Bibl/Levr Amos

Eus Wikimammenn
< Bibl
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 249-256)



LEVR AMOS.


————


I. PENNAD


Barnédigez Doué a-énep Damas, hag ar Filistined, ha Tir, hag ann Iduméed, hag ann Ammonited.



1. Geriou Amos, ann hini a oé é-touez mésérien Tékué : ar péz a wélaz diwar-benn Israel é deisiou Ozias roué Juda, hag é deisiou Jéroboam, mâb Joas roué Israel, daou vloaz ken̄t ar c’hrén-douar.

2. Hag hén̄ a lavaraz : Ann Aotrou a iudô eûz a Zion, hag a rôi da glevout hé vouéz eûz a Jéruzalem : lec’hiou kaer ar véserien a vézô dispennet, ha lein ar C’harmel a vézô dizéc’het.

3. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Damas teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma hô deûz dournet Galaad gan̄t kirri houarn.

4. Tân a gasinn é ti Azael : hag hén̄ a zevô tiez Bénadad.

5. Brévi a rinn ners Damas : dispenna a rinn tûd kamp ann idol ; kâs a rinn kuît eûz hé dî a zudi ann hini a zoug ar walen-roué : ha pobl ar Siria a vézô dizouget é Siren, émé ann Aotrou.

6. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Gaza teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma in̄t bét krôget er ré holl a oa en em dennet étrézég enn-hô, ha ma hô deûz hô c’haset é sklavérez enn Iduméa.

7. Tân a gasinn war vuriou Gaza : hag hén̄ a zevô hé ziez.

8. Dispenna a rinn tûd Asot ; kâs a rinn kuît eûz a Askalon ann hini a zoug ar walen-roué : hag é trôinn va dourn war Akkaron, ha dilerc’h ar Filistined a vézô dispennet, émé ann Aotrou Doué.

9. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Tir teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma hô deûz kaset ann holl sklaved enn Iduméa, ha n’eo két deûet a goun d’ézhô eûz ar gévrédigez hô doa gréat gan̄d hô breûdeûr.

10. Tân a gasinn war vuriou Tir : hag hén̄ a zevô hé ziez.

11. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Édom teir gwéac’h ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma en deûz heskinet hé vreûr gan̄d ar c’hlézé, ha ma en deûz torret hé drugarez, ha ma en deûz kaset hé frouden dreist-penn, ha ma en deûz miret hé vuanégez bétég ann divez.

12. Tân a gasinn é Téman : hag hén̄ a zevô tiez Bosra.

13. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou hô deûz gréat mipien Ammon teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hô fenn ; ô véza ma hô deûz roget kôv gragez brazez Galaad, évit léda hô harzou.

14. Tân a gasinn war vuriou Rabha : hag hén̄ a zevô hé ziez é-kreiz ar iouc’hadennou é deiz ar brézel, hag é-kreiz ar c’horven̄tennou é deiz ar stourm.

15. Ha Melc’hom a iélô é sklavérez, hén̄ hag hé brin̄sed gan̄t-han̄, émé ann Aotrou.


————


II. PENNAD


Gourdrouzou Doué a-énep Moab, ha Juda, hag Israel.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Moab teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma en deûz devet eskern roué ann Iduméa, ha ma en deûz hô lékéat é ludu.

2. Tân a gasinn é Moab ; hag hen̄ a zevô tiez Kariot : ha Moab a varvô é-kreiz ar safar, ha son ar c’hornou-boud.

3. Ha mé a zispennô ar barner eûz hô c’hreiz, hag a lazô hé holl brin̄sed gan̄t-han̄, émé ann Aotrou.

4. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Juda teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma en deûz distolet lézen ann Aotrou, ha n’en deûz két miret hé gémennou : râk touellet in̄t bét gan̄d hô idolou, war-lerc’h péré é oa bét hô zadou.

