Mont d’an endalc’had

Buez Jeann d’Arc/Kentel 24

Eus Wikimammenn
Lethielleux & Salaun, 1910  (p. 143-149)





PETERVED KENTEL VAR ’N UGENT


Jeann prizounierez ar Bourgignouned. Cauchon, eskop Beauvais, a c’houlen barn anezhi evit plijout d’ar Zaozon. Jeann a glask tec’het diou vech. He lamm divar tour kastell Beaurevoir. Guerzet eo dek mil lur ; kaset da Rouen. Ar gaoued houarn.


N’eo ket gant ar Zaozon oa bet paket Jeann, mes gant soudardet an duk a Vourgogn. Evel m’edo ar c’hiz en amzer-ze etouez ar marc’heien, Jeann a dlie beza bet digemeret mad er prizoun ha great stad anezhi beteg ma vije savet arc’hant aoualc’h evit he frena. Mes ar Zaozon n’o doa ket ankounac’heat an drouk e doa great d’ezho, ha n’o doa tam c’hoant ebet d’he guelet o tistrei e penn he soudardet. Evit dont a benn euz ar plac’h iaouank, oa red lamet diganthi he brud vad, diskouez oa eur zorserez, edo an diaoul ganthi, he gelver dirak barnerien an iliz. An duk a Vourgogn ne c’helle ket ober displijadur d’ar Zaozon, ne c’helle ket chom eb lezel Jeann da vont dirak lez-varn an Iliz, evel ma c’houlenne ar re-ma. Mes ha kavet e vezo barnerien etouez an dud a Iliz da goundaoni Jeann d’Arc ? Siouaz ! e peb amzer e vez kavet etouez an dud a Iliz unan fall benag, ama pe ahont, unan benag guest da ober eul labour divalo. Ar Zaozon o doa evitho eun eskop, eskop Beauvais, he hano Per Cauchon. Hema a ioa eur spered braz a zen, eun den guiziek meurbed, bet eur pennad mad oc’h ober skol er skolachou braz, renet en doa zoken brasa skol a ioa e Paris en amzer-ze ; ha dre-ze en doa kalz mignouned etouez an dud guizieka. Per Cauchon a ioa eskop Beauvais, mes c’hoant en doa da veza arc’heskop e Rouen : ar Zaozon a ioa mistri an Normandi, ha digantho en deffe ar pez a c’hoantea, rak nevez maro oa arc’heskop Rouen. Per Cauchon ne blije ket da dud Beauvais, kaset oa bet kuit gantho abalamour m’oa re droet gant ar Zaozon, evel m’eo bet lavaret hueloc’h.

Jeann a ioa bet paket d’ar 24 a viz Mae 1430. D’ar 26, eul lizer digaset gant eur barner braz euz Paris, a c’hourc’hemenne ober eun enklask var : « Eur vaouez hanvet Jeann, leshanvet ar verc’hez iaouank gant enebourien Bro-Zaoz, e deuz doare da veza heretik, da ober ha da lavaret traou a enep ar feiz guirion. » Jeann a dlefe beza bet kaset da Paris d’en em zifenn, mes er prizoun oa taolet e maner Baulieu e kichen Compiegn. Daou viz pe dri e chomaz en toull-ze, eb beza, evelato, goall gaset eno. Inouet maro e veze goulskoude : aon e doa ive na vije guerzet d’ar Zaozon ; ha pa zonje e oa izom anezhi evit ober brezel, ec’h hirvoude hag e c’hoantea mont er meaz ac’hano. Eun dervez zoken e c’hellaz en em denna euz ar prizoun, hag anez porsier ar maner e devije gellet tec’het. Divar goust an taol-ze e oue kaset en eur prizonn all, pelloc’h diouz Compiegn, e maner Beaurevoir, e kreiz douarou an duk a Vourgogn.

