Mont d’an endalc’had

Bibl/Ar Varnérien

Eus Wikimammenn
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 274-304)



AR VARNERIEN.


————


I. PENNAD.


Ann Israélited a zô tréac’h d’ar C’hananéed. (T).


1. Goudé ma oé marô Jozué, bugalé Israel a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Piou a biñô enn hor raok a-éneb ar C’hananéed, ha piou a vézô da réner d’é-omp er brézel-zé ?

2. Hag ann Aotrou a lavaraz : Juda a biñô a-raok. Chétu em eûz lékéat douar ann énébourien étré hé zaouarn.

3. Ha Juda a lavaraz da Siméon hé vreûr : Piñ gan-én̄ el lôden a zigwézô d’in, ha stourm oud ar C’hananéed évid ma kerzinn gan-éz el lôden a zigwézô d’id ; ha Siméon a iéaz kuit gan̄t-han̄.

4. Ha Juda a biñaz, hag ann Aotrou a lékéaz ar C’hananéed hag ar Férézéed étré hô daouarn : hag hî a dréc’haz é Bézek dék mil dén.

6. Hag hî a gavaz é Bézek Adonibézek ; hag é stourmchon̄t out-han̄ ; hag é tréc’hon̄t ar C’hananéed hag ar Férézéed.

6. Hôgen Adonibézek a dec’haz : hag hî a iéaz war hé lerc’h, hag a bakaz anézhan̄ ; hag é trouc’hchon̄t barrou hé zaouarn hag hé dreid.

7. Hag Adonibézek a lavaraz : Tri-ugen̄t roué, goudé béza bét trouc’het d’ézhô barrou hô daouarn hag hô zreid, a zastumé dindân va zaol ar boéd a choumé eûz va dilerc’h (T) : ével ma em eûz gréat, en deûz gréat ann Aotrou d’in. Hé gâs a réjon̄t da Jéruzalem, hag é varvaz énô.

8. Rak bugalé Juda, ô véza grounnet Jéruzalem, a géméraz anézhî, a lazaz ann holl dûd gan̄d ar c’hlézé, hag a lékéaz ann tân er géar holl.

9. Ha goudé-zé é tiskennchon̄t hag é stourmchon̄t oud ar C’hananéed, a choumé war ar ménésiou, ha war-zû ar chrésteiz, hag er c’hompézennou.

10. Ha Juda ô véza éat a-éneb ar C’hananéed a choumé é Hébron, hanvet enn amzer-zé Kariat-Arbé, a drec’haz Sésai, hag Ahiman, ha Tolmai :

11. Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é kerzaz a-énep tûd Dabir, hanvet enn amzer gôz Kariat-Séfer, da lavaroud eo, kéar al lizérou.

12. Ha Kaleb a lavaraz : Rei a rinn va merc’h Aksa da c’hrég d’ann hini a gémérô hag a ziskarô Kariat-Séfer.

13. Hag Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb, ô véza hé c’héméret, é rôaz d’ézhan̄ hé verc’h Aksa da c’hrég.

14. Pa édô hî enn hen̄t, hé ozac’h a aliaz anézhi da c’houlenni eur park digan̄d hé zâd. Hag ô véza ma huanadé hou-man̄ azézet war eunn azen, é lavaraz Kaleb d’ézhi : Pétrâ a c’hoarvez gan-ez ? (T).

lo. Hag hî a lavaraz : Rô da vennoz d’in ; râg eunn douar séac’h éc’h eûz rôed d’in : rô ivé unan hag a vézô glépiet gan̄d dour. Kaleb éta a rôaz d’ézhi eunn douar a oa dour enn-han̄ war-laez hag ouc’h-traon̄.

16. Hôgen bugalé ar C’hinéad, kar Moizez, a biñaz eûz a géar ar palmez gan̄t bugalé Juda, d’ann distrô eûz hé zigwéz a zô war-zû ar c’hrésteiz eûz a Arad, hag é choumchon̄t gan̄t-hô.

17. Hôgen Juda a iéaz gan̄t Siméon hé vreûr, hag é trec’hon̄t ar C’hananéed péré a choumé é Séfaat ; hag é lazchon̄t anézhô. Hag ar géar-ze a oé hanvet Horma, da lavaroud eo, anaoué.

18. Juda a géméraz ivé Gaza gan̄d hé harzou, hag Askalon, hag Akkaron gan̄d hô harzou.

19. Hag ann Aotrou a oé gan̄t Juda, hag hén̄ a berc’hennaz ar vrôiou ménésiek : hôgen na hellaz két tréc’hi tûd ann draon̄ien, ô véza m’hô dôa kalz a girri falc’hek.

20. Hag hî a rôaz, ével m’en dôa lavaret Moizez, Hébron da Galeb, péhini a lazaz enn-hi tri mâb Énak.

21. Hôgen bugalé Ben̄jamin na lazchon̄t két ar Jébuzéed peré a choumé é Jéruzalem : hag ar Jébuzéed a choumaz é Jérusalem gan̄t bugalé Ben̄jamin hag a zô choumet bété vréman̄.

22. Ti Jozef a biñaz ivé da Vétel, hag ann Aotrou a oé gan̄t-hô ;

23. Râk pa c’hrounnen̄t kéar, a oa hanvet Luza ken̄t,

24. É wélchon̄t eur goaz a zeûé er-méaz eûz a géar, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Diskouéz d’é-omp dré béléac’h é helleur mon̄d é kéar, hag é raimp trugarez d’id.

25. Ha pa en dôé hé ziskouézet d’ézhô, ar ré-man̄ a lazaz gan̄d ar c’hlézé holl dûd kéar : hôgen lézel a réjon̄t da von̄t ar goâz-zé hag hé holl geren̄t.

26. Hé-man̄ ô véza bét kaset-kuît a iéaz da vrô Hettim, hag a zavaz énô eur géar, a hanvaz Luza, hag a zô c’hoaz hiriô hanvet ével-sé.

27. Manasé ivé na zisman̄traz két Belsan ha Tanak gan̄d hô bourc’hiou, nag ar ré a choumé é Dor, hag é Jéblaam, hag é Mageddo gan̄d hô bourc’hiou ; hag ar C’hananeed a zéraouaz da choum gan̄t-hô.

28. Hôgen goudé ma oé deûet Israel da grévaat, é lékéaz anézhô da baéa gwiriou d’ézhan̄, ha na fellaz két d’ézhan̄ hô c’hâs-da-gét.

29. Éfraim ivé na lazaz két ar C’hananéed a choumé é Gazer ; hôgen choum a réaz gan̄t-hô.

30. Zabulon na zispennaz két ar ré a choumé é Sétron hag é Naalol ; hôgen ar C’hananéed a choumaz enn hô zouez, hag é paéchon̄t gwiriou d’ézhan̄.

31. Aser ivé na zispennaz két ar ré a choumé é Akko, hag é Sidon, hag é Ahalab, hag é Ac’hazib, hag é Helba, hag é Afek, hag é Rohob.

32. Hag é choumaz é-touez ar C’hananéed a choumé araog er vrô-zé, ha na lazaz két anézhô.

33. Neftali ivé na zisman̄trâz két ar ré a choumé é Betsamer, hag é Bétanat : hag é choumaz é-touez ar C’hananéed a choumé araog er vrô-zé, hag ar Bétsamited hag ar Bétanited a baeaz gwiriou d’ézhan̄.

34. Ann Amorréed a strizaz bugalé Dan er ménez, hép rei d’ézhô léac’h da ziskenni d’ar gompézen :

35. Hag hî a choumaz war vénez Harez, da lavaroud eo, ménez ar pri, é Ajalon hag é Salébim. Ha galloud tî Jozef a grévaaz, hag ann Amorréed a baéaz gwiriou d’ézhan̄.

36. Hôgen harzou brô ann Amorréed a oé adalek kréac’h ar grûg, bété Pétrâ, hag al lec’hiou uc’héloc’h.


————


II. PENNAD.


Eunn Éal a damall hé zizanaoudégez d’ar bobl. Israel a gouéz enn idolatri.


1. Hôgen eunn Éal d’ann Aotrou a biñaz eûz a C’halgala d’al léac’h han̄vet ar wélerien, hag a lavaraz : Hô tennet em eûz eûz ann Éjipt, hag hô lékéat da von̄t enn douar diwar-benn péhini em bôa touet d’hô tadou : ha rôet em eûz va gér d’é-hoc’h pénaoz na dorrchenn bikenn ar gévrédigez em eûz gréat gan-é-hoc’h,

2. Német na rajac’h kévrédigez gan̄t tâd ann douar-man̄, ha gan̄t ma tiskarc’hac’h hô aoteriou : ha né két fellet d’é-hoc’h sélaoui va mouéz. Pérâg hoc’h eûz-hu gréat kémen̄t-sé ?

