Bibl/Levr ar Profed Jérémias

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 62-128)



LEVR


AR PROFED JÉRÉMIAS.


————


I. PENNAD


Diougan disman̄tr Jéruzalem hag ar Judéa.


1. Geriou Jérémias, mâb Helsias, eûz ar véleien a ioa é Anatot, é douar Ben̄jamin.

2. Gér ann Aotrou a zeûaz d’ézhan̄ é deisiou Josias, mâb Amon, roué Judas, enn trizékved bloaz eûz hé rén.

3. Don̄d a réaz c’hoaz é deisiou Joakim, mâb Josias, roué Juda, bété divez ann unnékved bloaz eûz a Zédésias, mâb Josias, roué Juda, bété dizougadur Jéruzalem, er pempved mîz.

4. Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout :

5. Diagen̄t ma toaréiz ac’hanod é kôv da vamm, em eûz da anavézet ; ha diagen̄t ma teûjez er-méaz eûz a gôv da vamm, em eûz da zan̄télet, hag em eûz da rôet da brofed é-touez ar brôadou.

6. Ha mé a lavaraz : A, a, a, Aotrou-Doué ; chétu na ouzoun két komza, ô véza ma ounn eur bugel.

7. Hag ann Aotrou a lavaraz din : Na lavar két : Eur bugel ounn ; râk da béléac’h-bennâg m’az kasinn, éz î ; ha kémen̄d a c’hourc’héminn d’id, a liviri.

8. N’az péz kéd a aoun ra-z-hô ; râk mé a zô gan-éz évid da zieûbi, émé ann Aotrou.

9. Hag ann Aotrou a astennaz hé zourn, hag hé stokaz out va génou ; hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Chétu em eûz rôet va gériou enn da c’hénou.

10. Chétu em euz da lékéat hiriô war ar brôadou, ha war ar rouan̄télésiou, évid diframma, ha dispenna, ha kolla, ha skiña, ha sével, ha plan̄ta.

11. Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout : Pétrâ a wélez-té, Jérémias ? Ha mé a lavaraz : Eur wialen évésiek a wélann.

12. Hag ann Aotrou a lavaraz din : Gwélet mâd éc’h eûz, râg évésaad a rinn war va gér évit ma vézô sévénet.

13. Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun eunn eil wéach, ô lavarout : Pétrâ a wélez-té ? Ha mé a lavaraz : Eur pôd leûn a dân a wélann, hag hén̄ ô ton̄d eûz ann han̄ter-nôz.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Ann droug a zeûiô eûz ann han̄ter-nôz war holl dûd ann douar.

15. Râk chétu é c’halvinn holl dûd rouan̄télésiou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou ; hag hî a zeûi, hag a lakai pép-hini hé drôn é-tal persier Jéruzalem, ha war holl drô hé muriou, ha dirâg holl gériou Juda.

16. Ha mé a lavarô gan̄t-hô va barnou war holl zrougiez ar ré hô deuz va dilézet, hô deûz dévet ézan̄s dirâk douéed all, hag hô deûz azeûlet labour hô daouarn hô-unan.

17. Té éta, laka da c’houriz enn-drô d’id, sâv, ha lavar d’ézhô kémen̄d a c’hourc’hémennann d’id. N’az péz két a aoun ra-z-hô, râk mé a rai pénaoz na vézô két spoun̄tuz hô dremm d’id.

18. Râk mé a laka ac’hanod hiriô ével (T) eur géar gré, ével eur peûl houarn, ével eur vur arem, war ann douar holl, é-kén̄ver rouéed Juda, hag hé brin̄sed, hag hé véleien, ha pobl hé zouar.

19. Hag hî a stourmô ouz-id, ha na vézin̄t két tréac’h d’id ô véza ma ounn gan-éz, évid da zieûbi, émé ann Aotrou.


————


II. PENNAD


Dallen̄tez ar bobl Israel.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz enn-oun, ô lavarout :

2. Kéa, ha garm é diskouarn Jéruzalem, ô lavarout : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Koun em eûz bét ac’hanod, truez em eûz bét oud da iaouan̄ktiz, hag oud ar garan̄tez am bôé évid-od p’az kémériz da c’hrég, pa zeûjoud war va lerc’h enn distrô, enn eunn douar ha na oa két bét hadet.

3. Israel a zô bét gwéstlet d’ann Aotrou ; préveûdi hé frouez eo ; kémen̄d hini a loun̄k anézhan̄ a ra eunn torfed ; droug a gouézô war-n-ézhô, émé ann Aotrou,

4. Sélaouit gér ann Aotrou, ti Jakob, ha c’houi holl dûd tî Israel.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Pé fallagriez hô deûz kavet hô tadou enn-oun, pa in̄t pelléet diouz-in, pa hô deuz kerzet war-lerc’h ann didalvédigez, hag in̄d deûet didalvez hô-unan ?

6. Ha n’hô deûz két lavaret : Péléac’h éma ann Aotrou, péhini en deûz hôl lékéat da biña eûz a zouar ann Éjipt ; péhini en deuz hor c’haset dré ann distrô, a-dreûz da eunn douar didûd ha dihen̄t, a-dreûz da eunn douar séac’h, ha skeûden ar marô, a-dreûz da eunn douar dré béhini n’eo kerzet dén, é péhini n’eo choumet dén ?

7. Hô lékéat em eûz da von̄t enn eunn douar strujuz-meûrbéd, évit ma tebrfac’h hé frouez, hag hé holl vadou ; ha pa oc’h bét éat enn-han̄, hoc’h eûz saotret va douar ? Ha gréat eûz va digouéz eul léac’h a argarzidigez.

8. Ar véleien n’hô deûz két lavaret : Péléac’h éma ann Aotrou ? Hag ar ré a zalc’h al lézen n’hô deûz két va anavézet ; hag ar vésérién hô deuz va gwallet ; hag ar broféded hô deûz diouganet é hanô Baal, hag hô deûz heûliet ann idolou.

9. Râk-sé é teûinn c’hoaz é barn gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou, hag é strivinn oud hô pugalé.

10. Tréménit é énezi Sétim, ha gwélit ; kasit da Zédar, hag évésait mâd ; ha gwélit hag éz eûz énô eunn dra hén̄vel.

11. Hag hi hô deûz kemmet hô douéed, péré évit-gwîr n’in̄t két douéed ; ha koulskoudé va fobl en deûz kemmet hé c’hloar évid eunn idol.

12. O én̄vou, skrijit gan̄d estlam diwar-benn kémen̄t-se ; dôriou ann én̄v, bézit man̄tret, émé ann Aotrou.

13. Râk daou zroug en deûz gréat va fobl : va dilézet hô deûz, mé feun̄teun ann dour béô, ha toullet hô deûz évit hô pun̄sou dour glaô ; pun̄sou skarret, péré na hellon̄t két derc’hel ann dour.

14. Ha sklâv eo Israel, pé mâb eur sklav ? Pérâg éta eo deûet da breiz ?

15. Al léoned a zô en em daolet war-n-ézhan̄ enn eur iuda, hag enn eur c’harmi, enn eunn distrô hô deûz lékéat hé zouar ; hé geriou a zô bét dévet, ha na choum dén enn-hô.

16. Bugalé Menfis ha Tafnez hô deûz da wallet bétég ar penn.

17. Ha né két bét c’hoarvézet kémen̄t-sé gan-éz, ô véza ma éc’h eûz dilézet ann Aotrou da Zoué, enn amzer ma réné ac’hanod enn da hen̄t ?

18. Ha bréma pétra a fell d’id é hen̄t ann Éjipt, éva dour lagennek ? Ha pétrâ a fell did é hen̄t ann Assiried, éva dour ar ster ?

19. Da zrougiez az tamallô, ha da hérez a zavô enn da énep. Gwéz ha gwél pénaoz eo fall ha c’houerô d’id béza dilézet ann Aotrou da Zoué, ha béza dizouj diouz-in, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

20. Adaleg ar penn-kenta éc’h eûz torret va ieô, éc’h eûz dispennet va chadennou, hag éc’h eûz lavaret : Na zervichinn két, hag ével eur c’hrég fall oud én em zaotret war bép krec’hien uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek.

21. Hôgen mé em eûz da blan̄tet ével eur winien dilennet, deûed holl eûz a had mâd. Pénaoz éta oud-dé trôet évid-oun enn eur blan̄ten fall, gwinien a-ziavéaz ?

22. Ha pa en em walc’hfez gan̄t nitr, ha pa lakajez gan̄t-han̄ kalz a louzou borit, é vézi saotret dira-z-oun enn da fallagriez, émé ann Aotrou Doué.

23. Pénaoz é lévérez : N’ounn két saotret, n’em euz két kerzet war-lerc’h Baal ? Gwél da gamméjou enn draonien, ha gwéz pétrâ éc’h eûz gréat ; ével eur réder skan̄v a gerz buan enn hé hen̄t.

24. Ann azen-c’houéz boazet enn distrô, é ioul hé galoun a vûs c’houéz ann hini a gâr ; nétrâ na hell hé zistrei. Kémen̄d hini hê c’hlasko-hi, n’hô dévézô kéd a boan ; enn hé misiou é kavin̄t anézhi.

25. Mîr oud da droad n’az ai enn-noaz, hag oud da c’houzouk n’en dévézô séc’hed. Ha té éc’h eûz lavaret : Kollet eo ar géd gan-én̄; bikenn n’her grinn ; râg ann diavésidi a garann-kaer, hag éz inn war hô lerc’h.

26. Ével ma eo mézékéet eul laer pa eo paket, ével-sé eo bét mézékéet tî Israel, hî, hô rouéed, hô frin̄sed, hô béléien, hag hô proféded ;

27. Péré hô deûz lavaret d’ar c’hoat : Va zâd oud ; ha d’ar méan : Va ganet éc’h eûz : trôed hô deuz hô c’hein d’in, ha nann hô dremm ; hag é amzer hô an̄ken é livirin̄t : Saô, ha dieub ac’hanomp.

28. Péléac’h éma da zouéed, péré éc’h eûz gréat évid-od ? Ra zavin̄t ha ra zieûbin̄t ac’hanod é amzer da an̄ken ; râk kenn aliéz a zouéed hag a gériou éz pôa, ô Juda.

29. Pérâg é fell d’é-hoc’h don̄d é barn gan-én̄ ? Holl hoc’h eûz va dilézet, émé ann Aotrou.

30. Enn-aner eo em eûz skôet gan̄d hô pugalé, n’hô deûz két digéméret ar c’helen ; hô klézé en deûz loun̄ket hô proféded ; ével eul léon gwaster eo hô kwenn.

31. Klévit gér ann Aotrou : Hag eunn distrô ounn deûet évid Israel, pé eunn douar divézad ? Pérâg éta en deûz lavaret va fobl : Mon̄d a réomp kuît, na zeûimp mui étrézég enn-od ?

32. Hag an̄kounac’haad a ra eur plac’h-iaouan̄k hé braven̄tésiou, pé eur c’hrég hé gouzougen ? Ha koulskoudé va fobl en deûz va an̄kounac’héet pell-amzer.

33. Pérâg é fell d’id diskouéza é vé mâd da hen̄t, évit klaskout va c’haran̄tez, pa éc’h eûz desket d’ar ré all da hen̄chou ar ré falla ;

34. Hag eo bét kavet enn da zaouarn goad ann énéou paour ha dinam ? Né két er bésiou em eûz hô c’havet, hôgen el lec’hiou a béré em eûz gréat mének ken̄t.

35. Hag éc’h eûz lavaret : Dibec’h ha dinam ounn, ha dré-zé distrô da frouden diouz-in. Chétu éta éz ann é barn gan-éz, pa éc’h euz lavaret : N’em eûz két péc’het.

36. Pégen disprizet oud deûet da véza, ô von̄d adarré enn da hen̄chou ! Mézékéet é vézi gan̄d ann Éjipt, ével ma oud bét mézékéet gan̄d ann Assiria.

37. Râk don̄d a rî er-méaz anézhi, da zaouarn war da benn ; ô véza ma vrévô ann Aotrou da fisian̄s, ha na denni gounid é-béd anézhan̄.


————


III. PENNAD


Framm ann daou dî eûz a Israel hag eûz a Juda.


1. Peûrvuia é lévéreur : Ma en deûz eunn dén kaset-kuît hé c’hrég, ha mar teû hou-man̄, goudé béza éat-kuît diout-han̄, da gémérout eunn ozac’h all, hag hén̄ a zistrôi c’hoaz gan̄t-hi ? Ha na vézô két sellet ar c’hrég-zé ével dic’hlan ha saotret ? Hôgen té a zô en em zaotret gan̄t kalz eûz da orgédérien ; koulskoudé distrô étrézég enn-oun, emé ann Aotrou, ha mé az tigémérô.

2. Saô da zaoulagad ouc’h-kréac’h, ha gwél péléac’h n’oud két en em wallet ; azézet é oaz enn hen̄chou, ô c’hortozi anézhô ével ma râ eul laer enn distrô, hag éc’h eûz saotret ann douar gan̄d da louzdoni ha da zrougiézou.

3. Râk-sé eo bét dalc’het dour ann én̄v, hag ar glao divézad né két kouézet ; tâl eur c’hrég-fall a zô deûet d’id, ha né két fellet d’id rusia.

4. Hôgen bréma galv ac’hanoun, ha lavar : Va zâd, té eo réner va iaouan̄ktiz.

5. Ha droug é vézô enn-od bépréd ? Ha da-vikenn é padô ? Chétu éc’h eûz lavaret, hag éc’h eûz gréat drouk, kémen̄d ha ma éc’h eûz gellet.

6. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in é amzer ar roué Josias : Ha n’éc’h eûz-té két gwélet ar péz é deûz gréat Israel ann dispac’hérez ? Hî a zô éat war bép krec’hen uc’hel, ha dindân pép gwézen deliaouek, hag énô eo en em zaotret.

7. Ha mé a lavaraz, goudé ma é doé gréat kémen̄t-sé : Distrô étrézég énn-oun ; hag hî né két distrôet.

8. Ha Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, a wélaz pénaoz, ô véza ma oa en em zaotret Israel, ann dispac’hérez, eo em bôa hé c’haset-kuît, ha rôet d’ézhi ar skrid-rann ; Juda, ar c’hanazez, hé c’hoar, n’é dôé két a aoun, hôgen mon̄d a réaz kuît, hag en em zaotraz-hî ivé.

9. Hag hî é deuz saotret ann douar gan̄d ann diroll euz hé louzdoni ; hag éo bét en em wallet gan̄d ar méan ha gan̄d ar c’hoat.

10. Ha goudé kémeñt-sé Juda, ar C’hanazez, hé c’hoar, né két distrôet étrézég enn-oun a greiz kaloun, hôgen dré c’hénou, émé ann Aotrou.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Israel ann dispac’hérez, é deûz didamallet hé éné, é-skoaz Juda ar c’hanazez.

12. Kéa, ha garm ar c’homziou-man̄ war-zû ann han̄ter-nôz, ha lavar : Distrô, Israel ann dispac’hérez, émé ann Aotrou, ha na zistrôinn két va daoulagad diouz-hoc’h ; râk san̄t ounn, émé ann Aotrou, ha na vézô két a zroug enn-oun da-vikenn.

13. Koulskoudé anavez da fallagriez, ô véza ma oud bét disléal é-kén̄ver ann Aotrou da Zoué ; ma éc’h eûz skiñet da hen̄chou gan̄d ann diavésidi dindân pép gwézen deliaouek, ha n’éch eûz két selaouet va mouéz, émé ann Aotrou.

14. Trôit, bugalé, ha distrôit ouz-in, émé ann Aotrou ; râk mé a zô ho kwâz ; hag é tigémérinn ac’hanoc’h, pried eûz ar géar, ha daou eûz ann tiégez ; hag hô likiinn da von̄t é Sion.

15. Hag é rôinn d’é-hoc’h mésérien hervez va c’haloun, péré a rôi d’é-hoc’h da voéd ar wiziegez hag ar gélénadurez.

16. Ha pa viot paottet, ha pa viot kresket war ann douar enn deisiou-zé, émé ann Aotrou, na livirin̄t mui : Chétu arc’h kévrédigez ann Aotrou ; na zistrôi mui er spered, n’hô dévézo mui a goun anézhi ; na vézô két emwélet ; ha na vézô két gréat mui.

17. Enn amzer-zé é c’halvin̄t Jéruzalem trôn ann Aotrou ; hag é vézô strollet enn-hi ann holl vrôadou é hanô ann Aotrou, é Jéruzalem, ha na valéin̄t mui war-lerc’h direizded hô gwall galoun.

18. Enn deisiou-zé éz ai tî Juda étrézé tî Israel, hag hî a zeûi kévret eûz a zouar ann han̄ter-nôz, d’ann douar em eûz rôet d’hô tadou.

19. Hôgen mé em eûz lavaret : Pénaoz é likiinn-mé ac’hanod é-touez va bugalé, hag é rôinn-mé d’id eunn douar hétuz, digouéz kaer arméou ar brôadou ? Hag em eûz lavaret : Té a c’halvô ac’hanoun da dâd, ha na éhani mui da zon̄t war va lerc’h.

20. Hôgen ével ma tispriz eur c’hrég ann hini a gar anézhi, ével-sé tî Israel en deûz va disprizet, émé ann Aotrou.

21. Eur vouéz a zô bét klévet enn hen̄chou, gwélvanou hag hirvoudou bugalé Israel ; ô véza ma in̄t bét fallagr enn hô hen̄t, ha ma hô deûz an̄kounac’héet ann Aotrou hô Doué.

22. Trôit, bugalé, ha distrôit ouz-in, ha mé hô iac’hai eûz hô trougiézou. Chétu nî a zeû étrézég enn-od ; râk té eo ann Aotrou hon Doué.

23. É-gwirionez ar c’hrec’hiennou hag al lôd-brâz eûz ar ménésiou n’in̄t némed gévier ; évit-gwîr silvidigez Israel a zo enn Aotrou hon Doué.

24. Ar vézégez é deûz loun̄ket labour hon tadou enn hor iaouan̄ktiz, hag hô dénved, hag hô saoud, hag hô mipien, hag hô merc’hed.

25. Enn hor mézégez é kouskimp, ha gan̄d hon dismégan̄s é vézimp gôlôet ; ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, nî hag hon tadou, adaleg hor iaouan̄ktiz bétég ann deiz a hiriô, ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou, hon Doué.


————


IV. PENNAD


Reûsiou daré da gouéza war Jéruzalem.


1. Mar trôez, Israel, émé ann Aotrou, distrô ouz-in. Mar tennez da wallou a zira-z-oun, na vézi két kéflusket.

2. Ha té a douô : Béô eo ann Aotrou, gan̄t gwirionez, ha gan̄t barnédigez, ha gan̄t reizded ; hag ar brôadou a vennigô anézhan̄, hag hé veûlo.

3. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou da dûd Juda ha Jéruzalem : Névézit hô touar-éhan, ha na hadit két war ann drein.

4. Bézit emwadet d’ann Aotrou, ha tennit pôd-mézen hô kalounou, tûd Juda, tûd Jéruzalem ; gan̄d aoun na darzché va buanégez ével tân, ha na zeûjé da leski, hép ma helled hé mouga, enn abek da zrougiez hô ménosiou.

5. Embannit é Juda, ha rôid da glevout é Jéruzalem, komzit, ha sonit ar c’horn-boud dré ann douar ; garmit kaer, ha livirit : En em strollit, ha déomp er c’hériou kré.

6. Savit ar bannier é Sion. En em grévait, ha na arzaôit két, râk mé a zigasô drouk eûz ann han̄ter-nôz, hag eur gwastadur brâz.

7. Saved eo al léon eûz hé géô, ha diskolper ar brôadou a zô enn hé zâ ; éad eo er-méaz euz hé vrô, évit lakaad da zouar enn eunn distrô ; da gériou a vézô disman̄tret, hép ma choumô dén enn-hô.

8. Dré-zé likiit gourizou-reûn war hô trô, gwélit ha iouc’hit ; râk buanégez froudennuz ann Aotrou né két distrôet diwar-n-omp.

9. Hag enn deiz-zé, émé ann Aotrou, kaloun ar roué, ha kaloun ar brin̄sed a vézô man̄tret ; ar véléien a vézô spoun̄tet, hag ar broféded a vézô saouzanet.

10. Ha mé a lavaraz : Allas, allas, allas, Aotrou Doué ! Ha touellet éc’h eûz éta ar bobl-man̄, ha Jéruzalem, ô lavarout : Ar péoc’h hô pézô ; ha chétu ar c’hlézé a ia da doulla béteg hô éné.

11. Enn amzer-zé é vézô lavaret d’ar bobl-man̄ ha da Jéruzalem : Eunn avel leskidik a c’houéz é hen̄chou distrô merc’h va fobl, nann évit niza nag évit skarza.

12. Eunn avel leûn a zeûi ac’hanô étrézeg enn-oun ; ha neûzé é rôinn da anaout d’ézhô va barnou.

13. Chétu é savô ével eur c’hoabren ; hé girri a vézô ével eunn arné ; hé gézek a vézô skan̄voc’h égéd ann éred ; gwâ nî ; râg gwastet omp.

14. Gwalc’h da galoun a zrougiez, Jéruzalem, évit ma vézi salvet : bété pégeit é choumô enn-od ar gwall vénosiou ?

15. Râg eur vouéz a rô kelou eûz a Zan, hag a rô da anaout ann idol a zô war vénez Éfraim.

16. Livirid d’ar brôadou : chétu eo bét klévet é Jéruzalem pénaoz é teû gwarded eûz a eur vrô bell, péré en em daolô gan̄t garmou brâz war gériou Juda.

17. Ével diwallerien ar parkou é rain̄t ann drô anézhi ; ô véza é deuz va héget, émé ann Aotrou.

18. Da hen̄chou ha da vénosiou hô deûz gréat kémen̄t-sé d’id ; da zrougiez eo, péhini a zô c’houerô, hag a ia bété da galoun.

19. Va c’hôv, va c’hôv a zô leûn a c’hlac’har, va c’haloun a zô kéflusket enn-oun ; na davinn két, râk va éné en deuz klévet son ar c’horn-boud ha garm ann emgann.

20. Reûz war reûz a zô bét galvet, hag ann douar holl a zô bét gwastet : enn-eunn-taol eo bét diskaret va zeltou, hag hô c’hrec’hin.

21. Bété pégeit é wélinn-mé tûd ô tec’hout, hag é klevinn-mé son ar c’horn-boud ?

22. O véza ma eo diskian̄t va fobl, ha n’en deûz két va anavézet ; tud diboell ha direiz in̄t ; fûr in̄t évid ôber ann drouk, hôgen na ouzoüt két ôber ar mâd.

23. Sellet em eûz oud ann douar, ha chétu é oa hén̄ goullô, ha dizoaré ; hag oud ann én̄vou, ha na oa két a c’houlou enn-hô.

24. Gwélet em eûz ar ménésiou, hag hî a gréné ; hag ann holl grec’hiennou, hag hî a oa kéflusket.

25. Sellet em eûz, ha na oa dén é-béd ; hag holl evned ann én̄v a oa éat-kuît.

26. Sellet em eûz, hag ann douar frouézuz a zô deûet ével eunn distrô ; hag hé holl gériou a vézô diskaret dirâg ann Aotrou, dirâk frouden hé vuanégez.

27. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Didud é vézô ann douar ; koulskoudé n’hé zispenninn két a-grenn.

28. Ann douar a wélô, hag ann én̄vou a vézô é kan̄v a-ziouc’h, ô véza ma em euz lavaret : Mennet em eûz, ha n’em eûz két a geûz, ha n’ounn két distrôet diout-han̄.

29. Diouc’h trouz ar varc’héien hag ar warégerien eo tec’het kéar holl ; el lec’hiou ar ré c’harva in̄d en em dennet, war ar rec’hier in̄t piñet ; ann holl gériou a zô dilézet, ha na choum dén enn-hô.

30. Hôgen té pa vézi gwastet, pétrâ a rî ? Ha pa en em wiskfez gan̄t tané, ha pa en em gin̄klfez gan̄t kin̄klérézou aour, ha pa livchez da zaoulagad gan̄t liou dû, enn-aner eo en em gempenfez ; ar ré az karé a zisprizô ac’hanod, hag a glaskô da vuez.

31. Râk klévoud a rann eur vouez ével eûz a eur c’hrég é gwilioud, roget gan̄d ar gwen̄trou ; mouéz merc’h Sion daré da vervel, hag a astenn hé daouarn, ô lavarout : Gwâ mé, ô véza ma falla va éné gan̄d al lazérez.


————


V. PENNAD


Ann Aotrou a rébech da vugalé Israel hô diskrédoni.


1. Id dré holl ruou Jéruzalem, ha gwélit, hag arvestit, ha klaskit enn holl leuriou-kéar, ha c’houi a gavô eunn dén en em rén gan̄t reizded, hag a glask ar wirionez ; ha mé a drugarézô anézhi.

2. Ma lévéron̄t ivé : Béô eo ann Aotrou ; é gaou é touin̄t.

3. Da zaoulagad, Aotrou, a zell oud ar wirionez ; skôet éc’h eûz gan̄t-hô, ha n’in̄t két bét poaniet ; hô brévet éc’h eûz, ha né két fellet d’ézhô digémérout ar c’hélen ; lékéat hô deûz hô dremmou kalétoc’h égéd ar méan, ha né két fellet d’ézhô distrei.

4. Hôgen mé em eûz lavaret : Martézé n’eûz néméd ar béorien a zô diskian̄t, na anavézon̄t két hen̄t ann Aotrou, na barn hô Doué.

5. Mon̄d a rinn éta da gavout ar ré vrâz, hag é komzinn out-hô ; râg hî a anavez hen̄t ann Aotrou, ha barn hô Doué. Ha chétu ar ré-zé hô deûz torret kévret ha gwasoc’h ar iéô, ha dispennet ar chadennou.

6. Râk-sé léon ar c’hoat a dagô anézhô, bleiz ar pardaez a skrapô anézhô, al léonpard a spiô hô c’heriou ; kémen̄d-hini a iélô er-méaz anézhô, a vézô paket ; râk paottet eo hô fallagriézou, krévéet eo hô drougiézou.

7. Goudé-zé pénaoz éc’h hellinn-mé béza trugarézuz enn da gén̄ver ? Da vugalé ho deûz va dilézet, hag hî a dou dré ar ré ha n’in̄t két douéed ; hô gwalc’h em eûz rôet d’ézhô, hag hî a zô kouézet enn avoultriez, hag a zô éat d’en em zirolla é tî eur c’hrég fall.

8. Deûet in̄t ével kézek a réd hag a c’houirin war lerc’h ar chézékenned ; pép-hini a réd war-lerc’h grég hé nésa.

9. Ha na gastizinn két kémen̄t-sé, émé ann Aotrou ? Ha n’en em ven̄jinn két eûz a eur vrôad ker gwall ?

10. Piñit war hé muriou, ha diskarit-hô ; hôgen n’hé c’hollit két a-grenn ; tennit hé c’hreskou, râk n’in̄t két d’ann Aotrou.

11. Râk tî Israel ha tî Juda a zô en em savet em énep, émé ann Aotrou.

12. Dinac’het hô deûz ann Aotrou, hag hî hô deûz lavaret : N’éma két hén̄ ; na zeûi droug é-béd war-n-omp ; na wélimp nag ar c’hlézé nag ann naounégez.

13. Ar broféded hô deûz komzet enn éar, ha né két bét respoun̄tet d’ézhô : hôgen chétu pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-hô.

14. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué ann arméou : O véza ma hoc’h euz komzet ével-sé, é likiinn va c’homziou ével tân enn da c’hénou, hag ar bobl-zé ével koat ; hag hén̄ ho dévô.

1$. Chétu mé a zigasô war-n-hoc’h, tî Israel, eur bobl a bell, émé ann Aotrou ; eur bobl galloudek, eur bobl kôz, eur bobl ha na anavézi két hé iéz, ha na wézi két pétrâ a lavarô.

16. Hé dron̄s a vézô ével eur béz digor ; kré é vézin̄t holl.

17. Hén̄ a zebrô da édou ha da vara ; hén̄ a loun̄kô da vipien ha da verc’hed ; hén̄ a lazô da zén̄ved ha da zaoud ; hén̄ a wastô da winiennou ha da fiézennou ; hén̄ a ziskarô gan̄d ar c’hlézé da geriou kré, é péré é lékéez da fisian̄s.

18. Hôgen enn deisiou-zé, émé ann Aotrou, n’hô tispenninn két a-grenn.

19. Ma livirit : Pérâg ann Aotrou, hon Doué, en deûs-hén̄ gréat kémen̄t-sé d’é-omp ? É liviri d’ézhô : Ével ma hoc’h eûz va dilézet, ha ma hoc’h eûz servichet douéed a-ziavéaz enn hô touar hoc’h-unan, ével-sé é servichot diavésidi enn eunn douar ha na vézô két d’é-hoc’h.

20. Embannit kémen̄t-sé é tî Jakob, rôit-hen̄ da glévout da Juda, ô lavarout :

21. Sélaou, pobl diskian̄t ha diboell : c’houi péré hoc’h eûz daoulagad, ha na wélit két ; hoc’h eûz diskouarn, ha na glévit két.


22. Ha na zoujot-hu két ac’hanoun, émé ann Aotrou ; ha na grénot-hu két dira-z-oun ? Mé péhini em euz lékéat ann tréaz da harzou d’ar mor, lézen peûr-baduz, dreist péhini n’az ai két ; hé goummou en em géfluskô, ha na hellin̄t két mon̄t pelloc’h ; stambouc’ha a rain̄t, ha n’az ain̄t két ébiou.

23. Hôgen ar bobl-zé é deuz eur galoun diskrédik ha dispac’huz ; en em dennet in̄t, hag in̄t éat-kuît.

24. Ha n’hô deûz két lavaret enn hô c’haloun : Doujomp ann Aotrou, hon Doué, péhini a rô d’éomp enn hé amzer ar glaô ken̄ta hag ann divéza, hag a rô déomp péb bloaz eunn éost founnuz.

25. Hô fallagriézou hô deuz distroet kémen̄t-sé ; hag hô péc’héjou hô deuz miret na rajenn vâd d’hé-hoc’h :

26. Râg é-touez va fobl eo en em gavet tud-fallagr, péré a an̄tell lasou ével labouséterien, hag a aoz lingadou ha rouéjou évit paka tûd.

27. Ével ma eo leûn eur stoker a laboused, ével-sé hô ziez a zô leûn a douel ; dré-zé é teûon̄t da véza brâz ha pinvidik.

28. Lard in̄t ha téô ; mon̄d a réon̄t dreist va lézen enn eur gwall zoaré. Na zifennon̄t két ann in̄tan̄vez, na rénon̄t két ann emzivad, ha na varnon̄t két gan̄t reizded ar béorien.

29. Ha na gastizinn két ann traou-zé, émé ann Aotrou ? Ha n’en em ven̄jô két va éné eûz a eur vrôad ker fallagr ?

30. Traou souézuz hag argarzuz a zô bét gréat war ann douar.

31. Ar broféded a ziougané gévier, hag ar véléien a stlaké hô daouarn enn eur veûli ; ha va fobl a gavé mâd kémen̄t-sé ; hôgen pétrâ a c’hoarvézô gan̄t-han̄ enn divez ?


————


VI. PENNAD


Disman̄tr Jéruzalem ha Juda.


1. En em grévait, bugalé Ben̄jamin, é-kreiz Jéruzalem ; sonit ar c’horn-boud é Tékua ; ha savit ar bannier war Vétakara ; râg eunn droug a wéleur war-zû ann han̄ter-nôz, hag eunn disman̄tr brâz.

2. Oud eur c’hrég kaer ha kizidik em eûz hévélébékéet merc’h Sion.

3. Ar vésérien a zeûi d’hé c’havout gan̄d hô zropellou ; hô zeltou a zavin̄t war hé zrô ; ha pép-hini a lakai da beûri ar ré a vézô dindân hé zourn.

4. Aozit ar brézel out-hi ; savit, ha piñomp out-hi é-kreiz ann deiz : gwâ nî, ô véza ma izéla ann deiz, ha ma eo hirréet ar skeûd war ar pardaez.

5. Savit, ha piñomp a-zoug ann nôz, ha diskaromp hé ziez.

6. Hâg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Trouc’hid ar c’hoajou ha grîd eur sav-douar war-drô Jéruzalem ; kéar va emwél eo ; leûn eo a wallou.

7. Ével ma rô eur feun̄teun dour ién, ével-sé é rô-hî eunn drougiez ién ; fallagriez ha gwastérez a gleveur enn-hi ; gwandériou ha gouliou a zâv bépred étrézég enn-oun.

8. En em gélenn, ô Jéruzalem, gan̄d aoun n’en em denché va éné diouz-id ; gan̄d aoun n’az lakajenn da véza eunn distrô hag eunn douar didud.

9. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Bétég ann divéza bôden é vézô kutuḻet Israel, ével eur winien ; kâs da zourn trô-war-drô ével ar ven̄démour, ha laka enn da baner.

10. Out piou é komzinn-mé, ha piou a bédinn-mé d’am sélaoui ? Chétu eo dienwadet hô diskouarn, ha na hellon̄t két klevout ; chétu eo deûet disprizuz d’ézhô gér ann Aotrou, ha na fell két d’ézhô hé zigémérout.

11. Râk-sé ounn leun eûz a frouden ann Aotrou, hag em eûz béac’h oc’h hé gouzan̄vi ; skûl-hi var ar vugalé a zô war ar ruou, ha war strollad ann dud-iaouan̄k kévret ; hag ann ozac’h a vézô kéméret gan̄d ar c’hrég, ann dén-kôz gan̄d ann hini leûn a zeisiou.

12. Hag hô ziez a dréménô da ré all, hag hô farkou hag hô gragez ivé : râk me a astennô va dourn war ar ré a choum war ann douar, émé ann Aotrou.

13. Râg adaleg ar bihana bétég ar brasa, holl en em rôon̄t d’ar bizoni ; hag adaleg ar profed bétég ar bélek, pép-hini a douell mar gell.

14. Hag hî a louzaoué gouli merc’h va fobl gan̄t mézégez, ô lavarout : Péoc’h, péoc’h ; ha na oa két a béoc’h.

15. Mézékéet in̄t bét, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz : pé gen̄toc’h ar véz n’é deûz két hô mézékéet, ha n’hô deûz két gwézet pétrâ é oa rusia ; râk-sé é kouézin̄t é-touez ar ré a varvô : é amzer hô emwéligidez é kouézin̄t, émé ann Aotrou.

16. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Savit war ann hen̄chou, ha gwélit, ha goulennit é-touez ann hen̄chou kôz péhini eo ann hen̄t mâd ; ha kerzid enn-han̄ ; ha c’houi a gavô fréskadurez d’hoc’h énéou. Hag hî hô deûz lavaret : Na gerzimp két.

17. Ha mé em eûz lékéat war-n-hoc’h gédérien, ô lavarout : Sélaouit son ar c’horn-boud. Hag hî hô deûz lavaret : Na zélaouimp két.

18. Râk-sé sélaouit, brôadou, hag anavézit, tûd strollet, pétrâ a rinn d’ézhô.

19. Sélaou, douar : Chétu mé a zigasô drougou war ar bobl-zé, frouez he vénosiou ; ô véza n’hô deûz két sélaouet va gériou, ha ma hô deûz distolet va lézen.

20. Pérâg é kasit-hu din ézan̄s eûz a Zaba, ha louzou-c’houés-vâd eûz ar brôiou-pell ? Hô sakrifisou n’in̄t két hétuz d’in, ha na garann két hô viktimou.

21. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a gasô reûsiou war ar bobl-zé ; ann tadou a gouézô gan̄d ar vugalé, ann amézek a varvô gan̄d hé amézek.

22. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu é teû eur bobl eûz a zouar ann han̄ter-nôz ; hag eur vrôad vrâz a zavô eûz a harzou ann douar.

23. Gan̄t saésiou hag eunn diren en em gannô ; krîz eo ha didruez ; hé vouéz a rai trouz ével ar môr ; hag hî a biñô war hô c’hézek, ével tûd daré d’ar brézel, enn da énep, ô merc’h Sion.

24. Ar vrûd anézhô hon eûz klévet, hag hon daouarn a zô dinerzet ; ar c’hlac’har a zô bét krôget enn-omp, ével ma krôg ar gwen̄trou enn eur c’hrég é gwilioud.

25. N’az ît két er-méaz er parkou, na gerzit két dré ann hen̄chou ; râk klézé ann énébour a zô da spoun̄t trô-war-drô.

26. Merc’h va fobl, gwisk ar zaé-reûn, hag en em c’hôlô a ludu : gwél gan̄t c’houervder, ével eur vamm a wél diwar-benn hé mâb penn-her ; râg ar gwaster a gouézô enn-eunn-taol war-n-omp.

27. Da rôet em eûz da arnod kré war va fobl ; té hô anavézô, hag a arnodô hô hen̄chou.

28. Ar brin̄sed anézhô a zô ivé distrôet eûz hô hen̄t ; enn touellérez é valéon̄t, arem hag houarn in̄t ; saotret in̄t holl.

29. Didalvez eo bét ar végin ; enn tân eo bét bévézet ar ploum, enn-aner eo en deûz teûzet ann teûzer ; né két bét bévézet hô drougiézou.

30. Galvit-hô arc’han̄t distolet, râg ann Aotrou en deûz hô distolet.


————


VII. PENNAD


Ann Aotrou a zifenn out Jérémias na bédô évid ar bobl.


l. Chétu ar c’homziou a zeûaz da Jérémias dioud ann Aotrou, ô lavarout :

2. Choum enn da zâ é-tâl dôr ti ann Aotrou ; prézég ar gér-man̄ énô, ha lavar : Sélaouit gér ann Aotrou, holl dûd Juda, c’houi péré a zô éat dré ann ôriou-zé évid azeûli ann Aotrou.

3. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Gwellait hoc’h hen̄chou hag hoc’h ôberiou : ha mé a choumô gan-é-hoc’h el léac’h-zé.

