Bibl/Levr ar Furnez
1. Karit ar reiz, c’houi péré a varn ann douar. Hô pézet ménosiou mâd é-kén̄ver ann Aotrou, ha klaskit-hén̄ gan̄d eur galoun éeun :
2. Râg kavet é vez gan̄t ar ré na dempton̄t kéd anézhan̄ (M) ; hag hén̄ en em ziskouéz d’ar ré hô deûz fisian̄s enn-han̄.
3. Râg ar gwall vénosiou a bella diouc’h Doué ; ha néb a dempt hé c’halloud a véz ken̄drec’het war follen̄tez ;
4. Râg ar furnez n’az ai két enn eur gwall éné, ha na choumô két enn eur c’horf techet d’ar péc’hed.
5. Râk spéred san̄tel ar wiziégez a dec’h diouc’h ann trôidellérez ; pellaat a râ diouc’h ar ménosiou diskian̄t, ha pa zeû ar fallagriez éz â-kuît.
6. Râg ar spéred a furnez a zô hégarad, ha na lézô két digastiz muzellou ann drouk-komzer : râk Doué a wél hé digroazel, a furc’h bété gwéled hé galoun, hag a glev hé déôd.
7. Râg spéred ann Aotrou a zô er béd holl ; ha pa zalc’h pép-trâ, é oar kémen̄d a lévéreur.
8. Râk-sé néb a lavar traou fallagr, na hell két en em guza, hag ar varn a dlé kastiza na dréménô két ébiou d’ézhan̄.
9. Râg goulennet é vézô koun̄t oc’h ann dén fallagr eûz hé vénosiou ; hag hé lavariou a iélô bété Doué, péhini hô c’hlevô, hag a gastizô anézhan̄ eûz hé fallagriezou.
10. Râg eur skouarn oazuz a glev pép-trâ, ha safar ar c’hrôsou na vézô két kuzet out-hi.
11. En em virit éta diouc’h ar c’hrôz, péhini n’eo mâd da nétrâ ; pellait ar gwall-gomz eûz hô téôd, rag al lavar ar c’huzéta n’az ai két ébiou ; hag ar génou a lavar gévier a lâz ann éné.
12. Na glaskit két gan̄t préder ar marô é faziou hô puez, ha na brénit két hô kollidigez gan̄d ôbériou hô taouarn.
13. Râk Doué n’en deûz két gréat ar marô, ha n’en em laouéna két eûz a goll ar ré véô.
14. Krouet eo pép-trâ gan̄t-han̄ évit ma choumô ; holl boblou ann douar en deûz gréat iac’h ; ha né oa nétrâ da vervel enn-hô, ha né oa két rén ann ifern war ann douar.
15. Râk ar reiz a zô postek ha peûr-baduz.
16. Hôgen ar ré fallagr hô deûz hé c’halvet gan̄d hô ôberiou ha gan̄d hô lavariou. Hag ô krédi éz oa miñoun d’ézhô, in̄t bét bévéset gan̄t-han̄ ; hag hî hô deûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄, ô vésa ma oan̄t dellézek da véza a dû gan̄t-han̄.
1. Ar ré fallagr hô deûz lavaret enn-ho hô-unan é direizded hô gwall vénosiou : Amzer hor buez a zô berr ha rec’huz, ann dén goudé hé varô n’en deûz fréalzidigez é-béd, ha na anavézeur hini a vé bét distrôet eûz ann ifernou ;
2. O véza ma omp ganet eûz a nétrâ, ha goudé ar marô e vézimp ével pa né vemp két bét ; râg ar c’houéz a zô enn hon difron ével eur môged, hag ar gér eunn elven a laka hor c’haloun da fin̄va.
3. Pa vézô mouget hou-man̄, hor c’horf na vézô mui némét ludu, hag ar spéred a ziaézô ével eunn éar skan̄v, hag hor buez a iélô ébiou ével eur goabren a drémen, hag a iélô-da-gét evel eur vrumen a zô boun̄tet gan̄t bannou ann héol, ha diskaret gan̄d ann domder anézhan̄.
4. Hag hon hanô a vézô an̄kounac’héet gan̄d ann amzer, ha dén é-béd n’en devézô koun eûz hon ôberiou.
5. Râg amzer hor buez n’eo néméd eur skeûd a drémen, ha goudé hor marô n’eûz mui a zistrô : lékéat eo ar ziel, ha dén na zistrô.
6. Deûit éta, ha piaouomp ar madou a-vréma, hag hastomp kerza ar c’hrouadurien en̄dra ma omp iaouan̄k.
7. En em leûniomp gan̄d ar gwîn ar gwella, en em lardomp gan̄d éôl c’houés-vâd ; ha na lézomp két flour ann amzer da von̄d ébiou.
8. En em gurunomp gan̄t roz abarz ma vézin̄t gwévet ; na vézet prad é-béd é péhini na vézô tréménet hor gadélez.
9. Na vézet hini ac’hanomp diskarg eûz hor gadélez ; lézomp é pép léac’h arouésiou a lévénez ; râg hol lôd eo hag hon darvoud.
10. Mac’homp ann dén reiz enn hé baouren̄tez, na espernomp két ann in̄tan̄vez, ha n’hor bézet azaouez é-béd évid ar gôzni hag ar bléô gwenn.
11. Bézet hon nerz lézen ar reizded ; râg ar péz a zô dinerz a gaveur didalvez.
12. Aozomb éta spiou d’ann dén reiz, ô véza ma eo didalvez évid-omp. Mar teû da énébi hon ôberiou, mar tamall d’é-omp terridigez al lézen, ha ma vézéka ac’hanomp ô wall-gomza diwar-benn hor buézégez ;
13. Éma enn-han̄, war hé vénô, gwiziégez Doué, ha mâb Doué en em c’halv.
14. Deûed eo da gélenner d’hor ménosiou hô-unan.
15. Ar gwél anézhan̄ a zô kasauz d’é-omp, ô véza ma eo dishén̄vel hé vuez diouc’h hini ar ré all, ha ma heûl hen̄chou all.
16. Ével louaded omp sellet gan̄t-han̄, pellaad a ra diouc’h hon hen̄chou ével diouc’h eunn dra saotr, gwell é kâv marô ar ré reiz, ha fougéa a râ ô lavarout pénaoz eo Doué hé dâd.
17. Gwélomb éta hag hen zô gwîr ar péz a lavar, arnodomp ar péz a c’hoarvézô gan̄t-han̄, hag é wézimp pétrâ é vézô hé zivez.
18. Râk mar d-eo gwir vâb Doué, Doué a zifennô anézhan̄, hag a dennô anézhan̄ eûz a zaouarn hé énébourien.
19. Arvestomp-hén̄ gan̄d ann dismégan̄s hag ann en̄krez, évit ma anavézimp hé gun̄vélez, ha ma arnodimp hé habaskded.
20. Barnomp-hén̄ d’ar marô mézusa : râg hervez hé lavariou é vézô sellet gan̄d azaouez out-han̄.
21. Ével-sé hô deûz mennet, hag hô deûz faziet : râg hô drougiez é deûz hô dallet.
22. N’hô deûz két anavézet sékréjou Doué ; n’hô deûz két gédet gôbr ar ré reiz ; n’hô deûz két gréat a stâd eûz a énor ann énéou san̄tel.
23. Râk peûr-baduz en deûz Doué krouet ann dén, ha diouc’h skeuden hé hévélédigez en deûz hé c’hréat.
24. Hôgen gan̄d érez ann diaoul eo deûet ar marô er béd.
25. Hag ar ré a zô a dû gan̄t-han̄, a ra ével-t-han̄.
1. Hôgen énéou ar ré reiz a zô é dourn Doué, hag en̄krez ar marô na gouézô két war-n-ézhô.
2. E doaré tûd varô é oant dirak daoulagad ann dûd direiz ; hag hô dilez eûz ar béd a zô bét sellet ével eur c’hlac’har ar vrasa ;
3. Hag hô rann diouz-omp ével eunn disman̄tr : hôgen hî a zô é péoc’h.
4. Ha ma hô deûz gouzan̄vet en̄krézou dirâg ann dûd, eûz ar beûr-badélez eo leûn hô géd.
5. Bihan eo bét hô glac’har, ha brâz é vézô hô gôbr ; râk Doué en deûz hô arnodet, hag en deûz hô c’havet din anézhan̄.
6. Hô arnodet en deûz ével ann aour er fournigel, hag ével hostiv eur sakrifiz-losk en deûz hô digéméret, hag eunn amzer a vézô é sellô out-hô gan̄t trugarez.
7. Ann dûd reiz a lugernô, ével elvennou a réd é-touez ar raos.
8. Hî a varnô ar brôadou, hag a aotrouniô ar boblou, hag hô Aotrou a rénô da-vikenn.
9. Ar ré a laka hô fisian̄s enn-han̄ a glévô ar wirionez ; hag ar ré a zô féal enn hé garan̄tez hô dévézô anézhan̄ ; râg ar rô hag ar péoc’h a zô évid hé ré zilennet.
10. Hôgen ar ré fallagr a vézô kastizet hervez hô ménosiou ; ô véza ma hô deûz dilézet ar reizded, ha ma in̄t pelléet diouc’h ann Aotrou.
11. Néb a zistol ar furnez hag ar c’hélen a zô réûzeûdik ; gwân eo hô géd, ha difrouez hô labouriou, ha didalvez hô ôberiou.
12. Diskian̄t eo hô gragez, ha gwall-zrouk hô bugalé.
13. Milliget eo hô gwenn ; euruz eo ann hini a zô bréc’han̄ ; ann hini a zô dizaotr, hag é deûz miret hé gwélé dinam, é dévézô hé gôbr, pa zellô Doué oud ann énéou san̄tel :
14. Eurus eo ivé ar spâz péhini n’en deûz két gréat a fallagriez gan̄d hé zourn, ha n’en deûz két bét a wall vénosiou a-énep Doué ; râk Doué a rôiô d’ézhan̄ évid hé féalded eunn dra dioc’h ann dibab hag eur gôbr ar brasa enn hé dempl.
15. Râk frouez al labouriou mâd a zô leûn a c’hloar, ha grisien ar furnez na zizec’h morsé.
16. Hôgen bugalé ann avoultrérien n’hô dévézô két eur vuez euruz, ha gwenn ar gwélé saotret a vézô kaset-da-gét.
17. Ha pa hô défé eur vuez hîr, é vézin̄t sellet ével nétrâ, hag hô c’hôzni hé-unan a vézô heb énor.
18. Mar marvon̄t ken̄toc’h, n’hô dévézô géd é-béd, hag enn deiz é péhini é vézô anavézet pép-trâ, n’hô dévézô két a fréalzidigez.
19. Râg ar wenn fallagr é dévézô eur gwall varô.
1. Péger kaer eo ar wenn c’hlân hag hi skéduz ; ann én̄vor anézhi a zô peûr-baduz ; hag énoruz eo dirâk Doué ha dirâg ann dûd.
2. Skouér a géméreur diout-hi pa éma bézan̄d, hag é keûzieur d’ézhi pa eo éat-kuît ; trec’hi a râ, hag eo kurunet da-vikenn goudé béza gounézet gan̄t-hi ar gôbr er stourm évid ar glanded.