3. Râk-sé eo oé két bét fellet d’in kas anézhô da gét dira-z-hoc’h ; évit ma vézin̄t d’é-hoc’h da énébourien, ha ma vézô hô douéed eunn abek d’é-hoc’h da von̄t da goll. (T).

4. Ha pa lavaré Éal ann Aotrou ar c’homziou-zé da holl vugalé Israel, é savchon̄t-hî hô mouéz enn eur wéla.

5. Hag al léac’h-zé a oé hanvet léac’h ar wélerien, pé ann daérou : hag hî a lazaz énô hostivou d’ann Aotrou.

6. Jozué éta a gasaz-kuît ar bobl, ha bugalé Israel a iéaz pép-hini d’ar vrô a oa digwézet d’ézhan̄ évid hé ferc’henna.

7. Hag hî a zervichaz ann Aotrou keit ha ma vévaz Jozué hag ann hénaoured a vévaz pell-amzer d’é-c’houdé, ha péré hô dôa gwélet kémen̄d en dôa gréat ann Aotrou é-kén̄ver Israel.

8. Hôgen Jozué, mâb Nun, servicher ann Aotrou, a varvaz d’ann oad a zék vloaz ha kan̄t ;

9. Hag hî a véziaz anézhan̄ é harzou hé zigwéz, é Tamnatsaré war vénez Éfraim, war-zû ann han̄ter-nôz eûz a vénez Gaas.

10. Hag ann holl rumm tûd-zé ô véza bét unanet gan̄d hô zadou, é savaz ré all, péré na anavézen̄t két ann Aotrou, hag ann traou kaer en dôa gréat é-ken̄ver Israel.

11. Ha bugalé Israel a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz Baal.

12. Hag é tilézchon̄t ann Aotrou, Doué hô zadou, péhini en dôa hô zennet eûz a zouar ann Éjipt : hag éc’h heûḻchon̄t douéed a-ziavéaz, douéed ar boblou a choumé enn-drô d’ézhô, hag éc’h azeûlchon̄t anézhô. Hag ann Aotrou a savaz drouk enn-han̄ enn hô énep (T),

13. O véza ma tilézen̄t anézhan̄, ha ma heûlien̄t Baal hag Astarot.

14. Hag ann Aotrou ô sével droug enn-han̄ a-énep Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn hô énébourien, péré hô c’héméraz, hag hô gwerzaz d’ann énébourien a choumé trô-war-drô : ha na hellchon̄t két ôber penn d’hô énébourien.

15. Hôgen é pé tû-bennâg ma fellé d’ézhô mon̄t, dourn ann Aotrou a oa war-n-ézhô, ével m’en dôa hé lavaret hag hé douet d’ézhô : hag hî a oé glac’haret-brâz.

16. Hag ann Aotrou a lékéaz barnerien da zével évid hô zenna eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô ; hôgen na fellaz két d’ézhô hô sélaoui.

17. En em zaotra a réjon̄t gan̄d douéed a-ziavéaz, hag éc’h azeûlchon̄t anézhô. Dilézel a réjon̄t buhan ann hen̄t dré béhini hô dôa kerzet hô zadou : ha pétrâ-bennâg ma klevchon̄t gourc’hémennou ann Aotrou, é réjon̄t pep trâ a-énep d’ézhô.

18. Pa lékéa ann Aotrou barnerien da zével, e teûé da habaskaat, dré hé drugarez, keit ha ma véven̄t, hag é sélaoué klemvanou ar ré c’hlac’haret ; hag é tenné anézhô eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô.

19. Hôgen goudé ma oa marô ar barner, é tistrôen̄t d’hô féc’héjou, hag é réan̄t gwasoc’h égét n’hô dôa gréat hô zadou, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, ô servicha anézhô, hag oc’h hô azeûli. Na zilézchon̄t két hô zéchou-fall, nag ann hen̄t kalet-brâz dré béhini é oan̄t boazet da gerzout.

20. Hag ann Aotrou ô véza éat drouk enn-han̄ a-énep Israel, a lavaraz (T) : O véza ma é deûz ar bobl-man̄ torret ar gévredigez em bôa gréat gand hé zadou, ha ma eo bét faé gan̄t-hi sélaouit va mouéz ;

21. Na zisman̄trinn két ar brôadou en deûz lézet Jozué pa eo marô ;

22. Évit ma wélinn dré-zé pétra eo bugalé Israel, ha ma wélinn hag hî a vir hen̄t ann Aotrou hag a gerz enn-han̄, ével ma hô deûz kerzet hô zadou. (T).

23. Ann Aotrou a lézaz éta ann holl vrôadou-zé, ha na fellaz két d’ézhan̄ hô disman̄tra râk-tâl, ha n’hô lékéaz két étré daouarn Jozué.


————

III. PENNAD.


Bugalé Israel a zô tennet a sklavérez gan̄d Otoniel, Aod, ha Samgar.


1. Chétu aman̄ ar brôadou a lézaz ann Aotrou, évit deski dré-z-hô Israel hag ar ré holl péré n’hô dôa két anavézet brézéliou ar C’hananéed :

2. Évit ma teskché hô bugalé hô-goudé en em ganna oud hô énébourien, hag en em voaza da stourmi.

3. Ar pemp prin̄s eûz ar Filistined, hag ann holl Gananéed, hag ar Sidonied, hag ann Hévéed, péré a choumé war vénez Liban adalek ménez Baal-Hermon bété m’az éeur da Émat.

4. Hag ann Aotrou hô lézaz, évit ma arnodché Israel dré-z-hô, ha ma wélché hag hi a zélaouché gourc’hémennou ann Aotrou, en dôa rôet d’hô zadou dré c’hénou Moizez, pé na zélaouché két.

5. Râk-sé bugalé Israel a choumaz é-kreiz ar C’hananéed, hag ann Hétéed, hag ann Amorréed, hng ar Férézéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed :

6. Hag hî a géméraz da c’hragez hô merc’hed, hag a rôaz da c’hragez d’hô mipien hô merc’hed hô-unan, hag hî a zervichaz hô douéed.

7. Hag hî a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a an̄kounac’haz hô Doué, évit servicha Baalim hag Astarot

8. Hag ann Aotrou ô véza éat drouk enn-han̄ a-énep (T) Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn Chusan-Rasa-taim, roué Mézopotamia ; hag é choumchon̄t eiz vloaz dindân hé véli.

9. Hag hî a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz da zével eur salver d’ézhô, hag hô dieûbaz, da lavaroud eo, Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb.

10. Spéred ann Aotrou a oé enn-han̄, hag hén̄ a varnaz Israel. D’ar brézel éz éaz, hag ann Aotrou a lékéaz étré hé zaouarn Chusan-Rasa-taim, roué Siria, hag hén̄ hé lékéaz dindân hé véli.

11. Hag ann douar a choumaz péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz ; hag Otoniel, mâb Sénez, a varvaz.

12. Hôgen bugalé Israel a réaz adarré ann drouk dirâg ann Aotrou pehini a grévaaz enn hô énep Églon, roué Moab, ô véza m’hô dôa gréat ann drouk dira-z-han̄.

13. Unani a réaz gan̄t-han̄ bugalé Ammon hag Amalek ; hag éz éaz, hag é tréc’haz Israel, hag é kéméraz kéar ar palmez.

14. Ha bugalé Israel a choumaz triouec’h vloaz dindân galloud Églon, roué Moab.

15. Ha goudé-zé é c’harmchon̄t oud ann Aotrou, péhini a lékéaz da zével eur salver d’ezhô hanvet Aod, mâb Géra, mâb Jémini, péhini a ioa déouiad ha kleiziad. (T). Ha bugalé Israel a gasaz dré-z-han̄ traou kaer da Églon, roué Moab.

16. Aod a réaz évit-han̄ eunn dager diou dremm, péhini en dôa eunn harzourn hîr ével palv ann dourn, hag é lékéaz anézhan̄ dindân hé zaé war hé vorzed zéou.

