Buez Jeann d’Arc/Kentel 23
Ar roue ne damallaz ket da Jeann ar c’holl-ze, rak gouzout a rea ervad e oa eat ar verc’hez iaouank en despet d’ezhi, var goulenn ar guzulerien. Ar roue ne reaz eta rebech ebet d’ezhi, ne oue ket evelato divlam he-unan, abalamour ne zifennaz ket anezhi eneb he guzulerien, ne reaz ket he zever stris.
Evit merka he anaoudegez vad da verc’hez Orleans, Charles he lakeaz, hi hag he famill, e renk an noblans huell ; rei a reaz d’ezhi armou euz ar re vella. Jeann, dic’hloar atao, ne jenchaz netra d’he hano, mes he zud a astennaz ho hini : great e veze anezho da c’houde : d’Arc euz al Lilien (d’Arc du Lys). An oll draou-ze ne virent ket ouz Jeann da veza leun a enkrez ; poan e doa o veza ma ne c’helle ket ober brezel, rak ar Zaozon a laboure kalz er penn huela euz ar Frans, bez’e oant adarre e tal d’ober brezel. Emgannou a ioa eb ehan euz an eil penn d’egile d’ar Frans ; Lahir a stourme en eun tu, Richemont gant he Vretouned en eun tu all : freuz atao, peoc’h ebet. An duk a Vourgogn en em unanaz muioc’h mui gant ar Zaozon, hag a ioa varnez stourm eneb keariou ar Fransizien er Champagn hag er Pikardii. Tud Reims, savet aon gantho, a c’houlennaz sikour digant an duk a Vendom ha dreist oll digant Jeann d’Arc.
Ar verc’hez iaouank, enkrezet gant ar c’heleier-ze, a lakeaz en he fenn e tlie mont, en despet da oll guzulerien ar roue, d’al leac’h ma oa izom anezhi. Eur miz pe var dro, e oa choumet e maner Sully gant ar roue.
Eun devez eta, eb goulenn aotre digant Charles, guerc’hez Orleans a lavaraz kenavo d’ar maner gant eun nebeudik tud a vrezel, evit skei varzu Paris ha Reims. Var dro ar 15 a viz ebrel 1430, ec’h en em gavjont e kear Melun a ioa o paouez en em rei da zoudardet roue Frans. En devez-se Moueziou Jeann a ziskleriaz d’ezhi traou poaniuz da glevet : « Araok gouel Iann e vezi paket, prizouniet ; arabat eo d’id beza enkrezet ; n’ec’h euz nemet lakât da fizians e Doue, dont a rai d’az kennerza. » Divar neuze, bemdez koulz lavaret, Moueziou Jeann a aslavare d’ezhi an traou spountuz-se. Goude kement-se, Jeann, e leac’h mont eb aon er penn araok evel m’er grea kentoc’h, e leac’h renka he unan ar zoudardet evit ar stourmad, a laoske peb galloud gant ar gabitened o doa heuliet anezhi, hi he-unan a zente outho.
Epad m’edo Jeann d’Arc e Lagny, ec’h en em gavaz eno eun dra vurzuduz. Eur bugel, ganet tri devez a ioa, n’oa ket bet badezet ; evel maro oa. Kaset e oue dirak imach ar Verc’hez, ha merc’hed iaouank kear en em roaz da bedi a greiz galon, da c’houlen badiziant, evit ar c’hrouadurik. Epad miz Mari oa. A greiz pedi, unan euz ar merc’hed a deu da zonj d’ezhi e ma Jeann e kear ; mont a ra kerkent d’he c’hlask. « Jeann, emezhi, ni a zo o pedi evit eur bugelik nevez ganet ha ne ziskouez ket kaout buez ; m’o pefe ar vadelez da zont d’hor sikour ? — Mont a ran dioc’htu ganeoc’h, eme Jeann. » Epad m’edo ar verc’hez iaouank daoulined, o pedi gant ar re all, setu ma oue guelet ar c’hrouadur o finval, o tiskouez buez, disklavi ien a ra. Badezet eo kerkent ; prestik goude, ene an ealik a nij d’ar baradoz, hag he gorf a zo lakeat en douar benniget.