He enebourien a laboure stard epad an amzer-ze. D’ar 14 a viz gouere 1430, renerien Universite Paris a zigasaz daou lizer, unan da Philipp, an duk a Vourgogn, eun all d’ar c’homt a Ligny, Ian de Luxembourg, an hini a zalc’he Jeann, evit goulenn outho a nevez he digas dirazho da Baris. Ma ne felle ket da vistri Jeann he digas d’ezho evit ma respountfe d’an traou grevuz a damallet d’ezhi, e tliet da viana lakât anezhi etre daouarn eskop Beauvais, rak var he zouar eo e oa bet paket, setu ar pez a lavarent. Eskop Beauvais a skrivaz he-unan evit ma vije digaset Jeann d’ezhan : « Rak ar plac’h-se, emezhan, hanvet Jeann ar verc’hez iaouank, e deuz great goall draou, diaoulerez, kalz pec’hejou a eneb ar feiz guirion. Abalamour da gement-se ne dlefet kaout netra da baea evithi ; evelato evit digoll ar re o deuz he faket, e vezo roet d’ezho gant roue Bro-Zaoz 6.000 lur. O veza m’eo bet paket en eskopti Beauvais, eskop Beauvais a glasko tud guiziek evit barn anezhi. Guir en doa, emezhan c’hoaz, d’he barn. Ra vije eta digaset d’ezhan, dek mil lur a vije paet evithi. »

El lizer-ze eo eaz guelet pegen braz oa fallagriez eskop Beauvais. Kinnig a ra arc’hant en hano roue Bro-Zaoz ; 6.000 lur da genta, 10.000 lur da c’houde ; evel eskop en deuz guir da varn Jeann, an oll draou a zo kemesket ganthan, evit gellout dont a benn euz he daol fall. Evelato n’eo ket en dro-ma c’hoaz eo e vezo roet Jeann. Mes, anat mad eo azalek breman ar Zaozon a zo o klask he frena. Ar c’homt a Ligny, an hini a ioa Jeann d’ezhan, en doa izom arc’hant, hag he vestr, an duk a Vourgogn, ne virfe ket outhan d’he guerza d’ar Zaozon ; c’hoant en doa he-unan da dremen dioutho.

Jeann, evelato, e doa kavet evit he difenn, diou vaouez karantezuz : greg ha moereb ar c’homt a Ligny, o doa ar memez hano gant Jeann ; diou vaouez santel kenan oant, ha diskuez a rejont kalz madelez evit ar plac’h paour.

Per Cauchon a deuaz betek eno evit klask lakât ar c’homt a Ligny da verza Jeann. Mes moereb goz ar c’homt Jeann de Luxembourg, a aspede he niz da daoler evez, da jom eb kaillara he hano oc’h ober eun dra ker mezuz. Gant aon da goll ar madou braz a dlie kaout digant ar voereb, ar c’homt ne asantaz ket dioc’htu da c’houlen eskop Beauvais ; mes an dimezel a ioa koz braz, ha dare da vervel : Jeann d’Arc a velaz ne dlie ket fiziout beza tennet euz he frizoun.

Skuiz maro, inouet, dinerzet, enkrezet oa ar verc’h keaz. Kaout a rea d’ezhi ec’h en em gafe goall darvoudou gant tud Compiegn, hag ec’h en em glemme oc’h santez Katell ha santez Mac’harit. Ar re-ma a deue d’he c’hennerza, da lavaret d’ezhi beza leun a nerz-kalon e kreiz he foaniou. « N’e vezoc’h ket tennet a boan, emezho, ac’han m’o pezo guelet roue Bro-Zaoz. — Guell e ve ganen chom eb he velet, emezhi. »

Epad m’edo Jeann e prizoun Beaurevoir, eun dijentil iaouank, pen-skanv, a gavaz an dro da zont meur a veich beteg enni, hag a glaske c’hoariellat ganti. Mes Jeann, eb choum da varc’hata, er c’hasaz gant nerz divar e zro. O veza ma tistroe evelato an dijentil d’ar prizoun ha m’en doa doare da gaout guall ioulou, Jeann a lavaraz outi e-unan : « Tec’het a rankan euz an toul fall-man evit miret va gwerc’hdet. »