5. Tân a gasinn é Juda : hag hén̄ a zevô tiez Jéruzalem.

6. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Israel teir gwéach ha péder gwéach : na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma en deûz gwerzet ann dén reiz évid arc’han̄t, hag ar paour évit boutou.

7. Brévi a réon̄t out poultr ann douar penn ar beorien, hag é treûzon̄t hen̄t ar ré zister : ar mâb hag ann tâd a ia kévret da gaout eur plac’h, évit saotra va hanô san̄tel.

8. Ha war ann diḻad a zô bét rôet d’ézho é gwéstl in̄t bét gourvézet out péb aoter : ha gwîn ar ré varnet hô deûz évet é tî hô Doué.

9. Mé eo em eûz dispennet ann Amorréad dira-z-hô ; hén̄ péhini a oa uc’hel ével eur wézen-sedr, ha kré ével eunn derven : hag em eûz brévet hé frouez war hé skourrou, hag hé c’hrisiou enn douar.

10. Mé eo em eûz hô lékéat da biña eûz a vrô ann Éjipt, hag em eûz hô rénet enn distrô a-héd daou-ugen̄t vloaz, évid hô lakaat da biaoua brô ann Amorréed.

11. Ha mé em eûz lékéat da zével proféded eûz hô mipien, ha Nazaréed eûz hô tûd-iaouan̄k : ha né két ével-sé, mipien Israel, émé ann Aotrou ?

12. Hôgen c’houi hoc’h eûz rôet gwîn da éva d’ann Nazaréed ; hag hoc’h eûz gourc’hémennet d’ar broféded, ô lavarout : Na ziouganit két.

13. Chétu mé a strakô dindân-hoc’h, ével ma strâk eur c’harr karget a foenn.

14. Ar skan̄va na hellô két béza dieûbet ô tec’hout, ar c’hréva na virô két hé galoun, hag ann nerzusa na hellô két savétei hé vuez.

15. Ar gwaréger na choumô két stard, ann dén eskuit da rédek na vézô két dieûbet, ann hini a biñô war varc’h na hellô két savétei hé vuez.

16. Ar c’hréva a galoun étré ar ré-gré a dec’hô enn-noaz enn deiz-zé, émé ann Aotrou.


————


III. PENNAD


Gourdrouzou Doué a-énep tî Israel.


1. Sélaouit ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hô penn, bugalé Israel : diwar-benn ann holl wenn em eûz tennet eûz a vrô ann Éjipt, ô lavarout :

2. C’houi hép-kén em eûz anavézet é-touez ann holl wennou eûz ann douar : râk-sé é emwélinn ac’hanoc’h enn abek d’hoc’h holl fallagriézou.

3. Ha baléa a râ daou zen kévret, néméd unvan é ven̄t ?

4. Ha iuda a râ al léon enn eur c’hoad, némét kavet en défé eur preiz ? Ha garmi a râ eul léonik enn hé géo, némét paket en défé eunn dra ?

5. Ha kouéza a râ eunn evn enn eul lindâg war ann douar, héb eunn evnétaer ? Ha tenna a réner eul lindâg diwar ann douar, abarz ma eo bét paket ennn dra ?

6. Ha seni a râ ar c’horn-boud enn eur géar, hép ma spoun̄t ar bobl ? Ha droug a c’hoarvez enn eur géar, ma n’eo gréat gan̄d ann Aotrou ?

7. Rag ann Aotrou na ra nétrâ, hép rei da anaout hé dra guzet d’hé zervicherien ar broféded.

8. Al léon en deûz iudet, piou na spoun̄to két ? Ann Aotrou Doué en deûz komzet, piou na ziouganô két ?

9. Embannit é tiez Azot, hag é tiéz brô ann Éjipt, ha livirit : Én em strollit war venésiou Samaria, ha gwélit al lôd brâz a follen̄tésiou a réeur enn hé c’hreiz, hag ann drouk-komsiou a lévéreur enn-hi diwar-benn ar ré zinam.

