria a rejont e doa Jeann goulennet, meur a vech zoken, beza barnet gant an Tad Santel ar Pab ; o doa ar varnerien kenta desevet Jeann e guered Sant-Ouen. Diskleria rejont, da c’houde, e torrent an daou brosez great da Jeann gant Cauchon, n’o doa an daou brosez-se sklabezet e doare ebet brud vad ar plac’h iaouank, e zoant daou broses disleal, griet var ar geier hag an troiou kam, heuzuz.
Abaoue, Jeann a zo bet meulet e pep leac’h, mes er Frans dreist oll, pa’z eo guir eo hi e deuz saveteat hor bro. E kear Orleans e vez great bep bloaz eur gouel dudiuz er penn kenta euz a viz mae, evit digas da zonj euz an devez m’eo bet saveteat kear gant Jeann ; skeudennou Jeann d’Arc a zo savet stank er c’heariou braz euz hor bro ; eun iliz kaer en he henor a zo great e parrez Domremy.