Bibl/Levr Habakuk

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 271-273)



LEVR HABAKUK.


————


I. PENNAD


Doué a laka da zével ar C’haldéed a-énéb ar Iuzevien.



1. Béac’h a wélaz ar profed Habakuk.

2. Bété pégeit, Aotrou, é c’harminn-mé, ha na zélaoûi két ouz-in ? é ioûc’hinn-mé étrézég enn-od em en̄krez, ha na zieûbi két ac’hanoun ?

3. Pérâg am lékéez-té da wélout fallagriez hag azrec’h, da gaout dira-z-oun ar skrâb, ann direiz : mar gréeur eur varn, ar gounid a zô évid ar galloudéka.

4. Râk-sé eo roget al lézen, hag ar varn n’az a két béteg ann divez : râg ar fallagr a zô tréac’h d’ann dén reiz ; ha dré-zé eo gaouet ar varn.

5. Sellid oud ar brôadou, ha gwélit : bézit souézet ha saouzanet : rak chétu é c’hoarvézô eunn drâ enn hô teisiou, ha na grédô dén pa vézô danévellet d’ézhan̄.

6. Râk chétu é likiinn da zével ar C’haldéed, brôad c’houerô ha téar, péhini a gerz war héd ann douar, évit perc’henna tiez ha n’in̄t két d’ézhô.

7. Eûzuz ha spoun̄tuz éo : anézhi hé-unan é tenn hé barn hag hé béac’h.

8. Skan̄voc’h eo hé c’hézek égét léonparded, ha buanoc’h éget bleizi ann abardaez : hé marc’heien en em skiñô, rag hé marc’heien a zeûi a bell : war nîch é teûin̄t ével eunn er a zo mall gan̄t-han̄ dibri.

9. D’ar preiz é teûin̄t holl : hô dremm a vézô ével eunn avél skaotuz : hag hî a strollô ar sklaved ével tréaz.

10. Hén̄ a vézô tréac’h d’ar rouéed, hag a rai goab eûz ar brin̄sed : c’hoarzin a rai pa wélô hô c’hréou ; savennou douar a rai, hag é kémérô anézhô.

1l. Neûzé é vézô trôet hé spéred, hag hén̄ a dréménô, hag a goûézô : chétu hé ners hag hini hé Zoué.

12. Hôgen té, Aotrou, péhini a zô adaleg ar penn-ken̄ta va Doué, ha va zan̄t, ha na viri két ouz-omp na varvimp ? ô Aotrou, da varn éc’h eûz hé lékéat ; kré éc’h eûz hé c’hréat évit kastiza.

13. Glân eo da zaoulagad, évit na wéli két ann drouk : ha na hellez két sellout oud ar fallagriez : pérâg é sellez-té oud ar ré a râ drouk, hag é tavez-té pa loun̄k ar fallagr ann hini a zô reizoc’h égét-han̄ ?

14. Hag é réz-té tûd ével pésked ar môr, hag ével prén̄ved péré n’hô deûz két a brin̄s ?

15. Holl é sâv anézhô gan̄d ann higen ; lôd a zidenn enn hé zeûlen, lôd all a zastum enn hé roued. Goudé-zé eo em laouénai, hag é tridô.

16. Râk-sé é kennigô hostivou d’hé zeûlen, hag é rai sakrifisou d’hé roued : ô véza ma eo bét kresket hé loden gan̄t-hô, ha ma en deûz kavet ar boéd a garé.

17. Râk-sé c’hoaz é steñ hé zeûlen, ha na éhan két da laza ar brôadou.


————

II. PENNAD


Doué a rô da anaout d’ar profed diskar Nabukodonosor.


1. Sével a rinn war va gwéré, hag é chouminn stard em c’hré : hag é sellinn piz, évit ma wélinn pétrâ a vézô lavaret d’in, ha pétrâ a respoun̄tinn d’ann hini a damallô ac’hanoun.

2. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-in, hag a lavaraz : Skrîv ar péz a wélez, ha laka-hén̄ fréaz war daolennou, évit ma hellor hé lenna enn eur rédek.

3. Râk, mar doaré béza pell ar wélédigez, en em ziskouézô enn divez, ha na douellô két : mar gourzéz, gortoz-hen̄ : râk don̄t, don̄t a rai, ha na zaléô két.

4. Chétu ann hini a zô diskrédik, né két éeun hé éné enn-han̄ : hôgen ann dén reiz a vév eûz ar feiz.

5. Râg ével ma eo touellet ann hini a év gwîn, ével-sé ann dén balc’h na choumô két enn hé skéd ; hén̄ péhini en deûz lédet hé éné ével ann ifern ; hen̄ péhini a zô ével ar marô, ha na hell két béza gwalc’het ; hén̄ péhini a stroll war hé drô ann holl vrôadou, hag a zastum étrézég enn-han̄ ann holl boblou.

6. Ha na zeûi-hén̄ két da zorc’hen évid ar ré-zé holl, ha na raint-hi két a c’hoab anézhan̄, ô lavarout : Gwâ ann hini a vern ar péz né két d’ézhan̄ ? bété pégeit é tastumô enn hé énep berniou fan̄k ?

7. Ha na zavô két war-eunn-taol tûd hag a grogô enn-od, hag a rogô ac’hanod, ha da béré é teûi da breiz ?

8. Ével ma éc’h eûz preizet kalz a vrôadou, holl zilerc’h ar boblou az preizô ivé, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’as fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.

9. Gwâ ann hini a zastum eur gwall bizoni enn hé dî, évit lakaad hé neiz war ann uc’hel, hag a venn béza dieûb eûz a zourn ann drouk.

10. Mennet éc’h eûz mézégez da dî, dispennet éc’h eûz kalz poblou, ha da éne en deûz péc’het.

11. Râg ar méan a c’harmô eûz ar vôger, hag ar c’hoat a framm ann tiez a gomzô.

12. Gwâ ann hini a zâv eur géar er goâd, hag a ziazez anézhi er fallagriez.

13. Ha na zeû két kémen̄t-sé dioud Aotrou ann arméou ? Râg ar boblou a vézô dispennet gan̄d ann tân, hag ar brôadou az a iélô da-gét.

14. Râg ann douar a vézô leûn eûz a wiziégez gloar ann Aotrou ; ével ma eo gôlôet ar môr gan̄d ann doureier.

15. Gwâ ann hini a vesk hé véstl er braoued a rô d’hé viñoun, hag a laka anézhan̄ da vézvi, évit ma wélô hé noazded.

16. Leûniet é vézi a vézégez é léac’h gloar : év ivé té, ha môréd : kôp dourn-déou ann Aotrou a iélô war-drô d’id, hag eunn disloun̄k mézuz a gouézô war da c’hloar.

17. Râk fallagriez al Liban a c’hôlôi ac’hanod, ha gwastadur al loéned a spoun̄tô anézhô, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’hô fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.

18. Pé lâz ar skeûden gréat gan̄d eur c’hizeller, pé ann hini faoz gréat gan̄d ann teûzer ? koulskoudé ann ôbérour a laka hé c’héd enn hé labour hé-unan, er skeûden vûd en deûz gréat.

19. Gwâ ann hini a lavar d’ar c’hoat : Dihun ; ha d’ar méan mûd, sâv : hag hen̄ a hellô deski eunn dra d’id ? Chétu hen̄ a vézô gôlôet a aour hag a arc’han̄t, ha na vézô éné é-béd enn-han̄.

20. Hôgen ann Aotrou a zô enn hé dempl san̄tel : râ davô ann douar holl dira-z-han̄.


————


III. PENNAD


Ar profed a-grén dirâk meûrdez ann Aotrou.


