Bibl/Levr ar Profed Baruc’h

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 138-147)



LEVR


AR PROFED BARUC’H.


————


I. PENNAD


Iuzévien Babilon a gâs levr Baruc’h da re Jérusalem.


1. Chétu gériou al levr a skrivaz Baruc’h, mâb Nérias, mâb Maasias, mâb Sédésias, mâb Sédei, mâb Helsias, pa édo é Babilon.

2. Ér pempved bloaz, er miz ken̄ta, er seizved deiz eûz ar mîz, enn amzer ma oé kéméret Jéruzalem gan̄d ar C’haldéed, ha ma lékéjon̄t ann tân enn-hi,

3. Baruc’h a lennaz gériou al levr-zé dirâk Jéc’honias, mâb Joakim, roué Juda, ha dirâg ann holl bobl a zeûé da zélaoui lenna al levr-zé,

4. Ha dirâg ar ré vrâz, ha mipien ar rouéed, ha dirâg ann hénaoured, ha dirâg ar bobl, adaleg ar bihana bétég ar brasa, eûz ar ré holl a choumé e Babilon, é-tâl ster Sodi.

5. Hag ar ré hé glevé a wélé, a iuné, hag a bédé dirâg ann Aotrou.

6. Arc’han̄t a zastumchon̄t, hervez ma hellaz pép-hini anézhô hé ôber ;

7. Hag é kaschon̄t anézhan̄ da Jéruzalem da Joakim ar Bélek-brâz, mâb Salom, ha d’ar véleien all, ha d’ann holl bobl en em gavaz gan̄t-han̄ é Jéruzalem,

8. Enn amzer ma oa bét rôet d’ézhan̄ listri templ ann Aotrou, péré a oa bét tennet eûz ann templ, évid hô digas adarré é douar Juda, ann dekved deiz eûz a viz Sivan : al listri arc’han̄t eo a oa bét lékéat da ôber gan̄t Sédésias, mâb Josias, roué Juda ;

9. Goudé m’en dôa Nabukodonosor, roué Babilon, kéméret Jékonias, ar brin̄sed hag ann holl ré vrâz, ha pobl ar vrô, ha m’en dôa hô c’haset éréet eûz a Jéruzalem da Vabilon.

10. Hag é lékéjon̄t da lavarout da ré Jérusalem : Chétu é kasomp d’é-hoc’h arc’han̄t : prénit gan̄t-han̄ loéned, hag ézan̄s greûnek, ha kennigit-hô é sakrifiz, évid ar péc’hed, war aoter ann Aotrou hon Doué :

11. Ha pédit évit buez Nabokodonosor, roué Babilon, hag évit Baltassar hé vâb, évit ma vézô hô deisiou war ann douar ével deision ann én̄v.

12. Ra rôi ann Aotrou ners d’é-omp, ha ra sklérai hon daoulagad, évit ma vévimp dindân skeûd Nabukodonosor, roué Babilon, ha dindân skeud Baltassar hé vâb, ha ma servichimp anézhô pell-amzer, hâ ma kavimp grâs dira-z-bô.

13. Pédit ivé ann Aotrou, hon Doué, évid-omp, ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, ha n’eo két distrôet hé frouden diwar-n-omp bété vréma.

14. Lennit al levr-zé, hon eûz kaset d’é-hoc’h, évit béza rôet da anaout é templ ann Aotrou, enn deiz lîd, hag enn deiz déréad :

15. Hag é léverrot : D’ann Aotrou hon Doue eo ar reizded, hôgen d’é-omp-ni eo ar vézégez a c’hôlô hon dremm ; ével ma her gwéleur enn deiz-man̄ é-kén̄ver Juda ha tûd Jéruzalem,

16. Hag hor rouéed, hag hor prin̄sed, hag hor béleien, hag hor proféded, hag hon tadou.

17. Péc’het hon eûz dirâg ann Aotrou, hon Doué ; n’hon eûz két krédet enn-han̄, ha n’hon eûz két fisiet enn-han̄.

18. N’hon eûz két pléget d’ézhan̄, ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hon Doué, évit baléa hervez ar gourc’hemennou en deûz rôet d’é-omp.

19. Adaleg ann deiz é péhini en deûz tennet hon tadou eûz a vrô ann Éjipt, bétég ann deiz-man̄, omb bét diskrédik é-kén̄ver ann Aotrou hon Doué : hag enn hon diroll, omp pelléet diout-han̄, évit na glevchemp két hé vouéz.

20. Râk-sé eo bét kouézet war-n-omp kalz a reûsiou hag a vallosiou, en dôa diouganet ann Aotrou dré c’hénou Moizez hé zervicher, péhini en deûz tennet hon tadou eûz ann Éjipt, évit rei d’é-omp eunn douar é péhini é tirédé gouériou léaz ha mél, ével ma eo anat hiriô.

21. Ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hon Doué, hervez holl lavariou ar broféded en deûz kaset d’é-omp.

22. Ha pép-hini ac’hanomp en deûz heuliet hé wall-ioul, ha drougiez hé galoun, ô kééla douéed a-ziavéaz, hag oc’h ôber ann drouk, dirâg ann Aotrou hon Doué.


————


II. PENNAD


Ar Iuzévien a anavez pénaoz ann droug a c’houzan̄von̄t a zô ar c’hastiz dléed d’hô féc’héjou.