4. Na likiit két hô fisian̄s é gériou a c’hévier, ô lavarout : Templ ann Aotrou, templ ann Aotrou, templ ann Aotrou eo.

5. Râk ma reizit mâd hoc’h hen̄chou, hag hoc’h ôberiou ; mar grîd eur varn vâd étré eunn dén hag hé nésa.

6. Ma na waskit két ann diavésiad, ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez ; ma na skuḻit két ar goad dinam el léac’h-man̄, ha ma na heuḻit két ann douéed a-ziavéaz, enn hô reûz hoc’h-unan :

7. Mé a choumô gan-é-hoc’h el léac’h-man̄, enn douar em eûz rôet d’hô tadou a-vikenn ha da-vikenn.

8. Chétu c’houi a lakai hô fisian̄s é gériou a c’hévier, ha na dalvézin̄t két d’é-hoc’h.

9. C’houi a laer, c’houi a lâz, c’houi a ra avoultriez, c’houi a dou é gaou, c’houi a rô braoued-kennig da Vaal, hag a heûḻ douéed a-ziavéaz, péré na anavézit két :

10. Hag oc’h deûet, hag oc’h en em lékéat dira-z-oun enn tî-man̄, é péhini é c’halveur va hanô ; hag hoc’h eûz lavaret : Salved omp, pétrâ-bennâg ma hon euz gréat ar fallagriézou-zé.

11. Hag eur c’héô laéroun eo va zî, é péhini eo bét galvet va hanô dira-z-hoc’h ? Mé eo, mé eo a zô ; mé eo em eûz hô kwélet, émé ann Aotrou.

12. Id d’am léac’h-mé é Silô, é péléac’h em bôa lékéat va hanô er penn-ken̄ta ; ha gwélit pétrâ em eûz gréat d’ézhi enn abek da zrougiez va fobl a Israel.

13. Ha bréma, ô véza ma hoc’h eûz gréat kémen̄t-sé, émé ann Aotrou ; ô véza ma em eûz komzet ouz-hoc’h ô sével diouc’h ar min̄tin̄ ; ma em eûz komzet, ha n’hoc’h eûz két klévet ; ô véza ma em eûz hô kalvet, ha n’hoc’h eûz két respoun̄tet,

14. É rinn é-kén̄ver ann tî-man̄, é péhini eo galvet va hanô, hag é péhini é likiid hô fisian̄s, hag é-kén̄ver al léac’h em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou, ével ma em eûz gréat é-kén̄ver Silo.

15. Hag é taolinn ac’hanoc’h a zira-z-oun, ével ma em eûz taolet hoc’h holl vreûdeûr, holl wenn Éfraim.

16. Té éta, na béd két évid ar bobl-zé, na veûl, na na béd ac’hanoun évit-hô, ha na éneb két ouz-in ; râk na zélaouinn két ouz-id.

17. Ha na wélez-té két pétrâ a râ ar ré-zé é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem.

18. Ar vugalé a zastum ar c’heûneûd, hag ann tadou a énaou ann tân, hag ar gragez a skuḻ druzôni war doaz, évit ôber kouiñou da rouanez ann én̄v, évid ôber sakrifisou da zouéed a ziavéaz, ha va lakaad da héga.

19. Ha mé eo a hégon̄t, émé ann Aotrou ? Ha né két hî hô-unan, ô tigas ar véz war hô fenn ?

20. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Va frouden ha va buanégez a zô savet war al léac’h-zé, war ann dud, ha war al loéned, ha war wéz ar parkou, ha war frouez ann douar ; leski a rai ével tân, ha na vézô két mouget.

2l. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Likid hô loéned-losket war hô viktimou, ha débrit kîk.

22. Râk n’em eûz két lavaret, na gourc’hémennet d’hô tadou, enn deiz ma hô zenniz eûz ann Éjipt, kenniga d’in loéned-losket ha viktimou.

23. Hôgen chétu pétrâ em eûz gourc’hémennet d’ézhô ô lavarout : Sélaouit va mouéz, ha mé a vézô hô Toué, ha c’houi a vézô va fobl ; ha baléit enn holl hen̄chou em eûz kémennet d’é-hoc’h, évit ma teûi pép mâd d’é-hoc’h.

24. Hôgen n’hô deûz két sélaouet, n’hô deûz két dinaouet hô skouarn : baléet hô deûz enn hô ioulou, hag é diroll hô gwall galoun ; hag hî a zô éat enn hô c’hîz, ha nann enn hô raok,

25. Adaleg ann deiz é péhini eo éat hô zadou er-méaz eûz a vrô ann Éjipt, bété vréma. Ha mé em eûz kaset d’é-hoc’h va holl zervicherien ar broféded bemdez ô sével diouc’h ar min̄tin ; hô c’haset em eûz.

26. Hag hî n’hô deûz két va sélaouet, n’hô deûz két dinaouet hô skouarn ; hôgen kalédet hô deûz hô fenn, ha gwasoc’h hô deûz gréat égéd hô zadou.

27. Ha té a lavarô kémen̄t-sé d’ézhô, ha n’as sélaouin̄t két ; hô gervel a rî ; ha na respoun̄tin̄t két d’id.

28. Ha té a lavarô d’ézhô : Chétu ar vrôad péhini né deûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hé Doué, ha n’é deûz két digéméret ar c’hélen ; ar feiz a zô éat ébiou, er-méaz eo éat eûz hô génou.

29. Touz da vléô, ha taol-hi ; ha garm war al lec’hiou uc’hel : râg ann Aotrou en deûz distolet, ha dilézet brôad hé frouden.

30. Râk bugalé Juda hô deûz gréat drouk dira-z-oun, émé ann Aotrou. Lékéat hô deuz hô argarzidigézou enn tî é péhini é oa galvet va hanô, évid hé zaotra.

31. Savet hô deûz léc’hiou uc’hel Tofet, péhini a zô é traon̄ien mâb Ennom, évit leski hô mipien hag hô merc’hed enn tân ; ar péz n’em eûz két gourc’hémennet, na mennet em c’haloun.

32. Râk-sé chétu é teûi ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré na vézô mui galvet Tofet, na traon̄ien mâb Ennom ; hôgen traon̄ien al lazérez ; hag hî a vésiô é Tofet, ô véza na vézô léac’h all é-béd.

33. Ha korfou marô ar bobl-zé a vézô da voéd da laboused ann én̄v, ha da loéned ann douar ; ha na vézô dén évid hô c’has-kuît.

34. Ha mé a lakai da éhana é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem, ar vouéz a lîd, hag ar vouéz a lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried. Râg ann douar holl a vézô glac’haret.


————


VIII. PENNAD


Disman̄tr ar Judéa.


1. Enn amzer-zé, émé ann Aotrou, é taolin̄t eskern rouéed Juda, hag eskern hé brin̄sed, hag eskern ar véleien, hag eskern ar broféded, hag eskern ar ré a choumé é Jéruzalem, er-méaz eûz hô béz.

2. Hag hi hô skiñô oud ann héol, hag oud al loar, hag oud holl armé ann én̄vou, hô deûz kaset, hô deûz servichet, war heûl péré hô deûz baléet, hô deûz en̄klasket, hag hô deûz azeûlet. Na vézin̄t két dastumet ha na vézin̄t két bésiet ; da deil é vézin̄t war-c’horré ann douar.

3. Hag ar ré holl péré a vézô choumet eûz ar gwall wenn-zé, péré em bézô distolet ha dilézet, a zilennô ken̄toc’h ar marô égéd ar vuez, émé Aotrou ann arméou.

4. Ha té a lavarô d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Néb a zô kouézet, ha na assavô mui ? Ha néb a zô trôet diwar hé hen̄t, ha na zistrôiô mui ?

5. Pérâg éta eo trôet diouz-in ar bobl-zé eûz a Jéruzalem, gan̄d eur gasoni ken dalc’huz ? En em rôet in̄t d’ar gévier, ha né két fellet d’ézhô distrei.

6. Hô sélaouet em eûz, hô arvestet em eûz ; hini anézhô na gomz hervez ar reiz ; hini anézhô na râ pinijen eûz hé béc’hed, ô lavarout : Pétrâ em euz-mé gréat ? Holl é trôon̄t war-zû hô gwall ioulou ével eur marc’h a ia gan̄d err d’ar stourm.

7. Ar skoul a anavez hé amzer enn én̄v ; ann durzunel, ar gwennéli hag ar zigouñ a oar é pé amzer é tléon̄t mon̄d ébiou ; hôgen va fobl n’en deûz két anavézet barn ann Aotrou.

8. Pénaoz é livirit-hu : Fûr omp, ha lézen ann Aotrou a zô gan-é-omp ? Pluen gaouiad ar skribed n’é deûz skrivet német gévier.

9. Ar ré fûr a zô karget a vez ; spoun̄tet ha paket in̄t ; râg gér ann Aotrou hô deûz distolet, ha n’eûz furnez é-béd enn-hô.

10. Râk-sé é rôinn hô gragez d’ann diavésidi, hag hô farkou é digwéz da ré all ; râg adaleg ar bihana bétég ar brasa é klaskon̄t hô gounid ; adaleg ar profed bétég ar bélek, holl é réon̄t gaou.

11. Hag hî a fellé d’ézho enn hô méz iac’haat gouliou merc’h va fobl, ô lavarout : Péoc’h, péoc’h ; pa na oa két a béoc’h,

12. Méz hô deûz, ô véza ma hô deûz gréat traou argarzuz ; hag ouc’h-penn n’hô deûz két bét a véz, ha n’hô deuz két rusiet ; dré-zé é kouézin̄t é-mesk ar ré a vézô dispennet, é amzer hô emwél é vézin̄t dispennet, émé ann Aotrou.

13. Hô strolla a rinn kévret, émé ann Aotrou. Na vézô két a rézin oud ar gwini, na vézô két a fiez oud ar gwéz-fiez, ann déliou a gouézô : hag ar péz em bôa rôet d’ézhô a iélô ébiou.

14. Pérâg é choumomp-ni azézet ? En em strollit ha déomp er c’heriou kré, ha tavomp énô ; râg ann Aotrou hon Doué, en deûz hol lékéat da sével, hag en deûz rôet d’é-omp dour béstl da éva, ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou.

15. Ar péoc’h a c’hortozemp, ha n’eo deûet nétrâ a vâd : amzer ar barédigez, ha chétu ar spoun̄t.

16. Eûz a Zan é kléveur fronélléréz hé gézek, horellet eo ann douar holl gan̄d ar vouéz hag ann trouz eûz hé vrézélidi ; râg hî a zô deûet, hag hô deûz loun̄ket ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄ ; ar géar, hag ar ré a choumé enn-hi.

17. Râk chétu é kasinn ouz-hoc’h aéred, baziliked, out péré n’eûz két a vréou ; hag hî a zan̄tô ac’hanoc’h, émé ann Aotrou.

18. Va glac’har a zô dreist pép glac’har, va c’haloun a zô gwén̄vét enn-oun.

19. Chétu mouéz merc’h va fobl a c’harm eûz a eur vrô bell ; ha n’éma két ann Aotrou é Sion, ha n’éma két hé roué enn-hi ? Pérâk éta hô deûs-hi va lékéat da vuanékaat gan̄d hô skeûdennou, hag hô gwandériou a-ziavéaz ?

20. Tréménet eo ar médérez, éat eo ann han̄v ébiou, ha nî n’omp két dieûbet.

21. Brévadur merc’h va fobl a vrév ac’hanoun, glac’haret ounn, ar spoun̄t a zô krôget enn-oun.

22. Ha n’eûz két a valzam é Galaad ? Ha n’eûz két a vézek énô ? Pérâg éta né két serret kleizen merc’h va fobl ?


————


IX. PENNAD


Reûsiou a dlé kouéza war ar Judéa.


1. Piou a rôiô dour d’am penn, hag eur feun̄teun a zaérou d’am daoulagad ? Hag é wélinn nôz-deiz war vugalé merc’h va fobl a zô bét lazet.

2. Piou am lakai da gavout enn distrô, eunn herbec’h d’ann ergerzerien, évit ma tilézinn va fobl, ha ma pellainn diout-hô ? Râg avoultrérien in̄t holl, eur vagad gwallérien.

3. Hag hî hô deûz steñet hô zéôd ével eur wareg a c’hévier, ha nann a wirionez ; en em grévéet in̄t war ann douar, râk mon̄d a réon̄t a zroug é drouk, ha n’am anavézon̄t két, émé ann Aotrou.

4. R’en em virô pép-hini eûz hé nésa, ha na fisiet hini enn hé vreûr ; râk peb breûr a ziarbenn hé vreûr, ha pép miñoun a valé enn touellérez.

5. Pép-hini a râ goab eûz hé vreûr, ha na lévéron̄t két ar wirionez : râg desket hô deûz hô zéôd da lavarout géviér ; poelladi a réon̄t da ôber fallagriez.

6. Éma da dî é-kreiz ann touellérez ; enn hô zouellérez hô deûz dinac’het va anaout, émé ann Aotrou.

7. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu é teûzinn hag é arnodinn anézhô ; râk pétrâ all a rinn-mé é-kén̄ver merc’h va fobl ?

8. Eur zaez lemm eo hô zéôd, touellérez a lavar ; hô génou a gomz a béoc’h gan̄d hô miñoun, hag e-kûz é aozon̄t spiou d’ézhañ.

9. Ha na emwélinn két ar ré-zé, émé ann Aotrou ? Ha na en em veñjo két va éné eûz a eur vrôad ker fallagr ?

10. War ar ménésiou é savinn gwélvan ha keinvan, ha glac’har war al lec’hiou dudiuz eûz ann distrô ; ô véza ma in̄t bét losket, ha na drémen mui dén dré énô, ha na gléveur mui mouéz hô ferc’hen ; adaleg evned ann én̄v bété léoned ann douar, holl in̄t tec’het, holl in̄t éat-kuît.

11. Berniou grouan a rinn eûz a Jéruzalem, ha kéviou d’ann aéred ; keriou Juda a likiinn da véza disman̄tret, ha na choumô dén enn-hô.

12. Piou eo ann dén fûr, a boellô kémen̄t-man̄, ha da biou é helleur rei da glévout gér génou ann Aotrou, évit ma he embannô ; pérâg eo bét disman̄tret ann douar-zé, ha ma eo bét losket ével eunn distrô, ha na drémen dén dré énô ?

13. Hag ann Aotrou a lavaraz : ô véza ma hô deûz dilézet va lézen, em boa rôet d’ézhô, ha n’hô deuz két sélaouet va mouéz, ha n’hô deûz két baléet enn-hi ;

14. Hôgen ma hô deûz kerzet da heûl direizted hô c’haloun, ha da heûl Baal, ével ma hô deuz hé zesket gan̄d hô zadou.

15. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a voétô ar bobl-zé gan̄d huélen-c’houérô, hag a rôiô da éva d’ézhan̄ dour béstl.

16. Ha mé hô skiñô é-mesk brôadou ha na anavézen̄t két hî nag hô zadou ; hag é kasinn ar c’hlézé war hô lerc’h, kén na vézin̄t dispennet.

17. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Arvestit, ha galvit ar gwélérézed évit ma teûin̄t ; ha kasit étrézég ar ré fura anézhô ma teûin̄t buhan.

18. Hasten̄t, ha saveñt keinvan war-n-omp ; ra zeûiô daérou eûz hon daoulagad, ha ra zirédô dour eûz a groc’hen hon daoulagad,

19. Râk klévet eo bét eur vouéz a geinvan eûz a Zion : Pénaoz omp-ni bét disman̄tret, ha mézékéet enn doaré-zé ? O véza ma hon eûz dilézet hon douar, ô véza ma eo bét diskaret hon tiez.

20. Sélaouit éta, gragez, gér ann Aotrou ; rôit skouarn da lavar hé c’hénou : deskit keinvan d’hô merc’hed, ha glac’har ann eil d’ébén ;

21. Râk piñet eo ann an̄kou dré hor prénestrou, éad eo enn hon tiez, évit laza hor bugalé vihan er ruou, hag hon tud-iaouan̄k é leûriou-kéar.

22. Komz. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Korfou-marô ann dûd a gouézô ével teil war-c’horré ann douar, hag ével ma kouéz ann drammou éd war-lerc’h ar védérien, hép ma tastum dén anézhô.

23. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na fougéet két ann dén fur gan̄d hé furnez, ha na fougéet két ann dén kré enn hé grévder, ha na fougéet két ann dén pinvidik enn hé binvidigez.

24. Hôgen néb a fougéô, fougéet é kémen̄t-man̄ : gouzout hag anaout pénaoz eo mé ann Aotrou, a ra trugarez, ha barnédigez, ha reizted war ann douar ; râk kémen̄t-sé a zô hétuz d’in, émé ann Aotrou.

25. Chétu é teûiô ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré é emwélinn kémen̄d-hini a zô emwadet.

26. Ann Éjipt, ha Juda, hag Édom, ha bugalé Ammon, ha Moab, hag ar ré holl péré a douz hô bléô, hag a choum enn distrô ; râg ann holl vrôadou- a zô dienwad ; hôgen holl vugalé Israel a zô dienwad a galoun.


————


X. PENNAD


Na dléeur da zouja nag arouéziou ann én̄v nag ann idolou.


1. Sélaouit ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hô penn, tî Israel.

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na zeskit két hen̄chou ar brôadou ; ha n’hô pézet két a aoun râg arouésiou ann én̄v, ével ma hô deûz aoun ar brôadou ;

3. Râk didalvez eo lézennou ar boblou ; râg eur c’hizeller a drouc’h eur wézen er c’hoat gan̄d ar vouc’hal ;

4. Gan̄d arc’han̄t hag aour é vrava anézhi ; hé startaad a râ gan̄t tachou ha gan̄d ar morzol, évit na fraḻô két.

5. É doaré eur wézen-balmez in̄t gréat, ha na gomzon̄t két ; réd eo hô dougen, râk na hellon̄t két kerzout ; n’hô pézet két éta a aoun ra-z-hô, râk na hellon̄t ôber na mâd na drouk.

6. N’eûz hini hén̄vel ouz-id, Aotrou ; té a zô brâz, ha brâz eo da hanô é ners.

7. Piou na zoujô két ac’hanod, ô roué ar brôadou ? Râk d’id eo ar skéd : é-touez ann holl ré fûr eûz ar brôadou, hag enn hô holl rouan̄télésiou n’eûz hini hén̄vel ouz-id.

8. Ken̄drec’het é vézin̄t ével tûd foll ha diskian̄t ; kélennadurez hô gwander eo hô c’héf.

Eûz a Darsis é tigaseur follennou arc’han̄t, hag aour eûz a Ofaz ; labour ann orféber, ha dourn ann teûzer ; gwisket in̄t gan̄t mézer glâz ha limestra ; labour ann orfébérien in̄t holl.

10. Hôgen ann Aotrou eo ar gwir Zoué ; hén̄ eo ann Doué béô, hag ar Roué peûr-baduz ; hé vuanégez a laka ann douar da gréna ; hag ar brôadou na hellon̄t két gouzan̄vi hé c’hourdrouz.

11. Ével-henn éta é léverrot : Ann douéed péré n’hô deûz két gréat ann én̄vou hag ann douar, ra vézon̄t dispennet diwar ann douar, hag eûz a zindân ann én̄vou.

12. Hén̄ eo en deûz gréat ann douar gan̄d hé ners, en deûz startéet ar béd gan̄d hé furnez, en deûz astennet ann én̄vou gan̄d hé boell.

13. Gan̄t trouz hé vouéz é laka kalz douréier da gouéza war ann douar, hag é sâv ar c’hoabr eûz a bennou ann douar ; ar foeltr a laka da drei é glaô, hag é tenn ann avel eûz hé den̄zoriou.

14. Diskian̄t eo ann holl dud-zé enn hô gwiziégez, mézégez ar c’hizeller eo ar skeûden ; ô véza ma eo eunn dra c’haou ar péz en deûz kizellet, ha n’eûz két a éné enn-han̄.

15. Eunn dra wân eo, hag eul labour a laka da c’hoarzin ; é amzer ar wélédigez éz ain̄t-da-gét.

16. Lôden Jakob né két hén̄vel oud ar ré-man̄ ; râg hén̄ eo en deûz doaréet pép-trâ : Israel eo gwalen hé zigwéz ; Aotrou ann arméou eo hé hanô.

17. Stroll eûz ann douar da vézégez, té péhini a vézô grounnet.

18. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu é taolinn pell ar wéach-man̄ ar ré a choum enn douar-man̄ ; ha mé hô en̄krézô enn hévélep doaré na vézô kavet hini anézhô.

19. Gwâ mé em reuz ! Gloazuz-brâz eo va gouli. Hôgen lavaret em eûz : Va c’hlén̄ved eo, hé zougen a rinn.

20. Va zelt a zô bét diskaret, hé holl gerdin a zô bét torret ; va bugalé a zô éat-kuît diouz-in, ha n’in̄t mui dén évit steña va zelt, hag évit sével va c’hrec’hin.

21. Râg ar vésérien hô deûz embréget enn eunn doaré diskian̄t, ha n’hô deûz két klasket ann Aotrou ; dré-zé in̄t bét diboell, hag hô holl zén̄ved a zô bét skiñet.

22. Chétu é teû eunn trouz brâz, hag eur gwall géflusk eûz a zouar ann han̄ter-noz ; évit ma lakai kériou Juda ével eunn distrô, ha ma choumô ann aéred enn-hô.

23. Mé a oar, Aotrou, pénaoz hen̄t ann dén na zalc’h két diout-han̄ : ha penaoz né két dré-z-han̄ hé-unan̄ é valé, hag é kerz ann dén.

24. Kastiz ac’hanoun, Aotrou, hôgen enn da reizded, ha nann enn da frouden, gan̄d aoun n’am c’haschez-da-gét.

25. Skuḻ da frouden war ar brôadou péré n’hô deûz két da anavézet, ha war ar brovin̄sou péré n’hô deûz két galvet da hanô : râg hî hô deûz débret Jakob, hag hô deûz hé loun̄ket ; hé gaset hô deûz da-gét, ha kaset hé akéd da-nétrâ.


————


XI. PENNAD


Doué a zifenn da Jérémias na bédô évit Juda hag évit Jéruzalem.


1. Chétu gér ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout :

2. Sélaouit gériou ar gévrédigez-man̄, ha komzit out tûd Juda, hag oud ar ré a choum é Jéruzalem,

3. Ha livirit d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Milliget ra vézô ann dén, ha na zélaouô két gériou ar gévrédigez-man̄,

4. Em eûz gréat gan̄d hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô zennet eûz ann Éjipt, eûz ar fourn houarn, ô lavarout : Sélaouit va mouéz, ha grît kémen̄d a c’hourc’hémenninn d’é-hoc’h ; ha c’houi a vézô da bobl din, ha mé a vézô da Zoué d’é-hoc’h.

5. Évit ma sévéninn a-névez al lé em eûz gréat d’hô tadou, pénaoz é rôinn d’ézhô eunn douar, é péhini é redô al léaz hag ar mél, ével ma c’hoarvez hiriô. Ha mé a respoun̄taz : Ével-sé bézet gréat, Aotrou.

6. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Embann ar gériou-man̄ é kériou Juda, hag er-méaz eûz a Jéruzalem, ô lavarout : Sélaouit gériou ar gévrédigez-man̄, ha mirit-hô.

7. Râk pédet stard em eûz hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt, bétég-henn ; hô fedet stard em eûz diouc’h ar min̄tin, ô lavaront : Sélaouit va mouéz :

8. Ha n’ho deuz két sélaouet, ha n’hô deuz két dinaouet hô skouarn ; hôgen pép-hini anézhô en deûz kerzet é gwallégez hé galoun saotr ; hag em eûz digaset war-n-ézhô holl c’hériou ar gévrédigez-man̄, em eûz gourc’hémennet d’ézhô ma rajen̄t, ha n’hô deuz két gréat.

9. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Eunn dispac’h a zô bét savet é-touez tûd Juda ha tûd Jéruzalem.

10. Distrôet in̄t da fallagriézou ken̄t hô zadou, péré né két bét fellet d’ézhô sélaoui va gériou. Ar ré-man̄ ivé a zô éat war-lerc’h douéed a-ziavéaz, hag hô deûz hô azeûlet ; tî Israel ha tî Juda hô deûz torret ar gévrédigez em bôa gréat gan̄d hô zadou.

11. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a zigasô war-n-ézhô drougou, diout péré na hellin̄t két tec’hout ; hag hî a c’harmô étrézég enn-oun, ha na zelaouinn két out-hô.

12. Ha kériou Juda, ha tûd Jéruzalem a iélô, hag a c’harmô étrézég ann douéed da béré é kennigon̄t sakrifisou ; hag ar ré-man̄ n’hô dieûbô két é amzer hô en̄krez.

13. Râk ker paot ha da gériou é oa da zouéed, ô Juda ; ha ker paot ha ruou Jéruzalem é oa da aotériou a vézégez, da aoteriou évid ôber sakrifisou da Vaal.

14. Té éta, na béd két évid ar bobl-zé, na zâv két da c’harm ha da béden évit-hô : râk na zélaouinn két out-hô é amzer hô garm étrézég enn-oun, é amzer hô en̄krez.

15. A béléac’h é teû ma en deûz gréat va muia-karet kalz gwallou em zî ? Hag ar c’hîk san̄tel a lamô diouz-id da zrougiez, é péhini é fougéez ?

16. Eur wézen-olived strujuz, kaer, frouézuz, koan̄t, en deûz ann Aotrou galvet da hanô ; hôgen out trouz hé vouéz, eunn tân brâz a zô kroget enn-hi, hag hé skourrou a zô bét dévet.

17. Râg Aotrou ann arméou péhini en deûz da blan̄tet, en deûz lavaret drouk war-n-od, enn abek da wallou, tî Israel ha tî Juda, hô deûz gréat enn hô-éneb hô-unan, évit va héga, oc’h ôber sakrifisou da Vaal.

18. Hôgen te, Aotrou, éc’h eûz diskouézet d’in hô ménosiou, hag em eûz hô anavézet. Neûzé éc’h eûz rôet d’in da anaout hô gwall-ioulou.

19. Ha mé a oa ével eunn oan kûn̄, a gaseur d'al lazerez ; ha né anavézenn két hô ménosiou en énep, pa lavaren̄t : Lékéomp koat en hé vara, ha dispennomp anézhan̄ eûz a zour ar ré véô, ha na vézô mui a goun eûz hé hanô.

20. Hôgen té, Aotrou ann arméou, péhini a varn gan̄t reizded, hag a furch enn digroazl hag er c’haloulou, diskouéz d’in em eûz danévellet va c’héfridi.

21. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou da dûd Anatot, péré a glask da vuez, hag a lavar : Na ziougan két é hanô ann Aotrou, gan̄d aoun na varvchez dré hon daouarn.

22. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu mé a emwélô anézhô ; ann dûd-iaouan̄k a varvô gan̄d ar c’hlézé, hô mipien hag hô merc’hed a varvô gan̄d ann naoun.

23. Ha na choumô nétrâ enn hô goudé (T) ; râk droug a gasinn war dûd Anatot, er bloaz é péhini é emwélinn anézhô.


————


XII. PENNAD


Ar Profed a glemm diwar-benn eûr-vâd ar ré fallagr.


1. Gwirion oud, ô Aotrou, ma strivann ouz-id ; hôgen ra livirinn d’id ann traou reiz-man̄ : Pérag éz â da vâd hen̄t ar ré fallagr ; pérâg ar ré a dorr da lézen, hag a râ fallagriez, in̄t-hi euruz é pép trâ ?

2. Hô flan̄tet éc’h eûz, hag hî hô deûz taolet grisien ; kreski a réon̄t, hag é tougon̄t frouez ; tôst oud eûz hô génou, ha pell eûz hô digroazel.

3. Hôgen té, Aotrou, éc’h eûz va anavézet, éc’h eûz va gwélet, hag éc’h eûz arnodet va c’haloun étrézég enn-od ; stroll-hi ével eunn tropel a gaseur d’al lazérez ; ha san̄téla anézhô é deiz hô lazérez :

4. Bété pégeit é wélô ann douar, hag é tizec’hô géot ann holl barkou enn abek da zrougiez ar ré a choum enn-han̄ ? Al loéned hag ann evned a zô éat-da-gét, ô véza ma hô deûz lavaret : Na wélô két hon divez.

5. Ma éc’h eûz bét kémen̄d a boan ô von̄d enn eur rédek war-lerc’h ar ré a gerzé war droad, pénaoz é helli-dé tizout ar ré a zô war varc’h ? Mar d-oud dizaouzan enn eunn douar a béoc’h, pénaoz é ri-dé oud herder ar Jourdan ?

6. Râk da vreûdeûr hô-unan, ha tî da dâd, hô deûz ivé stourmet ouz-id, hag hô deûz garmet war da lerc’h a boéz penn ; na gréd két d’ézhô, ha pa gomzchen̄t ouz-id gan̄d habaskded.

7. Kuitéet em eûz va zî, dilézet em eûz va digwéz ; lézet em eûz ann hini a garenn ével va éné étré daouarn hé énébourien.

8. Va digwéz a zô deûet em c’hen̄ver ével eul léon er c’hoat ; iûdet en deûz ouz-in ; râk-sé am eûz hé gaséet.

9. Hag eunn evn briz eo va digwéz d’in ? Hag eunn evn livet dré holl eo ? Deûit, en em strollit, holl loéned ann douar, hastit d’hé loun̄ka.

10. Eul lôd brâz a vésérien hô deûz dispennet va gwinien, mac’het hô deûz va lôd ; lékéat hô deûz al lôden a garenn kémen̄t, ével eunn distrô eûzuz.

11. Hé gwastet hô deûz, hag hî hé deûz len̄vet étrézég enn-oun ; man̄tret-brâz eo an douar holl, ô véza n'eûz hini a vijé poellek a galoun.

12. Ar wastérien a zeûi dré an holl hen̄chou eûz an distrô, râk klézé ann Aotrou a wastô holl eûz ann eil penn d’égilé eûz ann douar ; na vézô két a béoc’h da gîk é-béd.

13. Gwiniz hô deûz hadet, hag hî a védô drein ; eunn digwéz hô deûz bét, ha n’hô dévézô gounid é-béd diout-han̄ ; c’houi a gollô hoc’h holl frouez, enn abek da vuanégez ha da frouden ann Aotrou.

14. Ével-henn é lavar ann Aotrou a-énep d'am holl amézéien fall, péré a laka hô dourn war ann digwéz em eûz lôdennet gan̄t va fobl a Israel : Chétu mé a dennô anézhô er-méaz euz ho douar, hag a dennô tî Juda eûz hô zouez.

15. Ha pa em bézô hô zennet er-méaz, é tistrôinn out-hô, hag é trugarézinn anézhô ; hag hô digasinn adarré, pép-hini enn hé zigwéz, ha pép-hini enn hé zouar.

16. Hag ével-henn é c’hoarvézô : Ma en em gen̄télion̄t, ha mar teskon̄t hen̄chou va fobl, ha mar touon̄t dré va hanô, béô eo ann Aotrou, ével ma hô deûz desket d’am pobl toui dré Vaal ; é vézin̄t savét é-touez va fobl.

17. Ma na zélaouon̄t két, é tiframminn ar vrôad-zé bétég ar c’hrisien, hag é kollinn anézhi, émé ann Aotrou.


————


XIII. PENNAD


Jérémias a erbéd ar Iuzevien da ôber pinijen.


1. Ével-henn é lavaraz ann Aotrou d’in : Kéa, ha prén évid-od eur gouriz lien, ha laka-hén̄ war da zargreiz, ha n’hel likii két enn dour.

2. Hag é préniz eur gouriz hervez lavar ann Aotrou, hag hel likiiz war ann dargreiz.

3. Hag ann Aotrou a gomzaz eunn eil wéach ouz-in, ô lavarout :

4. Kémer ar gouriz éc’h eûz prénet, hag a zô war da zargreiz ; saô ha kéa étrézég ann Eufratez ha kûz-hén̄ énô é toull eur méan.

5. Ha mé a iéaz hag a guzaz anézhan̄ enn Eufratez, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’in.

6. Ha goudé ma oé tréménet kalz deisiou, é lavaraz ann Aotrou d’in : Saô ha kéa étrézég ann Eufratez ; ha tenn ac’hanô ar gouriz em bôa gourc’hémennet d’id da guza énô.

7. Hag éz îz étrézég ann Eufratez, hag é kleûziz, hag é tenniz ar gouriz eûz al léac’h é péhini em bôa hé guzet ; ha chétu é oa brein ar gouriz, enn hévélep doaré na oa mui mad da nétrâ.

8. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-in, ô lavarout :

9. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ével-sé é likiinn da vreina rogoni Juda, ha rogoni vrâz Jéruzalem.

10. Ar bobl drouk-zé, péré na fell két d’ézhô sélaoui va gériou, péré a gerz é diroll hô c’haloun, hag a ia war-lerc’h douéed a-ziavéaz, évid hô servicha hag hô azeûli ; hag hî a vézô hén̄vel oud ar gouriz-zé, péhini n’eo-mâd da nétrâ.

11. Râg ével ma en em stag eur gouriz war-drô da zargreiz eunn dén, ével-sé em bôa unanet ouz-in holl di Israel, hag holl di Juda, émé ann Aotrou, évit ma vijen̄t d’in da bobl, ha da hanô, ha da veûleudi, ha da c’hloar ; ha n’hô deûz két sélaouet.

12. Té a lavarô éta d’ézhô ar gér man̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Péb brôk a vézô leûniet a wîn. Hag hî a lavarô did : Ha na ouzomp-ni két pénaoz é vézô leuniet péb brôk a wîn ?

13. Ha té a lavarô d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a leûniô a vezven̄ti holl dûd ann douar-zé, hag ar rouéed eûz a wenn David péré a zô azézet war hé drôn, hag ar véléien, hag ar broféded, hag ar ré holl a choum é Jéruzalem.

14. Mé hô skiñô, hag a rannô ar breûr diouc’h ar breûr, hag ar vugalé diouc’h ann tadou, émé ann Aotrou ; na esperninn két, na zistolinn két, na drugarézinn két ; hôgen kolla a rinn.

15. Klévit, ha sélaouit, ha na stambouc’hit két, râg ann Aotrou en deûz komzet.

16. Rôit gloar d’ann Aotrou, hô Toué, abarz ma tigasô ann dévalien, hag abarz ma stokô hô treid oud ar ménésiou lusennuz. C’houi a c’hortozô ar goulou, hag hén̄ hé drôiô é skeûd ar marô hag é tévalien.

17. Ma na zélaouit két kémen̄t-sé, va éné a wélô é-kûz war hô rogen̄tez ; gwéla-dourek a rai, ha va daoulagad a skuḻô daérou, ô véza ma vézô kaset tropel ann Aotrou é sklavérez.

18. Lavar d’ar roué, ha d’ar rouanez : En em vuélait, azézit ; râk kurunen hô kloar a zô kouézet diwar hô penn.

19. Kériou ar c’hrésteiz a zô serret, ha n’eûz dén évid hô digéri. Juda holl a zô dizouget é sklavérez.

20. Savit hô taoulagad, ha sellit oud ar ré a zeû eûz ann han̄ter-nôz, é péléac’h éma ann tropel a zô bét rôet d’id, ann tropel ker karet gan-éz.

21. Pétrâ a liviri-dé, pa emwélô ac’hanod ? Râk té eo éc’h eûz hô desket enn da énep, ha diskouézet d’ézhô pénaoz stourmi ouz-id ; ha n’az pézô két neûzé gloasiou, ével eur c’hrég é gwilioud ?

22. Ma lévérez enn da galoun : Pérâg eo c’hoarvézet kémen̄t-sé d’in ? Enn abek d’al lôd brâz euz da fallagriézou eo, eo bét dizôlôet da vézégez, hag eo bét saotret da zeûliou.

23. Ma hell eunn Etiopiad kemma hé groc’hen, hag eul léoupard hé liou brîz, c’houi ivé a hellô ôber-vâd, p’hô pézô desket ôber ann drouk.

24. Ha mé hô skiñô ével ar c’hôlô a zô kaset enn distrô gan̄d ann avel.

25. Chétu da lôd, chétu da lôden, émé ann Aotrou, ô véza ma éc’h eûz va an̄kounac’héet, ha ma éc’h eûz fisiet er gévier.

26. Rak-sé em eûz savet da ziḻad war da benn, hag eo bét gwélet da vézégez,

27. Da avoultriézou, da zirollou, ha gwall da c’hadélez ; war ar c’hréc’hiennou, er parkou em eûz gwélet da fallagriézou. Gwâ té, Jéruzalem ! Ha na vézi bikenn glân war va lerc’h ? Bété pégeit ?


————


XIV. PENNAD


Péden Jérémias é hanô ar bobl.


1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias diwar-benn ar zec’hor.

2. Daéraoui a râ ar Judéa, hag hé fersier a zô diskaret d’ann douar, hag hî dû holl, ha garm Jéruzalem a zô piñet.

3. Ar ré vrâz hô deûz kaset ar ré vihan d’ann dour ; hag hî a zô deûet évit pun̄sa ; n’hô deûz két kavet a zour, hag hî hô deûz digaset hô listri goullô. Mézékéet ha glac’haret in̄t bét, ha gôlôet eo hô fenn gan̄t-hô.

4. Al labourérien pa wélon̄t sec’hder ann douar, ha pénaoz na gouéz két a c’hlaô, a zô mézékéet-brâz, hag a c’hôlô hô fenn.

5. Ar garvez é deûz alet er park, hag eo lézet hé c’harvik gan̄t-hi, ô véza na oa két a c’héot.

6. Ann azéned c’houéz a biñ war ar rec’hier, hag a zic’houéz ann éar ével aéréven̄t ; gwévet eo hô daoulagad, ô véza n’eûz két a c’héot.

7. Mar teû hor fallagriézou da desténia enn hon énep, distol-hi diwaz-n-omp, Aotrou, enn abek d’as hanô : râk brâz eo hon dispac’hiou ; péc’het hon eûz enn da énep.

8. Géd Israel, hag hé zalver é amzer ann en̄krez, pérâg oud-dé ével eunn diavésiad enn douar-man̄, hag ével eunn ergerzer a zistrô évit nébeût enn eunn hostaléri ?

9. Pérâg é vézi-dé ével eunn dén kan̄tréer, pé ével eunn dén kré ha na hell két dieûbi ? Hôgen té, Aotrou, a zô enn hon touez, ha da hanô a zô galvet war-n-omp : na zilez két ac’hanomp.

10. Ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar bobl-zé, péhini a gâr fin̄va hé dreid, ha na arzaô két, ha né két hétuz d’ann Aotrou : Bréma é teûiô da goun d’ézhan̄ hô fallagriézou, hag hén̄ a emvélô hô féc’héjou.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Na béd két ac’hanoun évit ma rinn vâd d’ar bobl-zé.

12. Ha pa iunfen̄t, na zélaouinn két oud hô fédennou ; ha pa gennigfen̄t d’in sakrifisou-losk, ha viktimou, n’hô digémérinn két : râg gand ar c’hlézé, ha gan̄d ann naoun, ha gan̄d ar vosen é tispenninn anézhô.

