Mont d’an endalc’had

Buez Jeann d’Arc/Kentel 34

Eus Wikimammenn
Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 221-223)



PEDERVED KENTEL HA TREGONT


Santelez Jeann d’Arc.


Setu ase buez Jeann d’Arc, buez kaer meurbed, ha ni Fransisien a dle beza en or c’haloun joa ha levenez pa gaozeomp euz Jeann d’Arc. E bro ebet n’e zeuz unan henvel outi. Brasoc’h eo eget Judith, intanvez Bethuli, an hini a lazaz Holofern, jeneral an Assirianed hag a zaveteaz evelse e bro. Brasoc’h eo eget Esther, Debora hag ar merc’hed all a zo great o meuleudi en Testamant koz.

Jeann d’Arc a zo bet eur zantez, hag e zantelez a oue braz meurbed.

Ar zent o deuz digant Doue peb hini e c’hrasou : lod a ia da bedi er c’hoajou e kreiz al loened gouez ; re all a ia en hospitaliou da entent ouz ar re glanv ; re all a ia er c’houentchou da bedi Doue deiz ha noz ; re all a ia a dreuz ar mor braz da rei da anaout d’an dud gouez hano santel Hor Zalver Jesus Krist. Re all a jom etouez o zud er gear hag a ren eur vuez kristen, eur vuez santel en o farkeier, en o ziegesiou.

Mes ar zent a zo henvel oll var eun dra : oll o deuz karet, servichet Doue hag o nessa, oll o deuz bet kas ouz an drouk, ouz ar pec’hed, oll o deuz karet ar binijen, ar boan ha meulet hano santel an Aotrou Doue, n’euz forz petra emgave ganto. Ober bolontez Doue, setu ase petra eo ar zantelez ; mont var eün, eb marc’hata, dre an hent merket gant Doue, setu ase petra zo red : diez eo avechou, bet e vez da stourm, mes red eo mont, eb kaout aoun rac’h netra, ha beteg ar maro zoken avechou.

Mad, Jeann zo eat dre an hent diskuezet dezi gant Doue, hent diez meurbed, leun a zrez hag a spern. Doue en doa goulennet diganti eun dra souezuz : mont, hi, plac’h dister eb deskadurez, da sturia armeou Frans, da ober brezel d’ar Zaozoun a felle dezo laerez or bro a eneb peb gwir. Spountet e oue da genta ; mes, pa velas sklear petra c’houlenne Doue diganti, e zeaz evit senti ouz Doue ; poania reaz, digas a reaz fizianz da zoudardet Frans ha treac’h e oue d’ar Zaozoun. Lakeat e oue d’ar maro. Mes Hor Zalver ivez a zo bet lakeat d’ar maro. Dre e maro e Rouen eo deuet da veza kaeroc’h c’hoaz.

Bet e zeuz bet e peb bro tud a vrezel o deuz great traou braz, o deuz flastret o enebourien, o deuz lakeat an douar da grena dirazo, a zo bet goloet a c’hloar. Jeann n’e ket oc’h ober brezel edo e flijadur. M’ar grea brezel, oa gant diegi, hag abalamour m’oa red. Eun druez oa gwelet ar Frans en amzer-ze. Dister, paour meurbed oa, henvel oc’h an dud keiz-se a veler o klask o boued, dillad roget ganto, poan dezo o vont dre an hentchou. Ia, dre druez evit ar Frans eo e rea brezel d’ar Zaozoun. Araok lavaret skei varno, e skrive dezo evit o fedi da vont d’o bro, da lezel ar Frans e peoc’h, hag evel ma ne felle ket dezo mont kuit, e kasse varno armeou Frans, hag o labourat evit ar Frans e kave dezi e laboure evit Doue. Pa c’houlennet diganti : « Doue ta ne gar ket ar Zaozoun ? » — « Eo, a lavaro, Doue a gar ar Zaozoun en o bro, ne gar ket, avad, o guelet oc’h ober freuz er Frans a zo bet kemeret ganto a eneb peb gwir. »

Ar re a gav dezo oa Jeann eur plac’h pen-skanv, ne gare nemet ober brezel, mont var varc’h e pen an armeou, ar re-ze ne c’houzont ket petra oa Jeann d’Arc e gwirionez. Ne gare ket ar brezel ; ne zea d’ar brezel nemed evit senti oc’h Doue ; pa roe urz dezi e mouesiou, neuze e zea dispount, gant nerz-kaloun, hag e kase d’e heuil ar zoudarded. Ne skoaz morse taol kleze ebet e-unan ; truez e doa o velet ar boan, o velet ar goad o ruill, lenva a rea o velet soudarded Frans gouliet hag ivez an enebourien.

E kreiz ar stourmajou e sounje atao en Aotrou Doue. Gwelet on euz pegement e kare reseo ar zakramanchou ; araok mont d’an emgan, e kleve an oferen pa c’helle ; diou veich ar zizun e zea da gommunia ; aliesa ma c’helle e zea da govez : « Ne c’heller ket, emezi, goalc’hi re ar goustians ». Ar pez a reaz muia poan dezi e prizoun Rouen, eo ma ne c’helle ket klevet an oferen na reseo ar zakramanchou. Eur veich ebken e oue kaset e Doue dezi en e frizoun ; gant pebez feiz, pebez karantez, e tigemeraz Jesus en e c’haloun ! Kennerzet e oue gant ar gommunion hag e varvaz evel eur zantez, e daoulagad stag oc’h ar groaz, hag e lakeaz an daelou da redet euz daoulagad an oll var plasen ar C’hoz-Marc’had.

Ia maro eo evel ma varve gwechall ar verzerien, goude beza gouzanvet er prizoun ar poaniou krissa. E kreiz ar boan eo e veler pere eo an dud krenv, pere eo ar zent. Jeann, daoust pegen iaouank oa, a zo bet treac’h d’ar boan, treac’h d’e bourrevien, rak e spered a zave beteg Doue ha da Zoue e kinnige e foaniou. Beteg ar maro e talc’ho mad : « Va mouesiou, emezi, n’o deuz ket va desevet. » Hag ar ger diveza a guezo euz e muzellou eo hano Hor Zalver : « Jesus. »

Eun ene dispar, eur galoun oll da Zoue, setu petra eo bet Jeann d’Arc, ha setu perak eo bet diskleriet plac’h eüruz gant an IIiz.