1. Râk-sé ann Aotrou hon Doué en deûz sévénet hé c’hér, en dôa lékéat da lavarout d’é-omp, ha d’hor barnérien, péré hô deûz barnet Israel, ha d’hor rouéed, ha d’hor prin̄sed, ha da Israel holl ha da Juda ;

2. Pénaoz é tigasché ann Aotrou war-n-omp drougou ker brâz, n’eûz két bét gwélet hen̄vel out-hô dindân ann én̄v, ével ma eo bet c’hoarvézet é Jéruzalem, hervez ma eo skrivet é lézen Moizez,

3. Ma tebrché eunn dén kîg hé vâb ha kîg hé verc’h.

4. Hag ann Aotrou en deûz hô lékéat étré daouarn ann holl rouéed a zô enn-drô d’é-omp, évit béza da c’hoab d’ann dûd, ha da skouér a reûz é-touez ann holl boblou é-kreiz péré en deûz hor skiñet.

5. Ha ni a zô bét sklaved é léac’h béza bét mistri, ô vézâ ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, ha n’hon eûz két sen̄tet oud hé vouéz.

6. D’ann Aotrou hon Doué eo ar reizded ; hôgen d’é-omp-ni ha d’hon tadou eo ar vézégez a c’hôlô hon dremm, ével ma her gwéleur enn deiz-man̄.

7. Râg ann Aotrou en dôa diouganet ann holl zroug a zô deûet da gouéza war-n-omp.

8. Ha n’hon eûz két lékéat hor péden dirâk dremm ann Aotrou hon Doué, évit ma en em denché pép-hini ac’hanomp eûz hé wall hen̄chou.

9. Râk-sé ann Aotrou en deûz beḻet war ann drougou, hag en deûz hô digaset war-n-omp ; ô véza ma eo gwirion ann Aotrou enn hé holl ôberiou, é kémen̄t en deûz gourc’hémennet d’é-omp :

10. Ha nî n’hon eûz két sélaouet hé vouéz, évit baléa é kélennou ann Aotrou en deûz rôet ha lékéat dira-z-omp.

11. Hôgen bréma, Aotrou, Doué Israel, péhini éc’h eûz tennet da bobl eûz a zouar ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré, gan̄d arouésiou ha burzudou, gan̄d da c’halloud brâz, gan̄d da vréac’h uc’hel, hag éc’h eûz gréat d’id eunn hanô brâz ével ma eo anat enn deiz-man̄ :

12. Péc’het hon eûz ; gwall ôberiou hon eûz gréat ; ar fallagriez hon eûz gréat, Aotrou hon Doué, a-énep da holl c’hourc’hémennou reiz.

13. Distrô da vuanégez diwar-n-omp, ô véza ma omp choumet nébeût é-kreiz ar brôadou é péré éc’h eûz hor skiñet.

14. Sélaou, Aotrou, oud hor pédennou, hag oud hor garmou, ha dieûb ac’hanomp enn abek d’id ; ha laka ac’hanomp da gavout gras dirâg ar ré hô deûz hon dizouget aman̄ :

15. Évit ma wézô ann douar holl pénaoz eo té ann Aotrou hon Doué, ha pénaoz Israel hé wenn a zô hanvet da bobl.

16. Sell ouz-omp, Aotrou, eûz da di san̄tel ; dinaou da skouarn, ha sélaou ouz-omp.

17. Digor da zaoulagad ; ha gwel pénaoz né két ar ré varô péré a zô er bez, hag a zô bét rannet hô éné digan̄d hô c’horf, a rôi énor ha gloar d’ann Aotrou :

18. Hôgen ann éné eo péhini a zô doaniet enn abek d’ann droug en deûz gréat, péhini a zô kroummet ha gwévet, gan̄d hé zaoulagad er morc’hed ; ann éné naouneg eo a rôi d’id, Aotrou, ann énor hag ar c’hloar.

19. Râk né két oc’h en em harpa war reizded hon tadou é réomb hor péden, hag é c’houlennomp da drugarez, ô Aotrou hon Doué.

20. Hôgen ô véza ma éc’h eûz kaset ouz-omp da vuanégez ha da frouden, ével ma ez pôa hé ziouganet dré c’hénou da zervicherien ar broféded, ô lavarout :

21. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Soublit hô skoaz hag hô chouk, hag en em likiit dindan galloud roué Babilon, hag é choumot azézet enn douar em eûz rôet d’hô tadou.

22. Ma na zélaouit két mouéz ann Aotrou, hô Toué, ha ma na blégit két da roue Babilon, mé hô lakai da von̄d er-méaz eûz a gériou Juda, hag er-méaz eûz a Jéruzalem.

23. Tenna a rinn digan-é-hoc’h ar c’hanaouennou c’houék, ar c’hân laouen, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried, ha na choumô két enn hô touar a lerc’hiou anat é vé bét tûd enn-hô.

24. Hag ô véza n’hô deûz két hon tadou sélaouet da vouez, ha n’hô deûz két pléget da roué Babilon, éc’h eûz sévénet ar gériou ez pôa diouganet dré c’hénou da zervicherien ar broféded, ô lakaat da zizougen er-méaz eûz hô léac’h eskern hor rouéed, hag eskern hon tadou.

25. Ha chétu hô deûz gouzan̄vet grouéz ann héol ha réô ann nôz ; hag eul lôd brâz anézhô a zô marô é gwall boaniou, gan̄d ann naoun, ha gan̄d ar c’hlézé, hag er-méaz eûz hô brô.