13. Ha mé a lavaraz : A, a, a, Aotrou Doué ; ar broféded a lavar d’ézhô : Na wélot két ar c’hlézé, ha na zeûiô két ann naounégez enn hô touez ; hôgen ann Aotrou a rôiô d’é-hoc’h eur gwîr béoc’h el léac’h-man̄.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Gévier hô deûz diouganet ar broféded em hanô. N’em eûz két hô c’haset, n’em eûz rôet gourc’hémenn é-béd d’ézhô, ha n’em eûz két komzet out-hô ; gwélédigésiou gaou, darvoudou gwân, trôidellou ha touellérézou hô c’haloun hô-unân eo é tiouganon̄t d’é-hoc’h.

15. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn ar broféded péré a ziougan em hanô, péré n’em eûz két kaset, hag a lavar : Ar c’hlézé hag ann naounégez na vézin̄t két enn douar-man̄ : gan̄d ar c’hlézé hag ann naounégez é vézô dispennet ar broféded-zé.

16. Hag ar boblou da béré hô dévézô diouganet, a vézô taolet é ruou Jéruzalem enn abek d’ann naounégez ha d’ar c’hlézé, ha na vézô dén évid hô bésia, nag hî, nag hô gragez, nag hô mipien, nag hô merc’hed : râk mé a skuḻo war-n-ézhô hô droug hô-unan.

17. Hag é liviri d’ézhô ar gér-man : Va daoulagad a skûḻ daérou nôz-deiz, ha na éhanon̄t két ; ô véza ma eo bét brévet gan̄d eur brévadur brâz ar werc’hez, merc’h va fobl, ha ma eo gwall zroug hé gouli.

18. Mar d-ann er-méaz er parkou, chétu é kavann tûd lazet gan̄d ar c’hlézé ; ha mar d-ann ébarz ar géar, chétu é wélann ré all dislébéret gan̄d ann naounégez. Ar broféded hag ar véléien a zô bét kaset ivé enn eunn douar ha na anavézen̄t két.

19. Ha distolet ha dilézet eo Juda gan-éz ? Hag argarzuz eo deuet Sion d’as éné ? Pérâg éta éc’h eûz-té skôet war-n-omp, enn hévéïep doaré n’eûz iéc’hed é béd évid-omp ? Ar péoc’h a c’hortozemp, ha n’eo deûet nétrâ a vâd ; hag amzer ar barédigez, ha chétu ar strafiḻ.

20. Nî a anavez, Aotrou, hor gwallou, ha fallagriézou hon tadou, ô véza ma hon eûz péc’het enn da énep.

21. N’hol lez két da gouéza er vézégez enn abek d’as hanô, na daol két a zismégan̄s war-n-omp, nî trôn da c’hloar. Az péz koun, ha na laka két da véza didalvez ar gévrédigez éc’h eûz gréat gan-é-omp.

22. Ha béz’ éz eûz hini é-touez skeûdennou ar brôadou a rôfé glaô ? Pé ar goabrou hag hî a hell rei ann douréier ? Ha né két té eo ann Aotrou hon Doué, a c’hortozomp ? Râk té eo éc’h eûz gréat kémen̄t-se.


————


XV. PENNAD


Ar Profed a béd évit-han̄ hé-unan. Doué a fréalz anézhan̄.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Ha pa zavché Moizez ha Samuel dira-z-oun, na drôjé két va c’haloun étrézég ar bobl-zé ; taol anézhô a zira-z-oun, ha r’az ain̄t kuît.

2. Ma lévéron̄t d’id : M’az aimp ? Té a lavarô d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Piou-bennâg d’ar marô, d’ar marô ; piou-bennâg d’ar c’hlézé ; d’ar c’hlézé ; piou-bennâg d’ann naounégez, d’ann naounégez ; piou-bennâg d’ar sklavérez, d’ar sklavérez.

3. Ha mé a gasô pévar zra out-hô, émé ann Aotrou : ar c’hlézé évid hô laza, ar châs évid hô diskolpa, hag evned ann én̄v, ha loéned ann douar évid hô dispenna hag hô loun̄ka.

4. Ha me hô rôiô da frouden holl rouan̄télésiou ann douar ; enn abek da Vanasez, mâb Ezéc’hias, roué Juda, évid kémen̄d en deûz gréat é Jéruzalem.

5. Râk piou en dévézô truez ouz-id, Jéruzalem ? Piou en em zoaniô enn abek d’id ? Pé piou a bédô évit kaout da béoc’h ?

6. Va dilézet éc’h eûz, émé ann Aotrou ; distrôet oud war da gîz. Mé a astennô va dourn war-n-od, hag a zispennô ac’hanod ; skuîz ounn oc’h da erbédi.

7. Ha mé a skiñô anézhô gan̄d ar gwen̄ter bétég harzou ann douar ; lazet ha dispennet eo va fobl gan-én̄ ; ha koulskoudé n’in̄t két distrôet eûz hô hen̄chou.

8. Paottoc’h eo lékéat hô in̄tan̄vézed gan-én̄ égét tréaz ar môr : kaset em eûz war-n-ézhô eunn énébour, en deûz lazet é-kreiz ann deiz ar vamm hag ar vugalé ; eur spoun̄t brâz em eûz taolet war hô c’hériou.

9. Ann hini é dôa ganet seiz gwéach a zo deûet da véza gwân, fatet eo hé éné ; kuzet eo ann héol évit-hi, pa é oa c’hoaz deiz ; méz é deûz, rusia a râ hag ar vugalé a choumô d’ézhi a rôinn d’ar c’hlézé dirâg hô énébourien, émé ann Aotrou.

10. Gwâ mé, va mamm ; pérâg éc’h eûz-té va ganet, mé eunn dén a zael, eunn dén a reûst enn douar holl ? N’em eûz két rôet a arc’han̄t war gampi, ha dén n’en deûz rôet d’in arc’han̄t war gampi ; hag ann holl a villig ac’hanoun.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Enn divez é teûiô vâd d’id ; mé az skoazellô é amzer ar c’hlac’har, hag é amzer ar reûst a-énep da énébourien.

12. Hag ann houarn a hell en em gemmeski gan̄d houarn ann han̄ter-nôz, ha gan̄d ann arem ?

13. Da vadou ha da deñzoriou a rôinn d’ar preiz, enn da holl harzou, hép gôbr é-béd, enn abek d’ann niver eûz da béc’héjou.

14. Mé a zigasô da énébourien eûz a eunn douar ha na anavézez két : râk kroget eo tân va frouden, ha war-n-hoc’h é losko.

15. Té a oar, Aotrou, az péz koun ac’hanoun, hag emwél ac’hanoun, ha diwall ac’hanoun diouc’h ar ré a zeû d’am heskina ; n’am digémer két enn da habaskded ; gwéz pénaoz eo évid-od em eûz gouzan̄vet dismégan̄s.

16. Da lavariou em eûz kavet, hag em eûz hô loun̄ket ; ha da c’her a zô deûet da zudi ha da lévénez d’am c’haloun : râk da hanô a zô bét galvet war-n-oun, ô Aotrou, Doué ann arméou.

17. N’ounn két bét azézet é strolladou ar c’hoariérien, ha n’ounn két en em fougéet évit béza bét dindân da zourn ; va-unan ounn bét azézet, ô véza ma éc’h eûz va leûniet a c’hourdrouzou.

18. Pérâk va foan ef-hi deûet da véza peûr-baduz ? Ha va gouli da véza di-c’héd, hép ma helleur hé baréa ? Deûed eo em c’hén̄ver ével douréier touelluz é péré n’helleur két fisiout.

19. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Mar tistrôez, é tistrôinn ac’hanod, hag é vézi stard dira-z-onn ; ha mar rannez ar péz a zô talvouduz-brâz eûz ar péz a zô disléber, é vézi ével va génou-mé ; hî a zistroiô étrézég enn-od, ha té na zistrôi két étrézég enn-hô.

20. Ha mé a lakai ac’hanod é-kéñver ar bobl-zé ével eur vôger arem ha kré ; hî a stourmô ouz-id, ha n’az trec’hin̄t két ; râk mé a zô gan-éz, évid da warézi, ha da zieûbi, émé ann Aotrou.

21. Ha mé az tennô eûz a zaouarn ar ré zroug, hag a zasprénô ac’hanod eûz a zourn ar ré gré.


————


XVI. PENNAD


Ann Aotrou a zifenn oud ar Profed na zimézô.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout :

2. Na gémeri két a c’hrég, ha n’az pézô két a vipien nag a verc’hed el léac’h-man̄.

3. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn ar vipien hag ar merc’hed a zô ganet el léac’h-man̄, ha diwar-benn hô mammou péré hô deûz hô ganet, ha diwar benn hô zadou a wenn péré in̄t bét ganet er vrô-zé :

4. Eûz a veûr a gléñved é varvin̄t. Na vézô két gwélet war-n-ézhô, ha na vézin̄t két bésiet ; ével teil é vézin̄t war c’horré ann douar ; gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez é vézin̄t bévézet ; hag hô c’horfou-marô a vézô da voéd da evned ann én̄v, ha da loéned ann douâr.

5. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : N’az â két é tî ar banvez, n’az â két évit gwéla, nag évid hô dizoania ; râk tennet em eûz va féoc’h digan̄d ar bobl-zé, émé ann Aotrou, va zruez ha va zrugarézou.

6. Hag hî a varvô er vrô-zé brâz ha bihan ; na vézin̄t két bésiet ha na vézô két gwélet war-n-ézhô ; dén n’en em zidrouc’hô, pé en em voalai évit-hô.

7. Na vézô két rannet a vara enn hô zouez évid dizoania ann hini a wélô war eunn dén marô, na vézô két roet da éva enn eur c’hôp d’ézhô évid hô dizoania diwar-benn hô zâd pé hô mamm.

8. N’az â két é tî ar banvez, da azéza gan̄t-hô évid dibri hag éva.

9. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a dennô eûz al léac’h-zé dirâg hô taoulagad, hag enn hô teisiou, mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried.

10. Ha pa rôi da anaout ann holl c’hériou-zé d’ar bobl-man̄, hag é livirin̄t d’id : Pérâg en deûs-hén̄ ann Aotrou lavaret ann holl zrouk brâz-zé diwar hor penn ? Pétrâ eo hor fallagriez ? Pé béc’hed hon eûz nî gréat a-énep ann Aotrou, hon Doué ?

11. Té a lavarô d’ézhô : O véza ma hô deûz hô tadou va dilézet, émé ann Aotrou ; ma hô deûz kerzet war-lerc’h douééd a-ziavéaz, ma hô deûz hô servichet hag hô azeûlet, ma hô deûz va dilézet, ha n’hô deûz két miret va lézen.

12. Hôgen c’houi hoc’h eûz gréat c’hoaz gwasoc’h égéd hô tadou : râk chétu pép-hini ac’hanoc’h a valé war-lerc’h diroll hé wall galoun, ha na zélaou két ac’hanoun.

13. Ha mé hô taôlô eûz ann douar-man̄ ; enn eur vrô ha na anavezit két, na c’houi nag hô tadou ; hag énô é servichot nôz-deiz douéed a ziavéaz, péré na rôin̄t éhan é-béd d’é-hoc’h.

14. Râk-sé chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré na vézô lavaret mui : Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet bugalé Israel eûz a zouar ann Éjipt :

15. Hôgen : Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet bugalé Israel eûz a zouar ann han̄ter-nôz, hag eûz ann holl vrôiou é péré em bôa hô zaolet ; ha mé hô digasô adarré enn douar em eûz rôet d’hô zadou.

16. Chétu mé a gasô kalz a beskétérien, émé ann Aotrou, hag hî a beskétô anézhô ; ha goudé-zé é kasinn d’ézhô kalz a hémolc’hidi a hémolc’hô anézhô eûz a bép ménez, eûz a bép krec’hien, hag eûz a géviou ar réc’hier.

17. Râg béz’ éma va daoulagad war hô holl hen̄chou ; n’in̄t két kuzet dira-z-oun, hag hô fallagriez né két bét kuzet a zirâk va daoulagad.

18. Ha da gen̄ta é rôinn d’ézhô daou c’hémen̄t all évid hô fallagriézou hag hô féc’héjou ; ô véza ma hô deûz saotret va douar gan̄t fléar hô idolou, ha ma hô deûz leûniet va digwéz gan̄d ho fallagriézou.

19. O Aotrou, va ners, ha va c’hréfder, ha va herberc’h é deiz ann en̄krez ; ar brôadou a zeûiô étrézég enn-od eûz a harzou ann douar, hag a lavarô : Gwir eo pénaoz hon tadou n’hô deûz bét némét gaou ha gwander, péré a zô bét didalvez d’ézhô.

20. Hag ann dén a rai douéed évit-han̄ hé-unan, hag hî n’in̄t két douéed ?

21. Chétu éta é tiskouézinn d’ézhô ar wéach-man̄, é tiskouézin d’ézhO va dourn, ha va galloud ; hag hî a wézô pénaoz ann Aotrou eo va hanô.


————


XVII. PENNAD


Euruz eo ann hini a laka hé fisian̄s é Doué.


1. Péc’hed Juda a zô skrivet gan̄d eur bluen houarn hag eunn ivin diaman̄t ; kizellet eo war daolen hô c’haloun, ha war gorniou hô aoteriou.

2. O véza ma ho deûz hô bugalé dalc’het koun eûz hô aoteriou, eûz hô c’hoajou brâz, eûz hô gwéz deliouuz, eûz hô ménésiou huel,

3. Eûz hô sakrifisou er parkou ; é rôinn d’ann disman̄tr da ners, ha da holl den̄zoriou, ha da lec’hiou huel, enn abek d’as péc’héjou, dré da holl harzou.

4. Té a choumô da-unan, hép da zigwéz, em bôa rôet did ; da lakaad a rinn da zervicha da énébourien enn eunn douar ha na anavézez két ; râk lékéat hoc’h eûz da gregi eunn tân em frouden, hag a loskô da-vikenn.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Milliget eo ann dén a laka hé fisian̄s enn dén, hag en em c’hra eur vréac’h kîk : hag a denn hé galoun diouc’h ann Aotrou.

6. Râg hén̄ a vézô ével brûg enn distrô, ha na wélô két pa zeûiô ar mâd ; hôgen hen̄ a choumô er zec’hor enn distrô, enn eunn douar a bili ha didud.

7. Benniget eo ann dén a laka hé fisian̄s enn Aotrou, hag a vézô ann Aotrou da c’héd d’ézhan̄.

8. Hag hen̄ a vézô hen̄vel oud eur wézen plan̄tet war ann douréier, hag a astenn hé grisiou étrézég al leizded, ha na vézô két saouzanet pa zeûiô ar c’hrouéz ; hé délien a vézô glâz, ha na vézô két é préder é amzer ar zec’hor ha na éhanô bikenn da rei frouez.

9. Direiz eo kaloun ann holl dûd, ha dic’houiliuz ; piou hé anavez ?

10. Mé eo ann Aotrou a furch ar galoun, hag a arnod ann digroazel ; a rô da bép-hini hervez hé hen̄chou, hag hervez frouéz hé vénosiou.

11. Ével ma c’hôr ar glujar viou ha n’é deûz két dozvet, ével-sé ar fallagr a zastum madou gan̄d direizted ; é han̄ter hé zeisiou é tilézô anézhô, hag enn hé zivez é vézô diskian̄t.

12. Trôn ar c’hloar a zô savet adaleg ar penn-ken̄ta ; léac’h hor san̄télédigez eo.

13. O Aotrou, géd Israel, ar ré holl a zilez ac’hanod, a vézô mézékéet ; ar ré a bellai diouz-id, a vézô skrivet war ann douar, ô véza ma hô deûz dilézet ann Aotrou, feun̄teun ann douréier a vuez.

14. Iac’ha ac’hanoun, Aotrou, hag é vézinn iac’h ; dieûb ac’hanoun, hag é vézinn dieûbet ; râk té eo va meûleûdi.

15. Chétu hî a lavar d’in : Péléac’h éma gér ann Aotrou ? Deûet.

16. Hôgen mé n’ounn két bét strafiḻet, oc’h heûlia ac’hanod ével va méser ; ha n’em eûz két c’hoan̄téet deiz ann dén ; té her goar. Ar péz a zô deûet er-méaz eûz va muzellou, a zô bét éeun dira-z-od.

17. Na véz két da spoun̄t d’in, té va géd é deiz ann en̄krez.

18. Ra vézô mézékéet ar ré a heskin ac’hanoun, ha na vézinn két mézékéet-mé : ra vézin̄t spoun̄tet-hî, ha na vézinn két spoun̄tet-mé : kâs war-n-ézhô eunn deiz a en̄krez, ha mac’h anézhô gan̄d eur mac’hadur daou-c’hémen̄t.

19. Ével-henn é lavaraz ann Aotrou d’in : Kéa, ha choum enn da zâ é-tâl porz bugalé ar bobl, dré béhini rouéed Juda a ia hag a zeû, hag é-tâl holl bersier Jéruzalem :

20. Ha lavar d’ézhô : Sélaouit gér ann Aotrou, rouéed Juda, hag holl Juda, hag holl dûd Jéruzalem, péré a ia ébarz dré ar persier-man̄.

21. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Mirit hoc’h énéou, ha na zougit két a véc’hiou é deiz ar sabbat, ha n’hô c’hasit két ébarz dré bersier Jéruzalem.

22. Ha na zougit két a véc’hiou er-méaz eûz hô tiez é deiz ar sabbat, ha na rit labour é-béd ; hôgen san̄télit deiz ar sabbat, ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’hô tadou.

23. Hôgen n’hô deûz két sélaouet, ha n’hô deûz két dinaouet hô skouarn ; kalédet hô deûz hô fenn, évit n’am c’hlevin̄t két, ha na zigémerin̄t két va c’hélen.

24. Hag ével-henn é c’hoarvézô : Mar sélaouit ac’hanoun, émé ann Aotrou, ha ma na zougit két a véc’hiou dré bersier ar géar-man̄ é deiz ar sabbat, ha mar san̄télit deiz ar sabbat, héb ôber labour é-béd,

25. Éz ai dré bersier ar géar-zé rouéed ha prin̄sed péré a azézô war drôn David hag a biñô war girri ha war gézek, hi hag hô frin̄sed, tûd Juda, hag ar ré a choum é Jéruzalem ; hag ar géar-zé a vézô tudet da-vikenn.

26. Hag é teûiô tûd eûz a gériou Juda, ha diwar drô Jéruzalem, hag eûz a zouar Ben̄jamin, hag eûz ar c’hompézennou, hag eûz ar ménésiou, hag eûz ar c’hrésteiz, péré a gasô hostivou ha viktimou, ha boéd-kennigou, hag ézañs ; hag hô c’hasô é gwéstl é tî ann Aotrou.

27. Hôgen ma na zélaouit két ac’hanoun, ô san̄téla deiz ar sabbat, hép dougen béc’hiou, hag hô lakaad da von̄t dré bersier Jéruzalem é deiz ar sabbat ; mé a lakai ann tân enn hé fersier ; hag hen̄ a zevô tiez Jéruzalem, ha na vougô két.


————

XVIII. PENNAD


Dispac’h a-énep Jérémias.


1. Ar gér-man̄ a zeûaz dioud ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout :

2. Saô, ha diskenn da dî eur pôder, hag énô é klévi va geriou.

3. Hag é tiskenniz da dî eur pôder, hag hén̄ a labouré war hé rôd.

4. Hag al léstr prî a réa gand hé zaouarn, a dorraz, hag hén̄ a réaz gan̄t-han̄ eul léstr all, ével ma kavaz-mâd hé ôber.

5. Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout :

6. Ha na hellinn-mé két ôber ac’hanoc’h, ével ar pôder-zé, tî Israel, émé ann Aotrou ? Chétu ével ma éma ar prî é dourn ar pôder, ével-sé émoc’h c’houi em dourn, tî Israel.

7. P’am bézô komzet a-éneb eur vrôad pé a-éneb eur rouan̄télez, évid hé dic’hrisienna, hag hé dispenna, hag hé c’hâs-da-gét ;

8. Mar grâ ar vrôad-zé pinijen eûz ann drouk évit péhini em bôa hé gourdrouzet, em bézô keûz ivé va-unan eûz ann drouk em bôa mennet ôber d’ézhi.

9. P’am bézô komzet é-gounid eur vrôad pé eur rouan̄télez, évid hé sével hag hé startaat ;

10. Mar grâ drouk dirâk va daoulagad, ha ma na zélaou két va mouéz, em bézô keûz eûr ar mâd em bôa mennet ôber d’ézhi.

11. Lavar éta bréma da dûd Juda, ha d’ar ré a choum é Jéruzalem : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a aoz droug enn hoc’h énep hag a zoaré ménosiou ouz-hoc’h : ra zistrôiô pép-hini eûz hé wall hen̄t, hag éeunit oc’h hen̄chou hag hoc’h ôberiou.

12. Hag hî hô deûz lavaret : Dic’héd omp deuet ; war heûl hor ménosiou hon-unan éz aimp, ha pep-hini ac’hanomp a rai hervez direizted hé galoun.

13. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Goulennit digan̄d ar brôadou : Piou en deûz klévet traou kenn argarzuz hag ar ré é deûz gréat gwerc’hez Israel ?

14. Ann erc’h hag hén̄ a hell dilézel ménésiou al Liban ? Pé ann douréïer frésk a réd war ann douar hag hî a hell béza kaset da hesk ?

15. Koulskoudé va fobl en deûz va an̄kounac’héet, oc’h ôber sakrifisou gwân, oc’h en em voun̄ta enn hô hen̄chou, hag é raven̄chou ar c’han̄tvédou kôz, hag ô kerzout enn-hô dré eunn hén̄t dibleûstret,

16. Évid tenna ann en̄krez war hô douar, hag eur c’houiban peûr-baduz. Kémen̄d-hini a dréménô dré-z-han̄, a vézô saouzanet, hag a hejô hé benn.

17. Ével eunn avel loskuz é skiñinn anézhô dirâg hô énébour ; va c’hein, ha nann va daoulagad a drôinn out-hô ô deiz hô c’holl.

18. Hag hî a lavaraz : Deûit, ha mennomp ménosiou a-énep Jérémias : râk na ziouérô két a vélek évid al lézen, a zén fûr évid ar c’huzul, a brofed évid ar gér : deûit, ha skôomp war-n-ézhan̄ gan̄d hon téôd, ha na lékéomb évez é-bed oud hé holl c’hériou.

19. Laka évez ouz-in, Aotrou, ha sélaou mouéz va énébourien.

20. Hag ann droug a rôeur évid ar mâd, pa doullon̄t eur béz évit va éné ? Az péz koun pénaoz ounn bét savet dira-z-od, évit goulenn vâd évit-hô, hag évid distrei da frouden diwar-n-ézhô.

21. Râk-sé rô hô bugale d’ann naoun, ha laka-hi da gouéza dindân ar c’hlézé : ra zeûiô hô gragez héb hô bugalé, ha da in̄tan̄vézed : ra vézô hô ézéc’h lékéat d’ar marô, ra vézô hô zûd-iaouan̄k lazet gan̄d ar c’hlézé er brézel.

22. Ra vézô klévet garm ô ton̄d eûz hô ziez, râk té a zigasô al laer war-n-ézhô war-eunn-taol ; ô véza ma hô deûz kleûzet eur poull évit va faka, hag hô deûz kuzet lindagou dindân va zreid.

23. Hôgen té, Aotrou, a oar ann holl guzuliou hô deûz gréat em énep évit va laza ; na zistol két hô fallagriez d’ézhô, ha na denn két hô féc’héjou a zira-z-od ; ra vézin̄t diskaret dirazod, dispenn-hi é amzer da frouden.


————

XIX. PENNAD


Pôd prî torret gan̄t Jérémias.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Kéa, ha kémer eur pôd prî gréat gan̄d eur pôder, ha kâs gan-éz eûz a hénaoured ar bobl, hag eûz a hénaoured ar véléien :

2. Ha kéa er-méaz étrézé traon̄ien mâb Ennom, péhini a zô râg-eeun da borz ar bôdérez-prî : hag énô é prézégi ar gériou a livirinn d’id.

3. Hag é liviri : Sélaouit gér ann Aotrou, rouéed Juda, ha tûd Jéruzalem : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a gasô war al léac’h-man̄ eunn en̄krez ker brâz, ma voudô hé ziskouarn da gémen̄d hini a glévô hanô anézhan̄.

4. O véza ma hô deûz va dilézet, ha lékéat al léac’h-man da zaotr, ô kenniga sakrifisou da zouéed a-ziavéaz, ha na anavézen̄t két, nag hî, nag hô zadou, na rouéed Juda ; ha ma hô deûz leûniet al léac’h-man̄ a c’hoad ar ré zinam :

5. Ha ma hô deûz savet lec’hiou huel da Vaal, évit leski hô bugalé enn tân é sakrifiz da Vaal ; ar péz n’em eûz két gourc’hémennet d’ézhô, a béhini n’em eûz két komzet, ha né két bét savet em c’haloun.

6. Râk-sé chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré na vézô mui hanvet al léac’h-man̄ Tofet, na traon̄ien mâb Ennom, hôgen traon̄ien al lazérez.

7. Bévézi a rinn el léac’h-man̄ Kuzul Juda ha Jéruzalem, ha mé hô dispennô gan̄d ar c’hlézé dirâg hô énébourien, ha gan̄d dourn ar ré a glaskô hô buez : hag é rôinn hô c’horfou-marô da voéd da evned ann éñv, ha da loéned ann douar.

8. Er zaouzan hag er c’houiban é likiinn ar géar-man̄ : kémen̄d hini a dréménô ébiou d’ézhi a vézô saouzanet, hag a c’houibanô diwar-benn hé holl c’houliou.

9. Hô boéta a rinn gan̄t kig hô mipien, ha gan̄t kîg hô merc’hed ; pép-hini a zebrô ivé kîg hé viñoun é-pad ar grounnadur, pa vézin̄t en̄ket ha gourizet gan̄d hô énébourien, ha gan̄d ar ré a glaskô hô buez.

10. Neûzé é torri ar pôd dirâg ann dûd a iélô gan̄-éz.

11. Hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar Aotrou, ann arméou : Ével-sé é vrévinn ar bobl-zé, hag ar géar-zé, ével ma eo brévet ar pôd prî, ha na hell mui don̄d d’hé stad gen̄ta ; hag hî a vézô bésiet é Tofet, ô véza na vézô mui léac’h all é-béd évit bésia.

12. Ével-sé é rinn d’al léac’h-zé, émé ann Aotrou, ha d’ar ré a choum enn-han̄ ; hag é-c’hiz Tofet é likiinn ar géar-zé.

13. Tiez Jéruzalem ha tiez rouéed Juda a vézô dic’hlan ével Tofet ; ann holl diez war lein péré hô deûz kenniget sakrifisou da holl armé ann éñv, hag hô deûz skuḻet braoued-kennigou da zouéed a-ziavéaz.

14. Hôgen Jérémias a zeûaz eûz a Dofet, é péléac’h en dôa ann Aotrou hé gaset évit diougani, hag en em lékéaz enn hé zâ é porched tî ann Aotrou, hag é lavaraz d’ann holl bobl :

15. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a gasô war ar géar-man̄, ha war hé zréfiou, ann holl zrougou am eûz lavaret enn hô énep, ô veza ma hô deûz kalédet hô fenn, évit na zélaouchen̄t két va gériou.


————


XX. PENNAD


Jérémias a zô lékéat er vâc’h dré urs Fassur.


1. Fassur, mâb Emmer ar bélek, péhini a oa da brins é tî ann Aotrou, a glévaz Jérémias ô tiougani enn doaré-zé.

2. Ha Fassur a skôaz gan̄t Jérémias ar profed, hag a lékéaz hé gas d’ar vâc’h, a ioa out pors huéla Ben̄jamin, é tî ann Aotrou.

3. Hag an̄tronôz da c’houlou-deiz Fassur a lékéaz tenna Jérémias eûz ar vâc’h. Ha Jérémias a lavaraz d’ézhañ : Ann Aotrou na c’halv mui ac’hanod Fassur, hôgen spoun̄t a bép tû.

4. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a rôiô ac’hanod d’ar spoun̄t, té ha da holl viñouned ; hag hî a vézô dispennet gan̄t klézé hô énébourien, ha té her gwélô gan̄d da zaoulagad ; hag holl Juda a rôinn étré daouarn roué Babilon ; hag hén̄ hô dizougô da Vabilon, hag hô lazô gan̄d ar c’hlézé.

5. Réi a rinn ivé holl vadou ar géar-man̄, hag hé holl c’hounid, hag hé holl draou talvouduz, hag holl den̄zoriou rouéed Juda a rôinn étré daouarn hô énébourien ; hag hî hô freizô, hag hô c’hémérô, hag hô dizougo da Vabilon.

6. Ha té, Fassur, ha kémen̄d hini a zô enn da dî, a iélô é sklavérez ; da Vabilon é teûi, hag énô é varvi, hag énô é vézi bésiet, té ha da holl viñouned, da béré éc’h eûz diouganet gévier.

7. Va douellet éc’h eûz, Aotrou, ha touellet ounn bét ; kréoc’h égéd-oun oud bét, hag oud bét tréac’h d’in ; da vézégez ounn deûet héd ann deiz ; holl é réon̄t goab ac’hanoun.

8. Rak pell zô é komzann, é c’harmann a-éneb ar fallagriez, hag é tiouganann ann disman̄tr ; ha gér ann Aotrou a zô deûet d’in da vézégez ha da c’hoapérez héd ann deiz.

9. Hag em eûz lavaret : Na rinn mui a véneg anézhan̄, ha na gomzinn mui enn hé hanô ; hôgen deûet eo em c’haloun ével eunn tân loskuz, a zô en ém zerret em eskern ; hag ounn fatet, ô véza na hellenn mui hé c’houzan̄vi.

10. Râk kalz kunuc’hennou em eûz klévet, ha gériou spoun̄tuz trô-war-drô : Heskinit-hén̄, heskinomp-hén̄ ; hag ar ré holl péré a oa é péoc’h gan-én̄, ha bépréd em c’hichen, a lavarô : Touellomp-hén̄ mar gellomp, ha nî a vézô tréac’h d’ézhan̄, hag a dennô ven̄jan̄s anézhan̄.

11. Hôgen ann Aotrou a zô gan-én̄ ével eur brézéliad kré ; rak-sé ar ré a heskin ac’hanoun a gouézô ; ha na vézint két tréach d’in. Mézékéet-brâz é vézin̄t, ô véza n’hô deûz két poellet ar vézégez peûr-baduz, ha n’az ai bikenn da-nétra.

12. Ha té, Aotrou ann arméou, péhini a arnod ann dén reiz, hag a wél ann digroazel hag ar galoun, grâ ma wélinn, me az péd, ar ven̄jan̄s a denni anézhô ; râg enn-od em eûz lékéât va c’héfridi.

13. Kanit d’ann Aotrou, meûlit ann Aotrou ; ô véza ma en deûz tennet éné ar paour eûz a zaouarn ar ré zrouk.

14. Milliget ra vézô ann deiz é péhini ounn bét ganet ; ha na vézet két benniget ann deiz é péhini é deûz va mamm va ganet.

15. Milliget ra vézô ann dén en deûz digaset kélou d’am zâd, ô lavarout : Eur mâb a zô ganet d’id ; ével pa vé bét eunn abeg a lévénez évit-han̄.

16. Ra vézô ann dén-zé ével ar c’hériou en deûz disman̄tret ann Aotrou, hép keûz é-béd ; ra glévô garm diouc’h ar min̄tin, ha iudérez d’ar c’hrésteiz.

17. O véza n’en deûz két va lazet abarz ma oann ganet, évit ma teûjé va mamm da véz d’in, ha ma en̄gehen̄tché hé c’hôv hép génel bikenn.

18. Pérâg ounn-mé deûet er-méaz eûz a gôv va mamm, évit gwélout poan ha gloaz, hag évit ma vézô bévézet va deisiou er vézégez ?


————


XXI. PENNAD


Traou a lavar ann Aotrou da dûd Jéruzalem évit savétei hô buez.


1. Ar gér-man̄ a iéaz da Jérémias digan̄d ann Aotrou, pa gasaz ar roué Sédésias étrézég enn-han̄ Fassur, mâb Melc’hias, ha Sofonias, mâb Maasias ar bélek, ô lavarout :

2. Goulenn kuzul digan̄d ann Aotrou évid-omp ; râk Nabukodonosor, roué Babilon, a stourm ouz-omp ; ma rai ann Aotrou burzudou enn hor gounid, ével ma eo boazet da ôber, ha ma pellai hé-man̄ diouz-omp.

3. Ha Jérémias a lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lévérrot da Zédésias :

4. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué Israel : Chétu mé a zistrôiô ann armou brézel a zô étré hô taouarn, ha gan̄t péré é stourmit out roué Babilon, hag oud ar C’haldéed, péré a c’hrounn ac’hanoc’h trô-war-drô d’hô moriou ; ha mé hô strollô é-kreiz ar géar-man̄.

5. Ha mé va-unan a stourmô ouz-hoc’h gan̄d eunn dourn astennet, gan̄d eur vréac’h gré, gan̄t frouden, gan̄d drouk, gan̄d eur vuanégéz vrâz.

6. Ha mé a skôiô war ar ré a choum er géar-man̄ ; ann dûd hag al loéned a varvô gan̄d eur vosen vrâz.

7. Ha goudé-zé ann Aotrou a lavaraz : Mé a rôiô Sédésias, roué Juda, hag hé zervicherien, hag hé bobl, hag ar ré eûz ar géar-zé a vezô bét dilézet gan̄d ar vosen, gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, é dourn Nabukodonosor roué Babilon, hag é dourn hô énébourien, hag é dourn ar ré a glask hô buez ; hag hen̄ a skôiô gan̄t-hô gan̄d ar c’hlézé, héb habaskded, hép truez, hép trugarez.

8. Hag é liviri d’ar bobl-zé : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a laka dira-z-hoc’h hen̄d ar vuez, hag hen̄d ar marô.

9. Néb a choumô er géar-zé, a varvô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen ; hôgen piou-bennâg a vézô éat er-méaz, hag a vézô tec’het étrézég ar C’haldéed, péré a c’hrounn ac’hanoc’h, a vévô ; hag ével eur preiz é vézô d’ézhañ hé éné.

10. Râk lékéat em eûz va dremm oud ar géar-zé évid ann droug, ha nann évid ar mâd, émé ann Aotrou : étré daouarn roué Babilon é vézô rôet, hag hen̄ hé loskô gan̄d ann tân.

11. Ha da dî roué Juda, é liviri : Sélaouit gér ann Aotrou.

12. Tî David, ével-henn é lavar ann Aotrou : Rôit hô parnou diouc’h ar min̄tin, ha tennit néb a zô mac’het eûz a zourn ar mac’her : gan̄d aoun na zeûjé va frouden er-méaz ével tân, ha na loskché, hép ma helled hé mouga, enn abek da zrougiez hoc’h ôbériou.

13. Chétu mé a zeû d’az kavout, té péhini a zô diazézet enn eunn draonien ha war eur roc’h stard, émé ann Aotrou ; c’houi péré a lavar : Piou a drec’hô ac’hanomp ? Ha piou a zeûiô enn hon tiez ?

14. Ha mé a emwélô ac’hanoc’h hervez frouez hoc’h ôbériou, émé ann Aotrou ; hag é likiinn ann tân enn hé c’hoat, hag hen̄ a loskô pép-tra war hé zrô.


————


XXII. PENNAD


Ann Aotrou a erbéd Joakim hag hé bobl da viroud ar reizded.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Diskenn da dî roué Juda, ha lavar d’ézhan̄ ar gér-man̄.

2. Hag é liviri : Sélaou gér ann Aotrou, roué Juda, péhini a zô azézet war drôn David, té, ha da zervichérien, ha da bobl, a zeû ébarz dré ar persier-zé.

3. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Grît barnédigez ha reizded, ha tennit néb a zô mac’het eûz a zourn ar mac’her ; na en̄krézit két ann diavésiad, nag ann emzivad, nag ann in̄tan̄vez, ha n’hô mac’hit két gan̄d direizded ; ha na skuḻit két ar goad dinam el léac’h-man̄.

4. Râk mar sévénit ar gér-zé enn hoc’h ôbériou, é tréménô dré bersier ann tî-zé rouéed eûz a wenn David a azézô war hé drôn, a biñô war girri ha war gézek, hî hag hô zervichérien, hag hô fobl.

5. Hôgen ma na zélaouit két ar gériou-man̄, dré-z-oun va-unan hen touann, émé ann Aotrou, ann tî-man̄ a vézô ével eunn distrô.

6. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn tî roué Juda : Galaad oud d’in ha penn al Liban ; da lakaad a rinn da eunn distrô, ha da gériou da véza didûd.

7. Mé a zañtélô enn da énep ann hini a lazô da dûd, hen̄ hag hé armou ; hî a ziskarô da wéz-sedr kaer, hag hô zaolô enn tân.

8. Ha kalz brôadou a dréménô dré ar géar-zé ; hag ann eil a lavarô d’égilé : Pérâg en deûs-hén̄ ann Aotrou gréat ével-sé é kén̄ver ar géar vrâz-zé ?

9. Hag é vézô respoun̄tet d’ézhô : O véza ma hô deûz dilézet kévrédigez ann Aotrou, hô Doué, ma hô deûz azeûlet douéed a-ziavéaz, ha ma hô deûz hô servichet.

10. Na wélit két war ann hini a zô marô, ha na skuḻit két a zaérou war-n-ézhan̄ ; hôgen gwélit dourek war ann hini a ia er-méaz, râk na zistrôiô mui, ha na wélô mui brô hé c’hanédigez.

11. Rég ével-henn é lavar ann Aotrou da Zellum, mab Josias, roué Juda, péhini a rénaz e léac’h Josias hé dâd, hag a zô éat er-méaz eûz al léac’h-zé : na zistrôiô mui dî.

12. Hôgen el léac’h é péhini em eûz lékéat hé zizougen, éno é varvô, ha na wélô mui ar vrô-man̄.

13. Gwâ ann hini a zâv hé dî gan̄d direizded, hag hé gamprou gan̄t gwall ; hag a vâc’h hé viñoun héb abek, ha na zistol két d’ézhan̄ hé c’hôbr.

14. Péhini a lavar : Sével a rinn évid-oun eunn ti éc’hon, ha kamprou lédan ; péhini a zigor kalz prénestrou, hag a râ koadachou gwéz-sedr, hag hô lîv gan̄t tané.

15. Ha réna a rî gwelloc’h, ô véza en em geidez oud eur wézen-sedr ? Da dâd ha n’en deûz-hen két débret hag évet, ha gréat barnédigez ha reizded, ha kémen̄t-sé évid hé vâd ?