10. N’hô deûz két gwézet heûlia ar reizded, émé ann Aotrou : tenzoriou a fallagriez hag a breizérez hô deûz dastumet enn hô ziez.

11. Rak-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Mac’het, ha grounnet é vézô ar vro : da ners a vézô tennet digan-éz, ha da diez a vézô preizet.

12. Ével ma tenn ar meser euz a c’héôl al léon diou vorzed pé penn eur skouarn, ével-sé en em dennô mipien Israel, péré a choum é Samaria war wéléou bouk, hag é Damas é-kreiz ann dudi.

13. Sélaouit, ha rôit testéni é tî Jakob, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

14. Pénaoz enn deiz é péhini é téraouinn emwélout fallagriézou Israel, é emwélinn ivé aoteriou Bétel : ha korniou ann aoter a vézô torret, hag a gouézô d’ann douar.

15. Diskara a rinn ann ti-goañv hag ann ti-han̄v : ann tiez olifan̄t a vézô freûzet, ha kalz tiez all a vézô dispennet, émé ann Aotrou.


————


IV. PENNAD


Rébechou ha gourdrouzou a-énep mipien Israel.


1. Sélaouit ar gér-man̄, bioc’hed lard, a zô war vénez Samaria : c’houi péré a wask war ar béorien, hag a vâc’h ar ré ézommek ; hag a lavar d’hô mistri : Digasit, hag évomp.

2. Touet en deûz ann Aotrou Doué dré hé hanô san̄tel, pénaoz é teûi deisiou war-n-hoc’h, é pére é viot savet gan̄t kreier, hag ann dilerc’hiou ac’hanoc’h lékéat da virvi é kaoteriou.

3. Dré ann odéou é viot kaset ann eil oud ében, hag é viot taolet é brô Armon, émé ann Aotrou.

4. Deûit da Vétel, ha grît fallagriez : da C’halgala, ha paottit hô kwallou : digasit péb mintin hô viktimou, hag a-benn tri deiz hô téôgou.

5. Grît gan̄t goell sakrifisou a veûleûdi : galvit-hô kennigou a-ioul, hag embannit-hô : râg hoc’h ioul eo bét, émé ann Aotrou Doué.

6. Râk-sé em eûz lékéat hô ten̄t da gléc’ha enn holl geriou, ha diénez a vara enn hoc’h holl lec’hiou : ha n’oc’h két distroet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

7. Dinac’het em eûz ivé ar glaô d’é-hoc’h, pa oa c’hoaz tri miz bétég ar médérez : glaôiet em eûz ivé war eur géar, ha n’em eûz két glaôiet war eur géar all : glaôiet eo bét war eul léac’h, hag al léac’h war béhini n’eo két bét glaôiet, a zo bét dizéc’het.

8. Diou pé deir géar a zô deûet étrézég eur géar all évid éva dour, hôgen n’in̄t két bét dizéc’hédet : ha n’oc’h két distrôet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

9. Hô skôet em eûz gan̄d eunn avel skaotuz ha gan̄d ar merkl : ar viskoul é deûz gwastet hô liorsou brâz, hag hô kwiniennou, hag hô kwéz-olived, hag hô kwéz-fiez : ha n’oc’h két distroet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

10. Kaset em eûz ar marô enn hô touez, ével ma rîz war hen̄t ann Éjipt : skôet em eûz gan̄d ar c’hlézé hô tûd iaouan̄k, hag ho kézek a zo bét skrapet : lékéat em eûz da zével enn hô tifron fléar hô kampou : ha n’hoc’h két distrôet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

11. Hô tispennet em eûz, ével ma en deûz Doué dispennet Sodom ha Gomorra, ha c’houi a zô deûet ével eur penn-tân tennet eûz a eunn tan-gwall : ha n’oc’h két distrôet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.