26. Lékéat éc’h eûz ivé ann templ é péhini é oa pédet da hanô, er stâd ma her gwéleur hiriô, enn abek da fallagriez tî Israel ha tî Juda.

27. Ha koulskoudé éc’h eûz gréat enn hor c’hén̄ver, Aotrou hon Doué, hervez da holl vadélez, hag hervez da drugarez vrâz ;

28. Ével ma éc’h eûz hé lavaret dré c’hénou Moizez da zervicher, enn deiz ma éc’h eûz gourc’hémennet d’ézhan̄ skriva da lézen évit bugalé Israel,

29. O lavarout : Ma na sélaouit két va mouéz, al lôd brâz-zé a dûd a vézô trôet enn eunn niver bihan é-touez ar brôadou é-kreiz péré em bezô hô skiñet :

30. Râk mé a oar pénaoz ar bobl-zé na zélaouô két ac’hanoun ; râg eur bobl eo a zô kalet hé benn. Hôgen distrei a rai enn-hañ hé-unan é douar hé sklavérez :

31. Hag hî a wezô pénaoz eo mé ann Aotrou, hô Doué. Eur galoun a rôinn d’ézhô, hag é poellin̄t ; ha diskouarn, hag é klevin̄t.

32. Va meûli a rain̄t é douar hô sklavérez ; ha va hanô a zeûiô da goun d’ézhô.

33. Dilézel a rain̄t hô c’haléder hag hô drougiézou, ô véza ma hô dévézo koun eûz a hen̄t hô zadou, péré hô deûz péc’het em énep.

34. Hag é asgalvinn anézhô enn douar em boa touet é rôjenn da Abraham, da Izaak ha da Jakob : hag hî a vézô mistri énô : hag é paottinn anézhô, ha na zigreskin̄t mui.

35. Ober a rinn gan̄t-hô eur gévrédigez all a vézô peûr-baduz, évit ma vézinn da Zoué d’ézhô, ha ma vézin̄t da bobl d’in : ha na likiinn mui bugalé Israel, va fobl, da von̄d er-méaz eûz ann douar em eûz rôet d’ézhô.


————

III. PENNAD


Ar Iuzévien a c’houlenn bépréd trugarez ann Aotrou. Diougan é-ken̄ver ar C’hrist.


l. Bréma éta, Aotrou holl-c’halloudek, Doué Israel, ann éné enn an̄ken hag ar spéred enn en̄krez a c’harm étrézég enn-od.

2. Selaou, Aotrou, hag az péz truez enn-omp, ô véza ma oud eunn Doué trugarézuz ; grâ trugarez enn hor c’hén̄ver, ô véza ma hon eûz péc’het dira-z-od.

3. Té péhini a zô azézet da-vikenn, hag hol lézel a rî-dé da véza kollet er vuez-man̄ ?

4. Aotrou holl-c’halloudek, Doué Israel, sélaou bréma péden ré varô Israel, ha bugalé ar ré hô deûz péc’het dira-z-od, péré n’hô deûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hô Doué, hag hô deûz didennet ann drouk-zé war-n-omp.

5. N’az péz mui a goun eûz a fallagriézou hon tadou ; hôgen az péz koun enn amzer-man̄ eûz da zourn hag eûz da hanô :

6. Râk té oa ann Aotrou hon Doué, ha da veûli a raimp, ô Aotrou :

7. Pa eo évit sé éc’h eûz lékéat ann doujan̄s ac’hanod enn hor c’halounou, évit ma c’halvimp da hanô, ha ma veulimp ac’hanod enn hor sk1avérez, ô tistrei diout fallagriez hon tadou, péré ho deûz péc’het dira-z-od.

8. Ha chétu émomb hiriô er sklavérez-man̄, é péhini éc’h ouz hor skiñet, évit béza da zorc’hen, ha da ergarzidigez, ha da skouér eûz ar boan dléet d’ar péc’hed, hervez holl fallagriézou hon tadou, péré a zô bét pelléet diouz-id, ô Aotrou hon Doué.

9. Sélaou, Israel, kémennou ar vuez ; dinaou da skouarn, évit ma teski ar poell.

10. A bétrâ é teu, ô Israel, ma oud bréma é brô da énébourien ?

11. Ma oud deûet da gôsaat enn eunn douar a-ziavéaz, ma oud en em zaotret gan̄d ar ré varô, ha ma oud sellet ével ar ré a ziskenn er béz ?

12. O véza ma éc’h eûz dilézet feun̄teun ar furnez eo.

13. Râk m’az pijé baléet é hen̄t ann Aotrou, é vijez choumet enn eur péoc’h stard ha peûr-baduz.

14. Desk péléac’h éma ar poell ; péléac’h éma ann ners, péléac’h éma ar skian̄t, évit ma wézi enn hévéleb amzer péléao’h éma ann hîr-hoal, hag ar boéd, ha goulou ann daoulagad, hag ar péoc’h.

15. Piou en deût kavet léac’h ar furnez ? Ha piou a zô éat enn hé zen̄zoriou ?

16. Péléac’h éma bréma prin̄sed ar brôadou, péré a aotrounié war loéned ann douar ?

17. Péré a c’hoarié gan̄t laboused ann én̄v,

18. Péré a zastumé enn hô zen̄zoriou ann arc’han̄t hag ann aour é péré é laka ann dûd hô holl fisian̄s, hag a c’hoan̄taon̄t enn eunn doaré direiz ? Péré a labouré ann arc’han̄t gan̄t kalz a bréder, hag a réa gan̄t-han̄ ôbériou kaer ?