17. Hag hén̄ a gennigaz ar rôou da Églon, roué Moab. Hôgen Églon a oa gwall déô.

18. Ha goudé m’en dôé Aod kenniget d’ézhan̄ hé rôou, éz éaz-kuît gan̄d hé genvreûdeûr a oa deûet gan̄t-han̄.

19. Hag ô véza distrôet eûz a C’halgala, é péléac’h édô ann idolou, é lavaraz d’ar roué : Eur gér em eûz da lavaroud d’id é-sioul, ô roué. Hag ar roué a lavaraz tével, hag ar ré holl a oa war hé drô ô véza éat er-méaz,

20. Aod a iéaz d’hé gavout en̄dra ma édô hé-unan azézet enn hé gambr han̄v, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Eur gér em eûz da lavaroud d’id a bers Doué. Hag ar roué a zavaz râk-tâl diwar hé drôn.

21. Hag Aod a astennaz hé zourn kleiz, a géméraz hé zager diwar hé vorzed séou, hag é san̄kas anézhan̄ enn hé gôf,

22. Gan̄t kémen̄d a ners m’as éaz ann harzourn gan̄d ann houarn er gouli, ha ma en em gavaz striz gan̄d al lard brâz a ioa ébarz. (T). Na dennaz két ann dager er-méaz ; hôgen hé lézel a réaz er c’horf el léac’h ma en dôa skôet : ha râk-tâl ar mon a darzaz er-méaz dré al lec’hiou kûz eûz ar c’hôf.

23. Hôgen Aod, ô véza serret gan̄d évez mâd dôriou ar gambr, hag ô véza stardet ar poten,

24. A iéaz er-méaz dré ann ôr adré. Koulskoudé servicherien ar roué ô véza deûet dî, a wélaz dôr ar gambr serret, hag é léverchon̄t : Martézé é skarz hé gôv enn hé gambr han̄v.

25. Ha goudé béza gortozet pell, kén n’hô dôé méz, hag ô wélout pénaoz na zigoré dén, é kémèrchon̄t ann alc’houéz ; hag ô véza digoret, é kavchon̄t hô Aotrou gourvézet war ann douar hag hén̄ marô.

26. Hôgen Aod, é-pâd ma oan̄t saouzanet, a déc’haz-kuît, hag ô véza tréménet léac’h ann idolou, a béléac’h é oa distrôet, é teûaz da Zéirat :

27. Ha râk-tâl é sonaz gan̄d ar c’horn-boud war vénez Éfraim ; ha bugalé Israel a ziskennaz gan̄t-han̄, hag hén̄ enn hô raok.

28. Hag Aod a lavaraz d’ézhô : Deûit war va lerc’h ; râg ann Aotrou en deûz lékéat ar Voabited hon énébourien étré hon daouarn. Bugalé Israel a ziskennaz éta war hé lerc’h, hag é kémerchon̄t gwéviou ar Jourdan a gâs da Voab : ha na lézchon̄t da dréménout hini eûr ar Voabited.

29. Hôgen laza a réjon̄t enn amzer-zé ar Voabited war-drô dék mil anézhô, tûd kré ha kalounek holl.

30. Ha Moab a oé izéléet enn deiz-zé dindân dourn Israel : hag ar vrô a choumaz é péoc’h é-pâd pévar-ugen̄t vloaz.

31. Goudé hé-man̄ é oé Samgar, mâb Anat, péhini a lazaz c’houec’h kan̄t Filistin gan̄d eur souc’h : hag hén̄ ivé a zifénnaz Israel.


————


IV. PENNAD.


Debbora ha Barak a zô tréac’h da armé Jabin, roué Kanaan.


1. Bugalé Israel a réaz adarré ann drouk dirâg ann Aotrou goudé marô Aod ;

2. Hag ann Aotrou hô lékéaz étré daouarn Jabin, roué Kanaan, péhini a réné é Asor. Penn hé arme a oa hanvet Sisara, hag a choumé é Haroset, kéar ar brôadou.

3. Ha bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou : râk Jabin en dôa naô c’han̄t karr falc’hek, ha gwasket en dôa war-n-ézhô é-pâd ugen̄t vloaz.

4. Hôgen Debbora ar brofédez, grég Lapidot, a varné ar bobl enn amzer-zé.

5. Hag hî a azézé dindân eur wézen balmez a oa bét galvet eûz hé hanô, étré Rama ha Bétel war vénez Éfraim : ha bugalé Israel a biñé d’hé c’havout enn hô holl strivou.

6. Hag hî a gasaz da c’hervel Barak, mâb Abinoem, eûz a Zédez Neftali, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Ann Aotrou Doué Israel a ra ar gourc’hémenn-man̄ d’id : kéa, ha kâs ann armé war vénez Tabor, ha kémer gan-éz dék mil brézéliad eûz a vipien Neftali hag eûz a vipien Zabulon :

7. Hôgen mé a gasô d’id el léac’h ma éma froud Kison, Sisara penn armé Jabin, hag hé girri, hag hé holl dûd, hag é likiinn anézhô étré da zaouarn.

8. Ha Barak a lavaraz d’ézhi : Mar teûez gan-én̄, éz inn : ma na fell két d’id don̄t gan-én̄, n’az inn két.

9. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Mon̄d a rinn gan-éz ; hôgen évid ar véach-man̄ ar gounid na vézô két rôet d’id, ô véza ma vézô lékéat Sisara étré daouarn eur vaouez. Debbora a zavaz éta, hag a iéaz gan̄t Barak da Zédez.

10. Hé-man̄ o véza lékéat da zon̄t mipien Zabulon ha Neftali, a biñaz gan̄t dék mil brézéliad, ha Debbora gan̄t-han̄.

11. Hôgen Haber ar Sinéad a oa en em dennet gwéchall eûz a douez hé vreûdeûr all ar Sinéed, mipien Hobab, kâr da Voizez : hag hén̄ en dôa displéget hé deltou bétég ann draon̄ien hanvet Sennim ; hag édo tôst da Zédez.

12 Lavaret é oé da Zisara pénaoz é oa piñet Barak, mâb Abinoem, war vénez Tabor :

13. Hag hén̄ a zastumaz hé naô c’han̄t karr falc’hek hag a gasaz hé holl armé eûz a Haroset, kéar ar brôadou, da froud Sison.

14. Ha Debbora a lararaz da Varak : Saô, râg hé-man̄ eo ann deiz é péhini en deûz ann Aotrou lékéat Sisara étré da zaouarn : chétu hén̄ hé-unan a zô da réner d’id. Barak a ziskennaz éta diwar vénez Tabor, ha dék mil brézéliad gan̄t-han̄.

15. Hag ann Aotrou a lékéaz ar spoun̄t da zével é Sisara hag enn hé holl garrénerien, hag enn hé holl dûd, hag é kouézchon̄t dindân ar c’hlézé dirâk Barak : enn hévélep doaré ma tilammaz Sisara eûz hé garr ha ma tec’haz war droad.

16. Ha Barak a iéaz war-lerc’h ar c’hirri hag ann armé bétég Haroset, kéar ar brôadou ; hag ann holl rumm énébourien a gouézaz hag a oé lazet.

17. Hôgen Sisara ô techout en em gavaz é-tâl telt Jahel, grég Haber ar Sinéad. Râk péoc’h a oa étré Jabin, roué Asor ha tî Haber ar Sinéad.

18. Jabel éta ô véza éat war arbenn da (T) Sisara, a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz em zelt, va Aotrou, deûz, ha n’az péz két a aoun. Hé-man̄ ô véza éat enn hé zelt, ha goudé ma é dôé-hî hé c’hôlôet gan̄d eur van̄tel,

19. A lavaraz d’ézhi : Rô d’in, mé az péd, eur banné dour, râg eur zec’hed brâz em eûz. Hag hî a zizôlôaz bouc’h-kenn al léaz, hag a rôaz d’ézhan da éva ; ha goudé hé c’hôlôaz.

20. Ha Sisara a lavaraz d’ézhi : Choum enn da zâ oud dôr ann telt ; ha mar teû unan-bennâg da ôber ar goulenn-man̄ digan-éz : Ha n’eûz dén aman̄ ? É liviri : N’eûz dén.

21. Hôgen Jahel, grég Haber, a géméraz unan eûz a dachou ann telt hag eur morzol ; hag ô véza éat-ébarz goustad ha sioul, é lékéaz ann tâch war ividik Sisara, hag ô véza hé skôet gan̄d ar morzol, é san̄kaz anézhan̄ enn hé empenn bétég ann douar : hag hén̄ oc’h unani ar marô gan̄d ar c’housk, a dréménaz hag a varvaz.

