Mont d’an endalc’had

Bibl/Levr Joel

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 245-248)



LEVR JOEL.


————


I. PENNAD


Disman̄tr ar Judéa gan̄t gwalen ann amprévaned.



1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Joel, mab Fatuel.

2. Sélaouit ann dra-man̄, kôzidi, ha rôit skouarn, holl dûd ann douar : ha c’hoarvézet eo bét kémen̄t-sé enn hô teisiou, pé é deisiou hô tadou ?

3. Danévellit kémen̄t-sé d’hô pugalé, hag hô pugalé d’hô bugalé-hi, hag hô bugalé-hi da eur vrôad all.

4. Dilerc’h ar viskoul en deûz debret ar c’hiḻek-raden, ha dilerc’h ar c’hiḻek-raden en deûz debret ar prén̄v, ha dilerc’h ar prén̄v en deûz debret ar merkl.

5. Dihunit, mezviérien ; gwélit, ha iouc’hit, c’houi holl péré a gâr ar gwîn c’houék ; râk lamet é vézô eûz hô kénou.

6. Râg eur vrôad kré ha diniver a zô piñet war va douar : hé den̄t a zô ével den̄t eul léon, hag hé c’hilden̄t ével ré eul léonik.

7. Enn eunn distrô é deûz lékéat ha dirusket va gwézen-fiez : enn noaz é deûz hé dibourc’het, hag hé diskaret : gwennet eo hé skourrou.

8. Gwél ével eur c’hrég iaouan̄k é deûz gwisket eur sac’h enn abek da varô pried hé iaouan̄ktiz.

9. N’eûz mui a sakrifiz nag a vraoued-kennig é tî ann Aotrou : daéraoui a râ ar véleien, ministred ann Aotrou.

10. Gwastet eo ar vrô, glac’haret eo ann douar ; gwallet eo ann éd, kollet eo ar gwiniennou, gwén̄vet eo ar gwéz-olived.

11. Reûstlet eo al labourerien, iouc’ha a râ ar winiennérien diwar-benn ar gwiniz hag ann heiz ; râg ar médéréz a zô deûet-da-gét er parkou.

12. Bévézet eo ar winien, gwévet eo ar wézen-fiez : dizéc’het eo ar gwéz-granad, hag ar gwéz-palmez, hag ar gwéz-avalou, hag holl wéz ar parkou ; râk kollet eo al lévénez é-touez bugalé ann dûd.

13. En em c’hourizit, c’houi béleien, ha gwélit ; iouc’hit, c’houi ministred ann aoter : deûit ébarz, ministred va Doué, gourvézit er sac’h : ô véza ma eo éhanet ar sakrifiz hag ar braoued-kennig é tî hô Toué.

14. Grîd eur iun san̄tel, galvit ar strollad, grounnit ann hénaoured, hag holl dûd ar vrô é tî hô Toué ; ha garmit étrézé ann Aotrou.

15. Ha pébez deiz ! râk deiz ann Aotrou a zo tôst, hag ann Holl-c’halloudek hel lakai da zon̄t war-n-omp ével eunn arné.

16. Ha n’hon eûz-ni két gwélet oc’h éhana dirâg hon daoulagad ar boéd, al lévénez, hag al lîd é tî hon Doué ?

17. Al loéned a zô breinet enn hô zeil, ar soliérou a zô diskaret, ar sanaḻou a zô dispennet ; râk kollet eo ann éd.

18. Pérâg é klemm al loéned, pérâg é vlej ar chatal ? O véza n’eûz két a beûrvan évit-hô : ann tropellou dén̄ved a varvô ivé.

19. Étrézég enn-od, Aotrou, é c’harminn : râg ann tân en deûz loun̄ket holl draou kaer ann distrô, ar flamm en deûz dévet holl wéz ar parkou.