16. Kéfridi ar paour hag ann tavan̄tek en deûz barnet enn hé c’hounid ; ha né két ô véza ma en deûz va anavézet, émé ann Aotrou ?

17. Hôgen da zaoulagad ha da galoun na glaskon̄t néméd ar bizoni, skuḻa ar goad dinam, drouk-komza, ha rédeg étrézég ar gwall-ôberiou.

18. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn Joakim, mâb Josias, roué Juda : Na welin̄t két anézhan̄, ô lavarout : O va breûr ! ô va c’hoar ! Na geinvanin̄t két war-n-éz-han̄, ô lavarout : O roué ! ô brasder !

19. É béz ann azen é vézô bésiet ; brein é vézô taolet er-méaz eûz a bersier Jéruzalem.

20. Pîñ war al Liban, ha garm : Sâv da vouéz é Basan, ha garm étrézég ar ré a ia ébiou, râg ar ré az karé a zô bét brévet.

21. Komzet em eûz ouz-id enn da founder ; hag éc’h eûz lavaret : Na zélaouinn két. Hen-nez eo bét da hen̄t adalek da iaouan̄ktiz, na zélaouchez két va mouéz.

22. Da holl vésérien a ruflô ann avel, hag ar ré az karé a iélô é sklavérez ; ha neûzé é vézi mézékéet, hag é teûi da rusia eûz da holl zrougiez.

23. Té péhini a zô azézet war al Liban, hag a râ da neiz er gwéz-sedr, péger brâz é vézô da glemmou, pa zeûiô gwen̄trou d’id, ével gwen̄trou eur c’hrég é gwilioud ?

24. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou ; ha pa vé Jékonias, mâb Joakim roué Juda, ével eur walen war va dourn déhou, é tenninn anézhan̄ ac’hanô.

25. Ha mé az rôiô étré daouarn ar ré a glask da vuez, hag étré daouarn ar ré râk dremm péré é spoun̄tez, étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon, hag étré daouarn ar C’haldéed.

26. Ha mé az kasô, té ha da vamm péhini é deûz da c’hanet, da eur vrô a-ziavéaz, é péhini n’oc’h két bét ganet ; hag énô é varvot :

27. Ha na zistrôin̄t mui d’ar vrô étrézé péhini é huanad hô éné, gan̄d ar c’hoan̄t da zistrei dî.

28. Ha né két eur pôd pri torret ar Jékomias-zé ? Ha né két eul léstr hép talvoudégez é-béd ? Pérâg ef-hén bét distolet, hen̄ hag hé wenn, hag in̄t-hi bét kaset da eur vrô ha na anavézen̄t két ?

29. Douar, douar, douar, sélaou gér ann Aotrou.

30. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Skrîv pénaoz ann dén-zé a vézô difrouez ; ha na zeûiô nétrâ da vâd d’ézhañ a-héd hé zeisiou : râk na zeûiô két eûz hé wenn eunn dén hag a azézô war drôn David, nag en dévézô hivizikenn béli é-béd é Juda.


————


XXIII. PENNAD


Gourdrouzou a-éneb ar fals broféded.


1. Gwâ ar vésérien a zispenn hag a zirog dén̄ved va feûrvan, émé ann Aotrou.

2. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, d’ar vésérien a rén va fobl  : C’houi hoc’h eûz skiñet va dén̄ved, hô distolet hoc’h eûz, ha n’hoc’h eûz két hô emwélet ; chétu mé a emwélô ac’hanoc’h enn abek da zrougiez hoc’h ôbériou, émé ann Aotrou.

3. Ha mé a strollô ann dilerc’h eûz va dén̄ved, eûz ann holl vrôiou é péré em bézô hô harluet ; hag hô likiinn da zistrei d’hô farkou ; hag hî a greskô hag a baottô ;

4. Lakaad a rinn war-n-ézhô mésérien, hag hô mesô ; na vézin̄t mui enn aoun hag er spoun̄t ; ha na ziouérô hini anézhô, émé ann Aotrou.

5. Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré é likiinn da zével da Zavid eur wenn reiz ; eur roué hag a rénô, hag a vézô fur, hag a rai barnédigez ha reizded war ann douar.

6. Enn deisiou-zé é vézô dieûbet Juda, hag Israel a choumô gan̄t fisiañs ; hag hé-man̄ eo ann hanô a rôin̄t d’ézhan̄ : Ann Aotrou hor reiz.

7. Râk-sé chétu é teûiô ann deisiou, émé ann Aotrou, ma na vézô mui lavaret : Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet bugalé Israel eûz a vrô ann Éjipt :

8. Hôgen : Béô eo ann Aotrou, péhini en deûz tennet ha digaset gwenn tî Israel eûz a zouar ann han̄ter-noz, hag eûz ann holl vrôiou é péré em bôa hô distolet ; hag hî a choumô enn hô brô hô-unan.

9. D’ar broféded : Brévet eo bét va c’haloun enn-oun, va holl eskern hô deûz krénet : deûet ounn ével eunn dén mezô, hag ével eunn dén leûn a win, dirâg ann Aotrou, ha dirâg hé c’hériou san̄tel.

10. Râk leûn eo ann douar a avoultrérien, râg ann douar a léñv dirâg al léou ; séac’h eo deûet mésiou ann distrô ; droug eo bét hô réd, ha direiz hô galloud.

11. Râg ar profed hag ar bélek a zô en em zaotret ; hag em zî em eûz kavet hô droug, émé ann Aotrou.

12. Râk-sé hô hen̄t a vézô ével eur riskaden enn dévalien : boun̄tet é vézin̄t, hag é kouézin̄t kévret ; râk mé a gasô droug war-n-ézhô, é bloaz va emwél, émé ann Aotrou.

13. É proféded Samari em eûz gwélet ann diboell : hî a ziougané é hanô Baal, hag a douelle va fobl a Israel.

14. Gwélet em eûz profeded Jéruzalem hén̄vel oud avoultrérien, hag oc’h heûlia hen̄t ar gévier ; hag hô hô deûz startéet dourn ar ré zroug, évit na zistrôjé két pép-hini eûz hé zrougiez ; deûet in̄d holl évid-oun ével Sodoma, hag ar ré a choum enn-hi ével Gomorra.

15. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou d’ar broféded : Chétu mé a voétô anézhô gan̄t vuélen, hag a zourô anézhô gan̄t béstl ; râg eûz a broféded Jéruzalem eo deûet ar saotr war ann douar holl.

16. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Na zélaouit két gériou ar broféded a ziougan d’é-hoc’h, hag a douell ac’hanoc’h : gwélédigez hô c’haloun hô-unan a lévéron̄t, ha nann eûz a c’hénou ann Aotrou.

17. Hî a lavar d’ar ré a wall-gomz ac’hanoun : Ann Aotrou en deûz lavaret : Ar péoc’h hô pézô ; ha d’ar ré holl péré a valé é direizted hô c’haloun hô-unan, hô deûz lavaret ; Na c’hoarvézô két a zroug gan-é-hoc’h

18. Râk piou a zô bét é kuzul ann Aotrou, hag en deûz hé wélet, hag en deûz klévet hé chér ? Piou en deûz lékéat évez oud hé c’hér, hag en deûz hé zélaouet ?

19. Chétu korven̄ten buanégez ann Aotrou a zeû er-méaz, ann arné a darz hag a gouézô war benn ar ré fallagr.

20. Na zistrôiô két frouden ann Aotrou, kén n’en dévézô gréat, kén n’en dévézô peûr-c’hréat mennoz hé galoun : enn deisiou divéza é poellot hé guzul.

21. Na gasenn két ar broféded-zé, hag hî a rédé ; na gomzenn két out-hô, hag hî a ziougané.

22. Ma vijen̄t bét savet em c’huzul, ha ma hô dévijé rôet da anaout va gériou d’am pobl, em bijé bépréd hô distrôet eûz hô hen̄t fall, hag eûz hô gwall vénosiou.

23 Ha Doué a dôst ounn-mé, émé ann Aotrou ? Ha nann Doué a bell ?

24. Mar kuz eunn dén enn amc’houlou, ha n’her gwélann-mé két, émé ann Aotrou ? Ha na leûniann-mé két ann én̄v hag ann douar, émé ann Aotrou ?

25. Klévet em eûz ar péz hô deûz lavaret ar brofeded, péré hô deûz diouganet gévier, em hanô, ô lavarout : Huvréet em eûz, huvréet em eûz.

26. Bété pégeit é vézô ar ménoz-zé é kaloun ar broféded a ziougan touellérézou hô c’haloun hô-unan ?

27. Ar ré-zé a fell d’ézhô lakaat va fobl da an̄kounac’haat va hanô enn abek d’hô huvréou, a zanévell pép-hini d’hé nésa ; ével ma hô deûz hô zadou an̄kounac’héet va hanô enn abek da Vaal.

28. Ar profed en deûz bét eunn huvré, ra zanevellô eunn huvré ; hag ann hini en deûz bét klévet va gér, ra lavarô va gér gan̄t gwirionez ; hag hén̄vel eo ar c’hôlô oud ar gwiniz, émé ann Aotrou ?

29. Ha ne két va gériou ével tân, émé ann Aotrou, hag ével eur morzol a dorr ar méan ?

30. Râk-sé chétu mé a zeû étrézég ar broféded, émé ann Aotrou ; péré a laer va gériou pép-hini d’hé nésa.

31. Chétu mé a zeû étrézég ar broféded, émé ann Aotrou, péré a gun̄a hô zéôdou, hag a lavar : Ann Aotrou a lavar.

32. Chétu mé a zeû étrézég ar broféded, péré hô deûz huvréou a c’hévier, émé ann Aotrou, hag a zanévell anézhô, hag a douell va fobl gan̄d hô gévier, ha gan̄d ho burzudou ; pétrâ-bennâg n’em eûz két hô c’haset, na gourchémennet nétrâ d’ézhô, hag ével-sé n’hô deûz gréat vâd é-béd d’ar bobl-man̄, émé ann Aotrou.

33. Mar grâ ar goulenn-man̄ ouz-id ar bobl-zé, pé eur profed, pé eur bélek, ô lavarout : Pétrâ eo béac’h ann Aotrou ? E liviri d’ézhô : C’houi eo ar béac’h ; hag ével-sé hô tistolinn, émé ann Aotrou.

34. Hag ar profed hag ar bélek, hag ar bobl a lavarô : Béac’h ann Aotrou ; mé a emwélô ann dén-zé hag hé dî.

35. Ével-henn é léverrot pép-hini d’hé nésa, ha pép-hini d’hé vreûr : Pétrâ en deûz respoun̄tet ann Aotrou ? Ha pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou ?

36. Ha na vézô mui gréat a véneg eûz a véac’h ann Aotrou ; rak béac’h pép-hini a vézô hé c’hér hé-unan ; ô véza ma hoc’h eûz gwallet gériou ann Doué béô, Aotrou ann arméou, hon Doué-ni.

37. Ével-henn é liviri d’ar profed : Pétrâ en deûz respoun̄tet ann Aotrou d’id ? Ha pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou ?

38. Hôgen ma livirit : Béac’h ann Aotrou ; râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma hoc’h eûz lavaret ar gér-man̄ : Béac’h ann Aotrou ; ha ma em eûz kaset étrézég enn-hoc’h, évit lavarout : Na livirit két : Béac’h ann Aotrou.

39. Râk-sé chétu mé a gémérô hag a zougô ac’hanoc’h, hag a zilézô ac’hanoc’h, hag ar géar em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou, hag hô taolinn a zira-z-oun.

40. Ha mé hô lakai da vézégez peûr-baduz, ha da zismégan̄s peûr-baduz, ha na vézô bikenn an̄kounac’heet.


————


XXIV. PENNAD


Gwélédigez diou gést fiez.


1. Ann Aotrou a ziskouézaz d’in ; ha chétu diou gést leûn a fiez lékéat dirâk templ ann Aotrou, goudé m’en dôa Nabukodonosor, roué Babilon, dizouget Jékonias, mâb Joakim, roué Juda, hag hé brin̄sed, hag ar van̄sounérien, hag ar gôfed, eûz a Jéruzalem, hag hô c’haset da Vabilon.

2. Enn unan eûz ar c’héstou éz oa fiez eûz ar ré wella, ével ma en em gav peûr-vuia ar fiez eûz ar préd-ken̄ta ; hag er gést all éz oa fiez gwall fall, ha na helled két hô dibri, ker fall é oan̄t.

3. Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in : Pétrâ a wélez-té, Jérémias ? Ha mé a lavaraz : Fiez ; fiez mâd, eûz ar ré wella, ha fiez fall, gwall fall ; na ha helleur két hô dibri, ker fall in̄t.

4. Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézég enn-oun, ô lavarout :

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Ével ma eo mâd ar fiez-zé, ével-sé éc’h anavézinn da vâd dizougadur Juda, ar ré em eûz kaset eûz al léac’h-zé da vrô ar C’haldéed.

6. Ha mé a lakai va daoulagad war-n-ézhô gan̄d habaskded, hag hô digasô adarré er vrô-man̄ ; ha mé hô zavô, ha n’hô dispenninn két ; ha mé hô flan̄tô, ha n’hô diskolpinn két.

7. Ha mé a rôiô d’ézhô eur galoun, évit ma anavézin̄t pénaoz eo mé ann Aotrou ; hag hî a vézô da bobl d’in, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô ; ô véza ma tistrôin̄t étrézég enn-oun a greiz hô c’haloun.

8. Hag ével ar fiez fall, ha na helleur két hô dibri, ker fall in̄t, ével-sé, émé ann Aotrou, é rôinn Sédésias, roué Juda, hag hé brin̄sed, hag ann dilerc’h eûz a Jéruzalem, péré a oa er géar-man̄, hag a choumô e douar ann Éjipt.

9. Ha mé hô rôiô d’ann heskin ha d’ann en̄krez é holl rouan̄télésiou ann douar, da zismégan̄s, da zorc’hen, da lavar-trôet, ha da valloz enn holl lec’hiou é péré em bézô hô distolet.

10. Ha mé a gasô wâr-n-ézhô ar c’hlézé, ann naounégez hag ar vosen ; kén na vézin̄t dispennet diwar ann douar em bôa rôet d’ézhô, ha d’hô zadou.


————


XXV. PENNAD


Dék vloaz ho tri-ugen̄t a sklavérez.


1. Gér péhini a oé lavaret da Jérémias diwar-benn holl bobl Juda er pévaré bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda, péhini eo ar c’hen̄ta eûz a Nabukodonosor, roué Babilon,

2. Hag a oé rôet da anaout gan̄d ar profed Jérémias da holl bobl Juda, ha d’ar ré holl a choumé é Jéruzalem, ô lavarout :

3. Abaoé ann trizékved bloaz eûz a Josias, mâb Ammon, roué Juda, bétég ann deiz-man̄ ; tri bloaz war-n-ugen̄t-zô ; eo deûet gér ann Aotrou étrézég enn-oun, hag em eûz hé rôet da anaout d’é-hoc’h ô sével diouc’h ar min̄tin, hag ô komza ouz-hoc’h ; ha n’hoc’h eûz két sélaouet.

4. Hag ann Aotrou en deûz kaset étrézég enn-hoc’h hé holl broféded hé zervichérien, ô sével diouc’h ar min̄tin évid hô c’hâs ; ha n’hoc’h eûz két hô zélaouet, ha n’hoc’h eûz két dinaouet hô tiskouarn évid hô zélaoui,

5. Pa hô deûz lavaret : Ra zistrôi pép-hini ac’hanoc’h eûz hé wall hen̄t, hag eûz hé vénosiou fallagr, hag é choumot a-gan̄tved-é-kan̄tvéd enn douar en deûz rôet ann Aotrou d’é-hoc’h ha d’hô tadou.

6. Ha n’az ît két war-lerc’h douéed a-ziavéaz, évid hô zervicha hag hô azeûli ; ha na hégit két va buanégez gan̄d ôberiou hô taouarn, ha na c’hlac’harinn két ac’hanoc’h.

7. Ha n’hoc’h eûz két va zélaouet, émé ann Aotrou ; hôgen va héget hoc’h eûz gan̄d obériou hô taouarn ha gan̄d hô trougiez.

8. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : O véza n’hoc’h eûz két sélaouet va gériou ;

9. Chétu mé a gasô, hag a gémérô holl vrôadou ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou, ha Nabukodonosor, roué Babilon, va zervicher ; ha mé hô digasô a-éneb ann douar-man̄, hag a-eneb ar ré a choum enn-hañ, hag a-éneb ann holl vrôadou a zô war hé drô ; ha mé hô lazô, hag hô lakai da spoun̄t, ha da zorc’hen, ha da eunn distrô peur-baduz.

10. Ha mé a lakai da éhana enn hô zouez mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried, trouz ar vréô, ha goulou ar c’hleûzeûr.

11. Hag ann holl zouar-zé a zeûiô da eunn distrô, ha da zaouzan ; hag ann holl vrôadou-zé a zervichô roué Babilon a-héd dék vloaz ha tri-ugen̄t.

12. Ha pa vézô peûr-leûniet ann dék vloaz ha tri-ugen̄t, é emwélinn roué Babilon, hag ar vrôad-zé, émé ann Aotrou, enn abek d’hô fallagriez, ha douar ar C’haldéed ; hag é likiinn anézhan̄ da eunn distrô peûr-baduz.

13. Ha mé a zigasô war ar vrô-zé va holl c’hériou, kémen̄d em eûz lavaret enn hé énep, kémen̄d a zô skrivet el levr-man̄, kémen̄d en deûz diouganet Jérémias a-éneb ann holl vrôadou :

14. O véza ma hô deûz servichet anézhan̄, pétrâ-bennâg ma’z oan̄t poblou brâz, ha rouéed brâz ; ha mé a rôiô d’ézhô hervez hô ôbériou, hag hervez labour hô daouarn.

15. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Kémer eus va dourn ar c’hôp eûz a wîn va frouden, hag é rôi eûz anézhan̄ da éva d’ann holl vrôadou étrézé péré az kasinn.

16. Hag hî a évô, hag a vézô strafiḻet, hag a gollô hô skian̄t, pa wélin̄t ar c’hlézé a gasinn enn hô zouez.

17. Ha mé em eûz kéméret ar c’hôp eûz a zourn ann Aotrou, hag em eûz rôet eûz anézhan̄ da éva d’ann holl vrôadou étrézé péré en deûz ann Aotrou va c’haset.

18. Da Jéruzalem, ha da gériou Juda, ha d’hé rouéed, ha d’hé brin̄sed : évid hô lakaad da eunn distrô, da zaouzan, ha da zorc’hen, ha da valloz ével ma en em gav hiriô :

19. Da Faraon, roué ann Éjipt, ha d’hé zervichérien, ha d’hé brin̄sed, ha d’hé holl bobl.

20. Ha d’ar ré holl gwitibunan ; da holl rouéed brô ann Aosited, ha da holl rouéed brô ar Filistined, ha da Askalon, ha da C’haza, ha da Akkaron, ha d’ar ré a zô ô choum enn Azot ;

21. Ha d’ann Iduméa, ha da Voab, ha da vugalé Ammon ;

22. Ha da holl rouéed Tir, ha da holl rouéed Sidon, ha da rouéed brô ann énézi, a zô enn tû all d’ar môr ;

23. Ha da Zédan, ha da Déma, ha da Vuz, ha d’ar ré holl a douz hô bléô ;

24. Ha da holl rouéed ann Arabia, ha da holl rouéed ar c’hûs-héol, péré a choum enn distrô ;

25. Ha da holl rouéed Zambri, ha da holl rouéed Élam, ha da holl rouéed ar Védied ;

26. Ha da holl rouéed ann han̄ter-nôz, a dôst hag a bell, ann eil goudé égilé ; ha d’ann holl rouan̄télésiou a zô war c’horré ann douar ; ha roué Sésac’h a évô war hô lerc’h.

27. Ha té a lavarô d’ézhô : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Évit, ha mezvit, ha disloun̄kit, kouézit, ha na zavit két dirâg ar c’hlézé a gasinn enn hô touez.

28. Ha ma na fell két d’ézhô kéméroud ar c’hôp eûz da zourn évid éva, é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Éva, éva a réot.

29. Râk chétu é téraouinn en̄krézi ar géar é péhini é oa galvet va hanô, ha c’houi ével pa véc’h dinam a choumfé digastiz ? Na choumot két digastiz ; râk mé a ia da c’hervel ar c’hlézé war ar ré holl a choum war ann douar, émé Aotrou ann arméou.

30. Ha té a ziouganô d’ézhô ar gériou-zé, hag é liviri d’ézhô : Ann Aotrou a iudô eûz al léac’h uc’hel, hag é lakai da glévoud hé vouéz eûz hé dî san̄tel ; iuda, iuda a rai war hé skéd ; eur garm kévret a loskô a-éneb ar ré holl a choum war ann douar, é-c’hiz ma ra ar ré a wask ar rézin.

31. Eat eo ann trouz bétég harzou ann douar ; râg ann Aotrou a ia é barn gan̄d ar brôadou ; hen̄ hé-unan a varnô pép kîk ; d’ar c’hlézé em eûz rôet ar ré fallagr, émé ann Aotrou.

32. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu droug a zeûiô eûz a eur vrôad da eur vrôad all ; hag eur gorven̄ten vrâz a zavô eûz a bennou ann douar.

33. Ar ré a vézô lazet gan̄d ann Aotrou enn deiz-zé a vézô gourvézet war ann douar, eûz ann eil penn d’é-gilé anézhan̄. Na vézô két gwélet war-n-ézhô, na vézin̄t két dastumet, na vézin̄t két bésiet ; ével teil é vézin̄t lédet war ann douar.

34. Iouc’hit, mésérien ; ha garmit ; en em c’holôit a ludu, c’houi blénérien va dén̄ved ; râk peûr-leûniet eo hô teisiou, é péré é viot lazet, é viot skiñet, hag é kouézot ével listri talvouduz-brâz.

35. Ar vésérien na hellin̄t két téc’hout, ha blénérien ann den̄ved na vézin̄t két dieûbet.

36. Klévet é vézô mouéz ha garm ar vésérien, ha iouc’hadennou blénérien ann dén̄ved ; râg ann Aotrou en deûz gwastet hô feurvanou.

37. Parkéier ar péoc’h a zô tavet dirâg buanégez ha frouden ann Aotrou.

38. Dilézet en deûz ével eul léon hé herberc’h, râg hô douar a zô bét dismantret gan̄t buanégez ar goulm, gan̄t buanégez ha frouden ann Aotrou.


————


XXVI. PENNAD


Klaskout a réer laza Jérémias.


1. Er penn-ken̄ta eûz a rén Joakim, mâb Josias, roué Juda, é teûaz ar gér-man̄ d’in a berz ann Aotrou, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Sâv é porched tî ann Aotrou, ha lavar da holl dûd kériou Juda, péré a zeû évid azeûli é ti ann Aotrou, ann holl c’hériou em eûz gourc’hémermet d’id da lavaroud d’ézhô ; ha na lam két eur gér.

3. Évit ma wélinn hag hi a zélaouô hag a zistroiô (T) eûz hô gwall hen̄t ; évit m’am bézô keûz va-unan eûz ann droug em bôa mennet ôber d’ézhô, enn abek da zrougiez hô ôbériou,

4. Hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ma na zélaouit két ac’hanoun, ô valéa em lézen, em eûz rôet d’é-hoc’h,

5. O Sélaoui gériou ar broféded va zervicherien, em eûz kaset d’é-hoc’h, ô sével diouc’h ar min̄tin, hag oc’h hô réna, ha n’hoc’h eûz két hô zélaouet.

6. É likiinn ann tî-man̄ ével Silo, hag é rôinn ar géar-man̄ da valloz da holl vrôadou ann douar.

7. Ar véléien, hag ar broféded, hag ann holl bobl a glevaz Jérémias ô lavarout ar gériou-zé é tî ann Aotrou.

8. Ha p’en dôé Jérémias peûr-lavaret kémen̄d en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄ ma lavarché d’ann holl bobl, ar véléien, hag ar broféded, hag ann holl bobl a grogaz enn-han̄, ô lavarout : Ra varvô, ra varvô.

9. Pérâg en deûs-hén̄ diouganet é hanô ann Aotrou, ô lavarout : Ével Silo é vézô ann tî-man̄ ; hag ar géar-man̄ a vezô disman̄tret, ha na choumô dén enn-hi ? Hag ann holl bobl en em strollaz a-énep Jérémias é tî ann Aotrou.

10. Pa glévaz prin̄sed Juda kémen̄t-sé, é piñchon̄t eûz a dî ar roué da dî ann Aotrou, hag éc’h azézchon̄t é-tâl porz névez tî ann Aotrou.

11. Hag ar véléien hag ar broféded a gomzaz oud ar brin̄sed, hag oud ann holl bobl, ô lavarout : Barn a varô a zô dléet d’ann dén-zé, ô véza ma en deûz diouganet a-éneb ar géar-man̄, é-c’hîz ma hoc’h eûz klévet gan̄d hô tiskouarn hoc’h-unan.

12. Ha Jérémias a gomzaz oud ann holl brin̄sed, hag oud ann holl bobl, ô lavarout : Ann Aotrou en deûz va c’haset, évit ma tiouganchenn d’ann ti-man̄, ha d’ar géar-man̄, ann holl c’hériou hoc’h eûz klévet.

13. Gwellait éta bréma hoc’h hen̄chou hag hoc’h ôbériou, ha sélaouit mouéz ann Aotrou, hô Toué ; hag ann Aotrou en dévézô keûz eûz ann droug en deûz lavaret enn hoc’h énep.

14. Hôgen mé, chétu émounn étré hô taouarn ; grîd em c’hén̄ver ével ma kavot mâd ha reiz :

15. Hôgen gwézit hag anavézit pénaoz mar lazit ac’hanoun, é tennot ar goad dinam war-n-hoc’h hoc’h-unan, war ar géar-man̄, ha war ar ré a choum enn-hi : râg gwir eo pénaoz en deûz ann Aotrou va c’haset étrézég enn-hoc’h, évit ma rôjenn da glévout kémen̄t-sé d’é-hoc’h.

16. Neûzé ar brin̄sed hag ann holl bobl a lavaraz d’ar véléien ha d’ar broféded : Né két dléet barn a varô d’ann dén-zé ; rag é hanô ann Aotrou hon Doué en deûz komzet ouz-omp.

17. Lôd eûz a hénaoured ar vrô a zavaz, hag a gomzaz out strollad ar bobl, ô lavarout :

18. Mic’héas eûz a Vorasti a ziouganaz é deisiou Ézéc’hias, roué Juda, hag a lavaraz da holl bobl Juda : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Sion a vézô aret ével eur park ; hag enn eur bern mein é vézô lékéat Jéruzalem ; ha ménez ann tî enn eur c’hoat huel.

19. Ha barnet é oé-hén̄ d’ar marô gan̄d Ézéc’hias, roué Juda, ha gan̄t Juda holl ? Ha n’hô dôé két a aoun râg ann Aotrou, ha na bédchon̄t két ann Aotrou, ha n’en dôé két a geûz ann Aotrou eûz ann droug en dôa lavaret enn hô énep ? Dré-zé é réomp eunn drouk brâz a-éneb hon énéou.

20. Béz’ é oé c’hoaz eunn dén hag a ziouganaz é hanô ann Aotrou ; Uriaas, mâb Séméias eûz a Gariatiarim ; hag hén̄ en dôa diouganet a-éneb ar géar-man̄, hag a-éneb ar vrô-man̄, kémen̄d en deûz lavaret Jérémias.

21. Hag ar roué Joakim, hag hé brin̄sed, hag ar ré c’halloudeg holl eûz hé léz, ô véza klévet kémen̄t-se, ar roué a fellaz d’ézhan̄ hé lakaad da vervel. Hôgen Urias her c’hlévaz, en doé aoun, a dec’haz, hag a iéaz enn Éjipt.

22. Hag ar roué Joakim a gasaz tûd enn Éjiipt, Elnatan mâb Ac’hobor, ha tûd gan̄t-han̄ enn Éjipt.

23. Hag hî a zigasaa Urias eûz ann Éjipt, hag a gasaz anézhan̄ dirâg ar roué Joakim, péhini a lazaz anézhan̄ gan̄d ar c’hlézé, hag a réaz teûrel hé gorf-marô é bésiou ann dûd dister.

24. Dourn Ahikam, mâb Safan, a oé éta gan̄t Jérémias, évit na vijé két rôet étré daouarn ar bobl, évit beza lazet gan̄t-hô.


————


XXVII. PENNAD


Ann Aotrou a c’hourc’hémenn da roué Juda, ha da galz rouéed all en em lakaad dindan galloud Nabukodonosor.


1. Er penn-ken̄ta eûz a rén Joakim, mâb Josias, roué Juda, é teûaz ar gér-man̄ da Jérémias a berz ann Aotrou, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou d’in : Grâ éréou ha chadennou évid-od ; ha laka-hi enn-drô d’as gouzouk.

3. Hag é kasi anézhô da roué Édom, ha da roué Moab, ha da roué bugalé Ammon, ha da roué Tir, ha da roué Sidon, dré zourn ar gannaded a zô deûet da Jéruzalem étrézé Sédésias, roué Juda.

4. Hag é c’hourc’hémenni d’ézhô lavarout kémen̄t-man̄ d’hô mistri : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Ével-henn é léverrot d’hô mistri :

5. Mé eo em eûz gréat ann douar, hag ann dûd, hag al loéned a zô war-c’horré ann douar, gan̄t va nerz brâz, ha gan̄t va bréac’h astennet : hag hé rôet em eûz da néb zô bét kavet mâd gan-én̄.

6. Bréma éta em eûz lékéat ann holl zouarou-zé étré daouarn Nabukodosor, roué Babilon, va zervicher ; rôet em eûz ivé d’ézhan̄ loéned ar mésiou, évit ma vézin̄t dindân hé c’halloud.

7. Hag ann hoil vrôadou a blégô dindân-han̄, ha dindân hé vâb, ha dindân mâb hé vâb ; kén na vézô deûet hé amzer, hag amzer hé rouan̄télez ; ha kalz broadou, ha rouéed brâz a blégô dindân-han̄.

8. Hôgen kémen̄t brôad ha kémen̄d rouan̄télez ha n’en em lakai két dindân galloud Nabukodonosor, roué Babilon, ha piou-bennâg na blégô két hé c’houzoug dindân géô roué Babilon, mé a emwélô ar vrôad-zé gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen, éme ann Aotrou, kén n’em bézô hô lékéat-da-nétra dindân hé zourn.

9. C’houi éta, na zélaouit két hô proféded, nag hô tiouganérien, nag hoc’h huvréérien, nag hô kelc’hiérien, nag hô strobinellérien, péré a lavar d’é-hoc’h : Na gouézot két dindan béli roué Babilon.

10. Râg hî a ziougan gévier d’é-hoc’h, évid hô lakaad da von̄t pell diouc’h hô prô, évid hô tisteûrel hag hô kâs-da-nétra.

11. Hôgen ar vrôad a blégô hé gouzoug dindân géô roué Babilon, hag en em lakai dindân hé c’halloud ; mé hé lézô enn hé brô, émé ann Aotrou ; hag hî a labourô anézhi, hag a choumô enn-hi.

12. Ha mé a gomzaz out Sédésias, roué Juda, hervez ann holl c’hériou-zé ô lavarout : Plégid hô kouzoug dindân géô roué Babilon, hag en em likiit dindân hé c’halloud hag hini hé bobl, hag é vévot.

13. Pérâg é varvot-hu, té ha da bobl gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen, ével m’en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn ar vrôad ha na vézô két bét fellet d’ézhi en em lakaad dindân galloud roué Babilon ?

14. Na zélaouit két gériou ar broféded, a lavar d’é-hoc’h : Na gouézot két dindân galloud roué Babilon ; râg gévier a lévéron̄t d’é-hoc’h,

15. O véza n’em eûz két hô c’haset, émé ann Aotrou ; hag hî a ziougan em hanô é gaou ; évid hô tisteûrel, hag hô kas-da-gét, c’houi, hag ar broféded a ziougan d’é-hoc’h.

16. Ha mé a gomzaz ivé oud ar véléien, hag oud ar bobl-man̄, ô lavarout : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na zélaouit két gériou hô proféded, péré a ziougan d’é-hoc’h, ô lavarout : Chétu listri tî ann Aotrou a zistrôiô abarz némeur eûz a Vabilon : râg hî a ziougan gévier d’é-hoc’h.

17. Na zelaouit két éta anézhô, hôgen en em likiit dindân galloud roué Babilon, évit ma vévot. Pérâg é vé rôet ar géar-man̄ da eunn distrô ?

18. Ha mar d-in̄t proféded, ha mar d-éma gér ann Aotrou enn-hô, ra harzin̄t oud Aotrou ann arméou, évit n’az ai két al listri a zô choumet é tî ann Aotrou, hag é tî roué Juda, hag é Jéruzalem, da Vabilon.

19. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou diwar-benn ar peûliou, hag ar môr, hag ar steûdennou, hag al listri all a zô choumet er géar-man̄.

20. Péré n’in̄t két bét kaset gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, pa zizougaz Jéc’honias, mâb Joakim, roué Juda, eûz a Jéruzalem da Vabilon, hag ar ré-gen̄ta holl eûz a Juda hag eûz a Jéruzalem.

21. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel diwar-benn al listri a zô choumet é tî ann Aotrou ; hag é tî roué Juda ha Jéruzalem.

22. Da Vabilon é vézin̄t dizouget, hag énô é choumin̄t bétég ann deiz é péhini é emwélinn anézhô, émé ann Aotrou, hag é rinn hô digas adarré, hag hô lakaad enn hô léac’h ken̄ta.


————


XXVIII. PENNAD


Ar falz profed Hananias.


1. C’hoarvézoud a réaz er bloaz-zé, er penn-ken̄ta eûz a rén Sédésias, roué Juda, er pévaré bloaz, er pempved mîz, pénaoz Hananias, mâb Azur, profed eûz a C’habaon, a gomzaz ouz-in é tî ann Aotrou, dirâg ar véléien, hag ann holl bobl, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Torred eo bét gan-én̄ géô roué Babilon.

3. C’hoaz daou vloaz, ha mé a lakai da zigas adarré el léac’h-man̄ holl listri tî ann Aotrou, en deûz kéméret Nabukodonor, roué Babilon, eûz al léac’h-man̄, hag en deûz dizouget da Vabilon.

4. Ha Jéc’honias, mâb Joakim, roué Juda, hag ar ré holl a zô bét dizouget eûz a Juda, ha kaset da Vabilon, a likiinn da zistrei el léac’h-man̄, émé ann Aotrou ; râk mé a dorrô géô roué Babilon.

5. Neûzé Jérémias, ar profed, a lavaraz da Hananias ar profed, dirâg ar véléien, ha dirâg ann holl bobl, a ioa enn hé zâ é tî ann Aotrou.

6. Hag ar profed Jérémias a lavaraz : Amen, bézet gréat ével-sé gan̄d ann Aotrou ; ra zévénô ann Aotrou ar gériou éc’h eûz diouganet, évit ma vézô digaset al listri da dî ann Aotrou, ha ma tistrôi el léac’h-man̄ ar ré holl a zô bét dizouget da Vabilon.

7. Hôgen sélaou ar gér a livirinn, évit ma her c’hlévi, ha ma vézo klévet gan̄d ann holl bobl :

8. Ar broféded a zô bét em raok hag enn da raog adaleg ar penn-ken̄ta, hô deûz diouganet a-énep kalz brôiou, hag a-énep rouan̄télésiou brâz, ar brézel, ann en̄krez, ann naounégez.

9. Mar teû eur profed da ziougani ar péoc’h ; pa vézô sévénet hé lavar, é vézô gwézet hag hen zô ann Aotrou en deûz hé gaset é gwirionez.

10. Neûzé Hananias, ar profed, a dennaz ar chaden eûz a gerc’hen Jérémias ar profed, hag hé zorraz.

11. Hag Hananias ô komza dirâg ann holl bobl, a lavaraz : Ével henn é lavar ann Aotrou : Enn doaré-zé é torrinn géô Nabukodonosor, roué Babilon, a-benn daou vloaz, out kerc’hen ann holl vrôadou.

12. Ha Jérémias ar profed a iéaz enn hé hen̄t. Hôgen goudé m’en dôé Hananias, ar profed, torret ar chaden a ioa out kerc’hen Jérémias ar profed, é teûaz gér ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout :

13. Kéa, ha lavar da Hananias : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chadennou prenn éc’h eûz torret ; hôgen té a rai enn hô léac’h chadennou houarn.

14. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Eur géô houarn em eûz lékéat war chouk ann holl vrôadou-zé, évit ma vézin̄t dindan béli Nabukodonosor, roué Babilon, hag hî a vézô dindân hé véli : hag ouc’h-penn em eûz rôet d’ézhan̄ loéned ar mésiou.

15. Neûzé Jérémias, ar profed, a lavaraz da Hananias, ar profed : Sélaou, Hananias : ann Aotrou n’en deûz két da gaset, ha té éc’h eûz lékéat ar bobl-man̄ da fisiout er gévier.

16. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a dennô ac’hanod diwar c’horré ann douar ; hévléné é varvi : ô véza ma éc’h eûz komzet a-éneb ann Aotrou.

17. Hag Hananias, ar profed, a varvaz er bloaz-zé, er seizved mîz.


————


XXIX. PENNAD


Gourdrouzou a-éneb ar fals broféded.


1. Chétu aman̄ gériou al lizer a gasaz Jérémias, ar profed, eûz a Jéruzalem d’ann dilerc’h eûz a hénaoured ann dizougadur, ha d’ar véleien, ha d’ar broféded, ha d’ann holl bobl, en dôa dizouget Nabukodonosor eûz a Jéruzalem da Vabilon :

2. (Goudé ma oé éat Jéc’honias ar roué, hag ar rouanez, hag ar spazéien, ha prin̄sed Juda ha Jéruzalem, hag ar van̄sounérien hag ar gôfed er-méaz eûz a Jeruzalem :)

3. Dré zourn Elasa, mâb Safan, ha Gamarias, mâb Helsias, a oé kaset da Vabilon gan̄t Sédesias, roué Juda, étrézé Nabukodonosor, roué Babilon, ô lavarout :

4. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel, d’ann holl zizougadur em eûz dizouget eûz a Jéruzalem da Vabilon :

5. Savit tiez, ha choumit enn-hô ; plan̄tit liorsou, ha débrit ar frouez anézhô.

6. Kémérit gragez, ha ganit mipien ha merc’hed ; ha rôit gragez d’hô mipien, ha rôit ézec’h d’hô merc’hed, ha ganen̄t-hî mipien ha merc’hed ; ha paottit azé, ha na zigreskit két.