3. Hôgen gwenn ar ré fallagr, péger paot-bennâg eo, a vézô didalvez, ar c’hreskou bastard na rôin̄t két a c’hrisiou doun, ha na zeûin̄t két da véza stard.
4. Ha mar taolon̄t skourrou gan̄d ann amzer, ô véza n’in̄t két grisiennet stard, é vézin̄t héjet gan̄d ann avel, ha gan̄t nerz ar barr-amzer é vézin̄t disgrisiennet.
5. Hô skourrou a vézô torret abars ma vézin̄t deûet d’hô c’hresk ; hô frouez na vézin̄t két mâd ; pût é vézin̄t d’ar génou, ha na vézin̄t mâd da nétrâ.
6. Râg ar vugalé a zô ganet diwar eur gwélé direiz, mar gréeur en̄klask diwar hô fenn, é teûon̄t da destou eûz a fallagriez hô zûd.
7. Hôgen ann dén reiz, mar d-eo saouzanet gan̄d ar marô, a vézô koulskoudé fréalzet.
8. Râg ar péz a laka ar gôzni da véza énoruz né két hirder ar vues, na niver ar bloavésiou ;
9. Hôgen poell ann dén a zô d’ézhan̄ ével bléô gwenn, hag eur vuez dinam ével eur gôzni eûruz.
10. Néb en deûz plijet da Zoué a zô bét dilennet gan̄t-han̄, hag hé zizouget en deôz, pa vévé é-touez ar béc’hérien.
11. Skrapet eo bét gan̄t-han̄ gan̄d aoun na vé bét saotret hé skian̄t gan̄d ann drougiez, ha na vé bét saouzanet hé éné gan̄d ann touellérez.
12. Râk strôbinel ar vibiliez a dén̄vala ar mâd, ha diboell ar wall-ioul a ziskar ar spéred dizroug.
13. Pétrâ-bennag ma en deûz bévet berr amzer, en deûz leûniet eur vuez hîr.
14. Râg hé éné a oa kavet mâd gan̄t Doué ; râk-sé eo en em hastet d’hé denna eûz a greiz ar fallagriez. Ar boblou a wél kémen̄t-sé, ha na boellon̄t két ; na zeû két enn hô ménoz,
15. Pénaoz éma grâs Doué hag hé drugarez war hé zen̄t, hag hé azaouez war hé ré zilennet.
16. Hôgen ann dén reiz marô a damall ar ré fallagr béô ; hag ar iaouan̄ktiz tréménet buhan a damall buez hîr ann dén direiz.
17. Râk hî a wélô marô ann dén fûr, ha na boellin̄t két pétrâ en dévézô mennet Doué diwar hé benn, ha pérâg en dévézô ann Aotrou hé gennerzet.
18. Hi a wélô, hag a zisprizô anézhan̄ ; hôgen ann Aotrou a rai goab anézhô.
19. Goudé-zé é varvin̄t héb énor, hag éz ain̄t é-touez ar ré varô enn eur vézégez peûr-baduz ; râg ann Aotrou a vrévô anézhô, hag hô lakai da véza mézek ha mûd ; hô héja a rai bétég ann diazéz, ha bétég ann divéza glac’har é kasô anézhô ; keina a rain̄t, hag ann én̄vor anézhô a vézô kollet.
20. Leûn a spoun̄t é teûin̄t pa hô dévézô koun eûz hô féc’héjou, hag hô fallagriézou a zavô da damall enn hô énep.
1. Neûzé ar ré reiz a zavô gan̄d eunn herder brâz a-éneb ar ré hô dévézô aozet spiou out-hô, hag hô dévézô lamet diout-hô frouez hô labouriou.
2. Ar ré zireiz ô wélout kémen̄t-sé a vézô spoun̄tet-brâz, hag a vézô souézet pa wélin̄t ar ré reiz salvet.
3. Hag é livirin̄t enn-hô hô-unan, gan̄d ar c’heûz, ha gan̄d ann an̄ken a waskô war hô c’haloun : Ar ré-zé eo a béré hon eûz gwéc’hall gréat goab, ha péré hon eûz gôlôet a vézégez.
4. Pégen diskian̄t é oamp ; hô buez a zellemp ével eur follen̄tez, hag hô marô ével eunn drâ héb énor.
5. Chétu koulskoudé émin̄t nivéret é-touez bugalé Doué, hag hô lôd a zô é-touez ar zen̄t.
6. Faziet omb éta eûz a hen̄t ar wirionez, goulou ar reiz n’en deûz két luc’het évid-omp, hag héol ar furnez né két bét savet war-n-omp.
7. Skuizet omb bét é hen̄t ar fallagriez hag ar gollidigez, é hen̄c’hou diez hon eûz baléet, ha n’hon eûz két anavézet hen̄t ann Aotrou.
8. Pétrâ eo talvézet d’é-omp hor rogen̄tez ? Pé da bétrâ eo bét mâd d’é-omp fougé hor madou ?
9. Râk tréménet eo kémen̄t-sé ével eur skeûd, hag ével eur réder a ia ébiou ;
10. Pé ével eul léstr a ia a-dreûz d’ar c’hoummou kéflusket, a béhini na gaveur két al lerc’h, goudé ma eo tréménet, na doaré é-béd anézhan̄ war ar c’hoummou ;
11. Pé ével eunn evn, a nich enn éar, hag a béhini na gaveur rouden é-béd ; hôgen hép-kén trouz hé ziou-askel a skô war ann éar, hag a rann anézhan̄ gan̄t strîv ; goudé ma eo tréménet oc’h héja hé ziou-askel, na gaveur arouéz é-béd eûz hé drémen ;
12. Pé ével eur zaez a zô bét tennet étrézé hé léac’h ; ann éar a oa bét rannet en em framm râk-tâl, hép ma anavézeur dré béléac’h eo tréménet.
13. Ével-sé a véac’h ma omp ganet, ma hon eûz éhanet da véza : n’hon eûz gellet diskouéza arouéz é-béd eûz hon nerz, hag omb bét bévézet gan̄d hon drougiez.
14. Chétu pétrâ a lavarô ar béc’herien enn ifern.
15. Râg géd ann dén fallagr a zô ével ar plouz a zô savet gan̄d ann avel ; hag ével ann éon skan̄v a zô skiñet gan̄d ann arné, hag ével ar môged a zô bévézet gan̄d ann avel ; hag ével én̄vor eunn tréméniad ha na choum néméd eunn dervez.
16. Hôgen ar ré reiz a vévô da-vikenn ; é tî ann Aotrou é vézô hô gôbr, hag ar c’houn anézhô é tî ann Uc’hel-meûrbéd.
17. Râk-sé é vézô rôet d’ézhô gan̄d dourn ann Aotrou eur rouan̄télez gaer, hag eur gurunen skéduz : râg hô gôlei a rai gan̄d hé zourn déou, hag é tiwallô anézhô gan̄d hé vréac’h zan̄tel.
18. Hé oaz a gémérô hé armou, hag éc’h armô hé grouadurien évid en em ven̄ji eûz hé enébourien.
19. Da harnez é kémérô ar reizded, ha da dôk-houarn eur varn gwîr.
20. Kéméroud a rai ann éeunder ével eunn diren didreûzuz.
21. Hôgen lemma a rai hé vuanégez didruez é-c’hîz eur goaf, hag ar béd holl a stourmô gan̄t-han̄ a-éneb ar ré ziskian̄t.
22. Ar c’hurunou a iélô râg-éeun étrézég enn-hô ; hag hî a vézô bannet eûz ar c’hoabr ével saésiou eur warek steñet-kaer, hag é kouézin̄t war eul léac’h merket.
23. Buanégez Doué, ker kalet hag ar méan, a gasô kazarc’h out-hô ; ar môr a daolô out-hô hé zour gwennet, hag ar steriou a zic’hlannô gan̄t frouden.
24. Eunn avel gré a savô out-hô, hag a skiñô anézhô ével eur gourven̄ten ; hô fallagriez a gasô ann douar holl da eunn distrô, hag hô drougiez a ziskarô trôn ar ré c’halloudek.
1. Gwell eo ar furnez égéd ann nerz ; ha gwell eo ann dén fur égéd ann dén kré.
2. Klevid éta, rouéed, ha poellit ; deskit, barnérien ann douar.
3. Rôit skouarn, c’houi péré a rén ar boblou, hag a zô fougé gan-é-hoc’h kaout ar brôadou dindân hô kalloud.
4. Râg ar galloud a zô bét rôet d’é-hoc’h gan̄d ann Aotrou, hag ann nerz gan̄d ann Uc’hel-meûrbéd, péhini a en̄klaskô hoc’h ôberiou, hag a furchô hô ménosiou :
5. O véza, pa oc’h ministred hé rouan̄télez, n’hoc’h eûz két barnet gan̄d éeunder, n’hoc’h eûz két miret lézen ar reizded, ha n’hoc’h eûz két baléet hervez ioul Doué.
6. Enn eunn doaré spoun̄tuz hag abarz némeûr en em ziskouézô d’é-hoc’h : râg eur varn didruez a rai d’ar ré a rén ar ré all.
7. Râk trugarez a gâv ar ré zister ; hôgen ar ré c’halloudek a vézô en̄krézet gan̄t kalz a c’harvder.
8. Râg Doué n’en dévézô azaouez é-béd évid dén ; ha na zoujô brasder hini é-béd : râg ar ré vihan en deûz gréat kerkoulz hag ar ré vrâs : hag hé bréder a laka enn holl.
9. Hôgen ar brasa en̄krézou a zô miret évid ar ré vrasa.
10. Évid-hoc’h éta, ô rouéed, eo ar geriou-man̄ d’in, évit ma teskot ar furnez, ha na bellaot két diout-hi.
11. Râg ar ré hô dévézô heûliet ar reiz gan̄t reizded, a vézô san̄télet ; hag ar ré hô dévézô desket kémen̄t-man̄, a gavô péadrâ d’en em zifenni.
12. Ioulit éta va lavariou, karit-hô, hag hô pézô ar gelennadurez.
13. Splann eo ar furnez, ha na zeû morsé da wén̄vi ; ar ré hé c’hâr, hé gwél hép poan, hag ar ré hé c’hlask, hé c’hâv.
14. Diaraogi a râ ar ré a c’hoan̄ta anézhi, hag hi en em ziskouéz d’ézhô da-gen̄ta.
15. Néb a veḻ diouc’h ar min̄tin évid hé c’haout, n’en dévézô két a boan ; hé c’havout a rai azézet é-tâl hé zôr.
16. Lakaad hé vénoz enn-hi eo éta eur furnez klôk ; hag ann hini a veḻô évit-hi, a vézô buhan enn éhan.
17. Râg hî a drô hé-unan a bép tû, évit klaskout ar ré a zellez anézhi : en em ziskouéza a râ d’ézhô gan̄d dudi enn hé hen̄c’hou, hag éz a d’hô diambrouga gan̄d hé holl râg-gwél.