20. Léoned ar parkou a zell ivé ouz-id, ével eunn douar a c’houlenn glaô : ô véza ma eo bét dizéc’het ann aiénennou dour, ha ma en deûz loun̄ket ann tân holl draou kaer ann distrô.


————


II. PENNAD


Ar profed a erbéd ar Iuzevien da zistrei ouc’h Doué.


l. Sonit gan̄d ar c’horn-boud é Sion, ha iouc’hit war va ménez san̄tel : ra grénô holl dûd ar vrô ; râk deiz ann Aotrou a zeû, râk tôst eo.

2. Deiz a amc’houlou hag a dévalien, deiz koabrek hag arneuz : ével ma en em skiñ goulou-deiz war ar mésioû, ével-sé é teûi eur bobl brâz ha kré : n’eûz bét hini hén̄vel out-han̄ adaleg ar penn-ken̄ta, ha na vézô hini é bloavésiou ar c’han̄tvédou.

3. Enn hé raok eunn tân loun̄kuz, ha war hé lerc’h eur flamm dévuz : enn hé raok ann douar ével eul liors dudiuz, ha war hé lerc’h eunn distrô dihen̄t : ha dén na dec’hô diout-han̄.

4. Ével kézek é vézô hô doaré : hag ével marc’héien é rédin̄t.

5. Ével trouz ar c’hirri war lein ar ménésiou é lammin̄t ; ével trouz eur flamm dân a loun̄k ar c’hôlô, ével eur bobl kré aozet d’ann emgann.

6. Dira-z-han̄ é krénô ar boblou : ann holl zremmou a zeûi da véza môrlivet.

7. Ével tûd kré é rédin̄t : ével brézélidi é piñin̄t war ar muriou : pep-hini a gerzô enn hé hen̄t, hag hini na zistrôi eûz hé raven̄t.

8. Ann eil na voun̄tô két égilé ; pép-hini a gerzô enn hé ren̄k : dré ar pénestrou é kouézin̄t, héb hô diskara.

9. Er géar éz ain̄t, war ar vur é rédin̄t, war ann tiez é piñin̄t, dré ar prénestrou éz ain̄t ébarz ével laéroun.

10. Dira-z-hô é krénô ann douar, é vézô kéflusket ann én̄vou : ann héol hag al loar a dévalai, hag ar stéred a zinac’hô hô goulou.

11. Hag ann Aotrou en deûz rôet da glévout hé vouéz é raok hé armé ; rak nivéruz-brâz eo hé gampou ; râk kré ha gallouduz eo hé c’hér : ô véza ma eo brâz deiz ann Aotrou, ma eo doujuz-meûrbéd : ha piou a hello harza out-han̄ ?

12. Hôgen bréma, émé ann Aotrou, distrôit étrézég enn-oun a greiz hô kaloun, er iûn, enn daérou, hag er c’hlemvan.

13. Rôgit hô kalounou, ha nann hô tiḻad, ha distrôit étrézég ann Aotrou hô Toué : râg habask ha trugarézuz eo, sioul ha truézuz-brâz, ha dougét d’ar c’heûz eûz ann drouk.

14. Piou a oar hag hen na zistrôi két, hag hen na lakai két enn an̄kounac’h, hag hen na lézô két hé vennoz war hé lerc’h, ma rôot sakrifiz ha braoued-kennig d’ann Aotrou hô Toué ?

15. Sonit gan̄d ar c’horn-boud é Sion ; grîd eur iun san̄tel, galvit ar strollad.

16. Strollit ar bobl ; glanit at strollad ; grounnit ann hénaoured ; strollit ar vugalé, hag ar re a zô oud ar vronn : ra zeûi ar pried er-méaz eue hé wélé, hag ar bried er-méaz eûz hé gwélé-eûreûd.