22. Ha chétu Barak ô von̄t war-lerc’h Sisara, a zeûaz dî : ha Jahel ô véza éat war hé arbenn a lavaraz d’éz-han : Deûz hag é tiskouézinn d’id ann dén a glaskez. Hag hén̄ ô véza éat enn hé zelt, a wélaz Sisara gourvézet hag hén̄ marô, hag ann tâch san̄ket enn hé ividik.

23. Doué éta a izéléaz enn deiz-zé Jabin, roué Kanaan, dirâk bugalé Israel.

24. Ar ré-man̄ a greské bemdéz hag a waskaz gan̄d eunn dourn kré war Jabin, roué Kanaan, kén n’her c’haschon̄t-da-gét.


————


V. PENNAD.


Kanaouen Débbora ha Barak.


1. Debbora ha Barak, mâb Abinoem, a ganaz enn deiz-zé ô lavarout :

2. C’houi péré, é-touez bugalé Israel, oc’h en em lékéat é-tal da goll hô puez (T), bennigit ann Aotrou.

3. Sélaouit, rouéed, digorit hô tiskouarn (T), prin̄sed : mé eo, mé eo a ganô d’ann Aotrou, a rai eur ganaouen d’ann Aotrou, Doué Israel.

4. Aotrou, pa oud deûet er-méaz eûz a Zéir, ha pa oud tréménet dré vrô Édom, ann douar en deûz krénet, ann én̄vou hag ar c’hoabr hô deûz divéret dour.

5. Rédet hô deûz ar ménésiou a zirâg ann Aotrou, ha Sinai a zirâg ann Aotrou, Doué Israel.

6. É deisiou Samgar, mâb Anat, é deisiou Jahel, é oa dizaremprédet ar gwénodennou : hag ar ré a gerzé dré-z-hô a valée dré hen̄chou distrô.

7. Ann dûd kré a éanaz é Israel, hag a arzaôaz, bété ma savaz Debbora, ma savaz da vamm da Israel.

8. Brézéliou névez en deûz dilennet ann Aotrou, hag hén̄ hé-unan en deûz diskaret dôriou hé énébourien : râk na wéled ken̄t na tiren na goaf é-touez daou-ugen̄t mil dén é Israel.

9. Va c’haloun a gâr prin̄sed Israel : c’houi péré oc’h en em lékéat a galoun vâd é-tal da goll hô puez (T), bennigit ann Aotrou.

10. C’houi péré a zô piñet war azéned kaer, pé a zô azézet war gador ar varn, pé a valé enn hen̄t, komzit.

11. El léac’h ma eo bét torret ar c’hirri ha ma eo bét tréc’het armé ann énébourien, énô é vézô lavaret péger féal ha péger mâd eo ann Aotrou (T) é-kén̄ver ar ré galounek eûz a Israel : Neûzé pobl ann Aotrou a zô diskennet é-tâl ar persier, hag en deûz bét ar galloud.

12. Saô, saô, Debbora, saô, saô, ha kân eur ganaouen. Saô Barak, ha krâp enn da sklaved, mâb Abinoem.

13. Ar ré a choumé eûz a douez ar bobl a zô bét savétéet, ann Aotrou en deûz stourmet er ré gré.

14. Gan̄t Éfraim en deûz hô dispennet é Amalek, hag enn hé-c’houdé Ben̄jamin enn da boblou, ô Amalek. Diskennet eo ar brin̄sed eûz a Vac’hir, hag eûz a Zabulon, évit kâs ann armé d’ar brézel.

15. Pennou vrâz Isakar a zô savet gan̄d Debbora, hag hî a zô éat war roudou Barak, péhini a zô en em daolet er riskl, ével enn eunn torrôd hag enn eul loun̄k. Dizunvan é oa Ruben enn hé éneb hé-unan, ar ré galounéka anézhô a oé kavet ô striva.

16. Pérâg é choumez-té étré daou harzou, évit klevout bléjadennou ar chatal ? Dizunvan é oa Ruben enn hé éneb hé-unan, ar ré galounéka anézhô a oé kavet ô striva.

17. Galaad a choumé enn éhan enn tû all d’ar Jourdan, ha Dan a ioa gan̄t hé listri-vôr ; Aser a choumé war aod ar môr hag a ziskuizé enn hé borsiou.

18. Hôgen Zabulon ha Neftali a zô en em lékéat é-tal da goll hô buez é brô Méromé. (T).

19. Deûed eo ar rouéed, ha stourmet hô deûz ; rouéed Kanaan hô deûz stourmet é Tanac’h, é-harz douréier Mageddo, ha koulskoudé n’hô deûz kéméret preiz é-béd.

20. Stourmet eo bét out-hô eûz ann én̄v : ar stéred, ô choum enn hô reiz hag enn hô zrô, hô deûz stourmet out Sisara.

21. Froud Sison é deûz kaset gan̄t-hi hô c’horfou-marô, froud Kadumien, froud Sison : ô va éné, flastr ar ré gré.

22. Karn ar c’hézek a zô kouézet, gan̄d ann err eûz ar ré a déc’hé hag eûz ar ré gréva é-touez ann énébourien péré en em strinké enn torrôd.

23. Milligit douar Méroz, émé éal ann Aotrou : milligit ar ré a choum enn-han̄, ô véza n’in̄t két deûet da gen-nerza ann Aotrou, da gen-nerza ar ré galounéka eûz hé dûd.

24. Benniget ra vézô étré ann holl c’hragez Jahel, grég Haber ar Sinéad, ha benniget ra vézo enn hé zelt.

25. D’ann hini a c’houlenné dour é rôaz léaz : é léstr ar brin̄sed é rôaz dienn dézhan̄.

26. Gan̄d hé dourn kleiz é kéméraz ann tâch, ha gan̄d hé dourn déou morzol ar vécherourien ; hag ô klask al léac’h eûz ar penn é péhini é râjé ar gouli, é san̄kaz ann tâch é ividik Sisara.

27. Oud hé zreid é kouézaz-hén̄ : tréménoud a réaz hag é varvaz : en em ruḻa a réaz oud hé zreid, hag é c’hourvézaz hep buez ha reûzeûdik.

28. Hé vamm ô sellout dré ar prénestr a iouc’hé hag a lavaré eûz hé c’hambr : Pérâg é talé hé garr da zistrei ? Pérâg é talé treid hé bévar marc’h ?

29. Unan eûz ar ré fura eûz hé c’hragez, a gomzaz ével-henn oud hé mamm-gaer :

30. Martézé bréma é rann ar preiz, hag é tilenneur évit-han̄ ar gaéra eûz ar merc’hed : diḻad morellet a rôeur da Zisara évid hé lôden, hag é tastumeur ar broudérézou ar ré vrava évit lakaad oud hé c’houzoug.

31. R’az ai-da-gét ével-sé da holl énébourien, ô Aotrou ; hôgen ar ré as kar, ra lugernin̄t é c’hiz ma lûc’h ann héol pa zâv.

32. Hag ar vrô a choumaz é péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz.


————


VI. PENNAD.


Ann Israélited dindan béli ar Vadianited. Gédéon a denn anézhô eûz a sklavérez.


1. Hôgen bugalé Israel a réaz drouk dirâg ann Aotrou, péhini hô lékéaz étré daouarn ar Vadianited é-pâd seiz vloaz :

2. Hag hî a oé gwasket-brâz gan̄t-hô. Hag é toulchon̄t kéviou ha mougéviou er ménésiou, hag é savchon̄t léac’hiou kré évit en em zifenni.

3. Ha goudé m’hô dôa hadet ann Israélited, ar Vadianited, hag ann Amalékited, hag ar boblou all eûz ar sâv-héol, a biñe di,

4. Hag ô tispléga hô zeltou enn hô brô, é wasten̄t kémen̄d a oa c’hoaz é géot bété persier Gaza, ha na lézen̄t d’ann Israélited nétrâ eûz a gémen̄t a zô réd évit béva, na dén̄ved, nag éjenned, nag ézen.

5. Râg hî a zeûé gan̄d hô holl chatal, ha gan̄d hô zeltou ; hag ével ar c’hiḻéien-raden é leûnien̄t pép léac’h, hag ô véza ma oa anézhô eul lôd brâz a dûd hag a gan̄valed, é wastent pép trâ dré ma stoken̄t out-hô.

