Bibl/Keinvanou Jérémias

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 129-137)



KEINVANOU JÉRÉMIAS.


————


Goudé ma oé bet kaset Israél é sklavérez, ha ma oé choumet Jéruzalem didûd, Jérémias, ar profed, a azézas enn eur wéla, hag a reaz ar geinvanou-man̄ war Jéruzalem ; hag oc’h huanadi é c’houervder hé galoun, hag oc’h hirvoudi, é lavaraz :


————



I. PENNAD.


Ar profed ô wéla war zisman̄tr Jéruzalem.


ALEPH.

1. Pénaôz ar géar-zé péhini a oa kél leûn bobl, ef-hi azézet hé-unan̄ ; pénaoz itroun ar brôadou ef-hi deûét ével eunn in̄tan̄vez ; pénaoz prin̄sez ar brovin̄sou ef-hi dalc’het da baéa ar gwiriou ?

BETH.

2. Héd ann nôz é deûz skuḻet daérou, hag hé daérou a zô bét kouézet war hé divôc’h : n’eûz hini eûz ar ré a garé a gémen̄t a zizoanfé anézhi ; hé holl viñouned hô deûz hé disprizet, hag a zô deûet da énébourien d’ézhi.

GHIMEL.

3. Merc’h Juda a zô éat-kuît enn-abek d’hé glac’har, ha d’hé gwall sklavérez : bét éo ô choum é-touez ar brôadou, ha n’é deûz két kavet a éhan ; hé holl heskinérien hô deûz hé faket énn hen̄t-strîz.

DALETH.

4. Ruou Sion a wél, ô véza na zeû mui dén d’hé lidou ; hé holl fersier a zô dispennet ; hé béléien a hirvoûd ; hé flac’hed-iaouan̄k glac’haret, hag hî hé-unan leûn a c’houervder.

HÉ.

5. Hé énébourien a zô savet dreist-hi, hé heskinerien a zô deûet da véza pinvidik ; ô véza ma en deûz ann Aotrou hé barnet enn-abek d’al lôd brâz eûz hé fallagriézou ; hé bugalé a zô bét kaset é sklavérez é-raog ann heskiner.

VAV.

6. Holl skéd merc’h Sion a zô bét tennet diout-hi ; hé frin̄sed a zô deuet ével tourzed péré na gavont ket a beûri ; hag hi a zô éat dinerz é-raog ann hini a iéa war hô lerc’h.

ZAÏN.

7. Jéruzalem é deisiou hé glac’har hag hé gwallérez é deûz bét koun eûz ar péz é dôa bét a wella enn déisiou ken̄t, pa gouéze hé fobl étré daouarn ann énébourien, hép ma oa dén évid hé gennerza ; hé énébourien hô deûz hé gwélet, hag hô deûz gréat goap eûz hé deisiou sabbat.

HETH.

8. Eur péc’hed brâz é deûz gréat Jéruzalem, râk-sé eo deûet da véza kildrô. Ar ré holl a énoré anézhi, hô deûz hé disprizet, ô véza ma hô deûz gwélet hé mézégez ; hôgen hi é deûz distrôet hé fenn enn eur geina.

THETH.

9. Hé hudurez a zô oud hé zreid, ha n’é deûz két bét a goun eûz hé divez ; gwall zistéréet eo bét, ha dén n’en deûz hé dizoaniet. Arvest, Aotrou, va glac’har, râg uc’héléet eo ann énébour.

IOD.

10. Ann énébour en deûz lékéat hé zourn war ar péz é dôa a wella : ô véza ma é deûz gwélet ô ton̄d enn hé san̄tuar, brôadou éz pôa gourc’hémennet n’az ajen̄t két enn da strollad.

CAPH.

11. Hé fobl holl a hirvoud hag a glask hé vara ; rôet hô deûz kémen̄d hô dôa a wella, évid ar boéd hô dôa ézomm. Gwél, Aotrou, hag arvest, pégen dister ounn deûet da véza.