18. Râg-hé dérou eo ar c’hoan̄t eûz ar gélennadurez.
19. Préder ar gélennadurez eo ar garan̄tez : hag ar garan̄tez eo sévénidigez hé lézennou ; hôgen sévénidigez hé lézennou eo stardérez ar glanded.
20. Hag ar glanded-zé a dôsta ann dén ouc’h Doué.
21. Ével-sé ioul ar furnez a gâs d’ar rouan̄télez peûr-baduz.
22. Ma en̄klasïit éta ann trônou, hag ar gwaliñer-roué, ô rouéed ar boblou, karit ar furnez, hag é rénot da-vikenn.
23. Karit goulou ar furnez, c’houi holl péré a rén war ar boblou.
24. Diskouéza a rinn bréma pétrâ eo ar furnez, ha pénaoz eo deûet ; ha na guzinn két ouz-oc’h sékréjou Doué ; hôgen mé a en̄klaskô abaoé ma eo ganet hî ; hé rei a rinn da anaout splann, ha n’az inn két enn tû all d’ar wirionez.
25. Na gerzinn két enn hévéleb hen̄t gan̄d ann hini a zô dizéc’het gan̄d ann erez : râg eunn dén enn doaré-zé n’en dévézô két hé lôd er furnez.
26. Hôgen al lôd brâz a dûd fûr eo silvidigez ar béd ; hag eur roué fûr eo skoazel hé bobl.
27. Kémérid éta ar gélennadarez gan̄t va lavariou, hag é talvézô d’é-hoc’h.
1. Va-unan ounn eunn dén marvel, hén̄vel oud ar ré all holl, deûet eûz a wenn ann hini a oé bét gréat gan̄d douar ; va c’hîg a zô bét doareet é kôv va mamm,
2. A-héd dék miz ; hag ounn bét gréat gan̄d eur goad kaoulédet, ha gan̄t gwenn ar goâz, é éhan ar c’housk.
3. Pa ounn bét ganet em eûz kéméret ann éar boutin gan̄d ann holl, hag enn hévélep douar ounn kouézet ; hag eur vouéz lén̄vus em eûz rôet da glevout ével ar ré all holl.
4. Enn trézennou ounn bét lékéat, ha gan̄t kalz a bréder ounn bét maget.
5. Râk n’eûz roué é-béd a gémen̄t a zô bét ganet enn eunn doaré all.
6. Évid ann holl n’eûz néméd eunn doaré évid don̄d er vuez, hag eunn doaré évid mon̄d er-méaz.
7. Râk-sé em eûs c’hoan̄téet ar skian̄t, hag eo bét rôet d’in : pédet em eûz, hag ar spéred a furnez a zô deûet enn-oun.
8. Gwell em eûz hé c’havet égéd ar rouan̄télésiou hag ann trôniou, hag em eûz krédet penaoz ar madou ne oan̄t nétrâ enn hé c’héfer.
9. N’em eûz két lékéat keit hag hi ar vein talvouduz-brâz ; ann holl aour enn hé c’héfer n’eo néméd eunn nébeût tréaz ; hag ann arc’han̄t dira-z-hi a vézô sellet ével prî.
10. Dreist ar iéc’hed hag ar géned em eûz hé c’haret ; hag em eûz lékéat em penn hé c’hémérout da c’houlou : râk né d-eo két évit béza mouget hé sklerder.
11. Gan̄t-hi eo deûet d’in ann holl vadou, hag eur binvidigez vrâz ha diven̄t é deûz rôet d’in.
12. En em laouénéet ounn é kémen̄t-sé ; ô véza m’az éa em raok ar furnez-zé, pétrâ-bennâg na wienn két pénaos é oa mamm d’ann holl draou-zé.
13. Hé desket em eûz hép distrô, hag héb érez hé rôann da anaout, ha na guzann két hé finvidigez vrâz.
14. Râg eunn ten̄zor diven̄t eo évid ann dûd ; hag ar ré hô deûz bét hô lôd anézhan̄, a zô bét karet gan̄d Doué, hag a zô deûet da véza prizet dré ar péz hô deûz bét digan̄t ar gélennadurez.
15. Hôgen Doué en deûz va lékéat da gomza hervez ar skian̄t, ha da gaout ménosiou dellézus eûz ar péz a zô bét rôet d’in ; râg hén̄ enn-déeun eo réner ar furnez, ha kélenner ar ré fûr :
16. Râg enn hé zourn émomp, nî, hag hol lavariou, hag ann holl furnez, hag ar wiziégez, hag ar gélennadurez eûz ann ôberiou.
17. Râg hén̄ hé-unan eo en deûz rôet d’in ar wir wiziégez eûz ar péz a zô ; évit ma teûjenn da anaout reiz ar béd, ha galloudou ann elfennou,
18. Ann dérou, ann divez, hag ar c’hreiz eûz ann amzériou, ar c’hemmou eûz a drôiou ann héol, ann drô hag ann distrô eûz ann amzériou,
19. Réd ar bloavésiou, ha reiz ar stéred,
20. Aoz ann anévaled, ha techou al loéned, nerz ann avélou, ha ménosiou ann dûd, dishévéligez ar gwézigou.
21. Desket em eûz kémen̄d a oa kuzet, ha na oa két bét c’hoaz disklériet ; râg ar furnez hé-unan péhini é deûz krouet pép-trâ é deûz hé zesket d’in.
22. Râg enn-hi éz eûz eur spéred fur, san̄tel, dispar, paottuz, gwén, élavar, eskuit, dinam, splann, kûn̄, miñoun d’ar mâd, lemm, na hell béza dalc’het gan̄t nétrâ, madek,
23. Hégarad, habask, digéflusk, diarvaruz, sioul, a hell pép-trâ, a wél pép-trâ, a zalc’h enn-han̄ ann holl spéréjou, anat, glân, gwén.
24. Eskuitoc’h eo ar furnez égéd ann traou ar ré eskuita ; dré holl e tîz enn abek d’hé glanded.
25. Ann aézen a zô eûz a nerz Doué, hag ann diskarg glân eûz a sklerder ann Holl-c’halloudek : râk-sé né gaveur enn-hi nétrâ a zic’hlan ;
26. O véza ma eo ar skéd eûz ar goulou peûr-baduz, ar mellézour dinam eûz a veûrdez Doué, ha skeûden hé vadélez.
27. Hag ô véza ma eo unan hép-kén, é hell pép-trâ : hag ô choum enn-hi hé-unan é teû da névézi pép-trâ, hag é-touez ar brôadou en em skiñ enn énéou san̄tel, hag é toaré miñouned Doué hag ar broféded.
28. Râk Doué na gâr néméd ann hini a choum gan̄d ar furnez.
29. Kaéroc’h eo hî égéd ann héol, hag uc’héloc’h égéd ann holl stéred ; ma hé lékeur tôst d’ar goulou, é vézô kavet dreist-han̄ ;
30. Râg ann nôz a zeû goudé ann deiz ; hôgen ann drougiez na hell két trec’hi ar furnez.
1. Ar furnez a dîz gan̄t nerz eûz a eur penn d’ar penn all ; gan̄t kun̄vélez éc’h aoz pép-trâ.
2. Hé c’haret em eûz, hé c’hlasket em eûz aba ma oann iaouan̄k ; poelladet em eûz hé c’haout da c’hrég, hag em eûz en̄klasket hé c’haerded.
3. Diskouéza a râ gloar hé fenn-ahek, ô véza ma eo unvanet strîz gan̄d Doué : ha ma eo karet gan̄d ann hini a zô ann Aotrou eûz a bép trâ.
4. Hî eo a zesk kélennadurez Doué, hag a reiz hé ôberiou.
5. Ma c’hoan̄taeur madou ar vuez, pétrâ a zô pinvidikoc’h égéd ar furnez, péhini a râ pép-trâ ?
6. Mar grâ eunn dra spéred ann dén, piou en deûz muioc’h a lôd enn ôber-zé égét hi ?
7. Mar kâr eur ré ar reiz ; hî eo c’hoaz a rô ann dellidou brâz : hî eo a zesk ann dalc’h, ar poell, ar reiz, hag ann nerz, péré eo ann traou talvoudusa d’ann dén er béd-man̄.
8. Ma choan̄ta eur ré dounder ar wiziégez ; hî a oar ar péz a zô tréménet, hag a oar ar péz a zô da zon̄t : hî a oar trôidellou al lavariou, ha displégou ar parabolennou : hî a oar ann arouésiou hag ar burzudou abarz ma c’hoarvézon̄t, hag ivé darvoudou ann amzériou hag ar c’han̄tvédou.
9. Lékéat em eûz éta em penn hé c’hémérout da eil em buez ; pa ouzoun pénaoz é rôi lôd d’in eûz hé madou, hag é vézô va fréalzidigez em poaniou hag em doaniou.
10. Gan̄t-hi em bézô brûd-vâd é-touez ar boblou, hag énor é-touez ar ré gôz, pétrâ-bennâg ma ounn iaouan̄k.
11. Lemm é vézô kavet va spéred er varn ; souézuz é vézinn kavet dirâg ar ré c’halloudek, hag ar brin̄sed a ziskouézô hô estlamm war hô dremm.
12. Pa davinn é c’hortozin̄t ma komzinn ; pa gomzinn é sellin̄t-pîz ouz-in ; ha pa brézéginn, é lakain̄t hô dourn war hô génou.
13. Gan̄t-hi eo em bézô ar beûr-badélez, hag é lézinn eunn hanô peûr-baduz d’ar ré a zeûi va-goudé.
14. Ar boblou a réninn ; hag ar brôadou a vézô dindân va galloud.
15. Ar rouéed ar ré gréva a vézô spoun̄tet, pa glevin̄t komza diwar va fenn ; mé a ziskouézô pénaoz ounn mâd é-kén̄ver va fobl, ha galloudek er brézel.
16. P’az inn em zî, éc’h éhaninn gan̄t-hi : râg hé frézégen né két c’houerô, na doaniuz hé darempred ; hôgen laouénidigez ha dudi in̄t.
17. Hôgen ô venna kémen̄t-sé, oc’h hé boelladi em c’haloun, ô véza ma éma ar beûr-badélez kévret gan̄d ar furnez,
18. Eunn dudi brâz enn hé c’haran̄tez, pinvidigézou diniver é ôberiou hé daouarn, ar poell é stourmou hé lavariou, hag eur c’hloar vrâz é roidigez hé lavariou ; em eûz hé c’hlasket trô-war-drô, évid hé c’hémérout évidoun.
19. Hôgen eur bugel gwén é oann, hag eunn éné mâd em bôa bét.
20. Hag ô ton̄t da véza mâd mui-oc’h-vui, ounn deûet enn eur c’horf dizaotr.
21. Hag ô véza ma wienn pénaoz na hellenn két kaout ann dalc’h, némét rôet é vé bét d’in gan̄d Doué ; hag ar furnez é oa gouzout a béhini é teûé ar ré-zé, é komziz ouc’h ann Aotrou, é pédiz anézhan̄, hag é liviriz d’ézhan̄ a greiz va c’haloun :
1. Doué va zadou, Aotrou a drugarez, té péhini éc’h eûz gréat pép-trâ gan̄d da c’hér,
2. Té péhini éc’h eûz doaréet ann dén gan̄d da furnez, évit ma en dévijé ann aotrouniez war ar grouadurien éc’h eûz gréat,
3. Évit ma renché ar béd gan̄d éeunder ha gan̄t reizded, ha ma tougché hé varnou enn éeunder hé galoun ;
4. Rô d’in ar furnez a zô azézet gan-éz wâr da drôn, ha n’am distol két eûz a douez da vugalé ;
5. Râk da zervicher ounn, ha mâb da vatez, eunn dén gwân, a vuez verr, ha dic’halloudek é-kén̄ver ar furnez eûz ar varn hag eûz al lézennou.
