Bibl/Levr ann Eklésiastik

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 795-849)



LEVR AR PRÉZÉGER


PÉ ANN EKKLÉSIASTIK.


————


I. PENNAD.


Gounid eûz a zoujan̄s Doué.


1. Ann holl furnez a zeû eûz ann Aotrou Doué, gan̄t-han̄ eo bét a viskoaz, hag abarz ann amzeriou é oa.

2. Piou eo deûz nivéret tréaz ar môr, hag ar bannéou glaô, ha deisiou ar béd ? Piou en deûz men̄tet uc’helder ann én̄v, éc’honder ann douar, ha dounder al loun̄k ?

3. Piou en deûz sellet-pîz out furnez Doué, péhini a ziaraog pép-trâ ?

4. Ar furnez a zô bét krouet ar gen̄ta holl, ha skian̄t ar poell a zeû eûz ar penn-ken̄ta.

5. Ger Doué enn uc’héla eûz ann én̄v eo mammen ar furnez, hag hé hen̄chou eo ar gourc’hémennou peûr-baduz.

6. Da biou eo bét disklériet grisiou ar furnez, ha piou en deûz anavézet hé ijinou ?

7. Da biou eo bét disklériet ha rôet da anaout rénadur ar furnez ? Ha piou en deûz poellet al lôd-brâz eûz hé c’hamméjou ?

8. N’eûz némét ann Uc’hel-meûrbéd, ar C’hrouer Holl-c’halloudek, ar Roué galloudek, ha doujuz-brâz, a zô azézet war hé drôn, ann Doué trec’her.

9. Hén̄ eo en deûz hé c’hrouet er spéred-san̄tel, en deûz hé gwélet, en deûz hé nivéret, hag en deûz hé men̄tet.

10. Hé skuḻet en deûz war hé holl ôberiou, ha war bép kîk, hervez ar rann en deûz gréat anézhi, hag hé rôet en deûz d’ar ré hé gâr.

11. Doujan̄s ann Aotrou eo ar c’hloar, hag ar veûleûdigez, hag al lévénez, ha kurunen ann dudi.

12. Doujan̄s ann Aotrou a ziduellô ar galoun, hag a rôi al lévénez, hag ann dudi, hag ar vuez hîr.

13. Néb a zouj ann Aotrou en em gavô ervâd é divez hé vuez, hag a vézô benniget é deiz hé varô.

14. Karan̄tez Doué eo ar furnez énoruz.

15. Ar ré da béré en em ziskouéz, kerken̄t ha ma en em ziskouéz-hî, ha ma hô deûz anavézet ar brasder eûz hé ôberiou.

16. Derou ar furnez eo doujan̄s ann Aotrou ; krouet eo gan̄d ann dûd reiz adalek kôv hô mamm ; gan̄d ar gragez dilennet é kerz ; hag enn dûd reiz ha féal éc’h anavézeur anézhi.

17. Doujan̄s ann Aotrou eo san̄télidigez ar wiziégez.

18. Ar zen̄télidigez a vîr ar galoun, hag hé laka da véza reiz, hé leûnia a râ a zudi hag a lévénez.

19. Néb a zouj ann Aotrou a vézô euruz, hag é deiz hé varô é vézô benniget.

20. Doujan̄s Doué eo leûnder ar furnez ; leûnia a râ ann dén fûr gan̄d hé frouez.

21. Leûnia a râ hé dî gan̄d hé vadou, hag hé gaviou gan̄d hé den̄zoriou.

22. Doujan̄s ann Aotrou eo kurunen ar furnez ; rei a râ leûnder ar péoc’h, ha frouez ar zilvidigez :

23. Hé gwélout hag hé nivéri a râ : eur rô digan̄t Doué eo ann eil hag ébén :

24. Ar furnez a skûḻ ar wiziégez, ha goulou ar poell ; sével a râ é gloar ar ré a zalc’h évit-hi.

25. Grisien ar fisian̄s eo doujan̄s ann Aotrou ; hag hé skourrou a zô hîr-hoaluz.

26. Ar poell ha gwiziégez ar feiz en em gav é ten̄zoriou ar furnez ; hôgen ar furnez a zô argarzuz d’ar béc’herien.

27. Doujan̄s ann Aotrou a gâs-kuît ar péc’hed :

28. Râg ann hini a zô hép doujan̄s, na hellô két béza didamallet ; râk frouden hé vuanégez eo hé goll.

29. Ann dén habask a c’houzan̄vô bétég ann amzer, ha goudé-zé é vézô rôet adarré al lévénez d’ézhan̄.

30. Ann dén a skian̄t vâd a zalc’hô hé c’heriou enn-han̄ hé-unan bétég eunn amzer, ha muzellou meûr a hini a zanévellô hé skian̄t.

31. É ten̄zoriou ar furnez éma réol ar vuézégez.

32 Hôgen kéélidigez Doué a vézô argarzuz d’ar péc’her.

33. Va mâb, ma c’hoan̄téez stard ar furnez, mir ar reizded, ha Doué hé rôi d’id.

34. Râk doujan̄s ann Aotrou eo ar furnez, hag ar wiziégez : hag ar péz a zô hétuz d’ézhan̄,

35. Eo ar feiz hag ar gun̄vélez : hag hén̄ a leûniô hé den̄zoriou.

36. Na énéb két oud doujan̄s ann Aotrou : ha na dôsta két out-han̄ gan̄d eur galoun daou-blég.

37. Né véz két pilpouz dirâg ann dûd, ha na rô két a wall-skouér gan̄d da vuzellou.

38. Laka évez out-hô, gan̄d aoun na gouézc’hez, ha na zigaschez dismégan̄s war da éné ;

39. Ha na zisrévelfe Doué ar péz a oa kuzet enn-od, ha na vrévché ac’hanod é-kreiz ar strollad :

40. O véza ma oud tôstéet oud ann Aotrou gan̄d drougiez, ha ma eo leûn da galoun a douellerez hag a drôidellérez.


————


II. PENNAD.


Gwâ d’ar galoun daou-blég, ha d’ann hini na laka két hé fisian̄s é Doué.


1. Va mâb, p’az î é servich Doué, choum stard er reizded, hag enn doujan̄s, hag aoz da éné a-éneb ar gwall-ioul.

2. Izéla da galoun, ha gouzan̄v : dinaou da skouarn, ha digémer lavariou ar poell ; ha na hast két é amzer ann dévalien.

3. Gouzan̄v gourzézou Doué ; en em unan gan̄d Doué, ha gouzan̄v, évit ma vézô founnoc’h da vuez enn divez.

4. Digémer a galoun vâd kémen̄d a c’hoarvézô gan-éz : choum é péoc’h enn da c’hlac’har, ha béz habask enn da vuelded :

5. Râg enn tân eo éc’h aroudeur ann aour hag ann arc’han̄t, hôgen é fournigel ar vuelded é tigéméreur ann dûd.

6. Kréd é Doué, hag hén̄ az tic’haouô : laka da hen̄t da véza éeun, ha laka da c’héd enn-han̄. Mîr hé zoujan̄s, ha kôsa enn-han̄.

7. Mar toujit ann Aotrou, gortozit hé drugarez : ha na zistrôit két diout-han̄, gan̄d aoun na gouézfac’h.

8. C’houi péré a zouj ann Aotrou, krédit enn-han̄ ; ha na gollot két hô kôbr.

9. C’houi péré a zouj ann Aotrou, likid hô kéd enn-han̄ ; hag ann drugarez a zeûi d’hô laouénaat.

10. C’houi péré a zouj ann Aotrou, karit anézhan̄ ; hag hô kalounou a vézô goulaouet.

11. Sellit, va mipien, out tûd ar brôadou : ha gwézit pénaoz, hini eûz ar ré hô deûz lékéat hô géd enn Aotrou, n’eo bét touellet.

12. Râk piou eo ann hini a zô choumet stard enn hé c’hourc’hémennou, hag a zô bét dilézet ? Pé piou eo ann hini en deûz hé c’halvet, hag a zô bét disprizet gan̄t-han̄ ?

13. Râk Doué a zô mâd ha trugarek ; hag é tistol ar péc’héjou é deiz ann en̄krez : hen eo a zifenn kémen̄t-hini a glask anézhan̄ er wirionez.

14. Gwâ d’ar galoun daou-blég, ha d’ar gwall vuzellou, ha d’ann daouarn drouk, ha d’ar péc’her a gerz war ann douar dré zaou hen̄t.

15. Gwâ d’ar ré zigaloun, péré na grédon̄t két é Doué, ha péré dré-zé n’in̄t két difennet gan̄t-han̄.

16. Gwâ d’ar ré hô deûz kollet ann habaskded, hô deûz dilézet ann hen̄chou éeun, hag a zô distrôet dré wall hen̄chou.

17. Ha pétrâ a rain̄t-hi, pa zéraouô ann Aotrou arvesti pép-trâ ?

18. Ar ré a zouj ann Aotrou, na vézin̄t két diskrédik d’hé c’hér : hag ar ré a gâr anézhan̄, a virô hé hen̄t.

19. Ar ré a zouj ann Aotrou, a en̄klaskô ar péz a zô hétuz d’ézhan̄ : hag ar ré a gâr anézhan̄, a vézô leûniet gan̄d hé lézen.

20. Ar ré a zouj ann Aotrou, a aozô hô c’halounou ; hag é san̄télin̄t hô énéou dira-z-han̄.

21. Ar ré a zouj ann Aotrou, a virô hé c’hourc’hémennou hag hô dévézô habaskded kén na zellô out-hô,

22. O lavarout : Ma na réomp pinijen, é kouézimp étré daouarn ann Aotrou, ha nann étré daouarn ann dûd.

23. Râg ével ma eo brâz hé veûrded, éz eo brâz ivé hé drugarez.


————


III. PENNAD.


Azaouez é-kén̄ver ann tadou hag ar mammou.


1. Mipien ar furnez eo strollad ar ré reiz : hag hô fobl eo ar zen̄tidigez hag ar garan̄tez.

2. Sélaouit, bugalé, barn hô tâd, ha grît enn hévélep doaré ma viot salvet.

3. Râk Doué en deûz énoret ann tâd er mipien : hag en deûz en̄klasket ha startéet barn ar vamm war ar vipien.

4. Ann hini a gar Doué, a bédo évid hé béc’héjou, hag en em virô diout-hô ; ha goudé béza pédet a zoug meûr a zervez e vézô sélaouet out-han̄.

5. Ann hini a énor hé vamm, ével ann hini a zastum eunn ten̄zor.

6. Ann hini a énor hé dâd, a vézô laouénéet enn hé vugalé, hag é deiz hé béden é vézô sélaouet out-han̄.

7. Ann hini a énor hé dâd, en dévézô eur vuez hîr : hag ann hini a zen̄t oud hé dâd, a fréalzô hé vamm.

8. Ann hini a zouj ann Aotrou a énor hé dûd, hag hén̄ a zervichô ével pa vent hé vistri, ar ré hô deûz rôet ar vuez d’ézhan̄.

9. Énor da dâd gan̄d da ôberiou, gan̄d da lavariou, ha gan̄t péb habaskded,

10. Évit ma vennigô ac’hanod, ha ma choumô hé vennoz war-n-od bétég ann divez.

11. Bennoz ann tâd a starta tiez ar vipien : hôgen malloz ar vamm hô diskar bétég ann diazez.

12. Na fougé két gan̄d dismégan̄s da dâd : râg hé vézégez né két da c’hloar d’id.

13. Gloar eunn dén eo énor hé dâd, hag eunn tâd héb énor zô mézéger hé vâb.

14. Va mâb, rô fréalz d’as tâd enn hé gôzni ; arabad eo d’id glac’hari anézhan̄ a-héd hé vuez. (T).

15. Mar teû hé skian̄t da zislébéri, gouzan̄v-hén̄, ha na zispriz két anézhan̄ enn abek d’as nerz : râk da azaouez é-kén̄ver da dâd na vézô két an̄kounac’héet.

16. Râk vâd a zeûi d’id évit béza gouzan̄vet nammou da vamm.

17. Er reizded é vézi savet, hag é deiz ann en̄krez na vézi két an̄kounac’héet : ha da béc’héjou a deûzô ével ar skourn enn eunn deiz klouar.

18. Péger fallagr eo ann hini a zilez hé dâd : ha pégémen̄t eo milliget gan̄d Doué, ann hini a hég hé vamm !

19. Va mâb, grâ pép-trâ gan̄t kun̄vélez, ha dreist gloar ann dûd é vézi karet.

20. Seûl vui ma oud brâz, en em vuéla é pép trâ, hag é kavi grâs dirâk Doué.

21. Râk n’eûz némét Doué a gémen̄t a vé brâz ar galloud, ha gan̄d ar ré vuel eo énoret.

22. Na en̄klask két ar péz a zô uc’héloc’h égéd-od, ha na c’houiḻ két ar péz a zô kréoc’h égéd-od : hôgen az péz koun bépréd é kémen̄t en deûz gourc’hémennet Doué d’id, ha na zell két pîz oud ann darn-vuia eûz hé ôberiou.

23. Râk né két réd d’id gwélout gan̄d da zaoulagad ann traou a zô kuzet.

24. Na en̄klask két gan̄t préder ann traou ha né két réd d’id da c’houzout, ha na zell két pîz oud ann darn-vuia eûz a ôberiou Doué.

25. Râk diskouézet eo bét d’id kalz traou hag a oa dreist skian̄t ann dûd.

26. Râk meûr a hini a zô bét touellet gan̄d hô gwall vénosiou, hag a zô bét dalc’het er gevier gan̄d hô skian̄t fall.

27. Ar galoun kalet a vézô poaniet é divez hé vuez ; ha néb a gâr ar riskl, a gouézô enn-han̄.

28. Ar galoun a gerz dré zaou hen̄t, n’az ai két da benn ; hag ann éné saotret a gémérô gwall-skouér eûz a gémen̄t-sé.

29. Ar galoun fallagr a vézô leûn a c’hlac’har, hag ar péc’her a verniô péc’hed war béc’hed.

30. Na vézô két a wellaen évit strollad ar ré rôk ; râk taol ar péc’hed a c’hrisiennô enn-hô, hép gouzout d’ézhô.

31. Kaloun ann dén-fûr a vézô anavézet dioud hé furnez, ha skouarn ann dén mâd a zélaouô ar furnez gan̄t béôder.

32. Ar galoun fûr ha poellek en em virô diouc’h ar béc’héjou, hag hén̄ a iélô da benn é ôberiou ar reizded.

33. Ann dour a voug ann tân al leskidika, hag ann aluzen a harz oud ar béc’héjou.

34. Doué a zell oud ann hini a râ ann aluzen : koun en deûz anézhan̄ enn amzer da zon̄t, hag hén̄ a gavô ken-nerz enn amzer é péhini é kouézô.


————


IV. PENNAD.


Mâd eo ôber ann aluzen ha béza trugarek é-kén̄ver ar béorien.


1. Va mâb, na zinac’h két ann aluzen d’ar béorien, ha na zistrô két da zaoulagad diwar-n-ézhô.

2. Na zispriz két ann hini en deûz naoun ; ha na hég két ar paour enn hé ziénez.

3. Na c’hlac’har két kaloun ar paour, ha na zalé két da rei da néb en deûz ézomm.

4. Na zistol két péden ann hini a zô enn an̄ken : ha na zistrô két da zaoulagad diwar ann hini a zô ézommek.

5. Na zistrô két da zaoulagad diwar ar paour, gan̄d aoun na zafché droug enn-han̄ : ha na rô két abek d’ar ré a c’houlenn digan-éz da villisien a-drén̄ kein :

6. Râg ann hini a villig ac’hanod é c’houervder hé éné, a vézô klevet out-han̄ enn hé zrouk-péden ; klevet é vézô gan̄d ann hini en deûz hé c’hréat.

7. Béz hégarad é strollad ar béorien, vuéla da éné dirâg ann hénaoured, ha vuéla da benn dirâg ar ré vrâz.

8. Disken da skouarn hép doan étrézég ar paour, ha rô d’ézhan̄ ar péz a zléez, ha komz out-han̄ gan̄d habaskded ha gan̄t kun̄vélez.

9. Tenn eûz a zourn ann dén rôk ann hini a zô heskinet ; ha na zeûet két a c’houervder enn da éné.

10. Pa varni, béz truézek ével eunn tâd é-kén̄ver ann emzivaded, ha béz da ozac’h d’hô mamm.

11. Ha té a vézô ével eur mâb sen̄tuz d’ann Uc’hel-meûrbéd ; hag hén̄ en dévézô truez ouz-id dreist eur vamm.

12. Ar furnez a laka ar vuez da zével enn hé bugalé ; digémérout a râ ar ré a glask anézhi, hag éz â enn hô raok é hen̄t ar reizded.

13. Ann hini hé c’hâr, a gâr ar vuez : hag ar ré a veḻô évid hé c’havout, a berc’hennô hé féoc’h.

14. Ar ré a zalc’hô anézhi, hô dévézô ar vuez da zigwéz ; hag al léac’h é péhini éz ai a vézô benniget gan̄d Doué.

15. Ar ré a zervich anézhi, a zen̄tô oud ar san̄t, hag ar ré a gâr anézhi a vézô karet gan̄d Doué.

16. Ann hini a zélaou anézhi, a varnô ar brôadou : hag ann hini a arvest anézhi a choumô stard.

17. Ma en deûz fisian̄s enn-hi, é vézô hî da zigwéz d’ézhan̄, hag hé nésted en dévézô anézhi.

18. Râg enn arnod é valé gan̄t-han̄, hag étré ar ré gen̄ta é tilenn anézhan̄.

19. Hé gâs a rai enn aoun, er spoun̄t hag enn arnodou : hé héga a rai gan̄d en̄krez hé c’hélennou, kén n’é dévézô c’houiliet enn hé vénosiou, ha ma hellô hî fisiout enn hé éné.

20. Hé grévaat a rai ; distrei a rai étrézég enn-han̄ dré eunn hen̄t éeun, hag é laouénai anézhan̄.

21. Diskouéza a rai d’ézhan̄ ar péz é deûz a guzéta, hag é lakai enn-han̄ eunn ten̄zor a wiziégez hag a boell eûz ar reizded.

22. Hôgen mar teû hén̄ da fazia, é tilezô hî anézhan̄, hag hel lakai étré daouarn hé énébour.

23. Va mâb, mîr ann amzer, ha pella diouc’h ann drouk.

24. É talvoudégez da vuez, n’az péz két a véz ô lavarout ar wirionez.

25. Râg eur véz a zô hag a zigas ar péc’hed, hag eur véz a zô hag a zigas ar c’hloar hag ar c’hrâs.

26. Na zell két oud dremm ann dén é koll da zilvidigez, ha n’en em rô két d’ar gevier é koll da éné.

27. Na énor két da nésa enn hé lamm :

28. Ha na zalc’h két da c’hér é amzer ar zilvidigez. Na gûz két da furnez enn hé skéd.

29. Râg enn téôd en em ziskouéz ar furnez : hag ar skian̄t, hag ar wiziégez, hap ar gélénadurez en em ziskouéz é lavar ann dén skian̄tek ; hag hé stardder é ôberiou ar reizded.

30. Na éneb é nép doaré é-béd out lavar ar wirionez ; hag az péz méz eûz ar gevier é péré oud kouézet dré ziwiziégez.

31. N’az péz két a véz oc’h an̄savout da béc’héjou ; hôgen na blég két da bép dén évid ar péc’hed.

32. Na éneb két oud dremm ann dén galloudek, ha na harz két out réd ar ster.

33. Stourm évid ar reizded é gounid da éné, hag en em gann bétég ar marô évid ar reizded, ha Doué a stourmô évid-od a-énep da énébourien.

34. Na véz két téar enn da lavar, ha didalvez ha gorrek enn da ôberiou.

35. Na véz két ével eul léon enn da dî, oc’h heskina da zervicherien, hag ô vac’ha ar ré a zô dindân da c’halloud.

36. Na vézet két digor da zourn évid digémérout, ha serret évit rei.


————


V. PENNAD.


Réd eo choum stard é hen̄t ann Aotrou.


1. N’en em harp két war ar madou direiz, ha na lavar két : Péadrâ em eûz évit béva : râk kémen̄t-sé na vézô mâd da nétrâ é amzer ar ven̄jan̄s hag ann dévalien.

2. Na heûl két enn da nerz gwall ioulou da galoun :

3. Ha na lavar két : Pénaoz em eûz-mé gellet ? Pé piou am lakai da bléga évit va ôberiou ? Râk Doué évit-gwîr en em ven̄jô.

4. Na lavar két : Péc’het em eûz, ha pé zoan a zô c’hoarvézet d’in eûz a gemen̄t-sé ? Râg ann Uc’hel-meûrbéd a zô gorrek ô kastiza.

5. Na véz két héb aoun diwar-benn ar péc’hed a zô bét distôlet d’id, ha na vom két péc’hed war béc’hed.

6. Ha na lavar két : Brâz eo trugarez Doué, eûz va féc’héjou nivéruz-brâz en dévézô truez.

7. Râk mar d-eo brâz hé drugarez, hé vuanégez ivé a zô téar ; hag enn hé vuanégez é sell oud ar béc’herien.

8. Na zalée két da zistrei oud ann Aotrou, ha na c’hourzéz két a zeiz é deiz ;

9. Râg hé vuanégez a zeûi enn-eunn-taol, hag é amzer ar ven̄jan̄s é kollô ac’hanod.

10. N’en em reûstl két évit kaout madou direiz ; râk na vézin̄t mâd da nétrâ d’id é deiz ann dévalien hag ar ven̄jan̄s.

11. Na drô két da béb avel, ha n’az â két dré béb hen̄t ; râg ével-sé eo en em rô da anaout ar péc’her dré hé déod daou-blég.

12. Bét stard é hen̄t ann Aotrou, hag é gwirionez da skian̄t, hag enn da wiziégez, ha ra vézô bépréd ganéz ar gér a béoc’h hag a reizded.

13. Sélaou gan̄t habaskded ar péz a lévéreur d’id, évit ma hé boelli, ha ma rôi gan̄t furnez eur respoun̄t gwîr.

14. Mar d-oud poellek, respoun̄t d’as nésa : ma n’oud két, laka da zourn war da c’hénou, gan̄d aoun na véz paket enn eul lavar diévez, ha na gouézchez enn dismégan̄s.

15. Ann énor hag ar c’hloar a zô é lavar ann dén skian̄tet, hôgen téôd ann dén diévez eo da goll d’ézhan̄.

16. Na drémen két évid eunn téôdek, ha na zeûet két da déôd da lindâg ha da vézégez d’id.

17. Râg war al laer é kouéz ar vézégez hag ar c’heûz, hag eur varn gwasoc’h c’hoaz war ann téôd daou-blég : hôgen ann téôdek a zidenn war-n-ézhan̄ ar gasoni, ann drougiez, hag ann dismégan̄s.

18. Barn enn hévélep doaré ann dén dister, ével ann dén brâz.


————


VI. PENNAD.


Dibaot eo eur gwir viñoun.


1. Na zeû két da énébour d’as nésa péhini a oa da énébour d’id : râg ann dén droug en dévézô da zigwéz ar véz hag ar vézégez, kerkoulz hag ar péc’her hérézuz, hag ann hini a zô daou-blég hé déôd.

2. N’en em uc’hé1a két ével eunn tarô é ménosiou da galoun, gan̄d aoun na vé brévet da nerz gan̄d da follen̄tez,

3. Na loun̄kô da zéliou, ha na gollô da frouez, ha na zeûi ével eur wézen dizec’het enn distrô.

4. Râg ar gwall éné a gollô ann hini é péhini eo em gavô ; hé lakaad a rai da lévénez évid hé énébourien, hag é rôi d’ézhan̄ darvoud ar ré fallagr.

5. Ar gér c’houék a c’hounid kalz a viñouned, hag a habaska ann énébourien : ha téôd eunn dén mâd a zô dudiuz-brâz.

6. Béz é péoc’h gan̄t meûr a hini, hôgen na gemer da guzulier néméd unan étré mîl.

7. Mar fell d’id kaout eur miñoun, kémer-hén̄ goudé m’az pézô hé arnodet, ha na laka két râk-tâl da fisian̄s enn-han̄.

8. Hé-man̄ a vézô miñoun d’id hervez ann amzer vâd, ha na gen̄dalc’hô két é deiz ann en̄krez.

9. Hen-nez a vézô miñoun, hag a drôi da énébour : eunn all a vézô miñoun, hag a ziskouézô hé gâs, hag a lavarô flemmou ha kunuc’hennou d’id.

10. Eunn all a vézô miñoun évid ann daol, ha na gen̄dalc’hô két é deiz ann diénez.

11. Mar choum stard, da viñoun a vézô ével da bâr d’id, hag é-touez tûd da dî é embrégô gan̄t fran̄kiz :

12. Ma en em vuéla dira-z-od, ha mar kûz a zirâk da zaoulagad, eur garan̄tez vâd hô pézô ann eil évid égilé.

13. En em rann diouc’h da énébourien, ha laka évez oud da vin̄ouned.

14. Eur miñoun féal zo eur warez gré : néb en deûz hé gavet, en deûz kavet eunn tén̄zor.

15. Nétrâ na hell béza hévélébékéet oud eur miñoun féal, hag ann aour hag ann arc’han̄t na zellézon̄t két béza lékéat é pouez out c’houékder hé feiz.

16. Eur miñoun féal a zô eul louzou a rô ar vuez, hag ar beûr-badélez : hag ar ré a zouj ann Aotrou, a gavô anézhan̄.

17. Mar touj eunn dén Doué, é kavô dré-zé eur garan̄tez vâd : râg hé viñoun a vézô hén̄vel out-han̄.

18. Va mâb, adalek da iaouan̄ktiz en em rô d’ar gélénadurez, hag é kavi ar furnez bété da gôzni.

19. Ével ann hini zô oc’h arat hag oc’h hada, tôsta out-hi, ha gortoz frouez mâd diout-hi.

20. Laboura a ri eunn nébeût évid hé diorren, ha nebeût goudé é tebri eûz hé frouez.

21. Pegen c’houerô eo ar furnez évid ann dûd diwiziek ; ann dén diskian̄t na choumô két gan̄t-hi.

22. Béz’ é vézô évit-hô ével ar vein arnod ; hag hî na zaléin̄t két d’hé banna er méaz.

23. Râg ar furnez a laka da véza poellek, ével ma tiskouéz hé hanô ; ha né két anat évit kalz a dûd : hôgen er ré gan̄t péré eo anavézet, é choum bété gwélédigez Doué.

24. Sélaou, va mâb, kuzul ar furnez, ha na zistol kél va a!i.

25. Laka da dreid enn hé hualou, ha da c’houzoug enn hé gelc’hennou.

26. Soubl da skoaz, ha doug-hi, ha na skuiz két enn hé chadennou.

27. Tôsta out-hi gan̄d da holl galoun, ha mîr hé hen̄chou gan̄d da holl nerz.

28. En̄klask-hi, hag hî en em ziskouézô d’id ; ha p’az pézô hé briatéet, na zilez két anézhi :

29. Râg enn divez é kavi da éhan enn-hi, hag é trôi é dudi évid-od.

30. Rag hé hualou a vézô d’id da warez ha da gen-nerz, hag hé c’helc’hen da eur zaé a c’hloar :

31. Râg eur skéd a vuez a zô enn-hi, hag hé chadennou a zô liénennou a barédigez.

32. Hé gwiska a rî ével eur zaé a c’hloar, hag hé lakaad a rî war-n-od ével eur gurunen a lévénez.

33. Va mâb, mar sélaouez ac’hanoun, é teski : ha ma lékéez da spéred da akéti, é vézi fûr.

34. Mar tinaouez da skouarn, é tigéméri ar wiziegez : ha mar karez sélaoui, é vézi fûr.

35. En em zalc’h é strollad ar gôzidi fûr, hag en em unan a galoun gan̄d hô furnez, évit ma helli sélaoui kémen̄d a livirin̄t d’id diwar-benn Doué ; ha na goll hini eûz hô lavariou mâd.

36. Mar gwélez eunn dén̄ a skiant, kéa abréd d’hé gavout, ha mac’h aliez gan̄d da droad treûzou hé zôr.

37. Laka da vennoz é kélennou Doué, ha béz akétuz d’hé c’hourc’hémennou : hag hén̄ a rôi d’id eur galoun deskidik ; hag ioul ar furnez a vézô rôet d’id.


————


VII. PENNAD.


Meûr a ali.


1. Na ra két a zrouk, ha na grôgô két enn-od.

2. Pella diouc’h ann dén fallagr, hag ann droug a bellai diouz-id.

3. Va mâb, na hâd két ann drouk é irvi ann direizted, gan̄d aoun na védchez seiz gwéach kémen̄d all anézhô.

4. Na c’houlenn két digan̄d ann Aotrou ar rénérez, na digan̄d ar roué ar gador a énor.

5. N’en em zidamall két dirâg Doué, râg hén̄ eo a anavez ar c’halounou : ha na glask két béza fûr da wélout dirâg ar roué.

6. Na glask két don̄d da varner, ma n’éc’h eûz két ann nerz da derri ar fallagriézou ; gan̄d aoun na véz saouzanet gan̄d dremm ar ré vrâz, ha na zeûjé da reizded da wall-skouér.

7. Na béc’h két oud holl dûd eur géar, ha n’en em laka két é-touez ar bobl.

8. Na éré két péc’hed out péc’hed : râk na c’houmô két digastiz unan hép-kén.

9. Na gouézet két da galoun é fillidigez.

10. Na an̄kounac’ha két pidi, ha rei ann aluzen.

11. Na lavar két : Doué a zellô oud al lôd brâz a draou a rôinn, ha pa genniginn va rôou da Zoué, ann Uc’hel-meûrbéd, é tigémérô anézhô.

12. Na ra két a c’hoab eûz a eunn dén a zô glac’haret hé éné : râg eunn Doué zô hag a wél pép-trâ, péhini a vuéla hag a uc’héla.

13. Arabad eo d’id poania évit lavarout gévier a énep da vreûr : na ra két ivé kémen̄t-sé a-énep da viñoun.

14. Na lavar gaou é-béd : râk boaz ar gévier a zô fall.

15. Na lavar két kalz a draou é strollad ar ré gôz, ha na aslavar két gér da béden.

16. N’az péz két a gâs oc’h al labouriou tenn, nag oc’h labour ann douar a zô bét krouet gan̄d ann Uc’hel-meûrbéd.

17. N’en em laka két é niver ann dud direiz.

18. Az péz koun eûz a vuanégez Doué ; râk na zaléô két.

19. Vuéla kalz da spéred ; râk ven̄jan̄s kîg ar fallagr eo ann tân hag ar prén̄ved.

20. Na ra két fall é-kén̄ver da viñoun, ô véza ma talé ô rei arc’han̄t d’id, ha na zispriz két évid aour, da vreûr a garez kalz.

21. Na bella két dioud ar c’hrég fûr ha mâd a zô digwézet d’id é doujan̄s ann Aotrou : râg grâs hé dalc’h a zô dreist ann aour.

22. Na wall aoz két ar servicher a labour gan̄t féalded, nag ar gôpraer a rô hé vuez évid-od.

23. Ra vézô kér d’id ével da éné ar servicher en deûz skian̄t ; na zinac’h két ar fran̄kiz d’ézhan̄, ha n’hel léz két da gouéza enn diénez.