7. Klaskit ivé péoc’h ar géar, é péhini em eûz lékeat hô tizougen ; ha pédit ann Aotrou évit-hi ; râg enn hé féoc’h éma hô péoc’h.

8. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Na vézit két touellet gan̄d hô proféded a zô enn hô touez, na gan̄d hô tiouganerien ; ha na likiit két a évez oud ann huvréou hoc’h eûz huvréet.

9. O véza ma tiouganon̄t gévier d’é-hoc’h em hanô ; ha n’em eûz két hô c’haset, émé ann Aotrou.

10. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Pa vézô éat ébiou dék vloaz ha tri ugen̄t é Babilon, é emvélinn ac’hanoc’h ; hag é sévéninn ar gér mâd em eûz rôet d’é-hoc’h oc’h hô lakaad da zistrei el léac’h-man̄.

11. Râk mé a oar ar ménosiou a vennann war-n-hoc’h, émé ann Aotrou, ménosiou a béoc’h, ha nann a en̄krez, évit rei d’é-hoc’h divez hag habaskded.

12. Ha c’houi a c’halvo ac’hanoun, hag éz éot-kuît ; ha c’houi a bédô ac’hanoun, ha mé a glevô ouz-hoc’h.

13. C’houi a glaskô ac’hanoun, hag em c’héfot, pa glaskot ac’hanoun a greiz hô kaloun.

14. Hag é vézinn kavet gan-é-hoc’h, émé ann Aotrou ; ha mé a lakai da zistrei hô sklaved, hag a strollô ac’hanoc’h eûz a greiz ann holl vrôadou, hag eûz ann holl lec’hiou é péré em bôa hoc’h harluet, émé ann Aotrou ; hag hô likiinn da zistrei eûz al léac’h, é péhini em bôa lékéat hô tizougen.

15. O véza ma hoc’h eûz lavaret : Ann Aotrou en deûz lékéat proféded da zével d’é-omp é Babilon.

16. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou d’ar roué a zô azézet war drôn David, ha d’ann holl bobl a choum er géar-zé, d’hô preûdeûr, péré n’in̄t két éat gan-é-hoc’h enn dizougadur.

17. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu é kasinn enn hô énep ar c’hlézé, ann naounégez, hag ar vosen : ha mé hô lakai da véza evel fiez fall, péré na helleur két da zibri, ker fall in̄t.

18. Ha mé a heskinô anézhô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen : ha mé a rôi anézhô da hek da holl rouan̄télésiou ann douar ; ha da valloz, ha da zaouzan, ha da c’houiban, ha da vézégez d’ann holl vrôadou, é péré em eûz hô kaset,

19. O véza n’hô deûz két sélaouet va gériou, émé ann Aotrou, em eûz kaset d’ézhô, gan̄d ar broféded va zervichérien, péré a zô savet diouc’h ar min̄tin, pa em eûz hô c’haset ; ha n’hoc’h eûz két hô zélaouet, émé ann Aotrou.

20. Hôgen sélaouit gér ann Aotrou, c’houi holl péré em eûz dizouget eûz a Jéruzalem da Vabilon.

21. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel da Ac’hab, mâb Kolias, ha da Sédésias, mab Maasias, péré a ziougan gévier d’é-hoc’h em hanô : Chétu mé a lakai anézhô étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon ; hag hén̄ a lazo anézhô dirâg hô taoulagad.

22. Hag ar ré holl a zô bét dizouget eûz a Juda da Vabilon, a gémérô diout-hô abek da doui ével-hen (M), ô lavarout : Ra rai ann Aotrou d’id, ével ma réaz da Zédésias ha da Ac’hab, a fritaz roué Babilon war ann tân :

23. O véza m’hô dôa gréat follen̄tez enn Israel, m’hô dôa gwallet gragez hô miñouned, ha m’hô dôa lavaret em hanô traou gaou, ha n’em bôa bét gourc’hémennet d’ézhô ; ha mé eo ar barner hag ann tést, émé ann Aotrou.

24. Ha da Zéméias, ann Néhélamitad, é liviri :

25. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : O véza ma éc’h eûz kaset enn da hanô da-unan lizéri d’ann holl bobl a zô é Jéruzalem, ha da Zofonias, mâb Maasias, ar bélek, ha d’am holl véleien, ô lavarout :

26. Ann Aotrou en deûz da lékéat da vélek é léac’h Joiada, ar bélek, évit ma vézi da benn é tî ann Aotrou, war gémen̄t dén diskian̄t a ziouganô, hag hé lakaad er c’héfiou hag er vâc’h.

2P7. Pérâg éta bréma n’éc’h eûz két tamallet Jérémias eûz a Anatot, péhini a ziougan d’é-hoc’h.

28. Ha péhini ouc’h-penn en deûz kaset étrézég enn-omp da Vabilon, ô lavarout : Pell é padô ; savit tiez, ha choumit enn-hô ; plan̄tit liorsou, ha débrit ar frouez anézhô.

29. Sofonias, ar bélek, a lennaz éta al lizer-zé dirâk Jérémias, ar profed :

30. Neûzé é teûaz gér ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout :

31. Kâs étrézég ann holl zizougadur, ô lavarout : Ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn Sémétas, ann Néhelamitad : O véza ma en deûz diouganet Séméias d’é-hoc’h, ha n’em bôa két hé gaset ; ha ma en deûz hô lékéat da fisiout er gévier,

32. Râk-sé ével henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a emwélô Séméias, ann Néhélamitad, hag hé wenn ; na azézô hini eûz hé dûd é-kreiz ar bobl-man̄, ha na wélô két ar mâd a rinn d’am pobl, émé ann Aotrou, ô véza ma en deûz lavaret traou gaou a-éneb ann Aotrou.


————


XXX. PENNAD


Distrô eûz a Israel hag eûz a Juda.


1. Ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias a berz ann Aotrou, ô lavarout :

2. Ével-henn é komz ann Aotrou, Doué Israel, ô lavarout : Skrîv évid-od enn eul levr ann holl c’hériou em eûz lavaret d’id.

3. Râk chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma likiinn da zistrei dizougadur va fobl a Israel hag a Juda, émé ann Aotrou : ha mé hô lakai da zistrei d’ann douar em bôa rôet d’hô zadou ; hag hî a berc’hennô anézhan̄.

4. Hag ar geriou-man̄ en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn Israel ha Juda :

5. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Eunn trouz heûzuz hon eûz klévet ; ar spoun̄t, ha n’eûz két a béoc’h.

6. Goulennit hag it da wélout hag ar oazed a zô ô c’hénel (T) ; pérâg éta é wélann-mé ann holl oazed hô douarn war hô digroazel, ével eur chrég é gwilioud, ha pérag eo trôet hô holl zremmou é mélénadur ?

7. Allas ! péger brâz é vézô ann deiz-zé ; na vézô hini hén̄vel out-han̄ ; eunn amzer a en̄krez é vézô évit Jakob ; hôgen dieûbet é vézô anézhan̄.

8. Râg enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é torrinn ar géô a zô war da c’houzouk ; brévi a rinn da chadennou, hag ann diavésidi na aotrouniin̄t mui ac’hanod :

9. Hôgen hî a zervichô ann Aotrou, hô Doué, ha David hô roué, a likiinn da zével d’ézhô.

10. Hôgen n’az péz két a aoun, ô Jakob va zervicher, émé ann Aotrou, na spoun̄t két, ô Israel : râk chétu mé az tieûbô eûz ar vrô bell, ha da wenn eûz a zouar hô sklavérez ; ha Jakob a zistrôiô, hag a arzaôô, hag a gavô pép mâd, ha na vézô den évid hé spoun̄ta.

11. Râg gan-éz émounn, émé ann Aotrou, évid da zieûbi ; dispenna a rinn ann holl vrôadou é-touez péré em eûz da skiñet : hôgen té n’az tispenninn két ; hôgen da gastiza a rinn gan̄t barnédigez, évit na vézi két dinam dirâk da zaoulagad da-unan.

12. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Da zrouk ne helleur ket gwellaat d’ézhan̄ (T) ; da c’houli a zô gwall-fall.

13. N’eûz dén a oufé hé liénenna ével ma vé réd ; didalvez eo al louzou a raed évid da baréa.

14. Ar ré holl az karé hô deûz da anavézet, ha na glaskon̄t mui ac’hanod ; ével eunn énébour em eûz skôet gan-éz, gan̄t krizder em eûz da gastizet, enn abek d’al lôd brâz eûz da fallagriézou, ha d’as kaléder er péc’héd.

15. Pérâg é c’harmez-té diwar-bénn da vrévadur ? Dibaréuz eo da boan ; enn abek d’al lod brâz eûz da fallagriézou, ha d’as kaléder er péc’hed em eûz gréat kémen̄t-sé d’id.

16. Koulskoudé ar ré holl péré a loun̄k ac’hanod, a vézô loun̄ket ; da holl énébourien a vézô kaset é sklavérez ; ar ré a wast ac’hanod, a vézô gwastet, ha da holl breizérien a rôinn d’ar preiz.

17. Râk mé a gasô ar gleizen d’id, hag a baréô da c’houliou, émé ann Aotrou. Ann dilézet hô deûz da c’halvet, ô Sion ; houn-nez eo, émé-z-hô, péhini n’é deûz hini évid hé en̄klaskout.

18. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai da zistrei ar ré a oa é sklavérez dindân teltou Jakob ; ha mé em bézô truez oud hé diez ; hag ar géar a vézô savet a-névez war hé ménez, hag ann templ a vézô diazézet a-névez ével ma oa ken̄t.

19. Hag ar veûleudi a zeûiô er méaz eûz hô génou, hag ar c’hanaouennou laouen ; ha me ho faottô, ha na zigreskin̄t két ; ha mé hô énoro, ha na vézin̄t két dislébéret.

20. Hô bugalé a vézô ével ken̄t, hag hô strollad a choumô stard dira-z-oun ; ha mé a emwélô ar ré holl a heskin anézhô.

21. Hag hé réner a zeûiô anézhan̄ ; hag eur prin̄s a vézô ganet enn hé greiz ; ha mé hô stagô, hag hén̄ a dôstai ouz-in ; râk piou eo ann hini a hell staga hé galoun, ha tôstaad ouzin, émé ann Aotrou ?

22. Ha c’houi a vézô va fobl, ha mé a vézô hô Toué.

23. Chétu korven̄tou ann Aotrou, hé frouden, hag hé arné a ia da gouéza, ha da arzaôi war benn ar ré fallagr.

24. Ann Aotrou na zistrôiô két hé vuanégez hag hé frouden, kén n’en dévézô gréat ha peûr-c’hréat ménosiou hé galoun : enn deiz divéza hô foellot.


————


XXXI. PENNAD


Gwelladur Israel ha Juda.


1. Enn amzer-zé, émé ann Aotrou, é vézinn Doué holl vréûriézou Israel, hag hî a vézô da bobl d’in.

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Va fobl péhini a oa choumet war-lerc’h ar c’hlézé, en deûz kavet grâs enn distrô : Israel a iélô d’hé éhan.

3. Pell zô eo en em ziskouézet ann Aotrou d’in. Gan̄d eur garan̄tez peûr-baduz em eûz da garet ; dré-zé em eûz da zidennet gan̄t trugarez.

4. Mé az savô adarré, hag é vézi savet, ô gwerc’hez Israel : en em ziskouéza a rî adarré diouc’h trouz ann taboulinou, baléa a rî é-kreiz ar c’hoariérien binviou.

5. Plan̄ta a rî adarré gwiniennou war vénésiou Samaria ; ar blan̄térien a blan̄tô, ha na rain̄t két ar ven̄dem kén na vézô deûet ar préd :

6. Râk don̄d a rai ann deiz, é péhini é c’harmô ann diwallérien war vénez Éfraim : savit, ha piñomp da Zion étrézég ann Aotrou hon Doué.

7. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Tridit gan̄t lévénez, ô Jakob, c’hoarzit é penn ar brôadou ; grît trouz, ha kanit, ha livirit : Dieûb, Aotrou, da bobl, dilerc’h Israel.

8. Chétu mé hô digasô eûz a zouar ann han̄ter-nôz, hag hô strollô eûz a bennou ann douar ; enn hô zouez é vézô ann den dall hag ann den kamm, ar c’hrég vrazez, hag ar c’hrég é gwilioud, hag é tistroin̄t aman̄ enn eunn en̄groez braz.

9. Enn eur wéla é teûin̄t, hag enn drugarez é tigasinn anézhô ; hô c’hâs a rinn a-dreûz d’ar froudou dour dré eunn hen̄t éeun, ha na strébotin̄t két enn-han̄ rak deûed ounn da dâd da Israel, hag Éfraim eo va c’hen̄ta-ganet.

10. Brôadou, sélaouit gér ann Aotrou, hag embannit-hen̄ enn énézi ar ré bella, ha livirit : Ann hini en deûz skiñet Israel, a strollô anézhan̄ : hag hén̄ a ziwallô anézhan̄ ével ma tiwall eur méser hé zén̄ved.

11. Râg ann Aotrou en deûz dasprénet Jakob, hag hé dennet en deûz eûz a zaouarn ann hini a oa tréac’h d’ézhan̄.

12. Hî a zeûiô, hag a veûlô Doué war vénez Sion ; hag hî a rédô enn eur rumm brâz étrézé madou ann Aotrou, étrézég ar gwiniz, hag ar gwîn, hag ann éôl, ha menned ann dén̄ved hag ar zaoud ; hag hô éné a zeûiô ével eul liors douret, ha n’hô dévézô mui a naoun.

13. Neuzé ar plac’h-iaouan̄k en em laouénai out soun ar binviou, hag ar baotred-iaouan̄k kévret gan̄d ar ré gôz ; trei a rinn hô glac’har é lévénez, hô fréalzi a rinn, ha goudé hô doan é laouénainn anézhô.

14. Gwalc’ha ha larda a rinn éné ar véléien ; ha va fobl a vézô karget gan̄t va madou, émé ann Aotrou.

15. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Lén̄v a zô bét klévet ouch-kréac’h, klemvanou, hirvoudou ha gwélvanou. Rachel péhini a wél d’hé bugalé, ha na venn két béza dic’hlac’haret, ô véza n’émin̄t mui.

16. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ra éhanô da vouéz ô lén̄va, ha da zaoulagad ô wéla ; rak da ôbériou hô dévézô hô gôbr, émé ann Aotrou ; hag hî a zistrôiô eûz a zouar hô énébour.

17. Géd a zô enn da zivez, émé ann Aotrou ; ha da vugalé a zistrôiô d’hô brô.

18. Klévet, klévet em eûz Éfraim pa eo bét dizouget ; va c’hélennet éc’h eûz, hag ounn bét desket, ével eunn tarô iaouan̄k dizon̄ ; distrô ac’hanoun, hag é tistrôinn ouz-id ; râk té eo ann Aotrou, va Doué.

19. Râg goudé ma éc’h eûz va lékéat da zistrei, em eûz gréat pinijen ; ha goudé ma éc’h eûz va c’hélennet, em eûz skôet war va morzed. Mézékéet ounn bét, rusiet em eûz, ô véza ma em eûz douget dismégan̄s va iaouan̄ktiz.

20. Ha né két Éfraim eur mâb énoruz d’in ? Ha né két eur bugel téner ? Ével-sé pétrâ-bennâg ma em eûz komzet enn hé énep, em bézô c’hoaz koun anézhan̄. Râk-sé va c’haloun a zô en em reûstlet em c’hreiz diwar hé benn ; truez, truez em bézô out-han̄, émé ann Aotrou.

21. Grâ eur wéré d’id, sâv berniou mein d’id ; reiz da galoun enn hen̄t éeun é péhini éc’h eûz baléet ; distrô, plac’h-iaouan̄k Israel, distrô d’as kériou-zé.

22. Bété pégeit é vézi enn dudi hag enn diroll, merc’h riblérez ? Râg ann Aotrou en deûz krouet eunn dra névez war ann douar : Eur Vaouez Gwerc’hez a gelc’hiô eur gwaz Dén-Doué (M).

23. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : C’hoaz é livirin̄t ar gér-man̄ é douar Juda, hag enn hé gériou, p’am bézô hô lékéat da zistrei eûz hô sklavérez : R’az pennigô ann Aotrou, hén̄ kaerded ar reizded, hag ar ménez san̄tel.

24. Ha Juda a choumô enn-han̄, hag hé holl gériou kévret, ar gounideien hag ar vésérien.

25. Râg ann éné a oa skuîz em eûz mezviet, hag ann hini en dôa naoun em eûz gwalc’het.

26. Ével-sé ounn bét dihunet ével eûz va c’housk ; sellet em eûz, ha va c’housk a zô bét c’houék din.

27. Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré éc’h hadinn tî Is-rael ha tî Juda gan̄d hâd tûd, ha gan̄d hâd loéned.

28. Hag ével ma em eûz beḻiet war-n-ézhô évid hô dic’hrisienna, hag hô diskolpa, hag hô skiña, hag hô c’holla, hag hô en̄krézi : ével-sé é veḻinn war-n-ézhô évid hô zével, hag hô flan̄ta, émé ann Aotrou.

29. Enn deisiou-zé na livirint mui : Ann tadou hô deûz débret rézin tren̄k, ha den̄t ar vugalé a zô bét kloc’het.

30. Hôgen pép-hini a varvô enn hé fallagriez hé-unan ; mar tebr eur ré rézin tren̄k, é vézô kloc’het hé zen̄t hé-unan.

31. Chétu é teûiô ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré é rinn eur gévrédigez névez gant tî Israel ha gan̄t tî Juda :

32. Nann ével ar gévrédigez a rîz gan̄d hô zadou, enn deiz é péhini hô c’hémériz dré hô dourn évid hô zenna er-méaz eûz a zouar ann Éjipt, kévrédigez a zô bét torret gan̄t-hô ; ha mé em eûz hô zrec’het, émé ann Aotrou.

33. Hôgen chétu ar gévrédigez a rinn gan̄t tî Israel goudé ann deisiou-zé, émé ann Aotrou : Mé a rôiô va lezen enn hô c’hreiz, hag a skrivô anézhi enn hô c’haloun ; ha mé a vézô da Zoué d’ézhô, hag hî a vézô da bobl din.

34. Ha na zeskô mui pép-hini hé nésa, ha pép-hini hé vreûr, ô lavarout : Anavez ann Aotrou ; râg hî holl a anavézô ac’hanoun adaleg ar bihana bétég ar brasa, émé ann Aotrou ; râk mé a drugarézô hô fallagriez, ha n’am bézô mui a goun eûz hô féc’hed.

35. Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini a rô ann héol da c’houlou évid ann deiz, hag a reiz al loar hag ar stéred da c’houlou évid ann nôz ; péhihi a géflusk ar môr, hag a laka hé goummou da ober trouz ; Aotrou ann arméou eo hé hanô.

37. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Mar gelleur men̄ta ann én̄vou bétég ann uc’héla, ha c’houilia diazézou ann douar bétég ann izéla ; mé ivé a zistolô holl wenn Israel ; enn abek da gémen̄d hô deûz gréat, émé ann Aotrou.

38. Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma vézô savet ar géar-man̄ d’ann Aotrou, adalek tour Hanaméel bété porz ar c’horn.

39. Hag al linen ven̄t a vézô douget c’hoaz pelloc’h râg éeun war grec’hien Gareb : hag é kelc’hiô Goata,

40. Hag holl draon̄ien ar c’horfou-marô, hag al ludu, hag holl léac’h ar marô, bété froud Sédron, ha bété korn porz ar c’hézek war-zû ar sâv-héol, a zô san̄tel d’ann Aotrou ; na vézô két diskaret, na vézô mui dispennet hivizikenn.


————

XXXII. PENNAD


Jérémias a brén eur park enn arouéz eûz ann distrô eûz ar sklavérez.


1. Ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias digan̄d ann Aotrou, enn dékved bloaz eûz a Zédésias, péhini a oa ann triouec’hved bloaz eûz a Nabukodonosor.

2. Neuzé armé roué Babilon a c’hrounné Jéruzalem, ha Jérémias ar profed a oa serret é porched ar vâc’h a ioa é tî roué Juda.

3. Râk Sédésias, roué Juda, en dôa lékéat hé zerra énô, ô lavarout : Pérâg é tiouganez, ô lavarout : Ével henn e lavar ann Aotrou : Chétu mé a rôiô ar géar-man̄ étré daouarn roué Babilon : hag hén̄ hé c’hémérô.

4. Ha Sédésias, roué Juda, na dec’hô két diouc’h dourn ar C’haldéed ; hôgen rôet é vézô étré daouarn roué Babilon ; hag hé c’hénou a gomzô oud hé c’hénou, hag hé zaoulagad a wélô hé zaoulagad :

5. Hag hén̄ a gasô Sédésias da Vabilon ; hag hé-man̄ a vézô énô kén na emwélinn anézhan̄, émé ann Aotrou ; hôgen ha pa stourmfac’h oud ar C’haldéed, na zeûiô nétrâ a vâd d’é-hoc’h.

6. Ha Jérémias a lavaraz : Gér ann Aotrou a zô deûet étrézég enn-oun, ô lavarout :

7. Chétu Hanaméel, mâb Sellum da éon̄tr, a zeû étrézég enn-od, ô lavarout : Prén évid-od va fark a zô é Anatot ; râk d’id eo ar gwîr d’hé brena ével ar c’har nésa.

8. Hag Hanaméel, mâb va éon̄tr, a zeûaz étrézeg enn-oun é porched ar vâc’h, hervez gér ann Aotrou, hag a lavaraz d’in : Prén va fark a zô é Anatot é douar Ben̄jamin ; râk d’id eo gwîr ann digwéz ; ha té eo ann nésa évid hé gaout. Neûzé é poelliz pénaoz é oa gér ann Aotrou.

9. Ha mé a brénaz digan̄d Hanaméel, mâb va éon̄tr, ar park a ioa é Anatot ; hag é rôiz d’ézhan̄ ann arc’han̄t diouch ar poéz, seiz sikl, ha dék péz arc’han̄t.

10. Ha mé a skrivaz enn eul levr, hag hé ziellaz, hag a géméraz testou ; hag é poéziz ann arc’han̄t enn eur valan̄s.

11. Hag é kémériz al levr a brén, hag hén̄ siellet gan̄d ar reizou hag ann aotréou, hag ar siellou a-ziavéaz.

12. Hag é rôiz al levr a brén da Varuc’h, mâb Néri, mâb Maasias, dirâg Hanaméel, mâb va éon̄tr, dirâg ann testou, a oa skrivet hô hanô el levr a brén, ha dirâg ann holl Iuzévien a oa azézet é porched ar vâc’h.

13. Hag é c’hourc’hémenniz da Varuc’h dira-z-hô, ô lavarout :

14. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Kémér al levriou-zé, al levr a brén-zé a zô siellet, hag al levr-zé péhini a zô digor ; ha laka-hi enn eul lestr prî, évit ma hellin̄t choum meûr a zeiz.

15. Râg ével-benn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Perc’hennet é vézô c’hoaz tiez, ha parkou, ha gwiniennou enn douar-man̄.

16. Ha goudé m’am bôé rôet al levr a brén da Varuc’h, mab Néri, é pédiz ann Aotrou, ô lavarout :

17. Allas, allas, allas, Aotrou Doué ; chétu té éc’h eûz gréat ann én̄v hag ann douar gan̄d da c’halloud brâz, ha gan̄d da vréac’h astennet : n’eûz nétrâ diez d’id :

18. Té a râ trugarez é-kén̄ver meur a vîl, hag a zistol fallagriez ann tadou é askré ho bugalé hô goudé. Té a zô kré, brâz ha galloudek : Aotrou ann arméou eo da hanô.

19. Brâz oûd enn da guzul, ha diboelluz enn da vénoz ; da zaoulagad a zô digor war holl hen̄chou bugalé Adam, évit rei da bép-hini hervez hé hen̄chou, hag hervez frouez hé vénosiou.

20. Té éc’h eûz lékéat arouésiou ha burzudou é douar ann Éjipt bété vréma, hag enn Israel, hag é-touez ann dûd, hag éc’h eûz gréad d’id eunn hanô, ével ma eo hiriô.

21. Té éc’h eûz tennet da bobl Israel eûz a zouar ann Éjipt, gan̄d arouésiou, ha gan̄t burzudou, ha gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet ha gan̄d eur spoun̄t brâz.

22. Té éc’h eûz rôet d’ézhô ann douar-man̄, ével m’az pôa touet d’hô zadou é rôjez d’ézhô eunn douar é péhini é redfé al léaz hag ar mél.

23. Hag hî a zô éat ébarz, hag hô deûz hé biaouet ; hôgen n’hô deûz két sen̄tet oud da vouéz, ha n’hô deûz két baléet enn da lézen ; n’hô deûz két gréat kémen̄d ez pôa gourc’hémennet d’ézhô da ôber ; hag ann holl zrougou-zé a zô digwézet gan̄t-hô.

24. Chétu eo bét savet kréou a-éneb ar géar évid hé c’hémérout ; hag ar géar a zô bét rôet étré daouarn ar C’haldéed a stourm out-hi, gan̄d ar c’hlézé, hag ann naounégez, hag ar vosen ; ha kémen̄d éc’h eûz lavaret a zô bét c’hoarvézet, ével ma her gwélez da-unan.

25. Ha té a lavar d’in, ô Aotrou Doué : Prén eur park gan̄d arc’han̄t ha kémer testou ; pétrâ-bennâg ma eo rôet ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed.

26. Neûzé é teûaz gér ann Aotrou da Jérémias, ô lavarout :

27. Chétu mé eo ann Aotrou, Doué ann holl gîk ; ha nétrâ n’eo diez din ?

28. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed, hag étré daouarn roué Babilon, hag hî hé c’hémérô.

29. Hag ar C’haldéed a zeûi, hag a stourmô oud ar géar-man̄ ; hag hî a lakai ann tân enn-hi, hag hé loskô, kerkoulz hag ann tiez war lein péré é réad sakrifisou da Vaal, ha boéd-kennigou da zouéed a-ziavéaz évit va héga.

30. Râk bugalé Israel, ha bugalé Juda hô deûz gréat ann drouk dira-z-oun adaleg hô iaouan̄ktiz ; bugalé Israel péré bété vréma n’hô deûz éhanet da héga ac’hanoun gan̄d ôberiou hô daouarn, émé ann Aotrou.

31. Râg ar géar-zé é deûz lékéat da zével va frouden ha va buanégez, abaoé ann deiz é péhini hô deûz hé savet, bétég ann deiz-zé é péhini é tispenninn anézhi a zira-z-oun,

32. Enn abek da zrougiez Israel, ha bugalé Juda hô deûz gréat évit va héga, hî hag hô rouéed, hag hô frin̄sed, hag hô béléien, hag hô proféded, ha tûd Juda, hag ar ré a choumé é Jéruzalem.

33. Trôet hô deûz hô c’hein d’in é léac’h trei hô daoulagad ; pa zeskenn anézhô diouc’h ar min̄tin, ha pa hô c’hélennenn, né két fellet d’ézhô va zélaoui, na digémérout va c’hélen.

34. Lékéat hô deûz hô idolou enn tî é péhini é c’halveur va hanô évid hé zaotra.

35. Savet hô deûz da Vaal lec’hiou uc’hel, péré a zô é traon̄ien Ennom, évit kenniga hô mipien hag hô mérc’hed da Voloc’h ; pétrâ bennâg n’em eûz két hé c’hourc’hémennet d’ézhô, ha n’eo két deûet em c’haloun é rajen̄t ar fallagriez-zé, hag é tougchen̄t Juda d’ar péc’hed.

36. Ha bréma goudé kémen̄t-sé, chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel, diwar-benn ar géar-zé, péhini a livirit a vézô rôet étré daouarn roué Babilon, gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.

37. Chétu mé a strollô anézhô eûz ann holl vrôiou é péré em eûz hô c’haset em frouden, em buanégez hag em drouk brâz ; ha mé hô digasô adarré d’al léac’h-man̄, hag hô lakai da choum enn-han̄ gan̄t pép fisian̄s.

38. Hag hî a vézô da bobl d’in, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô.

39. Ha mé a rôiô d’ézhô eunn hévélep kaloun, hag eunn hévéleb hen̄t, évit ma toujin̄t ac’hanoun enn holl zeisiou, ha ma teûi vâd d’ézhô, ha d’hô bûgalé war hô lerc’h.

40. Eur gévrédigez peûr-baduz a rinn gan̄t-hô, ha na éhaninn két da ôber vâd d’ézhô : ha mé a lakai va doujan̄s enn hô c’haloun, évit na bellain̄t két diouz-in.

41. Ha mé en em laouénai enn-hô, p’am bézô gréat vâd d’ézhô : hag é likiinn anézhô enn douar-man̄ é gwirionez a greiz va c’haloun, hag a greiz va éné.

42 Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Ével ma em eûz digaset ann holl zrouk brâz-zé war ar bobl-man̄, ével-sé é tigasinn war-n-ézhô ann holl vadou a ziouganann d’ézhô.

43. Hag hi hô dévézô parkou enn douar-man̄ ; pétrâ-bennâg ma livirit-c’houi eo deûet ével eunn distrô, ô véza n’eûz choumet enn-han̄ na dén, na loen, ha ma eo bét lékéat étré daouarn ar C’haldéed.

44. Parkou a vézô prénet gan̄d arc’han̄t, hag a vézô skrivet el levr, hag a vézô siellet dirâk testou, é douar Ben̄jamin, ha trô-war-drô Jéruzalem, é kériou Juda, é kériou ar ménésiou, é kériou ar c’hompézennou, hag é kériou ar c’hrésteiz ; ô véza ma hô likiinn da zistrei eûz hô sklavérez, émé ann Aotrou.


————


XXXIII. PENNAD


Kellid névez eûz a wenn David.


1. Gér ann Aotrou a zeûaz eunn eil wéach da Jérémias, pa édô c’hoaz serret é porched ar vâc’h, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini her grai, péhini hen doaréô, péhini hen aozô ; ann Aotrou eo hé hanô :

3. Garm étrézég enn-oun, ha mé a zélaouô ouz-id : ha mé a rôi da anaout d’id traou brâz ha stard, ha na ouzoud két anézhô.

4. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, da diez ar géar-man̄, ha da diez roué Juda, péré a zô bét diskaret, ha d’ar c’hréou, ha d’ar c’hlézé,

5. Diwar-benn ar ré a zeû évit stourmi oud ar C’haldéed, hag évid hô leûnia a c’horfou-marô, ann dûd em eûz skôet em frouden hag em buanégez, goudé béza kuzet va dremm ouc’h ar géar-zé, enn abek d’hô drougiez holl.

6. Chétu mé a zigasô d’ézhô ar gleizen hag ar iéc’hed : hag a zisklériô d’ézho pénaoz é tléon̄t goulenni ar péoc’h hag ar wirionez.

7. Ha mé a lakai da zistrei sklaved Juda, ha sklaved Jéruzalem : hag é savinn anézhô ével er penn-ken̄ta.

8. Hô glana a rinn eûz hô holl fallagriézou, hag eûz ar péchéjou hô deûz gréat em énep : hô drugaréza a rinn eûz ann holl wallou dré béré hô deûz va dilézet ha va disprizet.

9. Ha béz’ é vézô da hanô-mâd, ha da lévénez, ha da veûleûdi, ha da lîd dirâg holl vrôadou ann douar, ann holl vadou a glévin̄t em bézô gréat enn hô c’hen̄ver : hag hî a vézô spoun̄tet ha saouzanet gan̄d ann holl vadou, hag ann holl béoc’h a rôinn d’ézhô.

10. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Klevet é vézô adarré (el léac’h-man̄, a zô, émé c’houi, eunn distrô, ô véza n’eûz enn-han̄ na dén, na loen ; é keriou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem, péré a zô disman̄tret, didûd, divrôiz ha diloéned),

11. Mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried, mouéz ar ré a lavarô : Meûlit Aotrou ann arméou, râk mâd eo ann Aotrou, râk peûr-baduz eo hé drugaréz ; mouéz ar ré a zougô hô gwéstlou é tî ann Aotrou : râk mé a lakai da zistrei sklaved ann douar-man̄ ével er penn-ken̄ta, émé ann Aotrou.

12. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : El léac’h-man, péhini a zô divrôiz, didûd ha diloéned, hag enn hé holl gériou, é vézô adarré lôgou évid ar vésérien a gasô ann tropellou d’ann éc’hoaz.

13. É kérioû ar ménésiou, hag é kériou ar c’hompézennou, hag er c’hériou a zô war-zû ar c’hrésteiz, hag é brô Ben̄jamin, ha trô-war-drô Jéruzalem, hag é kériou Juda, é tréménô adarré ann dén̄ved dindân dourn ann hini hô nivérô, émé ann Aotrou.

14. Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma sévéninn ar gér mâd em eûz rôet da dî Israel ha da dî Juda.

15. Enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé é likiinn da gellida eûz a Zavid eur c’hollid a reizded ; hag hén̄ a rai barnédigez ha reizded war ann douar.

16. Enn deisiou-zé é vézô dieûbet Juda, ha Jéruzalem a choumô gan̄t fisian̄s ; ha chétu ann hanô a rôin̄t d’ézhan̄ : Ann Aotrou, hor reiz.

17. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Na vézô két gwélet kéf David héb eunn dén, a vézô azézet war drôn tî Israel.

18. Ha na vézo két gwélet gwenn ar véléien hag al Lévited héb eunn dén dira-z-oun, a gennigô sakrifisou-lôsk, ha sakrifisou-boéd, hag a lazô bemdez viktimou dira-z-oun.

19. Ha gér ann Aotrbu a zeûaz étrézé Jérémias, ô lavarout :

20. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Mar gelleur terri ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann deiz, hag ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann nôz, évit na vézô na deiz na nôz enn hé amzer :

21. E vézô gellet ivé terri ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d David va zervicher, évit na zeûi két diout-han̄ eur mâb péhini a rénô war hé drôn, ha Lévited, ha béléien da vinistred d’in.

22. Ével na helleur két nivéri stéred ann énv, na men̄ta tréaz ar môr ; ével-sé é kreskinn gwenn David, va zervicher, hag al Lévited va ministred.

23. Ha gér ann Aotrou a zeûaz étrézé Jérémias, ô lavarout :

24. Ha n’éc’h eûz két gwélet pénaoz é komz ar bobl-zé, ô lavarout : Ann diou wenn eo dôa dilennet ann Aotrou, a zô bét dispennet ; disprizet eo va fobl gan̄t-hô, ha n’eo mui ével eur vrôad dira-z-hô.

25. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ha né két stard ar gévrédigez em eûz gréat gan̄d ann deiz ha gan̄d ann nôz, al lézennou em eûz rôet d’ann én̄v ha d’ann douar.

26. É tistolinn ivé gwenn Jakob ha David va zervicher, ha na gémérinn két eûz hé géf prin̄sed eûz a wenn Abraham, Izaak ha Jakob ; râk mé a lakai da zistrei hô sklaved, hag a rai trugarez enn hô c’hén̄ver.


————


XXXIV. PENNAD


Gourdrouzou ann Aotrou enn abek da zisléalded hé bobl.


l. Gér a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou (pa édo Nabukodonosor roué Babilon, hag hé holl armé, hag ann holl rouan̄télésiou eûz ann douar, péré a oa dindan hé c’halloud, hag ann holl boblou, ô vrézélekaat out Jéruzalem, hag oud hé holl gériou) ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Kéa, ha komz out Sédésias, roué Juda, ha lavar d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai ar géar-man̄ étré daouarn roué Babilon, péhini a lakai ann tân enn-hi.

3. Ha té da-unan na dec’hi két diout-han̄ ; hogen évit-gwîr é vézi kéméret, ha lékéat étré hé zaouarn ; da zaoulagad a wélô daoulagad roué Babilon, hag hé c’hénou a gomzô oud da c’hénou, hag é Babilon éz î.

4. Koulskoudé sélaou gér ann Aotrou, ô Sédésias, roué Juda. Ével-henn é lavar ann Aotrou d’id : Na varvi két gan̄d ar c’hlézé,

5. Hôgen é péoc’h é varvi : dévet é vézô évid-od louzou-c’houés-vad, ével ma eo bét dévet évid da dadou ar rouéed ken̄t a zô bét enn da raok : hag hî a râi da gaon̄ ô lavarout : Allas, ô Aotrou ! Râk mé em eûz lavaret ar gér-zé, émé ann Aotrou.

6. Ha Jérémias, ar profed, a lavaraz ann holl c’hériou-zé da Zédésias, roué Juda é Jéruzalem.

7. Koulskoudé armé roué Babilon a stourmé a-énep Jéruzalem, hag a-énep ann holl gériou eûz a Juda a oa choumet, a-énep Lac’his, hag a-énep Azéc’ha ; râg eûz a gériou kré Juda, ar ré-man̄ a oa choumet c’hoaz.

8. Ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou, goudé m’en dôé ar roué Sédésias gréat unvaniez gan̄d ann holl bobl eûz a Jéruzalem, oc’h embanna :

9. Ma kasche-kuît pép-hini hé vével hag hé vatez, Hébréad hag Hébréadez, hag hî dieûb : ha na zeûjen̄t mui da gaout galloud war-n-ézhô, pa oan̄t iuzevien ével-t-hô,ha breûdeûr d’ézhô.

10. Pa glévaz ann holl brin̄sed hag ann holl bobl pénaoz é oa unvaniez évit ma kasché-kuît pép-hini hé vével hag hé vatez, hag hî dieûb, ha na dlien̄t mui kaout béli war-n-ézhô, é sélaouchon̄t, hag hô c’haschon̄t-kuît.

11. Hôgen goudé-zé hî a drôaz, hag a zigasaz adarré ar vévellou hag ar mitisen hô dôa kaset-kuît, hag hî dieûb, hag hô lékéaz adarré da vévellou ha da vitisien.

12. Hag ar gér-man̄ a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou, ô lavarout :

13. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Mé em eûz gréat kévrédigez gan̄d hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô digaset eûz a zouar ann Éjipt, eûz a dî ar sklavérez, ô lavarout :

14. A-benn seiz vloaz, kaset pép-hini hé vreûr Hébréad, a vézô bét gwerzet d’ézhan̄ : goudé m’en dévézô servichet anézhan̄ a-héd c’houec’h vloaz, kaset anézhan̄ kuît, hag hén̄ dieûb. Hôgen hô tadou n’hô deûz két va zélaouet, ha n’hô deûz ket dinaouet hô diskouarn.

15. Ha c’houi a oa trôet hiriô étrézég enn-oun, hag hô pôa gréat ar péz a oa reiz dirâk va daoulagad, oc’h embanna pénaoz pép-hini a zieûbché hé viñoun ; ha c’houi hoc’h eûz gréat ann unvaniez-zé dira-z-oun, enn tî war béhini é c’halveur va hanô.