6. Râg ha pa vé eur ré gwiziek-brâz é-touez ann dûd, ma n’éma két da furnez enn-han̄, ével nétrâ é vézô sellet.
7. Va dilennet éc’h eûz da roué d’as pobl, ha da varner d’as mipien ha d’as merc’hed :
8. Lavaret éc’h eûz d’in sével eunn templ war da vénez san̄tel, hag eunn aoter er géar é péhini é choumez, hén̄vel oud da dabernakl san̄tel, éc’h eûz aozet adaleg ar penn-ken̄ta :
9. Ha da furnez pehini a zô gan-éz, eo ann hini a anavez da ôberiou, ann hini a oa énô dira-z-oud pa éc’h eûz gréat ar béd, hag a oar pétrâ a zô mâd dirâk da zaoulagad, ha pétrâ eo éeunder da gémennou.
10. Kâs-hi eûz ann én̄vou da zan̄tuar, hag eûz a drôn da veûrded, évit ma vézô ha ma labourô gan-én, ha ma wézinn pétrâ a zô kavet mâd gan-éz.
11. Râg hî a oar hag a boell pép-trâ ; va c’hâs a rai em ôberiou gan̄d évez-mâd, hag é tiwallô ac’hanoun gan̄d hé galloud.
12. Ha va ôberiou a vézô hétuz d’id ; hag é réninn va fobl gan̄t reiz, hag é vézinn dîn eûz a drôn va zâd.
13. Râk piou eo ann dén a helfé anaout ménoz Doué ? Pé piou a helfé gouzout pétrâ a fell da Zoué ?
14. Râk ménosiou ann dûd a zô abaf, hag hor ken̄t-gwélou a zô arvaruz.
15. Râg ar c’horf péhini en em zaotr a bounnéra ann éné, hag ann ti douar-zé a wask war ar spéred enn niver brâz a bréderiou.
16. Diez eo d’é-omp gouzout ar péz a zô war ann douar ; hag a véac’h eo mar gwélomp ar péz a zô dira-z-omp. Hôgen piou a hellô gwélout ar péz a zô enn en̄vou ?
17. Hôgen piou a anavézô da vénoz, ma na rôez da-unan ar furnez, ha ma na gasez da spéred san̄tel eûz ann uc’héla eûz ann én̄vou ;
18. Évit ma éeunô raven̄c’hou ar ré a zô war ann douar, ha ma teskô ann dûd pétrâ a zô hétuz d’id ?
19. Râk dré ar furnez eo eo bét iac’héet ar ré holl péré hô deûz plijet d’id adaleg ar penn-ken̄ta.
1. Hi eo é deûz miret ann hini en dôa doaréet Doué da gen̄ta, évit béza da dâd d’ar béd, pa na oa krouet némét-han̄.
2. Hag hî eo a dennaz anézhan̄ eûz hé béc’hed, hag a rôaz drézhan̄ ann nerz da réna pép-trâ.
3. Pa en em rannaz diout-hi ann dén direiz enn hé vuanégez, é réaz eur gwall zivez ô laza hé vreûr.
4. Ha pa zeûaz ann dour da veûzi ann douar enn abek d’ézhan̄, ar furnez hé zavétéaz a-névez, ô réna ann dén reiz gan̄d eur c’hoad displéd.
5. Ha pa zispac’haz kévret ar brôadou évid en em rei d’ann drouk, hi eo a anavézaz ann dén reiz, hag a viras anézhan̄ dinam dirâk Doué, hag a rôaz d’ézhan̄ ann nerz da drec’hi hé garan̄tez évid hé vâb.
6. Hî eo a zieûbaz ann dén reiz pa dec’hé eûz a douez ar ré fallagr, péré a oé dispennet gan̄d ann tân a gouézaz war ar bemp kéar.
7. Hag enn én̄vor eûz hô fallagriez é tivôgéd c’hoaz ann douar-zé a zô choumet dizud, é toug ar gwéz frouez ha na zarévon̄t két, hag é péléac’h é wéleur eur skeûden c’hoalen a zô da én̄vor eûz a eunn éné diskrédik.
8. Râg ar ré hô deûz dilézet ar furnez, a zô kouézet é diwiziégez ar mâd, hag hô deûz lézet d’ann dûd ann én̄vor eûz hô follen̄tez, hép na hell béza bét kuzet hô féc’héjou.
9. Hôgen ar furnez é deûz tennet eûz hô foaniou ar ré hô deûz hé miret.
10. Hî eo é deûz kaset dré hen̄chou éeun ann dén reiz pa dec’hé diouc’h buanégez hé vreûr, hag é deûz diskouézet d’ézhan̄ rouan̄télez Doué, hag é deûz rôet d’ézhan̄ gwiziégez ar zen̄t ; hé binvidikéet é deûz enn hé labouriou, hag é deûz rôet d’ézhan̄ ar frouez anézhô.
11. Hé skoazellet é deûz a-éneb ar ré a fellé d’ézhô hé douella, hag é deûz hé binvidikéet.
12. Hé viret é deûz diouc’h hé énébourien, hé ziwallet é deûz diouc’h hé douellérien, hag hé lékéat é deûz da drec’hi enn eur stourm kré, évit ma oufé péoaos ar furnez a zô galloudusoc’h égét pép-trâ.
13. Hî eo péhini n’é deûs két dilézet ann dén reiz pa eo bét gwerzet, hag é deûz hé dennet eûz a zaouarn ar béc’herien : diskennet eo bét gan̄t-han̄ er poull,
14. Ha n’é deûz két hé zilézet er chadennou, kén n’é deûz rôet d’ézhan̄ ar walen roué, hag ar galloud a-éneb ar ré hô dôa hé wall-gaset ; da c’haouiaded é deûz lékéat ar ré hô dôa hé wallet, hag é deûz rôet d’ézhan̄ eunn hanô peûr-baduz :
15. Hî eo é deûz dieûbet ar bobl reiz, ar wenn didamall, eûz ar vrôad a wall-gasé anézhan̄.
16. Mon̄d a réaz é éné eur servicher Doué, hag é savaz gan̄d arouésiou ha barzudou a-énep da rouéed doujuz-brâz.
17. Rôet é deûz d’ar ré reiz gôbr hô labouriou, hag hô c’haset é deûz enn eunn hen̄t estlammuz : bét eo d’ézhô ével eur wél é-pâd ann deiz, hag ével goulou ar stéred é-pâd ann nôz.
18. Hô c’haset é deûz d’ar môr Rûz, hag hô lékéat é deûz da dreûzi kalz douréier.
19. Hô énébourien é deûz beûzet er môr, ha marô é deûz hô zennet eûz ar gwéled. Ével-sé ar ré reiz hô deûz digaset dibourc’hou ar ré fallagr.
20. Hag hî hô deûz kanet, Aotrou, da hanô san̄tel, hag hô deûz meûlet kévret da zourn gounidek :
21. Râg ar furnez é deûz digoret génou ar ré vûd, hag é deûz lékéat da véza élavar génou ar vugaligou.
1. Hô c’haset é deûz enn hô ôberiou gan̄d eur profed san̄tel.
2. Kerzet hô deûz a-dreûz lec’hiou distrô, hag a oa dizud : hag é lec’hiou distrô hô deûz steñet hô zeltou.
3. Oud hô énébourien in̄t bét savet, ha tréac’h in̄t bét d’ézhô.
4. Séc’hed hô deûz bét, hag hô deûz da bédet ; ha té éc’h eûz rôet d’ézhô eûz a eur roc’h uc’hel, hag hô zéc’hed a zô bét torret gan̄d eur méan kalet.
5. Râg ével ma oa kastizet hô énébourien, pa na gaven̄t két a zour, enn hévéleb amzer ma en em laouénéé bugalé Israel ô véza ma hô dôa hô gwalc’h a zour,
6. Hén̄ a réaz vâd d’hé dûd neûzé, ô rei d’ézhô dour, pa hô dôa ézomm.
7. Ével-sé é-léac’h douréier eur ster hag a rédé bépréd, éc’h eûz rôet goad dén da éva d’ar ré zireiz.
8. Hag é-léac’h ma varvé ar ré-man̄ enn abek d’ar vugalé hô dôa lazet, éc’h eûz rôet d’as tûd dour a-walc’h pa n’hé c’héden̄t két ;
9. O tiskouéza dré ar zéc’hed a c’hoarvézaz neûzé, pénaoz é savez da dûd, hag é lékéez da vervel hô énébourien.
10. Râg goudé ma eo bét arnodet da ré, hôgen gan̄d eur c’hastiz leûn a drugarez, hô deûz anavézet pénaoz éc’h en̄krézez ar ré fallagr, oc’h hô barna enn da frouden.
11. Ar ré-man̄ éc’h eûz arnodet ével eunn tâd péhini a gélen, ar ré-zé éc’h eûz kastizet ével eur roué a varn gan̄t garven̄tez.
12. Râk pé é oan̄t gan̄t-hô, pé né oan̄t két, in̄t bét en̄krézet.
13. Diou zoan ha daou geinvan hô dôa, pa zeûé da goun d’ézhô ar péz a oa treménet.
14. Pa glevc’hon̄t pénaoz ar péz en dôa hô en̄krézet a oa deûet da vâd évid ar ré all, éc’h anavézchon̄t ann Aotrou, souézet ma oan̄t gan̄d digwéz ann traou.
15. Enn divez é selchon̄t gan̄t souéz oud ann hini a béhini hô dôa gréat goab, enn abek d’ar gwall zilez a oa bét gréat anézhan̄ pa wélchon̄t pénaoz é oa dishen̄vel hô zéc’hed diouc’h hini ar ré reiz.
16. Hag ô véza ma eo hét fellet d’id kastiza ar ménosiou diskian̄t eûz a fallagriez ar boblou-zé, ha dirollou lôd anézhô péré a azeûlé aéred mûd, ha loéned displéd, éc’h eûz kaset d’ézhô évid en em ven̄ji, eul lôd brâz a loéned vûd :
17. Évit ma wézchen̄t pénaoz pép-hini a zô en̄krézet gan̄d ar péz gan̄t péhini en deûz péc’het.