Kompiegniz a lavare da c’houde : « Eun dra vurzuduz eo ; pedennou Jeann d’Arc eo o deuz, dreist oll, great d’ar c’hrouadur-ze kaout eur c’hras ker kaer. »
En amzer-ze e oa var dro kear Lagny eur reder bro, eb feiz na reiz, hanvet Franquet. Euz ar Frans oa, mes bodet en doa en dro d’ezhan tri pe bevar c’hant saoz ken dizakr hag hen ; laerez, devi, laza, setu ho oll labour e tri c’her ; ar vro oll a ioa spountet gantho. Jeann a zastumaz tri pe bevar c’hant brezeller evit gellout douara ar forbanet-se hag a ieaz d’ezho eb aon. Ar c’hrogad a oue tenn hag hir, rak an diaoulou-ze ne reant nemeur a fors euz ho buez ; diou vech tud Jeann a deuaz var ho c’hiz ; mes bevech hi a reaz d’ezho distrei d’ar stourmad, hag ar gounid diveza a oue d’ezhi. An oll Zaozon a oue lazet pe brizouniet, Franquet he unan a oue paket. Guerc’hez Orlans e doa c’hoant e vije troket Franquet oc’h eur Parizian euz he anaoudegez d’ezhi, hag a ioa bet prizouniet gant ar Zaozon, mes gouarner kear a lavaraz oa maro an den-ze hag a c’houlennaz ma vije roet Franquet d’ezhan. Jeann hen roaz neuze. Great e oue he brosez d’ezhan, ha barnet e oue da veza dibennet. Maro al lear-ze, daoust ma n’eo ket hi her barnaz, a oue unan euz ar rebechou braz great da Jeann e Rouen.
Euz Lagny Jeann a ieaz da gear Compiegn, hag ac’hano d’eun nebeut keariou demdost da gear. Eun devez m’oa bet o kommunia e Compiegn en Iliz Sant Jakes, e chomaz pell hag hir da drugarekât Doue, pleget he fenn ganthi. Pa zavaz divar he daoulin, e velaz kalz tud (eur c’houec’h ugent benag), bugale dreist oll, bodet en dro d’ezhi, hag e lavaraz d’ezho perag e oa beuzet en he daelou : « Va bugale ha va mignouned, guerzet oun dre eun taol iudazerez. Dizale e vezin kaset d’ar maro. Goulenn a ran diganeoc’h pedi Doue evidhon, rak n’em bezo mui galloud da zervicha Doue hag ar vro. » Evelato, Jeann ne c’houie ket peur nag e pe leac’h e vije paket rak lavaret a rea pa oue prizouniet : « M’am bije gouezet e vefen bet paket eno, ne vijen ket eat di ; var urz va Moueziou evelato e vefen eat, n’euz fors petra vije en em gavet da c’houde. »
Sonjal a dlie, mechans, e oa tost ar gualheur d’en em gaout ganthi, pa zisklerie d’he beleg, an tad Paskerel : « Karet a rafen, pa vezin eat euz ar bed-ma, e savfe ar Roue chapeliou hag a vefe lavaret ennho oferennou evit an dud maro o tifenn ar vro. » E guirionez, enkrez a ioa var he spered ; n’eo ket en emgannou eo e sonje ken, mes er maro hag er vuez all.
Compiegn a oue kelc’het epad m’edo Jeann pell aoualc’h euz ar gear-ze : an duk a Vourgogn hag ar Zaozon a ioa en em glevet evit kas soudardet da viret ouz keariz da gaout bevans euz a neb lec’h. Kerkent ha ma klevaz guerc’hez Orleans e oa kelc’het Compiegn, e tastumaz buan tri pe bevar c’hant soudard evit mont da zikour ar gear-ze e doa dalc’het mad da roue Frans : « N’oc’h ket aoualc’h, a lavaraz d’ezhi unan benag, evit mont a dreuz arme ar Bourgogniz hag ar Zaozon. » — « Aoualc’h omp, emezhi, mont a rankan da zikour va mignouned euz Compiegn. » D’ar 24 a viz mae 1430, da hanter-noz, ec’h en em lakeaz en hent, ha dre an denvalijen ne oue ket guelet gant ar Zaozon ; dioc’h ar mintin edo e kear Compiegn. Kerkent ec’h en em glevaz gant ar gouarner evit mont er meaz
euz a gear da daga an enebourien ; peb tra a oue reizet mad etrezo. Evelato he Moueziou ne boulzent ket Jeann da vont ; ne lavarent ket nan kennebeud.
Vardro pemp heur diouz an noz, oll doriou kear sarret mad nemet an hini a skoe var ar pount, Jean a ieaz er meaz euz Compiegn gant pemp pe c’houec’h kant soudard. Ar Bourgignouned a ioa e Margny a oue great d’ezho kila, hag ar geriaden a oue gounezet. Epad an amzer-ze, ar Zaozon a ioa loc’het evit mont da zikour ar Bourgignouned. Mes tud kear a ioa var evez, rak Jeann e doa lavaret d’ezho : « Ma velit ar Zaozon o klask sikour ar Bourgignouned, tennit varnho gant ho kanoliou, anez, e maomp kollet. » Pa loc’haz ar Zaozon, ar c’hanoliou a grozaz eta varnho evit ho diarbenn hag an enebourien a joumaz eur pennadik nec’het. Mes ar Fransizien, gant aon da veza trec’het, a deuaz buan var ho c’hiz ; lavaret a reant : « Kelc’het omp. »
Ar Zaozon, kennerzet kerkent, a deuaz varnho a benn err, keariz ne c’hellent mui tenna gant aon da laza mesk ha mesk mignouned hag enebourien, setu ma kilaz ar Fransizien betek mogeriou kear. Ar gouarner Flavy, o velet ar Zaozon o tont araok ar Fransizien, hag oc’h en em gaout tost d’ar pount, a zavaz aon ganthan na deuffent betek ennhan, hag a lakeaz sevel ar pount var vint ha lezel da goueza an oged houarn a stanke dor vraz kear.