24. Ha loéned éc’h eûz-dé ? Évésa anézhô : ha mar d-in̄t talvouduz d’id, ra choumin̄t bépréd gan-éz.

25. Ha mipien éc’h eûz-dé ? Desk anézhô, ha laka-hi da bléga adaleg hô bugalérez.

26. Ha merc’hed éc’h eûz-dé ? Mîr hô c’horf, ha na ziskouéz két d’ézhô eunn dremm laouen.

27. Diméz da verc’h, hag ez pezô gréat eur géfridi vrâz, ha rô-hi da eunn ozac’h a skian̄t.

28. Ma éc’h eûz eur c’hrég hervez da galoun, na zilez két anézhi : ha na laka két da fisian̄s enn hini a zô kasauz.

29. Énor da dâd a greiz da galoun, ha na an̄kounac’ha két keinvanou da vamm.

30. Az péz koun pénaoz na vijez két ganet hép-z-hô : ha grâ évit-hô, ével m’hô deûz gréat évid-od.

31. Douj ann Aotrou a greiz da éné, hag az péz azaouez évid hé véleien.

32. Kâr gan̄d da holl nerz ann hini en deûz da grouet ; ha na zilez két hé vinistred.

33. Énor Doué a greiz da éné, hag az péz azaouez évid ar véleien ; hag en em c’hlan gan̄d da zivrec’h.

34. Rô d’ézhô hô lôd eûz ar c’hen̄ta-frouez hag eûz ann hostivou glanuz ; ével ma eo bét gourc’hémennet d’id : hag en em c’hlan gan̄t nébeût eûz da lézirégez.

35. Kennig d’ann Aotrou diskoaz ar viktimou, ha sakrifisou ar zan̄télidigez, ha préveûdiou ann traou san̄tel.

36. Astenn da zourn d’ar paour, évit ma vézô klôk da zakrifisou na da gennigou.

37. Hétuz eo ar largen̄tez da bép dén béô ; n’hen dinac’h két oûd ar ré varô.

38. Na fall két da fréalzi ann hini a zô doaniet, ha gwél gan̄d ar ré a wél.

39. Na véz két diek évit mon̄t da wélout ar ré glan̄v : râg gan̄t-hô en em startai er garan̄tez.

40. É kémen̄d a rî, az péz koun eûz da zivez, ha na béc’hi bikenn.


————


VIII. PENNAD.


Sélaouit ar ré gôz. Na hégit két ann dûd fall.


1. Na vreûta két oud eunn dén galloudek, gan̄d aoun na gouézchez dindân hé zourn.

2. Na ren̄dael két oud eunn dén pinvidik, gan̄d aoun na rajé eur breûd d’id :

3. Râg ann aour hag ann archan̄t hô deûz kollet meûr a hini, hag é trôon̄t hag éz éon̄t bété kaloun ar rouéed.

4. Na vreûta két oud eunn téôdek, ha na laka két a geûneûd enn hé dân.

5. Na zarempred két eunn dén diwiziek, gan̄d aoun na wall-gomzché diwar-benn da wenn.

6. Na zispriz két eunn dén a bella diouc’h ar péc’hed, ha na râ két a rébech d’ézhan̄ : az péz koun pénaoz éz omp holl dindân ar c’hastiz.

7. Na zispriz két eunn dén enn hé gôzni : râg ar ré a gôsa a zô bét ével-d-omp.

8. N’en em laouéna két eûz a varô da énébour, pa c’houzoud pénaoz é varvimp holl, ha na garfemp két béza eunn abeg a lévénez.

9. Na zispriz két lavariou ar ré gôz péré a zô fûr, hôgen komz eûz hô c’hêlennou.

10. Râg gan̄t-hô é teski ar furnez, ha kélénadurez ar poell, hag ann doaré da zervicha ar ré vrâz hép strîv.

11. N’az aet két ébiou d’id lavariou ar ré gôz ; râg hé desket hô deûz gan̄d hô zadou :

12. Râg gan̄t-hô é teski ar poell, ha da respoun̄ta é préd.

13. Na laka két da grégi glaou ar béc’hérien oc’h hô zamallout, gan̄d aoun na véz devet gan̄t tân hô féc’héjou.

14. N’en em laka két a éneb oud eunn dén heskiner, gan̄d aoun na zavché ével eur spier oud da c’hénou.

15. Na rô két war gampi da eunn dén galloudékoc’h égéd-od : ma éc’h eûz rôet war gampi, dalc’h-hén̄ évit kollet.

16. Na gréta két enn tû all d’as nerz : ma éc’h eûz krétéet, é vézô réd d’id disteurel.

17. Na varn két a-éneb ar barner : râg hén̄ a varn hervez ar reiz.

18. N’az â két enn hen̄t gan̄d eunn dén rôk, gan̄d aoun na zistolché hé zrougou war-n-od râg hén̄ a iélô hervez hé ioul, ha té a vézô kollet gan̄t-han̄ dré hé follen̄tez.

19. N’en em ren̄dael két gan̄d eunn dén buanek, ha n’az â két enn distrô gan̄d eunn dén rok : râg ével nétrâ eo d’ézhan̄ skuḻa ar goâd, hag el léac’h na vézô két a skoazel did, é vrévô ac’hanod.

20. N’az péz kéd a guzul gan̄t tûd diboell : râk na gavon̄t mâd néméd ar péz a blîj d’ézhô.

21. Na râ kéd a guzul dirâg eunn diavésiad : râk na c’houzoud ket pétrâ a c’hanô.

22. Na ziskouez két da galoun da bép dén : gan̄d aoun na vé gaou hé garan̄tez, ha na wall-gomzché diwar da benn.


————


IX. PENNAD.


Rénadur é-kénver ar merc’hed. Gwell eo ar viñouned kôz égéd ar ré névez.


1. N’az péz kéd a oaz évid ar c’hrég a zô unanet gan-éz, gan̄d aoun na daolché war-n-od drougiez ar gwall gélénnadurez.

2. Na rô két d’ar c’hrég a c’halloud war da spéred, gan̄d aoun n’az ajé enn da véli, ha na vijez mézékéet.

3. Na zell két oud eur c’hrég skan̄-benn ; gan̄d aoun na gouézchez enn hé lindagou.

4. Na zarempred két eunn dripérez ha na zélaou két anézhi ; gan̄d aoun na vijez kollet gan̄t nerz hé bréou.

5. Na zell két oud eur plac’h-iaouan̄k, gan̄d aoun na vijez touellet gan̄d hé c’haerded.

6. Na rô é nép doaré da galoun d’ar plac’hed fall ; gan̄d aoun n’en em golfez, té ha da vadou.

7. Na zell két a bép tû er ruou, ha na gan̄tré két el leûriou-kéar.

8. Distrô da zaoulagad diouc’h eur c’hrég kin̄klet, ha na zell két oud eur c’hrég a-ziavéaz.

9. Enn abek da c’héned ar c’hrég eo bét kollet meûr a hini : râk dré-zé eo é krôg ar gwall-ioul ével eunn tan.

10. Kemen̄t plac’h fall a zô ével teil a vac’heur enn hen̄t.

11. Meûr a hini dré ma’z in̄t bét saouzanet gan̄d géned ar c’hrég a ziavéaz, a zô bét distolet gan̄d Doué ; râg hé lavar a zev ével eunn tân.

12. Na azez népréd é-kichen grég eunn all, na c’hourvez két gan̄t-hi war da ilin :

13. Ha na strîv két gan̄t-hi oc’h éva gwîn, gan̄d aoun na zinaoufé da galoun étrézég enn-hi, ha na gouézchez er c’holl gan̄d da garan̄tez.

14. Na zilez két ar miñoun kôz ; râg ar miñoun névez na vézô két hén̄vel out-han̄.

15. Gwin névez eo ar miñoun névez : kôsaad a rai, ha neûzé hen évi gan̄d dudi.

16. Na c’hoan̄ta két gloar na madou ar péc’her ; râk na ouzoud két pétrâ é vézô hé zisman̄tr.

17. Na c’hrata két diboell ar ré zireiz ; gwéz pénaoz ann dén direiz a vézô dihétuz da Zoué bétég ar béz.

18. En em zalc’h pell diouc’h ann hini en deûz ar galloud da laza, ha n’az pézô két a aoun râg ar marô ;

19. Ha mar tostéez out-han̄, na râ nétrâ a amzéré, gan̄d aoun na dennché da vuez digan-éz.

20. Gwéz pénaoz eo réd mervel ; pénaoz é kerzez é-kreiz ar spiou, hag é valéez war armou ar ré rec’huz.

21. Laka évez oud ar ré a zô tôst d’id, ha darempred ar ré fûr hag ar ré boellek.

22. Péd da zibri gan-éz tûd reiz, ha laka da c’hloar é doujan̄s Doué,

23. Hag az péz enn da spéred ménoz Doué, ha ra vézô da holl lavariou gourc’hémennou ann Uc’hel-meûrbéd.

24. Ar vichérourien a vézô meûlet évit labour hô daouarn, ha prin̄s ar bobl évit furnez hé lavariou, hag ar ré gôz évit skian̄t hô geriou.

25. Al labenner a vézô heûzuz enn hé géar : hag ann dén diévez enn hé lavar a vézô kaséet.


————


X. PENNAD.


Hévéleb ar roué, hévéleb ar boblou. Néb a souj Doué, a vézô énoret.


l. Ar barner fûr a varnô hé bobl gan̄t furnez, ha rénadur eunn dén a skian̄t a vézô stard.

2. Hévélep barner ar bobl, hévélep hé vinistred : hévélep réner kéar, hévéleb ar ré a choum enn-hi.

3. Ar roué diskian̄t a gollô hé bobl : hag ar c’hériou en em dudô gan̄t skian̄t hô rénérien.

4. É dourn Doué éma galloud ann douar : hag hén̄ eo a lakai da zével war-n-ézhan̄ enn hé amzer eur réner ével ma vézô réd.

5. É dourn Doué éma eûr-vâd ann dén ; hag hén̄ eo a lakai war benn ann dén gwiziek ann énor a zô dléet d’ézhan̄.

6. An̄kounac’ha holl wallou da nésa, ha na râ nétrâ gan̄t frouden.

7. Kasauz eo ar rogen̄tez dirâk Doué ha dirâg ann dûd : hag argarzuz eo holl fallagriézou ar brôadou.

8. Eur rouan̄télez a zô dizouget eûz a eur bobl da eunn all, enn abek d’ann direistédou, ha d’ann daélou, ha d’ar froudennou, ha d’ann holl douellérézou.

9. Neûz nétrâ argarzusoc’h égéd eunn dén pervez. Pérâg é teû da stambouc’ha ann douar hag al ludu ?

10. N’eûz nétrâ gwasoc’h égéd ann hini a gâr ann arc’han̄t ; râg hén̄ a werzché hé éné ; ô véza ma tistol ez-béô hé vouzellou hé-unan.

11. Kémen̄t galloud a bâd nébeût. Eur c’hlén̄ved hir a skuîz al louzaouer.

12. Al louzaouer a drouc’h ar c’hlén̄ved évid hé verraat : ével-sé ar roué a zô hiriô, ha war-c’hoaz é varvô.

13. Pa vézô marô ann dén, en dévézô da zigwéz ann aéred, hag al loéned, hag ar prén̄ved.

14. Dérou rogen̄tez ann dén eo pellaad diouc’h Doué :

15. Râg hé galoun en em denn diouc’h ann hini en deûz hé c’hréat ; râk dérou ann holl béc’héjou eo ar rogen̄tez ; néb en em stagô out-hi, a vézô leûn a vallosiou, hag a gavô hé goll enn-hi.

16. Râk-sé en deûz ann Aotrou gôlôet a véz strolladou ann dûd fall, hag en deûz hô disman̄tret da-vikenn.

17. Trôniou ar brin̄sed rôk en deûz diskaret Doué ; hag en deûz lékéat da azéza war-n-ézhô prin̄sed kûn̄ enn hô léac’h.

18. Doué en deûz dizéc’het grisiou ar brôadou rôk, hag en deûz plan̄tet ar ré vuel anézhô.

19. Disman̄tret en deûz ann Aotrou douarou ar brôadou, hô diskaret en deûz bétég ann diazez.

20. Lôd anézhô en deûz lékéat da zizéc’ha, hag en deûz hô c’haset-da-nétra, hag en deûz lamet ann en̄vor anézhô diwar ann douar.

21. Kollet en deûz Doué én̄vor ar ré rôk, hag en deûz miret én̄vor ar ré vuel a spéred.

22. Né két bét krouet ar rogen̄tez gan̄d ar goazed, nag ar vuanégez gan̄t reiz ar merc’hed.

23. Gwenn ar ré a zouj Doué a vézô énoret : hôgen gwenn ar ré a zilez gourc’hémennou Doué a vézô mézékéet.

24. Néb a rén hé vreûdeûr a vézô énoret enn hô c’hreiz : hag ar ré a zouj ann Aotrou a vézô hétuz dirâg hé zaoulagad.

25. Gloar ar ré binvidik, hag ar ré énoret, hag ar ré baour, eo doujan̄s Doué.

26. Na zispriz két ann dén reiz hag hén̄ paour, ha na énor két ann dén péc’her hag hén̄ pinvidik.

27. Ann dén brâz, ar barner, hag ann dén galloudek a zô énoret : hôgen n’in̄t két brasoc’h égéd ann hini a zouj Doué.

28. Ann dûd fran̄k a blégô dindân ar servicher en deûz skian̄t : hag ann dén poellek ha desket na grôzô két pa vézô tamallet, hag ann dén diskian̄t na vézô két énoret.

29. N’en em uc’héla két enn da ôberiou, ha n’en em rô két d’ann diégi é amzer ann an̄ken.

30. Gwell eo ann hini a labour hag en deûz pép trâ, égéd ann hini a fougé hag a ziouer bara.

31. Va mâb, mîr da éné er gun̄vélez, ha rô d’ézhan̄ ann énor hervez hé zellid.

32. Piou a zidamallô ann hini a béc’h a-éneb hé éné ? Ha piou a énorô ann hini a zizénor hé éné ?

33. Ar paour a gâv hé c’hloar er reiz hag é doujan̄s Doué : tûd zô hag a zô énoret évid hô madou brâz.

34. Néb a gâv hé c’hloar er baouren̄tez, pégémen̄t hé c’havché c’hoaz welloc’h er binvidigez ? Hôgen ann hini a zô énoret évid hé vadou, lékéat évez na zeûjé da véza paour.


————


XI. PENNAD.


Na dléeur két barna ann dûd diouc’h hô doaré. Aberz Doué é teû ar mâd hag ann drouk.


1. Furnez ann dén vuel hé lakai da zével hé benn, ha da azéza é kreiz ar ré vrâz.

2. Na veûl két eunn dén évid hé zoaré-vâd, ha na zispriz két eunn all évid hé zoaré dister.

3. Bihan eo ar wénanen é-touez al loéned a nic’h, hag ar c’houéka eo hé frouez.

4. Na fougé két gan̄d da ziḻad kaer, ha n’en em uc’héla két é deiz da énor : râk n’eûz néméd ôberiou ann Uc’hel-meûrbéd a gémen̄t a vé meûluz ha meûleûduz : kuzet ha dizanaf eo hé ôberiou.

5. Meûr a vac’her a zô bét azézet war ann trôn, ha tûd hô deûz douget ar gurunen, ha na vijé két bét krédet hô dévijé bét anézhi.

6. Kalz prin̄sed galloudek a zô bét gwall wasket, hag ar ré a oa leûn a c’hloar a zô bet kouézet étré daouarn ar ré all.

7. Na damall dén abarz m’az pézô gréat eunn en̄klask : ha p’az pézô gréat eunn en̄klask, kélenn-hén̄ gan̄t reizded.

8. Na respoun̄t két abarz m’az pézô sélaouet : ha n’az â két war gomz eunn all.

9. Na striv két diwar-benn ann traou ha na zell két ouz-id : ha na azez két évit barna gan̄d ar ré zrouk.

10. Va mâb, n’en em rô két da galz a ôberiou : ha mar d’oud pinvidik, na vézi két kuîd a wallou ; hôgen ma heûliez anézhô, n’hô zizi két : ha mar tiarbennez anézhô, na dec’hi két diout-hô.

11. Tûd zô hag a labour, hag a hast enn eur boania ; hôgen ô véza ma in̄t fallagr, seûl vui ma réon̄t, seûl nébeûtoc’h é tastumon̄t.

12. Tûd zô hag hî diners, hag ézomm dézhô a skoazel, ha disléber, ha paour-brâz ;

13. Ha lagad Doué a zell out-hô gan̄t trugarez, a denn anézhô eûz hô vuelded, hag a zâv hô fenn : ha kalz oc’h hô gwélout a zô souézet, hag a veûl Doué.

14. Ar mâd hag ann drouk, ar vuez hag ar marô, ar baouren̄tez hag ar binvidigez a zeû digan̄d Doué.

15. Ar furnez hag ar gélénadurez, ha gwiziégez al lézen en em gav ivé é Doué. Ar garan̄tez hag ar mâd-ôberiou a zô c’hoaz enn-han̄.

16. Ar fazi hag ann amc’houlou a zô bét krouet kévret gan̄d ar béc’herien : hag ar ré en em veûl enn drouk a gôsai enn drouk.

17. Ar péz a zô rôet gan̄t Doué a choum stard enn dûd reiz, hag ar greskadurez a râ a bâd da vikenn.

18. Tûd zô hag a binvidika oc’h espernout : hag ar gôbr hô deûz eo

19. Ec’h hellon̄t lavarout : Kavet em eûz éhan évid-oun, ha bréma é tebrinn va madou va-unan :

20. Ha na ouzon̄t két pénaoz éz â ann amzer ébiou, é tôsta ar marô, é varvô, hag é lézô pép-trâ da ré all.

21. Choum stard enn da gévrédigez, ha komz bépréd anézhi, ha kôsa enn ôberiou a zô bét gourc’hémennet d’id.

22. Na choum két é ôberiou ar béc’herien. Laka da fisian̄s é Doué, ha choum enn da léac’h.

23. Râg éaz eo da Zoué pinvidikaad ar paour enn-eunn-taol.

24. Doué a vennig ann dén reiz hag a hast hé c’hôpraat, hag a ra dézhan̄ dougen frouez é berr amzer.

25. Na lavar két : Pétrâ a dal d’in béza é poan, ha pé vâd em eûz-mé c’hoaz da c’héda ?

26. Na lavar két : Ar péz em eûz a zô a-walc’h évid-oun ; pénaoz é helfenn-mé béza gwasoc’h ?

27. É deiz ar mâd na an̄kounac’ha két ann drouk ; hag é deiz ann drouk na an̄kounac’ha két ar mâd :

28. Râg éaz éo da Zoué disteûrel da bép-hini, é deiz hé varô, hervez hé hen̄chou.

29. Ann droug a-vréma a laka da an̄kounac’haat dudiou brâz, hag é marô ann dén é vézô dizôlô-kaer hé ôberiou.

30. Na veûl dén é-béd abarz hé varô ; râg anaoud a réeur eunn dén diouc’h hé vugalé.

31. Na zigémer két kémen̄d hini enn da dî : râk kalz spiou a gâv ann toueller.

32. Râg ével ma teû fléar eûz a vouzellou brein, ével ma eo didennet eur glujar er roued, hag eunn iourc’h el lindâg ; ével-sé eo kaloun ar ré rôk, hag ar ré a arvest lamm hô nésa.

33. Râk spiou a aoz ô trei ar mâd é drouk, hag é laka nammou enn ôberiou ar ré wella.

34. Eunn elven hép-kén a laka ann tân da gregi, hag eunn drôidel hép-kén a laka ar goad da rédek : hôgen ar péc’her a aoz spiou évit skuḻa ar goad.

35. Laka évez oud ar gwall zén, râk drouk na râ kén ; gand aoun na zigasché ar goapérez war-n-od da vikenn.

36. Digémer ann diavésiad enn da dî, hag hén̄ a ziskarô ac’hanod er reûstl, hag a lakai ac’hanod er-méaz eûz da di da-unan.


————


XII. PENNAD.


Diez eo anaoud hé viñouned diouc’h hé énébourien.


1. Mar gréz vâd, gwéz da biou her grî, hag ar péz a ri a vâd a-vézô kavet mâd.

2. Grâ vâd d’ann dén reiz, hag é kavi eur gôbr brâz, ma né két digan̄t-han̄, diana digan̄d ann Aotrou.

3. Râk n’eûz kéd a vâd da c’hédal évid ann hini en em rô bépréd d’ann drouk, pé na ra kéd ann aluzen : ann Uc’hel-meûrbéd a gasa ar béc’herien, hag en deûz truez oud ar ré a râ pinijen.

4. Rô d’ann dén trugarek, ha na skoazel két ar péc’her : Doué a daolô hé ven̄jan̄s war ar ré fallagr ha war ar béc’herien ; hag hé viroud a râ évid deiz hé ven̄jan̄s.

5. Rô d’ann dén mâd, ha na zigémer két ar péc’her.

6. Grâ vâd d’ann dén vuel, ha na rô két d’ar fallagr ; mîr na vézô rôet bara d’ézhan̄, gan̄d aoun na zeûjé dré-zé galloudékoc’h égéd-od :

7. Râk daou zroug a gavi enn holl vâd a rî d’ézhan̄ : râg ann Uc’hel-meûrbéd a gasa ar béc’herien, hag a zistolô hé ven̄jan̄s war ar ré fallagr.

8. Na anavezeur két ar miñoun enn amzer vâd ; hag ann énébour n’en em guz két er gwall amzer.

9. É amzer vâd eunn dén, hé énébourien a zô doaniet : ha pa éma é wall amzer, éc’h anavézeur piou eo é vin̄oun.

10. Na laka bikenn da fisian̄s enn da énébour : râg hé zrougiez a zô ével ar merkl péhini en em stag oud ar c’houévr :

11. Ha pétrâ bennâg m’en em vuéla, ha ma stou, béz évésiek, hag en em vir diout-han̄.

12. N’hel laka két enn da gichen, ha na ra két d’ézhan̄ azéza enn tû déou d’id, gan̄d aoun n’az ajé enn da léac’h, ha na azézché enn da gador ; ha na zeûjez enn divez da anaout va geriou, ha da véza ken̄traouet gan̄t va lavariou.

13. Piou en dévézô truez oud ar strôbineller pa vézô flemmet gan̄d ann aer, hag oud ar ré holl a dôsta oud al loéned ? Ével-sé ann hini en em unvan gan̄d ann dén direiz, en em gav strôbet enn hé béc’héjou.

14. A-héd eunn heûr é choumô gan-éz : hôgen mar tinaouez, na hellô mui padout.

15. Ar c’houékder en deûz da énébour war hé vuzellou ; hag enn hé galoun é venn aoza spiou d’id évid da lakaad da gouéza er poull.

16. Éma ann daérou é daoulagad da énébour ; ha mar kâv ann darvoud, n’en em walc’hô két a c’hoad.

17. Mar teû drouk d’id, hé gavi ar c’hen̄ta énô.

18. Éma ann daérou é daoulagad da énébour ; ha war zigarez da skoazella, é klaskô d’az lakaad da gouéza.

19. Héja a rai hé benn, ha stlaka a rai gan̄d hé zaouarn, hag ô trei hé zaoulagad, é lavarô kalz a gévier.


————


XIII. PENNAD.


Réd eo karoud Doué hag hé nésa.


1. Néb a lakai hé zourn war ar peg, a vézô saotret gan̄t-han̄ : hag ann hini en em unvanô gan̄d eunn dén rôk a gémérô ar rôgen̄tez.

2. Néb a zarempred brasoc’h égét-han̄, a denn eur béac’h pounner war-n-ézhan̄. N’en em unan két gan̄d eunn dén pinvidikoc’h égéd-od.

3. Pé unvaniez zô étré eur pôd-houarn hag eur pôd-pri ? Râk pa stokin̄t ann eil oud égilé, hé-man̄ a vézô brévet.

4. Ann dén pinvidik en em rén gan̄d direisted, ha c’hoaz é c’hourdrouz : ar paour a zô bét gwall-gaset, hag é tâv.

5. Mar gréz largen̄tésiou, ann dén pinvidik a zigémerô ac’hanod : ma n’éc’h eûz nétrâ, é tilezô ac’hanod.

6. Ma éc’h eûz péadrâ, é talc’hô tinel vâd gan-éz, hag é tizechô ac’hanod ; ha goudé-zé n’en em brédériô két diwar da benn.

7. Mar d-oud talvouduz d’ézhan̄, é rai goab ac’hanod, é rôi géd mâd d’id enn eur c’hoarzin, é komzô ouz-id a-zoaré-vâd, hag é lavarô : A bétrâ éc’h eûz ézomm ?

8. Da lakaad a rai da zibri gan̄t-han̄ ha da rei da zibri d’ézhan̄, kén n’en dévézô da zizéc’het é diou pé é teir gwéach : hag enn-divez é rai goab ac’hanod : ha goudé-zé é tilezô ac’hanod, hag éc’h hejô hé benn p’az kwélô.

9. En em vuéla dirâk Doué, ha gortoz skoazel hé zourn.

10. Laka évez n’en em vuelfez ével eur foll, ha na vijez touellet.

11. N’en em vuéla két enn da furnez, gan̄d aoun n’en em vuelfez er follen̄tez, ha na vijez touellet.

12. Mar d-oud galvet gan̄d eunn dén-brâz, pella : râk dré-zé é c’halvô ken̄toc’h ac’hanod.

13. Na zarempred két anézhan̄ ré aliez, gan̄d aoun na zeûjé da hérézi ouz-id : ha na bella két a-grenn diout-han̄, gan̄d aoun na vijez an̄kounac’héet gan̄t-han̄.

14. Na gomz két pell gan̄t-han̄ ével pa vijez pâr d’ézhan̄ : ha na gréd két d’hé lavariou hîr ; râk da arnodi a rai oc’h da lakaad da gomza kalz ; hag enn eur c’hoarzin e rai goulennou d’id diwar-benn ar péz a dléez da guza.

15. Hé galoun didruez a virô da c’hériou ; ha na espernô nag ann drougiez nag ar chadennou.

16. Laka évez ouz-id, ha sélaou pîz ar péz a lavarô d’id : râk war ribl al loun̄k é valéez.

17. Pa glévi hé c’heriou, sell-hi ével eunn huvré, hag é vézi dihun.

18. Kâr Doué héd da holl vuez, ha péd-hén̄ évid da zilvidigez.

19. Pép loen a gâr hé bâr : ével-sé pép dén a gâr hé nésa.

20. Pép kîg en em unvan gan̄d ann hini a zô hén̄vel out-han̄ ; ha pép dén en em unvan gan̄d ann hini a zô hén̄vel out-han̄.

21. Ével n’en em unvan két ar bleiz gan̄d ann oan, ével-sé n’en em unvan két ar péc’her gan̄d ann dén reiz.

22. Pé zarempred en deûz ann dén san̄tel gan̄d ar c’hî ? Ha pé unvaniez en deûz eunn dén pinvidik gan̄d eunn dén paour ?

23. Ann azen gouez eo preiz al léon enn distrô ; ével-sé ar ré baour a zô preiz ar ré binvidik.

24. Ével ma eo argarzuz ar vuelded d’ann dén rôk, ével-sé eo argarzuz ann dén paour d’ann dén pinvidik.

25. Mar d-eo kéflusket ann dén pinvidik, é vézô harpet gan̄d hé viñouned ; hôgen mar teû da gouéza ann dén paour, é vézô boun̄tet gan̄d hé viñouned.

26. Mar d-eo bét touellet ann dén pinvidik, é teûi kalz d’hé skoazella : mar komz gan̄t rôgen̄tez, é vézô didamallet.

27. Mar d-eo bét touellet ann dén paour, é teûeur c’hoaz d’hé damallout : mar komz gan̄t furnez, na zélaoueur két anézhan̄.

28. Mar komz ann dén pinvidik, ann holl a dâv, hag hé c’heriou a zô douget bétég ar c’hoabr.

29. Mar komz ar paour, é lévéreur : Piou eo hé-man̄ ? Ha mar teû da gouéza, é tiskareur anézhan̄.

30. Ar madou a zô mâd évid ann hini a zô dibéc’hed hé goustian̄s ; hag ar baouren̄tez a zô gwall fall évid ar fallagr a zô ar gourdrouz enn hé c’hénou.

31. Kaloun ann dén a drô hé zremm, pé évid ar mâd, pé évid ann drouk.

32. Poan ha labour as pézô ô kavout eunn dremm vâd, hag a vézô eunn arouéz eûz a eur galoun vâd.


————


XIV. PENNAD.


Mâd eo lakaad hé goun er marô.


1. Euruz eo ann dén péhini n’eo két kouézet gan̄d ar gériou eûz hé c’hénou, ha péhini n’eo két broudet gan̄d doan ar péc’hed.

2. Euruz eo ann hini é kaloun péhini n’éma két ann doan, ha n’en deûz két kollet hé c’héd.

3. Didalvez eo ann danvez d’ann dén pervez ha pîz ; pétrâ a dâl ann aour d’ann dén hérézuz ?

4. Néb a zastum madou gan̄d direisted, diwar goust hé vuez, a zastum évit ré all ; hag eunn all a vévézô hé vadou enn dirollou.

5. Néb a zô droug évit-han̄ hé-unan, évit piou é vézô-hén̄ mâd ? Na berc’hennô két hé vadou.

6. N’eûz netrâ gwasoc’h égéd ann hini a hérez hé vividigez hé-unan ; ann distol eo eûz hé zrougiez.

7. Mar gra vâd, her grâ héb hé c’houzout, hag a-énep d’hé ioul : hag enn-divez é tiskouézô hé zrougiez.

8. Lagad ann dén érézuz a zô drouk : distrei a râ hé benn, hag é tispriz hé éné.

9. Lagad ann dén pervez né hell két kaout hé walc’h enn hé fallagriez : n’en dévézô hé walc’h némét p’en dévézô dizéc’het ha losket hé éné.

10. Ar gwall lagad a drô oud ann drouk : na zebrô két hé walc’h a vara, hôgen naounek ha trist é vézô oud hé daol.

11. Va mâb, ma éc’h eûz péadrâ, grâ vâd d’id da-unan, ha kennig da Zoué traou mâd.

12. Az péz koun pénaoz na zaléô két ar marô, ha pénaoz eo anat éz i er béz ; râg évid holl dûd ar béd eo ar varnédigez a lavar é tléeur mervel.

13. Grâ vâd d’as miñoun abarz hé varô, ha rô ann aluzen d’ar paour hervez da c’halloud.

14. Na ziouér két gounid ann deiz mâd, ha na zilez lôden é-béd eûz ar vâd a zeû d’id.

15. Ha né két da ré all é lezi frouez da boan ha da labour évid hô ranna étré-z-hô ?

16. Rô, ha kémer évid-hô, ha san̄tela da éné.

17. Grâ ôberiou reiz abarz ma varvi ; râk né két réd kavout boéd er béz.

18. Pép kîg a wévô ével ar géot, hag ével ann déliou a gresk war ar gwéz glâz.

19. Lôd a zâv, lôd all a gouéz ; ével-sé er wenn a gik hag a c’hoad-zé, lôd a varv, ha lôd all a zô ganet.

20. Péb ôber breinuz a iélô-da-nétra hag ann hini en dévézô hé c’hréat, a iélô gan̄t-han̄.

21. Ha péb ôber dilennet a vézô énoret : hag ann hini en dévézô hé c’hréat, a vézô énoret enn-han̄.

22. Euruz eo ann dén a choum er furnez, hag a laka hé bréder er reizded, hag a venn bépréd é râg-gwél Doué ;

23. Péhini a goun enn hé hen̄chou enn hé galoun, hag a boell hé ôberiou kuzet ; péhini a ia war-lerc’h ar furnez, ével eunn en̄klasker, hag a valé enn hé raven̄chou :

24. Péhini a zell dré hé frénestou hag a zélaou oud hé dôr ;

25. Péhini a arzaô é-kichen hé zî ; hag ô san̄ka eur peûl enn hé môgeriou, a zâv eul lojik enn hé c’hichen, é péhini en em virô hé vadou da-vikenn enn eunn éhan brâz.