LAMED.

12. O c’houi holl, péré a drémen dré ann hen̄t, arvestit ha gwélit hag éz eûz eur c’hlac’har hén̄vel out va glac’har ; ô véza m’en deûz ann Aotrou va ven̄dachet, ével ma en deûz lavaret é deiz hé frouden.

MEM.

13. Eûz ann néac’h en deûz kaset tân em eskern, hag en deûz va c’hastizet : rouéjou en deûz steñet out va zreid, hag en deûz va lékéat da gouéza a-c’houen ; va lékéat en deûz da veza trist ha glac’haret héd ann deiz.

NUN.

14. Géô va fallagriézou é deûz va mac’het ; ével chadennou in̄t deûet enn he zourn, hag hô lékéat en deûz war va chouk ; dislébéret eo bét va ners ; va lékéat en deûz ann Aotrou enn eunn dourn a béhini na hellinn két en em denna.

SAMECH.

15. Ann Aotrou en deûz tennet eûz va c’hreiz ann holl ré vraz : galvet en deûz em énep ann amzer, é péhini é tlié brévi va ré zilennet. Ann Aotrou en deûz gwasket hé-unan ar waskel évid ar plac’h-iaouan̄k, merc’h Juda.

AÏN.

16. Râk-sé é wélann, hag é skûḻ daérou va lagad ; râg ann hini a dlié va dizoania ha rei eur vuez névez d’in, a zô éat pell diouz-in ; va bugalé a zô en em gollet, ô véza ma eo deûet va énébour tréac’h d’in.

PHE.

17. Sion é deûz astennet hé daouarn, ha dén n’en deûz hé dizoaniet ; ann Aotrou en deûz gourc’hémennet da énébourien Jakob, ma teujen̄t out-han̄ a bép tû ; Jéruzalem a zô deûet enn hô zouez ével eur c’hrég saotret gan̄d hé misiou.

SADE.

18. Reiz eo ann Aotrou, râk didennet em eûz hé frouden ô tizen̄ti oud hé c’hér. Sélaouit, mé hô péd, holl boblou, ha gwélit va glac’har ; va flac’hed-iaouan̄k, ha va faotred-iaouan̄k a zô bét kaset é sklavérez.

COPH.

19. Va miñouned em eûz galvet, hag hî hô deûz va zouellet : va béléien ha va zûd-kôz a zô bét bévézet er géar, en̄dra ma klasken̄t boéd évit kennerza hô buez.

RES.

20. Gwél, Aotrou, péger glac’haret ounn ; kéflusket eo va bouzellou ; direizet eo va c’haloun enn-oun, ô véza ma ounn leûn a c’houervder ; ar c’hlézé a lâz er-méaz, ha skeûden ar marô a zô enn tî.

SIN.

21. Klévet hô deûz pénaoz ec’h hirvoudenn, ha dén n’en deûz va dizoaniet ; va holl énébourien hô deûz klévet méneg eûz va reûz, hag hî a zô en em laouénéet, ô véza ma eo té éc’h eûz hé gréat. Hôgen pa zeûi deiz va dizoan, hî a zeûiô hen̄vel ouz-in.

THAU.

22. Ra zeûi hô holl zrougiez dira-z-od : ha ven̄dach-hi ével ma éc’h eûz va ven̄dachet enn-abek d’am fallagriézou holl : râk hirvoudi a rann kalz, ha glac’haret brâz eo va c’haloun.


————

II. PENNAD


Jérémias a erbéd Sion da geina bépréd.


ALEPH.

1. Pénaoz en deûz ann Aotrou gôlôet a dévalien enn hé frouden merc’h Sion : hag en deûs-hén̄ taolet eûz ann én̄v d’ann douar merc’h Israel ker skéduz, ha n’en deûs-hén̄ két bét a goun é deiz hé frouden eûz a skabel hé dreid ?