6. Israel a oé éta izéléet-brâz dirâg ar Vadianited.

7. Hag hén̄ a c’harmaz oud ann Aotrou, ô c’houlenni skoazel a-éneb ar Vadianited.

8. Hag ann Aotrou a gasaz d’ézhô eunn dén hag a oa profed, hag a lavaraz d’ézhô : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, doué Israel : Mé em eûz hô lékéat da ziskenni eûz ann Éjipt, hag em eûz hô tennet eûz a vrô ar sklavérez ;

9. Hag hô tennet em eûz eûz a zaouarn ann Éjiptianed hag eûz ann holl énébourien a c’hlac’haré ac’hanoc’h : hag hô c’haset am eûz kuît pa oc’h deûet, hag em eûz rôet d’é-hoc’h hô douar.

10. Hag em eûz lavaret d’é-hoc’h : Mé eo ann Aotrou hô Toué ; n’hô pézet két a aoun râk douéed ann Amorréed, é brô péré é choumit. Ha né két fellet d’é-hoc’h sélaoui va mouéz.

11. Hôgen éal ann Aotrou a zeûaz hag a azézaz dindân eunn derven a oa é Efra, hag a ioa da Joas, tâd tiad Ezri. Hag é-pâd ma oa Gédéon hé vâb ô tourna nag ô wen̄ta ann éd é tî ar waskel, évit tec’hout diouc’h ar Vadianited,

12. Éal ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄ hag a lavaraz : Éma ann Aotrou ganéz, ô ar c’hréva eûz ann dûd.

13. Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄ : Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, mar d-éma ann Aotrou gan-é-omp, pérâg é c’hoarvez kémen̄t-sé gan-é-omp ? Péléac’h éma hé vurzudou, hô deûz danévellet d’é-omp hon tadou, ô lavarout : ann Aotrou en deûz hon tennet eûz ann Éjipt ? Hôgen bréma ann Aotrou en deûz hon dilézet hag hol lékéat étré daouarn ar Vadianited.

14. Hag ann Aotrou a zellaz out-han̄ hag a lavaraz : Kéa gan̄d ann ners-zé d’id, hag é tenni Israel eûz a zaouarn ar Vadianited. Gwéz pénaoz eo mé em eûz kaset ac’hanod.

15. Hag hén̄ a lavaraz : Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, pénaoz é tieûbinn Israel ? Chétu va ziad a zô eûz ar ré zistéra é Manasé, ha mé a zô ann divéza é tî va zâd.

16. Hâg ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a vézô gan-éz : ha té a dréc’hô ar Vadianited ével eunn dén hép-kén.

17. Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄ : Ma em eûz kavet trugarez dira-z-oud, rô d’in eunn arouéz pénaoz eo té a gomz ouz-in.

18. Diwall mont-kuît ac’hann kén na vézinn distrô étrézég enn-oud, kén na douginn eur sakrifiz ha ma hé genniginn d’id. Hag hén̄ a lavaraz : Mé a c’hortozô kén na vézi distrô.

19. Gédéon éta a iéaz enn hé dî hag a boazaz eur menn-gaour hag a réaz baraou dichoell gan̄d eur gon̄vor bleûd : hag ô véza lékéat ar c’hik enn eur c’havel, hag ar sûn enn eur pôd, hô c’hasaz holl dindân ann derven, hag hô c’hennigaz d’ann éal.

20. Hag éal ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer ar c’hîk hag ar baraou dic’hoell, ha laka-hî war ar méan-zé, ha skûḻ ar sûn war-n-ézhô. Ha pa en dôé gréat ével-sé,

21. Éal ann Aotrou a astennaz penn ar wialen a ioa enn hé zourn, hag é stokaz oud ar c’hîk hag oud ar baraou dic’hoell : hag é savaz tân eûz ar méan a zêvaz ar c’hîk hag ar baraou dic’hoell : hôgen éal ann Aotrou a déc’haz a zirâg hé zaoulagad.

22. Ha Gédéon ô wélout pénaoz é oa éal ann Aotrou, a lavaraz : Allaz, Aotrou va Doué, gwélet em eûz éal ann Aotrou dremm-ouc’h-dremm.

23. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Ar péoc’h ra vézô gan-éz : n’az péz két a aoun, na varvi két.

24. Gédéon a zavaz éta énô eunn aoter d’ann Aotrou, hag a c’halvaz anézhi péoc’h ann Aotrou, hag a wéleur c’hoaz hiriô. Ha pa édô c’hoaz é Éfra, a zô é kers tiad Ezri,

25. Enn nôz-zé ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer tarô da dâd hag eunn tarô all en dévézô seiz vloaz, ha diskar ann aoter Baal a zô d’as tâd, ha trouc’h réz ann douar ar c’hoat a zô enn-drô d’ann aoter ;

26. Hag é savi eunn aoter d’ann Aotrou da Zoué war benn ar méan-zé, war béhini éc’h eûz ken̄t kenniget eur sakrifiz : hag é kéméri ann eil darô hag é kennigi anézhan̄ ével eur sakrifiz-losk war eur bern-keûneûd eûz ann hini éz pézô trouc’het er c’hoat.

27. Gédéon éta ô véza kéméret dék dén eûz hé vévellou, a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. Hôgen gan̄d aoun râk tî hé dâd, ha râk tûd ar géar-zé, na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber a-héd ann deiz, hôgen a-héd ann nôz é réaz pép trâ.

28. Ha pa zavaz diouc’h ar min̄tin tûd ar géar-zé, é wélchon̄t aoter Baal diskaret, hag ar c’hoat trouc’het, hag ann eil darô lékéat war ann aoter névez-savet.

29. Hag é léverchon̄t ann eil d’égilé : Piou en deûz gréat ann dra-zé ? Ha pa en̄klasken̄t piou en dôa hé c’hréat, é oé lavaret : Gédéon, mâb Joas, eo en deûz gréat kémen̄t-sé.

30. Hag hî a lavaraz da Joas : Digas da vâb aman̄, ma vézô lékéat d’ar marô, dré ma en deûz diskaret aoter Baal ha ma en deûz trouc’het ar c’hoat.

31. Ha Joas a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi eo ven̄jerien Baal, évit ma stourmot évit-han̄ ? Néb a zô da énébour d’ézhan̄ ra varvô abarz ma vézô tarzet ann deiz a war-c’hoaz : mar d-eo Baal eunn Doué, r’en em ven̄jô eûz ann hini en deûz diskaret hé Aoter.

32. Abaoé ann deiz-zé Gédéon a oé hanvet Jérobaal, ô véza m’en dôa lavaret Joas : R’en em ven̄jô Baal eûz ann hini en deûz diskaret hé aoter.

33. Koulskoudé ann holl Vadianited, hag ann Amalékited, ha poblou ar sâv-héol en em zastumaz holl ; ha goudé béza treûzet ar Jourdan, é steñchon̄t hô c’hamp é traon̄ien Jezrael.

34. Hôgen spéred ann Aotrou a zeûaz war Gédéon, péhini ô séni gan̄d ar c’horn-boud a zastumaz tî Abiézer, évit ma teûjé war hé lerc’h.

35. Hag hén̄ a gasaz kannaded dré holl vreûriez Manasé, péhini a zeûaz ivé war hé lerc’h : kannaded all a gasaz ivé da vreûriezou Aser ha Zabulon, ha Neftaii, péré a iéaz war hé arbenn.

36. Ha Gédéon a lavaraz da Zoué : Mar tieûbez Israel gan̄t va dourn, ével ma éc’h eûz hé lavaret,

37. Lakaad a rinn ar c’hréon̄ c’hloan-man̄ war al leûr : mar kouéz ar glîz war ar c’hréon̄ hép-kén, ha mar choum séac’h ann douar holl, é wézinn pénaoz é tieûbi Israel gan̄t va dourn, ével ma éc’h eûz hé lavaret.

38. Hag ével-sé é c’hoarvézaz. Hag hén̄, ô sével min̄tin mâd, a waskaz ar c’hréon̄ hag a gargaz leûn eur c’hôp gan̄d ar glîz.

39. Ha Gédéon a lavaraz c’hoaz da Zoué : Na zâv két da vuanégez ém énep mar teûann eur wéach c’hoaz da arnodi ac’hanod, ô klaskout eunn arouéz er c’hréon̄. Bézet, mé az péd, ar c’hréon̄ hép-kén séac’h, hag ann douar holl gléb gan̄d ar glîz.

40. Ha Doué a réaz enn nôz-zé ar péz en dôa goulennet ; ar c’hréon̄ hép-kén a oé séac’h hag ar glîz a gouézas war ann douar holl.