26. Lakaad a rai hé vipien din̄dân hé zôen, hag hén̄ hé-unan a choumô din̄dân hé skourrou.

27. Eunn dishéol a gavô dindân hé zôen, hag ann éhan enn hé c’hloar.


————


XV. PENNAD.


Digan̄d Doué é teû ar furnez. Ar péc’hed na zeû két diout-han̄. Dieûb eo bét krouet ann dén gan̄t-han̄.


1. Néb a zouj Doué a rai ar mâd ; ha néb a zô stard er reizded en dévézô ar furnez :

2. Hag hî a zeûi d’hé ziambrouga ével eur vamm leûn a énor ; hag hî a zigémérô anézhan̄ ével ma tigémer eur plac’h-iaouan̄k hé fried.

3. Hé vaga a rai gan̄t bara a vuez hag a furnez ; rei a rai da éva d’ézhan̄ dour ar furnez hag ar zilvidigez : en em starda a rai enn-han̄, hag hel lakai da véza digéflusk.

4. Hé zerc’hel a rai, ha na vézô két mézékéet ; hé zével a rai é-touez hé géren̄t-néz.

5. Digeri a rai hé c’hénou é kreiz ar strollad, hag é leûniô anézhan̄ gan̄d ar spéred a furnez hag a boell : hag é wiskô anézhan̄ gan̄d eur zaé a c’hloar.

6. Eunn ten̄zor a joausded hag a lévénez a zastumô d’ézhan̄, hag é rôi d’ézhan̄ da zigwéz eunn hanô peûr-bâduz.

7. Ann dûd diskian̄t na zalc’hin̄t két anézhi, hag ann dûd a skian̄t a ziambrougô anézhi ; ann dûd diskian̄t na wélin̄t két anézhi ; râk pell en em zalc’h diouc’h ar rôgen̄tez hag ann touellérez.

8. Ann dûd gaouiad n’hô dévézô két a én̄vor anézhi : hôgen ann dûd gwirion en em gavô gan̄t-hi, hag é kerzin̄t gan̄d eûr-vâd bété gwéled Doué.

9. Né két kaer ar meûleûdi é génou ar péc’her :

10. Râk digan̄d Doué é teû ar furnez : meûleûdi Doué a ia kévret gan̄d ar furnez, leûnia a râ génou ann dén féal ; ann Aotrou eo hé rô d’ézhan̄.

11. Na lavar két : Doué a zô abek n’em eûz hi két ; râk na râ két ar péz a gasa.

12. Na lavar két : Hén̄ eo en deûz va zouellet : râg ann dûd fallagr n’in̄t két réd d’ézhan̄.

13. Péb argarzidigez ha pép diroll a gasa ann Aotrou, ha kémen̄t-sé na vézô két karet gan̄d ar ré a zouj anézhan̄.

14. Doué adaleg ar penn-ken̄ta en deûz krouet ann dén, hag en deûz hé lézet é dourn hé guzul hé-unan.

15. Ouc’h-penn en deûz rôet d’ézhan̄ hé c’hourc’hémennou hag hé gélennou.

16. Mar fell d’id miroud hé c’hourc’hémennou, ha ken̄derc’hel eur feiz mâd, é virin̄t ac’hanod.

17. Lékéat en deûz dira-z-od ann dour hag ann tân : laka da zourn enn tû ma kiri.

18. Dirâg ann dén éma ar vuez hag ar marô, ar mâd hag ann drouk : ar péz en dévézô kavet-mâd a vézô rôet d’ézhan̄.

19. Râk brâz eo furnez Doué, ha kré hé c’halloud ; ann dûd holl a wél héb éhan.

20. Daoulagad ann Aotrou a zô war ar ré a zouj anézhan̄, hag hén̄ a anavez holl ôberiou ann dén.

21. N’en deûz gourc’hémennet da zén ôber drouk, ha n’en deûz rôet da zén ar préd da péc’hi :

22. Râk né kéd hé ioul kaoud eul lôd brâz a vugalé disléal ha didalvez.


————


XVI. PENNAD.


Na dléeur két bépréd en em laouénaat eûz al lôd brâz eûz hé vugalé. Dén na hell tec’hout diouc’h barnédigez Doué.


1. N’en em laouéna két ô véza ma éc’h eûz kalz a vugalé, mar d-in̄t fallagr : na laka két da zudi enn-hô, ma n’hô deûz két doujan̄s Doué.

2. N’en em harp két war hô buez, ha na denn két a fougé eûz hô labouriou.

3. Râg eur mâb hép-kén hag a zouj Doué a zô gwelloc’h, égét mil mâb fallagr.

4. Ha talvondusoc’h eo mervel hép bugel, égét lézel war hé lerc’h bugalé fallagr.

5. Gan̄d eunn dén a skian̄t é vézô poblet eur géar holl, hag eur vrô leûn a dûd fallakr a zeûiô da véza diboblet.

6. Meûr a drâ enn doaré-zé en deûz gwélet va lagad, ha traou dreist c’hoaz é deûz klévet va skouarn.

7. Ann tân a grogô é strollad ar béc’herien, hag enn eur vrôad diskrédik é savô ar frouden.

8. Né két bét distolet hô féc’héjou d’al lan̄gouinéien gwéchall ; dispennet in̄t bét, ô véza m’hô dôa lékéat hô fisian̄s enn hô nerz hô-unan.

9. N’en deûz két espernet Doué ar géar é péhini é oa en em dennet Lot ; ann dûd anézhi a zô bét argarzet gan̄t-han̄, enn abek da rôgen̄tez hô lavar.

10. N’en deûz két bét a druez out-hô ; ann holl vrôad en deûz kollet, ô véza ma oa savet hé rôgen̄tez enn hé féc’héjou.

11. Kollet en deûz ivé ar c’houec’h kan̄t mil dén war-droad, péré a zispac’haz kévret é kaléder hô c’haloun : ha c’hoaz n’en dévijé két distolet da unan hép-kén, ma vijé bét kilpennek ével ar ré all.

12. Râg ann drugarez hag ar vuanégez a zô gan̄t-han̄. Galloudeg eo évid distaoli ar béc’héjou, hag ivé évit skuḻa hé vuanégez.

13. Hervez hé drugarez eo hé gastiz, hag ann dén a varn hervez hé ôbériou.

14. Ar péc’her a gen̄dalc’h enn drouk na dec’hô két diout-han̄, hag habaskded ann dén trugarek na zaléô két kaout hé c’hôbr.

15. Pép trugarez a rôi hé léac’h da bép-hini hervez dellid hé ôbériou, hag hervez hé boell a-héd hé birc’hirinded.

16. Na lavar két : Kuzet é vézinn dirâk Doué, hag eûz ann néac’h piou en dévézô koun ac’hanoun ?

17. É-kreiz eur bobl ker brâz na vézinn két anavézet ; râk pétrâ eo va éné é-touez eunn niver ker brâz a grouadurien ?

18. Chétu ann én̄v, hag én̄v ann én̄vou, al loun̄k, hag ann douar holl, hag ar péz a zô enn-hô, a grénô dira-z-han̄.

19. Ar ménésiou ivé, hag ar c’hrec’hiennou, ha diazézou ann douar, a horellô gan̄t spoun̄t, pa zellô Doué out-hô.

20. Hag é-kreiz ar ré-zé holl é wél ar galoun diskian̄t ; hag hén̄ a anavez diabarz ann holl galounou.

21. Piou a anavez hen̄chou Doué, hag abeg ann arnéou, n’en deûz biskoaz gwélet ann dén.

22. Kalz eûz hé ôberiou a zô kuzet : râk piou a helfé rei da anaout ôbéridigez hé reizded ? Pé piou a helfé hô gouzan̄vi ? Ar varnédigez a zô pell diouc’h hiniennou, hôgen en̄klask ann holl a c’hoarvézô enn diez divéza.

23. Néb a zô dinerz hé galoun, en deûz ménosiou gwân ; ha néb a zô diboell hag édrô, en deûz ménosiou foll.

24. Va mâb, sélaou ac’hanoun, ha desk reiz ar spéred, ha bét évésiek a galoun out va lavariou.

25. Rei a rinn d’id kélennou reiz, hag é tanévellinn d’id réoliou tenn ar furnez : béz évésiek a galoun out va lavariou, hag é rôinn da anaout d’id gan̄d eur spéred reiz, ar burzudou en deûz diskouézet Doué adaleg ar penn-ken̄ta enn hé ôberiou, hag é likiinn ac’hanod d’hé anaout ar wirionez.

26. Doué en deûz da gen̄ta gréat hé ôberiou er furnez ; rannet en deûz kévrennou ar béd kerken̄t ha m’en deûz hô c’hrouet ; ar ré gen̄ta en deûz lékéat évid mon̄d enn hô reiz.

27. Hô c’hin̄klet en deûz da-vikenn ; héb ézomm, hép skuiza, n’hô deûz két éhanet da valéa.

28. Biskoaz hini anézhô n’en deûz en̄krézet eunn all, ha bikenn na en̄krézô.

29. Na véz két diskrédik da c’hér ann Aotrou.

30. Goudé-zé Doué en deûz sellet oud ann douar, hag en deûz hé leûniet gan̄d hé vadou.

31. Hé c’hôlôet en deûz gan̄d ann holl anévaled a zô war hé c’horré, péré a zistrôi enn doaar a béhini in̄t bét tennet.


————


XVII. PENNAD.


Doué en deûz gréat ann den diouc’h hé skeûden hé-unan. Péger brâz eo trugarez Doué.


1. Doué en deûz krouet ann dén gan̄d douar, hag en deûz hé c’hréat diouc’h hé skeûden.

2. Hé lékéat en deûz da zistrei adarré enn-han̄ ; hé wisket en deûz a nerz hervez hé aoz.

3. Merket en deûz d’ézhan̄ ann amzer hag ann nivér eûz hé zeisiou ; rôet en deûz d’ézhan̄ ar galloud war gémen̄t a zô war ann douar.

4. Hé lékéat en deûz da véza doujet gan̄t kémen̄t kîg a zô, hag en deûz rôet d’ézhan̄ ann aotrouniez war al loéned ha war ann evned.

5. Krouet en deûz d’ézhan̄ anézhan̄ hé-unan eur skoazel hén̄vel out-han̄ : rôet en deûz d’ézhô ar c’huzul, eunn téôd, daoulagad, diskouarn, hag eur galoun évit menna : hô leûniet en deûz gan̄t kélen ar poell.

6. Krouet en deûz enn-hô gwiziégez ar spéred, leûniet en deûz hô c’haloun a skian̄t ; diskouézet en deûz d’ézhô ar madou hag ann drouk.

7. Hé lagad en deûz lékéat war hô c’halounou, évid diskouéza dézhô brasder hé ôberiou,

8. Évit ma veûlchen̄t hé hanô san̄tel ; ma énorchen̄t anézhan̄ enn abek d’hé vurzudou, ha ma tanévelchen̄t brasder hé ôberiou.

9. Ar gélénadurez en deûz rôet d’ézhô ; hag al lézen a vuez en deûs rôet é digwéz d’ézhô.

10. Eur gévrédigez peûr-baduz en deûz gréat gan̄t-hô ; hé reizded hag hé varnédigézou en deûz diskouézet d’ézhô.

11. Hô daoulagad hô deûz gwélet burzudou hé c’hloar, hé diskouarn hô deûz klévet hé vouéz énoruz, pa en deûz lavaret d’ézhô : Tec’hit diouc’h pép fallagriez.

12. Da bép-hini anézhô en deûz gourc’hémennet prédéria hé nésa.

13. Hô hen̄chou a zô bépréd dira-z-han̄, n’in̄t két kuzet oud hé zaoulagad.

14. Eur prin̄s en deûs lékéat évit réna péb brôad :

15. Hag Israel a zô bét, enn eunn doaré anat, lôden Zoué.

16. Hô holl ôberiou a zô bét dira-z-han̄ ker skléar hag ann héol : hag hé zaoulagad a zell bépréd oc’h hô hen̄chou.

17. Né két bét tévaléet hé lézennou gan̄d hô fallagriez ; ha Doué a wél hô holl fallagriézou.

18. Aluzen ann dén a zô ével eur ziel dirâk Doué ; hag hén̄ a virô trugarez ann dén, ével mâb al lagad.

19. Ha goudé-sé é savô, hag é tistolô da bép-hini hé c’hôbr diouc’h hé zellid, hag é strin̄kô ar gwall dûd bété gwéled ann douar.

20. Hôgen d’ar ré a ra pinijen é rô hen̄d ar reizded ; startaad a ra ar ré a zô daré da zihabaskaat ; hag é tigas d’ézhô ar wirionez da zigwéz.

21. Distrô oud ann Aotrou, ha dilez da béc’héjou.

22. Kennig da béden d’ann Aotrou, ha pella diouc’h ar méan-fazi.

23. Distrô étrézég ann Aotrou, ha pella diouc’h ann direisted ; hag argarz ar péz a gasa Doué.

24. Anavez ar reisted ha barnédigézou Doué, ha choum stard enn da stâd, ha péd ann Doué Uc’hel-meûrbéd.

23. Kéa da gémérout lôd eûz ann amzer zan̄tel, gan̄d ar ré a vév hag a veûl Doué.

26. Na choum két é fazi ar ré fallagr ; meûl Doué abarz ar marô. Ar veûleûdigez né két évid ar ré varô, péré a zô ével nétrâ.

27. Meûl Doué en̄dra ma oud béô, meûl-hén̄ en̄dra ma oud béô ha iac’h ; meûl Doué, hag en em veûl enn hé drugarézou.

28. Péger brâz eo trugarez ann Aotrou, hag hé zistaol é kén̄ver ar ré a zistrô out-han !

29. Râk pép-trâ na hell két en em gavout enn dûd, ô véza né két peûr-baduz mâb ann dén, hag é lékéon̄t hô dudi er rôgen̄tez hag enn drougiez.

30. Pétrâ a zô lugernusoc’h égéd ann héol ? Hag hén̄ koulskoude a gouéz é fallaen. Pé pétrâ a zô gwasoc’h égéd ar péz a venn ar c’hîg hag ar goad ? Ha kémen̄t-sé a vézô kastizet.

31. Ann héol a arvest ar péz a zô ann uc’héla enn én̄v : hag ann dûd holl n’in̄t néméd douar ha ludu.


————


XVIII. PENNAD.


Réd eo béza trugareg é kén̄ver ar ré all. Pénaoz é tléeur pédi.


1. Ann hini a vév a béb amzer en deûz krouet pép-trâ kévret. Doué hép-kén a vézô kavet reiz ; ar roué didrec’huz eo hag a badô da-vikenn.

2. Piou a hellô danévella hé ôberiou ?

3. Piou a hellô en̄klaskout-pîz hé vunudou ?

4. Piou a rôi da anaout holl-c’halloud hé veûrded ? Piou a glaskô danévella hé drugarez ?

5. Na helleur na bihanaat, na kreski, na poella burzudou Doué.

6. Pa vézô deûet ann dén da benn, é kavô d’ézhan̄ béza enn dérou : ha pa éhanô, é vézô er souez.

7. Pétrâ eo ann dén, a bé dalvoudégez é hell béza da Zoué ? Pé vâd pé pé zroug a hell don̄d diout-han̄ ?

8. Ann niver eûz a zeisiou ann dén, évid ar muia, n’eo néméd eûz a gan̄t vloaz : ann nébeût bloavésiou-zé, é-skoaz ar beûr-badélez, n’eo néméd ével eur banné eûz a zour ar môr, pé ével eunn dréazen.

9. Dré-zé eo Doué habask enn hô c’hén̄ver, hag é skûḻ hé drugarez war-n-ézhô.

10. Gwéloud a râ rôgen̄tez hô c’haloun, péhini a zô drouk ; anaoud a râ diroll hô spéred, péhini a zô fallagr.

11. Râk-sé en deûz hô leûniet gan̄d hé gun̄vélez, hag en deûz diskouézet d’ézhô hen̄t ar reizded.

12. Trugarez ann dén en em skuḻ war hé nésa ; hôgen trugarez Doué en em skuḻ war ann holl gîk.

13. O véza ma en deûz ann drugarez, é tesk hag é kéleun, ével ma râ eur méser é-kén̄ver hé zén̄ved.

14. Truéz en deûz oud ann hini a zigémer kélen hé drugarez, hag a hast da zévéni hé c’hourc’hémennou.

15. Va mâb, na vesk két ar rébech gan̄d ar mâd a réz, ha na laka két gan̄d da rôou gériou trist ha dichek.

16. Ar glîz hag hén̄ na rafresk két ar c’hrouéz ? Ével-sé eur gér mâd a zô gwelloc’h égéd ar rô.

17. C’houékder ar gériou ha né két dreist ar rô hé-unan ! Hôgen ann eil hag égilé en em gav enn dén reiz.

18. Ann dén diskian̄t a râ rébechou c’houerô : ha rô ann dén digélen a zizéc’h ann daoulagad.

19. Abarz ma varni, aoz ar reizded, hag abarz ma komzi, desk.

20. Abarz ar c’hlén̄ved, kémer al louzou, hag abarz ar varn, sell-pîz ouz-id da-unan, hag é kavi trugarez dirâk Doué.

21. Abarz ar c’hlén̄ved, en em vuel, hag é amzer ar c’hlén̄ved, diskouéz da vuézégez.

22. N’en em vir két da bédi bépréd, ha na éhan két da von̄d dounoc’h er reizded bétég ar marô : râk gôbr Doué a choum da-vikenn.

23. Abarz ar béden aoz da éné ; ha na véz két ével eunn dén a dempt Doué.

24. Az péz koun eûz a vuanégez ann deiz divéza, hag eûz ann amzer é péhini Doué a zistolô da bép-hini hervez hé ôbériou.

25. Az péz koun eûz ar baouren̄tez, é amzer ar puḻder, hag eûz a ézommou ar baouren̄tez é deiz ar binvidigez.

26. Eûz ar min̄tin bétég ar pardaez é trô ann amzer, ha kémen̄t-sé a c’hoarvez enn-eunn-taol dirâk Doué.

27. Ann dén fûr a vézô bépréd enn aoun, hag é deisiou ar gwallou en em virô diouc’h ann diégi.

28. Pép dén gwén a anavez ar furnez, hag a énor ann hini en deûz hé c’havet.

29. Ann dûd a skian̄t a ziskouéz hô furnez enn hô lavariou : anaoud a réon̄t ar wirionez hag ar reizded, hag é sévénon̄t al lavariou-trôet hag ar barnédigézou.

30. N’az â két war-lerc’h da wall-ioulou, ha distrô diouc’h da ioul da-unan.

31. Mar bastez da éné enn hé gwall ioulou, é lakai ac’hanod da véza goapéet gan̄t da énébourien.

32. N’en em blij két er strolladou brâz nag er strolladou bihan ; râk kalz a béc’héjou a réeur enn-hô.

33. N’en em laka két er baouren̄tez, oc’h empresta war gampi, pa n’éc’h eûz nétrâ enn da ialc’h ; râg ével-sé é kolli ann doaré da véva.


————


XIX. PENNAD.


Pénaoz éc’h anavézeur ar wir furnez hag ar furnez c’haou.


1. Ar méchérour mezvier na binvidikai két : néb a zispriz ann traou dister, a gouézô nébeûd-a-nébeût.

2. Ar gwîn hag ar merc’hed a laka da gouéza bétég ar ré fûra, hag a zigas ar vézégez war ar ré fûr.

3. Neb a zaremprédô ar plac’hed fall a zeûi da véza fallagr : da voéd é teûi d’ar vreinadurez ha d’ar prén̄ved ; eur skouér vrâz a vézô gréat anézhan̄, hag hé éné a vézô tennet eûz a niver ar ré-véô.

4. Néb a zô krédik a zô skan̄v a galoun ; hag hén̄ a vézô dislébéret : hag ouc’h-penn é vézô sellet ével ann hini a béc’h a-éneb hé éné.

5. Néb a gâr ar fallagriez, a vézô mézékéet ; ha néb a gasa ar gélennou, é vézô krennet hé vuez : hag ann hini a gasa al labennérez, a vougô ann drougiez.

6. Néb a bec’h a-éneb hé éné en dévézô keûz : ha neb en em laouéna enn hé zrougiez, a vézô mézékéet.

7. Na aslavar két eur gér drouk ha dichek, ha na vézi két dislébéret.

8. Na lavar két da vénoz na d’as miñoun na d’as énébour ; ha ma éc’h eûz gréat drouk, n’hen diskuḻ két ;

9. Rag hén̄ a zélaouô ac’hanod, hag a arvestô ac’hanod, hag oc’h ôber neûz da zidamallout ann drouk, é kasai ac’hanod, hag ével-sé en em ziskouézô d’id bépred.

10. Ha klévet éc’h eûs-té eur gér a-énep da nésa ? ra varvô enn-od, ha laka évez na zispennô két ac’hanod.

11. Ann dén diskian̄t a c’hân eur gér, ével eur c’hrég a zô é poan-vugalé.

12. Eur zaez san̄ket é kîg ar morzed, ével-sé eo ar gér é kaloun eunn dén diskian̄t.

13. Tamall da viñoun, gan̄d aoun n’en défé két poellet ha na lavarfé : N’em eûz két gréat : pé ma en deûz gréat, évit na rai mui hivizikenn.

14. Tamall da nésa gan̄d aoun n’en défé két lavaret ; pé ma en deûz lavaret, évit na lavarô mui.

15. Tamall da viñoun ; râg aliez é tamalleur é gaou.

16. Na gréd két kémen̄d a lévéreur ; tûd zô hag a fazi gan̄d ann téôd, ha na râ két gan̄d ar galoun.

17. Râk piou eo ann hini ha na bec’h két gan̄d ann téod ? Tamall da nésa abarz ma krôzi anézhan̄.

18. Rô léac’h da zoujan̄s ann Uc’hel-meûrbéd ; râk doujan̄s Doué eo ar furnez gen̄ta ; hî eo a zesk douja Doué ; er furnez éma lévénidigez al lézen.

19. Ann drougiez wén né két furnez : ha ménoz ar béc’herien né két poell.

20. Eunn drougiez zô hag a zô argarzuz : hag eunn diboell zô péhini eo eunn diouer a furnez.

21. Gwell eo ann dén péhini a ziouer ar furnez, ha n’en deûz két a skian̄t, hôgen a zouj Doué, égéd ann hini en deûz kalz a skian̄t, ha na zéven két lézen ann Uc’hel-meûrbéd.

22. Eur gwénded a zô hag a zô diarvaruz : hôgen direiz eo.

23. Tûd zô hag a gomz fréaz, hag a lavar ar wirionez. Lôd all en em vuéla gan̄d drougiez, hag hô c’haloun a zô leûn a douellérez.

24. Tûd zô hag a blég gan̄d eur vuelded brâz : lôd all a stou hô fenn, hag a râ ével pa n’hô défé két gwélet ar péz a felleur da guza.

25. Hôgen mar teû hô dinerzded da viroud out-hô na béc’hin̄t, mar kavon̄t ann darvoud da ôber drouk, é rain̄t drouk.

26. Diouc’h ar gwéled éc’h anavézeur eunn dén, ha diouc’h doaré hé zremm éc’h anavézeur hé skian̄t.

27. Gwisk ar c’horf, ha c’hoarz ann den̄t, ha tîz ann dén a ziskouéz pétrâ eo.

28. Eunn tamall gaou zô é buanégez eunn dén rôg ; eur varnédigez zô ha na gaveur két é vé reiz : ha néb a dâv, a zô fûr.


————


XX. PENNAD.


Arouéz ann dén diskian̄t. Eûr-vâd ann dén fûr.


1. Ha né két gwelloc’h tamallout ann dén, ha rei léac’h d’ézhan̄ da an̄savout hé béc’hed, égét ken̄derc’hel hé vuanégez out-han̄ ?

2. Gwall-ioul eur spâz a wallô ar plac’h-iaouan̄k :

3. Ével-sé é râ ann hini a zoug dré rédi eur varn direiz.

4. Péger mâd eo d’ann hini a zô tamallet diskouéza hé geûz ! ével-sé é tec’hi diouc’h ar péc’hed a-ioul.

5. Tûd zô hag a dâv, hag a gaveur fûr : ha lôd all a zô kasauz gan̄d hô labennérez.

6. Tûd zô hag a dâv, ô véza n’hô deûz két ar skian̄t da gomza : lôd all a dâv, ô véza ma anavézon̄t ann amzer déréad évit komza.

7. Ann dén fûr a davô bétég eunn amzer : hôgen ann dén skan̄v ha diboell na lakai két a évez oud ann amzer.

8. Ann hini a lavar kalz geriou, a c’hlazô hé éné : hag ann hini a gémer eur galloud direiz, a vézô kaséet.

9. Ann dén digélen a ia doun enn drouk : ar péz a gâr a drô enn hé c’haou.

10. Eur rô zô hag a zô didalvez : hag eur rô zô hag en deûz eur gôbr daou-c’hémen̄t.

11. Tûd zô hag a gâr hô c’holl enn hô c’hloar : ha lôd all hag a zâv hô fenn enn hô vuelded.

12. Tûd zô hag a zasprén kalz a draou a briz dister, hag a baéô anézhô seiz gwéach kémen̄d all.

13. Ann dén fûr a zeû da véza karadeg enn hé gomziou : hôgen ar péz a zô dudiuz enn dûd diboell a zinaouô.

14. Rô ann dén diboell na vézô két talvouduz d’id : râg gan̄t seiz lagad é sell ouz-id.

15. Nébeûd a rôi, hag é rébechô kalz : pa zigor hé c’hénou, é teû flammou anézhan̄.

16. Tûd zô hag a brést hiriô, hag a c’houlennô war-c’hoaz ar péz hô deûz préstet : ar ré a râ enn doaré-zé a zô kasauz.

17. Ann dén diboell n’en dévézô két a viñoun, ha na vézô két kavet mâd ar mâd a râ ;

18. Râg ar ré a zebr hé vara hô deûz gwall déôdou. Péd gwéach ha gan̄t pégémen̄d a dûd é vézô gréat goab anézhan̄ ?

19. Râk na ziskouéz két eur poell reiz, pa rô ar péz a dlié da virout, pé zô-kén pa rô ar péz na dlié két da virout.

20. Ann hini a lez da gouéza gwall c’heriou eûz hé déôd, a zô hén̄vel oud ann hini a gouéz diwar ann dôen war al leûr : ével-sé diskar ar gwall-dûd a c’hoarvézô enn-eunn-taol.

21. Ann dén dineûz a zô ével eur rambré gwân, a zô bépréd é génou ann dûd diskian̄t.

22. Eur gér fûr a vézô gwall zigéméret eûz a c’hénou ann dén diskian̄t ; ô véza n’hé lavar két énn hé amzer.

23. Tûd zô ha na bec’hon̄t két, ô véza na hellon̄t két, hag hô deûz c’hoan̄t d’hé ôber, pa émin̄t enn éhan.

24. Tûd zô hag a goll hô éné gan̄d ar véz : hé golla a rain̄t enn abek da eunn dén diboell : en em golla a rain̄t hô-unan dré hô azaouez évid eunn dén all.

25. Tûd zô hag a rô hô gér da eur miñoun gan̄d ar véz, hag hé laka évit nétrâ da énébour.

26. Eur péc’hed mézuz eo ar gaou é génou eunn dén ; bépréd en em gav é génou ann dûd diboell.

27. Gwell eo eul laer égéd eunn dén a lavar gevier bépréd : ar c’holl hô dévézô hô-daou é digwéz.

28. Eur vuez héb énor eo hini ann dûd gaouiad ; hô mézégez a vézô gan̄t-hô bépréd.

29. Ann dén fûr en em ziskouéz hé-unan enn hé gomsiou ; hag ann dén poellek a vézô hétuz d’ar ré vrâz.

30. Néb a c’hounid hé zouar, a zastumô berniou éd : néb a râ ôberiou reiz, a vézô uc’héléet hé-unan : hag ann hini a zô hétuz d’ar ré vrâz, a dec’hô diouc’h ar fallagriez.

31. Ar gôprou hag ar rôou a zall daoulagad ar varnerien ; hag hî a zô enn hô génou ével eunn dén mâd péhini a vîr out-hô na gélennin̄t.

32. Ar furnez kuzet hag eunn ten̄zor enn disgwél, da bétrâ in̄t-hi mâd ?

33. Gwell eo ann hini a gûz hé ziwiziégez, égéd ann hini a gûz hé furnez.


————


XXI. PENNAD.


Pénaos é tléeur tec’hout diouc’h ar péc’hed.


1. Va mâb, ha péc’het éc’h eûz ? na bec’h mui ; hôgen péd évit ma vézô distolet d’id da béc’héjou kôz.

2. Tec’h diouc’h ar péc’hed ével a zirâg eunn aer : râk mar tôstéez out-han̄, é krogô enn-od.

3. Den̄t léoned eo hé zen̄t, gan̄t péré é lâz énéou ann dûd.

4. Ar fallagriez a zô hén̄vel oud eur c’hlézé a zaou drouc’h : ar gouli a râ né baré bét.

5. Ann dismégan̄sou hag ar c’hunuc’hennou a gasô ar madou da-nétra : ann tî ar binvidika a vézô disman̄tret gan̄d ar rôgen̄tez ; ével-sé é vézô disgrisiennet danvez ann dén rôk.

6. Péden ar paour a zavô eûz hé c’hénou bété diskouarn Doué ; hag hén̄ a hastô béza reiz enn hé gén̄ver.

7. Néb a gasa ar c’hélen, a ia war heûl ar péc’her : ha néb a zouj Doué, a zistrôi out-han̄ a greiz hé galoun.

8. Ann dén galloudek hag her enn hé lavariou a zô anavézet a bell : hag ann dén poellek a oar en em zizôber anézhan̄.

9. Ann hini a zâv hé dî diwar-goust eunn all, a zô ével ann hini a zastum hé vein évit sével eunn tî er goan̄.

10. Strollad ar béc’herien a zô ével eur bern stoub ; enn divez é vézin̄t dévet gan̄d ann tân.

11. Hen̄d ar béc’herien a zô gréat gan̄t mein kompez ; hôgen er penn divéza anézhan̄ éma ann ifern, ann dévalien hag ann doaniou.

12. Néb a vîr ar reizded, a gen̄dalc’hô hé spéred.

13. Sévénidigez doujan̄s Doué, eo ar furnez hag ar skian̄t-vâd.

14. Nép n’eo két fûr er mâd, na vézô két skian̄tet.

15. Eur furnez a zô hag a zô skian̄tet enn drouk : hôgen n’eûz kéd a skian̄t el léac’h ma éma ar c’houervder.

16. Skian̄t ann dén fûr en em skiñô ével eunn dic’hlann ; hag hé guzul a badô ével eur feun̄teun a vuez.

17. Kaloun ann dén diboell a zô evel eul léstr faoutet : na zalc’hô nétrâ eûz ar furnez.

18. Mar klev eunn dén a skian̄t eur gér fûr, hén̄ hé veûlô hag hé gémérô évit-han̄ : ma hé glev eunn dén gadal, é vézô dihétuz d’ézhan̄, hag é taolô anézhan̄ adrén̄ hé gein.