BETH.

2. Diskaret en deûz ann Aotrou kémen̄d a ioa kaer é Jakob, ha n’en deûz espernet nétrâ : disman̄tret en deûz enn hé frouden kestel merc’h Juda, hag en deûz hô diskaret d’ann douar ; saotret en deûz hé rouan̄télez hag hé frin̄sed.

GHIMEL.

3. Torret en deûz enn hé frouden holl c’halloud Israel : tennet en deûz adré hé zourn déou a zirâg ann énébour ; lékéat en deûz da gregi é Jakob ével eur flamm tân a zév a bép tû.

DALETH.

4. Steñet en deûz hé wareg ével eunn énébour ; startéet en deûz hé zourn déou ével eur stourmer : lazet en deûz kémen̄d a ioa kaer da wélout é telt merc’h Sion : ével tân en deûz skuḻet hé vuanégez.

HÉ.

5. Ann Aotrou a zô deûet ével eunn énébour : diskaret en deûz Israel, diskaret en deûz hé vuriou : dispennet en deûz hé gréou ; ha leûniet en deûz a vuelded ar oazed hag ar merc’hed é Juda.

VAV.

6. Diskaret en deûz hé delt ével eur c’harz ; freûzet en deûz hé dabernakl. Ann Aotrou en deûz lékéat enn an̄kounac’h é Sion ar gwéliou hag ann deisiou sabbat ; lékéat en deûz ar roué hag ar bélek é dismégan̄s hag é buanégez hé frouden.

ZAÏN.

7. Distolet en deûz ann Aotrou hé aoter, milliget en deûz hé zan̄tuar ; muriou hé douriou en deûz lékéat étré daouarn hé énébourien ; garmet hô deûz é tî ann Aotrou, ével enn eunn deiz lîd.

HETH.

8. Ann Aotrou en deûz mennet diskara mûr merc’h Sion ; lédet en deûz hé linen, ha n’en deûz két tennet hé zourn, kén na vijé dispennet holl : râk-sé ar vur gen̄ta, hag ann eil vur a zô bét diskaret.

THETH.

9. Hé fersier a zô bét san̄ket enn douar. Torret ha brévet en deûz hé barrou ; hé roué hag hé frin̄sed a zô é-touez ar brôadou ; n’eûz mui a lézen, hag hé froféded n’hô deûz bét mui a wélédigez digan̄d ann Aotrou.

IOD.

10. Hénaoured merc’h Sion a zô azézet war ann douar, hag hô deûz tavet ; ludu hô deûz taolet war hô fenn ; saéou-reûn hô deûz lékéat war hô zaé ; plac’hed Jéruzalem a zalc’h hô fenn soublet étrézég ann douar.

CAPH.

11. Va daoulagad a zô falléet gan̄d ann daérou, va bouzellou a zô bét reûstlet ; kouézet eo va avu d’ann douar, pa em eûz gwélet disman̄tr merc’h va fobl, pa em eûz gwélet ar vugalé vihan hag ar ré oud ar vronn ô kouéza marô war al leuriou-kéar.

LAMED.

12. Hî a lavaré d’hô mammou : Péléac’h éma ann éd hag ar gwin ? Pa gouézen̄t gan̄d an naoun ével pa vijen̄t bét glazet war al leûriou-kéar ; pa roen̄t hô éné war askré hô mammou.

MEM.

13. Oc’h pétrâ é likiinn éz oud hével ? (T) Pé out piou éc’h hévélébékainn ac’hanod, merc’h Jéruzalem ? Out pétrâ é kemminn ac’hanod, ha pénaoz é tizoaninn ac’hanod, ô plac’h-iaouan̄k, merc’h Sion ? Râk da zismân̄tr a zô brâz ével ar môr ; piou a louzaouo ac’hanod ?

NUN.