19. Da nétra in̄t bét kaset, hag in̄t diskennet d’ann ifernou, ha ré all a zô bét savet enn hô léac’h.

20. Ann dud-iaouan̄k hô deûz gwélet ar goulou, hag in̄t choumet war ann douar ; hôgen n’hô deûz két anavézet hen̄t ar wiziégez,

21. Ha n’hô deûz két poéllet hé raven̄tou ; hô bugalé n’hô deûz ket hé digéméret ; pell-brâz diout-hi in̄t en em dennet ;

22. Né két bét klevet é douar Kanaan, ha né két bét gwélet é Téman.

23. Mipien Agar pére a glask eur poell a zeû eûz ann douar, han̄térourien Merra ha Téman, ar gélaouérien, hag ar ré a en̄klask eur poell hag eur skian̄t névez, n’hô deûz két anavézet hen̄t ar furnez, ha n’hô deûz két kavet hé raven̄chou.

24. O Israel, péger braz eo ti Doué, pégen éc’hon eo leac’h hé gers !

25. Brâz eo, ha n’en deûz két a harzou ; uc’hel eo ha diven̄t.

26. Énô eo eo bét al lan̄gouinéien ker brudet, péré a oa adaleg ar penn-ken̄ta, tûd ker braz, péré a oa gwiziek é-kén̄ver ar brézel.

27. Ann Aotrou n’en deûz két hô dilennet, ha n’hô deûz két kavet hen̄t ar furnez ; râk-sé eo in̄t bét kollet.

28. Hag ô véza n’hô deûz két bét ar furnez, in̄t bét kollet gan̄d hô diboell.

29. Piou a zô bét piñet enn én̄v, hag en deûz hé digéméret, pé en deûz hé digaset eûz a greiz ar c’hoabr ?

30. Piou en deûz treûzet ar môr ; hag en deûz hé c’havet ? Hag eo bét gwell gan̄t-han̄ hé digas gan̄t-han̄ egéd ann aour ar glana ?

31. Dén na anavez hé hen̄chou, dén na en̄klask raven̄chou.

32. Hôgen ann hini a oar pep-trâ a anavez anézhi : hé c’havet en deûz gan̄d hé boell, hén̄ péhini en deûz starteet ann douar da-vikenn, hag en deûz hé leûniet a loéned hag a anévaled :

33. Hén̄ péhini a gâs ar goulou, hag a îa, a c’halv anézhan̄, hag é sen̄t out-han̄ enn eur gréna.

34. Ar stéred hô deûz rôet hô goulou pép-hini enn hé léac’h, hag in̄t en em laouénéet.

35. Galvet in̄t bét, hag hô deûz lavaret : Chétu nî ; hag hî hô deûz luc’het a ioul vâd évid ann hini en deûz hô c’hrouet.

36. Hen-nez eo hon Doué ; hag hini all é-béd na vézô kavet klôk dira-z-han̄.

37. Hén̄ eo en deûz kavet holl hen̄chou ar c’hélen, hag en deûz hô diskouézet da Jakob hé zervicher ha da Israel hé viñoun.

38. Goudé-zé eo bét gwélet war ann douar, hag en deûz komzet gan̄d ann dûd.


————


IV. PENNAD


Jéruzalem a lén̄v war goll hé vugalé a zô bét kaset é sklavérez.


1. Hé-man̄ eo levr gourc’hémennou Doué, hag al lézen a badô da-vikenn. Kémen̄d hini a virô anézhi a dizô ar vuez ; hag ar ré hé dilézô, a gouézô er marô.

2. Distrô, Jakob, ha kémer-hi : balé enn hé hen̄t oud hé skéd, hag out sklerder hé goulou.

3. Na rô ket da c’hloar da eunn all, na da c’halloud da eur vrôad a-ziavéaz.

4. Euruz omb, Israel, ô véza ma en deûz disklériet Doué d’é-omp ar péz a zô hétuz d’ézhan̄.

5. Béz kalounek, ô pobl Doué, en̄vor Israel.

6. Gwerzet oc’h bét d’ar brôadou, hôgen na viot két kollet a-grenn. Lékéat oc’h bét étré daouarn hoc’h énébourien ô véza ma hoc’h eûz didennet war-n-hoc’h buanégez ha frouden Doué.

7. Argadet hoc’h eûz ouz-hoc’h ann Doué peûr-baduz péhini en deûz hô krouet, ô kenniga sakrifisou d’ann diaoulou, ha nann da Zoué.

8. An̄kounac’héet hoc’h eûz ann Doué en deûz hô maget, hag hoc’h eûz doaniet Jéruzalem hô magérez.

9. Râg gwélet é deûz buanégez Doué a zeûé da gouéza war-n-hoc’h, hag é deûz lavaret : Sélaouit, tûd Sion, Doué en deûz digaset d’in eur c’hlac’har vrâz :

10. Va fobl, va mipien ha va merc’hed a wélann er sklavérez, é péhini in̄t bét kaset gan̄d ann Doué peûr-baduz.

11. Hô maget em bôa el lévénez, hô gwélet em eûz ô von̄t er gwélvan hag enn doan.

12. N’en em laouenéet dén ô wélout ac’hanoun in̄tan̄vez ha man̄tret : gan̄t eul lôd brâz ounn bét dilézet, enn abek da béc’héjou va bugalé, ô véza ma in̄t bét distroet diouc’h lézen Doué.