————


VII. PENNAD.


Gédéon gan̄t tri c’han̄t dén a zô tréac’h d’ar Vadianited.


1. Jérobaal éta, péhini a zô ivé Gédéon, ô véza savet min̄tin mâd, hag ann holl bobl gan̄t-han̄, a zeûaz d’ar feunteun a zô hanvet Harad : hôgen kamp ar Vadianited a oa enn draon̄ien, war-zû ann han̄ter-nôz eûz a eur grec’hen uc’hel-brâz.

2. Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon : Eur bobl brâz a zô gan-éz, ha na vézô két lékéat ar Vadianited étré hé zaouarn : gan̄d aoun na zeûjé Israel d’en em veûli ém énep ha da lavarout : Gan̄t va ners va-unan ounn bét dieûbet.

3. Komz oud ar bobl hag embann kémen̄t-man̄, ma vézô klévet gan̄d ann holl : Néb a zô aounik ha digaloun, éat war hé gîz. Ha daou vil dén war-n-ugen̄t eûz ar bobl a iéaz war hô c’hîz eûz a C’halaad, ha dék mil hép-kén a choumaz.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon : Ré vraz eo c’hoaz ar bobl, kâs hî war ribl ann douréier, hag énô éc’h arnodinn anézhô : hag ann hini a livirinn d’id az ai gan-éz, az ai ; hag ann hini a zifenninn out-han̄ n’az ai, a zistrôi war hé c’hîz.

5. Ha pa oé diskennet ar bobl war ribl ann douréier, ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon : Ar ré a lapô ann dour gan̄d hô zéôd é-c’hiz ma oa boazet ar châs da ôber, a likii enn eunn tû : hag ar ré a blégô hô daoulin évid éva, a likii enn eunn tû all.

6. Ann niver eûz ar ré a lapaz dour ô kâs hô dourn d’ar génou, a oé eûz a dri c’han̄t dén : hôgen ar ré all eûz ar bobl hô dôa évet ô pléga hô daoulin.

7. Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon : Gan̄d ann tri c’han̄t dén hô deûz lapet ann dour, é tenninn ac’hanoc’h eûz a sklavérez, hag é likiinn ar Vadianited étré da zaouarn : hôgen distrôet ar ré all eûz ar bobl pép-hini d’hé géar.

8. Goudé béza kéméret boéd ha kerniel-boud diouc’h ann dûd en dôa, é c’hourc’hémennaz Gédéon d’ar ré all eûz ar bobl distrei pép-hini d’hé delt : hag hén̄ gan̄d ann tri c’han̄t dén a gerzaz évid ann emgann. Hôgen kamp ar Vadianited a oa a-îz enn draon̄ien.

9. Enn nôz-zé é lavaraz ann Aotrou dézhan̄ : Saô ha diskenn d’ar c’hamp ; râg hô lékéat em eûz étré da zaouarn.

10. Ha ma éc’h eûz aoun ô von̄t da-unan, diskennet gan-éz Fara da vével.

11. Ha p’az pézô klévet ar péz a lévéron̄t, neûzé é krévai da zaouarn hag e tiskenni gan̄t mui a fisian̄s a-énep kamp ann énébourien. Diskenni a reaz éta gan̄t Fara hé vével bétég al léac’h eûz ar c’hamp, é péhini édô géderien ann armé.

12. Hôgen ar Vadianited hag ann Amalékited, hag ann holl boblou eûz ar sâv-héol, a oa gourvézet a bép tû enn draon̄ien, ével eul lôd brâz a giḻeien-raden : béz’ éz oa ivé eul lôd diniver a gan̄valed, ével ann tréaz a zô war aot ar môr.

13. Ha pa oé deûet Gédéon, unan eûz ar vrézélidi a zisplégé hé huvré da eunn all a oa tôst dézhan̄ : ha chétu pénaoz é lavaré ar péz en dôa gwélet : Eunn huvré em eûz bét, ha mé a grédé d’in é wélenn eunn dorz vara heiz poazet dindân al ludu a ruḻé, hag a ziskenné é kamp ar Vadianited : hag ô véza deûet oud eunn telt, é stokaz out-han̄, hé ziskaraz, hag hé daolaz d’ann douar.

14. Ann hini out péhini é komzé a lavaraz d’ézhan̄ : Kémen̄t-sé n’eo nétrâ kén némét klézé Gédéon, mâb Joas, dén a Israel : râg ann Aotrou en deûz lékéat étré hé zaouarn ar Vadianited hag hô holl gamp.

15. Ha pa en dôé klévet Gédéon ann huvré, hag ann diskleriadur anézhî, éc’h azeûlaz Doué : hag é tistrôaz da gamp Israel hag é lavaraz : Savit, râg ann Aotrou en deûz lékéat kamp Madian étré hon daouarn.

16. Hag hén̄ a rannaz ann tri c’han̄t dén é teir lôden, hag é rôaz dézhô kerniel-boud enn hô daouarn, ha pôdou goullô, ha kleûzeûriou é-kreiz ar pôdou.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ar péz am gwélot oc’h ôber, grît-hén̄ ivé : mon̄d a rinn dré eunn tû eûz ar c’hamp, ha grîd ével a rinn.

18. Pa likiinn da zéni ar c’horn-boud a zô em dourn, c’houi ivé likid da zéni ho ré trô-war-drô d’ar c’hamp, ha garmit war-eunn-drô : D’ann Aotrou ha da C’hédéon.

19. Gédéon éta a iéaz enn eunn tû eûz ar c’hamp, hag ann tri-c’han̄t dén a oa gan̄t-han̄, pa édod ô lakaad ar c’héderien war-drô han̄ter-nôz. Ha pa oé dihunet ar c’héderien, en em lékéaz ar ré-man̄ da zéni gan̄d hô c’herniel-boud ha da steki hô fôdou ann eil oud égilé.

20. Ha goudé m’hô dôé sonet é tri léac’h enn-drô d’ar c’hamp, ha m’hô dôé torret hô fôdou, é talc’hchon̄t ar c’hleûzeûriou gan̄d ann dourn kleiz, ha gan̄d ann dourn déou ar c’herniel-boud gan̄d péré é sonen̄t : hag é c’harmchon̄t : Klézé ann Aotrou ha Gédéon.

21. Pép-hini a choumaz enn hé léac’h war-drô kamp ann énébourien. Ével-sé ann holl gamp a oé saouzanet, hag en em lékéjon̄t da c’harmi ha da dec’hout enn eur iuda.

22. Hag ann tri chan̄t dén na éhanen̄t két da zéni gan̄d hô c’herniel-boud. Hag ann Aotrou a lékéaz klézé ann eil da zével out klézé égilé dré ann holl gamp, hag hî en em lazé étré-z-hô ;

23. Hag a dec’haz bété Betsetta, ha bété lézen Abelméhula é Tebbat. Hôgen tûd Israel eûz a vreûriez Neftali, eûz a Aser, hag eûz a holl Vanasé a c’harmé kévret hag a iéaz war-lerc’h ar Vadianited.

24. Ha Gédéon a gasaz kannaded war holl vénez Éfraim, évit lavarout : Diskennit da ziarbenna ar Vadianited, ha kémérit dré ners ann douréir bété Betbéra hag ar Jourdan. Hag holl Éfraim a c’harmaz, hag a géméraz dré ners ann douréier hag ar Jourdan bété Betbéra.

25. Hag hî ô véza kéméret daou eûz a brin̄sed ar Vadianited, Oreb ha Zéb, é lazchon̄t Oreb war véan Oreb, ha Zéb é waskel Zéb. Hag hî a iéaz war-lerc’h ar Vadianited, hag a gasaz pennou Oreb ha Zeb da C’hédéon enn tû all d’ar Jourdan.


————


VIII. PENNAD.


Gédéon a habaska mipien Éfraim. Marô Gédéon.


1. Ha mipien Éfraim a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg eo bét fellet d’id ôber ével-sé, ha n’éc’h eûz-té két hor galvet, pa oud éat da stourmi oud ar Vadianited ? Hag hî a grôzaz anézhan̄ stard, ha bétég en em ziboella out-han̄ kouls lavaret.

2. Ha Gédéon a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a hellenn-mé da ôber hén̄vel oud ar péz hoc’h eûz gréat ? Ha né két gwelloc’h eur bôd rézin eûz a Éfraim, eget éost-rézin Abiézer ?