14. Da broféded hô deûz gwélet évid-od traou gaou ha diskian̄t ha n’hô deûz két dizôlôet da fallagriez, évit da zougen d’ar binijen : hôgen hi hô déuz gwélet évid-od sorc’hénnou gaou ha divec’hiou.

SAMECH.

15. Kémen̄d hini a dréméné dré ann hen̄t a stlaké gan̄d hô daouarn ; c’houibanet hô deûz, hejet hô deûz ho fenn war verc’h Jéruzalem ; hag houn-nez éo, émé-z-hô, ar géar ker kaer-zé, a oa lévénez ann douar holl ?

PHE.

16. Da holl énébourien hô deûz digôret hô génou war-n-od : c’houibanet hô deûz, skriñet hô deûz hô den̄t, hag hi hô deûz lavaret : Nî loun̄kô ; chétu aman̄ ann deiz a c’hortozemp ; gavét hon eûz, wélet hon eûz.

AÏN.

17. Gréat en déûz ann Aotrou ar péz en dôa mennet ; sévénet en deûz ar gér en dôa gourc’hémennet enn deisiou ken̄t ; disman̄tret en deûz, ha n’en deûz két espernet ; lékéat en deûz da énébour d’en em laouénaat diwar da benn ; savet en deûz horn da heskinérien.

SADE.

18. Garmet é deûz hô c’haloun étrézég ann Aotrou war vuriou merc’h Sion. Skûḻ daérou ével eur froud, a-zoug ann deiz hag ann nôz ; na rô két a éhan d’id, ha na davet két mâb da lagad.

COPH.

19. Saô, meûl enn nôz, é penn ar béḻiou ; skuḻ da galoun ével dour dirâg ann Aotrou ; saô da zaouarn étrézég enn-han̄ évid éné da vugaligou, péré a zô bét kouézet gan̄d ann naoun é penn pép rû.

RES.

20. Arvest, Aotrou, ha gwél piou éc’h eûz ben̄démiet ével-sé. Ha dibri a rai ar gragez hô frouez, bugaligou eûz a eur raouen a héd ? Hag é san̄tuar ann Aotrou é vézô lazet ar béleg hag ar profed ?

SIN.

21. Ar bugel hag ann dén-kôz a zô gourvézet war ann douar el leuriou-kéar. Va flac’hed-iaouan̄k ha va faotred-iaouan̄k a zô kouézet dindân ar c’hlézé ; hô lazet éc’h eûz é deiz da frouden : skôet éc’h eûz, hép truez é-béd.

THAU.

22. Galvet éc’h eûz, ével énn eunn deiz gouel-lîd, tûd a bép tû évit va spoun̄ta, ha n’en deûz gellet téc’hout den, na n’éo bet lézet, é deiz frouden ann Aotrou (M) : ar ré em bôa savet, hag em boa maget a zô bét bévézet gan̄t va énébour.


————


III. PENNAD


Jérémias a erbéd bugalé Juda da zistréi oud ann Aotrou.


ALEPH.

1. Mé eo ann dén a wélaz va reûz gan̄t gwalen hé frouden.

ALEPH.

2. Va rénet en deûz, hag en deûz va c’haset enn dévalien, ha nann er goulou.

ALEPH.

3. Trôet ha distrôet en deûz hé zourn war-n-oun héd ann deiz.

BETH.

4. Kôséet en deûz va c’hroc’hen ha va c’hik : brévet en deûz va eskern.

BETH.

5. Tiez en deûz savet enn-drô d’in : va c’helc’hiet en deûz a véstl hag a boan.

BETH.

6. Va lékéat en deûz é lec’hiou téval, ével ar ré a zô marô da-vikenn.

GHIMEL.

7. Savet en deûz mogériou em énep, évit mirout na’z inn er-méaz ; pounnéréet en deûz va chadennou.

GHIMEL.

8. Pa em eûz garmet étrézég enn-han̄, pa em eûz hé bédet, en deûz distolet va féden.

GHIMEL.