19. Lavar ann dén diboell a zô ével eur sammm enn hen̄t : hag ann neûz-vâd a gaveur war vuzellou ann dén a skian̄t.

20. Génou ann dén poellek a zô kéélet er strolladou, hag ann dûd a vennô hé gomsiou enn hô c’haloun.

21. Ével eunn ti disman̄tret eo ar furnez d’ann dén diboell : ha gwiziégez eunn dén diskian̄t a zô eunn diroll a c’heriou.

22. Ar c’hélen a zô évid ann dén diskian̄t ével kéfiou oud ann treid, pé ével chadennou oud ann dourn déou.

23. Ann dén diskian̄t a zâv hé vouéz pa c’hoarz : hôgen ann den fûr a c’hoarzô a véac’h gwestad.

24. Ar c’hélen a zô évid ann dén poellek eur c’hin̄klérez aour, hag ével eul lagaden oud hé vréac’h déou.

25. Ann dén diskian̄t a laka éaz hé droad é tî hé nésa : hôgen ann dén a skian̄t en em ziskouéz gan̄t poell dirâg eunn dén galloudek.

26. Ann dén diskian̄t a zellô dré ar prénestr enn eunn ti : hôgen ann dén a skian̄t a choumô er-méaz.

27. Ann dén diskian̄t a zélaouô oud ann ôr : hôgen kémen̄t-sé a vézô argarzuz d’ann dén en deûz skian̄t.

28. Muzellou ann dûd diskian̄t a lavarô traou diot : hôgen lavariou ann dûd a skian̄t a vézô poézet er valan̄s.

29. Kaloun ann dûd diskian̄t a zô enn hô génou : ha génou ann dûd fûr a zô enn hô c’haloun.

30. Pa villig ann dén fallagr ann diaoul, é villig hé éné hé-unan.

31. A1 labenner a zaotrô hé éné, hag a vézô kaséet gand ann holl : hag ann hini a choumô gan̄t-han̄ a vézô argarzuz : ann dén poellek ha tavek a vézô énoret.


————


XXII. PENNAD.


Kolla hé amzer eo kélenna ann dén diskian̄t.


1. Gan̄t mein fan̄k é vézô labézet ann dén diek ; hag ann holl a gomzô diwar hé benn évid hé zisprizout.

2. Gan̄t beûzel saout é vézô labézet ann dén diek ; ha kémen̄d hini a stokô out-han̄, a héjô hé zaouarn.

3. Méz hé dâd eo eur mâb digélen : hag eur verc’h digélen a vézô dislébéret.

4. Ar verc’h fûr a vézô eunn digwéz évid hé ozac’h : hôgen ann hini en em wallô a vézékai hé zâd.

5. Ar c’hrég her a vézékai hé zâd hag hé ozac’h ; na blegô két dindân ar ré fallagr ; gan̄d ann eil hag égilé é vézô disprizet.

6. Eunn danévez pa né déré ket, a zô ével eur c’han er c’haon̄ : hôgen ar furnez a skô bépréd gan̄t ar c’hastiz hag ar c’hélen.

7. Néb a zesk ann dén diboell, a zô ével ann hini a felfe d’ézhan̄ framma gan̄t kaot ann darbôd.

8. Néb a gomz oud eunn dén ha na zélaou két anézhan̄, a zô ével ann hini a zihun eunn dén kousket mîk.

9. Néb a gomz eûz ar furnez da eunn dén diskian̄t, a gomz oud eunn dén daré da gouska : ha pa vézô peûr-c’hréat ann danével é lavarô : Piou eo hen-nez ?

10. Lén̄v war eunn dén marô, ô véza m’en deûz kollet ar goulou : lén̄v ivé war eunn dén diboell, ô véza m’en deûz kollet ar skian̄t.

l1. Lén̄v nébeûtoc’h war eunn dén marô, ô véza ma éma enn éhan :

12. Râg gwall vuez ann dén diboell a zô gwasoch égéd ar marô.

13. Eunn dén marô a lén̄veur a-zoug seiz dervez ; hôgen ann dén diboell hag ann dén fallagr a dléeur da lén̄va a-zoug holl zeisiou hô buez.

14. Na gomz két kalz gan̄d ann dén foll, ha n’az â két gan̄d ann dén diskian̄t.

15. En em vir diout-han̄, évit na vézi két en̄krézet : ha n’en em zaotri két gan̄d hé béc’hed.

16. Distrô diout-han̄, hag é kavi ann éhan : ha na vézi két doaniet gan̄d hé follen̄tez.

17. Pétrâ a zô pounnéroc’h égéd ar ploum ? Ha pé hanô all a vézô rôet d’ézhân̄ néméd hini ann dén diboell ?

18. Easoc’h eo dougen ann tréaz, ar c’hoalen, hag eunn dolzen houarn, égéd eunn dén diboell, pé diskian̄t, pé fallagr.

19. Ar c’hoat frammet ha staget war ziazez eunn ti na zeû két da véza diframmet : ével-sé ar galoun frammet war eur c’huzul mâd a choumô stard.

20. Ménoz ann dén skian̄tet na vézô két dislébéret gan̄d ar spoun̄t é néb amzer.

21. Ével na hell két eur speûren enn eul léac’h uc’hel, nag eur vôger hép pri herzel oud ann avel :

22. Ével-sé kaloun abâf ann dén diskian̄t enn hé vénosiou, na énébô két out frouden ar spoun̄t.

23. Ével ma choum bépréd kaloun abaf ann dén diskian̄t enn hé vénoz, héb aoun é-béd : ével-sé é ra ivé ann hini a heûl bépréd gourc’hémennou Doué.

24. Néb a vroud al lagad, a denn daérou anézhan̄ : ha néb a vroud ar galoun, a laka da zével skian̄t enn-hi.

25. Néb a daol mein out laboused hô laka da gémérout hô nîch : ével-sé néb a gunuc’hennô hé viñoun a dorrô hé garan̄tez.

26. Ha p’az pé tennet da glézé oud da viñoun, na zeû két da zisfisiout : râk distrô a zô.

27. Ha p’az pé lavaret traou rec’huz d’as miñoun, n’az péz két a aoun : râg unvaniez a zeûi adarré ; gan̄t na vézô két gréat a gunuc’hennou, nag a rébechou, nag a valc’hder, nag a zisklériadur a draou kuzet, nag a daoliou iûd : a zirâg ar ré-zé é tec’hô da viñoun.

28. Béz féal d’as miñoun endra ma éma er baourentez, évit ma vézi laouen gan̄t-han̄ er binvidigez.

29. Chonm féal d’ézhan̄ e amzer hé an̄ken, évit m’az pézô da lôd enn hé zigwéz.

30. Ann aézen a zeû er-méaz eûz ar fourn, hag ar môged a zâv, abarz ma wéleur ann tân : ével-sé ar mallosiou, ar chrôzou hag ar gourdrouzou a ziaraog ar skûḻ goad.

31. N’am bézÔ két a véz ô stoui dirâk va miñoun ; na guzinn két dira-z-han̄ : ha mar gwall-aoz ac’hanoun, é c’houzan̄vinn kémen̄t-sé.

32. Kémen̄d hini a glevô méneg anézhan̄, en em virô diout-han̄.

33. Piou a lakai eunn diwall war va génou, hag eur stagel stard war va muzellou, évit n’am lakain̄t két da gouéza, ha na vézinn két kollet gan̄t va zéôd ?


————


XXIII. PENNAD.


Péden a-éneb ar rôgen̄tez ha péc’héjou all.


1. Aotrou va zâd, ha mestr va buez, n’am dilez két enn hô c’huzul : ha n’am lez két da gouéza gan̄t-hô.

2. Piou a gélennô ménosiou va spéred, hag a zeskô ar furnez d’am c’haloun, évit na espernin̄t két ac’hanoun em diwiziégésiou, ha na vézô két gwélet va féc’hejou,

3. Évit na greskô két va diwiziégésiou, na vuiô két va gwallou, na founnô két va féc’héjou, na gouézinn két dirâg ar ré a gasa ac’hanoun, ha n’en em laouénai két va énébour enn abek d’in ?

4. Aotrou va zâd, ha Doué va buez, n’am dilez két enn hô ménoz.

5. Na rô két d’in daoulagad rôk, ha pella diouz-in pép gwall-ioul.

6. Pella diouz-in diboell ar c’hôv ; na grôget két enn-oun diboell ar c’hadélez ; ha n’am rô két da frouden eunn éné divéz ha diza1c’h.

7. Sélaouit, va bugalé, kélen ar génou : néb hé virô, na vézô két kollet gan̄t hé vuzellou, ha na gouézô két é gwall ôberiou.

8. Ar péc’her a vézô kéméret gan̄d hé rôgen̄tez ; ann dén rôk hag al labenner a gavô hô lamm enn-han̄.

9. Arabad eo d’id boaza da c’hénou da doui ; râg é meûr a zoaré é kouézeur neûzé.

10. Na vézet két aliez hanô Doué enn da c’hénou ; na vesk két enn da lavariou hanvou ar zen̄t ; râk na vézi kél didamall gan̄t-hô.

11. Râg ével ar sklâv péhini a gastizeur aliez, a zoug bépred ar blon̄sou ; ével-sé néb a dou hag a c’halv aliez hanô Doué, na vézô két glân a béc’hed.

12. Néb a dou aliez, a vézô leûn a fallagriez, hag ar gouli n’az ai két er-méaz eûz hé dî.

13. Ha ma na zéven két, hé béc’hed a vézô war-n-ézhan̄ : ha mar teû da douella, é pec’hô diou wéac’h.

14. Ha mar tou enn aner, na vézô két didamallet : hag hé dî a vézô leûn gan̄d ar boan a vézô distôlet d’ézhan̄.

15. Eur gér all a zô hag a zô eur gér a varô : na vézet két kavet é digwéz Jakob.

16. Râg ann dud reiz a bella diouc’h ann holl draou-zé, ha n’en em rôon̄t két d’ar gwallou.

17. Arabad eo d’id boaza da c’hénou diouc’h al lavariou diévez ; râg gériou a béc’hed a zô bépréd enn-hô.

18. Az péz koun eûz da dâd hag eûz da vamm, ô véza ma émoud é-kreiz ar ré vrâz :

19. Gan̄d aoun na vijez an̄kounac’héet gan̄d Doué dira-z-hô ; ha goudé béza deûet da véza diboell gan̄d da zoaréou don̄, na gouézchez er vézégez ; na vijé gwell gan-éz na vijez két ganet, ha na zeûjez da villiga deiz da c’hanédigez.

20. Ann dén boazet da lavarout geriou flemmuz, na wellai két héd hé vuez.

21. Daou rumm tûd a bec’h aliez, hag ann trédé a zidenn war-n-ézhan̄ ar vuanégez hag ar gollidigez.

22. Ann éné a zev ével eunn tân leskidik, na vougô két kén n’en dévézô loun̄ket eunn dra.

23. Ann dén a wall-c’hra gan̄d hé gorf hé-unan, na éhan két kén n’en deûz lékéat ann tân da grégi.

24. D’ar gastaouer péb bara a zô c’houék ; na skuizô két ô pec’hi bété penn hé vuez.

25. Ann dén a zaotr hé wélé, a zispriz hé éné, hag a lavar : Piou am gwél ?

26. Ann amc’houlou a zô war-drô d’in, ar môgeriou a c’hôlô ac’hanoun, ha dén n’am gwél : râk piou am bézô-mé aoun ? Ann Uc’hel-meûrbéd n’en dévézô két a goun eûz va féc’héjou.

27. Na boell két pénaoz lagad ann Aotrou a wél pép-trâ ; ha pénaoz eo pellaad diout-han̄ doujan̄s Doué, kaout hép-kén doujan̄s ann dûd, ha kaoud aoun hép-kén râk daoulagad ann dûd :

28. Ha na anavez két pénaoz daoulagad ann Aotrou a zô kalz lugernusoc’h égéd ann héol ; pénaoz é sellon̄t oud holl hen̄chou ann dûd, é wélon̄t bété gwéled al loun̄k, bété kalounou ann dûd, ha bétég el lec’hiou ar ré guzéta.

29. Râg ann Aotrou Doué a anavézé holl draou ar béd abarz ma oan̄t krouet : ével-sé é wél ivé anézhô goudé ma in̄t bét gréat.

30. Ann dén-zé a vézô kastizet el leuriou-kéar ; lékéat é vézô da dec’hout ével ébeûl ar gazek : ha pa vézô nébeûta war évez, é vézô kroget enn-han̄.

31. Mézékéet é vézô dirâg ann holl, ô véza n’en deûz két poellet doujan̄s ann Aotrou.

32. Ével-sé é c’hoarvézô ivé gan̄t kémen̄t grég a zilezô hé ozac’h, hag a rôi d’ézhan̄ da her mâb ann avoultriez.

33. Râk da gen̄ta é deûz dizen̄tet out lézen ann Uc’hel-meûrbéd ; d’ann eil é deûz péc’het oud hé ozac’h ; d’ann trédé eo bét kouézet enn avoultriez, hag é deûz bét bugalé eûz a eur goaz all.

34. Hou-man̄ a vézô kaset er strollad, hag é vézô arvestet oud hé bugale.

35. Hé bugalé na c’hrisiennin̄t két, hag hé skourrou na rôin̄t két a frouez.

36. Er valloz é vézô lézet ann én̄vor anézhi, hag hé mézégez na vézô két lamet.

37. Hag ar ré a zeûi hé goudé a anavézô penaoz n’eûz nétrâ a welloc’h égéd doujan̄s Doué ; ha nétrâ a c’houékoc’h égét heûlia gourc’hémennou ann Aotrou.

38. Eur c’hloar vrâz eo heûlia ann Aotrou : râg hén̄ eo a rô deisiou hîr.


————

XXIV. PENNAD.


Madou brâz péré hô deûz hô mammen er furnez.


1. Ar furnez en em veûlô hé-unan ; en em énori a rai é Doué, en em vugadi a rai é-kreiz hé fobl.

2. Digéri a rai hé génou é strolladou ann Uc’hel-meûrbéd, hag en em vugadi a rai dirâg arméou ann Aotrou.

3. É-kreiz hé fobl é vézô gorréet, hag é vézô meûlet é strollad ann holl zen̄t.

4. Meûleûdi é kavô é-touez ann holl ré zilennet, hag é-kreiz ar ré venniget é vézô benniget, hag é lavarô :

5. Eûz a c’hénou ann Uc’hel-meûrbéd ounn deûet ; a-raog ann holl grouadurien ounn bét ganet.

6. Mé eo em eûz lékéat da zével enn én̄v eur c’houlaouen ha na vézô két mouget, hag em eûz gôlôet ann douar holl ével gan̄d eur goabren.

7. Béd ounn ô choum el lec’hiou uc’hel, ha va zrôn a zô enn eur peûl koabrek.

8. Gréat em eûz va-unan trô ann én̄v, éad ounn bété gwéled al loun̄k, war goummou ar môr em eûz baléet ;

9. Ha dré ann douar holl em eûz kerzet.

10. Ann aotrouniez em eûz bét war ann holl boblou, ha war ann holl vrôadou.

11. Mac’het em eûz gan̄t va galloud kalounou ann holl dûd, brâz ha bihan ; hag enn holl draou-zé em eûs klasket eul léac’h a éhan, hag é chouminn é digwéz ann Aotrou.

12. Neûzé krouer ar béd en deûz komzet ouz-in, ha rôet hé c’hourc’hémennou d’in : hag ann hini en deûz va c’hrouet, a zô bét arzaôet dindân va zelt ;

13. Hag en deûz lavaret d’in : Choum é Jakob, ha bézet Israel da zigwéz d’id, hag en em c’hrisienn é-touez va ré zilennet.

14. Adaleg ar penn-ken̄ta hag abarz ar c’han̄tvédou ounn bét krouet, ha na éhaninn két da véza bétég ann amzer da zon̄t, hag em eûz gréat va zervich dira-z-han̄ enn ti san̄tel.

15. Ével-sé ounn bét startéet é Sion, hag em eûz ivé arzaôet er géar zan̄tel, ha va galloud a zô é Jéruzalem.

16. Grisiennet em eûz er bobl énoret, digwéz péhini a zô lôden va Doué ; hag é strollad ar zen̄t ounn éat da choum.

17. Savet ounn ével gwéz-sedr al Liban, hag ével ar gwéz-siprez war vénez Sion.

18. Savet ounn ével ar gwéz-palmez é Kadez, hag ével gwézigou roz é Jériko.

19. Savet ounn ével eur wézen gaer a olived er mesiou, hag ével eur wernen plan̄tet war ann hen̄chou war ribl ann dour.

20. C’houés-vâd em eûz rôet ével ar sinnamom hag ar balzam ar c’houéka : c’houés-vâd em eûz rôet ével ar mirr ar gwella.

21. Louzaouet em eûz va zî ével storaks, ha galhanom, hag onika, hag aloez, hag ével ézan̄s al Liban kouézet anézhan̄ hé-unan ; ha va c’houés a zô ével ar balzam divesk.

22. Va skourrou em eûz lédet ével ann térébin̄t ; va skourrou a zô skourrou a énor hag a c’hrâs.

23. Bleûn̄ a c’houés-vâd em eûz rôet ével ar winien ; va bleûn̄ a zô frouez a énor hag a zéréadégez.

24. Mé eo mamm ar garan̄tez c’hlân, hag ann doujan̄s, hag ann anaoudégez, hag ar géd san̄tel.

25. Enn-oun éma holl c’hras ann hen̄t hag ar wirionez ; enn-oun éma holl c’héd ar vuez hag ar vuézégez-vâd.

26. Deûit étrézég enn-oun, c’houi holl péré a ioul ac’hanoun, hag en em leûnit gan̄t va frouez :

27. Râk va spéred a zô c’houékoc’h égéd ar mél, ha va digwéz dreist ar mél ar gwella.

28. Ann én̄vor ac’hanoun a iélô bétég enn divéza kan̄tvédou.

29. Ar ré a zebr ac’hanoun, hô dévézô naoun c’hoaz ; hag ar ré a év ac’hanoun, hô dévézô séc’hed c’hoaz.

30. Néb a zélaou ac’hanoun, na vézô két mézékéet : hag ar ré a vézô reizet gan-én̄, na bec’hin̄t két.

31. Ar ré a sklera ac’hanoun, hô dévézô ar vuez da-vikenn.

32. Kémen̄t-man̄ eo al levr a vuez, ha kévrédigez ann Uc'hel-meûrbéd, hag anaoudégez ar wirionez.

33. Moizez en deûz rôet d’é-omp al lézen gant kémennou ar reizded, ann digwez da di Jakob, hag ar gwéstlou da Israel.

34. Ann Aotrou en deûz rôet hé c’hér da Zavid hé zervicher pénaoz é lakafé da zével anézhan̄ eur roué kré-brâz, péhini a vézô azézet war eunn trôn a c’hloar da-vikenn ;

35. Péhini a skûḻ ar furnez ével ar fison, hag ével ann tigr é deisiou ar frouez névez ;

36. Péhini a skûḻ ar poell ével ann Eufrates, péhini a zic’hlann ével ar Jordan é maré ann éôst ;

37. Péhini a gâs ar c’hélen ével ar goulou, hag a c’houéz hé zouréier ével ar Géhon é deiz ar ven̄dem.

38. Hén̄ eo en deûz da gen̄ta anavézet ar furnez, hag ann dén gwân na gavô két anézhi.

39. Râg éc’honoc’h eo hé ménosiou égéd ar môr, ha dounoc’h hé c’huzuliou égéd al loun̄k brâz.

40. Mé eo ar furnez em eûz lékéat da skuḻa steriou.

41. Mé a zô deûet er-méaz eûz ar baradoz ével gouer doureier brâz eunn aven, ével kân eur ster, hag ével eur sân-dour.

42. Lavaret em eûz : Doura a rinn gwézigou va liors, hag é rôinn dour a-walc’h da frouez va frâd.

43. Ha chétu va c’hân a zô deûet da véza eur ster brâz, ha va ster ével eur môr :

44. Râg ar goulou a skian̄t a skuḻinn war ar béd holl a vézô ével goulou-deiz ; hé zanévella a rinn da-vikenn.

45. Mon̄d a rinn bété gwéled ann douar, hag é sellinn oud ar ré holl a zô kousket ; hag é sklerainn ar ré holl a laka hô géd enn Aotrou.

46. Skuḻa a rinn c’hoaz eur c’hélen ével hini ar proféded, hag é lézinn anezhan̄ d’ar ré a glask ar furnez, ha na éhaninn két da véza gan̄t-hô a-wenn-é-gwenn bétég ar c’han̄tved san̄tel.

47. Gwélit pénaoz né két évid-oun hép-kén em eûz labouret, hôgen évid ar ré holl péré a en̄klask ar wirionez.


————


XXV. PENNAD.


Doujan̄s Doué. Drougiez ar vaouez.


1. Teir zra zô a zô hétuz d’am spéred, hag a zô kavet-mâd gand Doué ha gan̄d ann dûd :

2. Unvaniez ar breûdeûr, karan̄tez ar c’héren̄t, eunn ozac’h hag eur chrég unvan-brâz.

3. Tri rumn tûd zô hag a gasa va éné, hag éc’h argarzann hô buez :

4. Eunn dén paour ha rok, eunn dén pinvidik gaouiad, hag eunn dén kôz diboell ha diskian̄t.

5. Ar péz n’éc’h eûz két dastumet enn da iaouan̄ktiz, pénaoz é kavi anézhan̄ enn da gôzni ?

6. Péger kaer eo d’ar bléô gwenn barna mâd, ha d’ar ré gôz kuzulia gan̄t reizded !

7. Pégémen̄t é téré ar furnez oud ar ré goz, hag ar poell hag ar c’huzul oud ar ré hô deûz ar galloud !

8. Ar wiziégez vrâz eo kurunen ar ré gôz, ha doujan̄s Doué eo hô gloar.

9. Naô dra a zeû d’am spéred hag a gavann hétuz, hag ann dékved a rôinn da anaout d’ann dûd gan̄t va lavariou :

10. Eunn dén a gâv hé lévénez enn hé vugalé, a vév hag a wél diskar hé énébourien.

11. Euruz eo ann hini a choum gan̄d eur c’hrég skian̄tet, péhini n’eo két bét kouézet gan̄d hé deôd, ha n’eo két bét din̄dan béli tûd distéroc’h égét-han̄.

12. Euruz eo ann hini a gâv eur gwir viñoun, hag a zanévell ar reizded da eur skouarn a zélaou anézhan̄.

13. Péger braz eo ann hini en deûz kavet ar furnez hag ar wiziégez ! hôgen n’eûz hini brasoc’h égéd ann hini a zouj ann Aotrou.

14. Doujan̄s Doué a zâv dreist pép-trâ.

15. Euruz eo ann dén da béhini eo bét rôet doujan̄s Doué ; oc’h piou é lakaimp éz eo hével ? (T).

16. Doujan̄s Doué a zô ar penn-ken̄ta eûz ar garan̄tez anézhan̄ : eunn derou a feiz a dléeur da staga out-han̄.

17. Doan ar galoun zô eur gouli ar brasa ; ha drougiez ar vaouez zo eur falloni dreist penn (M).

18. Ann dén a hell gouzan̄vi ann holl c’houliou, ken̄toc’h égét gouli ar galoun (T),

19. Hag ann holl zrougiézou, ken̄toc’h égét drougiez ar vaouez :

20. Hag ann holl c’hlac’hariou, ken̄toc’h égéd ann hini a zeû digan̄d ar ré a gasa ac’hanomp :

21. Hag ann holl gastizou, ken̄toc’h égéd hini hon énébourien.

22. N’eûz penn é-béd gwasoc’h égét penn ann aer :

23. N’eûz buanégez é-béd gwasoc’h égét buanégez ar vaouez. Gwell eo choum gan̄d eul léon hag eunn aérouan̄t, égét choum gand eur gwall vaouez.

24. Drougiez ar vaouez a drô hé dremm : eur sell ferô a gémer ével eunn ours : téval é teû ével eur sac’h.

25. É kreiz hé géren̄t en em glemm hé ozac’h ; hag ô klevout komza anézhi éc’h huanad gouestad.

26. Skan̄v eo pép drougiez é-kén̄ver drougiez ar vaouez ; ra gouézô da lôd d’ar péc’her.

27. Ével eur ménez tréazek out treid eunn dén kôz, ével-sé éo gwall déôd eur vaouez da eunn dén babask.

28. Na zell két out géned ar vaouez, ha na c’hoan̄ta két eur vaouez évid hé géned.

29. Buanégez ar vaouez, ha hé rôgoni, hag hé mézégez a zô brâz.

30. Ma é deûz ar c’hrég ar galloud, é sâv a-éneb hé ozac’h.

31. Ar gwall c’hrég a zô glac’har ar galoun, doan ann dremm, ha gouli ar vuez évid hé ozac’h.

32. Ar c’hrég ha na laka két hé ozac’h da véza euruz, a zô dinerzidigez hé zaouarn, ha gwanidigez hé zaoulin.

33. Eûz ar c’hrég é teû penn-abeg ar péc’héd, ha dré-z-hi eo é varvimp holl.

34. Na rô két a odé d’ann dour, péger bihan-bennâg é vézô ; na da eur gwall c’hrég ar fran̄kiz da von̄t er-méaz.

35. Ma na valé két oud da zourn, é rai méz d’id dirâk da énébourien.

36. Pella-hi diouc’h da gorf, gan̄d aoun na douelché bépréd ac’hanod.


————


XXVI. PENNAD.


Meûleûdi ar c’hrég vâd.


1. Euruz eo ozac’h eur c’hrég vâd : râk daou-c’hémen̄t é vézô niver hé vloavésiou.

2. Ar c’hrég kré a zô lévénez hé ozac’h ; hag hi a gargô a béoc’h hé vloavésiou.

3. Ar c’hrég vâd a zô eûl lôden vâd ; al lôden eo eûz ar ré a zouj Doué : rôet é vézô da eur goaz évid hé vâd-ôberiou.

4. Bézen̄t pinvidik pé paour, é vézô maô hô c’haloun, hag hô dremm a vézô laouen bépréd.

5. Râk teir zra en deûz bét aoun va c’haloun, hag enn trédé eo bét gwén̄vet va dremm gan̄d ar spoun̄t :

6. Kasoni eur géar, dispac’h eur bobl,

7. Ann drouk-komz gaou, a zô holl gwasoc’h égéd ar marô :

8. Hôgen ar c’hrég oazuz a zô an̄ken ha glac’har ar galoun.

9. Téôd ar c’hrég oazuz a zô ével eur skourjez, en em rô da anaout d’ann holl.

10. Ével géô ann éjenned a steñeur oud ar c’harr, ével-sé eo ar gwall c’hrég : ann hini a zalc’h anézhi a zô ével ann hini en deûz paket eur grug.

11. Ar c’hrég mezvierez a vézô eunn abeg a vuanégez hag a véz : ha na hello két kuza hé dismégan̄s.

12. Gadélez eur c’hrég a anavézeur diouc’h hé sell rôk, ha diouc’h hé daoulagad.

13. Évésa mui-oc’h-mui oud ar plac’h-iaouan̄k ha na zistrô két hé daoulagad, gan̄d aoun n’en em golfé hé-unan, mar kâv ann drô.

14. Laka évez mâd oud ann hini é deûz ann herder enn hé daoulagad, ha na véz két souézet mar pella diouz-id.

15. Ével eunn ergerzer sec’hédik, é tigor hé génou d’ar feun̄teun ; éva a rai eûz ann holl zouréier a vézô tôst d’ézhi ; azéza a rai war ann holl goadennou a gavô ; digéri a rai hé zron̄s d’ann holl zaésiou, kén na gouézô.

16. Doaré vâd eur c’hrég prédériuz a rai dudi hé ozac’h ; ann nerz a skuḻô enn hé eskern.

17. Bûézégez vâd ar c’hrég a zô eur rô digan̄d Doué.

18. Eur c’hrég skian̄tet a zô tavédek ; nétrâ na hell béza lékéat hével oud eunn éné desket mâd.

19. Eur c’hrâs dreist pép grâs eo eur c’hrég san̄tel ha mézek.

20. Holl boéz ann aour n’eo nétrâ é-kén̄ver eunn éné dinam.

21. Ével ann héol pa tâv enn én̄v péléac’h éma trôn Doué, ével-sé géned eur c’hrég mâd a zô kin̄klérez hé zî.

22. Ével ar c’hleûzeur a luc’h war ar c’han̄toler san̄tel, ével-sé eo géned eunn dremm é bâr ann oad.

23. Ar c’hrég fûr a choum stard war hé zreid, ével peûliou aour war steûdennou arc’han̄t.

24. Gourc’hémennou Doué é kaloun eur c’hrég san̄tel, a zô ével eunn diazez peûr-baduz war ar méan kalet.

25. Gan̄d diou dra eo bét doaniet va c’haloun, hag ann trédé en deûz va lékéat da vuanékaat :

26. Eunn dén-a-vrézel a gouéz gan̄d ann diénez, hag eunn dén-a-skian̄t a zô disprizet,

27. Hag ann hini a drémen eûz ar reizded d’ar péc’hed ; Doué a vîr anézhan̄ évid ar c’hlézé.

28. Daou rumm michérourien a gavann diez ha riskluz : ar marc’hadour en dévézô béac’h oc’h en em virout diouc’h ar fazi ; hag ann tavarnier na dec’hô két diouch péc’héjou ann téôd.


————


XXVII. PENNAD.


C’hoan̄t ar madou a zô abek da galz a béc’héjou. Na dléeur két diskléria kusiadellou hé viñoun.


1. Enn abek d’ann diénez eo bét kouézet meûr a hini : hag ann hini a glask pinvidikaat a zistrô hé zaoulagad.

2. Ével ma choum stard eur peûl-koat étré daou véan, ével-sé ivé é vézô en̄ket ar péc’hed étré ar gwerzer hag ar préner.

3. Ar gwall a vézô kaset-da-nétra gan̄d ar gwaller.

4. Ma n’en em harpez két stard war zoujan̄s Doué, é vézô diskaret da dî abarz némeûr.

5. Ével pa héjeur eur c’hrouer, na choum enn-han̄ néméd usien, ével-sé pa en em nec’h ann dén, na gâv néméd arvar.

6. Ar fourn a arnod listri ar pôder, hag ar c’hlac’har a arnod ann dûd reiz.

7. Ével ma teû gorréérez ar wézen da rei da anaout hé frouez, ével-sé lavar ann dén a ziskouéz hé vénoz.

8. Na veûl két eunn dén abarz ma komzô : râg hen-nez eo arnod ann dûd.

9. Ma heûliez ar reizded, é tizi anézhan̄ : hag é wiski anézhan̄ ével eur zaé a énor ; hag é choumi gan̄t-han̄ ; hag hén̄ a warézô ac’hanod da vikenn, hag é deiz ann disklériadur é kavi eunn harp stard.

10. Ann evned en em unvan gan̄d ar ré a zô hén̄vel out-hô : hag ar wirionez a zistrô étrézég ar ré a râ hé ôberiou.

11. A1 léon a aoz spiou bépréd d’hé breiz : ével-sé ar péc’hed a aoz spiou d’ar ré a râ fallagriez.

12. Ann dén san̄tel a choum er furnez ével ann héol enn hé c’houlou ; hôgen ann dén diskian̄t a zô névézuz ével al loar.

13. É-touez ar ré ziskian̄t, mîr da c’heriou évid eunn amzer all : hôgen é-touez ar ré skian̄tet, en em gavi bépréd.