1. Péden Habakuk ar profed évid ann diwiziégésiou.

2. Aotrou, klevet em eûz da c’hér, hag ounn bét spoun̄tet. Da labour eo, Aotrou, rô ar vuez d’ézhan̄ é-kreiz ann amzeriou. É-kreiz ann amzeriou é tiskouézi anézhan̄ : pa vézô droug enn-od, ez pézô koun eûz da drugarez.

3. Euz ar c’hrésteiz é teûi Doué, hag ar san̄t eûz a vénez Faran. Hé c’hloar é deûz gôlôet ann én̄vou : hag ann douar a zô leûn eûz hé veûleûdi.

4. Hé skéd a vézô ével goulou : kerniel a zeûi eûz hé zaouarn. Énô eo kuzet hé ners.

5. Ar marô a gerzô dira-z-han̄ : hag ann diaoul a zeûiô er-méaz dirâg hé dreid.

6. Arzaôi a-réaz, hag é ven̄taz ann douar. Selloud a réaz, hag é teûzaz ar brôadou : ar ménésiou a-viskoaz a zô bét brévet : krec’hiennou ar béd a zô bét kroummet dindân kamméjou hé beûr-badélez.

7. Enn abek d’ar fallagriez em eûz gwélet teltou ann Étiopied : pallennou douar Madian a vézô reûstlet.

8. Hag oud ar steriou, Aotrou, eo savet da vuanégez ? hag oud ar steriou eo savet da frouden ? hag oud ar môr eo savet da érez ? Pa biñez war da gézek, ha war da girri évit digas ann dieûb.

9. Heja, heja a rî da warek, évit sévéni ar gér éc’h eûz touet d’ar breûriézou. Steriou ann douar a ranni.

10. Ar ménésiou hô deûz da wélet, hag hî a zô bét doaniet : ann doureier brâz a zô éat ébiou : al loun̄k en deûz gréat trouz : savet en deûz hé zaouarn out-kréac’h.

11. Ann héol hag al loar a zô arzaôet enn hô lôk : out goulou da zaésiou, out skéd da wâf foultruz éz ain̄t.

12. Mac’ha a rî ann douar enn da vuanégez, saouzani a rî ar brôadou enn da frouden.

13. Deûet oud er-méaz évit savétei da bobl, évit hé zavétei gan̄d da Grist. Skôet éc’h eûz gan̄t penn ti ar fallagr : hé lékéat éc’h eûz enn noaz adaleg ar gwéled bétég al lein.

14. Milliget éc’h eûz hé walen-roué, ha penn hé vrézélidi, péré a zeûé ével eunn arné évit va dispenna. Trida a réan̄, ével ann hini a loun̄k ar paour enn disgwél.

15. Eunn hen̄t éc’h eûz gréat d’as kézek a-dreûz ar môr, é fan̄k doureier brâz.

16. Klevet em eûz, ha va c’hôv a zô bét kéflusket : gan̄d ann trouz hô deûz krénet va muzellou, ra zeûi ar vreinadurez em eskern : ra leûniô ac’hanoun ; évit ma vézinn enn éhan é deiz ann en̄krez, ha ma en em unaninn gan̄d hor pobl évit piña gan̄t-han̄.

17. Râg ar gwéz-fiez na vleûin̄t két, ha na vézô két a rezin oud ar gwiniennou. Ar gwéz-olived a zinac’hô hô frouez : hag ar parkou na rôin̄t két â éd. Tennet é vézô ann dén̄ved eûz hô c’hreier : ha na vézô mui a zaoud er staoliou.

18. Hôgen mé en em laouénai enn Aotrou : hag é tridinn é Doué va Zalver.

19. Ann Aotrou Doué eo va ners : hag hen̄ a lakai va zreid ével ré ar c’hirvi. Hag hen̄ am digasô gounidek war va lec’hiou-uc’hel out son ar c’hanaouennou.