Ar brud euz ar pez a ioa c’hoarvezet a deuaz betek Jeann hag an oll a lavare d’ezhi tec’het. Mes hi ne felle ket d’ezhi : « Skoit var ar Zaozon, emezhi, n’o pezet aon ebet ; mar kirit e maint d’eoc’h. » Evelato ar Fransizien a rank plega ; n’int mui renket evit an emgann. Jeann, kalounek evel atao, a gennerz he zoudardet, mes koll a reont. D’ar fin, he marc’hek, Ian d’Aulon, a grog e penn he marc’h hag a ra d’ezhi trei varzu Compiegn ; mes an or a jom serret ; n’euz mui nemet enebourien, Bourgignouned dreist oll, en dro da Jeann. Kelc’het eo gantho, mes en em zifenn a ra stard, delc’her a ra penn d’ezho. Eun taol trubarderez ebken a c’hell dont a benn euz ar verc’hez kalounek : eur goareger a deu dioc’h an adrenv da jacha var al losten a zouge Jeann var he dillad houarn, hag a bil anezhi divar he marc’h. An oll a ia kerkent a lamm varnhi : paket eo (24 a viz mae 1430). Ar goareger a ziskaraz Jeann a roaz guerc’hez Orleans d’he vestr, hag hema her roaz d’he gabiten, Ian a Luxembourg, koumt Ligny. Gant Jeann e oue paket ive he breur Per, hag he marc’hek Ian d’Aulon. Hema a ioa choumet atao en he c’hichen abaoue an deiz ma oue bet karget gant ar roue d’he diouall, d’he difenn.
An duk a Vourgogn a oue laouen braz o klevet oa paket Jeann, kas a reaz kemennadurez a bep tu evit embann ar c’helou. Ar Zaozon a oue laouenoc’h c’hoaz : kas a reant ar
c’helou euz an eil d’egile en eur grial a bouez penn : « Ema d’eomp ! ema d’eomp ! » Lod euz kuzulerien ar roue Charles a joumaz dizeblant meurbet pa glevjont ar c’helou, unan anezho a lavaraz zoken : « Mad a zo great d’ezhi, rak ober a rea he fenn atao, eb selaou aliou den. »
Red eo lavaret ar virionez penn da benn, n’euz fors pegen diez eo kement-se. Azalek ma oue paket Jeann betek ma oue devet, epad bloaz ha c’houec’h devez, n’ez euz merk ebet e reaz Charles VII roue Frans eun dra benag evit sikour anezhi, evit klask he zenna euz a greiz he foaniou. Perak kement-se ? Diez eo her gouzout mad. Dianaoudek eo bet e kenver Jeann, sklear eo ; mes eun dra all a ioa c’hoaz. Mar o doa ar Zaozon mez o veza bet trec’het gant eur vaouez, ar Fransizien ive o doa evel mez o rankout anzao n’o doa gounezet nemet abalamour d’eur vaouez. Meur a hini etouez ar Fransizien a ioa varnez lavaret n’e oa Jeann nemed eur zorserez ; evel ma kave d’ezho n’o doa mui izom anezhi, edont varnez kredi o devije gellet ober ebdi. Var ho meno, Jeann n’edo mui ganthi bennoz ha nerz an Aotrou Doue, hag e teuffe eun all benag da gendalc’her al labour e doa boulc’het. Mar doa kouezet etre daouarn ar Zaozon, eo abalamour ma oa re a lorc’h ennhi, abalamour m’e doa kemeret dillad re gaer, abalamour ma felle d’ezhi atao hag e pep tra ober he fenn he-unan var zigarez senti ouz he Moueziou eb selaou lavarou an dud a skiant braz, kuzulerien ar roue. Setu aze petra veze lavaret etouez ar Fransizien zoken. Hag evelse e ra an dud. Pa ’z ai mad an traou ganeoc’h, e vezoc’h meulet ; pa ’z ai, avad, fall an traou, e vezoc’h dilezet gant an dud, goaz a ze evidoc’h ! Jeann ! paour keaz Jeann ! dispenn a reoc’h roudou Hor Zalver benniget. Hen, goude beza bet sklerijennet en eun doare dudiuz var menez Thabor, a oue merzeriet var menez Kalvar ; c’houi goude henoriou Orleans ha Reims, a gavo e Rouen prizoun ha merzerenti. Tra poaniuz ! den na zavo d’ho tifenn, den ebet.
Lod a lavar, guir eo, e klaskaz Lahir, a berz ar roue, savetei Jeann epad ma edo e prizoun Rouen, mes n’euz ket a desteni sklear euz a gement-se ; ouspenn-ze, kalz re nebeut a dud a ieaz gant Lahir ; ha pa vije eat an traou mad gantan, n’en devije ket gellet dont a ben euz e daol.