9. Serret en deûz va hen̄chou gan̄t mein pévar-c’hornek, freûzet en deûz va raven̄chou.

DALETH.

10. Deûet eo évid-oun ével eunn ours é spî ; ével eul léon enn eul léac’h kuzet.

DALETH.

11. Freûzet en deûz va raven̄chou, va brévet en deûz ; er man̄tr en deûz va dilézet.

DALETH.

12. Hé wareg en deûz steñet, ha va lékéat en deûz ével eur gwenn évid ar saésiou.

HE.

13. Kaset en deûz enn digroazel saesiou hé dron̄s.

HE.

14. Da c’hoapérez ounn deût d’am bobl holl, ha da abeg hô c’hanaouennou héd ann deiz.

HE.

15. Va leûniet en deûz a c’hwervder, va mézviet en deûz gan̄d huélen-c’houerô.

VAV.

16. Va holl zen̄t en deûz torret, gan̄t ludu en deûz va maget.

VAV.

17. Pelléet eo ar péoc’h diouc’h va éné, an̄kounac’héet em eûz pép mâd.

VAV.

18. Ha mé em eûz lavaret : Éma deûet va divez, kollet eo va géd en Aotrou.

ZAÏN.

19. Az péz koun eûz va faouren̄tez hag eûz va reûz, eûz ann huélen-c’houéro hag eûz ar véstl.

ZAÏN.

20. Ar c'houn-zé a choumo em én̄vor, ha va éné en em zistérai enn-oun.

ZAÏN.

21. A gémen̄t-sé em bézô koun em c’haloun, ha dre-zé é c’hédinn.

HETH.

22. Dré zrugarezou ann Aotrou eo n’omp két bét peur-gollet ; râg hé vadélésiou n’in̄t két bét fellet d’é-omp.

HETH.

23. Bep min̄tin hô névézez, brâz eo da féalded.

HETH.

24. Va lôden eo ann Aotrou, émé va éné ; râk-sé é c’hedinn anézhan̄.

THETH.

25. Mâd eo ann Aotrou d’ar ré a laka hô géd enn-han̄, d'ann éné a glask anézhan̄.

THETH.

26. Mâd eo gédal war-daô silvidigez Doué.

THETH.

27. Mâd eo d’ann den dougen ar géo adaleg hé iaouan̄ktiz.

IOD.

28. Azéza a rai hé-unan, hag é tavô ; ô véza ma en deûz hé lékéat war-n-ézhan̄.

IOD.

29. Lakaad a rai hé c’hénou er poultr, évit gwélout hag hen en dévézô géd ével-sé.

IOD.

30. Hé voc’h a astenno da néb a skôi gan̄t-han̄, en em vezvi a rai gan̄t mézégez.

CAPH.

31. Râg ann Aotrou na zistolô két ac’hanomp da-vikenn.

CAPH.

32. Râk ma en deûz hon distôlet, en dévézô ivé truez ouz-omp hervez hé holl drugarézou.

CAPH.

33. Râk n’en deûz két vuéléet a-ioul, na distolet da-vikenn bugale ann dûd.

LAMED.

34. N’en deûz két mac’het dindân hé dreid holl boblou ann douar a zô é sklavérez.

LAMED.

35. Na zinac’h két ar varn d’ann dén a zô dirâg ann Uc’hel-meûrbéd.

LAMED.

36. Ann Aotrou na goll két eunn dén oc’h hé varna a-éneb ar reiz.

MEM.

37. Piou eo ann hini en deûz lavaret e vé gréat eunn dra, ma n’en deûz két hé c’hourc’hémennet ann Aotrou ?

MEM.

38. Ha na zeû két ann droug hag ar mâd eûz a c’hénou ann Uc’hel-meûrbéd ?

MEM.

39. Pérâg éc’h hiboud ann dén héd hé vuez, ann dén a c’houzan̄v enn abek d’hé béc’héjou ?

NUN.