18. Râk né oa két diez d’as dourn galloudek, péhini en deûz krouet ar béd gan̄d eunn danvez dizoaré, kâs out-hô eul lôd brâz a oursed, pé a léoned férô,
19. Pé loéned eûz a eur wenn névez ha dianaf, leûn a frouden, péré a daolché flammou eûz hô difron, pé a fenché eur môged dû, pé a strin̄kché eûz hô daoulagad elvennou tân hag hî eûzuz ;
20. Péré hô dévijé gellet hô laza gan̄d hô den̄t, pé hô lakaad da vervel gan̄d ar spoun̄t oc’h hô gwélout.
21. Hép-sé zô-kén é hellen̄t béza lazet gan̄d eur c’houézaden, gan̄d ann heskin eûz hô gwallou hô-unan, ha diskaret gan̄d ar c’houéz eûz da c’halloud : hôgen té a reiz pép-trâ gan̄t men̄t, gan̄t niver, ha gan̄t poéz.
22. Râg ar véli vrâz a zô d’id da-unan, hag a choum bépréd gan-éz : ha piou a hellô énébi oud da vréac’h ?
23. Ar béd holl a zô dira-z-oud ével eur poéz bihan a lékéeur er valan̄s, hag ével eur banné glîz a gouéz war ann douar diouc’h ar min̄tin.
24. Hôgen truez éc’h eûz oud ann dûd holl, ô véza ma hellez pép-trâ, hag é c’hôlôez hô féc’héjou évit ma rain̄t pinijen.
25. Râk té a gâr kémen̄d a zô, ha na gasaez nétrâ eûz a gémen̄t éc’h eût gréat ; râk ma éz pijé hé gaséet, n’az pijé két hé c’hréat.
26. Pétrâ a helfé padout, ma na felfé két d’id ? Pé a helfé en em virout hép da urs ?
27. Habask oud é-kén̄ver ann holl, ô véza ma eo pép-trâ d’id, ô Aotrou, péhini a gâr ann énéou.
1. O Aotrou, péger mad eo da spéred, ha péger kun̄ eo é pép-trâ !
2. Râk-sé eo é kastizez nébeûd-a-nébeûd ar ré a fazi ; hag é kélennez hag é ken̄téliez ar ré hô deûz péc’het ; évit ma tilézin̄t ann drouk, ha ma krédin̄t enn-od, Aotrou.
3. Té a argarzé ar ré a choumé ken̄t enn da zouar san̄tel,
4. O véza ma réan̄t ôberiou kasauz gan̄t strôbinellou ha gan̄t sakrifisou fallagr,
5. Ma lazen̄t hép truez hô bugalé hô-unan, ma tebren̄t bouzellou ann dûd, ma loun̄ken̄t ar goâd a-énep d’as gourc’hémenn san̄tel ;
6. Ha m’az oan̄t kévret ann tadou hag al lazerien-mâb eûz ann énéou dilézet ; hag eo bét fellet d’id hô c’holl dré zaouarn hon tadou,
7. Évit ma teûjé ann douar-zé, péhini eo ar muia-karet gan-éz, da véza da zigwéz dellézuz da vugalé Doué.
8. Hôgen hô espernet éc’h eûz ével tûd m’az oan̄t, hag éc’h eûz kaset gwesped ével ar réderien é-raok da armé, évit ma hô dispenchen̄t a-nébeûd-é-nébeût.
9. Né két n’az pijé gellet lakaad da bléga gan̄d ar brézel ar ré fallagr dindân ar ré reiz, pé hô dispenna gan̄d al loéned ferô, pé gan̄d eur gér garô ac’hanod :
10. Hôgen oc’h hô barna a-zez-é-dez, é rôez léac’h d’ézhô da ôber pinijen, pétrâ-bennâg ma wiez pénaoz é oa eur gwall vrôad, ha ma oa hô drougiez enn hô aoz, ha na zistrôjé bikenn hô gwall vénoz :
11. Râg hô gwenn a oa milliget adaleg ar penn-ken̄ta : hag oc’h hô espernout evel-sé enn hô féc’héjou, n’ez pôa aoun râk dén é-béd.
12. Râk piou a lavarô d’id : Pérâg éc’h eûs-té gréat ével sé ? Pé piou a zavô a énep da varn ? Pé piou en em ziskouézô dira-z-od évid difenni ann dûd fallagr ? Pé piou a damallô ac’hanod mar tispennez ar brôadou éz pôa krouet ?
13. Râg goudé té, péhini a lékéez da bréder enn holl dûd, n’eûz Doué all é-béd dirâk péhini é tléfez diskouéza pénaoz n’eûz nétrâ a zireiz er barnou a zougez.
14. N’eûz na roué na prin̄s a gémen̄d a helfé en̄klaskout pérâg é tispennez eur ré.
15. O véza éta ma oud reiz, é rénes pép-trâ gan̄t reizded ; hag é sellez ével eunn dra er-méaz eûz da c’halloud, tamalloud eur ré péhini na zellez két béza kastizet.
16. Râk da c’halloud eo ar penn-abek eûz ar reizded ; hag ô véza ma oud Aotrou ann holl, oud daman̄tuz é-kén̄ver ann holl.
17. Da c’halloud a ziskouézez, pa na grédeur két éz pé eur c’halloudégez vrâz, hag é vézékeez herder ar ré peré na anavézon̄t két ac’hanod.
18. Hôgen ô véza ma oud ann Aotrou galloudek, é varnez gan̄d habaskded, hag é rénez ac’hanomp gan̄t kalz a azaouez : râk pa giri é helli diskouéza da c’halloud.
19. Oc’h ôber ével-sé éc’h eûz desket d’as pobl pénaoz eo réd béza reiz hag hégarad ; hag eur géd mâd éc’h eûz rôet d’as pugalé ; pa eo gwîr pénaoz oc’h hô barna, é rôez léac’h d’ézhô da ôber pinijen goudé hô féc’héjou.
20. Râk pa éc’h eûz kastizet énébourien da zervicherien hag ar ré hô dôa dellézet ar marô, pa éc’h eûz gréat kémen̄t-sé gan̄t kémen̄d a azaouez, ô rei d’ézhô ann amzer hag al léac’h da hellout distrei eûz hô drougiez ;
21. Gan̄t péger brâz évez éc’h eûz-té barnet da vipien, da dadou péré éz pôa rôet da c’hér gan̄t lé, ô rei da c’héda d’ézhô madou ker braz ?
22. Pa rôez éta kélen d’é-omp, éc’h en̄krézez hon énébourien é meûr a zoaré, évit ma likiimb évez oud da vadélez enn da varnou, ha ma c’hédimp da drugarez, pa deûi d’hor barna.
23. Dré-zé d’ar ré hô dôa bévet enn diboell hag enn direiz, éc’h eûz rôet en̄krézou brâz gan̄d ar péz hô dôa azeûlet.
24. Râk pell-amzer hô dôa kerzet é hen̄t ar fazi, ô sellout ével douéed al loéned ar ré zispléta, hag ô véva ével bugalé diskian̄t.
25. Râk-sé éc’h eûz gréat goab anézhô, oc’h hô c’hastiza ével bugalé diskian̄t.
26. Hôgen ar ré péré n’in̄t két bét kastizet a-walc’h gan̄d ann dael ha gan̄d ar c’hrôz, hô deûz gouzan̄vet eur varn dîn eûz a eunn Doué.
27. Râk doaniet ô wélout pénaoz é oan̄t en̄krézet gan̄d ann traou a zellen̄t ével douéed, ha pénaoz é oan̄t dispennet gan̄t-hô, éc’h anavézchon̄t ar gwir Zoué, péhini na fellé két d’ézhô da anaout ken̄t ; hôgen gan̄d ann divéza barn é oen̄t mac’het.
1. Avel n’eo kén ann dûd péré na anavézon̄t két Doué, ha n’hô deûz két gellet poella, gan̄d ar madou a wéleur, ann hini a zô, ha n’hô deûz két anavézet ar C’hrouer, ô selloud oc’h hé ôberiou.
2. Hôgen hî hô deûz krédet pénaoz ann tân, pé ann avel, pé ann éar skan̄v, pé strollad ar stéred, pé loun̄k ann douréier, pé ann héol hag al loar, a oa ann douéed a réné ar bed holl.
3. Ma hô deûz krédet pénaoz é oa ar ré-man̄ douéed, ô véza ma oan̄t kaer ; gwézen̄t pégémen̄t eo kaéroc’h c’hoaz ann hini a zô hô Aotrou ; râk krouer ann holl gaerded eo en deûz gréat kémen̄t-sé holl.
4. Ma in̄t bét souézet gan̄t galloud hag ôberiou ar ré-man̄ ; ra boellin̄t ac’hanô pénaoz eo c’hoaz krévoc’h ann hini en deûz hô gréat.
5. Râg ar brasder hag ar c’haerder eûz ar c’hrouadur a rô da anaout ha da wélout ar c’hrouer anézhô ;
6. Hôgen né két c’hoaz kenn tamalluz ar ré-man̄ ; râk mar teûon̄t da fazia, eo martézé ô klask Doué, ha gan̄d ar c’hoan̄t d’hé gavout.
7. Hé glask a réon̄t ô véva é-kreiz hé ôberiou ; ha saouzanet in̄t gan̄d ar c’haerded eûz ann traou a wélon̄t.
8. Hôgen a-hen̄d-all na zellézon̄t két a drugarez.
9. Râk ma hô deûz bét gwiziégez a-walc’h évid anaout reiz ar béd, pénaoz n’hô deûs-hi két kavet éasoc’h c’hoaz ann hini a zô da Aotrou war-n-ézhan̄ !
10. Hôgen reûzeûdig eo, ha dic’héd néméd é-touez ar ré varô, ar ré péré a rô ann hanô a zouéed da ôberiou dourn ann dûd, d’ann aour ha d’ann arc’han̄t, da ijinou ar skian̄t, da skeûdennou al loened, ha da eur méan didalvez, labour eunn dourn ann amzer gôz.
11. Eul labourer gwén a drouc’h enn eur c’hoat eur wézen éeun ; hé diruska a râ gan̄d ijin, hag ô laboura diouc’h hé skian̄t, é râ gan̄t-hi eunn annez évid ézommou ar vuez.
12. Gan̄d ar péz a zô choumet goudé hé labour, é râ tân évid aoza hé voéd :
13. Hag ô wélout pénaoz ann dilerc’h eûz ar wézen n’eô mâd da nétrâ, ô véza ma eo eur c’hoat kroumm, ha leûn a skôdou, é kizell anézhan̄ gan̄t préder enn hé amzer gollet, hag é rô eunn doaré d’ézhan̄ gan̄d hé wiziégez, hag hel laka da véza hén̄vel oud eunn dén,
14. Pé oud eul loen-bennâg ; hag ô liva anézhan̄ gan̄t liou tané, hel laka da véza rûz, hag é kûz gan̄d al liou ann holl nammou anézhan̄.
15. Ober a râ évit-han̄ eul lôjel gaer ; hé lakaad a râ er vôger, hag é starta anézhan̄ gan̄d houarn ;
16. Gan̄d aoun na gouézché. Évez a laka, ô véza ma oar pénaoz na hell két en em skoazella hé-unan ; râg eur skeûden n’eo kén, hag eûz a eur skoazel en deûz ézomm.