12. Râk-sé é rinn kément-sé d’id, ô Israel : hôgen goudé m’am bézô gréat kémen̄t-sé d’id, en em aoz, Israel, évit mon̄d da ziambrouga da Zoué.

13. Râk chétu ann hini en deûz doaréet ar ménésiou, ha krouet ann avel, a rô da anaout hé c’hér d’ann dén, a râ koabr ar min̄tin, hag a gerz war ann uc’héla eûz ann douar : ann Aotrou, Doué ann arméou eo hé hanô.


————


V. PENNAD


Sakrifisou Israel distolet gan̄d Doué.


1. Sélaouit ar gér-man̄, hag ar c’heinvan a zavann war-n-hoc’h : Tî Israel a zô kouézet, ha na zavô mui.

2. Gwerc’hez Israel a zô kouézet d’ann douar, ha n’eûz dén évid hé sével.

3. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Er géar eûz a béhini éz éa er-méaz mîl, na choumô némét kan̄t : hag enn hini eûz a béhini éz éa er-méaz kan̄t, na choumô néméd dék é tî Israel.

4. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou da dî Israel : Klaskit ac’hanoun, hag é vévot.

5. Hôgen na glaskit két Bétel, ha n’az ît ket é Galgala, ha na dréménit két dré Versabéé : râg Galgala a vézô kaset é sklavérez, ha Bétel a zeûi-da-gét.

6. Klaskit ann Aotrou, hag é vévôt : gan̄d aoun na loskché ével tân tî Jozef, ha na zevché Bétel hép ma vézô dén évit mouga ann tân.

7. C’houi péré a drô ar varn é huélen-c’houerô, hag a zilez ar reizded war ann douar.

8. Klaskit ann hini en deûz gréat ann Arkturus hag ann Orion, a drô ann dévalien é goulou-deiz, hag ann deiz é nôz : a c’halv doureier ar môr, hag a skûḻ anézhô war c’horré ann douar : ann Aotrou eo hé hanô.

9. Ann hini a ziskar ar ré gréva enn eur vourc’hoarzin, hag a zigas ar gwastérez war ar ré c’halloudéka.

10. Kaséet hô deûz ann hini hô c’hélenné é-tâl ar pors : argarzet hô deûz ann hini a gomzé gan̄t reizdet.

11. O véza ma hoc’h eûz diwisket ar paour, ha ma hoc’h eûz skrapet d’ézhan̄ kémen̄d en dôa a wella, tiez a zavot gan̄t mein bén, ha na choumot két enn-hô ; gwîniennou c’houék a blan̄tot, ha na évot két ar gwîn anézhô .

12. Râk mé a anavez hô kwallou paot, hag hô péc’hédou brâz : pénaoz oc’h énébourien d’ann dén-reiz, hag é tigémérit rôou, hag é waskit war ar paour é-tâl ar pors.

13. Râk-sé ann dén fûr a davô enn amzer-zé, râg eur gwall amzer eo.

14. Klaskit ar mâd, ha nann ann drouk, évit ma vévot : hag ann Aotrou, Doué ann arméou a vézô gan-é-hoc’h, ével ma hoc’h eûz hé lavaret.

15. Kasait ann drouk, ha karit ar mâd, ha dougit ar varn é-tâl ar porz : ha martézé ann Aotrou, Doue ann arméou en dévézô truez oud dilerc’hiou Jozef.

16. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué ann arméou, ar mestr brâz : Enn holl leûriou-kéar é vézô keinvan ; hag enn holl lec’hiou diwar ar méaz é vézô lavaret Gwâ, gwâ : hag hî a c’halvô ar c’houerien, évit gwéla, hag ar ré a wél er c’han̄vou, évit lén̄va.

17. Hag enn holl winiennou é vézô keinvan, ô véza ma tréméninn enn hô kreiz, émé ann Aotrou.

18. Gwâ ar ré a c’hoan̄ta gwélout deiz ann Aotrou : pétrâ a dalvézô-hen̄ d’é-hoc’h ? Tévalien, ha nann goulou é vézô ann deiz-zé d’ann Aotrou.