14. Danével ar béc’herien a zô argarzuz, râk dudi ar péc’hed hô laka da c’hoarzin.

15. Lavar ann hini a dou aliez a lakai ar bléô da houpi er penn : hag hé wall gomziou a lakai da zerra ann diskouarn.

16. Ar skuḻ goad a zigas ann daélou é-touez ar ré rôk, hag hô gwall gomziou a flemm ar ré hô sélaou.

17. Néb a ziskuḻ ar péz a gûz hé viñoun, a goll hé fisian̄s, ha na gavô két a viñoun hervez hé galoun.

18. Kâr da nésa, ha béz féal d’ézhan̄ enn da unvaniez gan̄t-han̄.

19. Mar tiskuḻez hé gusiadellou, n’az î két war hé lerc’h.

20. Râg ével ann dén a goll hé viñoun, ével-sé eo ann hini a goll karan̄tez hé nésa.

21. Ével ann hini a lez eul labour da von̄d eûz hé zourn, ével-sé éc’h eûz dilézet da nésa, ha n’hen kéméri mui.

22. N’az î két war hé lerc’h, râk pell éma : râk tec’het eo ével eur c’havr a zô en em dennet eûz al lindâg ; ô véza ma eo glazet hé éné.

23. Na helli mui kaout a unvaniez gan̄t-han̄. Goudé kunuc’hennou éz eûz c’hoaz unvanidigez :

24. Hôgen goudé ma eo bét diskuḻiet kusiadellou hé viñoun, na helleur mui gédal a zistrô.

25. Néb en deûz eul lagad likaouuz, a aoz fallagriézou, ha dén n’en em ziwallô diout-han̄.

26. Dirâk da zaoulagad é vézô c’houék hé c’hénou, hag é veûlô da lavariou. Hogen d’ann divez é trôi hé c’hénou, hag éc’h aozô spiou d’as lavariou.

27. Kalz a draou a gasaann, hôgen na gasaann nétrâ muioc’h égéd hen-nez ; hag ann Aotrou a gasaô ivé anézhan̄.

28. Mar taol eunn dén eur méan d’ann néac’h é kouézô war hé benn : hag ar gouli a rai eunn dén a zigorô hé c’houli hé-unan.

29. Néb a doull ar poull a gouézô enn-han̄ : néb a laka eur méan é hen̄t hé nésa, a stokô out-han̄ : ha néb a aoz eur spi da eunn all, a vézô hé-unan paket enn-han̄.

30. Ar gwall guzul rôet a zistrôiô war ann hini en dévézô hé rôet, ha na anavézô két hé-man̄ a béléac’h é vézô deûet sé d’ézhan̄.

31. Ann daélou hag ar c’hunuc’hennou a zô miret évid ar ré rôk ; hag ar c’hastiz en em daolô war-n-ézhô ével eul léon.

32. Ar ré en em laouéna eûz a ziskar ar ré reiz a vézô paket el lindâg : hag ar c’hlac’har a vévézô anézhô abarz ma varvin̄t.

33. Ar vuanégez hag ar frouden a zô argarzuz hô-daou, hag ar péc’her hô mirô bépréd enn-han̄ hé-unan.


————


XXVIII. PENNAD.


Tec’hout diouc’h ar strivou. Droug ann téôd.


1. Néb a fell d’ézhan̄ en em ven̄ji, a gavô ven̄jan̄s ann Aotrou ; ha Doué a virô hé béc’héjou da vikenn.

2. Distol d’as nésa ann droug en dévézô gréat d’id : ha neûzé da béc’héjou a vézô distôlet d’id pa hé c’houlenni enn da béden.

3. Ann dén a vîr hé vuanégez oud eunn dén, hag é c’houlenn parédigez digan̄d Doué ?

4. N’en deûz két a druez oud eunn dén hén̄vel out-han̄, hag é c’houlenn ma vézô distolet hé béc’héjou d’ézhan̄ ?

5. Hén̄ péhini n’eo némét kîk, a vîr hé vuanégéz, hag ê c’houlenn trugarez digan̄d Doué ? Piou a bédô évit ma vézô distolet hé béc’héjou d’ézhan̄ ?

6. Az péz koun eûz da zeisiou divéza, ha dilez péb énébiez.

7. Râg ar vreinadurez hag ar marô a zô daré da gouéza war ar ré a dorr gourc’hémennou ann Aotrou.

8. Az péz koun eûz a zoujan̄s Doué, ha na vuanéka két oud da nésa.

9. Az péz koun eûz a gévrédigez ann Uc’hel-meûrbéd, ha na laka két a évez oud diwiziégez da nésa.

10. Tec’h diouc’h ar breûdou, hag é vihanii ar béc’héjou.

11. Râk ann dén buanek a laka da sével ar breûdou, hag ar péc’her a lakai ar reûstl é-touez ar viñouned, hag a zigasô ann énébiez é-kreiz ar ré a véve é péoc’h.

12. Ann tân a grôg er c’hoat diouc’h ma éz eûz keûneûd : ével-sé buanégez ann dén a grôg diouc’h hé c’halloud ; hag é sâv hé vuanégez dré ma en deûz muioc’h a zanvez.

13. Eur striv téar a laka ann tân da gregi ; eur breûd téar a laka ar goâd da rédek ; hag eunn téôd a zoug testéni a zigas ar marô.

14. Ma c’houézez war ann elven, é krôgô ann tân : ha mar skôpez war-n-ézhi, é vézô mouget ; hag ar génou eo a râ ann eil hag égilé.

15. Néb a zrouk-komz é kûz hag ann dén a zaou zéôd a vézô milliget : râk hi hô deûz reûstlet kalz a dûd hag a oa é péoc’h.

16. Téôd eunn trédé en deûz kéflusket meûr a hini : hô skiñet en deûz a vrôad é brôad :

17. Kériou muriet ann dûd binvidik en deûz disman̄tret, ha lékéat da gouéza tiez ar ré vrâz :

18. Arméou ar boblou en deûz kaset-da-nétra, ha dispennet ar brôadou ar ré gréva.

19. Téôd eunn trédé en deûz lékéat da gas-kuît ar gragez kré, hag hô diouéret eûz a frouez hô labouriou :

20. Néb a zélaou anézhan̄, n’en dévézô két a éhan, n’en dévézô két a viñoun, war béhini eo em arzaôi.

21. Taol ar skourjez a ra eur blon̄s ; hôgen taol ann téôd a vrév ann eskern.

22. Meûr a hini a zô kouézet dindan trouc’h ar c’hlézé ; hôgen kalz muioc’h c’hoaz a zô marô gan̄d hô zéôd hô-unan.

23. Euruz eo ann hini a zô tôet diouc’h ar gwall déôd, péhini né két bét skôet gan̄d hé vuanégez, péhini n’en deûz két didennet war-n-ézhan̄ hô c’héô, ha né két bét éréet enn hé chadennou :

24. Râg hé c’héô, a zô eur géô houarn ; hag hé chadennou, chadennou arem.

25. Ar marô a rô, a zô eur gwall varô ; ha gwell eo ar béz égét-han̄.

26. Eur pennad é padô, ha na badô két bépréd : é hen̄chou ar ré zireiz é kerzô : hôgen na zévô két ar ré reiz enn hé flammou.

27. Ar ré a zilez Doué a gouézô dindân ann teôd-zé, péhini a zévô enn-hô héb béza mouget ; kaset é vézô out-hô ével eul léon ; hô diframma a rai ével eul léoupard.

28. Stan̄k da ziskouarn gan̄t spern, ha na zélaou két ar gwall déôd ; laka eunn ôr ha potaḻou oud da c’hénou.

29. Laka da deûzi da aour ha da arc’han̄t, ha grâ eur valan̄s évit pouéza da c’hériou, hag eur wesken reiz évid da c’hénou.

30. Ha laka évez na fazifez gan̄d da déôd, gan̄d aoun na gouézchez dirâk da énébourien a aoz spiou d’id, ha na zeûjé da lamm da véza dibaréuz ha marvuz.


————


XXIX. PENNAD.


Réd eo ôber ann aluzen, ha béza kréd évid hé viñoun.


1. Néb a râ trugarez, a rô war gampi d’hé nésa : hag ann hini a zô digor hé zourn évit rei, a vîr ar gourc’hémenn.

2. Prést d’as nésa é amzer hé ézomm ; hôgen distol d’as nésa enn hé amzer.

3. Mîr da c’hér, ha béz féal enn hé gén̄ver : hag é péb amzer é kavi ar péz a zô réd d’id.

4. Kalz a dûd a zell ar péz hô deûz emprestet ével pa hô défé hé gavet, hag hô deûz glac’haret ar ré hô dôa hô skoazellet.

5. Kén na véz rôet d’ézhô, é pokon̄t da zourn ann hini a rô, hag enn hô gwéstlou é vuélon̄t hô mouéz :

6. Hôgen pa eo deûet ar préd da zisteurel, é c’houlennon̄t amzer, é réon̄t prézégou leûn a rec’h hag a hiboud, hag en em zigarézon̄t war ann amzer ziez :

7. Hôgen mar gellon̄t disteurel, en em énébin̄t ; a véac’h é tistolin̄t ann han̄ter, hag é fellô d’ézhô é vé sellet ével eunn dra kavet :

8. Ma na hellon̄t két disteurel, é lakain̄t hô c’hrédour da golla hé arc’han̄t, hag é rain̄t anézhan̄ eunn énébour héb abek :

9. Kunuc’hennou ha mallosiou a rôin̄t d’ézhan̄, hag é rain̄t d’ézhan̄ ann droug évid ar c’hrâs hag ar mâd en dôa grêat d’ézhô.

10. Meûr a hini na fell két d’ézhô presti ha né két dré zrougiez, hôgen gan̄d aoun na ven̄t touellet héb abek.

11. Koulskoudé béz trugareg hag habask é-kén̄ver ann dén diének, ha na zinac’h két ann aluzen d’ézhan̄.

12. Digémer ar paour enn abek d’ar gourc’hémenn ; ha na lez két anézhan̄ da von̄t hé zouarn goullô, ô véza ma éma enn diénez :

13. Koll da arc’han̄t évid da vreûr pé da viñoun ; ha na gûz két anézhan̄ dindan eur méan enn da goll.

14. Laka da den̄zor é gourc’hémennou ann Uc’hel-meûrbéd, hag é talvézô d’id muioc’h égéd ann aour.

15. Serr ann aluzen é askré ar paour, hag hi dré hé féden a virô ac’hanod a bép drouk.

16,17,18. Kréoc’h é stourmô oud da énébour, égét tiren ha gwâf ann dén ar c’hréva :

19. Ann dén mâd a râ kréd évid hé nésa : hôgen néb en deûz kollet pép méz, a zilez hé viñoun.

20. Na an̄kounac’ha két mâd-ôber ann hini en deûz da grétéet ; râk hé éné en deûz rôet évid-od.

21. Ar péc’her hag al louidik a dec’h diouc’h ann hini en deûz hô c’hrétéet.

22. Ar péc’her a vîr évit-han̄ madou hé grédour ; ha gan̄d hé galoun dizanaoudek é tilez ann hini en dôa hé dennet a boan.

23. Eunn dén en deûz krétéet hé nésa, hag hé-man̄ goudé-zé ô kolla pép mézegez, a zilez anézhan̄.

24. Ar c’hréd é-dibréd en deûz kollet meûr a hini péré a oa é stâd vâd ; hag hî a zô bét kéflusket ével eul léstr é-kreiz ar môr.

25. Dré-zé kalz a dûd galloudek a zô bét rédiet da dec’houd diouc’h hô brô, hag a zô deûet ével kan̄tréerien é brôiou a-ziavéaz.

26. Ar péc’her a dorr gourc’hémenn ann Aotrou, a gouézô enn eur c’hréd é-dibréd : hag ann hini a strivô évid ôber kalz a draou, a gouézô er varn.

27. Skoazell da nésa diouc’h da c’halloud, ha laka évez na gouézc’hez da-unan.

28. Ken̄ta trâ évit buez ann dén eo dour ha bara, hag eur zaé, hag eunn ti évit gôlei hé vézégez.

29. Gwell eo préd-boed ar paour dindân eunn dôen elf, égét banvésiou kaer enn eunn tî a-ziavéaz d’ann hini a zô hép tî.

30. Kâv mâd nébeûd ével kalz, ha na glévi két rébechou ann tî a-ziavéaz.

31. Eur vuez reûzeûdig eo mon̄d a di da di : ann hini a zô ével eunn diavésiad enn eunn tî, na râ nétrâ gan̄t fisian̄s, ha na grét két digeri hé c’hénou.

32. Digéméret en dévézô ar ré all ; rôet en dévézô da zibri ha da éva da dûd dizanaoudek, hag é klévô lavariou c’houerô.

33. Trémen, hostiz, ha gôlô ann daol : rô da zibri d’ar ré all eûz ar péz éc’h eûz.

34. Tec’h a zirâk va miñouned a dléann da énori : ézomm em eûz va zî évid digémérout va breûr.

35. Ann traou-man̄ a zô doaniuz évid eunn dén a skian̄t ; rébechou eunn dén enn hé dî, ha krôzou eur c’hrédour.


————


XXX. PENNAD.


Iéc’hed ar c’horf hag hini ann éné a zô dreist holl aour ar béd.


1. Néb a gâr hé vâb a skourjez anézhan̄ aliez, évit ma vézô laouen pelloc’h, ha na astennô két hé zourn oud dôriou ar ré all.

2. Néb a zesk hé vâb, a gavô hé lévénez enn-han̄ ; en em veûli a rai enn-han̄ é-kreiz hé dûd.

3. Néb a zesk hé vâb, a laka hé énébour da véza hérézuz hag en em veûlô enn-han̄ é-kreiz hé viñouned.

4. Ann tâd a zô marô, hag ével na vé két marô eo : râk war hé lerc’h en deûz lézet eunn all hén̄vel out-han̄.

5. Hé vâb en deûz gwélet a-zoug hé vuez, hag eo en em laouénéet : né két en em c’hlac’haret pa eo bét daré da vervel, ha né két bét mézékéet dirâg hé énébourien.

6. Râk lézet en deûz eur mâb évid diwallout hé dî oud hé énébourien, hag évit béza anaoudek é-kén̄ver hé viñouned.

7. Hé c’houliou hé-unan a liénennô ô prédéria éné hé vugalé, hag hé vouzellou a vézô reûstlet gan̄t kémen̄t gér a glevô.

8. Eur marc’h diboell a zeû da véza garô, hag eur mâb lézet d’hé ioul a zeû da veza balc’h.

9. Likaou da vâb, hag é spoun̄tô ac’hanod : c’hoari gan̄t-han̄, hag é c’hlac’harô ac’hanod.

10. Na c’hoarz két gan̄t-han̄, gan̄d aoun na zigasché doan d’id, hag enn-divez n’az lakajé da skriña da zen̄t.

11. Na rô két a c’halloud d’ézhan̄ enn hé iaouan̄ktiz, ha na zispriz két hé vénosiou.

12. Soubl hé benn en̄dra ma eo iaouan̄k, ha skourjez anézhan̄ en̄dra ma eo bugel, gan̄d aoun na zeûjé da galédi, na zen̄tché mui ouz-id, na na c’hlac’harché da éné.

13. Desk da vâb, hag aoz anézhan̄, gan̄d aoun na zeûjé d’az mézékaat gan̄d hé wall vuez.

14. Gwell eo eunn dén paour iac’h ha kré, égéd eunn dén pinvidik dinerz ha gloazet gan̄d ar c’hlén̄véjou.

15. San̄télez ar reizded eo iéc’hed ann éné ; gwell eo égéd ann holl aour hag ann holl arc’han̄t ; hag eur c’horf kre égét madou brâz.

16. N’eûz kéd a vadou brasoc’h égét madou iéc’hed ar c’horf, ha n’eûz dudi é-béd dreist lévénez ar galoun.

17. Gwell eo ar marô égéd eur vuez c’houérô ; hag eunn éhan peûr-baduz égéd eur c’hlen̄ved dizivez.

18. Madou kuzet enn eur génou serret, a zô ével eur banvez brâz lékéat war-drô da eur béz.

19. Da bétrâ eo mâd ar c’hennig d’ann idol, pa na hell nag hé zibri nag hé c’houesa ?

20. Ével-sé eo ann hini a dec’h diouc’h ann Aotrou, hag a zoug poan hé fallagriez ;

21. Péhini a glemm enn eur wéla gan̄d hé zaoulagad, hén̄vel oud eur spâz a vriata eur plac’h-iaouan̄k, hag a hirvoud.

22. Na rô két da éné d’ann doan, ha n’en em c’hlac’har két da-unan gan̄d da vénosiou.

23. Lévénez ar galoun eo buez ann dén, hag eunn ten̄zor dihesk a zan̄télez ; lévénez ann dén a rô d’ézhan̄ eur vuez hirr.

24. Az péz truez oud da éné ô véza hétuz da Zoué, ha béz poellek ; stroll da galoun enn hé zan̄télez, ha kâs pell ann doan diouz-id.

25. Râk meûr a hini é deûz lazet ann doan, ha n’eo mâd da nétrâ.

26. Ann hérez hag ar vuanégez a verra ann deisiou, hag ann nec’h a zigas ar gôzni abarz ann amzer.

27. Ar galoun vâd ha dinec’h a zô bépréd enn eur banvez : râg gan̄t préder éc’h aozeur d’ézhan̄ ban̄vésiou.


————


XXXI. PENNAD.


Mirout ar poell er banvésiou. Droug a zigas diboell ar gwîn.


1. Béza bépred war valé (T) évid dastumi madou a zizec’h ar c’hîk, hag ar vénoz eûz a gémen̄t-sé a laka da goll ar c’housked.

2. Ménoz ann amzer da zon̄t a ziskar ar skian̄t, hag eur c’hlén̄ved grisiaz a laka ann éné da véza poellek.

3. Ann dén pinvidik a labour évid dastumi madou ; hag enn hé éhan en em leûniô eûz hé vadou.

4. Ann dén paour a labour évit kaout hé vuézégez, hag enn divez é kouéz enn diénez.

5. Néb a gâr ann aour, na vézô két didamallet : hag ann hini a glask ar vreinadurez, a vézô leûniet gan̄t-hi.

6. Ann aour en deûz lékéat meûr a hini da gouéza, hag enn hé c’héned hô deûz kavet hô c’holl.

7. Ann aour a zô eunn abeg a lamm évid ar ré a azeûl anézhan̄ : gwâ ar ré a géel anézhan̄, kas a raiô da nétra ar ré ziboell.

8. Eûruz eo ann dén pinvidik, péhini a zô bét kavet dinam, péhini n’en deûz két rédet war-lerc’h ann aour, ha n’en deûz két lékéat hé c’héd enn arc’han̄t nag enn hé den̄zoriou.

9. Piou eo hen-nez, hag é veûlimp anézhan̄, ô véza m’en deûz gréat traou burzuduz a-zoug hé vuez ?

10. Arnodet eo bét gan̄d ann aour, hag eo bét kavet klôk ; peûr-baduz é vézô hé c’hloar : gellet en deûz terri al lézen, ha n’en deûz két hé zorret ; gellet en deûz ôber ann droug, ha n’en deûz két hé c’hréat.

11. Râk-sé hé vadou a zô bét startéet enn Aotrou, hag holl strollad ar zen̄t a zanévellô hé aluzennou.

12. Hag azézet oud oc’h eunn daol vrâz ? na zigor két da c’hénou da gen̄ta.

13. Na lavar két ével-henn : Kalz a draou a zô war-n-ézhi :

14. Az péz koun pénaoz al lagad droug a zô eur gwall dra.

15. Pétrâ a zô bét krouet gwasoc’h égéd al lagad ? râk-sé eûz hé holl zremm é skuḻô daérou, p’az kwélô.

16. Na astenn két da zourn da gen̄ta, gan̄d aoun na zeûjé hé hérez d’az mézékaat, ha d’az lakaad da rusia.

17. Na hast két enn eur banvez.

18. Poell pétrâ eo ioul da nésa diouc’h da hini.

19. Kémer ével eunn dén poellek eûz ar péz a lékéeur dira-z-od, gan̄d aoun, mar tebrez kalz, na zeûjez da véza kaséet.

20. Éhan da gen̄ta da zibri dré zalc’h : ha n’az â két dreist reiz, gan̄d aoun na gouézchez é fazi.

21. Mar d-oud azézet é-kreiz kalz a dûd, na astenn két da zourn da gen̄ta évid dibri, ha na c’houlenn ket da éva da gen̄ta.

22. Nébeûd a wîn a zô a-walc’h évid eunn dén reizet mâd ; ével-sé na vézi két kéflusket enn da gousk, ha n’az pézô kéd a c’hloaz.

23. Ann digousk, ann drouk-kôf hag ar gwen̄trou a zô lôd ann dén diboellek.

24. Ann dén poellek en dévézô eur c’housk a iéc’hed : kouska a rai bétég ar min̄tin, hag hé éné en em louénai enn-han̄ hé-unan.

25. Ha mar d-oud bét rédiet da zibri kalz, sâv diouc’h taol, disloun̄k : gwelléet é vézi, ha na zeûi két a glén̄ved d’as korf.

26. Sélaou ac’hanoun, va mâb, ha n’am dispriz két : hag enn divez éc’h anavézi gwirionez va gériou.

27. Enn da holl ôberiou béz téar, ha na c’hoarvézô d’id klén̄ved é-béd.

28. Muzellou meûr a hini a vennigô ann hini a rô da zibri gan̄t largentez, hag eunn testéni mâd a vézô rôet eûz hé vuézégez.

29. Ar géar holl a grôzô oud ann hini a rô da zibri gan̄t ré a bizoni, hag ann desténi eûz hé bizoni a vézô gwîr.

30. Na zoug két da éva ar ré a gâr ar gwîn : râg ar gwîn en deûz kollet meûr a hini.

31. Ann tân a arnod kaléder ann houarn : ével sé ar gwîn évet gan̄d diboell a laka da anaout kalounou ar ré valc’h.

32. Ar gwîn kéméret gan̄t poell a rô eur vuez reiz d’ann dén : ma évez eûz anézhan̄ gan̄t poell, é vézi poellek ha iac’h.

33. Pétrâ eo buez ann dén a zô diskaret gan̄d ar gwîn ?

34. Pétrâ a denn ar vuez ? Ar marô.

35. Ar gwin a zô bét krouet, adaleg ar penn-ken̄ta, évit laouénaad ann dén, ha nann évid hé vezvi.

36. Ar gwîn évet gan̄t poell a zô lévénez ann éné hag ar galoun.

37. Ar poell er braoued a zô iéc’hed ann éné hag ar c’horf.

38. Ar gwîn évet gan̄d diboell a zigas ann téarded, ar vuanégez, ha kalz disman̄trou.

39. Ar gwîn évet gan̄d diboell a zô c’houervder ann éné.

40. Ar vézven̄ti a zigas ann herder, a laka ann dén diskian̄t da gouéza, a dorr ann nerz, hag a zô abeg eûz a galz a c’houliou.

41. Na damall két da nésa pa vézô enn eur banvez oc’h éva gwîn ; ha na zispriz két anézhan̄ pa vézô dréô.

42. Na ra két a rébech d’ézhan̄ ; ha na beûk két anézhan̄, oc’h asgoulenni eunn dra digan̄t han̄.


————

XXXII. PENNAD.


Furnez er banvésiou. Doujan̄s ann Aotrou.


1. Lékéat oud-dé da réner enn eur banvez ? N’en em uc’héla két : béz enn hô zouez ével unan anézhô.

2. Az péz daman̄t évit-hô, hag azez ; ha goudé m’az pézô gréat da zléad, en em laka ouc’h taol :

3. Évit ma en em laouénii enn abek d’ézhô, ma tigéméri ar gurunen ével eur c’hin̄klérez a c’hrâs, ha ma teûi d’id meûleûdi holl dûd ar banvez.

4. Komz, té péhini a zô ar c’hen̄ta ganet : râk déréad eo kémen̄t-sé ;

5. Hôgen komz gan̄t furnez ha gan̄t gwiziégez, ha na laka két a reûstl é-touez ar ganerien.

6. Na skuḻ két ar gér el léac’h ha na zélaoueur két, ha na zaô két é-dibréd enn da furnez.

7. Eunn unvaniez a varzed enn eur banvez, a wîn, a zô ével ar c’har-boun̄kl frammet enn aour.

8. Eunn niver a varzed enn eur banvez é péhini éc’h éveur gwîn gan̄d dréôded ha gan̄t poell, a zô ével ar smaragd frammet enn aour.

9. Sélaou war-drô, ha da boell a zidennô d’id kalz a c’hrâs.

10. Dén-iaouan̄k, komz gan̄t béac’h enn da géfridi.

11. Pa vézô gréat diou wéach eur goulenn-bennâg ouz-id, respoun̄t é berr gomsiou.

12. Béz é meûr a drâ ével pa na oufez két anézhô ; ha sélaou war-daô ha grâ goulennou.

13. É-kreiz ar ré vrâz na gomz két da gen̄ta ; hag éléac’h ma éz eûz ré gôz na gomz két kalz.

14. Abarz ar gurun é teû al luc’hed ; war zremm ann dén poellek é wéleur ar c’hras abarz ma komz, hag ann dalc’h-zé a zidenn war-n-ézhan̄ kalz a énor.

15. Pa vézô deûet ar préd da zével, n’en em reûstl két ; kéa ar c’hen̄ta d’as tî, hag énô ébat ha c’hoari,

16. Ha digas enn da én̄vor da vénosiou, hôgen hép péc’hed hag hép rôgen̄tez.

17. Hag é kémen̄t-sé holl meûl ann Aotrou, péhini en deûz da grouet, hag en deûz da garget gan̄d hé holl vadou.

18. Néb a zouj ann Aotrou a zigémérô hé gélen : hag ar ré a veḻ évid hé glaskout, a gavô hé vennoz.

19. Néb a glask al lézen, a vézô leûniet gan̄t-hi : hag ann hini en em vérô gan̄t toullérez, a gavô hé lamm enn-hi.

20. Ar ré a zouj ann Aotrou, a gavô eur varn reiz, hag éc’h énaouin̄t hô reizded évei eur c’houlaouen.

21. Ar péc’her a bellai dlouc’h ann tamall, hag é kavô hévélédigésiou hervez hé ioul.

22. Ann dén a guzul na gollô két ar poell : ann diavésiad hag ann dén rôk n’en dévézô aoun é-béd :

23. Pa râ zô-kén pép-trâ hé-unan hag hép kuzul ; hôgen gan̄d hé heskinou é vézô tamallet.

24. Va mâb, na râ nétrâ hép kuzul, ha n’az pézô két a geûz eûz ar péz ez pézô gréat.

25. N’az â két enn eunn hen̄t kollet, ha na stoki két oud ar vein : n’en em voun̄t két enn eunn hen̄t diez, gan̄d aoun na aozchez évid da éné eunn abeg a lamm.

26. En em vir diouc’h da vugalé, ha laka évez oud da vévellou.

27. Enn da holl ôberiou kréd gan̄t féalded enn da éné : râg ével-sé eo é vireur ar gourc’hémennou.

28. Néb a gréd é Doué a laka évez oud hé c’hourc’hémennou : hag ann-hini a laka hé fisian̄s enn-han̄, na vézô két distéréet.


————


XXXIII. PENNAD.


Doué a reiz pép-trâ gan̄t furnez. Réd eo mirout hé véli é-touez hé dûd.


l. Gan̄t néb a zouj ann Aotrou na c’hoarvézô droug é-béd ; hôgen Doué a virô anézhan̄ er gwall-ioul, hag a dennô anézhan̄ eûz a bép drouk.

2. Ann dén fûr na gasa két ar gourc’hémennou hag ar c’hémennou ; ha na vézô két brévet ével eul léstr enn arné.

3. Ann dén en deûz skian̄t a gréd é lézen Doué, hag al lézen a zô féal d’ézhan̄.

4. Néb a dlé skléraad ar péz a c’houlenneur digan̄t-han̄, a aozô hé c’hér, ha goudé béza pédet ével-sé é vézô sélaouet out-han̄, é virô ar gélénadurez, ha neûzé é lavarô hé c’hér.

5. Kaloun ann dén diskian̄t a zô ével rôd eur c’harr : hag hé vénoz a zô ével eunn ael a drô.

6. Eur miñoun goapaer a zô ével eur marc’h-salier, péhini a c’houirin dindân kémen̄d hini a zô piñet war-n-ézhan̄.

7. Pérâg ef-hén̄ brasoc’h eunn deiz égéd eunn deiz all, hag ivé eur goulou égéd eur goulou all, ha c’hoaz eur bloaz égéd eur bloaz all, gan̄d eunn hévéleb héol ?

8. Ann Aotrou eo en deûz hô dishévélet gan̄d hé wiziégez, pa en deûz krouet ann héol, péhini en deûz heûliet hé c’hourc’hémenn.

9. Hén̄ eo en deûz dishévélet ann amzeriou, hag ann deisiou lîd é-touez ann dûd ; péré hô deûz lidet lôd eûs ann deisiou-zé er préd ma oa bét merket.

10. Lôd eûz ann deisiou-zé en deûs Doué savet ha gwéstlet, ha lôd all en deûz lékéat é-niver ann deisiou pemdez. Hag ann dûd holl o zô deûet eûz a unan hép-kén, hag eûz ann douar, a béhini eo bét krouet Adam.

11. Doué en deûz hô rannet é meûr a gélen, hag en deûz trôet hô hen̄chou é meûr a zoaré.

12. Lôd anézhé en deûz savet ha benniget : lôd en deûz san̄télet hag unanet gan̄t-han̄ : lôd all en deûz milliget ha vuéléet, hag en deûz hô dilézet goudé ma in̄t bét en em rannet hô-unan.

13. Ével ma éma ar prî é dourn ar pôder, péhini hé vér hag hé zoaré diouc’h hé ioul,

14. Hag a ra gan̄t-han̄ ar péz a gâr : ével-sé ann dén a zô étré daouarn ann hini en deûz hé grouet, péhini a zistolô d’ézhan̄ hervez hé varnédigez.

15. Ar mâd a zô énep d’ann drouk, hag ar vuez d’ar marô : ével-sé ar péc’her a zô énep d’ann dén reiz. Ével-sé mar sellez piz oc’h holl ôbériou ann Uc’hel-meûrbéd, hô c’havi daou ha daou, unan a-énep unan.

16. Ha mé a zô bét dihunet ann divéza, hag ével ar ré a zastum ar greûn rézin war-lerc’h ar ven̄dacherien.

17. Ha mé ivé em eûz lékéat va géd é bennoz Doué : hag ével ann hini a ven̄dach, em eûz karget leûn ar véol.

18. Arvestit pénaoz né két évid-oun hép-kén em eûz labouret, hôgen évid ar ré holl péré a glask ar gelénadurez.

19. Va zélaouit, c’houi tûd brâz, ha c’houi tûd eûz ar bobl ; ha c’houi péré a rén ar strolladou, digorit hô skouarn.

20. Na rô két a c’halloud war-n-oud, en̄dra ma oud béô, d’as mâb, na d’as grék, na d’as breûr, na d’as miñoun : na rô két da vadou da eunn all, gan̄d aoun na zeûfé keûz d’id, ha na vé réd d’id hô fédi da rei d’id.