13. N’hô deûz két anavérez hé varnédigézou ; n’hô deûz két baléet é hen̄chou gourc’hémennou Doué ; ha n’hô deûz két rénet hô c’haméjou gan̄t reizded é raven̄chou ar wirionez.

14. Ra zeûi tûd Sion, ha ra arvestin̄t sklavérez va mipien ha va merc’hed, é péhini in̄t bét kaset gan̄d ann Doué peûr-baduz.

15. Rak digaset en deûz out-hô eur vrôad a bell, gwall dûd, eûz a eunn iéz dizanaf ;

16. Péré n’hô deûz két bét a azaouez évid ar ré gôz, nag a druez évid ar ré iaouan̄k, péré hô deûz lamet digan̄d ann in̄tan̄vez ar péz a garé ar muia, hag hô deûz hé man̄tret ô skrapa gan̄t-hi hé bugalé.

17. Évid-oun-mé pénaoz é helfenn-mé hô skoazella ?

18. Hôgen ann hini en deûz digaset ann drouk-zé war-n-hoc’h eo, a zieûbô ac’hanoc’h eûz a zaouarn hoc’h énébourien.

19. Kerzit, va bugalé, kerzit : évid-oun-mé é chouminn va-unan.

20. Tennet em eûz va zaéou a lîd, gwisket em eûz eur sac’h, eur zaé a béden ; hag é c’harminn étrézég ann Uc’hel-Meûrbéd a-héd va deisiou.

21. Bézit kalounek, va bugalé, ha garmit étrézég ann Aotrou ; hag hén̄ hô tennô eûz a zaouarn ar brin̄sed, hoc’h énébourien.

22. Râk bépréd em eûz gédet hô tieûb ; hag ann hini a zô san̄t am laka da véza laouen, gan̄d ar gwél eûz ann drugarez a skuḻô war-n-hoc’h hor Salver peûr-baduz.

23. Hô kwélet em eûz ô von̄t-kuît er gwélvan hag enn hirvoud : hôgen ann Aotrou hô tigasô d’in gan̄d dudi ha gan̄t lévénez da-vikenn.

24. Râg ével m’hô deûz ar brôiou enn-drô da Zion gwélet ar sklavérez é péhini oc’h bét kaset gan̄d Doué, é wélin̄t ivé ann dieûb a gasô Doué d’é-hoc’h, ô tigas war-n-hoc’h eur c’hloar vrâz hag eur skéd peûr baduz.

25. Va bugalé, gouzañvit gan̄d habaskded ar vuanegez a zô kouézet war-n-hoc’h : râk da énébour en deûz da heskinet ; hôgen abarz némeûr é wéli hé zisman̄tr, hag é piñi war hé chouk.

26. Va bugalé téner hô deûz kerzet é hen̄chou garô : râk kaset in̄t bét ével eur van̄den dén̄ved é preiz d’hô énébourien.

27. Bézit kalounek, va bugalé : garmit étrézég ann Aotrou ; râg ann hini en deûz hô rénet, en dévézô koun ac’hanoc’h.

28. Hô spéred en deûz hô touget da fazia ô tistrei diouc’h Doué ; hôgen ô trei a-névez étrézég enn-han̄, é kéélot anézhan̄ gan̄d dék kwéach mui a véôder.

29. Râg ann hini en deûz digaset ann drouk-zé war-n-hoc’h, a roi d’é-hoc’h eul lévénez peûr-baduz, oc’h hô tieûbi.

30. Béz kalounek, Jéruzalem ; râg ann hini en deûz rôet eunn hanô kaer d’id eo a béd ac’hanod.

31. Ar ré zrouk péré hô deûz da heskinet, a vézô kaset-da-gét ; hag ar ré a zô en em laouénéet eûz da zisman̄tr, a vézô kastizet.

32. Ar c’hériou é péré eo bét sklaved da vugalé, a vézô kastizet ; hag ivé ann hini é deûz digéméret da vugalé ;

33. Râg ével ma eo en em laouénéet eûz da zisman̄tr, ével ma eo bét enn dudi eûz da lamm, ével-sé é vézô glac’haret-brâz gan̄d hé disman̄tr hé-unan.

34. Garmou hé lévénez a vézô mouget, goudé hé dudi é teûi ann daélou.

35. Ann Doué peûr-baduz a lakai da gouéza tân war-n-ézhi er c’han̄tvédou da zon̄t, hag a-héd kalz a amzer é choumô ann diaoulou enn-hi.

36. Sell, Jéruzalem, étrézég ar sâv-héol, ha gwél al lévénez a gâs Doué d’id.

37. Râk chétu da vugalé éz pôa gwélet ô von̄t-kuît évit béza skiñet é meûr a léac’h, a zistrô kévret hervez gér ann Doué san̄tel, adaleg ar sâv-héol bétég ar c’hûs-héol ; hag hî a veûl Doué gan̄t lévénez.


————


V. PENNAD


Ar profed a c’hourc’hémenn da Jéruzalem na wélô mui, hag a ziougan distrô ar sklaved.


1. Diléz, Jéruzalem, da zaé a gaon̄ hag a c’hlac’har, ha gwisk ar skéd hag ann énor eûz ar c’hloar peûr-baduz a zeû d’id digan̄d Doué.