16. Hôgen c’houi a zô distrôet, hag hoc’h eûz saotret va hanô, ô tigas adarré pép-hini hé vével hag hé vatez, hô pôa kaset-kuît, hag hî dieûb hag enn hô béli hô-unan ; hag hoc’h eûz hô lékéat adarré da vévellou ha da vitisien.

17. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : N’hoc’h eûz két va zélaouet, évit rei ann dieûb pép-hini d’hé vreûr, ha pép-hini d’hé viñoun : chétu mé a embann ann dieûb d’é-hoc’h, émé ann Aotrou, étrézég ar vosen, hag étrézég ann naounégez ; hag é rôinn ac’hanoc’h da géflusk dré holl rouan̄télésiou ann douar.

18. Ha mé a rôiô ann dûd hô deûz torret va c’hévrédigez, péré n’hô deûz két miret gériou ar gévrédigez hô deûz gréat dira-z-oun, goudé béza tréménet étré rannou al leûé hô dôa trouc’het é diou loden :

19. Prin̄sed Juda, ha prin̄sed Jéruzalem, ar spazéien, hag ar véléien, hag ann holl bobl eûz ar vrô péré hô deûz tréménet étré rannou al leûé ;

20. Mé hô rôiô étré daouarn hô énébourien, hag étré daouarn ar ré a glask hô buez : hag hô c’horfou-marô a vézô da voéd da evned ann én̄v ha da loéned ann douar.

21. Ha mé a rôiô Sédésias, roué Juda, hag hé brin̄sed, étré daouarn hô énébourien, hag étré daouarn ar ré a glask hô buez, hag étré daouarn arméou roué Babilon, péré a zô pelléet diouz-hoc’h.

22. Chétu mé her gourc’hemenn, émé ann Aotrou, hag hô likiinn da zistrei oud ar géar-man̄ ; hag hî a stourmô out-hi, hag a gémérô anézhi, hag a zevô anézhi gan̄d ann tân : hag é likiinn kériou Juda ével eunn distrô, ha na choumô dén enn-hô.


————


XXXV. PENNAD


Léalded ar Réc’habited.


1. Gér a zeûaz da Jérémias diouc’h ann Aotrou, é deisiou Joakim, mâb Josias, roué Juda, ô lavarout :

2. Kéa da dî ar Réc’habited, ha komz out-hô, ha laka-hi da von̄d é tî ann Aotrou, enn unan eûz a gamprou ann ten̄zor, hag é rôi d’ézhô gwîn da éva.

3. Ha mé a géméraz Jézonias, mâb Jérémias, mâb Habsanias, hag hé vreûdeûr, hag hé holl vipien, hag holl diad ar Rec’habited.

4. Hag é likiiz anézhô da von̄d é tî ann Aotrou, é kambr mipien Hanan, mâb Jégédélias dén Doué, é-tâl kambr ar briñsed, a-ziouc’h kambr Maasias, mâb Sellum, péhini a ioa diwaller ar porched.

5. Hag é likiiz dirâk bugalé tî ar Réc’habited pôdou leûn a wîn ha kôpou ; hag é liviriz d’ézhô : Évit gwin.

6. Hôgen hî a lavaraz : Na évimp két a wîn ; râk Jonadab, mâb Réc’hab, hon tâd, en deûz gourc’hémennet d’é-omp, ô lavarout : Na évot két a wîn, c’houi, nag hô pugalé da-vikenn :

7. Na zafot két a diez, ha na hadot két a éd, ha na blan̄tôt két a wini, ha n’ho pézô két anézhô ; hogen dindan teltou é choumot héd hô teisiou, évit ma vévot pell-amzer war-c’horré ann douar, é pehini émoc’h ével diavésidi.

8. Sen̄tet hon eûz éta out mouéz Jonadab, mab Réc’hab, hon tâd, é kémen̄d en deûz gourc’hémennet d’é-omp, ha n’hon eûz két évet a wîn é holl zeisiou hor buez, na nî, nag hor gragez, nag hor mipien, nag hor merc’hed :

9. Ha n’hon eûz két savet a diez évit choum enn-hô, ha n’hon eûz bét d’é-omp na gwini, na parkou, nag éd :

10. Hôgen choumet hon eûz dindan teltou, hag hon eûz sen̄tet out kémen̄d en deûz gourc’hémennet d’é-omp Jonadab hon tad.

11. Hôgen pa eo pin̄et Nabukodonosor, roué Babilon, enn hor brô, hon eûz lavaret : Deûit, ha déomp da Jéruzalem, a zirâg armé ar C’haldéed, hag a zirag armé ar Siried ; hag omp choumet é Jéruzalem.

12. Ha gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias, ô lavarout :

13. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Kéa, ha lavar da dûd Juda, ha d’ar ré a choum é Jéruzalem : Ha na zigémerrot két ar c’hélen évit sen̄ti out va gériou, émé ann Aotrou ?

14. Gériou Jonadab, mâb Réc’hab, dré béré é c’hourc’hémennaz d’hé vugalé na évchen̄t két a wîn, a zô bét heûliet ; hag hî n’hô deûz két évet a wîn bétég ann deiz-man̄, ô véza ma hô deûz sen̄tet out gourc’hémenn hô zâd ; hôgen mé em eûz komzet ouz-hoc’h, ô sével diouc’h ar min̄tin évit komza, ha n’hoc’h eûz ket sen̄tet ouz-in.

15. Kaset em eûz d’é-hoc’h va holl zervichérien ar broféded ; ô sével diouc’h ar min̄tin, em eûz hô c’haset, hag em eûz lavaret : Distrôit pép-hini eûz hô kwall hen̄chou, ha gwellait hoc’h ôbériou ; na heûḻit két ann douéed a-ziavéaz ha na azeûlit két anézhô ; ha c’houi a choumô enn douar em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou ; hôgen n’hoc’h eûz két dinaouet hô skouarn, ha n’hoc’h eûz két va zélaouet.

16. Ével-sé bugalé Jonadab, mâb Réc’hab, hô deûz sévénet stard ar gourc’hémenn en dôa rôet hô zâd d’ézhô : hôgen ar bobl-man̄ n’en deûz két sen̄tet ouz-in.

17. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a zigasô war Juda, ha war ar ré holl a choum e Jéruzalem, ann holl zroug em eûz diouganet enn hô énep, ô véza ma em eûz komzet outhô, ha n’hô deûz két va zélaouet ; ma em eûz hô galvet, ha n’hô deûz két respoun̄tet d’in.

18. Ha Jérémias a lavaraz da diad ar Réc’habited : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : O véza ma hoc’h eûz sen̄tet out kémenn Jonadab hô tâd, ma hoc’h eûz miret hé holl erbédou, ha ma hoc’h eûz gréat kémen̄d en dôa gourc’hémennet d’é-hoc’h :

19. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Na éhanô két gwenn Jonadab, mâb Réc’hab, da rei tûd péré a zavô dira-z-oun da-vikenn.


————


XXXVI. PENNAD


Ar roué Joakim a laka da zévi levr diouganou Jérémias.


1. Er pévaré bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda, é teûaz ar gér-man̄ da Jérémias diouc’h ann Aotrou, ô lavarout :

2. Kémer eul levr rodellet, ha skriv enn-han̄ ann holl c’hériou em eûz lavaret d’id a-éneb Israel ha Juda, hag a-éneb ann holl vrôadou, adaleg ann deiz é péhini em eûz komzet ouz-id, adalek deisiou Josias bétég ann deiz-man̄,

3. Evit pa glevché tî Juda ann holl zrougou a vennenn da zigas war-n-ézhô, é tistrôjé pép-hini anézhô eûz hé wall hen̄chou ; hag é tistolchenn d’ézhô hô fallagriez hag hô féc’hed.

4. Jérémias a c’halvaz éta Baruc’h, mâb Nérias ; ha Baruc’h a skrivaz enn eûl levr rodellet, eûz a c’hénou Jérémias, ann holl c’hériou en doa lavaret ann Aotrou d’ézhan̄.

5. Ha Jérémias a c’hourc’hémennaz da Varuc’h, ô lavarout : Mé a zô serret, ha na hellann két mon̄d da dî ann Aotrou.

6. Kéa ébarz, té, ha lenn eûz al levr éc’h eûz skrivet eûz va génou, komziou ann Aotrou, dirâg ar bobl, é tî ann Aotrou, enn deiz iûn ; ha dirâg holl dûd Juda, a zeû eûz hô c’hériou, é lenni ivé.

7. Martézé en em daolin̄t d’ann douar dirâg ann Aotrou évid hé bédi ; râk brâz eo ar frouden hag ann drouk gan̄t péré en deûz komzet ann Aotrou oud ar bobl-zé.

8. Ha Baruc’h, mâb Nérias, a réaz kémen̄d en dôa gourc’hemennet d’ézhan̄ Jérémias ar profed ; hag é lennaz eûz al levr gériou ann Aotrou é tî ann Aotrou.

9. Er pempved bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda, enn naved mîz, é oé embannet eur iûn dirâg ann Aotrou d’ann holl bobl eûz a Jéruzalem, ha d’al lôd brâz a dûd a zeûé eûz a gériou Juda da Jéruzalem.

10. Neûzé Baruc’h a lennaz eûz al levr gériou Jérémias, é tî ann Aotrou, é kambr Gamarias, mâb Safan ar skrivañer, er porched uc’héla, oud dôr ar pors névez eûz a dî ann Aotrou, dirâg ann holl bobl.

11. Pa glevaz Michéas, mâb Gamarias, mâb Safan, holl c’hériou ann Aotrou skrivet el levr-zé ;

12. É tiskennaz da dî ar roué é kambr ar skrivañer ; hag énô é oa azézet ann holl brin̄sed : Élisama ar skrivañer, ha Dalaias, mâb Séméias, hag Elnatan, mâb Ac’hobor, ha Gamarias, mâb Safan, ha Sédésias, mâb Hananias, hag ann holl brin̄sed.

13. Ha Michéas a rôaz da anaoud d’ézhô ann holl c’hériou en dôa klévet Baruc’h ô lenna eûz al levr-zé dirâg ar bobl.

14. Neuzé ann holl brin̄sed a gasaz étrézé Baruc’h Judi, mâb Natanias, mâb Sélémias, mâb Chusi, évit lavarout : Kémer enn da zourn al levr eûz a béhini éc’h eûz lennet dirâg ar bobl, ha deûz. Baruc’h, mâb Néréas, a géméraz éta al levr enn hé zourn, hag a iéaz étrézég enn-hô.

15. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Azez, ha lenn ann dra-zé dira-z-omp. Ha Baruc’h a lennaz dira-z-hô.

16. Hôgen pa glevchon̄t ann holl c’hériou-zé é sellchon̄t gan̄t saouzan ann eil oud égilé, hag é léverchon̄t da Varuc’h : Ni a dlé rei da anaout ann holl c’hériou-zé d’ar roué.

17. Hag hî a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄, ô lavarout : Danéwell d’é-omp pénaoz éc’h eûz skrivet ann holl c’hériou-zé eûz hé c’hénou.

18. Ha Baruc’h a lavaraz d’ézhô : Hén̄ a lavaré d’in eûz hé c’hénou ann holl c’hériou-zé ével pa hô lennché ha mé hô skrivé el levr gan̄t liou.

19. Hag ar brin̄sed a lavaraz da Varuc’h : Kéa, hag en em guzit, té ha Jérémias ; ha na wézet dén péléac’h é viot.

20. Hag hî a iéaz da gavout ar roué er porched, goudé béza lézet al levr é miridigez é kambr Élisama ar skrivañer : hag é rôjon̄t da anaout d’ar roué kémen̄d hô dôa klévet.

21. Hag ar roué a gasaz Judi da gerc’hout al levr : hag hé-man̄, ô véza hé géméret é kambr Élisama ar skrivañer, hé lennaz dirâg ar roué, ha dirâg ann holl briñsed a oa enn hô zâ enn-drô d’ar roué.

22. Hôgen ar roué a oa azézet enn hé di goan̄v, enn naved mîz : hag eur glaouier leûn a dân a oa dira-z-han̄.

23. Ha pa en dôé lennet Judi teir pé béder bajen, ar roué hô zrouc’haz gan̄t kon̄tel ar skrivañer, hag hô zaolaz enn tân, a oa er glaouier, ha goudé-zé al levr holl ; kén na oé dévet a-grenn er glaouier.

24. Ar roué hag hé zervichérien na oen̄t két spoun̄tet, ha na rogchon̄t két hô diḻad, pa glevchon̄t ann holl c’hériou-zé.

25. Koulskoudé Elnatan, ha Dalaias, ha Gamarias a fellaz d’ézhô miroud oud ar roué na zevché al levr ; hôgen na zélaouaz két anézhô.

26. Hôgen ar roué a c’hourc’hémennaz da Jérémiel, mâb Amélech, ha da Zaraias, mâb Ezriel, ha da Zélémias, mâb Abdéel, ma krogchon̄t é Baruc’h ar skrivañer, hag é Jérémias ar profed. Hôgen ann Aotrou a guzaz anézhô.

27. Hôgen gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias ar profed, goudé m’en dôa devet ar roué al levr, hag ann holl c’hériou en dôa skrivet Baruc’h eûz a c’hénou Jérémias ; hag é lavaraz d’ézhan̄ :

28. Kémer eul levr all, ha skrîv enn-han̄ ann holl c’hériou ken̄t, a oa el levr ken̄ta, en deûz dévet Joakim, roué Juda.

29. Hag é liviri da Joakim roué Juda : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Té éc’h eûz dévet al levr-zé, ô lavarout : Pérâg éc’h eûz-té skrivet enn-han̄, oc’h embanna, pénaoz é teuiô abarz némeur roué Babilon, hag é tisman̄strô ar vrô-man̄, ha na lézô enn-han̄ béô na dén, na loen ?

30. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou a-énep Joakim, roué Juda : Na zeûiô eûz hé wenn hini a gémen̄t a azézô war drôn David ; hag hé gorf-marô a vézô taolet dindân ar c’hrouéz a-zoug ann deiz, ha dindân ar réô a-zoug ann nôz.

31. Ha mé a emwélô anézhan̄, hag hé wenn, hag hé zervichérien, enn abek d’hô fallagriézou, hag é tigasinn war-n-ézhô, ha war ar ré a choum é Jéruzalem, ha war dûd Juda, ann holl zroug am eûz diouganet d’ézhô, ha n’hô deûz két va zélaouet.

32. Jérémias a géméraz éta eul levr all, hag hé rôaz da Varuc’h, mâb Nérias ar skrivañer, péhini a skrivaz enn-han̄ eûz a c’hénou Jérémias ann holl c’hériou a oa el levr en dôa dévet enn tân Joakim roué Juda ; ha c’hoaz é lékéaz kalz gériou, ha na oa két el levr ken̄ta.


————


XXXVII. PENNAD


Jérémias a zô lékéat er vâc’h.


1. Ar roué Sédésias, mâb Josias, a rénaz é léac’h Jékonias, mâb Joakim : Nabukodonosor, roué Babilon, en dôa hé lékéat da roué é brô Juda.

2. Hôgen na zen̄taz két hen̄, nag hé zervichérien, na pobl ar vrô, out gériou ann Aotrou, en dôa lavaret dré c’hénou Jérémias ar profed.

3. Hag ar roué Sédésias a gasaz Juc’hai, mâb Sélémias, ha Sofonias, mâb Maasias, ar bélek, étrézé Jérémias ar profed, ô lavarout : Péd évid-omp ann Aotrou, hon Doué.

4. Hôgen Jérémias a valéé dieûb é-kreiz ar bobl ; râk né oa két bét c’hoaz lékéat er vâc’h. Koulskoudé armé Faraon a zeûaz er-méaz eûz ann Éjipt ; hag ar C’haldéed, péré a stourmé out Jéruzalem, ô véza klévet ar c’hélou-zé, a déc’haz diouc’h Jéruzalem.

5. Ha gér ann Aotrou a iéaz étrézé Jérémias ar profed, ô lavarout :

6. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Ével-henn é léverrot da roué Juda, péhini en deûz hô kaset étrézég eun-oun, évit goulenn ali digan-én̄ : Chétu armé Faraon a zô deûet da ger-nerz d’é-hoc’h, a zistrôiô d’ann Éjipt hé vrô.

7. Hag ar C’haldéed a zistrôiô ; hag a stourmô a-énep ar géar-man̄ : hag hî hé c’hémérô, hag a lakai ann tân enn-hi.

8. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Na douellit két hoc’h énéou, ô lavarout : Ar C’haldéed a iélô hag a bellai diouz-omp ; râk n’az ain̄t két kuît.

9. Râg ha pa hô pijé dispennet holl armé ar C’haldéed, a stourm ouz-hoc’h, ha ma vijé choumet unan-bennâg anézhô hag hî glazet, pép-hini anézhô a zeûjé er-méaz eûz hé delt, hag é lakajen̄t ann tân er géar-man̄.

10. Pa oa en em dennet armé ar C’haldéed eûz a zirâk Jéruzalem, gan̄d aoun râg armé Faraon,

11. Jérémias a iéaz er-méaz eûz a Jéruzalem, évit mon̄d da vrô Ben̄jamin, ha ranna énô hé vadou dirâk tûd ar vrô.

12. Pa oé erruet out porz Ben̄jamin, ann hini a ziwallé ann ôr d’hé drô, hanvet Jérias, mâb Sélémias, mâb Hananias, a grogaz é Jérémias ar profed, ô lavarout : Té a dec’h étrézég ar C’haldéed.

13. Ha Jérémias a lavaraz d’ézhan̄ : Né két gwîr, na dec’hann két étrézég ar C’haldéed. Hôgen Jérias na zélaouaz két Jérémias ; kregi a réaz enn-han̄, hag her c’hasaz dirâg ar brin̄sed.

14. Ar brin̄sed péré dôa droug a-énep Jérémias, a lékéaz hé ganna, hag hé c’hâs er vâc’h a ioa é tî Jonatan ar skrivañer ; râg hén̄ eo a oa da vérer war ar vâc’h.

15. Jérémias éta ô véza bét lékéat enn eur vac’h zoun ha téval, a choumaz énô meûr a zervez.

16. Hôgen ar roué Sédésias a gasaz évid hé denna ac’hanô ; hag hén̄ a réaz goulénnou out-han̄ é-kûz enn hé dî hé-unan, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha bez’ éz eûz gér a berz ann Aotrou ? Ha Jéremias a lavaraz : Béz’ éz eûz ; hag ével-henn é lavar : Etré daouarn roué Babilon é vézi rôet.

17. Ha Jérémias a lavaraz d’ar roué Sédésias : Pé zroug em eûz mé gréat enn da énep, a-énep da zervichérien, pé a-énep da bobl, ma ounn bét lékéat er vâc’h ?

18. Péléac’h éma hô proféded, péré a ziougané d’hé-hoc’h, ô lavarout : Na zeûiô két roué Babilon enn hoc’h énep, nag a-éneb ar vrô-man̄ ?

19. Sélaou éta ac’hanoun bréma, mé az péd, Aotrou va roué : Ra vézô hétuz va féden dira-z-od, ha na laka két va c’hâs adarré da vac’h tî Jonatan ar skrivañer, gan̄d aoun na varvchenn énô.

20. Ar roué Sédésias a c’hourc’hémennaz éta ma vijé lékéat Jérémias é porched ar vâc’h ; ha ma vijé rôet d’ézhan̄ bemdez eunn dorz vara, gan̄t boéd all, kén na vijé débret ann holl vara eûz a géar ; ha Jérémias a choumaz é porched ar vâc’h.


————


XXXVIII. PENNAD


Jéremias a rô ali da Zédésias d’en em lakaad étré daouarn ar C’haldéed.


1. Hôgen Safatias, mâb Matan, ha Gédésias, mâb Fassur, ha Juchal, mâb Sélémias, ha Fassur, mâb Melc’hias, hô dôa klévet ar gériou en dôa lavaret Jérémias d’ann holl bobl, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Piou-bennâg a choumô er géar-man̄ a varvô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen ; hôgen néb en em dennô étrézég ar C’haldéed, a vévô ; hag hé éné a vézô dieûb ha béô.

3. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ar géar-man̄ a vézô rôet évit-gwîr étré daouarn armé roué Babilon ; hag hén̄ hé c’hémérô.

4. Neûzé ar brin̄sed a lavaraz d’ar roué : Laka da laza ann dén-zé, nî az péd ; a-ratoz é teû da wana daouarn ann dûd a vrézel a zô choumet er géar-man̄, ha daouarn ann holl bobl, ô komza out-hô enn doaré-zé. Râg ann dén-zé na glask két eûr-vâd ar bobl-man̄, hôgen hé reûz.

5. Hag ar roué Sédésias a lavaraz : Chétu éma-hén̄ étré hô taouarn ; râk né vé két reiz é tinac’hfé ar roué eunn dra-bennâg ouz-hoc’h.

6. Hî éta a géméraz Jérémias, hag a daolaz anézhan̄ é bac’h zoun Melc’hias, mâb Amélec’h, a ioa é porched ar vâc’h ; hag hî a ziskennaz Jérémias gan̄t kerdin er vâc’h zoun, é péhini né d-a két a zour, hôgen fan̄k, ha Jérémias en em gavaz er fan̄k.

7. Hôgen Abdémélec’h Étiopiad, spâz é tî ar roué, a glévaz pénaoz hô dôa lékéat Jérémias er vâc’h zoun : ar roué a oa neûzé war hé drôn é-tâl porz Ben̄jamin.

8. Hag Abdémélec’h a zeûaz er-méaz eûz a dî ar roué ; hag a gomzaz out-han̄, ô lavarout :

9. Aotrou, va roué, ann dûd-zé péré hô dôa gréat kémen̄d a zrouk da Jérémias ar profed hô deûz c’hoaz gréat gwasoc’h d’ézhan̄, ô teûrel anézhan̄ er vâc’h zoun, évit ma varvô énô gan̄d ann naoun ; râk n’eûz mui a vara é kéar.

10. Neûzé ar roué a c’hourc’hémennaz da Abdémélec’h ann Étiopiad ô lavarout : Kémer ac’hann gan-éz trégon̄t dén, ha tenn Jérémias ar profed eûz ar vâc’h zoun, abarz ma varvô.

11. Abdémélec’h éta ô véza kéméret ann dûd-zé gan̄t-han̄, a iéaz é tî ar roué ; dindân kambr ann arrébeûri : hag é kéméraz ac’hanô tammou kôz vézer, ha diḻad diamzéret, hag hô c’hasaz da Jérémias er vâc’h zoun gan̄t kerdin.

12. Hag Abdémélec’h ann Étiopiad a lavaraz da Jérémias : Laka ann tammou kôz vézer, hag ann diḻad diamzéret-zé dindân da ziou gazel, hag enn-drô d’ar c’herdin ; ha Jérémias a réaz ével-sé.

13. Hag hî a zachaz anézhan̄ gan̄t kerdin, hag a dennaz anézhan̄ eûz ar vâc’h zoun ; ha Jérémias a choumaz é porched ar vâc’h.

14. Neûzé ar roué Sédésias a gasaz étrézé Jérémias ar profed, hag hel lékéaz da zond é-tâl ann trédé dôr a ioa é tî ann Aotrou ; hag ar roué a lavaraz da Jérémias : Eunn dra a c’houlennann digan-éz ; na gûz nétrâ ouz-in.

15. Hôgen Jérémias a lavaraz da Zédésias : Mar tiouganann d’id, ha na likii két va laza ? Ha ma rôann kuzul d’id, ha té a zélaouô ac’hanoun ?

16. Hôgen ar roué Sédésias a douaz é-kûz da Jérémias, ô lavarout : Ével ma eo béô ann Aotrou, en deûz gréat eunn éné enn-omp, é touann pénaoz n’az lazinn két, ha na rôinn két ac’hanod étré daouarn ann dûd-zé péré a glask da vuez.

17. Ha Jérémias a lavaraz da Zédésias : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Mar d-éez étrézé prin̄sed roué Babilon, é vévô da éné, ha na vézô két dévet ar géar-man̄ ; ha té, ha da diad a vézô savétéet.

18. Hôgen ma n’az éez két étrézé prin̄sed roué Babilon, é vézô rôet ar géar-man̄ étré daouarn ar C’haldéed : hag hî hé dévô gan̄d ann tân ; ha té na déc’hi két diouc’h hô daouarn.

19. Hag ar roué Sédésias a lavaraz da Jérémias : En̄krézet ounn enn abek d’ar Iuzévien a zo téc’het étrézég ar C’haldéed ; aoun em eûz na venn lékéat étré hô daouarn, ha na rajen̄t goab ac’hanoun.

20. Hôgen Jérémias a lavaraz : Na likiin̄t két ac’hanod étré daouarn ar ré-zé. Sélaou, mé az péd, gér ann Aotrou, a rôann da anaout d’id ; mâd é vézô d’id, ha da éné a vézô béô.

24. Hôgen ma na fell két d’id mon̄d er-méaz, chétu ar gér en deûz diskouézet ann Aotrou d’in :

22. Chétu ann holl c’hragez a vézô choumet é tî roué Juda, a vézô kaset da brin̄sed roué Babilon ; hag hî a lavarô : Ann dûd a béoc’h-zé hô deûz da douellet, ha da dréc’het ; soubet hô deûz da dreid er fan̄k hag el lin̄kr, hag hô deûz da zilézet.

23. Ha da holl c’hragez, ha da vugalé a vézô kaset d’ar C’haldéed : ha na déc’hi két diouc’h hô daouarn, râk kéméret é vézi gan̄t roué Babilon ; hag hen̄ a zévô ar géar-man̄.

24. Neûzé Sédésias a lavaraz da Jérémias : Na wézet dén ar gériou-zé, ha na varvi két.

25. Hôgen mar klev ar brin̄sed pénaoz em eûz komzet ouz-id ; mar teûon̄t d’az kavout, ha da lavarout d’id : Danével d’é-omp pétrâ éc’h eûz lavaret d’ar roué ; na gûz nétrâ ouz-omp, ha na lakaimp két da laza ; ha pétrâ en deûz lavaret ar roué d’id.

26. É liviri d’ézhô : Mé em eûz pédet ar roué ô stoui dira-z-han̄, n’am c’hasché két adarré da dî Jonatan, é péléac’h é varvchenn.

27. Ann holl brin̄sed a zeûaz éta da gaout Jérémias, hag a réaz goulennou out-han̄ : hag hén̄ a gomzaz out-hô hervez m’en dôa gourc’hémennet ar roué d’ézhan̄ ; hag hî a lézaz anézhan̄ é péoc’h ; râk na oa bét klévet nétrâ.

28. Ha Jérémias a choumaz é porched ar vâc’h, bétég ann deiz é péhini é oé kéméret Jéruzalem ; râk kéméret é oé Jéruzalem.


————


XXXIX. PENNAD


Kéméret eo Jéruzalem. Sédésias a dec’h, hag a zô paket.


1. Enn naved bloaz eûz a Zédésias, enn dékved mîz, é teûaz Nabukodonosor, roué Babilon, hag hé holl armé dirâk Jéruzalem, hag a stourmaz out-hi :

2. Hag enn unnékved bloaz eûz a Zédésias, er pévaré mîz, enn naved deiz eûz ar mîz, é oé gréat eunn difreûz é kéar.

3. Hag holl brin̄sed roué Babilon a iéaz ébarz, hag a azézaz war ar porz kreiz : Nérégel, Séréser, Sémégarnabu, Sarsac’him, Rabsarez, Nérégél, Séréser, Rébmag, hag holl brin̄sed all roué Babilon.

4. Pa wélaz anézhô Sédésias roué Juda, hag ann holl vrézélidi, é tec’hchoñt : hag hî a iéaz er-méaz eûz a géar a-zoug ann nôz, dré hen̄t garz ar roué, ha dré ar porz a ioa étré ann daou vur, hag éz éjon̄t war hen̄t ann distrô.

5. Hôgen armé ar C’haldéed a iéaz war hô lerc’h ; hag hî a bakaz Sédésias é kamp distrô Jériko ; hag ô véza hé géméret é kaschon̄t anézhan̄ da Nabukodonosor, roué Babilon, é Réblata, a zô é brô Émat ; hag hé-man̄ a zougaz hé varn.

6. Ha roué Babilon a lazaz mipien Sédésias é Réblata, dirâg hé zaoulagad : roué Babilon a lazaz ivé ann holl dud nobl eûz a Juda.

7. Tenna a réaz hé zaoulagad da Zédésias, hag é lékéaz eur chaden enn-drô d’ézhan̄, évid hé gâs da Vabilon.

8. Ar C’haldéed a zévaz ivé gan̄d ann tân ti ar roué, ha tiez ar bobl, hag a ziskaraz muriou Jéruzalem.

9. Nabuzardan, penn ann armé, a zizougaz é Babilon ar ré eûz ar bobl a oa choumet é kéar, hag ar ré a oa tec’het étrézeg hén̄, hag ann dilerc’h eûz ar bobl a oa choumet.

10. Nabuzardan, penn ann armé, a lézaz é brô Juda ar ré baour eûz ar bobl, ar ré n’hô dôa nétrâ ; hag é rôaz d’ézhô gwini ha pun̄sou enn deiz-zé.

11. Hôgen Nabokodonosor, roué Babilon, en dôa gourc’hémennet da Nabuzardan, penn ann armé, diwar-benn Jérémias, ô lavarout :

12. Kémer-hén̄, ha laka évez out-han̄, ha na ra droug é-béd d’ézhan̄ ; hôgen gra enn hé gén̄ver ével ma karô.

13. Nabuzardan, penn ann armé, a gasaz éta, hag ivé Nabusezban, ha Rabsarez, ha Nérégel, ha Séréser, ha Rebmag, hag holl brin̄sed roué Babilon,

14. A gasaz ivé étrézé Jérémias, évid hé denna eûz a borched ar vâc’h ; hag é lékéjon̄t anézhan̄ étré daouan Godolias, mâb Abikam, mâb Safan, évit m’az ajé enn eunn tî, ha ma choumché é-touez ar bobl.

15. Hôgen gér ann Aotrou a oa deûet da Jérémias, pa édo serret é porched ar vac’h, ô lavarout :

16. Kéa, ha komz oud Abdémélec’h ann Étiopiad, ô lavarout : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a zigasô war ar géar-man̄ kémen̄d em eûz lavaret diwar hé fenn é droug, ha nann é mâd : hag hén̄ a vézô sévénet dirâk da zaoulagad enn deiz-zé.

17. Ha mé az tieûbô enn deiz-zé, émé ann Aotrou ; ha na vézi két lékéat étré daouarn ann dûd râk péré éc’h eûz aoun.

18. Hôgen mé az tennô hag az tieûbô, ha na gouézi két dindân ar c’hlézé, hôgen da éné a vézô savétéet, ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn-oun, émé ann Aotrou.


————


XL. PENNAD


Ar Iuzévien péré a oa bét tec’het en em zastum adarré.


1. Gér a zeûaz da Jérémias a berz ann Aotrou goudé ma oé laosket é Rama gan̄t Nabuzardan, penn ann armé, pa dennaz ar chaden a oa war hé drô é-kreiz ann en̄groez eûz ar ré a gased er-méaz eûz a Jéruzalem hag eûz a Juda, évid hô dizougen da Vabilon.

2. Penn ann armé a géméraz éta Jérémias, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ann Aotrou da Zoué en deûz lavaret ann drouk-man̄ a-éneb ar géar-zé,

3. Hag en deûz hé gaset da benn. Ann Aotrou en deûz gréat ével m’en dôa lavaret, ô véza ma hoc’h eûz péc’het a-éneb ann Aotrou, ha n’hoc’h eûz két sélaouet hé vouéz ; hag al lavar-zé a zô bét sévénet war-n-hoc’h.

4. Bréma éta chétu em eûz tennet ar chaden a oa oud da zaouarn ; mar fell d’id don̄t gan-én̄ da Vabilon, deûz ; ha mé a lakai évez ouz-id ; hôgen ma na fell két d’id don̄t gan-én̄ da Vabilon, choum. Chétu ann douar holl a zô dira-z-od ; dilenn, ha kéa el léac’h ma kiri.

5. Pa na fell két d’id don̄t gan-én̄, choum é tî Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, da béhini en deûz roué Babilon rôet ar galloud war gériou Juda ; choum éta gan̄t-han̄ é-kreiz ar bobl ; pé kéa el léac’h ma kiri. Penn ann armé a rôaz ivé d’ézhan̄ boéd ha rôou, hag hé laoskaz da von̄t.

6. Neûzé Jérémias a iéaz da gavout Godolias, mâb Ahikam, é Masfat, hag a choumaz gan̄t-han̄ é-kreiz ar bobl a oa bét lézet er vrô.

7. Pa glévaz prin̄sed ann armé, péré a oa skiñet dré ar vrô, hî hag hô zûd, pénaoz en dôa roué Babilon lékéat ar vrô dindân galloud Godolias, mâb Ahikam, ha pénaoz en dôa erbédet d’ézhan̄ ar goazed, hag ar merc’hed, hag ar vugalé eûz ar ré baoura eûz ar bobl, péré na oan̄t két bét dizouget da Vabilon,

8. É teûjon̄t étrézé Godolias é Masfat : Ismahel, mâb Natanias ; ha Johanan, ha Jonatan, mipien Karéé, ha Saréas, mâb Tanéhumet, ha mipien Ofi péré a ioa eûz a Nétofat, ha Jérémias, mâb Maac’hati, hî hag hô zûd.

9. Ha Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, a douaz d’ézhô, ha d’hô zûd, ô lavarout : N’hô pézet két a aoun ô servicha ar C’haldéed, choumit er vrô, ha servichit roué Babilon, hag ervâd en em géfot.

10. Chétu mé a choum é Masfat, évit sévéni kémennou ar C’haldéed a zô kaset étrézég enn-omp ; hôgen c’houi, dastumit ar gwîn, hag ann éd, hag ann éôl, ha likit-hô enn hô listri, ha choumit er c’hériou é péré émoc’h ô choum.

11. Pa glévaz ivé ann holl Iuzévien, péré a oa é Moab, hag é-touez bugalé Ammon, hag enn Iduméa, hag enn holl vrôiou, pénaoz en dôa roué Babilon lézet eunn dilerc’h er Judéa, ha pénaoz en dôa hô lékéat dindân béli Godolias, mâb Abiham, mâb Safan ;

12. Ann holl Iuzévien-zé, émé-vé, a zistrôaz eûz ann holl lec’hiou é péré é oan̄t bét tec’het, hag é teujon̄t da vrô Juda étrézé Godolias é Masfat ; hag hî a zastumaz eul lôd brâz a wîn hag a éd.

13. Hôgen Johanan, mâb Karée, hag holl brin̄sed ann armé, péré a oa bét skiñet dré ar vrôiou, a zeûaz da gavout Godolias é Masfat,

14. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Gwéz pénaoz Baalis, roué bugalé Ammon, en deûz kaset Ismahel, mâb Natanias, évid da laza. Hôgen Godolias, mâb Abikam, na grédaz két d’ézhô.

15. Neûzé Johanan, mâb Karéé,a gomzaz é-kûz out Godolias é Masfat, ô lavarout : Mé a iélô hag a skoi gan̄d Ismahel, mâb Natanias, hép gouzout da zén, gan̄d aoun na zeûjé d’az laza, ha na ve skiñet ann holl Iuzévien a zô en em strollet enn-drô d’id, ha na vé dispennet ann dilerc’h eûz a Juda.

16. Hôgen Godolias, mâb Ahiham, a lavaraz da Johanan, mâb Karée : Na ra két kémen̄t-sé ; râg gaou eo ar péz a lévérez diwar-benn Ismahel.


————


XLI. PENNAD


Ismahel a lâz Godolias.


1. C’hoarvézoud a réaz er seizved mîz, pénaoz Ismahel, mâb Natanias, mâb Élisama, eûz a wenn ar roué, ha gan̄t-han̄ prin̄sed eûz a léz ar roué, ha dék dén all, a zeûaz étrézé Godolias, mâb Ahikam, da Vasfat, hag a zébraz énô bara kévret é Masfat.

2. Hag Ismahel, mâb Natanias, a zavaz, hag ann dék dén a ioa gan̄t-han̄ ; hag é skôjon̄t gan̄t Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, gan̄d ar c’hlézé ; hag hî a lazaz ann hini a oa bét lékéat da benn war ar vrô gan̄t roué Babilon.

3. Ismahel a lazaz ivé ann holl Iuzévien a oa gan̄t Godolias é Masfat, hag ar C’haldéed en em gavaz énô, hag ar vrézélidi.

4. Hôgen enn eil zeiz goudé ma oé lazet Godolias, pa na wie c’hoaz dén,

5. É teûaz tûd eûz a Zichem, eûz a Zilo, hag eûz a Zamaria, hag hî pévar-ugen̄d dén, touzet hô barô, roget hô diḻad, hag hî skejet hô dremm ; hag hî hô dôa enn hô daouarn rôou, hag ézan̄s, évid hô c’henniga é tî ann Aotrou.

6. Ismahel, mâb Natanias, a iéaz er-méaz eûz a Vasfat évid ho diambrouga ; hag hén̄ a iéa enn eur wéla ; ha pa en em gavaz gan̄t-hô, é lavaraz d’ézhô : Deûit étrézé Godolias, mâb Ahikam.

7. Ha pa oen̄d deûet da greiz kéar, Ismahel, mâb Natanias, hag ann dûd a oa gan̄t-han̄, hô lazaz, hag hô zaolaz é-kreiz eur poull.

8. Hôgen enn hô zouez en em gavaz dék dén, péré a lavaraz da Ismahel : Na lâz két ac’hanomp ; râk nî hon eûz ten̄zoriou enn hor parkéier, ha gwiniz, hag heiz hag éôl, ha mél. Hag hén̄ a éhanaz, ha n’hô lazaz két gan̄d hô breudeur.

9. Ar poull é péhini é taolaz Ismahel korfou-marô ar ré holl en dôa lazet enn abek da C’hodolias, eo ann hini en dôa gréat ar roué Asa enn abek da Vaasa, roué Israel ; hen-nez eo a leûniaz Ismahel, mâb Natania, gan̄d ar ré én dôa lazet.

10. Hag Ismahel a gasaz é sklavérez ar ré eûz ar bobl a choumé é Masfat ; merc’hed ar roué, hag ann holl bobl a oa choumet é Masfat, péré a oa bét erbédet gan̄t Nabûzardan, penn ann armé, da C’hodolias, mâb Ahibam ; hag Ismahel, mâb Natanias, hô c’héméraz, hag en em lékéaz enn hen̄t évit mon̄d étrézé bugalé Ammon.