40. C’houiliomp, hag en̄klaskomp hon hen̄chou, ha distrôomp étrézég ann Aotrou.

NUN.

41. Savomp hor c’halonou hag hon daouarn étrézég ann Aotrou war-zu ann én̄vou.

NUN.

42. Fallagriez hon eûz gréat, hag hon eûz digaset da vuanégez war-n-omp ; râk-sé oud deûet da véza didruez.

SAMECH.

43. En em guzet oud enn da frouden, hag éc’h eûz skôet war-n-omp ; hon lazet éc’h eûz, ha n’éc’h eûz ket hon espernet.

SAMECH.

44. Eur goabren éc’h eûz lékéat dira-z-od, évit na drémenché két hor peden.

SAMECH.

45. Va lékéat éc’h eûz é-kreiz ar boblou ével eul louzaouenn dic’hrisiennet ha distolet.

PHE.

46. Hon holl énébourien hô deûz digoret hô génou enn hon énep.

PHE.

47. Ann diougan a zô deûet da spoun̄t d’é-omp, da lindâg ha da zisman̄tr.

PHE.

48. Va lagad en deûz skuḻet froudou dour, ô welout disman̄tr merc’h va fobl.

AÏN.

49. Va lagad a zô bét glac’haret, ha n’eo két bét tavet, ô véza ne oa két a éhan :

AÏN.

50. Kén na zelché ha na wélché ann Aotrou eûz ann én̄vou.

AÏN.

51. Va lagad en deûz bévézet va éné ; enn abek da holl verc’hed va c’héar.

SADE.

52. Va énébourien héb abek hô deûz va c’héméret, ével eul labans er gwénaéri.

SADE.

53. Kouézet eo va buez er poull, hag hî hô deûz lékéat eur méan war-n-oun.

SADE.

54. Eur froud dour hô deûz taolet war va fenn : hag em eûz lavaret : Marô ounn.

COPH.

55. Da hanô em eûz galvet, ô Aotrou, eûz ar poull donna.

COPH.

56. Va mouéz éc’h eûz klevet ; na zistrô két da skouarn diouc’h va huanadou ha va garmou.

COPH.

57. Tôstéet oud bét enn deiz é péhini em eûz da c’halvet ; lavaret éc’h eûz : N’az péz két a aoun.

BES.

58. Barnet éc’h eûz, Aotrou, kéfridi va éné, dasprénet éc’h eûz va buez.

BES.

59. Gwélet éc’h eûz, Aotrou, hô fallagriez em énep : barn da-unan, va barn.

BES.

60. Gwélet éc’h eûz hô holl frouden ; hô holl vénosiou em énep.

SIN.

61. Klevet éc’h eûz, Aotrou, hô c’hunuc’hennou, hag hô holl vénosiou em énep ;

SIN.

62. Muzellou ar ré a zâv ouz-in, hag ar péz a vennon̄t em énep héd ann deiz.

SIN.

63. Sell out-hô pa in̄t azézet, pé pa in̄t enn hô sâ ; me eo hô c’hân.

THAU.

64. Rô d’ézhô hô gôbr, Aotrou, hervez labour hô daouarn.

THAU.

65. Rei a rî d’ézhô tiren ar galoun gan̄d da labour.

THAU.

66. Hô heskina a rî enn da frouden, hag é tispenni anézhô eûz a zindân ann én̄vou, ô Aotrou.


————


IV. PENNAD


Keinvan diwar-benn disman̄tr Jéruzalem.


ALEPH.

1. Pénaoz ef-bén̄ deûet tén̄val ann aour, ef-hén̄ trôet hé liou ker kaer, pénaoz int-hi taolet mein ar san̄tuar é penn ann holl leûriou-kéar ?

BETH.

2. Pénaoz bugalé Sion péré a oa ker skéduz, ha gôlôet a aour ar glana, in̄t-hi bét sellet ével listri prî, labour daouarn ar pôder ?