17. Gwéstlou a râ d’ézhan̄, hag é péd anézhan̄ évid hé vadou, évid hé vugalé, évid eunn dimézi. N’en deûz kéd a véz ô komza oud eunn dra diéné :
18. Évid hé iéc’hed é péd ann hini a zô sempl ; ar vuez a c’houlenn digan̄t eunn dra varô ; hag é c’halv da skoazel ann hini na hell két en em skoazella hé-unan.
19. Évit gellout kerzout, é péd ann hini ha na hell két baléa. Ha pa fell d’ézhan̄ préna pé ôber eunn dra, pé don̄d a-benn eûz a eunn dra, é ped ann hini hag a zô didalvez é pép-trâ.
1. Eunn all ivé ô fellout d’ézhan̄ mon̄t war vôr, en em laka enn hen̄t war ar c’hoummou kéflusket, hag a béd eunn tamm koat breskoc’h égéd ar c’hoat a zoug anézhan̄.
2. Râg ar c’hoan̄t gounid eo en deûz mennet hé zoaréa, hag ar méchérour en deûz hé labouret gan̄d hé wénded.
3. Hôgen da râg-gwéled, ô Tâd, péhini a rén anézhan̄ : râk té eo éc’h eûz digoret eunn hen̄t a-dreûz d’ar môr, hag eur raven̄t kalet é-kreiz ar c’hoummou,
4. Évid diskouéza pénaoz é hellez tenna eûz a bép gwall, ha pa en em rôjé eur ré war ar môr héb ijin é-béd.
5. Hôgen évit na vézô két didalvez ôberiou da furnez, n’hô deûz két a aoun ann dûd da fisiout hô buez enn eur c’hoat dister, hag ô treûzi ar môr, en em zieûbon̄t gan̄d eul léstr.
6. Ével-sé adaleg ar penn-ken̄ta pa oé dispennet gan-éz al lan̄gouinéien, eul léstr a oé ar géd eûz ar béd holl, ha rénet gan̄d da zourn, é viraz évid ar béd ar wenn eûz a béhini é tlié béza ganet a-névez.
7. Râg ar c’hoat dré béhini eo bét gréat ar reizded, a zô eur c’hoat benniget.
8. Hôgen ar c’hoat gan̄t péhini é réeur ann idol, a zô milliget hé-unan, kerkouls hag ann hini en deûz hé c’hréat ; hé-man̄ ô véza ma en deûz gréat eunn idol, hag hen-nez ô véza ma eo eur c’hoat bresk, ha ma toug ann hanô a zoué.
9. Râk Doué a gasa enn eunn doaré kévatal ar fallagr hag hé fallagriez.
10. Râg al labour gréat a c’houzan̄vô ann hévélep poan, hag ann hini en dévézô hé c’hréat.
11. Râk-sé idolou ar brôadou na vézin̄t két espernet, ô véza ma eo deûet krouadurien Doué da véza argarzuz, ha da abeg a douellérez évid ann dûd, ha da lindâg évit treid ar ré ziskian̄t.
12. Râg arnod ann idolou eo bét penn-ken̄ta ar fallagriez, hag ann diazez anézhô saotr ar vuez.
13. N’in̄t két bét adaleg ar penn-ken̄ta, ha na vézin̄t két da-vikenn.
14. Avel ann dûd eo é deûz hô digaset er béd : ha dré-zé é teûiô ann divez anézhô abarz némeûr.
15. Eunn tâd glac’haret eûz a varô téar hé vâb, a lékéaz da ôber skeûden ann hini a oa bét skrapet digan̄t-han̄ ker buhan, hag é téraouaz azeûli ével eunn doué ann hini a oa marô ével eunn dén a-nevez é oa ; hag é savaz évit-han̄ eur géélidigez ha sakrifisou é-touez hé zervicherien.
16. Goudé-zé gan̄d ann amzer, ar gwall voaz-zé a startaaz, ar fazi a oé miret ével eul lézen, hag ar skeûdennou a oé azeûlet gan̄t gourc’hémenn ar rouééd.
17. Ann dûd ivé pa na hellen̄t két énori ar ré a oa ré bell, a lékéaz da zigas a bell ann daolen anézhô ; hag é tiskouézchon̄t skeûden ar roué a fellé d’ézhô da énori, évit kéela gan̄t préder, hag ével bézan̄d ann hini a oa pell.
18. Gwénded brâz ar gizellerien a greskaz c’hoaz kalz ar géélidigez-zé é spéred ar ré ziskian̄t.
19. Pép-hini anézhô évit plijout d’ann hini a brédérié anézhan̄, a labouraz gwella ma hellaz évid ôber eur skeûden glôk.
20. Hag eul lôd brâz a dûd saouzanet gan̄d ar c’haerded eûz al labour, a zellaz ével eunn doué ann hini en dôa énoret nébeûd a oa ével eunn dén.
21. Ac’hanô eo deûet mézévellidigez buez ann dén, péhini pé dré garan̄tez, pé évit plijout d’ar rouéed, hô deûz rôet da vein pé da goat eunn hanô ha na oa két dléet d’ézhô.
22. Ha né két bét a-walc’h d’ézhô béza bét faziet é-kén̄ver ann anaoudégez eûz a Zoué, hôgen ô véva enn eunn diroll brâz enn abek d’hô diwiziégez, é rôon̄t ann hanô a béoc’h da zrougou ker braz ha ker paot.
23. Râk pé é lazon̄t hô bugalé hô-unan, pé é réon̄t é-kûz gwall zakrifisou, pé é lidon̄t nôzvésiou leûn a vézégez.
24. Na viron̄t reiz é-béd nag enn hô buézégez, nag enn hô dimiziou ; hôgen ann eil a lâz égilé dré érez, pé a vézéka anézhan̄ gan̄d ann avoultriez.
25. Ha kemmesket eo pép-trâ, ar goâd, al lazérez, al laéron̄si, ann touellérez, ar saotr, ann disléalded, ar reûstl, ar gwall-sé, strafiḻ ann dûd reiz.
20. Ann an̄kounac’h eûz a Zoué, dic’hlanded ann énéou, ann diforc’hidigez, distardded ann dimiziou, direizded ann avoultriez hag ar c’hadélez.
27. Râk kéélidigez ann idolou eo ann abek, ar penn-ken̄ta hag ar penn-divéza eûz ann holl zrouk.
28. Râk pé é pensaouton̄t enn hô ébatou, pé é tiouganon̄t é gaou, pé é vévon̄t enn eunn doaré direiz, pé é touon̄t é gaou.
29. Râk pa lékéon̄t hô fisian̄s enn idolou, péré n’hô deûz két a éné, n’hô deûz két a aoun da véza kastizet enn abek d’hô gwall-léou.
30. Hôgen a bép tû é teûi ar c’hastiz d’ézhô, ô véza ma hô deûz bét gwall vénosiou é-kén̄ver Doué, ô kééla ann idolou, ha ma hô deûz gréat gwall-léou, ô tisprizout ar reizded.
31. Râk né két galloud ar ré dré béré eo bét touet, hôgen ar reizded a heskin ar béc’herien a gastiz bépréd disléalded ann dûd direiz.
1. Hôgen té, hon Doué, a zô kûn̄ ha gwirion, hag habask ; hag é rénez pép-trâ gan̄t trugarez.
2. Ha pa hor bé péc’het, omp d’id, pa anavézomp da veûrded : ha ma n’hon eûz két péc’het, éc’h ouzomp pénaoz omb bét nivéret é-touez da ré.
3. Râk da anaout eo ar reizded klôk : ha gouzoud da reizded ha da reizded ha da c’halloud, eo grisien ar beûr-badélez.
4. Hôgen ni n’omp két bét touellet gan̄t gwall ôberiou ijin ann dûd, na gan̄t labour difrouez al livadurez, na gan̄d ar skeûdennou marellet,
5. Péré a laka gwall-ioul enn eunn dén diskian̄t, hag hel laka da garout skeûd eunn dra diéné.
6. Ar ré a gâr ann drouk a hell lakaad hô géd enn hévélep douéed, kerkoulz ar ré hô grâ, hag ar ré hô c’hâr, hag ar ré hô azeûl.
7. Eur pôder péhini a vér ar pri gwâg, a râ gan̄d hé labour ann holl listri a zô mâd évid-omp ; gan̄d ann hévélep prî é râ al listri a zô mâd évid ann traou déréad, hag ar ré n’in̄t mâd néméd évid ann traou dizéréad ; hag ar pôder eo a venn da bétrâ é vézô mâd ann eil hag égilé anézhô.
8. Ha goudé-zé gan̄d eul labour didalvez é râ eunn doué gan̄d ann hévélep prî, hén̄ péhini, n’eûz két pell, a zô bet gréat gan̄d douar, ha péhini abarz némeûr a dlé distrei enn douar a béhini eo bét tennet, pa vézô goulennet digan̄t-han̄ ann ené a oa bét rôet d’ézhan̄ évid eunn amzer.
9. Hôgen na laka két hé bréder er boan en dévézô, nag é berder hé vuez ; trec’hi a fell d’ézhan̄ ar ré a labour enn aour hag enn arc’han̄t ; heûlia a râ ar ré a labour enn arem, hag é laka hé c’hloar oc’h ôbêr traou didalvez.
10. Râk ludu eo hé galoun, douar dister hé c’héd, ha displétoc’h égét fan̄k hé vuez ;
11. O véza na anavez két hén̄ ann hini en deûz hé c’hréat, ann hini en deûz lékéât da zével enn-han̄ ann éné hel laka da laboura, ann hini en deûz c’houézet enn-han̄ ar spéred a vuez.
12. Lôd hô deûz krédet pénaoz hor buez n’eo néméd eur c’hoari ; ha lôd all pénaoz n’eo néméd eur werzidigez évid ôber gounidou, ha pénaoz eo réd dastumi madou a béb hen̄t mâd pé fall.
13. Hôgen hen-nez a oar pénaoz eo gwasoc’h égéd ar ré all holl, hén̄ péhini a râ gan̄d ann hévélep douar listri bresk hag idolou kizellet.
14. Hôgen énébourien da bobl, hag ar ré a faez anézhan̄ a zô rôk, reûzeûdik ha diskian̄t dreist-holl,
15. O véza ma sellon̄t ével douéed holl idolou ar brôadou, péré na wélon̄t két gan̄d hô daoulagad, na c’houézon̄t két gan̄d hô difron, na glevon̄t két gan̄d hô diskouarn, na véron̄t két gan̄t biziad hô daouarn, ha na valéon̄t két gan̄d hô zreid,
16. Râg eunn dén eo en deûz hô gréat : hag ann hini é péhini eo bét lékéat ar spéred a vuez, eo en deûz hô doaréet. Dén é-béd na hell ôber eunn doué hén̄vel out-han̄ hé-unan.
17. O véza ma’z eo dalc’het d’ar marô (T), né râ gan̄d hé zaouarn fallagr néméd eunn dra varô. Ével-sé eo gwelloc’h hén̄ égéd ar ré a azeûl : râg hén̄ a vév, pétra bennâg ma tlé mervel, hôgen hî morsé, na bikenn.