11. Hôgen Johanan, mâb Karée, hag holl brin̄sed ann armé a oa gan̄t-han̄ a glévaz ann holl zroug en dôa gréat Ismahel, mâb Natanias.

12. Hag ô véza kéméret gan̄t-hô ann holl dûd-a-vrézel, éz éjon̄t évit stourmi oud Ismahel, mâb Natanias ; hag hî a gavaz anézhan é-harz ann douréier brâz a zô é Gabaon.

13. Pa wélaz ann holl bobl a oa gan̄d Ismahel, Johanan hag holl brin̄sed ar vrézélidi a oa gan̄t-han̄, en em laouénéchon̄t.

14. Hag ann holl bobl en dôa kaset Ismahel eûz a Vaafat, a zistrôaz, hag a iéaz da gavout Johanan, mab Karée.

15. Hôgen Ismahel, mâb Natanias, a déc’haz gan̄t dék dén a zirâk Johanan, hag en em dennaz étrézé bugalé Ammon.

16. Johanan, mab Karée, hag holl brin̄sed ar vrézélidi a oa gan̄t-hañ, a géméraz éta ann dilerc’h eûz ar bobl, en dôa kaset gan̄t-han̄ Ismahel, mâb Natanias, eûz a Vasfat, goudé m’en dôa lazet Godolias, mâb Ahikam ; ar vrézélidi tûd kalounek, hag ar gragez, hag ar vugalé, hag ar spazéien, en dôa digaset eûz a C’habaon.

17. Hag hî a iéaz, hag a arzaôaz eunn nébeûd é C’hamaam, a zô tôst da Vétléhem, abarz ma en em lakajen̄t enn hen̄t évid mon̄d enn Éjipt,

18. Ha tec’houd diouc’h ar C’haldéed ; râg hî hô dôa aoun ra-z-hô, ô véza m’én dôa Ismahel, mâb Natanias, lazet Godolias, mâb Abikam, da béhini en dôa roué Babilon rôet ar galloud war vrô Juda.


————


XLII. PENNAD


Ar Iuzévien a béd Jérémias da c’houlenn ali digan̄d ann Aotrou.


1. Neûzé holl brin̄sed ar vrézélidi, ha Johanan, mâb Karéé, ha Jézonias, mâb Osaias, hag ar ré eûz ar bobl adaleg ar vihana bétég ar vrasa, a dôstaaz,

2. Hag a lavaraz da Jérémias ar profed : Sélaou hon erbéd ; ha péd évid-omp ann Aotrou, da Zoué, hag évid ann dilerc’h-man̄ ; râg eûz a galz omp deûet da nébeût, ével ma her gwélez gan̄d da zaoulagad da-unan :

3. Évit ma rôiô da anaout d’é-omp ann Aotrou, da Zoué, ann hen̄t dré béhini é tléomp kerzout, hag ar péz a dléomp da ôber.

4. Ha Jérémias, ar profed, a lavaraz d’ézhô : Hô klévet em eûz ; chétu éz ann da bédi ann Aotrou, hô Toué, hervez hô kériou ; kémen̄t gér en dévézô lavaret d’in a rôinn da anaout d’é-hoc’h ; na guzinn nétrâ ouz-hoc’h.

5. Hag hî a lavaraz da Jérémias : Ra vézô tést ann Aotrou étré-z-omp eûz hor gwirionez hag eûz hol léalded, ma na réomp két kémen̄d en dévézô ann Aotrou, da Zoué, gourc’hémennet d’id da lavaroud d’é-omp.

6. Pé é vézô mâd, pé é vézô drouk, é sen̄timp out mouéz ann Aotrou, hon Doué, étrézé péhini é kasomp ac’hanod, évit ma teûiô vâd d’é-omp goudé m’hor bézô sélaouet mouéz ann Aotrou, hon Doué.

7. A-benn dék dervez é teûaz gér ann Aotrou da Jérémias.

8. Hag héñ a c’halvaz Johanan, mâb Karée, hag holl brin̄sed ar vrézélidi a oa gan̄t-han̄, hag ann holl bobl adaleg ar vihana bétég ar vrasa :

9. Hag é lavaraz d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, étrézé péhini hoc’h eûz va c’haset, évit ma lakajenn gan̄t vuelded hô pédennou dira-z-han̄.

10. Mar choumit enn éhan er vrô-man̄, é savinn ac’hanoc’h, ha n’hô tiskarinn két ; hô plan̄ta a rinn, ha n’hô tic’hrisienninn két : râg habaskéet ounn war ann droug em eûz gréat d’é-hoc’h.

11. N’hô pézet két a aoun râk roué Babilon, hô laka da spoun̄ta ; n’hô pézet két a aoun ra-z-hañ, émé ann Aotrou ; râk mé a zô gan-é-hoc’h, évid hô tieûbi, hag hô tenna eûz hé zaouarn.

12. Va zrugaréz a rôinn d’é-hoc’h, hag em bézô truez ouz-hoc’h, hag hô likiinn da choum enn hô prô.

13. Hôgen ma livirit c’houi : Na choumimp két er vrô-man, ha na zélaouimp két mouéz ann Aotrou, hon Doué ;

14. Ha ma livirit c’hoaz : N’her graimp két ; hogen da vrô ann Éjipt éz aimp, é péléac’h na wélimp kéd a vrézel, ha na glévimp két soun ar c’horn-boud, ha na c’houzan̄vimp két ann naounégez ; hag éno é choumimp.

15. Râk-sé sélaouit bréma gér ann Aotrou, c’houi dilerc’h Juda. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Mar trôit hô taoulagad étrézég ann Éjipt, ha m’az îd dî évit choum énô :

16. Ar c’hlézé hô lakai da spoun̄ta, a skôi war-n-hoc’h é brô ann Éjipt ; hag ann naounégez a zigas kémen̄d a bréder d’é-hoc’h, en em stagô ouz-hoc’h enn Éjipt, hag énô é varvot.

17. Ar ré holl péré hô dévézo trôet hô diaoulagad évid mon̄d d’ann Éjipt ha choum enô, a varvô gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen : na choumô hini anézhô, ha na déc’hô hini diouc’h ann droug a zigasinn war-n-ézhô.

18. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Ével ma eo en̄tanet va frouden ha va droug a-énep ar ré a choumé é Jéruzalem ; ével-sé éc’h en̄tanô va droug ouz-hoc’h, pa viot éat enn Éjipt : ha c’houi a vézô da argarzidigez, ha da zaouzan, ha da valloz, ha da gunuc’hen : ha na wélot bikenn mui ar vrô-man̄.

19. Chétu gér ann Aotrou, diwar hô penn, dilerc’h Juda : Na d-it két enn Éjipt. Hervez m’am eûz lavaret d’é-hoc’h hirio, gwézit

20. Hoc’h eûz touellet hoc’h énéou, pa hoc’h eûz va c’haset étrézég ann Aotrou, hon Doué, ô lavarout : Péd évid-omp ann Aotrou, hon Doué, ha rô da anaoud d’é-omp kémen̄d en dévézô lavaret ann Aotrou, hon Doué, ha ni her grai.

21. Hé roet em eûz da anaout d’é-hoc’h hiriô, ha n’hoc’h eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou, hô Toué, enn holl draou évit péré en deûz va c’haset étrézég enn-hoc’h.

22. Gwézit éta bréma, ha gwézit évit-gwîr pénaoz é varvot gañd ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounegez, ha gan̄d ar vosen, el léac’h é péhini eo bét fellet d’é-hoc’h mon̄t évit choum enn-han̄.


————

XLIII. PENNAD


Ar bobl a gas Jéremias gan̄t-han̄ enn Éjipt.


1. Chétu pétrâ a c’hoarvézaz, goudé m’en dôé peur-gomzet Jérémias oud ar bobl, ha m’en dôé rôet da anaout d’ézhô ann holl c’hériou évit péré en dôa ann Aotrou, hô Doué, hé gaset étrézég enn-hô :

2. Azarias, mâb Osaias, ha Johanan, mâb Karée, hag ann holl dûd rôk, a lavaraz da Jérémias : Gévier a lévérez ; ann Aotrou, hon Doué, n’en deûz két da gaset évit lavarout d’é-omp : N’az éot két d’ann Éjipt évit choûm énô.

3. Hôgen Baruc’h, mâb Nérias, eo a gen̄traou ac’hanod enn hon énep ; évid hol lakaad étré daouarn ar C’haldéed, lakaad hol laza, pé hon dizougen da Vabilon.

4. Ha Johanan, mâb Karéé, hag holl brin̄sed ar vrézélidi, hag ann holl bobl, na zélaouchon̄t két mouéz ann Aotrou, évit ma choumchen̄t é brô Juda.

5. Hôgen Johanan, mâb Karée, hag holl brin̄sed ar vrézélidi, a géméraz gan̄t-hô ann holl dûd eûz a Juda, a oa distrôet eûz ann holl vrôadou é-touez péré é oan̄t bét skiñet ken̄t, évit ma choumchent é brô Juda.

6. Ar goazed, hag ar merc’hed, hag ar vugalé, ha merc’hed ar roué, hag ar ré holl a oa bét lézet gan̄t Nabuzardan, prin̄s armé ar C’haldéed, gan̄t Godolias, mâb Ahikam, mâb Safan, ha Jérémias ar profed, ha Baruc’h, mâb Nérias.

7. Hag hî a iéaz é bro ann Éjipt, ô véza n’hô dôa két sen̄tet out mouéz ann Aotrou ; hag é teûjon̄t bété Tafnis.

8. Ha gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias é Tafnis, ô lavarout :

9. Kémer mein brâz enn da zourn, ha kûz-hi er wareg a zô dindân ar vôger brikennou oud dôr Faraon é Tafnis, dirâk tûd Juda ;

10. Hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a gasô hag a gémérô Nabukodonosor, roué Babilon, va zervicher ; hag é likiinn hé dron war ar vein-zé em eûz kuzet ; hag hen̄ a ziazézô kador hé c’halloud war-n-ézhô.

11. Don̄d a rai, hag é skôi war vrô ann Éjipt ; gan̄d ar marô d’ar ré a zellez ar marô, gan̄d ar sklavérez d’ar ré a zellez ar sklavérez, gan̄d ar c’hlézé d’ar ré a zellez ar c’hlézé.

12. Dévi a rai gan̄d ann tân templou douéed ann Éjipt ; hô leski a rai, hag é kasô ar ré-man̄ é sklavérez ; en em wiska a rai gan̄t brô ann Éjipt, ével ma wisk eur méser hé van̄tel ; hag é tistrôi ac’hanô é péoc’h.

13. Brévi a rai skeûdennou tî ann héol, a zô é brô ann Éjipt ; hag é tevô gnn̄d ann tan templou douéed ann Ejipt.


————


XLIV. PENNAD


Jéremias a rébech hô idolatri d’ar Iuzévien a zô enn Éjipt.


1. Gér a zeûaz dré Jérémias d’ann holl Iuzévien, a choumé é brô ann Éjipt, é Magdalo, hag é Tafnis, hag é Memfis, hag é douar Faturez, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : C’houi hoc’h eûz gwélet ann holl zroug em eûz digaset war Jéruzalem, ha war holl gériou Juda ; chétu in̄t dilézet hiriô, ha na choum dén enn-hô ;

3. Enn abek d’ann drougiez gan̄t péhini hô deûz héget va buanégez, ô von̄d da ôber sakrifisiou da zouéed a-ziavéaz, ha na anavézen̄t két, nag hî, na c’houi, nag hô tadou.

4. Ha mé em eûz kaset étrézég enn-hoc’h va zervichérïen ar broféded, ô sével diouc’h ar min̄tin, oc’h hô c’hâs, hag ô lavarout : Na rît két ann drouk-zé, péhini a gasaann.

5. Hag hî n’hô deûz két sélaouet, ha n’hô deûz két dinaouet hô skouarn, évid distrei eûz hô drougiez hag évit éhana da ôber zakrifisou da zouéed a-ziavéaz.

6. Hag eo bét c’houézet va droug ha va frouden ; hag hî hô deûz dévet kériou Juda, ha leûriou-kéar Jéruzalem ; hag hî a zô deûet da zistrô ha da zilez ével ma in̄t bréman̄.

7. Ha bréma chétu pétrâ a lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Pérâg é rit-hu eunn drouk ker brâz a-éneb hoc’h énéou, ô lakaad da vervel, enn hô kreiz, hag é-kreiz Juda, ar goazed, ar merc’hed, ar vugalé, hag ar ré a zô oud ar vronn, évit na choumô hini ac’hanoc’h :

8. Oc’h héga ac’hanoun gan̄d ôbériou hô taouarn, oc’h ôber sakrifisou da zouéed péré na anavez két brô ann Éjipt, é péhini oc’h éat évit chounn enn-hi ; évit ma viot dispennet enn-hi, ha ma viot da valloz, ha da vézégez da holl vrôadou ann douar ?

9. Hag an̄kounac’héet hoc’h eûz droug hô tadou, ha droug rouéed Juda, ha droug hô gragez, hag hô troug hoc’h-unan, ha droug hô kragez, hô deûz gréat é brô Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem ?

10. N’in̄t két en em c’hlanet bétég ann deiz-man̄ ; n’hô deûz két va doujet, ha n’hô deûz két baléet é lézen ann Aotrou, nag er c’hémennou em eûz rôet dira-z-hoc’h, ha dirâg hô tadou.

11. Râk-sé évél-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a drôi va daoulagad ouz-hoc’h évid ann drouk, hag a zispennô Juda holl.

12. Mé a gémérô dilerc’h Juda, péré hô deûz trôet hô dremm évit mon̄d é brô ann Éjipt, ha choum énô : hag hî a vézô dispennet holl é brô ann Éjipt ; kouéza a rain̄t dindân ar c’hlézé ha dindân ann naounégez, hag é vézin̄t dispennet adaleg ar vihana bétég ar vrasa ; gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez é varvin̄t ; hag hî a vézô da argarzidigez, ha da zaouzan, ha da valloz, ha da vézégez.

13. Ha mé a emwélô tûd brô ann Éjipt, ével ma em eûz emwélet ré Jéruzalem, gan̄d ar c’hlézé, ha gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.

14. Ha na déc’hô hini, ha na choumô hini eûz ann dilerc’h eûz ar Iuzévien, péré a zô éat évit choum é brô ann Éjipt ; ha na zistrôiô hini é brô Juda, war-zû péhini éma savet hô énéou, gan̄d ar c’hoan̄t da zistrei ha da choum enn-hi : râk na zistrôiô néméd ar ré a déc’hô.

15. Neuzé ann holl oazed, péré a wié pénaoz hô gragez a réa sakrifisou da zouéed a-ziavéaz, hag ann holl verc’hed péré a oa stan̄k énô, hag ann holl bobl a choumé enn Éjipt, é Faturez, a respoun̄taz out Jérémias, ô lavarout :

16. Na zelaouimp két diouz-id ar gér éc’h eûz lavaret d’é-omp é hanô ann Aotrou :

17. Hôgen ni a zévénô ar gér a zô deuet er-méaz eûz hor génou, oc’h ôber sakrifisou da rouanez ann én̄v, hag ô kenniga d’ézhi gwéstlou, ével ma hon eûz gréat nî, hag hon tadou, hor rouéed, nag hor prin̄sed, é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem ; ha nî hon eûz bét hor gwalc’h a vara ; ervâd omb bét, ha n’hon eûz gwélet droug é-béd.

18. Hôgen abaoé ma hon eûz éhanet da ôber sakrifisou da rouanez ann éñv, ha da genniga gwéstlou d’ézhi, omb bét enn diénez eûz a bép-trâ, hag omb bét dispennet gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez.

19. Mar gréomp sakrifisou da rouanez ann éñv, ha mar kennigomp gwéstlou d’ézhi ; hag hép grâd hon ézec’h eo é réomp gwéstel évit-hi, éc’h azeûlomp anezhi, hag é kennigomp gwéstlou d’ézhi ?

20. Neûzé Jérémias a gomzaz oud ann holl bobl, oud ar goazed, oud ar merc’hed, hag oud ar ré holl hô dôa lavaret kémen̄t-sé d’ézhan̄, ô lavarout :

21. Ha n’en deûz két bét a goun ann Aotrou eûz ar sakrifisou hoc’h eûz gréat é kériou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem, c’houi hag hô tadou, hô rouéed hag hô prin̄sed, ha pobl ar vrô ? Ha né két piñet bétég hé galoun ?

22. Ann Aotrou na hellé mui gouzañvi hô trougiez, nag ar fallagriézou hoc’h eûz gréat ; râk-sé eo deûet hô touar é man̄tr, é saouzan, é malloz, hag hép dén, ével ma eo enn deiz-man̄.

23. Dré-zé, ô véza ma hoc’h eûz gréat sakrifisou d’ann idolou, ma hoc’h eûz péc’het a-éneb ann Aotrou, n’hoc’h eûz két sélaouet hé vouéz, ha n’hoc’h eûz két baléet enn hé lézen, enn hé gémennou hag enn hé désténiou : dré zé eo c’hoarvézet ann droug-zé d’é-hoc’h, ével ma c’hoarvez hiriô.

24. Hôgen Jérémias a lavaraz d’ann holl bobl ha d’ann holl verc’hed : Sélaouit gér ann Aotrou, c’houi holl dûd Juda a zô é brô ann Éjipt.

25. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : C’houi hag hô kragez hoc’h eûz komzet, hag hô taouarn hô deûz sévénet gériou hô kenou, ô lavarout : Sévénomp ar gwéstlou hon eûz gréat ; gréomp sakrifisou da rouanez ann én̄v, ha kennigomp gwéstlou d’ézhi ; sévénet eo bét hô kwéstlou gan-é-hoc’h, ha startéet in̄t bet gan̄d oc’h ôberiou.

26. Râk-sé sélaouit gér ann Aotrou, holl Juda, péré a choum é brô ann Éjipt : chétu mé em eûz touet dré va hanô brâz, émé ann Aotrou, pénaoz na vézô mui galvet va hanô gan̄t génou dén iuzéô é-béd é holl vrô ann Éjipt, ô lavarout : Béô eo ann Aotrou.

27. Chétu mé a véḻô war-n-hoc’h enn drouk, ha nann er mâd : hag holl dûd Juda péré a zô enn Éjipt, a vézô lazet gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez, kén na vézin̄t dispennet holl.

28. Hag ar ré a déc’hô diouc’h ar c’hlézé, hag a zistrôiô eûz a vrô ann Éjipt da vrô Juda, a vézô dibaot ; hag holl zilerc’h Juda, a zô éat é brô ann Éjipt évit choum énô, a wézô péhini a vézô sévénet, pé va gér, pé hô hini.

29. Ha chétu ann arouéz a rôann d’é-hoc’h, émé ann Aotrou, pénaoz éc’h emwélinn ac’hanoc’h el léac’h-zé ; évit ma wiot pénaoz é vézô sévénet enn droug ar gériou em eûz diouganet enn hoc’h énep.

30. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai Faraon Éfréé étré daouarn hé énébourien, étré daouarn ar ré a glask hé vuez ; ével ma em eûz lékéat Sédésias, roué Juda, étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon, hé énébour, péhini a glaské hé vuez.


————


XLV. PENNAD


Diougan diwar-benn Baruc’h.


1. Gér a lavaraz Jérémias ar profed da Varuc’h, mâb Nérias, goudé m’en dôé skrivet ar gériou-zé eûz a c’hénou Jérémias enn eul levr, er pévaré bloaz eûz a Joakim, mab Josias, roué Juda, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel ouz-id, Baruc’h :

3. Té éc’h eûz lavaret : Gwâ mé a zô reûzeûdik, râg ann Aotrou en deûz digaset d’in gloaz war c’hloaz ; skuiz ounn bét ô keina, ha n’em eûz két kavet a éhan.

4. Ével-henn é liviri d’ézhan̄, émé ann Aotrou : Chétu mé a ziskarô ar ré em eûz savet ; ha mé a zic’hrisiennô ar ré em eûz plan̄tet, hag é kollinn ann holl zouar-man̄.

5. Ha té a glaskfé eunn dra-bennâg a vrâz évid-od ? Na glask két : râk chétu mé a zigasô drouk ann holl gîk, émé ann Aotrou ; ha mé a zavétei da vuez, é pé léac’h-bennâg m’az î.


————


XLVI. PENNAD


Diwar-benn disman̄tr ann Éjipt gan̄t Nabukodonosor.


1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias ar profed a-éneb ar brôadou,

2. A éneb ann Éjipt, a éneb armé Faraon-Nec’has, a oa out ster Eufratez é C’harkamis, a oé dispennet gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, er pévaré bloaz eûz a Joakim, mâb Josias, roué Juda.

3. Aozit hô skoédou hag hô tirennou, ha kerzit d’ar brézel.

4. Sternit ar c’hézek ; ha piñit war varc’h, marc’heien ; likiit hô tokou-houarn, likiid da lugerni hô kwafiou, gwiskit hoc’h harnézou.

5. Pétrâ éta ? Hô gwélet em eûz hag hî spountet, hag ô trei hô c’hein, hag ar ré galounéka anézhô a zô lazét : er reûstl é tec’hon̄t hép selloud war hô lerc’h : éma ann heûz a bép tû, émé ann Aotrou.

6. Na grédet két ann eskuita gellout tec’hi, nag ar c’hréva gellout en em zavétei ; war-zû ann han̄ter-nôz out ster Eufratez in̄t bét tréc’het, in̄t bét diskaret.

7. Piou eo hennez a zâv ével eur ster ; hag a c’houéz ével koummou ar stériou.

8. Ann Éjipt a zâv é doaré eur ster, c’houéza a râ ével koummou ar stériou, hag é lavar : Mé a biñô, hag a c’hôlôi ann douar ; mé a gollô ar géar, hag ar ré a choum enn-hi.

9. Piñit war varc’h, ha rédit war hô kirri ; ra gerzô ar ré galounek, ann Étiopied hag al Libied péré a zoug skoédou, hag al Libied péré a gémer hag a daol saésiou.

10. Râg hé-man̄ eo deiz ann Aotrou Doué, ann arméou, deiz ar ven̄jan̄s é péhini en em venjô eûz hé énébourien ; ar c’hlézé a lounkô, hag en dévézô hé walc’h, hag a vezvô gan̄d hô goad : râk viktim ann Aotrou, Doué ann arméou, eo é brô ann han̄tez-nôz é-tâl ster Eufratez.

11. Plac’h-iaouan̄k, merc’h ann Éjipt, piñ da C’halaad, ha kémer rousin ; enn aner é likii kalz a louzou, na vézô két a iéc’hed évid-od.

12. Ar brôadou hô deûz klévet da zismégan̄s, ha da urc’hérez en deûz leûniet ar vrô : râg ann hini kré a zô en em daolet war ann hini kré, hag hî hô-daou a zô kouézet.

13. Gér a lavaraz ann Aotrou da Jérémias ar profed, diwar ma teûjé Nabukodonosor, roué Babilon, ha ma skôjé war vrô ann Éjipt.

14. Embannit enn Éjipt, ha rôit da glévoud é Magdalo, ha likiid da skiltra é Memfis hag é Talfnis, ha livirit : Sâv, hag en em aoz ; râg ar c’hlézé en deûz loun̄ket ar péz a oa enn-drô d’id.

15. Pérâg eo bét kouézet marô da ré-gré ? N’in̄t két bét choumet enn hô sâ, ô véza ma en deûz ann Aotrou hô diskaret.

16. Lékéat en deûz kalz anézhô da gouéza, hag hî a zô bét kouézet ann eil war égilé, hag hô deûz lavaret : Savomp, ha distrôomp étrézeg hor bobl, hag étrézég ar vrô é péhini omb bét ganet, dirâk klézé ar goulm.

17. Rôit ann hanô-man̄ da Faraon, roué ann Éjipt : Ar reûstl en deûz digaset ann amzer.

18. Béô ounn, émé ar roué a zô hanvet Aotrou ann arméou : ével ma sâv ann Tabor dreist ar ménésiou, hag ar C’harmel a ziouc’h ar mor, Nabukodonosor a zeûiô.

19. O merc’h a choum enn Éjipt, aoz ar péz a dlé béza mâd d’id enn da zizougadur ; râk Memfis a zeûi ével eunn distrô ; dilézet é vézô, ha na choumô dén enn-hi.

20. Euun ounner goan̄t ha kaer eo ann Éjipt ; eûz ann han̄ter-nôz é teûiô hé keskiner.

21. Ar vrézélidi a baéé hag a oa enn hé c’hreiz evel leûéou a lardeur, hô deûz trôet, hô deûz tec’het, hép gellout choum stard ; ô véza ma oa deûet ann amzer é péhini é tlien̄t béza lazet, é péhini é tlien̄t béza emwélet.

22. Hé vouéz a rai trouz ével arem ; râg hî a zeûi gan̄d eunn armé ; ha gan̄t bouc’hili é teuin̄t, ével évid diskara gwéz.

23. Trouc’ha a rain̄t hé goat, péhini a zô brâz-meûrbéd, émé ann Aotrou : paottoch é vézin̄t égéd ar c’hiḻéien-raden ; râk diniver é véziñt.

24. Mézékéet eo merc’h ann Éjipt ; lékéad eo étré daouarn pobl ann han̄ter-nôz.

25. Aotrou ann arméou, Doué Israel, en deûz lavaret : Chétu mé a emwélô trouz Aleksan̄dria, ha Faraon, hag ann Éjipt, hag hé zouéed, hag hé rouéed, ha Faraon, hag ar ré a laka hô fisian̄s enn-hañ.

26. Ha mé hô lakai étré daouarn ar ré a glask hô buez, hag étré daouarn Nabukodonosor, roué Babilon, hag étré daouarn hé zervichérien ; ha goudé-zé é vézô ével enn deisiou ken̄t, émé ann Aotrou.

27. Hôgen n’az péz kéd a aoun, té Jakob va zervicher, ha na spoun̄t két, té Israel ; râk chétu é tieûbinn ac’hanod a bell, hag é tenninn da wenn eûz a vrô da sklavérez ; ha Jakob a zistrôiô, hag a arzaôô, hag a iélô da vâd ; ha na vézô hini évid hé spoun̄ta.

28. Ha té Jakob va zervicher, n’az péz két a aoun, émé ann Aotrou, râg gan-éz émounn ; rak mé a zispennô ann holl vrôadou, é-touez péré em eûz da zistolet : hôgen té, n’az dispenninn két ; hôgen é kastizinn ac’hanod gan̄d habaskded, hag éc’h esperninn ac’hanod, ével pa vijez dinam.


————


XLVII. PENNAD


Disman̄tr brô ar Filistined.


1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Jérémias ar profed, a-éneb ar Filistined, abarz ma oé kéméret Gaza, gant Faraon.

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu ann douréier a zâv eûz ann han̄ter-nôz, hag hî a vézô ével eur froud dic’hlann, a c’hôlôi ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄, ar géar ha kémen̄d a choum enn-hi ; ann dûd a c’harmô, hag ar ré holl a vézô war ann douar a iudô,

3. Enn abek da drouz hé armou hag hé vrézélidi, enn abek da géflusk hé girri, hag al lôd brâz eûz hô rôdou. Ann tadou n’hô deûz két sellet oud hô bugalé, ker gwan é oa hô daouarn.

4. O véza ma eo deûet ann deiz é pehini é vézô dispennet ann holl Filistined, ha ma vezô kaset-da-gét Tir ha Sidon, ha kémen̄d a oa deûet va skoazel ; râg ann Aotrou en deûz gwastet ar Filistined, dilerc’h énézi ar C’happadosia.

5. Gaza zô deûet da véza moal (T) ; tavet eo Askalon, hag ann dilerc’h eûz hé draon̄ien ; bété pégeit en em skéji-dé ?

6. O klézé ann Aotrou, bété pégeit na arzaôi két ? Distrô enn da c’houin, iéna, ha tâv.

7. Pénaoz éc’h arzaôfé, pa en deûz ann Aotrou rôet hé c’hourc’hémenn d’ézhan̄ a-éneb Askalon, hag a-énep aod ar môr, ha ma en deûz lavaret d’ézhan̄ pétrâ da ôber.


————


XLVIII. PENNAD


Diougan a-énep Moab.


1. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel, diwar-benn Moab : Gwâ war Nabo, râg gwastet eo bét ha mézékéet ; keméret eo bét Kariataim : mézékéet eo bét, krénet é deûz ar géar gré.

2. N’en em veûlô mui Moab eûz a Hesébon ; hî hô deûz mennet droug enn hé énep. Deûit, ha dispennomp-hi eûz a douez ar boblou ; tével éta ar rî, hag ar c’hlézé a iélô war da lerc’h.

3. Eur garm a zâv eûz a Oronaim : eur gwastadur, hag eunn dispennadur brâz.

4. Dispennet eo Moab ; deskit d’hé vugaligou ôber garmou.

5. Enn eur geina é piño dré grec’hien Luit ; ô véza ma hô deûz klévet ann énébourien hé iudérez é dinaou Oronaim.

6. Tec’hit, savéteit hoc’h énéou, ha bézit ével ar brûg enn distrô.

7. Râg ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn da gériou kré hag enn da den̄zoriou, é vézi ivé kéméret ; ha Kamas a iélô é sklavérez, hag hé véléien, hag hé brin̄sed ivé.

8. Ar preizer a zeûi é pép kéar ; kéar é-béd na vézô espernet ; ann traon̄iennou a vézô preizet, ar c’hompézennou a vézô gwastet ; râg ann Aotrou en deûz lavaret kémen̄t-sé.

9. Rôit bleun̄ da Voab, râg é-kreiz hé skéd éz ai-kuît ; hé gériou a vézô didûd, ha na hellô dén choum enn-hô.

10. Milliget ra vézô ann hini a râi labour ann Aotrou gan̄d disléalded : ha milliget ra vézô ann hini a zistrôi hé glézé diouc’h ar goad.

11. Strujuz eo bét Moab adaleg hé iaouan̄ktiz, hag eo bét arzaôet war hé lec’hid ; né ket bét dinaouet eûz a eul léstr enn eul léstr all, ha né két bét dizouget er-méaz : rak-sé eo choumet hé vlâz gan̄t-han̄, ha ne két bét névézet hé c’houés.

12. Râk-sé chétu é teû ann déisiou, émé ann Aotrou, ma kasinn d’ézhan̄ tûd a zireizô hag a fennô hé bôdou ; hé ziskara a rain̄t hé-unan ; goullô a rain̄t hé listri, hag é torrin̄t hé bôdou.

13. Ha Moab a vézô mézékéet gan̄t Kamos, ével ma eo bét mézékéet tî Israel gan̄t Béthel, é péhini en dôa lékéat hé fisian̄s.

14. Pénaoz é livirit-hu : kré omp, ha tûd kalounek évid ar brézel ?

15. Gwastet eo bét Moab, hag hé gériou a zô bét dévet ; hag ann dilenn eûz hé dûd-iaouan̄k a zô bét lazet, émé ar roué, en deûz da hanô Aotrou ann arméou.

16. Tôst eo dispennadur Moab da zon̄t ; ha buhan é teûi hé zrouk.

17. Fréalzit-hén̄, c’houi holl péré a zô war hé drô, c’houi holl péré a anavez hé hanô, livirit : Pénaoz eo bét torret ar walen gré, ar vâz a c’hloar ?

18. Diskenn eûz da c’hloar, hag azez war ar zec’hed, merc’h a choum é Dibon : râg ann hini en deûz gwastet Moab a biñ enn-od, hag a ziskarô da gériou kré.

19. En em zalc’h war ann hen̄t, ha sell, merc’h a choum é Aroer : grâ goulennou oud ann hini a dec’h, ha lavar d’ann hini a ia-kuît : Pétrâ a zô c’hoarvézet ?

20. Mézékéet eo Moab, ô véza ma eo bét tréc’het ; iudit, ha garmit : embannit é Arnou pénaoz eo bét gwastet Moab.

21. Hag ar varn a zô deûet war ar mésiou ; war Hélon, ha war Jasa, ha war Méfaat,

22. Ha war Zibon, ha war Nabo, ha war dî Déblataim,

23. Ha war Gariataim, ha war Vetgamul, ha war Vetmaou,

24. Ha war Gariot, ha war Vosra, ha war gériou brô Moab, a bell hag a dôst.

25. Korn Moab a zô bét torret, hag hé vréac’h a zô bét brévet, émé ann Aotrou.

26. Mezvit-hén̄, ô véza ma eo savet a-éneb ann Aotrou. Saotra a rai dourn Moab enn hé zisloun̄k, hag hén̄ a zeûi da c’hoapérez.

27. Râg goab éc’h eûz gréat eûz a Israel, ével pa vé bét kavet é-touez al laéroun : enn-abek d’ar péz éc’h eûz lavaret enn hé énep, é vézi kaset é sklavérez.

28. Kuitait ar c’hériou, ha choumit é-touez ar réc’hier, tûd Moab ; ha bézit ével ar goulm a râ hé neiz enn toullou ar ré uc’héla.

29. Klevet hon eûz rogen̄tez Moab : gwall rok eo : hé uc’helded, hé rogoni, hag hé valc’hder, hag herder hé galoun.

30. Hé vugad a anavézann, émé ann Aotrou : ha pénaoz né két kévatal hé nerz d’hé vugad, ha ma eo bét hé striv enn tû all d’hé c’halloud.

31. Râk-sé é wélinn war Voab, hag é c’harminn étrézé Moab holl, hag é keininn gan̄d ann dûd a choum enn da vuriou brikennou.

32. Mé a wélô war-n-od, gwinien Sabama, ével ma em eûz gwelet war Jazer ; da greskou hô deûz treûzet ar môr, bété môr Jazer in̄d deûet ; war da védérez, ha war da ven̄dem eo en em stlapet ar preizer.

33. Al lévénez hag al lîd a zô bét kaset-kuît eûz ar c’hompézennou druz, hag eûz a vrô, Moab ; miret em eûz na rédché ar gwîn er gwaskoliou ; ar ré a waské ar rézin na ganin̄t mui hô c’hanaouen.

34. Eûz a Hésébon bétég Éléalé ha Jasa, hô deûz garmet gan̄d eur vouéz gré, hag eûz a Zégor bétég Oronaim, ével eunn ounner tri-vloaz ; douréier Nemrim a zeûi ivé da véza fall.

35. Ha mé a gasô kuît eûz a Voab, émé ann Aotrou, ann hini a réa hé gennigou war al lec’hiou uc’hel, hag ann hini a réa sakrifisou d’hé zouéed.

36. Râk-sé va c’haloun a huanadô étrézé Moab ével eur zutel ; va c’haloun a huanadô étrézé tûd hé muriou brikennou ével eur zutel ; ô véza ma hô deûz gréat enn tû all d’hô galloud, in̄t bét kollet.

37. Râk pép penn a vézô moal, ha péb barô a vézô touzet ; pép dourn a vézô éréet, ha war bép kein é vézô eur zaé-reûn.

38. War holl dôennou Moab, hag enn hé leuriou-kéar na vézô némét gwélvan : râk brévet eo Moab gan-én̄ ével eul léstr didalvez, émé ann Aotrou.

39. Pénaoz eo bét trec’het-hi hag é deûz iudet ? Pénaoz é deûz Moab soublet hé fenn, hag eo mézékéet ? Ha Moab a vézô da c’hoapérez, ha da skouér évid ar ré holl a zô war hé zrô.

40. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu é nichô ével eunn er, hag é lédô hé ziou-askel étrézé Moab.

41. Kéméret eo Kariot, ha kéméret eo hé c’hréou ; ha kaloun ar ré gréva eûz a Voab a vézô enn deiz-zé ével kaloun eur c’hrég é gwilioud.

42. Ha Moab a éhanô da véza eur bobl ; ô véza ma eo en em vugadet a-éneb ann Aotrou.

43. Ar spoun̄t, ar poull, hag al lindâg a zô savet war-n-od, ô dén Moab, émé ann Aotrou.

44. Néb a déc’hô diouc’h ar spoun̄t a gouézô er poull ; ha néb a zavô eûz ar poull, a vézô paket el lindâg ; râk mé a zigasô war Voab bloaz hô emwel, émé ann Aotrou.

45. Ar ré a déc’hé diouc’h al lindâg a zô arzaôet é skeûd Hesébon ; hôgen ann tân a zô deûet er-méaz eûz a Hesébon, hag ar flamm eûz a greiz Séon, hag en deûz loun̄ket lôd eûz a Voab, ha kern bugalé ann dispac’h.

46. Gwâ té, Moab ; kollet oud, pobl Kamos ; râk da vipien ha da verc’hed a zô bét kaset é sklavérez.

47. Hôgen mé a zigasô Moab eûz ar sklavérez enn deisiou divéza, émé ann Aotrou. Bétég aman̄ éma barn Moab.


————


XLIX. PENNAD


Diougan a-eneb Ammon, ann Iduméa, Damas, ha ré all.


1. Diwar-benn bugalé Ammon. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Hag Israel n’en deûs-hén̄ két a vugalé ? Pé n’en deûs-hén̄ két a héred ? Pérâg éta en deûs-hén̄ Melkom perc’hennet Gal ével hé zigwéz ; ha ma eo éat hé bobl da choum enn hé gériou ?

2. Râk-sé chétu é teui deisiou, émé ann Aotrou, é péré é likiinn da glévout trouz brézel war Rabbat da vugalé Ammon, hag hî a zeûi da eur bern mein, hag hé merc’hed a vézô dévet gan̄t ann tân, hag Israel a zeûi da vestr d’ar ré hô dôa hé vestroniet, émé ann Aotrou.

3. Iûd, Hesébon, ô véza ma eo bét gwastet Hai : garmit, merc’hed Rabbat, likiit séier-reûn da c’houriz : gwélit ha rédit enn-drô d’ar c’haéou ; ô véza ma vézô kaset Melkom é sklavérez, ha gan̄t-han̄ hé véléien hag hé brin̄sed.

4. Pérâg é fougéez-té gan̄d da draon̄iennou ? Divéret eo da draon̄ien, merc’h kizidik, té péhini en em fisié enn da den̄zoriou, hag a lavaré : Piou a zeûi étrézég enn-oun ?

5. Chétu mé a zigasô ar spoun̄t war-n-od, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, râg ar ré holl a zô war da drô ; ha c’houi a vézô skiñet pép-hini enn hé dû ; ha na vézô dén évit strolla ar ré a déc’hô.

6. Ha goudé-zé é likiinn bugalé Ammon da zistrei eûz ar sklavérez, émé ann Aotrou.

7. Diwar-benn ann Iduméa. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Ha n’eûz mui a furnez é Téman ? Diguzul eo hé vugalé, didalvez eo hô furnez.

8. Tec’hit ha trôit hô kein ; diskennit é gwéled ann douar, tûd Dédan ; râk digaset em eûz war Ésaü deiz hé goll, deiz he emwél.