2. Doué a wiskô d’id ével diou zaé a reizded (M), hag a lakai war da benn eur mitr a énor peûr-baduz.

3. Râk Doué a ziskouézô d’ar ré holl a zô dindân ann én̄v ar skéd en dévézô lékéat enn-od.

4. Hé-man̄ eo ann hanô a roi Doué d’id da-vikenn : Péoc’h ar reizded, hag énor ar feiz.

5. Saô, Jéruzalem, ha choum enn da zâ : sell étrézeg ar sâv-héol, ha gwél da vugalé péré a zistrô kévret, hervez gér ann Doué san̄tel, adaleg ar sâv-héol béteg ar c’hûs-héol ; hag hî a veûl Doué gan̄t lévénéz.

6. Pa in̄t éat kuît diouz-id, in̄t bét kaset war droad gan̄d hô énébourien ; hôgen pa hô lakai ann Aotrou da zistrei, é vézin̄t douget gan̄d énôr, évél bugalé ton̄ket d’eur rouan̄telez.

7. Râk Doué en deûz lékéat enn hé benn izélaat ann holl vénésiou uc’hel, hag ar rec’hier peûr-baduz, ha leûnia ann traon̄iennou évit lakaat kompez ann douar, ma kerzô buan Israel évit gloar Doué.

8. Ar c’hoajou ivé hag ann holl wéz c’houés-vâd, a zishéoliô Israel gan̄t gourc’hémenn Doué.

9. Râk Doué a zigasô Israel gan̄t lévénez, gan̄t goulou hé véûrded, gan̄d hé drugarez, hag ar reizdéd a zeû diout-hañ.


————


VI. PENNAD


Jérémias a ziougan pénaoz ar Iuzévien sklaved é Babilon a zistrôi goudé seiz gwenn.


Diskriv al lizer a gasaz Jérémias d’ar Iuzévien sklaved, a dlié roué ar Vabilonied da gâs da Vabilon, évit rei da anaout d’ézhô ar péz en dôa Doué gourc’hémennet d’ézhan̄ da lavarout d’ézhô.

1. Enn abek d’ar péc’héjou hoc’h eûz gréat dirak Doué, é viot kaset da sklaved da Vabilon gan̄t Nabukodonosor, roué ar Vabilonied.

2. Pa viot éta é Babilon, é choumot énô pell amzer, hag a-héd meûr a vloaz, bétég ar seizved gwenn ; ha goudé-zé hô likiinn da zon̄t ac’hanô é péoc’h.

3. Hôgen brémâ, c’houi a wélô é Babilon douéed aour hag arc’han̄t ha mein, ha koat, a zougeur war ann diskoaz, hag a zô doujet-brâz gan̄d ar brôadou.

4. Likiid évez na heûliac’h ôberiou ann diavésidi-zé, ha na zoujac’h ann douéed-zé, ha na zeûjé ann doujan̄s-sé d’hô touella.

5. Pa wélot éta eûl lôd braz a dud araog hag adré oc’h azeûli ann douéed-sé, livirit enn hô kaloun : Té eo, Aotrou, a dléeur da azeûli.

6. Rak va éal a zô gan-e-hoc’h, ha mé va-unan a ziwallô hô puez.

7. Téod ann douéed-zé a zô bét bénet gan̄d ar c’hizeller ; ar ré c’hôlôet a aour pé a arc’han̄t n’hô deûz néméd ann doaré ; ha na hellon̄t két komza.

8. Ével ma kin̄kleur eur plac’h-iaouan̄k a gâr ar kin̄klérézou, ével-sé goudé ma eo gréat ann douéed-zé, é kin̄kleur anézhô gan̄d aour.

9. Douéed ann dûd-zé hô deûz évit-gwir kurunennou aour war hô fenn ; hô béleten a dénn ann aour hag ann arc’han̄t diout-hô, hag hô mir évit-hô hô-unan.

10. Eûz ann aour-zé ô rôon̄t da dûd c’hadal, hag é kin̄klon̄t merc’hed fall (M) gan̄t-hô ; ha goudé ma in̄t bét azrôet d’ézhô gan̄d ar merc’hed fall (M}, é kin̄klon̄t a-névez gan̄t-hô hô douéed.

11. Ann douéed-zé na hellon̄t két en em ziwallout dioud ar mergl hag ar prén̄ved.

12. Goudé ma hô deûz hô gwiskét gan̄d eur zaé limestra, é torchon̄t hô dremm, enn abek d’al lôd brâz a boultr a zav enn-drô d’ézhô.

13. Unan anézhô a zoug eur walén roué ével eunn dén brâz, ével réner eur vrô ; ha na hélfe két lakaad da vervel ann hini a wall-aozché anézhan̄.

14. Eunn all en deûz enn hé zourn eur c’hlézé pé eur vouc’hal ; hôgen na hell két en em ziwallout gan̄t-hô nag er brézel na diouc’h al laéroun. Dré gémen̄t-sé eo anat d’é-hoc’h penaoz n’in̄t két douéed.

15. N’hô doujit két éta : ével ma eo didalvez eur pôd torret gan̄d eunn dén, ével-sé eo ann douéed-zé.

16. Pa hô lékéeur enn eunn ti, ar poultr a zav eûz a dreid ar ré a zeû ébarz a c’hôlô hô daoulagad.

17. Ével eunn dén péhini en deûz gwallet eur roué a zô serret-dindân kalz a zoriou, pé ével eur c’horf-marô diskennet enn eur béz, ével-sé béleien ann douéed-zé hô serr dindân kalz a botaḻou hag a voraḻou, gan̄d aoun na ven̄t skrapet gan̄d al laéroun.