19. Ével pa dec’hché eunn dén a zirag eul léon, hag é teûjé eunn ours d’hé ziarbenna, pé pa zeûjé enn tî, hag oc’h harpa hé zourn war ar vôger, é krôgché enn-han̄ eunn aer.

20. Ha né kéd éta tévalien, ha nann goulou, deiz ann Aotrou, amc’houlou, ha nann skéd enn-han̄ ?

21. Kasaad ha disteûrel a rann hô kwésiou ; na hétann két hô strolladou.

22. Ha pa gennigfac’h d’in sakrifisou-losk, ha rôou, n’hô digémérinn két : ha na zellinn két oud hoc’h hostivou ar ré larta.

23. Pella diouz-in ann trouz eûz da ganaouennou : râk na zélaouinn két soniou da liren.

24. Râk va barn a rédô ével dour, ha va reizded ével eur froud kré.

25. Ha kenniget hoc’h eûs-hu d’in hostivou ha sakrifisou enn distrô a-héd daou-ugen̄t vloaz, tî Israel ?

26. Hôgen digaset hoc’h eûz tabernakl ho Molac’h, ha skeûden hoc’h idolou, stéréden hô toué, hô poa gréat hoc’h-unan.

27. Râk-sé é likiinn hô tizougen enn tu-hon̄t da Zamas, émé ann Aotrou : Doué ann arméou éo hé hanô.


————


VI. PENNAD


Gourdrouzou ann Aotrou a-éneb holl di Israel.


1. Gwâ c’houi péré a zô pinvidig é Sion, hag a laka hô fisian̄s é ménez Samaria ; c’houi péré a zô hanvet pennou ar boblou, hag en em ziskouéz gan̄d eur fougé vrâz é tî Israel.

2. Tréménit dré C’halané, ha gwélit ; hag îd alesé da Émat ar brâz : ha diskennit é Gét é brô ar Filistined, hag er gwella rouan̄télésiou eûz ar c’heriou-zé : hag ec’honoc’h eo hô harzou-hi égéd hoc’h harzou-hu ?

3. C’houi péré a zô rannet évid ar gwall zeiz, hag a zô tôst diouc’h gwalen ar fallagriez.

4. C’houi péré a gousk war wéléou olifan̄t, hag a vrâg war hô flédou : péré a zebr ar gwella ein eûz a douez ann dén̄ved, hag al larta leûéou eûz a greiz ann tropel.

5. C’houi péré a gân out son ann délen ; hag a gréd béza hén̄vel oud David, pa hoc’h eûz binviou ével-t-han̄.

6. C’houi péré a év gwîn é fiolennou, hag en em lard gan̄d éôl ar c’houéka : ha péré a zô dihégar é-kén̄ver glac’har Jozef.

7. Râk-sé bréma é vézin̄t dizouget gan̄d ar ré gen̄ta d’ar sklavérez, hag ar strollad tûd c’hadal-zé a vézô skiñet.

8. Touet en deûz ann Aotrou Doué enn-han̄ hé-unan ; ann Aotrou Doué ann arméou en deûz lavaret : Mé a argarz rogen̄tez Jakob : hé diez a gasaann ; hag é rôinn hé géar gan̄d ar ré a chôum enn-hi.

9. Mar d-eo choumet dék dén enn eunn tî, é varvin̄t ivé.

10. Hé gâr nésa a gémérô anézhan̄, hag hé zevô, évit kâs hé eskern er-méaz eûz ann tî : hag hén̄ a lavarô d’ann hini a vézô é gwéled ann tî : Ha c’hoaz éz eûz unan-bennâg gan-éz ?