GHIMEL.

3. A1 loéned gouez hô deûz dizôlôet hô bronnou, ha rôet da zéna d’hô loénédigou : merc’h va fobl a zô krîz, ével ann otruz enn distrô.

DALETH.

4. Téôd ar bugel oud ar vronn a zô bét stâg oud hé staon̄ gan̄d ar sec’hed ; ar vugalé hô deûz goulennet bara, ha na oa dén évid hé drouc’ha d’ézhô.

HÉ.

5. Ar ré en em vagé gan̄t traou c’houék, a zô marvet er ruou ; ar ré a zebré é-kreiz ar mouk, hô deûz briatéet ann teil.

VAU.

6. Brasoc’h eo deûet fallagriez merc’h va fobl égét péc’hed Sodom, péhini a zô bét disman̄tret enn-eunn-taol, hép ma savaz dourn é-béd war-n-ézhi.

ZAÏN.

7. Hé Nazaréed a oa gwennoc’h égéd ann erc’h, glanoc’h égéd al léaz, ruzoc’h égéd ann olifan̄t kôz, kaéroc’h égéd ar safir.

HETH.

8. Duoc’h eo deuet hô dremm égéd ar glaou, ha na anavézeûr két anézhô er ruou ; stâg eo hô c’hroc’hen oud hô eskern ; gwévet eo, ével koat eo deuet.

THETH.

9. Gwell éo bét d’ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, égéd d’ar ré a zô bét lazet gan̄d ann naounégez : râg ar ré-man̄ a zô bét marvet dré hirr amzer, bévézet gan̄t fraosdder ann douar.

IOD.

10. Daouarn ar c’hragez truézek hô deûz poazet hô bugalé hô-unan : deûet in̄t da voéd d’ézhô é disman̄tr merc’h va fobl.

CAPH.

11. Ann Aotrou en deûz leûniet hé frouden, skuḻet en deûz hé vuanégez hag hé zroug ; lékéat en deûz da gregi eunn tan é Sion, péhini a zô bét bévézet bétég ann diazez anézhi.

LAMED.

12. Rouéed ann douar hag ar ré holl a choumé er béd, n’hô dévijé két krédet pénaoz énébourien Jéruzalem hag ar ré a gaséé anézhi, a vijé trémenet dré hé forsier ;

MEM.

13. Enn abek da béc’héjou hé froféded, ha da fallagriézou hé béléien, péré hô deûz skuḻet enn hé c’hreiz goâd ann dûd reiz.

NUN.

14. Kan̄tréet hô deûz ével tûd zall dré ar ruou, en em zaôtret in̄t er goâd ; ha pa na hellen̄t ket mirout, é saven̄t ho diḻad.

SAMECH.

15. Téc’hit, tûd saotret, a lavaré ar ré all d’ezhô (T) ; tec’hit, ît-kuît, na stokit két ouz-omp : râg hî a zô en em ren̄daélet hag a zô bét strafiḻet ; lavaret hô deûz é-touez ar brôadou : Na choumô mui enn hô c’hreiz.

PHE.

16. Dremm ann Aotrou en deûz hô skiñet, na zellô mui out-hô : n’hô deûz két bét a zoujan̄s évit ar véléien, nag a druez é-ken̄ver ar ré gôz.

AÏN.

17. Pa oamp c’hoaz enn eur bobl (M), hon daoulagad a zô bét skuiz ô c’hédal ken-nerz enn-aner, ô sellout-pîz oud eur vrôad ha na hellé két hon dieûbi.

SADE.

18. Risklet hô deûz hor c’hamméjou ô kerzoud dré hor ruou : tostéet eo hon divez ; leûniet eo hon deisiou, râk deûet eo hon divez.

COPH.