17. Ra wélô ar véleien, ministred ann Aotrou, étré ar porc’hed hag ann aoter, ha ra livirin̄t : Espern, Aotrou, espern da bobl, ha na rô két da zigwéz d’ar vézégez, évit ma vézô aotrouniet gan̄d ar brôadou ; ha ma vé lavaret dré-zé é-touez ar brôadou : Péléac’h éma hô Doué ?

18. Eunn oaz brâz en deûz bét ann Aotrou évid hé zouar, hag en deûz espernet hé bobl :

19. Hag ann Aotrou a gomzas oud hé bobl, hag a 1avaraz d’ézhan̄ : Chétu mé a gasô d’é-hoc’h éd, ha gwîn, hag éôl, hag hô pézô hô kwalc’h anézhô : ha n’hô rôinn mui da vézégez é-touez ar brôadou.

20. Hag é pellainn diouz-hoc’h ann hini a zeû eûz ann han̄ter-nôz, hag é tistolinn anézhan̄ enn eunn douar dihen̄t ha didûd : ar penn uc’héla anézhan̄ out môr ar sâv-héol, hag ar penn izéla oud ar môr pella : hag hé fléar a zavô, hag hé vreinadurez a biñô, ô véza ma en deûz embréget gan̄t rogoni.

21. N’az péz két a aoun, ô douar, trîd hag en em laouéna : râg ann Aotrou a rai traou kaer.

22. N’hô pézet két a aoun, loéned ar mésiou ; râg géot ann distrô a héginô ; ar gwéz a zougo hô frouez ; ar gwéz-fiez hag ar gwiniennou a rôi hô founder.

23. Ha c’houi, bugalé Sion, tridit, hag en em laouénait enn Aotrou hô Toué ; ô véza ma en deûz rôet d’é-hoc’h eur mestr évid deski ar reizded, ha ma lakai da ziskenna war-n-hoc’h ar glaô abréd hag ar glaô divéza, ével er penn-ken̄ta.

24. Hô leûriou a vézô leûn a éd, hag hô kwaskellou a fennô-dreist ar gwîn hag ann éôl.

25. Ha mé a zistolô d’é-hoc’h ar bloavésiou hô deûz loun̄ket ar c’hiḻek-raden, hag ar prén̄v, hag ar merkl, hag ar viskoul, hag ann armé vrâz em eûz kaset ouz-hoc’h.

26. Neûzé é tebrot hag en em vagot, hag hô pézô hô kwalc’h : hag é veûlot hanô ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz gréat burzudou enn hô kén̄ver : ha va fobl na vézô mui bikenn mézékéet.

27. Ha c’houi a wézô pénaoz émounn é-kreiz Israel : ha pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué, ha n’eûz hini all é-béd : ha va fobl na vézô mui bikenn mézékéet.

28. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô goudé-zé : skuḻa a rinn va spéred war bep kik : hô mipien hag hô merc’hed a ziouganô : hô tûd-kôz a gavô ar wirionez enn hô huvréou, hag hô tûd-iaouan̄k hô dévézô gwélédigésiou.

29. Enn deisiou-zé é skuḻinn ivé va spéred war va zervichérien ha war va mitisien.

30. Ha mé a lakai da wélout burzudou enn én̄v, ha war ann douar, goad, ha tân, ha korven̄tennou môged.

31. Ann héôl a vézô trôet é tévalien, hag al loar é goad, abarz ma teûi deiz braz ha spoun̄tuz ann Aotrou.

32. Chétu pétrâ a vézô : néb a c’halvô hanô ann Aotrou, a vézô salvet : râg ar zilvidigez a vézo, ével ma en deûz lavaret ann Aotrou, war vénez Sion, hag é Jéruzalem, hag enn dilerc’hiou en dévézô galvet ann Aotrou.


————


III. PENNAD


Barnédigézou-Doué a-éneb énébourien hé bobl.