11. Hag hen̄ a lavarô : N’eûs hini ; hag égilé a lavarô d’ézhan̄ : Tâv, ha n’az péz két a goun eûz a hanô ann Aotrou.

12. Râk chétu ann Aotrou a c’hourc’hémennô, hag hén̄ a lakai da gouéza ann tî brâz gan̄d horellou, hag ann tî bihan gan̄t tarzou.

13. Ha redeg a hell ar c’hézeg é-touez ar rec’hier, pé hag é helleur arat énô gan̄d éjenned : ha c’houi hoc’h eûz trôet ar varn é c’houervder, ha frouez ar reizded é huélen-c’houérô ?

14. Ha c’houi en em laouéna é nétrâ, hag a lavar : Ha né két gan̄d hon ners hon-unan omp deûet da véza galloudek ?

15. Hôgen chétu é likiinn da zével enn hoc’h énep, tî Israel, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, eur vrôad hag a vac’hô ac’hanoc’h adalek penn brô Emat, bété froud ann distrô.


————


VII. PENNAD


Gwélédigez a ziskouéz ar reûziou a dlé kouéza war Israel.


1. Chétu pétrâ a ziskouézaz d’in ann Aotrou Doué : Chétu é savaz eul lôd brâz a giḻein-raden pa zéraouaz ar glaô divezad da rei géot, hag ar glaô divézad hé lékéaz da zével goudé ma oa bét trouc’het gan̄d ar roué.

2. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézaz : Pa oé peûr-zebret géot ann douar, é liviriz : Aotrou Doué, grâ truparez, mé az péd : piou a assavô Jakop, râk bihan eo ?

3. Hag ann Aotrou a réaz trugarez war gémen̄t-sé : Na vézô két kémen̄t-sé, émé ann Aotrou.

4. Chétu pétrâ a zistouézaz d’in ann Aotrou Doué : Chétu ann Aotrou Doué a c’halvé ar varn dré ann tân ; hag hén̄ a loun̄kaz eul loun̄k brâz, hag a zebraz lôd kévret.

5. Hag é liviriz : Aotrou Doué, éhan, mé az péd : piou a assavô Jakob, râk bihan eo ?

6. Hag ann Aotrou a réaz trugarez war gément-sé : Na vézo két kémen̄t-sé kenn-nébeut, émé ann Aotrou Doué.

7. Chétu pétrâ a ziskouezaz d’in ann Aotrou. Chétu ann Aotrou a oa enn hé zâ war eur vôger fuḻet, hag eul loa-vasoun enn hé zourn.

8. Hag ann Aotrou a lararaz d’in : Pétrâ a wélez-té, Amos ? Ha mé a lavaraz : Eul loa-vasoun. Hag ann Aotrou a lavaraz : Chétu mé a lakai al loa-vasoun é-kreiz va fobl a Israel : na fuḻinn mui anézhan̄.

9. Lec’hiou uc’hel ann idolou a vézo dispennet, ha lec’hiou san̄tel Israel a vézô diskaret : ha mé a zavo gan̄d eur c’hlézé war dî Jéroboam.

10. Neûze Amasias bélek Bétél a gasaz étrézé Jéroboam roué Israel, ô lavarout : Dispac’het eo Amos enn da énep é-kreiz tî Israel : ar vrô na hell mui gouzan̄vi hé holl lavariou.

11. Rag ével-henn é lavar Amos : Gan̄d ar c’hlézé é varvô Jéroboam, hag Israel a vézô dizouget é sklavérez er-méaz eûz hé vrô.

12. Hag Amasias a lavaraz da Amos : Kéa, gwélér, ha tec’h da vrô Juda, ha debr bara éno, ha diougan énô.

13. Hôgen na ziougan mui é Bétel râg énô éma templ ar roué, ha penn-kéar ar rouan̄télez,

14. Hag Amos a respoun̄taz hag a lavaraz da Amasias : N’ounn két eur profed, na mâb eur profed : eur meser ounn hag a vév gan̄t fiez gouéz.