21. En̄dra ma vévez ha ma tréc’houézez, na lékéat dén ac’hanod da drei war gémen̄t-sé,

22. Râg gwell eo ma teûjé da vugalé d’az pédi, égét ma vé réd d’id selloud é daouarn da vugalé.

23. Enn da holl ôberiou mîr évid-od ar ken̄ta galloud.

24. Na ra két a namm d’as gloar. Enn deiz divéza eûz da vuez, hag é préd da varô, rann da zigouéz.

25. Ar boéd-chatal, ar wialen hag ar samm a zô dléet d’ann azen ; ar bara, ar c’hélen hag al labour d’ar sklâv.

26. Gan̄d ar c’hélen é labour ; anéz na glask néméd ann éhan : laosk ann dourn d’ézhan̄, hag é klaskô ar fran̄kiz.

27. Ar géô hag al lerennou a laka da bléga chouk ann éjenn ar c’haléta, hag al labour akétuz a laka da zoubla ar sklâv.

28 Ann en̄krez hag ar c’héfiou a zô mâd évid ar gwall sklâv ; kâs-hén̄ d’al labour, gan̄d aoun na vé lézirek :

29. Râg al lézirégez a zesk kalz a zrougiez.

30. Dalc’h-hén̄ el labour : râg énô eo é tlé béza. Ma na zen̄t két ouz-id, laka-hén̄ da bléga gand ar c’héfiou ; hôgen na véz direiz é-kén̄ver dén é-béd, ha na réz nétrâ a c’hrisiaz, héb béza hé vennet mâd.

31. Ma éc’h eûz eur sklâv féal, ra vézô d’id kér ével da vuez : gra enn hé géver ével ma vé da vreûr ; ô véza ma éc’h eûz hé brénet gan̄d da c’hoad.

32. Mar gwall-aozez anézhan̄ ha gan̄d direizded, é tec’hô kuît.

33. Ha mar tec’h diouz-id, na wézi péléac’h mon̄t évid hé gavout.


————


XXXIV. PENNAD.


Péger stard eo ar ré hô deûz doujan̄s Doué.


1. Ar géd didalvez, hag ar gévier a zô évid ann dén diskian̄t : ann dûd diboell a zâv tiez war ann huvréou.

2. Ann hini en em stag out gwélédigésiou gaou, a zô ével ann hini a fell d’ézhan̄ kéméroud ar skeûd, ha mon̄d war-lerc’h ann avel.

3. Gwélédigez ann huvréou a zô ével skeûden eunn dén en em wél hé-unan enn eur mellézour.

4. Gan̄d eunn dra dic’hlan pétrâ a vézô glanet ? Eûz ar gaou pétrâ a zeûiô a wir ?

5. Diouganou ar fazi, hag arouésiou gaou, hag huvréou ar gwall dûd n’in̄t néméd avel.

6. Pennadou n’in̄t kén, ével c’hoan̄tou eur c’hrég vrazez : na rô két da galoun d’ar gwélédigésiou-zé, némét kaset é ven̄t d’id gan̄d ann Uc’hel-meûrbéd :

7. Râg ann huvréou hô deûz lékéat meûr a hini da fazia, hag ar ré hô deûz lékéat hô géd enn-hô a zô bét kouézet.

8. Gér al lézen a vézô sévénet hép gaou, hag ar furnez a vézô splann é génou ann dén féal.

9. Pétrâ a oar ann hini né két bét arnodet ? Ann dén en deûz eur wiziégez vrâz en dévézô ménosiou brâz : hag ann hini en deûz desket kalz, a zanévellô gan̄t poell.

10. Ann dén péhini n’en deûz két eur wiziégez vrâz, a anavez nébeûd a drâ : hôgen néb en deûz eur wiziégez vrâz, en deûz ivé kalz a ijin.

11. Pétrâ a oar ann hini né két bét arnodet. Ann hini a zô bét touellet, en dévézô kalz a widré.

12. Kalz a draou em eûz gwélet ô kan̄tréa, ha kalz a gisiou dishén̄vel.

13. A-wéchou ounn en em gavet enn abek d’ézhô é-tâḻ da golla va buez ; hôgen dieûbet ounn bet dré c’hras Doué.

14. Doué a ziwallô éné ar ré a zoujô anézhan̄, hag hé zell hô leûniô a vennoz :

15. Râg hô géd a zô enn hini a zieûb anézhô, ha daoulagad Doué war ar ré a gâr anézhan̄.

16. Ann hini a zouj ann Aotrou na grénô két, ha n’en dévézô aoun é-béd ; ô véza ma eo Doué hé-unan hé c’héd.

17. Euruz eo éné ann hini a zouj ann Aotrou.

18. Out piou é sell, ha piou eo hé nerz ?

19. Daoulagad ann Aotrou a zô war ar ré a zouj anézhan̄ : hén̄ eo gwarez hô galloud, stardérez hô nerz, hô dishéol er c’hrouéz, hô skeûd da grésteiz,

20. Hô harp pa in̄t daré da gouéza, hô skoazel pa in̄t kouézet : hén̄ eo a zâv hô éné, a skléra hô daoulagad, a rô d’ézhô ar iéc’hed, ar vuez, hag ar vennoz.

21. Kennig ann hini a ra eur sakrifis eûz a eur madou fallagr a zô saotret ; ha kunuc’hennou ann dûd direiz n’in̄t két hétuz da Zoué.

22. Ann Aotrou n’em em rô néméd d’ar ré a glask anézhan̄ é hen̄t ar wirionez hag ar reizded.

23. Ann Aotrou na c’hrata két rôou ar ré fallagr, na zell két out kennigou ar gwall dûd : na vézô két rôet gan̄t-han̄ d’al lôd brâz eûz hô sakrifisou ann distol eûz hô féc’héjou.

24. Néb a gennig eur sakrifiz eûz a vagadur ar béorien, a zô ével ann hini a lâz ar mâb dirâg hé dâd.

25. Eunn tamm bara eo buez ar béorien : néb hé lam digan̄t-hô a zô eunn dén a c’hoad.

26. Néb a lam digan̄t eunn dén bara hé c’houéz, a zô ével ann hini a lâz hé nésa.

27. Ann hini a skûḻ ar goâd, hag ann hini a ra gaou oud ar gôpraer, a zô breûdeûr.

28. Mar sav unan, ha mar tiskar eunn all, pétrâ a c’hounézon̄t-hi, némét poan ?

29. Mar péd unan, ha mar millig eunn all ; out mouez péhini é sélaouô Doué ?

30. Ann hini a zô en em walc’het goudé béza lékéat hé zourn war eur c’horf marô, hag a stok a-névez out-han̄, pétrâ eo bét talvézet d’ézhan̄ en em walc’hi ?

31. Ével-sé ma iûn eunn dén goudé béza péc’het, ha mar grâ c’hoaz ann hévélep péc’héjou, pétrâ a dâl d’ézhan̄ en em vuélaat ? Piou a zélaouô hé béden ?


————


XXXV. PENNAD.


Doué a zélaou péden ar ré baour kerkoulz hag hini ar ré binvidik.


1. Néb a vîr al lézen, a zô ével pa rajé kalz a gennigou.

2. Eur sakrifiz gouniduz eo miroud ar gourc’hémennou, ha pellaad diouc’h ann holl fallagriézou.

3. Pellaad diouc’h ann direisted, eo kenniga eur sakrifiz évid ann distol eûz hor gwallou, hag évid distrei ar c’hastiz eûz hor péc’héjou.

4. Ann hini a drugaréka Doué, a gennig ar bleûn̄ gwiniz ; hag ann hini a râ trugarez, a gennig eur sakrifiz.

5. Pellaad diouc’h ar fallagriez a zô eunn dra hétuz d’ann Aotrou : ha pellaad diouc’h ann direisted, eo distrei ar c’hastiz eûz hé béc’héjou.

6. N’en em ziskouézi két da zaouarn goullô dirâg ann Aotrou.

7. Râk kémen̄t-sé a zô gréat évit sen̄ti out gourc’hémennou Doué.

8. Kennig ann dén reiz a larda ann aoter ; eunn dra a c’houés c’houék eo dirâg ann Uc’hel-meûrbéd.

9. Sakrifiz ann dén reiz a zô digéméret mâd, ha na vézô két an̄kounac’héet gan̄d ann Aotrou.

10. Meûl ann Aotrou a greiz da galoun ; ha na denn nétrâ eûz a bréveûdiou frouez da zaouarn.

11. Grâ da holl rôou gan̄d eunn dremm laouen, ha san̄tela da zéogou gan̄d da lévénez.

12. Rô d’ann Uc’hel-meûrbéd hervez ma en deûz rôet d’id, ha gra da gennig a galoun vâd, hervez ar péz a zô étré da zaouarn :

13. Râg ann Aotrou a zô larg é-kén̄ver ar ré a rô d’ézhan̄, hag é tistolô d’id seiz gwéach kémen̄d all.

14. Na gennig két rôou saotret, râk n’hô digémérô két.

15. N’en em harp két war eur sakrifiz direiz, râg ann Aotrou a zô da varner, ha n’en deûz azaouez é-béd évid dén.

16. Ann Aotrou na zigémérô dén é gaou ar paour ; sélaoui a rai pédén ann hini a zô gloazet.

17. Na zisprizô két ann emzivad a béd anézhan̄, nag ann in̄tan̄vez a skûḻ hé c’heinvan dira-z-han̄.

18. Daérou ann in̄tan̄vez ha na ziskennon̄t-hi két bétég hé divôc’h ; ha na c’harmon̄t-hi két étrézég ann hini en deûz hô lékéat da skuḻa ?

19. Eûz hé divôc’h é piñon̄t bétég ann én̄v ; hag ann Aotrou péhini a zélaou out-hi na garô két hé gwél out ô wéla.

20. Néb a azeûl Doué gan̄t lévénez a vézô digéméret mâd gan̄t-han̄ ; hag hé béden a iélô bétég ar c’hoabr.

21. Péden ann dén en em vuel, a dreûzô ar c’hoabr : ha na vézô két dizoaniet kén na vézô éat bété Doué ; ha na bellai két, kén n’en dévézô ann Uc’hel-meûrbéd sellet out-han̄.

22. Ann Aotrou na zaléô két ; hôgen ann dûd reiz a varnô, hag é rai eur varn vâd : ar Chré-meûrbed na vézô mui habask enn hô c’hén̄ver, hag é kasô ann en̄krez war gein hô énébourien ;

23. Hag é taolô hé ven̄jan̄s war ar brôadou, kén n’en dévézô kaset-da-nétra ann holl ré rôk, ha torret gwalennou ar ré fallagr ;

24. Kén n’en dévézô rôet d’ann dûd hervez hô ôberiou, hag hervez ôberiou ha rôgen̄tez Adam ;

25. Kén na rai barnédigez é kén̄ver hé bobl, ha ma laouénai ann dûd reiz gan̄d hé drugarez.

26. C’houék eo trugarez Doué, é amzer ann an̄ken, ével ar c’hoabr a zigas ar glaô é amzer ar zec’hor.


————


XXXVI. PENNAD.


Péden évid ar bobl. Géned ar c’hrég a zigas al lévénez war zremm hé ozac’h.


1. Az péz truez ouz-omp, Doué, Aotrou pep-trâ ; sell ouz-omp, ha diskoués d’é-omp goulou da drugarézou.

2. Digas ar spoun̄t war ar brôadou n’az klaskon̄t két ; évit ma anavézin̄t pénaoz n’eûz Doué all néméd-od, ha ma zanévellin̄t da vurzudou.

3. Sâv da zourn war ar broadou a-ziavéaz, évit ma wélin̄t da c’halloud.

4. Râg ével ma oud bét san̄télet enn-omp dira-z-hô, ével-sé diskouéz da veûrded enn-hô dira-z-omp ;

5. Évit ma anavézin̄t, ével ma hon eûz hé anavézet, pénaoz, Aotrou, n’eûz Doué all némed-od.

6. Névez da arouésiou, ha grâ burzudou ha n’in̄t két bét gwélet.

7. Énor da zourn, ha da vréac’h déou.

8. Laka da zével da frouden, ha skûḻ da vuanégez.

9. Diskar hon heskiner, ha brév hon énébour.

10. Hast ann amzer, hag az péz koun eûz ann divez, évit ma tanévellin̄t da vurzudou.

11. Ra vézô dévet gan̄d ann tân ar ré a vézô bét tec’het, ha ra vézô kaset-da-nétra ar ré a heskin da bobl.

12. Brév penn ar ré vrasa eûz hon énébourien, péré a lavar : N’eûz Aotrou all néméd-omp.

13. Stroll holl vreûriézou Jacob ; évit ma anavézin̄t pénaoz n’eûz Doué all néméd-od, ma tanévellin̄t da vurzudou, ha ma teûin̄t da zigwéz d’id, ével ma in̄t bét er penn-ken̄ta.

14. Az péz truez oud da bobl, péhini a zô bet galvet enn da hanô ; hag oud Israel, péhini éc’h eûz lékéat hével oud da gen̄ta-ganet.

15. Az péz truez out Jéruzalem, kéar da zan̄télidigez, kéar da éhan.

16. Leûn Sion gan̄d da c’hériou dilavaruz, ha da bobl gan̄d da c’hloar.

17. Rô testéni d’ar ré péré a zô bét adaleg ar penn-ken̄ta eûz ar grouidigez ; ha laka da wîr ar c’homsiou hô deûz lavaret enn da hanô ar broféded gôz.

18. Rô gôbr d’ar ré hô deûz da c’hédet, évit ma vézô kavet féal da broféded : ha sélaou pédennou da servicherien,

19. Hervez ar bennosiou en deûs rôet Aaron d’as pobl ; ha rén ac’hanomp é hen̄t ar reisded, évit ma wézô kémen̄d hini a choum war ann douar penaoz eo té ann Doué a wél ann holl gan̄tvédou dira-z-od.

20. Ar c’hôv a zebr meûr a damm boed : hôgen é-touez ar boédou, lôd a zô gwelloc’h égéd ar ré all.

21. Ar staon̄ a anavez blâz ar c’hîg-gouez, hag ar galoun skian̄tet ar geriou a c’hévier.

22. Ar galoun saotret a rôi doan, hag ann dén skian̄tet a giô out-hi.

23. Ar vaouez a hell kémérout eur goaz pé eunn all ; hôgen é-touez ar merc’hed, lôd a zô gwelloc’h égéd ar ré all.

2i. Géned ar c’hrég a laouéna dremm hé ozac’h, hag hé laka da véza karusoc’h égét kémen̄d a hell da c’hoan̄taad eunn dén.

25. Mar gell hé zéôd paréa ann droug, dré ma eo leûn a gun̄vélez hag a vadélez, né két hén̄vel hé ozac’h out mipien all ann dûd.

26. Néb en deûz eur c’hrég vâd, a zéraou diazéza hé dî : eur skoazel en deûz hén̄vel out-han̄, hag eur peûl out péhini é kémer hé éhan.

27. El léac’h n’eûz két a c’harz, eo gwastet ann dalc’h ; hag el léac’h n’eûz két a c’hrég, é keinvan ann dén enn diénez.

28. Piou a fisiô enn hini ha n’en deûz két a dî ; péhini a glask ar gwasked é kémen̄t leac’h ma eo paket gan̄d ann nôz, hén̄vel oud eul laer a dec’h hag a gan̄tré a géar da géar ?


————


XXXVII. PENNAD.


Eûz ar gwir viñoun hag eûz ar miñoun gaou. Goulenni kuzul digand Doué é pép-trâ.


1. Kémen̄t miñoun a lavarô : Ha mé ivé a zô miñoun d’ann dén-zé ; hôgen eur miñoun zô ha n’eo miñoun néméd a hanô. Ha né két eunn dra doaniuz bétég ar marô ?

2. Râg a-wéchou ar c’hen-vreûr hag ar miñoun a drô da énébour.

3. O ménoz argarzuz, a béléac’h oud savet, évit golei ann douar gan̄d da zrougiez ha da douellérez ?

4. Ar c’hen-vreûr en em laouénai gan̄d hé viñoun enn hé eûr-vâd, hag a zeûiô da énébour d’ézhan̄ enn amzer ann en̄krez.

5. Ar c’hen-vreûr en em c’hlac’harô gan̄d hé viñoun enn abek d’hé gôv, hag é kémérô ann diren oud ann énébour.

6. Évid-od, na an̄kounac’ha két da viñoun enn da galoun, na goll két ann én̄vor anézhan̄ pa vézi deûet da véza pinvidik.

7. Na gémer két a guzul digan̄d ann hini a aoz spiou d’id : kûz da vénosiou oud ar ré hô deûz hérez ouz-id.

8. Kémen̄t kuzulier a rô hé guzul ; hôgen kuzulierien zô hag a ali evit hô mad hô-unan.

9. Mîr da éné diouc’h ar c’huzu1ier ; gwéz da gen̄ta pétrâ eo hé c’hounid : râk diouc’h hé dalvoudégez é rôi hé ali :

10. Gan̄d aoun na lakajé eur peûl enn douar, ha na lavarc’hé d’id :

11. Da hen̄t a zô mâd : en̄dra ma en em zalc’hô râg-énep évit gwélout pétrâ a c’hoarvézô gan-éz.

12. Goulenn ali digan̄t ann dén difeiz diwar-benn ann traou san̄tel, digan̄d eunn dén direiz diwar-benn ar reizted, digan̄d eur vaouez diwar-benn ann hini a hérez, digan̄d ann dén aounik diwar-benn ar brézel, digan̄d ar gwerzer diwar-benn ar péz a zô da bréna, digan̄d ar préner diwar-benn ar péz a zô da werza, digan̄d ann dén dizanaoudek diwâr-benn ann anaoudégez-vâd,

13. Digan̄d eunn dén difeiz diwar-benn ar feiz, digan̄d eunn dén dizéven diwar-benn ar zévénidigez, digan̄d ar labourer-douar diwar-benn hé holl labour,

14. Digan̄d ar gôpraer diwar-benn labour eur bloaz, digan̄d eur mével diek diwar-benn kalz a labour : na c’hortoz kuzul mâd é-béd digan̄d ar ré-zé.

15. Hôgen en em zalc’h bépréd é-kichen eunn dén san̄tel, p’az pézô kavet unan-bennâg hag a zouj Doué,

16. Péhini en dévêzô eunn éné hével oud da hini, hag en em c’hlac’harô gan-éz, pa horelli enn dévalien.

17. Starta da galoun enn eur c’huzul mâd, râk na gavi két a welloc’h kuzulier.

18. Éné eunn dén san̄tel a ziskuḻ a-wéchou gwelloc’h ar wirionez, égét seiz géder azézet enn eul léac’h uc’hel évid évésaad enn drô d’ézhô.

19. Hôgen dreist holl, péd ann Uc’hel-meûrbéd, ma rénô ac’hanod é hen̄d ar wirionez.

20. Ra vézô diaraoget da holl ôberiou gan̄d ar gér a wirionez, ha na ra nétrâ némét goudé eur c’huzul stard.

21. Eur gwall c’hér a zaotrô ar galoun : anézhi eo é teû ar péder zra-man̄, ar mâd hag ann drouk, ar vuez hag ar marô : ha kémen̄t-sé a zô dindân kabestr eunn téôd eskuit. Tûd zô hag a zô gwizieg a-walc’h évid deski kalz a ré all, hag a zô didalvez enn hô c’hén̄ver hô-unan.

22. Tûd gwiziek zô hag a zesk meûr a hini, hag a zô dudiuz enn hô c’hén̄ver hô-unan.

23. Néb a gomz enn eunn doaré touelluz, a zô kasauz : diouéri a rai pép-trâ :

24. Né két bét rôet ar c’hrâs d’ézhan̄ gan̄d ann Aotrou ; râk diouéri a râ pép furnez.

25. Eunn dén fûr zô, hag a zô fûr évit-han̄ hé-unan ; ha frouez hé skian̄t a zô meûluz.

26. Ann dén fûr a zesk hé bobl ; ha frouez hé skian̄t a zô féal.

27. Ann dén fûr a vézô leûniet a vennosiou, hag ar ré a wélô anézhan̄ her meûlô.

28. Buez ann dén n’en deûz néméd eunn niver a zeisiou : hôgen deisiou Israel a zô diniver.

29. Ann dén fûr a zellézô énor é-kreiz hé bobl, hag hé hanô a vévô da-vikenn.

30. Va mâb, arnod da éné en̄dra ma oud béô ; ha mar d-eo drouk, na rô két a véli d’ézhan̄ :

31. Râk né két talvouduz pép-trâ da bép-bini, ha pép-hini na gâv két hétuz ann hévélep traou.

32. Na véz lon̄tek é banvez é-béd, ha n’en em daol két war pep kik.

33. Râg al lôd brâz a gig a laka da véza klan̄v, hag al lon̄tégez a rô ann drouk-kôv.

34. Ar c’hloutoni é deûz lazet meûr a hini : hôgen ann dén poellek enn hé voéd a hirra hé vuez.


————


XXXVIII. PENNAD.


Énori al louzaouerien. Gwéla marô hé dûd. En̄vori é Doué é-pad al labour.


1. Énor al louzaouer enn abek d’ar réd : râg ann Uc’hel-meûrbéd eo en deûz hé grouet.

2. Râg ann holl louzou a zeû digan̄d Doué, hag a zô gôpréet gan̄d ar roué.

3. Gwiziégez al louzaouer hé zavô enn énor, hag é vézô meûlet dirâg ar ré vrâz.

4. Ann Uc’hel-meûrbéd eo en deûz lékéat al louzéier da zével eûz ann douar, hag ann dén fûr n’hô argarzô két.

5. Eunn tammik koad, ha na c’houéka két ann dour c’houerô ?

6. Doué en deûz rôet da anaoud d’ann dûd nerz al louzéier, ann Uc’hel-meûrbéd en deûz rôet ivé d’ann dûd ar wiziégez anézhô, évit ma énorin̄t anézhan̄ enn hé vurzudou.

7. Gan̄t-hô ec’h habaska hô gloasiou : hag al louzaouer a râ gan̄t-hô trétou c’houék, ha trétou all évid ar iéc’hed ; hag hé ôberiou na vézin̄t két kollet.

8. Râk péoc’h Doué en em astenn war ann douar holl.

9. Va mâb, n’en em zispriz két da-unan enn da glén̄ved, hôgen péd ann Aotrou, hag hén̄ a rôi ar iéc’hed d’id.

10. Distrô diouc’h ar péc’hed, éeun da zaouarn, ha glân da galoun diouc’h pép gwall.

11. Kennig é sakrifiz ézan̄s c’houés-vâd ha bleûn̄ gwiniz, ha bézet lard da rô, ha rô léac’h d’al louzaouer :

12. Râg ann Aotrou eo en deûz hé grouet : na ballaet két éta diouz-id, râg hé wiziégez a zô réd.

13. Deûet eo ann amzer ma kouézi étré daouarn al louzaouerien.

14. Hag hî hô-unan a bédô ann Aotrou, évit ma rénô hô éhan, hag ar iéc’hed a fell d’ézhô da rei d’ar ré all.

15. Ann hini a béc’h dirâg ann hini en deûz hé grouet, a gouézô étre daouarn al louzaouer.

16. Va mâb, skûḻ daérou war eur miñoun marô, ha gwél ével eunn dén a zô bét gloazet-brâz ; lien hé gorf hervez ar c’hîz, ha na zispriz két hé véz.

17. Grâ kaon̄ d’ézhan̄ a-zoug eunn dervez é c’houervder da galoun enn abek d’ar gwall déôdou ; hôgen na véz két difréalzidigez enn da zoan.

18. Grâ kaon̄ a-zoug eunn dervez pé zaou hervez dellid ann dén, gan̄d aoun râg ann drouk-komsiou.

19. Ann doan a gâs d’ar marô, hag a ziskar ann nerz ; fillidigez ar galoun a laka da bléga ar chouk.

20. Ann doan en em gen̄dalc’h el lec’hiou distrô : ha buez ann dén diének a zô ével hé galoun.

21. Na rô két da galoun d’ann doan, hôgen pell-hi diouz-id : az péz koun eûz da zeisiou divéza.

22. N’hô an̄kounac’ha két : râk n’eûz kéd a zistrô ; kémen̄t-sé na dalvézô nétrâ d’ann dén marô, ha té da-unan a vézô gwasoc’h a zé.

23. Az péz koun eûz va barn : râk da hini a zeûi ivé enn hévélep doaré : déac’h d’in, hiriô d’id.

24. Ra vézô habaskéet da geûz diwar-benn hé varô, gan̄d ann éhan é péhini eo éat : ha béz fréalzet, ô véza ma eo éat ar spéred er-méaz eûz hé gorf.

25. Ar c’hélenner a zeûi da véza fûr é amzer hé éhan : hag ann hini en em géflusk nébeût, a zellez ar furnez.

26. Pénaoz é helfé en em leûnia a furnez ann hini a gâs ann arar, a laka hé zudi ô terc’hel enn hé zourn ar garzou gan̄t péhini é vroud ann éjenned, hô laka da laboura, ha na gomz néméd eûz a dirvi hag eûz a gojenned ?

27. Hé galoun a rô da zistrei douar ann irvi, hag hé zihunou da larda ar zaoud.

28. Ével-sé ar c’halvez hag ar man̄souner a drémen ann nôz ével ann deiz d’hô labour : ével-sé ann hini a râ skeûdennou kizellet, a laka hé aket da ôber traou dishén̄vel : hé galoun a rô da heûlia ann taolennou livet ; hag enn hé zihunou é peûr-c’hra hé labour.

29. Ével-sé ar gôf a azez é-tâl ann annéô, hag a zell oc’h ann houarn a ia da zoaréa : grouéz ann tân a grîn hé groc’hen, hag é c’houzan̄v bépréd tân ar c’hôvel.

30. Hé skouarn a zô skôet bépréd gan̄t trouz ar morzoliou, hag hé lagad a évésa oud ann doaré a rôi d’hé labour.

31. Hé galoun a rô da beûr-ôber hé labour, ha gan̄d hé zihunou hel lakai da véza kaer ha klôk.

32. Ével-sé ar pôder a azez é-tâl hé labour : lakaad a râ ar rôd da drei gan̄d hé dreid ; enn eur préder peûr-baduz éma oud hé labour, ha na râ nétrâ hép eunn évez brâz.

33. Hé vréac’h a rô ann doaré d’ar prî, goudé m’en deûz hé véret hag hé drôet gan̄d hé dreid.

34. Hé galoun a rô da lifra anézhan̄ gan̄d eul liou lugernuz, hag enn hé zihunou é nétai mâd hé fourn.

35. Ar ré-zé holl a laka hô géd é ijin hô daouarn, ha pép-hini anézhô a zô fûr enn hé skian̄t.

36. Hép-z-hô holl na zaveur kéar é-béd :

37. Ar c’heriou a zô hép tûd ha dizaremped ; hôgen n’az ain̄t két er strolladou :

38. Na azézin̄t két war gador ar varnerien ; na boellin̄t két lézennou ar varn ; na rôin̄t két da anaout ar c’hélennou hag ar barnédigézou ; ha na gavin̄t két skléridigez al lavariou kuzet :

39. Hôgen startaad a rain̄t ar péz a zô gréat gan̄d ann amzer : Doué a bédon̄t oc’h ôber labouriou hô skian̄t ; hô éné a rôon̄t da gémen̄t-sé, hag é klaskon̄t é pép-trâ lézen ann Uc’hel-meûrbéd.


————


XXXIX. PENNAD.


Doué a c’hôpra ar ré vâd, hag a gastiz ar ré zroûk.


1. Ann dén fûr a en̄klaskô furnez ann holl ré gôz, hag é poelladô da zeski ar broféded.

2. Miroud a rai danével ann dûd brudet, hag éz ai enn hévéleb amzer é gwénded al lavariou-kuzet.

3. En̄klaskout a rai pîz ar péz a zô kuzet el lavariou-trôet, hag é tisplégô al lavariou-kuzet.

4. É-kreiz ar ré vrâz é rénô, hag en em ziskouézô dirâg ar rénerien.

5. É douar ar brôadou a-ziavéaz é tréménô : râg arnodi a rai ar mâd hag ann droug é-touez ann dûd.

6. Lakaad a rai hé galoun da véza dihun adaleg goulou-deiz étrézég ann Aotrou péhini en deûz hé grouet : hag é kennigô hé bédennou d’ann Uc’hel-meûrbéd.

7. Digeri a rai hé c’hénou évid ar béden, hag é c’houlennô trugarez évid hé béc’héjou :

8. Râk mar kâv-mâd ann Aotrou brâz, é leûniô anézhan̄ gan̄t spéred ar furnez.

9. Hag hén̄ a skuḻô ével eur glaô geriou hé furnez, hag a veûlô ann Aotrou enn hé béden.

10. Hag ann Aotrou a rénô hé guzul hag hé gélen ; hag hén̄ a brédériô traou-kuzet Doué.

11. Embanna a rai hé-unan ken̄tel hé gélénadurez, hag é lakai hé c’hloar é lézen kévrédigez ann Aotrou.

12. Meûr a hini a veûlô hé furnez, ha bikenn na gouézô ann an̄kounac’h.

13. Na vézô két kollet ann én̄vor anézhan̄, hag hé hanô a vézô énoret a rumm é rumm.

14. Ar brôadou a embannô hé furnez, hag ar strollad a zanévellô hé veûleûdi.

15. En̄dra ma vévô, é teûi d’ezhan̄ eunn hanô brasoc’h égéd hini mil all ; ha pa varvô, é vézô talvouduz d’ézhan̄.

16. Embanna a rinn c’hoaz ar péz a vennann : râk ével eûz a frouden ounn leûn.

17. Eur vouéz a lavar d’in : Sélaouit ac’hanoun, gwenn Doué, ha dougit frouez ével gwéz roz plan̄tet war ribl ann douréier.

18. Hô pézet eur c’houés vâd ével al Liban.

19. Dougit bleûn̄ ével al lili, ha bézet c’houék ar c’houés ac’hanoc’h, taolit skourrou a c’hrâs ; kanit kanaouennou a veûleûdi, ha bennigit ann Aotrou enn hé ôberiou.

20. Savit hé hanô gan̄d hô meûleûdiou kaer, an̄savit hé veûrded gan̄t lavariou hô muzellou, ha gan̄t mouéz hô kanaouennou, ha gan̄t son hô télennou ; hag ével-henn é léverrot enn hô meûleûdi :

21. Holl ôberiou ann Aotrou a zô mâd-meûrbéd.

22. Gan̄d hé c’hér eo choumet ann évor enn hé zâ ével eur bern : ha gan̄d eur gér eûz hé c’hénou eo deûet ével eur poull.

23. Râk pép-trâ a c’hell béza gréat (T) pa hé c’hourc’hémenn ; hag ar wellaen a rô né két dister.

24. Oberiou ann holl dûd a zô dira-z-han̄, ha n’eûz nétrâ a guzet d’hé zaoulagad.

25. Hé zell en em astenn a gan̄tved é kan̄tved, ha n’eûz nétrâ a vé burzuduz dira-z-han̄.

26. Na dléeur két da lavarout : Pétrâ eo ann dra-man̄ ? Pétrâ eo ann dra-zé ? Râk pép-trâ a vézô anavézet enn hé amzer.

27. Hé vennoz a zô ével eur ster dic’hlannet.

28. Ével ma eo deûet al livaden da c’hôlei a zour ann douar holl ; ével-sé buanégez Doué a vézô da zigwéz d’ar brôadou ha n’hô deûz két hé en̄klasket.