3. Ann Aotrou en deûz lékéat étré hô taouarn prin̄sed ar Vadianited, Oreb ha Zeb : pétrâ em eûz-mé gréat hén̄vel oud ar péz hoc’h eûz gréat ? Pa en dôé komzet ével sé, hô spéred a habaskaaz, pa oan̄t héget enn hé énep

4. Ha pa oé deûet Gédéon da ribl ar Jourdan, é treûzaz anézhan̄ gan̄d ann tri c’han̄t dén a ioa gan̄t-han̄, ha péré a oa ker skuiz na hellen̄t mui mon̄t war-lerc’h ann dec’herien.

5. Ha Gédéon a lavaraz da dûd Sokkot : Rôit bara, mé hô péd, d’ar bobl a zô gan-én̄, râk skuîz brâz in̄t ; évit ma hellimp mon̄t war-lerc’h Zébéé ha Salmana, rouéed Madian.

6. Hag ar pennou vrâz eûz a Sokkot a lavaraz : Martézé éma Zébée ha Salmana étré da zaouarn, ha dré-zé éo é c’houlennez é rôjemb bara d’as armé.

7. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Pa en dévézô éta ann Aotrou lékéat Zébéé ha Salmana étré va douarn, é vrévinn hô korf gan̄d drein ha gan̄d dreiz eûz ann distrô.

8. Hag ô piña ac’hanô, é teûaz da Fanuel : hag é réaz ann hévélep goulenn oud tûd al léac’h-zé. Hag hî a respoun̄taz ével m’hô dôa respoun̄tet tûd Sokkot.

9. Hag hén̄ a lavaraz ivé d’ézhô : Pa vézinn distrô é péoc’h ha tréac’h, é tiskarinn ann tour-zé.

10. Hôgen Zébéé ha Salmana a éhané gan̄d hô holl armé. Pemzék mil dén na oa choumet kén eûz ann holl van̄dennou poblou eûz ar sâv-héol, goudé ma oé bét lazet c’houéac’h-ugen̄t mil brézéliad a denné ar c’hlézé.

11. Ha Gédéon ô piña dré hen̄t ar ré a choumé dindân teltou, war-zû ar sâv-héol eûz a Nobé hag eûz a Jegbaa, war gamp ann énébourien, péré n’hô dôa tamm disfisians ha n’édon̄t war var a zrouk. (T).

12. Zébéé ha Salmana a dec’haz, ha Gédéon ô véza éat war hô lerc’h, hô c’héméraz goudé béza faézet hô holl armé.

13. Hag ô tistrei eûz ar brézel abarz ma oé savet ann héol,

14. É kéméraz eunn dén iaouan̄k eûz a dûd Sokkot, hag é c’houlennaz digan̄t-han̄ hanvou ar brin̄sed hag ann hénaoured eûz a Zokkot ; hag é skrivaz seiték ha tri ugen̄t.

15. Hag hén̄ a zeûaz étrézé tud Sokkot, hag a lavaraz d’ézhô : Chétu Zébéé ha Salmana diwarbenn péré hoc’h eûz va heskinet, ô lavarout : Martézé éma Zébée ha Salmana étré da zaouarn. Ha dré-zé eo é c’houlennez é rôjemb bara d’ar ré a zô skuiz ha disléber.

16. Kéméroud a réaz éta hénaoured kéar, ha drein ha dreiz ann distrô, hag é vrévaz gan̄t-hô tûd Sokkot.

17. Tour Fanuel a ziskaraz ivé, goudé béza lazet tûd kéar.

18. Hag hén̄ a lavaraz da Zébéé ha da Zalmana : Pénaoz é oa ann dûd hoc’h eûz lazet é Tabor ? Hag hî a lavaraz : Hén̄vel ouz-id, hag unan anézhô ével mâb eur roué.

19. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Va breûdeûr oan̄t, mipien va mamm : béô eo ann Aotrou, ma ez pijé hô miret béô, na lazchenn két ac’hanoc’h.

20. Hag hén̄ a lavaraz da Jéter hé vap héna : Saô, ha lâz anézhô. Hôgen hé-man̄ na dennaz két hé glézé, râg aoun en dôa, ô véza né oa c’hoaz néméd eur bugel.

21. Neûzé Zébéé ha Salmana a lavaraz : Saô, té, hag en em daol war-n-omp : râk diouc’h ann oad éma ners ann dén. Gédéon a zavaz, hag a lazaz Zébéé ha Salmana ; hag hén̄ a géméraz ar c’hin̄klérézou hag ar bloukou a lékéeur peurvuia out gouzouk kan̄valed ar rouéed.

22. Hag holl oazed Israel a lavaraz da C’hédeon : Béz aotrou war-n-omp té, ha da vâb, ha mâb da vâb ; ô véza ma éc’h eûz hon tennet eûz a zaouarn ar Vadianited.

23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Na vézinn két aotrou war-n-hoc’h, ha va mâb na vézô két ivez aotrou war-n-hoc’h, ann Aotrou eo a vézô aotrou war-n-hoc’h. (T).

24. Gédéon a lavaraz c’hoaz d’ézhô : Eunn dra a c’houlennann digan-é-hoc’h ; rôit d’in al lagadennou skouarn a zô enn hô preiz : râg ann Ismaélited a zougé peûrvuia lagadennou-skouarn aour.

25. Hag ar ré-man̄ a lavaraz : A galoun vâd hô rôimp. Hag ô véza astennet eur van̄tel war ann douar, é taolchon̄t war-n-ézhi al lagadennou-skouarn hô dôa bét eûz ar preiz.

26. Hag ar poéz eûz al lagadennou-skouarn en dôa goulennet Gédéon, a oé eûz a vil seiz kan̄t sikl aour, hép nivéri ar c’hin̄klérézou, hag ar c’helc’hennou, hag ar saéou limestra, a oa boazet rouéed Madian da zougen, hag hép nivéri goakoliou aour ar c’han̄valed.

27. Ha Gédéon a réaz gan̄t kémen̄t-sé eunn éfod hag hel lékéaz enn hé géar hé-unan Éfra. Hag holl Israel a réaz fallagriez diwar hé benn, hag ann éfod-zé a oé kiriek da C’hédeon ha d’hé holl dî da von̄t da goll. (T).

28. Hôgen ar Vadianited a oé izéléet dirâk bugalé Israel, ha na helchon̄t mui sével hô fennou : hôgen ann douar a choumaz é péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz, ma oé Gédéon é penn d’ézhan̄.

29. Ha Jérobaal, mâb Joas, a iéaz hag a choumaz enn hé dî hé-unan :

30. Hag hén̄ en dôé dék mâb ha tri-ugen̄t, deûet eûz hé gorf hé-unan, ô veza m’en dôa kalz a c’hragez.

31. Hôgen hé zerc’h, en dôa é Sichem, a c’hanaz d’ezhan̄ eur mâb hanvet Abimélek.

32. Ha Gédéon, mâb Joas, a varvaz enn eur gôzni vâd, hag é oé béziet é béz Joas, hé dâd, é Éfra eûz a diad Ezri.

33. Hôgen goudé ma oé marô Gédéon, bugalé Israel en em zistrôaz hag en em zaotraz oc’h heûlia Baal. Hag hî a réaz kévrédigez gan̄t Baal, évit ma vijé da Zoué d’ézho :

34. Ha n’hô dôé mui a zonch eûz ann Aotrou hô Doué, péhini en dôa hô zennet eûz a zaouarn hô holl énébourien trô-war-drô.

35. N’hô dôé anaoudégez-vâd é-bed (T) évit tî Jérobaal Gédéon, hervez ann holl vadou en dôa gréat enn Israel.


————


IX. PENNAD.


Abimélek a laz hé vreûdeûr. Lazet éo hé-unan gan̄d eur vaouez.


1. Hôgen Abimélek, mâb Jérobaal, a iéaz da Zichem étrézé breûdeûr hé vamm, hag a gomzaz out-hô, hag oud ann holl géren̄tiez eûz a di tâd hé vamm, ô lavarout :

2. Livirid ann dra-man̄ da holl dûd Sichem : Péhini eo ar gwella gan-é-hoc^h, pé béza gouarnet gan̄d dek dén ha tri-ugen̄t, mipien holl da Jérobaal, pé béza gouarnet gan̄d eunn dén hép-kén ? Evésait ivez éz ounn hoc’h askourn hag hô kîk.