15. Hag ann Aotrou en deûz va c’héméret p’az éann war-lerc’h va zropel : hag ann Aotrou en deûz lavaeet d’in : Kéa, ha diougan d’am pobl a Israel.

16. Sélaou éta bréma gér ann Aotrou : Té a lavar : Na ziougan két war Israel, ha na zrouk-komz két diwar-benn tî ann idol.

17. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Da c’hrég en em rôi d’ar c’hadélez é kéar : da vipien ha da verc’hed a gouézô dindân ar c’hlézé, ha da zouarou a vézô men̄tet gan̄d ar gorden : ha té a varvô enn eunn douar saotret ; hag Israel a vézo dizouget é sklavérez er-méaz eûz hé vrô.


————


VIII. PENNAD


Naounégez gér Doué.


1. Chétu pétrâ a ziskouézaz d’in ann Aotrou Doué : Chétu é wéliz eur c’hrôg frouez.

2. Hag héñ a lavaraz : Pétra a wélez-té, Amos ? Ha mé a lavaraz : Eur c’hrôg frouez. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Deûet eo ann divez war va fobl a Israel : n’az inn mui é-biou d’ézhan̄.

3. Skôriou ann templ a strakô enn deiz-zé, émé ann Aotrou Doué : kalz a dûd a varvô : taolet é vézin̄t er-méaz é pép léac’h enn eur dével.

4. Sélaouit ann dra-zé, c’houi péré a vâc’h ar béorien, hag a laka da vervel tavan̄teien ann douar,

5. O lavarout : Pa vézô éat ar mîz é-biou, évit ma werzimp hor marc’hadourez, hag ar Sabbat, évit ma lakaimp hon éd er-méaz, ma vihanaimp ar ven̄t, ha ma kreskimp ar sikl, ha ma poézimp gan̄t balan̄sou touelluz.

6. Évit ma lakaimp gan̄d hon arc’han̄t ar beorien, hag ann davan̄teien dindân hon treid, ha ma werzimp d’ézhô usien hon éd ?

7. Touet en deûz ann Aotrou diwar-benn balc’hder Jakob : na an̄kounac’hainn bikenn hini eûz hô ôberiou.

8. Goudé-zé ha na vézô két diskaret hô douar, ha na vézô két glac’haret hé holl dud : sével a rai ével eur ster dic’hlannet ; kéflusket é vézô, hag é rédô ével ster ann Éjipt ?

9. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou Doué, é kouskô ann héol é-kreiz ann deiz, hag é c’hôlôinn ann douar a dévalien é léac’h goulou.

10. Trei a rinn hô kwéliou é daérou, hag hoc’h holl ganaouennou ô keinvanou : digas a rinn ar zâc’h war bép kein, hag ar moalder war bép penn : hé lakaad a rinn ével glac’har marô eur penn-her, hag hé zivez ével eunn deiz c’houerô.

11. Chétu é teûi ann deisiou, émé ann Aotrou, ma kasinn ann naounégez war ann douar : nann ann naounégez a vara, nag ar zéc’hed a zour, hôgen ann naounégez da glevout gér ann Aotrou.

12. Reûstlet é vézin̄t eûz a eur môr d’égilé, hag eûz ann han̄ter-nôz d’ar sâv-héol : klask a rain̄t é pép tû gér ann Aotrou, ha n’her c’havin̄t két.

13. Enn deiz-zé ar plac’hed-iaouan̄k koan̄t, hag ar baotred-iaouan̄k a varvô gan̄d ar zéc’hed :

14. Hi péré a dou é péc’hed Samaria, hag a lavar : Béô eo da Zoué, ô Dan, ha béô eo hen̄t Bersabée : hî a gouézô, ha na assavin̄t mui.


————


IX. PENNAD


Assaô tî David ha mipien Israel.