9. Ma vijé deûet ben̄demourien étrézég enn-od, ha n’hô dévijé két lézet d’id eur bod-rézin-bennâg ? Ma vijé deûet laéroun enn nôz, ha n’hô devijé két kéméret ar péz hô dévijé kavet mâd ?

10. Hôgen mé em eûz dizôlôet Ézaü, hag em eûz diskouézet ar péz a guzé, ha na hellô mui hé guza ; hé wenn, hag hé vreûdeur, hag hé amézéien a vézô gwastet, ha na vézô mui.

11. Dilez da emzivaded : mé hô lakai da véva ; ha da in̄tañvézed a lakai hô fisian̄s enn-oun.

12. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu ar ré ha na oa két hô barn éva eûz ar c’hôp, a évô, a évô anézhan̄ ; ha té a vijé lézet ével pa vijez dinam ? Na vezi két lézet ével dinam, hôgen éva, éva a rî.

13. Râk dré z-oun va-unan em eûz touet, émé ann Aotrou, pénaoz Bosra a zeûi ével eul léac’h didûd, da vézégez, ha da zistrô, ha da valloz : hag hé holl chériou a zeûi da lec’hiou didûd da-vikenn.

14. Eur vouéz em eûz klévet a berz ann Aotrou, hag eur c’hannad a zô bét kaset étrézég ar brôadou, évit lavarout : En em strollit, ha deûit enn hé éneb-hi, ha savomp évid ar brézél.

15. Râk chétu mé em eûz da lékéat bihan é-touez ar brôadou, hag astud étré ann dûd.

16. Da rogoni ha balc’hder da galoun hô deûz da douellet, té péhini a choum é kéviou ar réc’hier, hag a striv évit tizout lein ar gréc’hien : ha p’az pé savet da neiz kenn uc’hel hag ann er, mé az diframmô ac’hanô, éme ann Aotrou.

17. Ann Iduméa a vézô didûd. Kémen̄d hini a dréménô dré-z-hi a vézô saouzanet, hag a rai goab eûz hé holl c’houliou.

18. Ével ma eo bét dispennet Sodom ha Gomorra, hag hé amezégézed, émé ann Aotrou ; na choumô dén énô, mâb ann dén na boblô két anézhi.

19. Chétu ével eul léon a zavô eûz a herder ar Jordan oud hé c’hériou ker kaer ha ker kré ; râk mé hé lakai da rédek buhan étrézég enn-hi ; ha piou a vézô dilennet évit kâs out-hi ? Rak piou a zô hén̄vel ouz-in ? Ha piou a harzô ouz-in ? Ha piou eo ar méser-zé a éneb out va dremm ?

20. Râk-sé sélaouit dézô ann Aotrou, en deûz kéméret diwar-benn Édom, hag ar vénosiou en deûz mennet diwar-benn tud Téman : Ia, ar ré zistéra eûz ann tropel hô lakai da déc’hout, hag a ziskarô gan̄t-hô hô holl ziez.

21. Trouz hô disman̄tr en deûz lékéat ann douar da gréna : trouz hô garm a zô bét klévet er môr Ruz.

22. Chétu ével eunn er a zavô, hag a nichô, hag a lédô hé ziou-askel étrézé Bosra : ha kaloun ar ré gréva eûz ann Iduméa a vézô enn deiz-zé ével kaloun eur c’hrég é gwilioud.

23. Diwar-benn Damas. Émat hag Arfad a zô reûstlet ; ô véza ma hé deûz klévet eur gwall gélou : tûd ann arvor a zô bét kéflusket : kenn nec’het in̄t, n’hô deûz két gellet kéméroud éhan.

24. Digalounékéet eo Damas, trôed eo oud ann tec’h, ar spoun̄t a zô kroget enn-hi : ann en̄krez hag ar gloasiou a zalc’h anézhi ével eur c’hrég é gwilioud.

25. Pénaoz hô deûs hi dilézet eur géar ker meûleûduz, eur géar kenn dudiuz ?

26. Hé zûd-iaouan̄k a gouézô enn hé leûriou-kéar ; hag hé holl vrézélidi a davô enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou.

27. Ha mé a lakai ann tân é mûr Damas, hag hen̄ a zévô kestel Bénadad.

28. Diwar-benn Sédar, ha diwar-benn rouan̄télésiou Asor, a zô bét dispennet gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Savit, ha piñit a-énep Sédar, ha gwastit bugalé ar sâv-héol.

29. Hô zeltou hag hô zropellou a gémérin̄t ; hô zinellou, hag hô holl listri, hag hô c’han̄valed a skrapin̄t évit-hô : hag hî a c’halvô spoun̄t war-n-ézhô a bép tû.

30. Tec’hit, rédit buan, en em guzit é gwéled ann douar, tûd Asor, émé ann Aotrou ; râk Nabukodonosor, roué Babilon, en deûz kéméret dézô enn hoc’h énep, ha mennet ménosiou ouz-hoc’h.

31. Savit kévret, ha piñit oud eur vrôad a zô é péoc’h, hag a choum héb aoun, émé ann Aotrou ; n’hô deûz na doriou, na sparlou ; hô-unan é choumon̄t.

32. Hag hô c’han̄valed a vézô d’ar skrâp, hag hô lôd brâz a loéned d’ar preiz : ha mé hô skiñô dré bép gwen̄t, hî péré a drouc’h hô bléô é roun̄d : ha mé a zigasô ar marô war-n-ézhô eûz hô holl harzou, émé ann Aotrou.

33. Hag Asor a zeûi da dî d’ann aéréven̄t, hag a vézô didûd da-vikenn : na choumô dén énô, ha mâb ann dén na boblô két anézhi.

34. Gér a zeûaz a berz ann Aotrou da Jérémias ar profed, er penn ken̄ta eûz a rén Sédésias, roué Juda, ô lavarout :

35. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Chétu, mé a dorrô gwareg Élam, hag hô ners brâz.

36. Ha mé a zigasô war Élam pévar wen̄t eûz a bévar c’horn ann én̄v : ha mé hô skiñô dré ann holl wen̄tou-zé ; ha na vézô brôad ébéd é péhini n’en em dennô ar ré a dec’hô eûz a Élam.

37. Ha mé a lakai Élam da gréna dirâg hé énébourien̄, ha dirâg ar ré a glask hô buez : ha mé a zigasô war-n-ézhô ann drouk, va buanégez ha va frouden, émé ann Aotrou : ha mé a gasô ar c’hlézé war hô lerc’h, kén n’em bézô hô c’haset-da-nétra.

38. Ha mé a zavô va zron é Élam, hag a gollô hô rouéed hag hé brin̄séd, émé ann Aotrou.

39. Hôgen enn deisiou divéza, mé a lakai da zistrei sklaved Élam, émé ann Aotrou.


————


L. PENNAD


Diougan a-éneb Babilon.


1. Gér a lavaraz ann Aotrou diwar-benn Babilon, ha diwar-benn brô ar C’haldéed, dré Jérémias ar profed.

2. Embannit é-touez ar brôadou, ha rôit da glevout ; savid ann arouéz, diouganit, ha na guzit két ; livirit : Kéméret eo bét Babilon, mézékéet eo hô skeûdennou, trec’het eo hô idolou.

3. Râg eur vrôad a zâv out-hi eûz ann han̄ter-nôz, hag a lakai hé brô ével eunn distrô ; ha na choumô enn-hi na dén na loen ; hag hi a zô tec’het, hag a zô éat-kuît.

4. Enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé, émé ann Aotrou, bugalé Israel, ha bugalé Juda a zeûi kévret : hî a gerzô, hag a zeûi enn eur wéla ; hag a glaskô ann Aotrou, hô Doué.

5. Hî a c’houlennô ann hen̄d da Zion ; étrézég énô é vézô trôet ho daoulagad. Hî a zeûi, hag a rai eur gévrédigez peûr-baduz gan̄d ann Aotrou, péhini na vézô bikenn an̄kounac’héet.

6. Va fobl a zô deûet ével eunn tropel dian̄ket : hô mésérien hô deûz hô zouellet, hag hô lékéat da gildrei er ménésiou ; eûz ar ménésiou in̄d éat enn traon̄iennou, an̄kounac’héet eo bét gan̄t-hô léac’h hô éhan.

7. Kémen̄d hini en deûz hô c’havet, en deûz hô loun̄ket ; hag hô énébourien hô deûz lavaret : N’hon eûz két gréat a zrouk ; râg hî hô deûz péc’het a-éneb ann Aotrou, kaerded ar reizded, a-éneb ann Aotrou, géd hô zadou.

8. Téc’hit eûz a greiz Babilon, hag id er-méaz eûz a vrô ar C’haldéed ; ha bézit ével ar menned-gevr é penn ann tropel.

9. Râk chétu mé a lakai da zével hag a zigasô a-éneb Babilon, eul lôd brâz a boblou eûz a zouar ann han̄ter-nôz ; hag hî en em aozô évit stourmi out-hî, hag hé c’hémérô ; hô saésiou a vézô evel saésiou eunn dén kré ha kriz, na zistrôin̄t két dilaz.

10. Hag ar C’haldéa a vézô é preiz ; ha kémen̄d hini a wastô anézhi a binvidikai, émé ann Aotrou.

11. O véza ma hoc’h eûz tridet, ha ma hoc’h eûz gwall gomzet, ô skrapa va digwéz ; ô véza ma oc’h en em lédet evel leûéou war ar géot, ha ma hoc’h eûz bléjet ével tirvi.

12. Hô mamm a vézô mézékéet-meûrbéd, ann hini é péhini oc’h bét ganet a vézô lékéat hevel oud ar poultr ; chétu é vézô ann divéza é-touez ar brôadou, eunn distrô, dihen̄t ha dizour.

13. Buanégez ann Aotrou hé lakai da véza didûd, hag ével eunn distrô é vézô holl ; kémen̄d hini a dréménô dré Vabilon a vézô saouzanet, hag a rai goab eûz hé c’houliou.

14. En em aozit a-éneb Babilon a bép tû, c’houi holl péré a steñ ar warek ; stourmid out-hi, na espernit két ar saésiou ; râg hi é deûz péc’het a-éneb ann Aotrou.

15. Garmit out-hi, a bép-tu ; rei a ra he daouarn, diskaret eo hé diazézou, kouézet eo hé muriou, râk ven̄jan̄s ann Aotrou a zô deûet ; en em ven̄jit anézhi, ével ma é deûz gréat, grid d’ézhi.

16. Dispennit eûz a Vabilon ann hini a hâd, hag ann hini a zalc’h ar fals é amzer ar médérez ; a zirâk klézé ar goulm pép-hini a zistrôi étrézég hé bobl, pép-hini a déc’hô d’hé vrô.

17. Eunn tropel skiñet eo Israel ; al léoned hô deûz hé gaset-kuît ; roué Assur en deûz hé loun̄ket da geñta ; ha Nabukodouosor, roué Babilon, péhini eo bét ann divéza, en deûz hé ziaskournet.

18. Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Chétu mé a emwélô roué Babilon hag hé vrô, ével ma em eûz emwélet roué Assur :

19. Ha mé a zigasô Israel d’al léac’h é péhini é choumé ; hag hén̄ a beûrô er C’harmel, hag é Basan, hag hé éné en em walc’hô war vénez Éfraim ha Galaad.

20. Enn deisiou-zé hag enn amzer-ze, émé ann Aotrou, é vézô klasket fallagriez Israel, hag hî na vézô mui ; ha péc’hed Juda, hag hén̄ na vézô két kavet ; rak mé a vézô trugarézuz é-kén̄ver ar ré em bézô dilézet.

21. Piñ war vrô ar faézérien, hag emwél ar ré a choum enn-hi ; diskar, ha lâz ar ré a zô war hô heûl, émé ann Aotrou ; ha grâ kémen̄d em eûz gourc’hémennet d’id.

22. Trouz brézel a zô er vrô, hag eunn en̄krez brâz.

23. Pénaoz eo bét torret ha brévet morzol ann douar holl ? Pénaoz éo bét trôet Babilon enn eunn distrô é-touez ar brôadou ?

24. Lindagou em eûz an̄tellet ouz-id, hag oud bét paket, ô Babilon, hép gouzoud d’id, té a zô bét kavet ha paket, ô véza ma éc’h eûz héget ann Aotrou.

25. Ann Aotrou en deûz digoret hé den̄zor, hag en deûz tennet anézhan̄ armou hé vuanégez, râg ann Aotrou, Doué ann arméou, en deûz ézomm anézhô a-éneb brô ar C’haldéed.

26. Deûit enn hé énep eûz a harzou ar béd, digorit évit ma teûi ar ré a dlé hé mac’ha ; tennit ar vein eûz ann hen̄t, ha bernit-hô, lazit-hi, kén na choumô nétra enn-hi.

27. Dispennit hé holl dûd kré, ra ziskennin̄t d’al lazérez ; gwa hî, râk deûet eo hô deiz, amzer hô emwél.

28. Béz é kléveur mouéz ar ré a dec’h, hag ar ré a ia-kuît eûz a vrô Babilon, évid embanna é Sion ven̄jan̄s ann Aotrou, hon Doué, ven̄jan̄s hé dempl.

29. Embannit d’ar ré holl péré a denn gan̄d ar warek, ma teûin̄t a-éneb Babilon. Savit enn hé éneb a bép tû, ha na déc’hô hini ; distolit d’ézhi hervez hé ôberiou ; grîd enn hé c’hen̄ver ével ma é deûz gréat ; ô véza ma eo bét savet a-éneb ann Aotrou, a-énep San̄t Israel.

30. Râk-sé hé zud-iaouan̄k a gouézô enn hé leuriou-kéar : hag hé holl vrézellidi a davô enn deiz-zé, émé ann Aotrou.

31. Chétu mé a zeû étrézég enn-od, ô dén rok, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, ô véza ma eo deûet da zeiz, amzer da emwél.

32. Diskaret é vézô ann dén rok hag hén̄ a gouézô ha na vézô dén évid hé assével ; ha mé a lakai ann tân enn hé gériou, hag hen̄ a zévô pép-trâ war hé drô.

33. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Bugalé Israel ha bugalé Juda a c’houzan̄v ann drouk-komz kévret ; kémen̄t hini en deûz hô c’héméret, a zalc’h anézhô, ha na fell két d’ézhan̄ hô leuskel da von̄t.

34. Hô daspréner a zô kré, Aotrou ann arméou eo hé hanô ; hen̄ a varnô hag a zifennô anézhô ; spoun̄ta a rai ann douar, reûstla a rai ar ré a choumô é Babilon.

35. Ar c’hlézé a zô war ar C’haldéed, émé ann Aotrou, ha war dûd Babilon, ha war hé brin̄sed, ha war hé dûd fûr.

36. Ar c’hlézé war hé diouganérien, péré a vézô diskian̄t ; ar c’hlézé war hé dûd kré, péré hô dévézô aoun.

37. Ar c’hlézé war hé c’hézek, ha war hé c’hirri, ha war ann holl bobl a zô enn hé c’hreiz ; hag hi a zeûi ével gragez ; ar c’hlézé war hé zen̄zoriou, hag hî a vézô preizet.

38. Ar zec’hor a zeûi war hé douréier, hag hi a zizec’hô ; ô véza ma eo eur vrô a idolou kizellet, ha ma lékéon̄t hô gloar é traou disneûz.

39. Râk-sé ann éréven̄t a choumô enn-hi, gan̄d ar fauned péré en em vag gan̄t fiez ; ann aotruzed a choumô ivé énô ; na vézô mui a dûd enn-hi da-vikenn, ha na vézô két assavet héd ann holl rummou.

40. Ével ma en deûz ann Aotrou diskaret Sodom ha Gomorra, hag ar c’hériou war hô zrô, émé ann Aotrou ; na choumô dén énô, ha mâb ann dén na boblô két anézhi.

41. Chétu eur bobl a zeû eûz ann han̄ter-nôz, eur vrôad vrâz ha kalz rouéed a zâv eûz a bennou ann douar.

42. Hô gwareg hag hô ziren a géméron̄t ; krîz in̄t ha didruez ; hô mouéz a rai trouz ével ar môr ; war hô c’hézek é piñin̄t enn da énep, merc’h Babilon, ével eunn dén daré évid ar brézel.

43. Roué Babilon en deûz klévet hanô anézhô, hag hé zaouarn a zô deûet dinerz ; ann an̄ken a zô krôget enn-han̄, hag ar gwen̄trou ével eur c’hrég é gwilioud.

44. Chétu ével eul léon a zavô eûz a herder ar Jordan oud hé c’hériou ker kaer ha ker kré ; râk mé hé lakai da rédek buhan étrézég enn-hi ; ha piou a vezô dilennet évit kâs out-hi ? Râk piou a zô hen̄vel ouz-in ? Ha piou a harzô ouz-in ? Ha piou eo ar méser-zé a éneb out va dremm ?

45. Râk-sé sélaouit dézo ann Aotrou, en deûz gréat enn hé spéred a-énep Babilon ; hag ar ménosiou en deûz mennet diwar-benn brô ar C’haldéed ; ar ré vihana eûz ann tropel hô lakai da déc’hout, hag a zispennô gan̄t-hô hô c’hériou.

46. Gañt trouz sklavérez Babilon eo eo bét kéflusket ann douar, hag hé garm a zô bét klévet é-touez ar brôadou.


————


LI. PENNAD


Kémenn rôet gan̄t Jéremias da Zaraias pa’z éa da Vabilon.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a lakai da zével war Vabilon, ha war ar ré a choun enn-hi, péré hô deûz savet hô c’haloun em énep, ével eunn avel a vosen.

2. Ha mé a gasô a-éneb Babilon nizérien, péré a nizô anézhi, hag a wastô hé brô ; râg hî a zeûi out-hi a bép tu é deiz hé en̄krez.

3. Na steñet két hé warek néb a zô boazet d’hé steña ; ha na géméret két hé hobrégon ; na espernit két hé zûd-iaouan̄k ; lazit hé holl vrézélidi.

4. Ar ré varô a gouézô é brô ar C’haldéad, hag hî a vézô gouliet enn hé frovin̄sou,

5. O véza n’eo két bét dilézet Israel ha Juda gan̄d hô Doué, Aotrou ann arméou : ha ma en deûz San̄t Israel leûniet hô brô a wallou.

6. Tec’hid eûz a greiz Babilon, ha dieûbit pép-hini hô puez ; na davit két war hé fallagriez ; râk amzer ven̄jan̄s ann Aotrou eo, hag hén̄ a zistolô dézhi hervez hé dellid.

7. Eur c’hôp aour é dourn ann Aotrou eo Babilon, hag hén̄ en deûz mezviet ann douar holl ; ar brôadou hô deûz évet eûz hé wîn, ha dré-zé in̄t bét kéflusket.

8. Kouézet eo buhan Babilon, hag eo bét brévet ; iudit war-n-ézhi ; likiit balzam war hé gouli, évit gwélout hag hi a iac’hai.

9. Louzaouet eo bét Babilon gan-é-omp, ha né két bét iac’héet ; dilézomp-hi, ha déomp pép-hini d’hor brô ; râg hé barn a zô éat bétég ann én̄vou, saved eo dreist ar c’hoabr.

10. Hor reizded en deûz diskouézet ann Aotrou : deûit, hag embannomp é Sion labour ann Aotrou, hon Doue.

11. Lemmit hô saésiou, leûñit hô tron̄sou ; savet eo bét gan̄d ann Aotrou spéred rouéed ar Védied ; hag hé vénoz eo ma kollô Babilon, ô véza ma eo deûet ven̄jan̄s ann Aotrou, ven̄jan̄s hé dempl.

12. Savit ann arouéz war vuriou Babilon ; kreskit hé diwall. Savid diwallerien, aozit spiou ; râk mennet en deûz ann Aotrou, ha gréat en deûz kémen̄d en dôa diouganet a-énep tûd Babilon.

13. Té péhini a choum war ann douréier vrâz, hag éc’h eûz kémen̄d a den̄zoriou, da zivez a zô deûet, c’hoarvézet eo da zispennadur.

14. Aotrou ann arméou en deûz touet dré-z-han̄ hé unan : Lakaad a rinn ann dûd da gouéza war-n-od ével biskouled ; hag hî en em laouénai oc’h da zispenna.

15. Hén̄ eo en deûz gréat ann douar gan̄d hé ners, en deûz aozet ar béd gan̄d hé furnez, hag en deûz lédet ann én̄vou gan̄d hé boell.

16. Diouc’h trouz hé vouéz, ann douréier en em zastum enn én̄v ; hén̄ a zastum ar c’hoabr eûz a benn ar béd, hag a laka ann arné da gouéza é glaô ; hén̄ a denn ann avel eûz hé den̄zoriou.

17. Diskian̄t eo pép dén gan̄d hé wiziégez ; mézégez ar c’hizeller eo ar skeûden, ô véza ma eo eunn dra c’haou ar péz en deûz kizellet, ha n’eûz két a éné enn-han̄.

18. Labouriou gwân in̄t, hag a laka da c’hoarzin ; é amzer ar wélédigez éz ain̄t-da-nétra.

19. Lôden Jakob né két hén̄vel oud ar ré-man̄ ; râg hén̄ eo en deûz gréat pép-trâ, hag Israel eo gwalen hé zigwéz : Aotrou ann arméou eo hé hanô.

20. Té eo ar morzol gan̄t péhini é vrévinn ann armou a vrézel ha gan-éz é vrévinn ar brôadou, ha gan-éz é tispenninn ar rouan̄télésiou.

21. Ha gan-éz é vrévinn ar marc’h hag ar marc’hék ; ha gan-éz é vrévinn ar c’harr hag ar c’harréner :

29. Ha gan-éz é vrévinn ann ozac’h hag ar c’hrég ; ha gan-éz é vrévinn ar c’hoziad hag ar bugel ; ha gan-éz é vrévinn ar paotr-iaouan̄k hag ar plac’h-iaouan̄k :

23. Ha gan-éz é vrévinn ar méser hag hé dropel ; ha gan-éz é vrévinn al labourer hag hé denn : ha gan-éz é vrévinn ar pennou-brô hag ar pennou-kéar.

24. Ha mé a zistolô da Vabilon ha da holl dûd ar C’haldéa ann holl zroug hô deûz gréat é Sion, dirâg hô taoulagad, émé ann Aotrou.

25. Chétu mé a ia d’az kavout, ménez bosennuz, émé ann Aotrou, té péhini a zaotr ann douar holl ; ha mé a astennô va dourn war-n-od, hag é tiframminn ac’hanod eûz a greiz ar réc’hier, hag é likiinn ac’hanod da eur ménez losk.

26. Ha na vézô két tennet ac’hanod a véan korn nag a véan diazez ; hôgen kollet é vézi da-vikenn, émé ann Aotrou.

27. Savid ar bannier war ann douar ; sonid ar c’horn-boud é-touez ar brôadou ; aozid ar brôadou enn hé éneb-hi ; galvid enn hé éneb rouéed Ararat, Menni hag Assénez, strollit Tafsar enn hé éneb-hi : digasid ar c’hézek ker paot hag ar biskouled blévek.

28. Aozid enn hé éneb-hi ar brôadou, rouéed ar Média, hé duged, hag hé holl bennou-brô, hag ann holl zouar dindân hé béli.

29. Hag ann douar a vézô kéflusket ha spoun̄tet : râk ménoz ann Aotrou a zavô a-éneb Babilon, évit lakaat brô Babilon da zistrô ha da léac’h didûd.

30. Ar ré gré eûz a Vabilon a zô en em dennet eûz ar stourm, er c’hériou kré in̄t choumet ; hô ners a zô éat-da-nétrâ, ével gragez in̄t deûet, hô ziez a zô bét losket, hô barrennou a zô bét torret.

31. Ar rédérien a ziarbennô ar rédérien, hag ar gannaded a ziarbennô ar gannaded, évit rei da anaout da roué Babilon, pénaoz eo kéméret hé géar eûz ann eil benn d’égilé,

32. Pénaoz eo bét skrapet ar gwéviou, ha lékéât ann tân er gwerniou ; ha pénaoz ar vrézélidi a zô saouzanet.

33. Râg ével-henn é lavar Aotrou ann arméou, Doué Israel : Merc’h Babilon a zô ével eul leûr : deûed eo ann amzer d’hé mac’ha ; eunn nébeût c’hoaz, hag é teûi amzer hé médérez.

34. Nabukodonosor, roué Babilon, en deûz va gwastet, en deûz va débret ; va lékeat en deûz ével eul léstr goullô ; va loun̄ket en deûz ével eunn aerouan̄t : leûniet en deûz hé gôv gan̄d ar péz em bôa a c’houéka ; ha va c’haset en deûz kuît.

35. Ar fallagriez a zô bét gréat ouz-in hag out va c’hîk, ra gouézô war Vabilon, émé merc’h Sion ; ha va goâd ra gouézô war dûd ar C’haldéa, émé Jéruzalem.

36. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a varnô da géfridi, hag a ven̄jô ac’hanod ; lakaad a rinn hé môr da hesk, hag é tizéc’hinn hé douréier.

37. Ha Babilon a zeûi ével berniou mein, hag ann éréven̄t a choumô enn-hi ; da zaouzan ha da c’hoapérez é vézô, dré ma vézô didûd.

38. Iuda a rain̄t ével léoned, héja a rain̄t hô moué ével al léonédigou.

39. Enn hô grouéz hô likiinn da éva, ha mé hô mezviô, évit ma vôrédin̄t, ha ma kouskin̄t eûz a eunn hun peûr-baduz, ha na zavin̄t mui, émé ann Aotrou.

40. Mé hô digasô ével ein d’al lazérez, hag ével tourzed gan̄d menned-gevr.

41. Pénaoz eo bét kéméret Sésac’h, pénaoz eo bét skrapet ar géar goan̄ta eûz ann douar holl ? Pénaoz eo deuet da zaouzan Babilon é-touez ar brôadou ?

42. Piñet eo ar môr war Babilon, gôlôet eo bét gan̄d al lôd brâz eûz hé goummou.

43. Spoun̄tuz eo deûet hé c’hériou, eunn douar hep tiez hag hep tûd, eunn douar é péhini na choum dén, ha dré béhini na drémen két mâb ann dén.

44. Ha mé a emwélô Bel é Babilon, hag é tenninn eûz hé c’hénou ar péz en dôa loun̄ket ; hag ar brôadou na gaougin̄t mui war hé drô, râk muriou Babilon a gouézô.

45. Deûit er-méaz eûz hô c’hreiz, ô va fobl, évit ma tieûbô pép hini hé éné eûz a vuanégez hag eûz a frouden ann Aotrou.

46. N’en em laosket két hô kaloun, ha na spoun̄tit két gan̄d ar brudou a vézo klévet war ann douar ; eur vrud a zeûi enn eur vloaz, hag eur vrud enn eur vloaz all : ar fallagriez a vézô er vrô ; ann trec’her a zavô war ann tréc’her.

47. Râk-sé chétu eo deûet ann deisiou é péré éc’h emwélinn skeûdennou kizellet Babilon ; é peré a vézô mézékéet hé holl brô hag a gouézô enn hé c’hreiz hé holl dûd lazet.

48. Neûzé ann én̄v hag ann douar ha kémen̄d a zô enn-hô, a veûlô Doué diwar-benn Babilon, ô véza ma teui preizérien war-n-ézhi eûz ann han̄ter-nôz, émé ann Aotrou.

49. Ével ma en deûz lazet Babilon kalz a dûd enn Israel, ével-sé é vézô lazet kalz a dûd eûz a Vabilon enn douar holl.

50. C’houi péré a dec’h diouc’h ar c’hlézé, deûit ha na arzaôit két ; hô pézet koun a bell eûz ann Aotrou, ha ra zeûi Jéruzalem enn hoc’h én̄vor.

51. Mézékéet omp, ô véza ma hon eûz klévet ann dismégan̄s ; ar vézégez é deûz gôlôet hor penn, ô véza ma eo deûet ann diavésidi da gâs-da-gét san̄tuar tî ann Aotrou.

52. Râk-sé chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, é péré éc’h emwélinn hé skeûdennou kizellet, é péré a vézô klévet ô c’harmi er vrô holl ann dûd gouliet-brâz.

53. Ha pa vijé savet Babilon bétég ann én̄v, ha pa é divijé startéet hé ners el lec’hiou ar ré uc’héla, diouz-in é teûi ar ré hé diskarô, emé ann Aotrou.

54. Eur garm brâz a gleveur eûz a Vabilon, hag eunn dispennadur brâz eûz a vrô ar C’haldéed :

55. O véza ma en deûz ann Aotrou gwastet Babilon, ha ma en deûz lékéat da éhana hé mouéz gré ; ar c’hoummou anézhô a drouzô ével douréier brâz ; hô mouéz a rai trouz.

56. Râk deûed eo ar preizer war-n-ézhi, da lavaroud eo, war Vabilon ; hag hé zûd kré a zô bét kéméret ; hô gwareg a zô bét torret ; râg ann Aotrou péhini a zô eur ven̄jer kré, a zistolô d’ézhi hervez hé ôberiou.

57. Ha mé a vezviô hé frin̄sed, hag hé zûd fûr, hag hé duged, hag hé bleñérien, hag hé zûd kré ; hag hî a gouskô eûz a eunn hun peûr-baduz, ha na zihunin̄t két, émé ar roué en deûz da hanô Aotrou ann arméou.

58. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : Muriou lédan Babilon a vézô diskaret bétég hô diazez : hag hô fersier ken uc’hel a vézô dévet ; hag ôberiou kémen̄d all a boblou hag a vrôadou a vézô kaset-da-gét, ha dévet, ha bévézet.

59. Gér a c’hourc’hémennaz Jérémias ar profed, da Zaraias, mâb Nérias, mâb Maasias, p’az éa gan̄t Sédésias, roué Juda, da Vabilon, er pévaré bloaz eûz hé rén ; hôgen Saraias a oa unan eûz ar ré gen̄ta eûz ar proféded.

60. Ha Jérémias a skrivaz enn eul levr ann holl zroug a dlié da c’hoarvézout war Vabilon ; kémen̄d a oa bét skrivet a-éneb Babilon.

61. Ha Jérémias a lavaraz da Zaraias : Pa vézi deûet da Vabilon, hag ez pézô gwélet, hag ez pézô lennet ann holl c’hériou-man̄,

62. É liviri : Té, Aotrou, eo éc’h eûz komzet oud al léac’h-man̄ évid hé zispenna ; évit na choumô enn-han̄ na dén ha loen, ha ma teûi da eunn distrô peûr-baduz.

63. Ha p’az pézo peûr-lennet al levr-man̄, é stagi out-han̄ eur méan, hag é taoli anézhan̄ é-kreiz ann Eufratez.

64. Hag é liviri : Ével-sé é vézô gwélédet Babilon, ha na zavô mui a zindân ann an̄ken a zigasinn war-n-ézhi ; hag hi a vézô kaset-da-gét. Bétég-henn éma gériou Jérémias.


————


LII. PENNAD


Jéruzalem a zô grounnet ha kéméret gan̄t Nabukodonosor.


1. Sédésias en dôa eur bloaz war-n-ugen̄t pa zeûaz da réni ; hag unnék vloaz é rénaz é Jéruzalem ; hé vamm a oa hanvet Amital, merc’h Jérémias, eûz a Lobna.

2. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, é kémen̄d ha m’en dôa gréat Joakim,

3. O véza ma oa frouden ann Aotrou war Jéruzalem ha war Juda, kén n’en dévijé hô distolet a zira-z-han̄ : ha Sédésias en em zavaz a-énep roué Babilon.

4. Hôgen enn naved bloaz eûz hé rén, enn dékved mîz, enn dékvez deiz eûz ar mîz, chétu pétrâ a c’hoarvézaz : Nabukodonosor, roué Babilon, hén̄ hag hé holl armé, a zeûaz a-énep Jéruzalem ; hag hî a c’hrounnaz anézhi, hag a zavaz kestel war hé zrô.

5. Hag ar géar a oé grounnet bétég ann unnékved bloaz eûz a rén Sédésias.

6. Hôgen er pévaré mîz, enn naved deiz eûz ar mîz, é krôgaz ann naounégez é kéar ; ha na oa mui a voéd évit tûd ar vrô.

7. Ha pa oé gréat eunn difreûz é kéar, ann holl vrézélidi a déc’haz, hag a iéaz er-méaz eûz a géar a-zoug ann nôz, dré hen̄t ar porz a zô étré diou vur, hag a gâs da c’harz ar roué (râg ar C’haldéed a c’hrounné kéar trô-war-drô) ; hag hî a iéaz-kuît dré ann hen̄t a gâs d’ann distrô.

8. Hôgen armé ar C’haldéed a iéaz war-lerc’h ar roué ; hag hî a bakaz Sédésias enn distrô a zô war harz Jériko ; hag ar ré holl a oa gan̄t-han̄ a déc’haz diout-han̄.

9. Goudé m’hô dôé kéméret ar roué, é kaschon̄t anézhan̄ da roué Babilon, é Réblata a zô é brô Émat, hag hén̄ a varnaz anézhan̄.

10. Ha roué Babilon a lékéaz laza mipien Sédésias dira-z-han̄ ; lakaad a réaz ivé laza holl brin̄sed Juda é Réblata.

11. Hag hén̄ a dennaz hé zaoulagad da Zédésias, hag a chadennas anézhan̄ : ha roué Babilon hér c’hasaz da Vabilon, hag hel lékéaz enn eur vac’h bété deiz hé varô.

12. Hôgen enn naon̄tékved bloaz eûz a rén Nabukodonosor, roué Babilon, er pempved mîz, enn dékved deiz eûz ar mîz, é teûaz Nabuzardan, prin̄s ann armé, péhini a c’hourc’hémenné é Jéruzalem dré urs roué Babilon.

13. Hag hén̄ a zévaz tî ann Aotrou, ha tî ar roué, hag holl diez Jéruzalem, hag ann holl diez vrâz.

14. Hag holl armé ar C’haldéed a oa gan̄t prin̄s ar vrézélidi, a ziskaraz ann holl vuriou a oa trô-war-drô Jéruzalem.

15. Neûzé Nabuzardan, prin̄s ann armé, a zizougaz da Vabilon ar ré baoura eûz ar bobl a oa choumet é kéar, hag ar ré a oa bét tec’het étrézé roué Babilon, hag ann dilerc’h eûz ar bobl.

16. Hôgen Nabuzardan, prin̄s ann armé, a lézaz eûz ar ré baoura eûz ar vrô ar winiennérien hag ar c’hounideien.

17. Ar C’haldéed a dorraz ivé ar peuliou arem a ioa é tî ann Aotrou, hag ar steudennou, hag ar môr arem, a ioa é tî ann Aotrou ; hag hî a gasaz ann holl arém-zé da Vabilon.

18. Kâs a réjon̄t ivé ar pôdou, hag ar feriérigou, hag al lirennou, hag ar fiolennou, hag al listri-brév, hag ann holl listri arem a ioa évid ar zervich.

19. Prin̄s ann armé a géméraz ivé ar pôdou-dour, hag ann ézan̄souérou, hag ar pilligou, hag ar c’haotériou, hag ar gan̄tolériou, hag al listri brév, hag ann tasou, lôd enn aour ha lôd enn arc’han̄t :

20. Hag ann daou beûl, hag ar môr, hag ann daouzék éjenn a oa da zô1 d’ézhan̄, péré en dôa gréat ar roué Salomon évit tî ann Aotrou ; na ouzeûr két ar poéz eûz a arem ann holl listri-zé.

21. Unan eûz ar peûliou-zé en dôa triouec’h ilinad a uc’helder ; eur rizen a zaouzég ilinad a oa war hé drô ; ann tevder anézhan̄ a oa eûz a bévar meûtad ; hag ann diabarz a oa goullo.

22. Pép peûl en dôa eur penn arem. Penn unan anézhô en dôa pemb ilinad a uc’helder ; ha rouéjou, hag avalou-granad a c’hôlôé anézhan̄ trô-war-drô, hag hî holl enn arem. Hag ann eil beûl a oa héñvel, hag hé avalou-granad ivé.

23. C’houézeg aval-granad ha pévar-ugen̄t a oa a-ispiḻ ; kan̄t aval-granad a ioa enn-holl, hag hî strôbet gan̄d eur roued.

24. Priñs ann armé a géméraz Saraias, ar bélék-brâz, ha Sofonias, ann eil-vélek, hag ann trî diwaller eûz ar porched ;

25. Kéméroud a réaz c’hoaz eûz a géar eur spâz, péhini a oa da benn war ar vrézélidi ; ha seiz dén eûz ar ré a oa bépréd dirâg ar roué hag a oé kavet é kéar ; ha skrivañer-brâz ann armé, péhini a reizé ar soudardez névez ; ha tri-ugen̄t dén eûz a bobl ar vrô, hag a oé kavet é-kreiz ar géar.

26. Nabuzardan, prin̄s ann armé, a géméraz ar ré-man̄, hag hô c’hasaz étrézé roué Babilon é Réblata.

27. Ha roué Babilon a skôaz gan̄t-hô, hag hô lazaz é Réblata e brô Émat : ha Juda a oé dizouget er-méaz eûz hé vrô.

28. Chétu aman̄ ar bobl a zizougaz Nabukodonosor. Er seizved bloaz, tri mil tri war-n-ugen̄t Iuzéô :

29. Enn triouc’hved bloaz eûz a Nabukodonosor, hen̄ a zizougaz eûz a Jéruzalem eiz kan̄t daou ha trégon̄t dén :

30. Enn trédé bloaz war-n-ugen̄t eûz a Nabukodonosor, Nabuzardan, prin̄s ann armé, a zizougaz seiz kan̄t pemp ha daou-ugen̄t Iuzéô ; hag ann dûd holl a oé éta eûz a bévar mil c’houec’h kan̄t.

31. Hôgen er seizved bloaz ha trégon̄t goudé ma oa bét dizouget Joac’hin, roué Juda, enn daouzékved mîz, er pémpved deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz, Évilmérodac’h, roué Babilon, er bloaz ken̄ta eûz hé rén, a assavaz penn Joac’hin, roué Juda, hag a dennaz anézhan̄ eûz a dî ar vâc’h.

32. Hag hen̄ a gomzaz ervâd out-han̄, hag a zavaz hé drôn dreist tronou ar rouéed a oa gan̄t-han̄ é Babilon.

33. Hag hen̄ a névézaz ann diḻad en dôa er vâc’h, hag é lékéaz anézhan̄ da zibri hé voed dira-z-han̄ é holl zeisiou hé vuez.

34. Roué Babilon a reizaz ar péz a vijé rôet d’ézhan̄ évid hé voéd ha da-vikenn ; hag é oé rôet bétég hé varô, é holl zeisiou hé vuez.