18. Ar ré zistéra eûz al loéned a azeûlon̄t, péré ô véza hévélébékéet oud ar ré ziboell anézhô, a zô distéroc’h égét-hô.
19. Râk lôd eûz al loéned-zé a zô argarzuz da wélout : ha tec’het hô deûz diouc’h meûleûdigez ha bennoz Doué.
1. Râk-sé in̄t bét heskinet gan̄d ann hévélep loéned-zé ével ma tellézen̄t, ha gan̄d eul lôd brâz anézhô in̄t bét dispennet.
2. É léac’h ann en̄krézou-zé, éc’h eûz gréat-vâd d’as pobl ô rei d’ézhan̄ ar boéd c’houék en dôa c’hoan̄téet, oc’h aoza d’ézhan̄ koaḻed ével eur c’hik blazet-mâd.
3. Ar ré-zé gan̄d ann hast hô dôa da zibri, a heûgé zô-kén ar boédou a oa réd d’ézhô, enn abek d’ar gouliou en dôa Doué kaset d’ézhô ; hôgen ar ré-man̄ péré na oan̄t két bét pell enn ézomm, a gavaz-mâd ar boéd névez-zé.
4. Râk béz’ é oa réd é kouézché eunn disman̄tr didec’huz war ar ré hô dôa gréat heskin, ha diskouéza hép-kén d’ar ré all pénaoz é tisman̄trez hô énébourien.
5. Évit-gwîr eo bét taget ar ré-man̄ gan̄t loéned férô ; lazet in̄t bét gan̄d ar c’hrôg eûz a wall aéred ;
6. Hôgen da vuanégez na badaz két da vikenn : évid eur berr amzer é oen̄t en̄krézet gan̄d ar c’hastiz-zé, a oé da arouéz a zilvidigez d’ézhô, ha da én̄vor eûz a c’hourc’hémenn da lézen.
7. Râg ann hini a drôé oud ann aer-zé, na oa két iac’héet gan̄d ar péz a wélé, hôgen gan-éz, Salver ann holl :
8. Ha dré-zé éc’h eûz diskouézet d’hon énébourien, pénaoz eo té a denn a bép drouk.
9. Râg hî a zô bét lazet gan̄t krôg ar c’hiḻéien-raden hag ar c’helien, ha n’hô deûz két kavet a louzou évid hô iac’haat, râk dellézet hô dôa béza dispennet enn doaré-zé.
10. Hôgen da vugalé n’in̄t két bét trec’het gan̄d den̄t kon̄tammuz ann aéred ; râk da drugarez a zô deûet, hag é deûz hô iac’héet.
11. É koun eûz da lavariou é oan̄t flemmet, ha râk-tâl é oan̄t iac’héet, gan̄d aoun na gouézchen̄t enn eunn an̄kounac’h brâz eûz da lézen, ha na helc’hent mui dellézout da skoazel.
12. Râk né két eul louzaouen, né két eur palastr en deûz hô iac’heet, hôgen da c’hér, ô Aotrou, péhini a iac’ha pép-trâ.
13. Râk té eo, Aotrou, éc’h eûz ar galloud eûz ar vuez hag eûz ar marô, hag a gâs bété dôriou ar marô, hag a zigas ac’hanô.
14. Eunn dén a hell laza eunn all dré zrougiez ; hôgen pa vézô éat ar spéred er-méaz, n’hel lakai két da zistrei, ha na asgalvô két ann éné pa vézô éat-kuit :
15. Hôgen té, Aotrou, na helleur két tec’hout diouc’h da zourn.
16. Râk-sé ar ré fallagr pa hô deûz da zinac’het, a zô bét skourjézet gan̄t nerz da vréac’h : heskinet in̄t bét gan̄t glavéier dibaot, gan̄t kazarc’hiou ha gan̄d arnéou ; ha gan̄d ann tân in̄t bét bévézet.
17. Hag ar péz a zô ar souézusa, ann tân a zévé c’hoaz muioc’h enn dour, péhini a voug pép-trâ ; râg ar béd holl a ven̄j ar ré reiz.
18. Habaskaad a réa a-wéchou ann tân, évit na zevché két al loéned a oa bét kaset a-éneb ar ré fallagr : évit pa wélc’hen̄t kémen̄t-sé, é teûjen̄t da c’houzout pénaoz eo dré varn Doué é c’houzan̄ven̄t ar c’hastiz-zé.
19. Hag a-wéchou ann tân a greské hé nerz enn dour, hag a zevé a bép tû, évit kâs-da-gét kémen̄d a oa bét savet enn douar direiz-zé.
20. É léac’h sé éc’h eûz maget da bobl gan̄t boéd ann éled : kaset éc’h eûz d’ézhô eûz ann én̄v eur bara aozet hép labour é-béd, péhini en dôa enn-han̄ pép c’houékder, ha péb blâz mâd.
21. Râk danvez ar boéd-zé d’id a ziskouézé péger brâz eo da vadélez é-kén̄ver da vugalé ; pa eo gwîr pénaoz diouc’h c’hoan̄t pép-hini, é trôé er péz a garé ar muia.
22. Ann erc’h hag ar skourn a viré, hép teûzi nerz ann tân ; évit ma teûjé da c’houzout da énébourien pénaos en̄dra ma teûé ann tân da zévi é kreiz ar c’hazarc’h hag ar glaô, ha da névézi hô holl frouez,
23. Éc’h an̄kounac’héé hé nerz hé-unan, évit ma vijé maget ar ré reiz.
24. Râg ar c’hrouadur ô sen̄ti ouz-id ével oud hé grouer, a gresk hé nerz évid heskina ar ré zireiz, hag en em habaska évid ôber vâd d’ar ré a laka hô fisian̄s enn-od.
25. Râk-sé ar mann oc’h en em gemma é meûr a vlâz, a zen̄té oud da c’hrâs péhini eo boéd ann holl, hag en em aozé diouc’h c’hoan̄t ar ré a ziskouézé d’id hô ézomm,
26. Évit ma wézc’hé da vugalé, péré a garez, ô Aotrou, pénaoz né két ar frouez a gresk war ann douar a vâg ann dûd, hôgen ma eo da c’hér a vîr ar ré a gréd enn-od.
27. Râg ar péz na hellé két béza bévézet gan̄d ann tân, a deûzé kerken̄t ha ma teûé da domma gan̄d ann distéra bann-héol :
28. Évit ma vijé anad d’ann holl, pénaoz eo réd diaraogi ann héol évit benniga ac’hanod, hag é tléeur da azeûli da darz-ann-deiz.
29. Râg géd ann dén dizanaoudek a deûzô ével skourn ar goan̄v, hag a zinaouô ével dour didalvez.
1. Brâz eo da varnou, ô Aotrou, ha dilavaruz eo da c’heriou : râk-sé eo faziet ann énéou diskian̄t.
2. Râg ar ré fallagr ô véza lékéat enn hô fenn pénaoz é helchen̄t aotrounia ar vrôad zan̄tel, a zô bét éréet gan̄d eur c’haden a dévalien hag eunn nôz hîr ; ha serret-klôz enn hô zî, in̄t deûet da wévi, hép gellout tec’hi diouc’h râg-gwél peûr-baduz Doué.
3. Ha pa gavé d’ézhô é helchen̄t en em guza dindân tévalien hô fec’héjou, é oen̄t skiñet, ha lékéat enn an̄kounac’h dindân eur wél dén̄val, hag hî leûn a spoun̄t, hag en̄krézet gan̄d eur saouzan vrâz.
4. Ar c’héviou é péré en em dennen̄t na ziwallé két anézhô eûz ar spoun̄t, râk troûz a gleven̄t, hag hi hô dôa aoun ; teûziou gwén̄vet en em ziskouézé d’ézhô, hag hî a oa leûn a heûz.
5. Ar brasa tân na hellé két rei goulou d’ézhô, hag ar flamm skéduz eûz ar stéred na hellé két skléraat ann nôz heûzuz-zé.
6. Béz’ en em ziskouézé d’ézhô râk-tâl luc’hed tân, hô leûnié a aoun ; hag ô véza spoun̄tet-brâz gan̄d ann teûziou a wélen̄t a véac’h, ar péz a wélen̄t a oa c’hoaz gwasoc’h war hô ménô.
7. Ha bréou ar strôbinellou a oé didalvez, hag ar furnez gan̄t péhini é fougéen̄t a drôaz é dismégan̄s.
8. Râg hî péré, war hô ménô, a gasé-kuît ann en̄krez hag ar saouzan eûz ann énéou doaniet, a oa doaniet hô-unan enn eunn doaré lû, gan̄d ar spoun̄t a oa krôget enn-hô.
9. Pétrâ-bennag n’en em ziskouézé dézhô nétrâ a gémen̄t a helc’hé hô en̄krézi, al loéned a iéa ébiou, hag ann aéred a c’houibané hô strafiḻé, hag hô lékéa da vervel gan̄d ar spoun̄t ; ha c’hoan̄t hô dévijé bét da véza héb éar, ar péz na hell dén da ôber.
10. Râg ô véza ma eo aounik ann drougiez, é rô hé-unan tésténi d’hé barnédigez ; ha spoun̄tet gan̄d ar gwall goustian̄s, é wél ann drouk gwasoc’h égét ne d-eo.
11. Ann aoun n’eo kén némét strafiḻ ann éné a gréd d’ézhan̄ béza dilézet gan̄d ann holl.
12. Ha seûl nébeûtoc’h é c’hortoz a fréalzidigez enn-han̄ hé-unan, seûl vui é kresk héb hé anaout ann abek en deûz d’en em en̄krézi.
13. Hôgen hî, ô véza neûzé gwévet gan̄d eunn hévélep kousk, enn nôz spoun̄tuz-zé, a oa deûet d’ézhô eûz a wéled ann ifernou,
14. A oé spoun̄tet a eunn tû gan̄d ann teûziou en em ziskouézé d’ézhô, hag a eunn tû all é teûé hô c’haloun da fata ; râk saouzânet é oan̄t gan̄t spoun̄tou téar, ha na c’hortozen̄t két.
15. Goudé-zé mar kouézé eur ré anézhô, é choumé serret ével enn eur vac’h hép chaden.
16. Mar teûé eur c’houériad, pé eur meser, pé eul labourer diwar ar méaz da véza kéméret war ann taol, é oa réd d’ézhan̄ choum hép gellout tec’hi :
17. Râg eunn hévélep chaden a dévalien hô éréé holl. Eunn avel a c’houézé, kân dudiuz ann evned war skourrou bôdennek ar gwéz, réd herruz ann dour,
18. Ann trouz brâz a réa ar vein ô kouéza, kéflusk al loéned a c’hoarié kévret hép ma hô gwélen̄t, blejérez al loéned ferô, pé ann hégleô a zoné eûz a géviou ar ménésiou ; kémen̄t-sé holl hô lékéa da vervel gan̄t spoun̄t.
19. Ar béd holl némét-hô a oa skleréet gan̄d eur goulou pûr, ha pép-hini a réa hé labour héb harz é-bed.
20. Ann nôz dû na c’hôlôé némét-hô ; eur skeûden é oa eûz ann dévalien é péhini é tlien̄t da gouéza. Kasausoc’h é oan̄t éta d’ézhé hô-unan éged ann dévalien.