29. Ével ma en deûz trôet ann douréier enn eul léac’h séac’h, ha ma eo bét diséc’het ann douar gan̄t-han̄ ; ha ma oé bét kavet hé hen̄chou éeun gan̄d hé bobl : ével-sé ar béc’herien a gâv enn hé vuanégéz meur a abek a lamm.

30. Ar madou a zô bét krouet adaleg ar penn-ken̄ta évid ar ré vâd ; ével-sé ar madou hag ann drouk a zô bét krouet évid ar ré fall.

31. Ar péz a zô réd dreist-holl évit buez ann dûd, eo ann dour, ann tân, ann houarn, ar c’hoalen, al léaz, ar bara bleûn̄ gwiniz, ar mél, ar rézin, ann éôl, hag ar gwiskaman̄chou.

32. Ével ma eo kémen̄t-sé eur mâd évid ann dûd san̄tel, ével-sé é trôin̄t é droug évid ann dûd fallagr hag évid ar béc’herien.

33. Spérédou zô hag a zô bét krouet évid ar ven̄jan̄s ; ha gan̄d hô frouden é kreskon̄t en̄krézou ar ré fallagr.

34. É amzer ar peûr-zisman̄tr, é skuḻin̄t hô frouden ; hag é habaskain̄t buanégez ann hini en deûz hô c’hrouet.

35. Ann tân, ar c’hazarc’h, ann naounégez hag ar marô ; ar ré-zé holl a zô krouet évid ar c’hastiz :

36. Kerkoulz ha den̄t al loéned, hag ar c’hruged, hag ann aéred, hag ar c’hlézé a dlé kastiza ha kâs-da-nétrâ ar ré fallagr.

37. Kémen̄t-sé holl a zéven gan̄t lévénez gourc’hémennou ann Aotrou ; en em zerc’hel a rain̄t aozet war ann douar évit pa vézô réd ; ha pa vézô deûet hô amzer, é sen̄tin̄t krenn oud hé c’hér.

38. Râk-sé ounn en em startéet adaleg ar penn-ken̄ta ; em eûz klasket kuzul, em eûz lékéat évez oud ar ménosiou-zé, hag em eûz hô lézet dré skrîd.

39. Holl ôberiou ann Aotrou a zô mâd, ha pép-trâ a vézô sévénet pa vézô deûet ann amzer.

40. Na dléeur két da lavarout : Ann dra-man̄ a zô gwasoc’h égéd ann dra-zé : râk pép-trâ a vézô kavet mâd enn hé amzer.

41. Râk-sé a-vréma meûlit kévret ann Aotrou a greiz hô kaloun, ha bennigit hé hanô gan̄t gériou hô kénou.


————


XL. PENNAD.


Gwall zarvoud ar madou a vammen direiz.


1. Eur préder brâz a zô ton̄ket d’ann dûd holl, hag eur iéô pounner a van̄tr bugalé Adam, adaleg ann deiz ma teûon̄t er-méaz eûz a gôv hô mamm, bétég ann deiz ma in̄t bét bésiet enn douar mamm ann holl.

2. Hô ménosiou, spoun̄tou hô c’haloun, hô ratosiou arvaruz, ha deiz ann divez ;

3. Adaleg ann hini a zô azézet war eunn trôn a c’hloar, bétég ann hini a zô kousket war ann douar ha war al ludu ;

4. Adaleg ann hini a zô gwisket gan̄t limestra, hag a zoug ar gurunen, bétég ann hini a zô gôlôet gan̄t lien fétiz ; ar frouden, ann oaz, ann nec’h, ar c’héflusk, ann aoun râg ar marô, ar vuanégez ken̄dalc’huz, hag ar strivou ;

5. Enn hô gwélé, hag enn nôz a-zoug hô c’housk, hô spéred a zô reûstlet.

6. Ével-sé na éhan ann dén némét nébeût, hag ével nétrâ ; enn hé gousk éma ével eur géder a-zoug ann deiz :

7. Strafiḻet eo gan̄t gwélédigésiou hé spéred, hén̄vel oud ann hini a dec’h é deiz eunn emgann. Pa eo savet, ha pa en em gav disaouzan, eo souézet ô véza ma eo bét spoun̄tet gan̄t nétrâ.

8. Kémen̄t-sé a c’hoarvez gan̄d ann holl gîk, adaleg ann dûd bétég al loéned, ha seiz gwéach muioc’h c’hoaz gan̄d ar béc’herien.

9. Ouc’h-penn-zé ar marô, ar goâd, ar strivou, ar c’hlézé, ar mac’hou, ann naounégez, ann disman̄tr, hag ar skourjézou all,

10. A zô bét krouet holl évit kastiza ar ré fallagr : hag al livaden a zô bét c’hoarvézet enn abek d’ézhô.

11. Kémen̄d a zeû eûz ann douar, a zistrôi enn douar, ével ma tistrô ann douréier holl er môr.

12. Kémen̄t rô direiz, ha kémen̄t fallagriez a vézô kaset-da-nétra ; hôgen ar feiz a badô da-vikenn.

13. Madou ar ré zireiz a zizéc’hô ével eur froud, hén̄vel oud eur gurun vrâz a râ trouz a-zoug ar glaô.

14. En em laouénaad a rain̄t ô tigeri hô daouarn ; hôgen ô véza ma hô deûz torret al lézen, é vézin̄t kollet da-vikenn.

15. Nésted ar ré fallagr na greskô két hé skourrou, ével grisiou dic’hlan péré a zô horellet gan̄d ann avel war lein eur roc’h.

16. Ar géot glâz a gresk war ann douréier ha war ribl eur ster, a vézô tennet ken̄t égéd ar géod all.

17. Ar c’hrâs a zô ével eul liors kaer hag hén̄ benniget : ann drugarez a badô da-vikenn.

18. Buez ann hini en deûz a-walc’h gan̄t gounid hé labour, a vézô leûn a c’houékder ; er vuez-zé é kavi eunn ten̄zor.

19. Ar vugalé fûr ha diazez eur géar a laka da vruda eunn hanô ; hôgen eur c’hrég dinam a zô c’hoaz dreist ann eil hag égilé.

20. Ar gwîn hag ar c’hân a laouéna ar galoun : hôgen ar garan̄tez évid ar furnez a zô c’hoaz dreist ann eil hag égilé.

21. Ar zutel hag ann télen a rô eur soun c’houék ; hôgen eunn téôd sioul a zô c’hoaz dreist ann eil hag égilé.

22. Ann neûz-vâd hag ar c’haerded a zô hétuz d’al lagad ; hôgen glazvez eur park hadet a zô c’hoaz dreist.

23. Ar miñoun a skoazel hé viñoun pa véz réd ; hôgen ar c’hrég hag ann ozac’h en em skoazel c’hoaz dreist.

24. Ar vreûdeûr a zô eur skoazel é amzer ann an̄ken ; hôgen ann drugarez a zieûbô c’hoaz dreist-hô.

25. Ann aour hag ann arc’han̄t a starta ann treid ; hôgen eur c’huzul fûr a zô c’hoaz dreist-hô.

26. Ar galloud hag ann nerz a zâv ar galoun ; hôgen doujan̄s ann Aotrou a zô c’hoaz dreist-hô.

27. Ann hini en deûz doujan̄s ann Aotrou na ziouér nétrâ ; né két réd d’ézhan̄ klaskout eur skoazel all.

28. Doujan̄s ann Aotrou a zô ével eul liors benniget ; gôlôet eo gan̄d eur c’hloar dreist pép gloar.

29. Va mâb, na rén két eur vuez a gork : râg gwell eo mervel, égét korka gan̄d diégi.

30. Buez néb a c’hortoz hé voéd eûz a daol eunn all, né két eur vuez ; râg en em vaga a râ gan̄t boéd ar ré all.

31. Hôgen néb a zô reizet ha desket en em virô.

32. D’ann dén diboell é vézô c’houék goulenni hé voéd ; hag ar c’hrouéz a zevô hé gôv.


————


XLI. PENNAD.


Eûz a goun ar marô. Gwell eo eunn hanô mâd égét kalz a vadou.


1. O marô, péger c’houérô eo ar c’houn ac’hanod, évid ann dén a vév é péoc’h é kreiz hé vadou ;

2. Évid ann dén direûstl, péhini a zeû a-benn a bép trâ, hag a zô c’hoaz é doaré da gavout mâd ar boéd !

3. O marô, péger c’houék eo da varn évid ann dén diének, hag a zô kollet hé nerz gan̄t-han̄ ;

4. Péhini a zô kouézet er fillidigez, a zô leûn a bréder, a zô dic’héd, hag a goll péb habaskded !

5. N’az péz két a aoun râk barn ar marô. Az péz koun eûz ar ré a zô bét enn da raok, hag eûz ar ré a zeûi da c’houdé : ar varn eo en deûz douget ann Aotrou a-énep pép kîk :

6. Pétrâ a c’hoarvézô gan-éz némed dré c’hrâd ann Uc’hel- meûrbéd ? Pé é vévi dék, pé kan̄t, pé mil bloaz :

7. Râk na nivéreur két bloavésiou ar vuez é-touez ar ré varô.

8. Mipien ar béc’herien a zô mipien ann argarzidigez, kerkoulz hag ar ré a zarempréd tiez ar ré fallagr.

9. Digwéz mipien ar béc’herien a iélô-da-nétra, hag hô gwenn a vézô mézékéet da-vikenn.

10. Mipien ar fallagr en em glemmô eûz hô zâd, ô véza ma in̄t mézékéet enn abek d’ézhan̄.

11. Gwâ c’houi, tûd fallagr, péré hoc’h eûz dilézet lézen ann Aotrou Uc’hel-meûrbéd.

12. Pa oc’h bét ganet, oc’h bét ganet er valloz : ha pa varvot, hô pezô ar valloz da zigwéz.

13. Kémen̄d a zeû eûz ann douar a zistrôi enn douar : ével-sé ar ré fallagr a gouézô eûz ar valloz er gollidigez.

14. Kaon̄ ann dud reiz a véz gréat war hô c’horf hép-kén ; hôgen hanô ar ré fallagr a iélô-da-nétra.

15. Az péz préder da c’hounid eunn hanô-mâd : râk pelloc’h é padô kémen̄t-sé d’id égét mil ten̄zor brâz ha talvouduz.

16. Ar vuez vâd n’é deûz néméd eunn niver a zeisiou : hôgen eunn hanô-mâd a badô da-vikenn.

17. Va mipien, en̄dra ma émoc’h é péoc’h, mirit ar c’hélennou a rôann d’é-hoc’h ; râg eur furnez kuzet hag eunn ten̄zor ha na wéleur két, da bétrâ in̄t-hi mâd ann eil hag égilé ?

18. Gwell eo ann dén a gûz hé follen̄tez égéd ann hini a gûz hé furnez.

19. Hô pézet éta méz eûz ar péz a zeûi bréman̄ er-méaz eûz va génou :

20. Râk né két mâd kaout méz eûz a bép-trâ : hag ann holl draou mâd na héton̄t két d’ann holl.

21. Rusiit eûz ar c’hadélez dirâg hô tâd hag hô mamm ; hag eûz ar gevier dirâg ar réner hag ann dén galloudek :

22. Eûz ar gwall dirâg ar prin̄s hag ar barner ; eûz ar fallagriez dirâg ar strollad hag ar bobl :

23. Eûz ann direisted dirâk da eil ha da viñoun : ha da ôber laéron̄si el léac’h é péhini é choumez,

24. Enn abek da wirionez ha da gévridigez Doué : réd eo rusia da lakaad ann ilin war ann daol, da lakaat touellérez er péz a rôez pé er péz a gémérez :

25. Ma na stouez két dirâg ar ré a stou dira-z-od ; mar taolez da lagad war eur plac’h fall, ha mar tistrôez da zremm diwar unan eûz da géren̄t.

26. Na zistrô két da zremm diwar da nésa : na gémer két ar péz a zô d’ézhan̄ héb hé zisteûrel d’ézhan̄.

27. Na zell két out grég eunn all : na zarempréd két hé vatez, ha n’en em zalc’h két é-tâl hé gwélé.

28. Na lavar gér flemmuz é-béd d’as miñouned, ha na rébech két ar péz éc’h eûz rôet.


————


XLII. PENNAD.


Meûr a drâ a béré na dléeur két rusia. Teûrel évez oud hé verc’h.


1. Na aslavar két ar péz éc’h eûz klevet da lavarout, ha na ziskuḻ két ar péz a zô kuzet, hag é vézi divézégez, ha digéméret mâd gan̄d ann holl. Na zeû két da rusia eûz ar péz éz ann da lavarout d’id, ha n’az péz két a azaouez évid dén évid ôber gwall.

2. Na zeû két da rusia eûz a lézen hag eûz a gévrédigez ann Uc’hel-meûrbéd, enn eur varn é péhini é fellet didamallout eunn dén fallagr ;

3. Eûz al lavariou étré da eiled hag ann dréménidi, hag eûz a rann digwéz da viñouned ;

4. Eûz a geit ar valan̄s hag ar poésiou, eûz ar brénidigez é kalz pé é nébeût ;

5. Eûz ann touellérez étré ar ré a werz hag ar ré a bren, eûz a gélennadurez da vipien, ha da skourjéza bétég ar goâd eur gwall sklav.

6. Gan̄d eur gwall c’hrég eo mâd lakaat pép-trâ dindan alc’houez.

7. El léac’h ma éz eûz kalz a zaouarn, serr pép-trâ ; ha na rô nétrâ héb hé nivéri hag hé boéza : skrîv kémen̄d a rôi hag a géméri.

8. N’az péz kéd a véz ô kélenna ann dén diskian̄t hag ann dén diboell, hag ô skoazella ar ré gôz a zô tamallet gan̄d ar ré iaouan̄k : hag é vézi sellet ével eunn dén skian̄tet é pép-trâ, hag e vézi meûlet gan̄d ann holl.

9. Ar verc’h a zô eunn abeg évid hé zâd da évésaat é kûz bépred (M) hag ar préder-zé a lam ar c’housk digan̄t-han̄, gan̄d aoun na choumché dizémez enn hé iaouan̄ktiz, pé na zeûjé da véza kaséet gan̄d hé ozac’h mar timéz :

10. Gan̄d aoun n’en em zaotrché enn hé gwerc’hted, ha na vé kavet brazez é-ti hé zâd ; pé mar d-éma gan̄d eunn ozac’h, na dorjé lézen ar briédélez ; pé c’hoaz na choumché bréc’han̄.

11. Diwall strîz eur verc’h gadal, gan̄d aoun n’az lakajé da véza é dismégan̄s dirâk da énébourien, na vé da abeg a zrouk-komz é-touez tûd kear, hag a c’hoab é-kreiz ar bobl, ha na véz mézékéet dirâg ann holl.

12. Na zalc’h két da zaoulagad war c’héned dén : ha na choum két é-kreiz ar merc’hed :

13. Râg ével ma sâv ar prén̄v enn diḻad, é teû fallagriez ar goaz eûz ar vaouez.

14. Râg gwell eo eur goaz fallagr, égéd eur vaouez hégarad, eur vaouez a zigas ar vézégez.

15. Hôgen koun em bézô eûz a ôberiou ann Aotrou, hag embanna a rinn ar péz em eûz gwélet. Enn hé lavariou éma ôberiou ann Aotrou.

16. Ann héol a c’houlaou hag a wél pép-trâ, hag ôberiou ann Aotrou a zô leûn eûz hé c’hloar.

17. Ha n’en deûz két lékéat ann Aotrou hé zen̄t da embanna hé holl vurzudou, en deûz startéet ô véza ma eo ann Aotrou holl-C’halloudek, évit ma padin̄t da-vikenn évid hé c’hloar ?

18. Furchet en deûz el loun̄k hag é kaloun ann dûd : hô barrad en deûz anavézet.

19. Râg ann Aotrou a anavez ann holl skian̄chou, hag a wél arouésiou ann amzer da-zon̄t ; rei a râ da anaout ann traou tréménet hag ann traou da-zon̄t : diskouéza a râ roudou ann traou ar ré guzéta.

20. Mennoz é-béd na drémen é-biou d’ézhan̄, ha lavar é-béd n’eo kuzet évit-han̄.

21. Lékéat en deûz da skéda burzudou hé furnez : abarz ann holl gan̄tvédou édo, hag enn holl gan̄tvédou é vézô.

22. Na helleur tenna nétrâ diout-han̄ : n’en deûz ézomm é-béd eûz a ali eunn all.

23. Pégen hétuz eo hé ôberiou : ha koulskoudé ar péz a hellomp da arvesti anézhô n’eo néméd eunn elven !

24. Holl éz in̄t, hag é choumin̄t da-vikenn, hag é kémen̄d a c’hourc’hémenn, é sen̄ton̄t out-han̄.

25. A zaou in̄d holl, unan ouc’h unan, hag hini anézhô n’eo choumet diglok.

26. Kémen̄d a oa a vâd é pép-hini en deûz startéet. Ha piou a gavô hé walc’h oc’h arvesti oud hé c’hloar ?


————


XLIII. PENNAD.


Dreist pép meûleûdi eo meûrded Doué.


1. Ann oabl stérédet eo a ziskouéz kâerded ann ôberiou ar ré uc’hé1a. Hén̄ eo braven̄tez ann én̄v, ha skéd hé c’hloar.

2. Ann héol oc’h en em ziskouéza pa zâv, a ziougan ann deiz : eul léstr kaer eo, labour ann Uc’hel-meûrbéd.

3. Ann douar a zev enn hé grésteiz, ha piou a hell gouzan̄vi hé c’hrouéz ? Eur fourn a vîr enn hé c’hrouéz.

4. Ann héol a losk ar mênésiou é teir zoaré : bannou tân a c’houéz ; hag ar skéd eûz hé vannou a zall ann daoulagad.

5. Brâz eo ann Aotrou péhini en deûz hé grouet : oud hé c’hér é hast hé gerz.

6. Al loar enn hé holl drôiou, a ziskouéz ann amzériou, a zô da arouéz évid ar bloavésiou.

7. Al loar eo a zesk ann deisiou gouél : ar goulou anézhi a zigresk, goudé ma eo bét deûet da véza brâz.

8. Al loar é deûz rôet ann hanô d’ar mîz : ar goulou anézhi a gresk enn éunn doaré burzuduz, kén n’eo deûet da véza klôk.

9. Eul léstr é doaré eur c’hamp a luc’h er penn uc’héla euz ann én̄v : lugerni a râ kaer enn oabl stérédet.

10. Skéd ar stéred eo kaerded ann én̄v : ann Aotrou eo a c’houlaou ar béd eûz al lec’hiou ar ré uc’héla.

11. Diouc’h lavariou ann Doué zan̄tel, in̄t daré da zévéni hé c’hourc’hémennou, ha na fallon̄t két enn hô beḻou.

12. Sell oud ar warek, ha bennig ann hini en deûz hé gréat : kaer-meûrbéd eo enn hé skéd.

13. Eur c’helc’h a c’hloar a râ enn én̄v : daouarn ann Uc’hel-meûrbéd eo hô deûz hé digoret.

14. Gan̄d hé c’hér é laka buan ann erc’h da gouéza : hasta a râ kâs hé luc’hed évit rei hé varnou.

15. Râk-sé é tigor hé den̄zoriou, hag é laka ar c’hoabr da nija ével laboused.

16. Gan̄d hé c’halloud é ten̄vala ar c’hoabr, hag é laka ar c’hazarc’h da gouéza diout-hô ével mein.

17. Gan̄d hé zell é laka ar ménésiou da fin̄va, ha gan̄d hé ioul é c’houéz avel ar c’hrésteiz.

18. Héja a râ ann douar ken na gren gan̄t trouz hé gurun, gan̄d arné ar c’hornaouek, ha gan̄d ar c’horven̄tennou avel.

19. Skuḻa a râ ann erc’h ével laboused a zeû da azeza war ann douar, hag ével kiḻeien-raden a ziskenn enn eur gompézen.

20. Sked hé gaerder a zô hétuz d’ann daoulagad, hag ann dic’hlann anézhan̄ a zô spoun̄tuz d’ar galoun.

21. Ar réô a skûḻ war ann douar ével c’hoalen, ha pa véz kouézet, é skourn hag é teû é doaré bégou askol.

22. Lakaad a râ avel ann han̄ter-nôz da c’houéza, hag ann dour a skourn ével strin̄k. Ar skourn en em léd war c’horré ann dour, hag a râ ével eunn harnez anézhô.

23. Ar skourn a zev ar ménésiou, a losk ar c’hompézennou, hag a zizec’h ével eunn tan ar géot glâz.

24. Ar wella trâ évit kémen̄d a zroug eo ma hast da zon̄d eur goabren : hag eur gliz tomm ô kouéza goudé ar iénien, hé gâs-kuît.

25. Gan̄d eur gér eûz ann Aotrou é tâv ann avel : ar mennoz anézhan̄ a habaska loun̄k ann doureier : enn-hô eo en deûz diazézet ann énézi.

26. Ra zanévellô ar ré a ia war ar môr, ar risklou a gaveur war-n-ézhan̄ ; hag oc’h hé sélaoui é vézimp souézet-brâz.

27. Énô éma ôberiou brâz ann Aotrou, hag hé vurzudou : pésked a bép rumm, loéned a bép doaré, hag anévaled diven̄t.

28. Gan̄t-han̄ eo startéet divez péb hen̄t, ha pép-trâ a zô reizet gan̄d hé c’hér.

29. Kalz a lavarfemp, ha n’hor bé két a c’heriou a-walc’h : hôgen évid hé lavaroud é berr gomsiou, hén̄ en em gav é pép-trâ.

30. Eûz a bétrâ éta é veûlimp-ni anézhan̄ ? Râg ann Holl-c’halloudek a zô dreist hé holl ôberiou.

31. Estlammuz eo ann Aotrou, ha brâz-meûrbéd ; burzuduz eo hé c’halloud.

32. Meûlit ann Aotrou kémen̄d ha ma hellot ; hé c’hloar a vézô c’hoaz dreist : hé veûrded a zô souézuz-brâz.

33. C’houi péré a vennig ann Aotrou, meûlit-hén̄ muia ma hellot : râk dreist pép meûleûdi eo.

34. Pa zavot hé veûrded, krévait mui-oc’h-vui ; na skuizit két : râk na boellot két pétrâ eo.

35. Piou a wélô anéz’han̄, hag hé rôi da anaout ? Piou a ziskleriô he veûrded ével ma’z eo adaleg ar penn ken̄ta ?

36. Kalz eûz hé ôberiou a zô kuzet ouz-omp, hag a zô brasoc’h égéd ar ré a anavézomp : râk biban eo ann niver eûz ar ré a wélomp.

37. Hôgen an Aotrou en deûz gréat pép-trâ, hag en deûz rôet ar furnez d’ar ré a vév er reizded.


————


XLIV. PENNAD.


Aman̄ é veûleur ann tadou-brâz, ar broféded hag ar rouéed san̄tel.


1. Meûlomp ann dud-zé leûn a c’hloar, péré eo hon tadou, a béré omp ar wenn.

2. Ann Aotrou en deûz diskouézet enn-hô adaleg ar penn ken̄ta hé c’hloar hag hé veûrded.

3. Aotrouniet hô deûz enn hô rouan̄télésiou ; brâz in̄t bét gan̄d hô furnez : tûd leûn a boell é oan̄t : gan̄t hô diouganou eo deûet d’ézhô ar galloud a broféded.

4. Gourc’hémennet hô deûz d’ar ré a vévé enn hô amzer, hag ar boblou hô deûz kavet enn hô furnez lavariou san̄tel-brâz.

5. Gan̄d hô skian̄t hô deûz klasket soniou ar barzérez, hag hô deûz lézet d’é-omp kanaouennou ar skritur sakr.

6. Pinvidig in̄t bét é furnez : ar gwir gaerded hô deûz kéélet ; tûd a béoc’h in̄t bét enn hô ziez.

7. Gounézet hô deûz holl é-touez hô foblou eur c’hloar a zô tréménet a wenn é gwenn : hag hî a zô c’hoaz meûlet hiriô eûz ar péz hô deûz gréat enn hô amzer.

8. Ar ré a zô bét ganet anézhô, hô deûz lézet eunn hanô a zanével meûleûdi hô zadou.

9. Tûd all a zô bét ha n’hô deûz lézet mének é-béd anézhô : marô in̄t ével pa na vijen̄t két bét : ganet in̄t bét ével pa na vijen̄t két bét ganet ; hag hô mipien ével-t-hô.

10. Hôgen ar ré gen̄ta a oa tûd a drugarez, hag hô ôberiou reiz a badô da-vikenn.

11. Ar madou hô deûz lézet d’hô gwenn a c’houmô bépréd gan̄t-hô.

12. Eur bobl san̄tel eo hô nésted, hag hô gwenn en em gen̄dalc’h é kévredigez Doué.

13. Enn abek d’ézhô eo é pâd hô mipien da-vikenn ; hag hô gwenn hag hô gloar n’az ain̄t két da-nétra.

14. Hô c’horfou a zô bét bésiet é péoc’h, hag hô hanô a vévô a rumm é rumm.

15. Ra zanévellô ar boblou hô furnez, ra embannô ar strollad hô meûleûdi.

16. Hénoc’h a zô bét kavet hétuz gan̄d Doué, hag a zô bét douget d’ar baradoz, évit lakaad ar brôadou da ôber pinijen.

17. Noé a zô bét kavet reiz ha klôk, hag a zô deûet da unvaniez é amzer ar vuanégez.

18. Râk-sé én deûz Doué miret eul lôd bihan a dûd war ann douar, pa eo deûet al livaden.

19. Étré hé zaouarn eo bét lékéat ar gévrédigez gréat gan̄d ar béd, évit na vézô két hiviziken kaset-da-gét pép kîg gan̄d al livaden.

20. Abraham ar brâz a zô bét da dâd d’al lôd brâz eûz ar brôadou, ha n’eûz bét kavet hini hén̄vel out-han̄ évid ar c’hloar : miret en deûz lézen ann Uc’hel-meûrbéd, hag en deûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄.

21. Ann Aotrou en deûz startéet hé gévrédigez enn hé gîk, hag enn arnod eo bét kavet féal.

22. Râk-sé en deûz touet d’ézhan̄ pénaoz é lakajé hé c’hloar enn hé wenn, hag hel lakajé da baotta ével poultr ann douar ;

23. Pénaoz é savjé hé wenn ével ar stéred, hag é lédché hô digwéz adaleg eur mor bétég eur môr all, hag adaleg ar ster a Eufratez bété penn ar béd.

24. Enn hévélep doaré en deûz gréat é-kén̄ver Izaak enn abek da Abraham.

25. Hé vennoz en deûz rôet ann Aotrou d’ann holl vrôadou enn hé wenn ; startéet en deûz ivé hé gévrédigez war benn Jakob.

26. Hé vennosiou en deûz skuḻet war-n-ézhan̄ : hé zigwéz en deûz rôet d’ézhan̄, hag hé rannet en deûz évit-han̄ é daouzék breûriez.

27. Miret en deûz d’ézhan̄ tûd trugarézuz, péré hô deûz kavet grâs dirâg ar béd holl.


————


XLV. PENNAD.


Ar vélégiez krétéet da Aaron ha d’hé vipien.


1. Moizez a zô bét karet gan̄d Doué ha gan̄d ann dûd : é bennoz éma ann én̄vor anézhan̄.

2. Ann Aotrou en deûz rôet d’ézhan̄ eur c’hloar hevel oud hini ar zen̄t : hé lékéat en deûz da véza doujet gan̄d hé énébourien ; ha gan̄d hé c’heriou en deûz habaskéet ann anévaled direiz.

3. Hé énoret en deûz dirâg ar rouéed : hé c’hourc’hémennou en deûs rôet d’ézhan̄ dirâg hé bobl, hag en deûz diskouézet d’ézhan̄ hé c’hloar.

4. Hé zan̄télet en deûz enn hé feiz hag enn hé gun̄vélez ; hag hé zilennet en deûz é-touez ann dûd holl.

5. Râk Doué en deûz hé zélaouet, ha klevet hé vouéz, hag hé lékéat da von̄d er goabren.

6. Hé c’hourc’hémennou en deûz rôet d’ézhan̄ dirâg hé holl bobl ; al lézen a vuez hag a gélen, évid deski hé gévrédigez da Jakob, hag hé varnédigézou da Israel.

7. Gorréet en deûz hé vreûr Aaron, a oa hén̄vel out-han̄, hag ével-t-han̄ eûz a vreûriez Lévi.

8. Gréat en deûz gan̄t-han̄ eur gévrédigez peûr-baduz : rôet en deûz d’ézhan̄ bélégiez hé bobl : hé leûniet en deûz a wenvidigez hag a c’hloar.

9. Eur gouriz a énor en deûz lékéat war hé zargreiz ; eur zaé a c’hloar en deûz gwisket d’ézhan̄ ; eur gurunou a furnez en deûz lékéat war hé benn.

10. Rôet en deûz d’ézhan̄ eur zaé hîr, eur zaé verr, hag eur van̄tel : lékéat en deûz war-drô d’hé zaé eul lôd brâz a gleiérigou aour ;

11. Evit ma rajé trouz pa valéché, ha pa vijé klevet ann trouz-zé enn templ, ma vijé da gélen da vipien hé bobl.

12. Rôet en deûz d’ézhan̄ ann arouéz zan̄tel, gwéet gan̄d aour, gan̄t limestra ha gan̄d tané, gan̄d eunn dén fûr, leûn a skian̄t hag a wirionez.

13. Ann arouéz-zé a oa gréat gan̄d eunn ijin brâz, gan̄t neûd trô a liou tané : daouzék méan talvouduz a oa frammet enn aour, hag hî bénet ha kizellet gan̄d eunn dén gwén ; évid digas da goun da Aaron daouzék breûriez Israel.

14. Eur gurunen aour en dôa war hé vitr, ha war-n-ézhi é oa kizellet hanô ar san̄t brâz, é-kreiz ar c’hloar hag ann énor. Ann arouéz-zé a oa leûn a veûrded, hag hétuz-brâz d’ann daoulagad.

15. Na oé biskoaz abarz hé-man̄, abaoé ar penn-ken̄ta, gwisk é-bed ker kaer.

16. Diavésiad é-béd n’en deûz gwisket ar zaé-zé, hôgen hé vipien hép-kén, ha mipien hé vipien é heûl ann amzeriou.

17. Hé sakrifisou a zô bét devet bemdez gan̄d ann tân.

18. Moizez en deûz sakret hé zaouarn, hag hé lardet gan̄d ann oléô san̄tel.

19. Doué en deûz gréat gan̄t-han̄ ha gan̄d hé wenn eur gévrédigez peûr-baduz, a badô keit ha deisiou ann én̄v, évit ma rai ar garg a vélek, ma kanô meûleûdiou ann Aotrou, ha ma rôiô da anaout enn hé hanô hé c’hloar d’hé bobl.

20. Hé zilennet en deûz é-touez ann holl ré-véô, évit kenniga ar sakrifisou da Zoué, hag ann ézan̄s, hag ar c’houés vâd, évid digas da goun d’ézhan̄ da véza trugarek é-kén̄ver hé bobl.

21. Rôet en deûz d’ézhan̄ ar galloud da embanna hé gélennou, hé ioul hag hé gévrédigez, évid deski hé c’hourc’hémennou da Jakob, hag évit rei da Israel goulou hé lézen.