18. Kleûzeûriou a énaouon̄t dira-z-hô, hag eul lôd brâz ; hôgen na wélon̄t hini anézhô : ével treûstou in̄t enn eunn ti.

19. Ann dûd a lavar pénaoz ann aéred péré a zô ganet eûz ann douar, a lîp kaloun ann douéed-zé, pa eo gwir pénaoz in̄t debret, hî hag hô saéou, hép ma her merzon̄t.

20. Dû é teû hô dremm gan̄d ar môged a zâv enn ti é péhini émin̄t.

21. Ar c’haouenned, ar gwévélied hag al laboused all a nich war hô fennou, hag ar c’hisier a réd war hô c’horfou.

22. Anavézit éta dré-zé pénaoz n’in̄t két douéed ; ha na zoujit két anézhô.

23. Ann aour gan̄t péhini in̄t gréat n’eo néméd évid ann doaré. Ma na denneur két ar merkl diout-hô, na luc’hin̄t két : ha pa in̄t bét teûzet, n’hô deûz két hé verzet.

24. Kér in̄t bét prénet, pétrâ-bennâg na oa két a vuez enn-hô.

25. War ziskoaz ar ré all in̄t douget, ô véza n’hô deûz két a dreid ; ével-sé é tiskouézon̄t d’ann dûd hô dinerzded. Ra vézô éta gôloet a véz ar ré a azeûl anézhô.

26. Mar kouézon̄t d’ann douar, na savin̄t két anézhô hô-unan : ha ma n’hô dalc’heur két éeun, na choumin̄t két enn hô zâ ; ével da ré varô eo réd dougen d’ézhô ar rôou.

27. Hô béleien a werz hô hostivou, hag a râ anézhô ar péz a garon̄t ; gragez ar ré-man̄ a gémer ivé ar péz a fell d’ézhô, hép rei lôd d’ar ré glañv na d’ar ré baour.

28. Ar merc’hed névez-gwilioudet, hag ar ré a zô hô misiou gan̄t-hô, a laka hô daouarn war hô sakrifisou. Pa ouzoc’h éta dré-zé pénaoz n’in̄t két douéed, na zoujit két anézhô.

29. Pérâg éta in̄t-hi galvet douéed ? O véza ma kennig ar merc’hed rôou d’ann douéed arc’han̄t, hag aour, ha koat ;

30. O véza ma eo azézet hô béleien enn hô zemplou, hag hi gwisket gan̄t saéou roget, hô fenn hag hô barô touzet, ha noaz ha dizôlô hô fenn.

31. Iuda a réoñt étrézég hô douéed ével enn eur banvez kaon̄.

32. Hô bélein a denn hô zaéou digan̄t-hô, évit gwiska gan̄t-hô hô gragez hag hô bugalé.

33. Mar gra eur ré drouk d’ézhô, pé mar gra vâd, na hellon̄t két hé zisteûrel : na hellon̄t két lakaad eunn dén da roué, na tenna ar gurunen diwar hé benn.

34. Na hellon̄t két ivé rei ar madou, na disteûrel ann drouk. Ma en deûz gréat eur ré eur gwéstl d’ézhô, ha ma n’en deuz két hé zévénet, na rain̄t droug é-béd d’ézhan̄ évit sé.

35. Na zieûbon̄t dén eûz ar marô, ha na dennon̄t két ann dén dinerz eûz a zaouarn ann dén galloudek.

36. Na rôon̄t két ar gwéled d’ann dén dall, ha na dennfen̄t két eunn dén eûz ar reûz.

37. N’hô dévézô két a druez oud ann in̄tan̄vez, ha na rain̄t két a vâd d’ann emzivaded.

38. Ann douéed-zé a zô hen̄vel oud ar vein a denneur eûz a eur ménez ; douéed koat, mein, aour, hag arc’han̄t in̄t. Ar ré a azeûl anézhô a vézô gôloet a véz.

39. Pénaoz éta é helleur hô sellout hag hô gervel ével douéed ?

40. Ar C’haldéed hô-unan a vézéka anézhô : râk pa glevon̄t pénaoz éz eûz eunn dén péhini a zô mûd ha na hell két komza, é kennigon̄t anézhan̄ da Vel, hag é c’houlennon̄t digan̄t-han̄ enn-aner m’hel lakai da gomza.

41. Ével pa helfé merzout ar ré n’hô deûz két a fin̄v : ével-sé pa vennin̄t gan̄t poell, é tilézin̄t hô-unan anézhô ; rak difin̄v eo hô douéed.

42. Merc’hed a wéleur azézet er ruou, hag hî kerdin enn-drô d’ézhô, ô tévi eskern olived.

43. Ha pa zeû unan anézhô da véza kaset gan̄d eunn tréméniad-bennâg évit kouska gan̄t-han̄, hou-man̄ a rébech d’ann hini a zô enn hé c’hichen pénaoz né két bét kavet ével-t-hi dellézeg a énor, ha pénaoz né két bét torret hé c’horden.

44. Kémen̄d a réeur é-kén̄ver ann douéed-zé n’in̄t némét traou gaou. Pénaoz éta é helleur da grédi, pé da lavarout éz in̄t douéed ?