Hag eun dervez, en despet d’e mouesiou, e lammaz



divar tour braz ar c’hastell, tri ugent troatad a huelder d’ezhan. Lod all a lavar e rogaz linseriou, e stagaz an tammou penn oc’h penn, hag e klaskaz dirikla betek an douar divar bouez ar gorden-ze a c’hiz nevez, mes ar gorden a dorraz hag ar verc’h a gouezaz. Ar pez a c’houezer, eo e kouezaz euz a huel, hag e chomaz astenned var an douar eb finval. Pa c’hellaz komz, ec’h anavezaz he fazi. Chom a reaz da c’houde daou pe dri dervez eb dibri tam. Santez Katell a deuaz d’he frealzi, d’he c’hennerza, da lavaret d’ezhi kovez he faot, goulenn pardoun digant Doue. Senti a reaz ; a nebeudou e teuaz he nerz d’ezhi, hag eb dale e oue pareet.

Epad m’edo Jeann oc’h en em grenvât, he difennourez, Jeann de Luxembourg, a fallea bemdez. Mervel a rea d’an 13 a viz du 1430, e Boulogn, el leac’h m’oa bet kaset eun tamik araok. A benn eiz dervez goude, Jeann a ioa guerzet gant ar c’homt a Luxembourg evit dek mil lur en aour, ar pez a dalveze neuze kement ha pemp kant mil lur hirio.

Kerkent ha ma klevaz doktored Paris kement-se, e c’houlenjont ma vije digaset Jeann d’ezho evit beza barnet ; eur verc’h ker brudet ha guerc’hez Orleans ne c’helle beza barnet nemet er gear-benn euz ar Frans. Per Cauchon a reaz skouarn vouzar, aon en devoa ne vefe ket barnerien Paris sentuz aoualc’h ouz ar Zaozon. C’hoant en doa da ren ar prosez evel ma plijfe d’ezhan, hag evit-se e oa red beza en eur vro d’ar Zaozon a bez, evel ma oa an Normandi d’ar mare-ze. Jeann a oue eta kaset euz an eil prizoun d’egile betek ma tigouezaz e Rouen, eno eo e tlie choum. Ar verc’h keaz a oue klozet eno en eun tour euz kastell ar Roue, hanvet ive kastell ar Beufik, savet var ribl ster a Seine.

Pa ’z eo guir edo e prizoun roue Bro-Zaoz, Jeann ne dlefe ket beza bet barnet gant an dud a iliz, rak ar re-ma ne dlient barn nemet ar re a ioa en ho frizoun. Mes ar Zaozon a ranke kaout ho enebourez etre ho daouarn, evit goaska anezhi, ha miret na dec’hfe ; ha Cauchon ne gredaz ket displijout d’ezho, hen he barnaz er memez tra.

E prizoun arc’heskopti Rouen e oa eur gampr evit ar merc’hed, gant merc’hed evit diouall ar re a veze tamallet ; mes ar Zaozon ne gavent ket e vije ar prizoun-ze kalet aoualc’h evit an hini e doa ho douaret ken aliez var dachen an emgann, ha kaset kasi da netra ho galloud er Frans. En ho frizoun d’ezho e oue lakeat, eno Jeann a oue da genta, var a lavar hiniennou, klozet en eur gaoued houarn, chadennou pounner en dro d’he gouzoug, d’he daouarn, d’he zreid. Dalc’het e oue er gaoued-se eur



pemzek dez benag, da c’houde e oue dic’haouedet, mes chadennet e chomaz noz deiz, en he guele zoken.

Epad ma oant c’hoaz en ho c’hestell dirak Orleans, ar Zaozon o doa lavaret o dije devet Jeann d’Arc, anad oa edont atao er memez sonj. Ar maro skrijuz a c’houlennent da Jeann a dlie nettât c’hoaz he ene pur ha dinam ; dre ar verzerenti ebken e c’helle beza klozet mad eur vuez ker kaer.