22. Ann diavésidi a zô bét dispac’het enn hé énep, hag ar ré a oa a dû gan̄d Datan hag Abiron, ha gan̄t strollad diboell Koré, a zô en em lékéat enn-drô d’ézhan̄ enn distrô, douget gan̄d ann hérez.

23. Ann Aotrou Doué hô gwélaz, ha kémen̄t-sé na oé két hétuz d’ézhan̄ ; hag hî a oé kaset-da-nétra gant frouden hé vuanégez.

24. Enn eunn doaré dic’hiz hô gwanaz, hag hô dévaz gan̄t flammou tân.

25. Kreski a réaz c’hoaz gloar Aaron ; hag é rôaz d’ézhan̄ eunn digwéz a-zevri, hag é rôaz da lôden d’ézhan̄ préveûdi frouez ann douar.

26. Aoza a réaz d’hé vipien eur boéd founnuz er préveûdiou : râk dibri a réon̄t sakrifisou ann Aotrou, en deûz rôet d’ézhan̄ ha d’hé wenn.

27. Hôgen na dlé két kaout a zigwéz é douar ar brôadou ; râk n’en deûz két a lôden enn hô brô : ann Aotrou hé-unan eo hé lôden hag hé zigwéz.

28. Finéez, mâb Éléazar, eo ann trédé gorréet enn énor : heûliet en deûz Aaron é doujan̄s ann Aotrou.

29. Stard é choumaz é doujan̄s hé bobl, hag é habaskaaz buanégez ann Aotrou oud Israel, gan̄d hé vadélez hag hé garan̄tez birvidik.

30. Râk-sé Doué en deûz gréat gan̄t-han̄ eur gévrédigez a béoc’h, hag en deûz rôet d’ézhan̄ ann aotrouniez war ann traou san̄tel, ha war hé bobl, évit ma choumché gan̄t-han̄ ha gan̄d hé wenn da-vikenn ar garg a vélégiez.

31. Doué en deûz gréat ivé kévrédigez gan̄d ar roué David mâb Jessé, eûz a vreûriez Juda : ar rouan̄télez en deûz rôet da zigwéz d’ézhan̄ ha d’hé wenn, évit lakaad ar furnez enn hor c’halounou, hag évit barna hé bobl er reisted, gan̄d aoun na vé kollet ar madou en dôa rôet d’ézhô : hag en deûz lékéat hô gloar da véza peûr-baduz é heûl hô nésted.


————


XLVI. PENNAD.


Meûleûdi Josué, Kaleb ha Samuel.


1. Jézus Navé a zô bét kalounek er brézel : da brofed eo deûet goudé Moizez ; brâz eo bét hervez hé hano :

2. Brâz-meûrbéd eo bét évid dieûbi ar ré zilennet gan̄d Doué, évid diskara ann énébourien a zavé enn hé énep, évit rei da Israel ann douar a oa da zigwéz d’ézhan̄.

3. Pébez gloar en deûz gounézet ô sével hé zaouarn, hag ô teûrel darédou oud ar c’heriou.

4. Piou en deûz gellet kia out-han̄ ? Râg ann Aotrou a gasé hé-unan hé énébourien dira-z-han̄.

5. Ha n’en deûs-hén̄ két diarbennet ann héol enn hé frouden, ha lékéat eunn deiz da véza keit ha daou ?

6. Pédi a réaz ann Uc’hel-meûrbéd hag ann Holl-c’halloudek, pa stourmé hé énébourien out-han̄ a bép tû : hag ann Doué brâz ha san̄tel a zélaouaz anézhan̄, hag a lékéaz da gouéza war hé énébourien eur c’hazarc’h mein brâz.

7. Gwin̄ka a réaz war ann énébourien, hag enn diarros é tispennaz anézhô,

8. Évit ma anavézché ar brôadou galloud ann Aotrou, ha ma teskchen̄t pénaoz né két éaz stourmi ouc’h Doué. Hag hén̄ a iéaz bépréd war-lerc’h ann Holl-c’halloudek.

9. Hag é amzer Moizez é réaz, gan̄t Kaleb, mâb Jéfoné, eunn ôber a drugarez, ô choum stard a-éneb ann énébourien, ô viroud oud ar bobl na béc’hché, hag ô lakaad da dével krôz ann drougiez.

10. Hag hî hô-daou a oé dilennet gan̄d Doué évit béza dieûbet eûz a riskl ar marô é péhini é oa bét kouézet c’houec’h kan̄t mil dén war droad, évit ma lakajen̄t pobl Doué da von̄t enn hô digwéz, enn douar é péhini é tivéré al léaz hag ar mél.

11. Ann Aotrou a rôaz d’ar C’haleb-zé eunn nerz brâz : hag é oé kré bétég enn hé gôzni. Piña a réaz war eul léac’h uc’hel eûz ann douar-zé, a choumaz bépréd da zigwéz d’hé wenn :

12. Évit ma wélché holl vipien Israel pénaoz eo mâd sen̄ti oud ann Doué san̄tel.

13. Goudé-zé eo deûet ar varnerien, a anavézomp holl dré hô hanô, péré hô deûz miret hô c’haloun dinam, ha péré n’in̄t két bét distrôet dioud ann Aotrou ;

14. Péré a zellez ma vézô é bennoz ann én̄vor anézhô, ha ma teûi hô eskern da asbleûi enn hô bésiou ;

15. Ma choumô hô hanô da-vikenn, ha m’az ai d’hô mipien gan̄t gloar ar zen̄t.

16. Samuel, profed ann Aotrou, a zô bét karet gan̄d ann Aotrou hé Zoué : ar rénadur en deûz névézet ; prin̄sed en deûz éôliet enn hé bobl.

17. Strollad Israel en deûz barnet hervez lézen ann Aotrou, ha Doué en deûz sellet a zoaré vâd out Jakob. Eur gwir brofed eo bét enn hé feiz.

18. Anavézet eo bét évit béza féal enn hé gomsiou, ô véza m’en deûz gwélet Doué ar goulou.

19. Pédet en deûz ann Aotrou Holl-c’halloudek, ô kenniga d’ézhan̄ eunn oan dinam, pa oa hé énébourien ô stourmi out-han̄ a bép tû.

20. Ann Aotrou a ruḻaz hé gurun enn én̄v, hag a lékéaz da glevout hé vouéz gan̄d eunn trouz brâz.

21. Dispenna a réaz prin̄sed Tir, hag holl zuged ar Filistined.

22. Abarz divez hé vuez é kéméraz da dést ann Aotrou hag hé Grist, pénaoz n’en dôa biskoaz kéméret trâ é-béd digan̄d dén, nag arc’han̄t, na boutou : ha dén na zeûaz d’hé damallout.

23. Goudé-zé é kouskaz er béz, hag ac’hanô é komzaz oud ar roué, hag é rôaz da anaout d’ézhan̄ divez hé vuez. Sével a réaz hé vouéz évid diougani diskar ar bobl enn abek d’hé fallagriez.


————


XLVII. PENNAD.


Meûleûdi Natan, David, ha Salomon.


1. Goudé-zé é savaz ar profed Natan é deisiou David.

2. Ével ma ranneur al lard dioud ar c’hîk, ével-sé é oé tennet David eûz a douez mipien Israel.

3. Enn hé iaouan̄ktiz é c’hoarié gan̄d al léoned ével gan̄d ein, hag é doaré den̄védigou éc’h aozé ann oursed.

4. Ha né kéd hén̄ a lazaz al lan̄gouinek, hag a dennaz ar vézégez diwar ar bobl ?

5. Hé zourn ô teûrel eur méan gan̄d hé vatalm, a ziskaraz balc’hder Goliat :

6. Râk pédi a réaz ann Aotrou Holl-c’halloudek, péhini a rôaz ners a-walc’h d’hé zourn, évid diskara eunn dén kré er brézel, hag évid assével galloudez hé bobl.

7. Ével-sé é rôaz d’ézhan̄ ann énor da véza lazet dék mil dén. Meûlet é oé enn eur venniga ann Aotrou ; hag é oé kenniget d’ézhan̄ eur gurûnen a c’hloar.

8. Dispenna a réaz ar ré a stourmé out-han̄ a bép tû, hag é kasaz-da-gét bété vréman̄ ar Filistined hé énébourien, hag é tiskaraz hô béli da-vikenn.

9. Enn hé holl ôberiou eo bét anaoudek é-kén̄ver ann Doué san̄tel, hag en deûz meûlet ann Uc’hel-meûrbéd gan̄t gériou a c’hloar.

10. Meûlet en deûz ann Aotrou a greiz hé galoun : karet en deûz ann Doué, péhini en dôa hé grouet, hag hé lékéat da véza kré a-éneb hé énébourien.

11. Kanerien en deûz lékéat é-tâl ann aoter, hag en deûz rôet d’ézhô binviou c’houék.

12. Muioc’h a lîd en deûz lékéat er gouéliou, hag en deûz kin̄klet ann deisiou sakr bété divez hé vuez, évit ma veûlché Israel hanô san̄tel ann Aotrou ; ha ma vennigché hé san̄télez adaleg ar min̄tin.

13. Ann Aotrou en deûz hé walc’het eûz hé béc’héjou, hag en deûz savet hé véli da-vikenn ; ar rouan̄télez en deûz krétéet d’ézhan̄ gan̄d hé gévrédigez ; eunn trôn a c’hloar en deûz rôet d’ézhan̄ enn Israel.

14. Hé-c’houdé é savaz hé vâp leûn a furnez, hag ann Aotrou a ziskaraz gan̄t-han̄ holl c’halloud hé énébourien.

15. Salomon a rénaz enn eunn amzer a béoc’h, ha Doué a lékéaz da bléga dindan-han̄ hé holl énébourien, évit ma savché eunn ti enn hé hanô, ha ma aozché d’ézhan̄ eur san̄tuar peûr-baduz. Pénaoz oud dé bét desket enn da iaouan̄ktiz ?

16. A furnez oud bét leûniet ével eur ster, hag ann douar a zô bét dizôlôet d’as éné.

17. Lékéat éc’h eûz lavariou-gôlôet é meûr a barabolen : da hanô a zô bét brudet bétég enn énézi ar ré bella : karet oud bet enn da rén a béoc’h.

18. Ann douar holl en deûz klevet gan̄t souez da ganaouennou, da lavariou-trôet, da barabolennou, ha da akleridigésiou.

19. Meûlet en deûz eûz a gémen̄t-sé hanô ann Aotrou Doué, les-hanvet Doué Israel.

20. Dastumet éc’h eûz aour ével pa vé arem, hag arc’han̄t ével pa vé ploum.

2l. Goudé-zé éc’h eûz pléget da zaoulin dirâg ar merc’hed, hag éc’h eûz rôet da gorf d’ézhô.

22. Da c’hloar éc’h eûz saotret, da wenn éch eûz gwallet ; ar vuanégez éc’h eûz didennet war da vugalé, hag ar c’hastiz war da ziboell :

23. Enn hévélep doaré ma eo bét rannet da rouan̄télez, ha ma eo deûet eûz a Éfraim eur véli dispac’huz.

24. Hôgen Doué na zilézô két hé drugarez : na zispennô két, na gasô két da-gét hé ôberiou ; na gollô két adaleg ar c’hrisien nésted hé zilennet ; ha na gasô két da-gét gwenn ann hini en deûz karet ann Aotrou.

25. Lézet en deûz eunn dilerc’h-bennâg da Jakob, ha da Zavid eunn nésted-bennâg eûz hé wenn.

26. Hôgen Salomon a zô marô, hag a zô éat gan̄d hé dadou.

27. Lézet en deûz war hé lerc’h eur mâb, a zô bét eur skouér a follen̄tez évid hé bobl,

28. Jéroboam, dén diboell, péhini gan̄d hé wall guzul a zistrôaz hé bobl diout-han̄ ;

29. Ha Roboam, mâb Nabat, péhini en deûz lékéat Israel da béc’hi, ha digoret da Éfraim hen̄d ar fallagries. Hag ar béc’héjou a zô bét dic’hlannet enn hô zouez.

30. Hô lékéat hô deûz da vésa kaset-kuît eûz hô brô.

31. Pép doaré hô deûz klasket da ôber ann drouk, kén n’eo kouézet ar c’hastiz war-n-ézhô, ha n’en deûz lékéat-penn d’hô féc’héjou.


————


XLVIII. PENNAD.


Meûleûdi Elias, Élizéas, Ézéc’hias hag Isaias.


1. Goudé-zé é savaz ar profed Élias ével eunn tan ; hag hé c’heriou a zevé ével eur c’houlaouen véô.

2. Ann naounégez a zigasaz enn hô zouez. Hé heskina a réjon̄t gan̄d hô hérez, hag é teûjon̄t da eunn niver bihan : râk na hellen̄t két gouzan̄vi kélennou ann Aotrou.

3. O komza é hanô ann Aotrou, é serraz ann én̄v ; hag é lékéaz ann tân da gouéza anézhan̄ a-benn teir gwéach.

4. Péger brâz eo ar c’hloar a zô deûet d’id, Élias, eûz da vurzudou ! Ha piou a hell en em veûli ével-d-od ?

5. Té péhini, gan̄t gér ann Aotrou Doué, éc’h eûz lékéat eunn dén-marô da zon̄d er-méaz eûz ar béz, hag éc’h eûz hé dennet eûz a zaouarn ar marô :

6. Té péhini éc’h eûz taolet ar rouéed el loun̄k, te péhini éc’h eûz brévet hô béli, hag hô lékéat enn hô fougé da gouéza war hô gwélé a varô :

7. Té péhini a glev war vénez Sion barn ann Aotrou, ha war vénez Horeb barnédigézou hé ven̄jan̄s :

8. Té péhini a skûḻ éôl war ar rouéed évid digas ar binijen, hag a lez proféded war da lerc’h enn da léac’h :

9. Té péhini a zô bét digéméret enn eur gourven̄ten dân, enn eur c’harr tennet gan̄d kézek broud :

10. Té péhini a zô bét ton̄ket évid habaskaat buanégez ann Aotrou gan̄d ar barnédigezou a rî enn amzer da-zon̄t ; té péhini a unvanô kaloun ann tâd gan̄d hini ar mâb, hag a lakai er stad gen̄ta breûriézou Jakob.

11. Gwenvidig eo ar ré hô deûz da wélet, hag a zô bét miñouned d’id ;

12. Râg évid-omp-ni, ni né vévomp hép-kén német a-héd ar vuez-man̄ ; hôgen hon hanô na vévô két enn hévélep doaré goudé hor marô.

13. Élias a zô bét skrapet enn eur gourven̄ten ; hôgen hé spéred a zô choumet é Élizéas. Hé-man̄ a-héd hé vuez n’en deûz két bét a aoun râg ar brin̄sed : ha dén n’eo bét tréac’h d’ézhan̄ é galloud.

14. Nétrâ n’en deûz gallet hé drec’hi, ha goudé hé varô zô-kén hé gorf en deûz diskouézet é oa eur profed.

15. A-zoug hé vuez en deûz gréat traou souézuz, ha goudé hé varô traou burzuduz.

16. É-kreiz ann holl vurzudou-zé, ar bobl n’en deûz két gréat pinijen, ha n’en deûz két dilézet hé béchéjou, kén n’eo bét kaset er-méaz eûz hé vrô, ha skiñet dré ar béd holl.

17. N’eûz choumet néméd eul lôd bihan anézhô, hag eur prin̄s eûz a di David.

18. Lôd anézhô hô deûz heûliet ioul Doué ; hôgen ar ré all hô deûz gréat kalz a béc’héjou.

19. Ézéchias en deûz krévéet hé géar, hag en deûz digaset dour enn hé c’hreiz : toullet en deûz ar roc’h gan̄d ann houarn, hag en deûz gréat eur pun̄s évit miroud ann dour.

20. Enn hé amzer é piñaz Senna-chérib, péhini a gasaz Rabsasez a-énep tûd Jéruzalem. Hag hé-man̄ a zavaz hé zourn war-n-ézhô : astenna a réaz hé zourn a-énep Sion, hag hé c’halloud hé lékéaz da véza balc’h.

21. Neûzé ar spoun̄t a waskaz war hô c’haloun ha war hô daouarn, hag é keinchon̄t ével eur c’hrég é gwilioud.

22. Hag hî a bédaz ann Aotrou leûn a drugarez ; astenna a réjon̄t hô daouarn, hag é savchon̄t anézhô étrézég ann én̄v : hag ann Aotrou Doué san̄tel a glevaz buan hô mouéz.

23. N’en dôé mui a goun eûz hô féc’héjou, ha n’hô lékéaz két da gouéza étré daouarn hô énébourien ; hôgen hô glana a réaz gan̄d daouarn Isaias, hé brofed san̄tel.

24. Disman̄tra a réaz kamp ann Assiried ; hag éal ann Aotrou hô dispennaz.

25. Râg Ézéc’hias a réaz ar péz a oa hétuz da Zoué ; gan̄t kaloun é valéaz é hen̄t David he dâd, a oa bét diskouézet d’ézhan̄ gan̄d Isaias, profed brâz ha féal dirâg ann Aotrou.

26. Enn hé zeisiou éz éaz ann héol war hé gîz, hag é kreskaz buez ar roué.

27. Gan̄d eur spéred brâz é wélaz ann deisiou divéza ; hag é tizoaniaz ar ré a wélé é Sion.

28. Diougani a réaz ar péz a dlié da c’hoarvézout bété divez ann amzeriou, hag é rôaz da anaout ann traou kuzet abarz ma teûjen̄t.


————


XLIX. PENNAD.


Meûleûdi Josias, Jérémias, Ézéc’hiel, etc.


1. Én̄vor Josias a zô ével eul louzou c’houés-vâd aozet gan̄d eul louzaouer gwiziek.

2. Ann én̄vor anézhan̄ a vézô c’houék é génou ann dûd holl ével mél, hag ével eur strollad kanérien enn eur banvez gwîn.

3. Dileûret eo bét gan̄d Doué évit lakaad ar bobl da ôber pînijen : disman̄tret en deûz ar fallagriézou argarzuz.

4. Trôet en deûz hé galoun oud ann Aotrou ; hag é deisiou ar béc’héjou en deûz startéet hé zoujan̄s é-kén̄ver Doué.

5. Néméd David, hag Ézéc’hias, ha Josias, holl rouéed Juda hô deûz péc’het :

6. Râk dilézet hô deûz lézen ann Uc’hel-meûrbéd, hag hô deûz disprizet doujan̄s Doué.

7. Lézet hô deûz hô rouan̄télez da eur bobl all, hag hô gloar da eur vrôad a-ziavéaz.

8. Ann diavésidi-zé hô deûz lékéat ann tân er géar zilennet, er géar zan̄tel : didûd hô deûz lékéat hé ruou, hervez diougan Jérémias :

9. Râg gwall aozet hô deûz ann hini a oa bét gwéstlet da brofed é kôv hé vamm, ha dileûret évid diskara, évid disman̄tra, évit kolla, hag évid assével ha névézi.

10. Ézéc’hiel eo en deûz gwélet ar wiziégez a c’hloar, en deûz diskouézet ann Aotrou d’ézhan̄ é karr ar Gérubined.

11. Râg arouézet en deûz gan̄d ar glaô ann droug a dlié da gouéza war ann énébourien, hag ar mâd a zeûjé gan̄d ar ré hô dôa heûliet ann hen̄t eeun.

12. Ra asbleûô enn hô bésiou eskern ann daouzék profed bihan : râk krévéet hô deûz Jakob, hag hô deûz hé zasprénet gan̄d eur feiz stard.

13. Pénaoz é veûlimp-ni gloar Zorobabel, a zô bét ével eunn arouéz é dourn déou ann Aotrou ;

14. Ha Jézus, mâb Josédek : râg hî hô-daou hô deûz assavet tî ann Aotrou, da dempl san̄tel évid hé c’hloar peûr-baduz ?

15. Én̄vor Néhémias a badô ivé pell amzer, hén̄ péhini en deûz assavet hor muriou diskaret, en deûz névézet hon ôriou hag hor potaḻou, hag assavet hon tiez.

16. Hini é-béd n’eo bét ganet war ann douar ével Énoch, péhini goudé-zé a zô bét skrapet diwar ann douar ;

17. Nag ével Jozef, péhini a zô bét ganet évit béza prin̄s hé vreûdeûr, skoazel hé diad, réner hé vreûdeûr, ha skôr hé bobl.

18. Hé eskern a zô bét emwélet, hag hî hô deûz diouganet goudé hé varô.

19. Set ha Sem a zô bét gorréet é gloar é-touez ann dûd, hag Adam enn hé grouidigez a zô bét savet dreist ann holl grouadurien.


————


L. PENNAD.


Meûleûdi Simon, mâb Onias. Hé béden.


1. Simon, mâb Onias, bélek-brâz, en deûz skoazellet tî ann Aotrou, a-héd hé vuez, hag en deûz krévéet ann templ enn hé zeisiou.

2. Hén̄ eo en deûz gréat diazez ann templ, ann tî daou-han̄ter, hag ar muriou uc’hel.

3. Enn hé amzer eo bét rédet ann dour er pun̄sou : peûr-leûniet in̄t bét ével eur môr.

4. Prédériet eo bét gan̄t-han̄ hé bobl ; hag eûz ar gollidigez en deûz hé dieûbet.

5. Kresket ha krévéet en deûz kéar : dellézet en deûz gloar gan̄d hé vuézégez é-ken̄ver ar bobl : lédanéet eo bét gan̄t-han̄ dôr ann templ hag al leûren.

6. Luc’het en deûz enn hé zeisiou ével ar wérélaouen é-kreiz ar c’hoabr, hag ével al loar enn hé c’hann.

7. Lugernet en deûz é templ Doué, ével eunn héol lugernuz.

8. En em ziskouézet eo bét ével ar warek a luc’h enn eur goabren c’houlaouuz, hag ével bleûn̄ roz enn névez-amzer, hag ével al lili a zô war aod ann douréier, hag ével eur wézen ézan̄s a rô hé c’houés-vâd enn han̄v ;

9. Ével eunn eliénen dân, hag ével ézan̄s a zivôged war ann tân ;

10. Ével eul léstr aour fétiz gôlôet a vein talvouduz a bép doaré.

11. En em ziskouézet eo bét ével eur wézen-olived a daol kreskou, hag ével eur wézen-sipres a zâv uc’hel, pa en deûz kéméret hé zaé a c’hloar, ha gwisket holl gin̄klérézou hé garg.

12. O piña d’ann aoter san̄tel, en deûz énoret hé wiskou san̄tel.

13. Oc’h en em zerc’hel enn hé zâ é-tâl ann aoter, en deûz digéméret lôd eûz ann hostiv eûz a zourn ar véleien : war hé drô édô hé vreûdeûr ével eur gurunen ; hag hî soun ével gwéz-sedr war vénez Liban ;

14. Hag ével skourrou palmez édô holl vipien Aaron enn-drô d’ézhan̄ enn hô lufr.

15. Ar c’hennig a oa gréat gan̄d hô daouarn dirâk strollad Israel : hag évit peûr-ôber ar sakrifiz oud ann aoter, hag évid énori kennig ar roué Uc’hel-meûrbéd,

16. En deûz astennet hé zourn, évit kenniga d’ézhan̄ goad ar winien ;

17. En deûz skuḻet out treid ann aoter eur gwin a béhini ar c’houés vâd a zô piñet bétég ar prin̄s Uc’hel-brâz.

18. Neûzé mipien Aaron hô deûz laosket eur c’harm brâz, hag hô deûz sonet gan̄d hô c’hornou-boud gôféliet, hag hô deûz gréat eunn trouz brâz, évit névézi ann én̄vor anézhô dirâg ann Aotrou.

19. Neûzé ann holl bobl a zô deûet kévret, hag a zô en em daolet war hé c’hénou d’ann douar, évid azeûli ann Aotrou hô Doué, hag évit pédi ann Doué Uc’hel-meûrbéd.

20. Ar c’hanerien hô deûz savet hô mouéz enn hô c’hanaouennou, hag hô deûz gréat eunn trouz c’houék enn tî brâz-zé.

21. Ar bobl en deûz kenniget hé béden d’ann Aotrou Uc’hel-meûrbéd, kén n’en dévézô dôuget d’ézhan̄ ann énor a zô dléet d’ézhan̄, ha na vézô peûr-c’hréat hô c’harg gan̄t-hô.

22. Neûzé ar bélek-brâz ô tiskenni eûz ann aoter, en deûz savet hé zaouarn war holl strollad mipien Israel, évit rei gloar da Zoué gan̄d hé vuzellou, hag évid en em veûli enn hé hanô.

23. Névézet en deûz hé béden évid diskouéza hé feiz ê galloud Doué.

24. Pédit éta bréman̄ Doué ann holl, péhini en deûz gréat traou brâz enn douar holl, péhini en deûz kresket hon deisiou adalek kôv hor mamm, hag en deûz hon aozet hervez hé drugarez.

25. Ra rôi d’é-omp lévénez ar galoun, ha ra lakai ar péoc’h da réna enn Israel a-héd hon deisiou, ha da-vikenn.

26. Ra lakai Israel da grédi stard pénaoz éma trugarez Doué war-n-omp, évit ma tieûbô anézhô enn hô zeisiou.

27. Va éné a gasa diou vrôad : hag ann drédé a gasaann né két eur vrôad ;

28. Ar ré a choum war vénez Seir, hag ar Filistined ; hag ar bobl diskian̄t a choum é Sichem.

29. Jézus, mâb Sirac’h, eûz a Jéruzalem, en deûz skrivet el levr-man̄ kélennou leûn a furnez hag a wiziégez ; furnez hé galoun en deûz névézet enn-han̄.

30. Euruz eo ann hini a vîr ar gériou mâd-man̄ : ann hini hô laka enn hé galoun, a vézô fûr bépréd :

31. Râk ma heûḻ anézhô, é vézô mâd da bép-trâ ; râk goulou Doué a rénô hé gamméjou.


————


LI. PENNAD.


Jézus, mâb Sirac’h, a veûl Doué hag a drugaréka anézhan̄.


1. Péden Jézus, mâb Sirac’h : Da an̄savout a rinn, ô Aotrou va roué : da veûli a rinn, va Doué, va Salver.

2. An̄savout a rinn da hanô, ô véza ma oud bét da skoazel ha da warez d’in.

3. Dieûbet éc’h eûz va c’horf eûz ar gollidigez, eûz a lindagou ann téôd direiz, hag eûz a vuzellou ar ré c’haouiad : bét oud da ziwaller d’in a-éneb ar ré a damallé ac’hanoun.

4. Va dieûbet éc’h eûz, hervez al lôd brâz eûz da drugarézou, eûz al léoned iuduz, a oa daré d’am loun̄ka.

5. Eûz a zaouarn ar ré a fellé d’ézhô va laza, hag eûz ann an̄keniou brâz a waské war-n-oun a bép tû ;

6. Eûz a ziboell ar flammou a oa enn-drô d’in ; ha n’ounn két bét losket é kreiz ann tân ;

7. Eûz a zounder loun̄k ann ifern, eûz ann téôd saotret, eûz a lavariou ar ré c’haouiad, eûz a eur roué direiz, hag eûz ar gwall déôdou.

8. Va éné a veûlô ann Aotrou bétég ar marô ;

9. O véza ma oa daré da gouéza é gwéled ann ifern.

10. En em lékéat é oan̄t enn-drô d’in a bép tû, ha né oa dén évit va skoazella. Skoazel a c’hédenn digan̄d ann dûd, ha na zeûé két d’in.

11. Neûzé, Aotrou, eo deûet koun d’in eûz da drugarez, hag eûz da ôberiou adaleg ar penn-ken̄ta :

12. O véza ma tennez eûz ann drouk ar ré a laka hô géd enn-od, ha ma tennez anézhô eûz a zaouarn ar brôadou.

13. Eunn tî éc’h eûz savet d’in war ann douar ; hag em eûz da bédet da denna ac’hanoun eûz a froud ar marô.

14. Pédet em eûz ann Aotrou, tâd va Aotrou, évit n’am dilézô két diskoazel é deiz va en̄krez hag é amzer ar ré rôk.

15. Meûli a rinn da hanô bépréd, hag éc’h énorinn anézhan̄ em pedennou, ô véza ma éc’h eûz klevet va féden :

16. Ma éc’h eûz va zennet eûz ar gollidigez, ha ma éc’h eûz va zennet eûz ann drouk enn amzer direiz.

17. Râk-sé éc’h an̄savinn ac’hanod, é kaninn da veûleûdiou, hag éc’h énorinn hanô ann Aotrou.

18. Pa oann c’hoaz iaouan̄k, abarz ma oann bét faziet, em eûz klasket gan̄t léalded ar furnez em féden.

19. É-tâl ann templ em eûz hé goulennet ; hag é en̄klaskinn anézhi bété va marô. Hag hî a zô bét bleûñet enn-oun ével rézin a-bréd ;

20. Ha va c’haloun a zô en em laouénéet enn-hi. Va zreid hô deûz baléet étrézeg enn-hi dré eunn hen̄t eeun ; hé c’hlasket em eûz adalek va iaouan̄ktiz.

21. Dinaouet em eûz eunn nébeût va skouarn, hag eo bét rôet ar furnez d’in.

22. Eur furnez vrâz em eûz kavet enn-oun, ha mui-oc’h-vui ounn éat enn-hi.

23. Rei a rinn ar c’hloar d’ann hini en deûz rôet ar furnez d’in :

24. Râk lékéat em eûz em fenn ôber ar péz a c’hourc’hémenn d’in. Birvidig ounn bét é-kén̄ver ar mâd, ha na vézinn két mézékéet.

25. Gourennet en deûz va éné évit tizout ar furnez, hag ounn bét krévéet oc’h hé heûlia.

26. Va daouarn em eûz savet ouc’h-kréac’h, hag em eûz keinet diwar-benn va follen̄tez.

27. Va éné em eûz rénet étrézég ar furnez, hag er wiziégez em eûz hé c’havet.

28. Adaleg ar penn-ken̄ta em eûz piaouet va c’haloun gan̄t-hi : râk-sé na vézinn két dilézet.

29. Va c’hôv a zô bét strafiḻet oc’h hé c’hlaskout : ha dré-zé em bézo kerz enn eur mâd ker brâz.

30. Ann Aotrou en deûz rôet d’in évit gôbr eunn téôd : ha gan̄t-han̄ é veûlinn anézhan̄.

31. Tôstait ouz-inn, c’houi péré a zô diskian̄t ; hag en em strollit é tî ar c’hélen.

32. Pérâg é taléit-hu c’hoaz ? Ha pétrâ a livirit-hu a gémen̄t-man̄ ? Hoc’h énéou hô deûz eur sec’hed brâz.

33. Digoret em eûz va génou, hag em eûz komzet : prénit-hi héb arc’han̄t.

34. Soublit hô chouk dindân ar géô : ra zigémérô hoc’h éné ar c’hélen ; râk tôst eo, hag eo éaz hé gavout.

35. Gwélit gan̄d hô taoulagad pénaoz em eûz labouret eunn nébeût, hag em eûz kavet eunn éhan brâz.

36. Digémérit ar c’hélen ével kalz a arc’han̄t, hag é kavot enn-han̄ eul lôd brâz a aour.

37. R’em em laouénai hoc’h éné é trugarez ann Aotrou ; hag ô veûli anézhan̄ na viot két mézékéet.

38. Grîd hoc’h ôber abarz ann amzer, hag é rôi d’é-hoc’h hô kôbr enn hé amzer.