19. Buanoc’h eo bét hon heskinérien égét éred ann én̄v ; éat in̄t war hon lerc’h war ar ménésiou, lindagou hô deûz steñet d’é-omp enn distrô.

BES.

20. Spéred hor génou, ar C’hrist, (dilennus) ét paket enn abek (dilennus) g hon eûz lavaret (dilennus) skeûd é vévimp (dilennus)[1]

SIN.

21. Trîd, hag en em laouéna, merc’h Édom, té péhini a choum é douar Hus : bétég enn-od é teûi ivé ar c’hôp ; mezviet é vézi, ha lékéat enn noaz.

THAU.

22. Peûr-gastizet eo da fallagriez, merc’h Sion ; ann Aotrou n’az tizougô mui : amwéloud a rai da fallagriez, merc’h Édom ; dizolei a rai da béc’héjou.


————


V. PENNAD


Péden ar profed Jérémias.


1. Az péz koun, Aotrou, eûz ar péz a zô c’hoarvézet gan-é-omp : arvest ha gwél hon dismegan̄s.

2. Hon digwéz a zô trôet d’ar ré eûz a vrô all, hag hon tiez d’ann diavésidi.

3. Da emzivaded omp deûet hép tâd, ével in̄tan̄vézed eo hor mammou.

4. Hon dour a évemp gan̄t arc’han̄t ; kér é paéemp hor c’heûneûd.

5. Béc’hiet eo bét hor chouk, hép rei éhan d’ar ré a ioa skuiz.

6. Ann dourn hon eûz rôet d’ann Éjiptianed ha d’ann Assiried, évit kaout hor gwalc’h a vara.

7. Hon tadou hô deûz péc’het, ha n’in̄t mui ; ha nî a zoug poan hô fallagriézou.

8. Sklaved hô deûz aotrouniet war-n-omp : ha n’eûz bét dén évid hon dieûbi eûz hô daouarn.

9. Mon̄d a réomp da glask bara évid-omp, dirâg ar c’hlézé, é gwall hor buez, enn distrô.

10. Hor c’hroc’hen a zô deûet du ével eur fourn, gan̄d garvder ann naoun.

11. Gwallet hô deûz ar c’hragez é Sion, hag ar plac’hed-iaouan̄k e keriou Juda.

12. Ar brin̄sed hô deûz krouget gan̄d hô daouarn hô-unan ; n’hô deûz két doujet dremm ar ré gôz.

13. Gwall-c’hréat hô deûz é-ken̄ver ar baotred-iaouan̄k : hag ar vugalé a zô bét diskaret dindân ar c’hoat.

14. N’eûz mui a dûd kôz é-tal ar persier, nag a dûd iaouan̄k é strolladou ar ganérien.

15. Diaézet eo lévénez hor c’haloun ; hor c’hanaouennou a zô trôet é keinvanou.

16. Kouézet eo ar gurunen diwar hor penn : gwâ nî, râk péc’het hon eûz.

17. Râk-sé eo deûet trist hor c’haloun, dré- eo tévaléet hon daoulagad ;

18. O véza ma eo bét dispennet ménez Sion, ha ma réd al lern dré-z-han̄.

19. Hôgen té, Aotrou, a badô da-vikenn ; da drôn a choumô a rumm é rumm.

20. Pérâg éc’h an̄kounac’hii-dé ac’hanomp da-vikenn, hag é tilézi-dé ac’hanomp a-héd eûl lôd brâz a zeisiou ?

21. Distrô ac’hanomp, Aotrou, étrézég enn-od, hag é tistrôimp ; névez hon deisiou ével er penn-ken̄ta.

22. Hôgen hon distolet éc’h eûz pell ; brâz eo da frouden enn hon énep.



  1. Ar Bibl Santel (Gwilh ar C’hoad) : An hini a rea deomp dialani, eoliet an Aotrou, a zo bet kemeret en ho foullou ; hen a behini e lavaremp : Ni a vevo dindan e skeud en-touez ar broadou.