1. Gwélet em eûz ann Aotrou enn hé zâ war ann aoter : hag hen̄ en deûz lavaret : Skô war ar vudurun, hag horell ar gourin : râg ar bizoni a zô enn hô fennou holl ; ha mé a lazô gan̄d ar c’hlézé ann divéza anézhô : na vézô két a dec’h évit-hô. Tec’hi a fellô d’ézhô, hag ann hini a dec’hô na vézô két dieûbet.

2. Ha pa ziskenfen̄t bétég ann ifern, va dourn hô zennfé ac’hanô ; ha pa biñfen̄t bétég ann én̄v, mé hô diframmô ac’hanô.

3. Ha p’az ajen̄t da guza war lein ar C’harmel, é c’houiḻinn hag é tenninn anézhô ac’hanô : ha pa dec’hchen̄t a zirâk va daoulagad bété gwéled ar môr, é c’hourc’hémenninn da eunn aer, hag a grogô enn-hô énô.

4. Ha p’az ajen̄t é sklavérez é-raog hô énébourien, é c’hourc’hémenninn d’ar c’hlézé, hag hén̄ hô lazô : ha mé a lakai va daoulagad war-n-ézhô évid ann droug, ha nann évid ar mâd.

5. Hag ann Aotrou, Doué ann arméou, a stokô oud ann douar, hag hén̄ a zizéc’hô : ha kémen̄d hini a choum war-n-ézhan̄ a vézô glac’haret : hag hen̄ a zavô ével eul ster dic’hlannet, hag a rédô ével ster ann Éjipt.

6. Ann hini en deûz savet hé drôn enn én̄v, hag en deûz diazézet hé stroll war ann douar : ann hini a c’halv doureier ar môr, hag a skuḻ anézhô war c’horré ann douar : ann Aotrou eo hé hanô.

7. Ha n’oc’h két d’in, mipien Israel, ével mipien ann Étiopied, émé ann Aotrou ? Ha n’em eûz-mé két lékéat Israel da biña eûz a vrô ann Éjipt ; hag ar Filistined eûz ar C’happadosia, hag ar Siried eûz a Siren ?

8. Chétu daoulagad ann Aotrou Doué war ar rouan̄télez a bec’h, ha mé a vrévô anézhan̄ diwar c’horré ann douar : hôgen na gasinn két da-nétra tî Jakob, émé ann Aotrou.

9. Râk chétu é c’hourc’hémenninn, ha mé a héjô é-touez ann holl vrôadou tî Israel, ével ma héjeur ann éd er c’hrouer : ha na gouézô két d’ann douar ann distéra greûnen.

10. Gan̄d ar c’hlézé é varvô ar ré holl eûz va fobl a béc’h, hag a lavar : Ann drouk-zé né két tôst, ha na zeûi két war-n-omp.

11. Enn deiz-zé é assavinn tî David, a zô kouézet : hag é serrinn tarzou hé vuriou, hag ar péz a oa kouézet a zavinn adarré : hé aoza a rinn ével enn deisiou ken̄t.

12. Évit ma piaouô ar ré a vézô galvet va hanô war-n-ézhô, dilerc’hiou ann Iduméa, hag ann holl vrôadou, émé ann Aotrou a râ kémen̄t-sé.

13. Chétu é teûi ann deisiou, émé ann Aotrou, ma heûliô ann arer ar méder, hag ar ven̄dacher ann hader : ar ménésiou a skuḻiô mél c’houék, hag ann holl grec’hiennou a vézô gounézet.

14. Lakaad a rinn va fobl a Israel da zistrei diouc’h ar sklavérez : hag hî a zavô a nevez ar c’heriou didud, hag a choumô enn-hô : gwiniennou a blan̄tin̄t, hag éc’h évin̄t eûz hô gwîn : liorsou a rain̄t, hag é tebrint eûz hô frouez.

15. Ha mé hô flan̄tô enn hô douar ; ha n’hô zenninn mui eûz hô douar, em eûz rôet d’ézho, émé ann Aotrou da Zoué.