1. Hôgen, Aotrou, da zen̄t a oa skleréet gan̄d eur goulou brâz, hag hî a glevé mouéz ar ré-zé, héb hô gwélout. Hag hi a veûlé ac’hanod, ô véza na c’houzan̄ven̄t két ann hévélep poaniou.
2. Trugarékaat a réan̄t ac’hanod, ô véza na oan̄t mui heskinet gan̄d ar ré hô heskiné ken̄t : hag é c’houlennen̄t diganéz ma padché bépréd ann dishévélédigez-zé.
3. Râk-sé hô deûz bét eur peûl tân da réner enn eunn hen̄t ha na anavézen̄t két, hag a oa d’ézhô ével eunn héol ha na ziézé két anézhô, hag a rôé d’ézhô eunn ergerz mâd.
4. Hôgen ar ré all a zellézé diouéri ar goulou, ha gouzan̄vi eur vac’h a dévalien, hi péré a zalc’hé serret da vugalé, dré béré goulou glân da lézen a zéraoué béza skiñet dré ar béd.
5. Hag ô véza m’hô dôa lékéat enn hô fenn laza mipien ann dûd reiz, goudé ma ez pôé dieûbet unan anézhô péhini a oa bét dilézet war ann dour, evit hô c’hastiza éc’h eûz lékéat da vervel eul lod brâz eûz hô mipien, hag éc’h eûz hô c’hollet é gwéled ann dour.
6. Ann nôz-zé a oa bét diouganet d’hon tadou, évit pa anavézchen̄t ar péz en dôa touet Doué d’ézhô, hag hô dôa krédet, é teûjen̄t da véza dizaouzan.
7. Ével-sé da bobl a wélaz enn hévéleb amzer dieûb ar ré reiz, ha dispenn ar ré zireiz.
8. Râg ével ma éc’h eûz kastizet hon énébourien, éc’h eûz ivé hor galvet hag hon uc’héléet-meûrbéd.
9. Koulskoudé ar ré reiz, mipien ar zen̄t, a réa hô sakrifisou é-kûz, hag é lékéjon̄t gan̄d unvaniez lézen ar reiz dré béhini é kémerchen̄t enn ennn doaré kévatal ar mâd hag ann droug ; hag hî a gané a neûzé ar meûleûdiou a oa bét desket d’ézhô gan̄d hô zadou.
10. Hôgen béz’ é kleved mouéz mézuz hô énébourien, ha garmou keinvanuz ar ré a wélé marô hô mipien.
11. Ar sklâv a oa gwanet ével hé aotrou, hag ann distera eûz ar bobl ével ar roué hé-unan.
12. Ével-sé éz oa dré-holl marvou diniver, hag ann holl a ioa skôet gan̄d ann hévélep marô. Na oa két a-walc’h eûz ar ré veo évit bésia ar ré varô ; râg ar ré gréva eûz a bép tiad a oa bét dispennet enn eunn taol.
13. N’hô dôa két krédet d’ann holl vurzudou all enn abek d’hô strôbinellerien ; hôgen goudé ma oé dispennet hô ré gen̄ta-ganet, éc’h an̄savchon̄t pénaoz é oa hen-nez pobl Doué.
14. Râk pa édô pép-trâ enn eunn éhan didrouz, ha pa édô ann nôz é-kreiz hé réd hag hé hen̄t,
15. Da c’her holl-c’halloudek a zeûaz eûz ann én̄v, eûz hé drôn a roué, hag ével eur brézéliad krîz é tilammaz war ann douar-zé a dlié béza dispennet,
16. Gan̄d eur c’hlézé lemm enn hé zourn, é tougé da varn didorruz hag é leûniaz pép-trâ a varô ; hag hén̄ enn hé zâ war ann douar a dizé bétég enn én̄v.
17. Neûzé é oen̄t en̄krézet war-eunn-drô gan̄t gwélédigézou hag huvréou heûzuz, hag eur spoun̄t téar a grôgaz enn-hô.
18. Hag unan taolet enn eunn tû han̄ter-varô, hag eunn all enn eunn tû all, a ziskouezé ann abek eûz hô marô.
19. Ar gwélédigézou gan̄t péré é oan̄t bét spoun̄tet, hô dôa rôet da anaout kémen̄t-sé d’ézhô araok, gan̄d aoun na varvc’hen̄t hép gouzoud ann abek eûz ann drougou a c’houzan̄ven̄t.
20. Évit-gwîr ar ré reiz hô dôé ivé eunn taol a varô, hag ar bobl a oé skôet gan̄d eur gouli enn distrô : hôgen da vuanégez na badaz két pell.
21. Râg eunn dén dinam a hastaz da bédi évid ar bobl ; lakaad a réaz da eûbi d’id tiren hé zervich ; hag hé béden ô piña étrézég enn-od gan̄d ann ézan̄s a gennigé d’id, a sioulaaz da vuanégez, hag a lékéaz ar gouli da éhana, hag a ziskouézaz pénaoz é oa da zervicher.
22. Na drec’haz két ann en̄krez-zé gan̄t nerz ar c’horf, na gan̄t galloud ann armou, hôgen énébi a réaz oud ann dispenner, ô rei da goun d’ézhan̄ ar péz a oa bét touet d’hô zadou, hag ar gévrédigez a oa bét gréat gan̄t-hô.
23. Pa oa dijâ berniou tûd-varô kouézet ann eil war égilé, en em lékéaz étré-z-hô, hag éc’h harzaz oud ar frouden, hag é rannaz ann hen̄t a gasé étrézég ar ré a oa béô.
24. Râg ar béd holl a oa doaréet gan̄d ar zaé hîr a zougé ; hanvou brâz ann tadou kôz a oa kizellet war bévar reiz mein talvouduz, ha da hanô kaer-meûrbéd a oa kizellet war dalgenn hé benn.
25. O wélout kémen̄t-sé éc’h éhanaz ann dispenner, hag é oé spoun̄tet gan̄t-hô ; râg a-walc’h é oa béza diskouézet d’ézhô ann arnod-zé eûz da vuanégez.
1. Hôgen buanégez Doué a gouézaz war ar ré fallagr bétég ann divez ; râg hén̄ a wélé a-raok ar péz a dlié da c’hoarvézout gan̄t-hô.
2. Râg hî, goudé béza aotréet gan̄d ann Israélited mon̄t-kuît, ha goudé béza hô lézet da von̄t gan̄t kalz a hast, hô dôé keûz kerken̄t, hag a iéaz war hô lerc’h.
3. Pa édo c’hoaz ann daérou enn hô daoulagad, ha pa lén̄ven̄t é-tâl bésiou hô mipien marô, é teûaz d’ézhô eur ménoz all, eur ménoz diskian̄t ; mon̄d a réjon̄t war lerc’h ar ré hô dôa ken̄t pédet stard da von̄t-kuît.
4. Da gémen̄t-sé é oan̄t kaset gan̄d eur rédi hô dôa dellézet : kollet é oa gan̄t-hô ann én̄vor eûz ar péz a oa c’hoarvézet gan̄t-hô, évit ma teûjé men̄t hô c’hastiz da véza leûniet gan̄d ar péz a oa réd évid hô feûr-en̄krez :
5. Ha ma teûjé da bobl enn hévéleb amzer da dreûzi ar môr enn eunn doaré burzuduz, pa zeûjé-hî da gavout ar marô enn eunn doaré névez.
6. Da holl grouadurien, ével er penn-ken̄ta, pép-hini hervez hé wenn, a géméré ennn doaré névez, évit sen̄ti oud da c’hourc’hémennou, hag évit mirout na vé glazet da zervicherien.
7. Eur goabren a c’hôlôaz hô c’hamp eûz hé skeûd, hag eûz ann dour a ioa araok é savaz eunn douar séac’h ; é-kreiz ar môr Rûz é oé kavet eunn hen̄t diharz, hag é gwéled ar poull eur park gôlôet a c’héot,
8. Dré béhini é tréménaz ann holl bobl-zé a warézaz gan̄d da zourn, hag a wélé da arouésiou ha da vurzudou.
9. En em laouénaad a réjon̄t ével kézek er peûri ; saḻa a réjon̄t ével ein, oc’h da veûli, Aotrou, té péhini éz pôa hô zennet a boan.
10. Koun hô dôa c’hoaz eûz ar péz a oa c’hoarvézet er vrô é péhini é oan̄t c’houmet ével tûd divrôet, pénaoz ann douar é-léac’h anévaled all en dôa lékéad da zével kélien, hag ar ster é-léac’h pésked eul lôd brâz a raned.
11. Pelloc’h é wélchon̄t eur rumm névez a evned, pa zeûaz c’hoan̄t d’ézhô da zibri kîk c’houék, hag hé c’houlenchon̄t digan̄d Doué.
12. Râg évit rei hô c’hoan̄t d’ézhô, é lékéaz da zével eûz ar môr eul lôd brâz a goaḻed ; hag ar poaniou na gouézaz két war ar béc’herien hép ma teûaz arouésiou d’ézhô gan̄t kurunou brâz : râg hî a c’houzan̄ve gan̄t reizded ar péz a oa dléet d’hô gwallou.
13. Râg hî a oa bét gwall griz é-kén̄ver ann diavésidi ; ar ré all na zigéméré két ann diavésidi ha na anavézen̄t két ; ar ré-man̄ a zigéméré ar ré ha n’hô dôa gréat néméd vâd d’ézhô, hag hô lékéa da sklaved.
14. Hag ouc’h-penn c’hoaz, ar ré all a zô bet kastizet, ô véza m’hô dôa digéméret diavésidi, ével ma ven̄t bét da énébourien d’ézhô ;
15. Hôgen ar ré-man̄ a wall-heskiné ar ré hô dôa digéméret gan̄t lévénez, hag a vévé gan̄t-hô dindân ann hévélep lézennou.
16. Dré-zé é oen̄t skôet a zallen̄tez, ével ma oé ar ré all é-tâl dôr ann dén reiz, pa oen̄t gôlôet enn-eunn-taol a dévalien, ha na gavé hini anézhô dôr hé dî.
17. Râg ann elfennou a gemm hô reiz étré-z-hô, hép kolla hô unvaniez hô-unan, ével ma teû ann éar da gemma enn eur benvek, hép ma teû ar son da véza kollet : kémen̄t-sé a helleur da wélout splamm er péz a c’hoarvézaz neûzé.
18. Râg loéned ann douar a oé gwélet é léac’h loéned ann dour ; hag ar ré a neûé a dréménaz war ann douar.
19. Ann tân a-éneb hé aoz hé-unan a zevé enn dour, hag ann dour oc’h an̄kounac’haat ivé hé aoz, na vougé két ann tân.
20. Ar flammou enn énep na zevé két kîk bresk al loéned kaset gan̄d Doué, ha na lékéan̄t két da deûzi ar boéd c’houék a deûzé koulskoudé kenn éaz hag ar skourn. Rag uc’héléet hag énoret éc’h eûz, Aotrou, da bobl é pép-trâ ; n’éc’h eûz két hé zisprizet, hag hé skoazellet éc’h eûz é péb amzer hag é pép léac’h.