1. Râk chétu enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé, p’am bézô lékéat da zistrei sklaved Juda ha Jéruzalem,

2. É strollinn ann holl vrôadou, hag é kasinn anézhô é traon̄ien Josafat : hag é strivinn gan̄t-hô énô diwar-benn Israel va fobl ha va digwéz, hô deuz skiñet é-touez ar brôadou, ha va douar, hô deûz rannet.

3. War va fobl hô deûz taolet ar sort : el lec’hiou a c’hadélez hô deûz lékéat ar baotred-iaouan̄k, hag ar merc’hed-iaouan̄k hô deûz gwerzet évit gwîn, hag évid éva.

4. Hôgen pétrâ a zô étré c’houi ha mé, Tir ha Sidon, hag holl harzou ar Palestina ? Ha c’houi a fell d’é-hoc’h en em ven̄ji ac’hanoun ? Mar fell d’é-hoc’h en em ven̄ji ac’hanonn, râk-tâl é tistolinn ann drouk war hô penn hoc’h-unan.

5. Va arc’han̄t ha va aour hoc’h eûz kéméret : enn hô templou hoc’h eûz kaset ar péz em boa a gaéra hag a zudiusa.

6. Gwerzet hoc’h eûz mipien Juda, ha mipien Jéruzalem da vipien ar C’hrésied ; évid hô fellaad diouc’h hô harzou.

7. Chétu mé a dennô anézhô eûz al léac’h é péhini hô poa hô gwerzet : hag é tistrôinn ann drouk war hô penn hoc’h-unan.

8. Ha mé a werzô hô mipien hag hô merc’hed étré daouarn mipien Juda ; hag hî hô gwerzô d’ar Sabéed, brôad a bell ; râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.

9. Embannit kémen̄t-sé é-touez ar brôadou, san̄télit ar brézel, savit ar ré gré : ra dôstai, ra zavo ann holl vrézélidi.

10. Trôit hô souc’hiou é klézeier, hag hô pigellou é gwafiou ; ra lavarô ann dén laosk : Kré ounn.

11. Dirédit, ha deûit, holl vrôadou trô-war-drô, hag en em strollit : énô é tiskarô ann Aotrou da ré gré.

12. Ra zavô, ha ra biñô ann holl vrôadou é traon̄ien Josafaf : râg énô éc’h azézinn évit barna ann holl vrôadou trô-war-drô.

13. Kémérit hô filsier, râg éog eo ar médérez : deûit ha diskennit, râg leûn eo ar waskel, ar waskou a ia dreist : râk paottet eo hô drougiez.

14. Poblou, poblou, deûit da draon̄ien al lazérez : râk tôst eo deiz ann Aotrou é traon̄ien al lazérez.

15. Ann héol hag al loar a dévalai, hag ar stéred a zinac’hô hô goulou.

16. Ann Aotrou a iudô eûz a Zion, hag a rôi da glevout hé vouéz eûz a Jéruzalem : ann én̄vou hag ann douar a grénô : hôgen ann Aotrou a vézô géd hé bobl, ha ners mipien Israel.

17. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué, a choum é Sion, va ménez san̄tel : ha san̄tel é vézô Jéruzalem, hag ann diavésidi na dreûzin̄t mui anézhi.

18. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé : ar ménésiou a skuḻo mél c’houék, hag al léaz a rédô eûz ar c’hrec’hiennou : é holl c’houeriou Juda é rédô ann dour ; hag eur feun̄tenn a zeûi er-méaz eûz a dî ann Aotrou, hag a zourô froud ann drein.

19. Ann Éjipt a vézô enn an̄ken, hag ann Iduméa a zeûi ével eunn distrô eûzuz : ô véza ma hô deûz gwall-aozet mipien Juda, ha ma hô deûz skuḻet ar goad dinam enn hô brô.

20. Ar Judéa a vézô tudet da-vikenn, ha Jéruzalem a badô a gan̄tved é kan̄tved.

21. Ha mé a c’hlanô hô goâd, n’em boa két glanet : hag ann Aotrou a choumô é Sion.