45. Gan̄t kizellérien koat hag aour in̄t bét gréat. N’in̄t kén néméd ar péz a fell d’ar véleien é ven̄t.

46. Ar gizellérien hô-unan péré a râ anézhô, na vévon̄t két pell. Pénaoz éta é helfé hô labour béza douéed ?

47. Lézel a réon̄t d’ar ré a zeû hô-goudé traou gaou ha mézuz.

48. Ével-se mar teû eur brézel, pé eur reûz-bennâg all, ar véléien a venn enn-hô hô-unan péléac’h éz ain̄t da guza gan̄d hô douéed.

49. Pénaoz éta é hell béza sellet ével douéed ar ré na hellon̄t két en em zieûbi eûz ar brézel, na tec’hout diouc’h ar reûsiou ?

50. Râg ô véza n’in̄t némét koat gôlôet gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ann holl vrôadou hag ann holl rouéed a anavézô pelloc’h pénaoz in̄t traou gaou. Gwélet é vézô anat pénaoz n’in̄t két douéed, hôgen labour daouarn ann dûd, é péhini n’eûz nétrâ a Zoué.

51. Ac’hanô eo anat pénaoz n’in̄t két douéed, hôgen labour daouarn ann dûd, é labour péré n’eûz nétrâ a Zoué.

52. Na rôon̄t két a roué da eur rouan̄télez, ha na skuḻon̄t két ar glaô war ann dûd.

53. Na lakain̄t két da ôber barnédigez, na zieûbin̄t két ar brôiou diouc’h ann diboell ; ô véza na hellon̄t nétrâ, kén nébeûd hag ar brini a nich étré ann én̄v hag ann douar.

54. Mar krôg ann tân é ti ann douéed koat, arc’han̄t hag aour, hô béleien a dec’hô hag a vézô dieûbet : hôgen hî a vézô losket é-kreiz ar flammou ével treûstou ann tî.

55. Na énébin̄t két oud eur roué er brézel. Pénaoz éta é helleur hô anaout évid douéed ?

56. Ann douéed koat, mein, aour hag arc’han̄t-zé n’em em zieûbin̄t két eûz a zaouarn al laéroun hag ar skarzerien. Ann dûd péré a zô kréoc’h égét-hô,

57. A skrapô digan̄t-hô ann aour, ann arc’han̄t, hag ann diḻad a c’hôlô anézhô, hag a iélo-kuît, hép ma hellô ar ré-man̄ en em ziwallout.

58. Gwell eo éta béza eur roué a ziskouéz he c’halloud, pé eul léstr talvouduz enn eunn ti, péhini a zô hétuz d’hé berc’hen, pé dôr eunn ti péhini a vîr hag a ziwall ar péz a zô enn-han̄, égét béza unan eûz ann douéed gaou-zé.

59. Ann heol, al loar, hag ar stéred a lûc’h hag a zô talvouduz d’ann dûd ; hag hî a zen̄t ouc’h Doué.

60. Al luc’had a zô anat-brâz pa en em ziskouézon̄t ; ann avel a c’houéz enn holl vrôiou.

61. Ar c’hoabr pa c’hourc’hémenn Doué d’ézhô en em astenna war ar béd holl, a râ ar péz a zô gourc’hémennet d’ézhô.

62. Ann tân kaset diouc’h-kréac’h évit leski ar ménésiou hag ar c’hoajou, a râ ar péz a zô bét gourc’hémennet d’ézhan̄. Hini eûz ann douéed-zé n’eo hen̄vel oud ar ré-man̄, nag é kaerded, nag é ners.

63. Na dléeur éta na krédi, na lavarout pénaoz in̄t douéed, pa na hellon̄t nag ôber barnédigez, nag ôber mâd pé zrouk d’ann dûd.

64. Pa ouzoc’h éta pénaoz n’in̄t két douéed, ne zoujit két anézhô.

65. Na rain̄t bikenn na mâd, na drouk d’ar rouéed.

66. Na ziskouézon̄t két enn én̄v ann arouésiou évid ar boblou. Na luc’hin̄t két ével ann héol, na c’houlaouin̄t két ével ar loar.

67. Al loéned a zô gwelloc’h égéd ann douéed-zé, pa hellon̄t tec’hout dindân eunn dôen, ha klaskout ar péz a zô mâd évit-hô.

68. Anad eo éta évid-omp pénaoz n’in̄t két douéed : râk-sé n’hô doujit két.

69. Râg ével ma lékéeur é-kreiz ar c’houlourdrennou eur spoun̄taḻ, ha na hell két hô diwallout, ével-sé eo hô douéed koat, arc’han̄t, hag aour.

70. Hén̄vel in̄t oud ar spern gwenn a zô enn eur park, war béhini é teû ann holl laboused da arzaôi. Hô doueed koat, aour, hag arc’han̄t a zô c’hoaz hén̄vel oud ur c’horf-marô a daoleur enn eul léac’h dû ha tén̄val.

71. Ar prén̄ved ô skriña ann diḻad tané ha limestra a zô war-n-ézhô, a ziskouéz a-walc’h pénaoz n’in̄t két douéed. Hî hô-unan a zô débret gan̄t-hô ; ha dré-zé é teûon̄t da vézégez d’ar vrô holl.

72. Gwell eo eunn dén reiz péhini n’en deûz két a idolou ; rag ann dismégañsou a bellai diout-han̄.