3. Ha breûdeûr hé Vamm a lavaraz ann holl draou-zé diwar hé benn da holl dûd Sichem ; hag é lékéjon̄t da bléga hô c’haloun étrezég Abimélek, ô lavarout : Hor breûr eo.

4. Hag hî a rôaz dézhan̄ dék lur ha tri-ugen̄t a arc’han̄t eûz a dempl Baal-bérit. Hag Abimélek a gasaz gan̄t-han̄ ac’hanô tûd disneûz ha didalvez, péré a iéaz war hé lerc’h.

5. Hag hén̄ a zeûaz da dî hé dâd é Éfra, hag a lazaz war eunn hévélep méan ann dék mâb ha tri-ugen̄t Jérobaal, hé vreûdeûr : na choumaz némét Joatan, mâb iaouan̄ka Jérobaal, péhini a iéaz da guza.

6. Hôgen holl dûd Sichem, hag holl diadou kéar Mello en em zastumaz ; hag éz éjon̄t, hag é lékéjon̄t da roué Abimélek, é-tâl ann derven a ioa é Sichem.

7. Pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé da Joatan, éz éaz hag en em lékéaz enn hé zâ war lein ménez Garizim ; hag ô sével hé vouéz, é c’harmaz hag é lavaraz : Sélaouit ac’hanoun, tûd Sichem, ével ma sélaouô Doué ac’hanoc’h.

8. Ar gwéz en em zastumaz évit lakaad eur roué war-n-ézhô, hag a lavaraz d’ar wézen olived : Béz roué d’é-omp.

9. Hag hi a lavaraz : Ha mé a hell dilézel va lard a zô mâd d’ann douéed ha d’ann dûd, évid don̄t d’en em lakaad é penn ar gwéz ?

10. Hag ar gwéz a lavaraz d’ar wézen-fiez : Deûz, ha béz roué d’é-omp.

11. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Ha mé a hell dilezel va c’houékder ha va frouez mâd-meûrbéd, évit don̄t d’en em lakaad é penn ar gwéz all ?

12. Hag ar gwéz a lavaraz d’ar winien : Deûz, ha béz roué d’é-omp.

13. Hag hî a lavaraz d’ézhô : Ha mé a hell dilezel va gwîn, péhini a laouéna Doué hag ann dûd, évid en em lakaad é penn ar gwéz all ?

14. Hag ann holl wéz a lavaraz d’ar vôden : Deûz, ha béz roué d’é-omp.

15. Hag hî a lavaraz dézhô : Ma likiid ac’hanoun évit-gwîr da roué d’é-hoc’h, deûit, ha diskuizit dindân va skeûd : hôgen ma na fell két d’é-hoc’h, ra zavô tân eûz ar vôden, ha ra zevô gwéz-sedr al Liban.

16. Hôgen bréma gwélit mar d-eo dré reiz hag hép péc’hed hoc’h eûz lékéat Abimélek da roué war-n-hoc’h ; ma hoc’h eûz gréat ervâd é-kén̄ver Jérobaal hag hé dî ; ha mar d-oc’h bét anaoudek eûz a vâd-ôberiou ann hini en deûz stourmet évid-hoc’h,

17. Hag en deûz lékéat hé vuez é-gwall, évid hô tenna eûz a zaouarn ar Vadianited ;

18. C’houi péré a zô bét savet a-énep tî va zâd, hoc’h eûz lazet war eunn hévélep méan hé zék mâb ha tri-ugen̄t, hag hoc’h eûz lékéat da roué war dûd Sichem Abimélek, mâb hé vatez, ô véza ma eo breûr d’é-hoc’h.

19. Ma hoc’h eûz éta gréat é-kéver Jérobaal hag hé dûd hervez ar reiz (T) hag hép péc’hed, ha ma en em laouénait hiriô é Abimélek, ra en em laouénaiô hén̄ ivez enn-hoc’h.

20. Hôgen ma hoc’h eûz gréat enn hé gén̄ver (T) a-énep pép reiz, ra zavô tân eûz a Abimélek, ha ra zevô tûd Sichem ha kéar Mello : ra zavô tân eûz a dûd Sichem hag eûz a géar Mello, ha ra zévô Abimélek.

21. Goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé, é tec’haz Joatan, hag éz éaz da Véra ; hag é choumaz énô gan̄d aoun râg hé vreûr Abimélek.

22. Abimélek a rénaz éta war Israel é-pâd tri bloaz.

23. Hôgen ann Aotrou a gasaz eur spéred a zroug étré Abimélek ha tûd Sichem : hag ar ré-man̄ a zeûaz d’hé argarzi,

24. Ha da deûrel war Abimélek, hô breûr, ha war ar brin̄sed all eûz a Zichem, ann torfed da véza lazet ann dék mâb ha tri-ugen̄t eûz a Jérobaal, ha da véza skuḻet hô goâd. (T).

25. Hag hî a lékéaz spiou d’ézhan̄ war lein ar ménésiou : hag ô chéda ma teûjé, en em rôen̄t d’al laéron̄si, hag é preizen̄t ann dréménidi. Hôgen rôet é oé da anaout kémen̄t-sé da Abimélek.

26. Koulskoudé Gaal, mâb Obed, a zeûaz gan̄d hé vreûdeûr, hag a dréménaz é Sichem. Tûd Sichem, oc’h hé wélout enn hô zouez (T),

27. A iéaz dré ar parkeier, ô wasta ar gwiniennou, hag ô vac’ha ar rézin : hag ô véza gréat bagadou kanerien, éz éjon̄t ébarz templ hô doué ; hag étré ar banvésiou hag ar gwérennadou, é villigen̄t Abimélek.

28. Ha Gaal, mâb Obed, a c’harmé, ô lavarout : Piou eo Abimélek, ha pétrâ eo Sichem, évit ma vézimp dindân-han̄ ? Ha n’eo két kén̄ mâb Jérobaal, ha n’en deûz-hen két lékéat Zébul hé zervicher da brin̄s war dûd Hémor, tâd Sichem ? Pérâg éta é servichimp-ni anézhan̄ ?

29. A-ioul ma lakajé eur ré-bennâg ar bobl-zé dindân va dourn, évit ma tennchenn Abimélek eûz hô c’hreiz. Ha lavaret é oé da Abimélek : Stroll eunn armé vrâz, ha deûz.

30. Ha Zébul, prin̄s kéar, ô véza klévet ar péz a lavaré Gaal, mâb Obed, a zavaz drouk brâz enn-han̄ :

31. Hag é kasaz é-kûz kannaded étrézéd Abimélek, évit lavarout d’ézhan̄ : Chétu Gaal, mâb Obed, a zô deûet da Zichem gan̄d hé vreûdeûr, hag é fell d’ézhan̄ lakaat kéar da zével enn da énep.

32. Saô éta é-pâd ann nôz gan̄d ar ré eûz da bobl a zô gan-éz, ha choum kuzet er parkéier :

33. Ha da darz ann deiz pa zavô ann héol, en em daol war géar ; ha p’az ai hén̄ er-méaz gan̄d hé bobl enn da énép, é rî d’ézhan̄ ar péz a helli.

34. Abimélek a zavaz éta gan̄d hé holl armé é-pâd ann nôz : hag a aozaz spiou léz Sichem é pévar léac’h.

35. Ha Gaal, mâb Obed, a iéaz er-méaz, hag a choumaz é-tâl porz kéar ; hôgen Abimélek hag hé holl armé a zavaz eûz a léac’h ar spiou.

36. Ha pa wélaz Gaal ar bobl-zé, é lavaraz da Zébul : Chétu eul lôd brâz a dûd a ziskenn eûz ar ménésiou. Ha Zébul a lavaraz d’ézhan̄ : Skeûdou ar ménésiou eo a wélez ével pennou tûd, hag ann dra-zé eo a douell ac’hanod.

37. Ha Gaal a lavaraz c’hoaz : Chétu eur bobl a ziskenn eûz a greiz ann douar, hag eur van̄den a zeû dré ann hen̄t a zell oud ar wézen dérô.

38. Ha Zébul a lavaraz d’ézhan̄ : Péléac’h éma bréma ann herder gan̄t péhini é lavarez : Piou eo Abimélek évit ma vézimp dindân-han̄ ? Ha ne két ar bobl-zé a zisprizez ? Kéa er-méaz, ha stourm out-han̄.

39. Gaal a iéaz éta er-méaz dirâk pobl Sichem, hag a stourmaz oud Abimélek,

40. Péhini hel lékéaz da dec’hout, a iéaz war hé lerc’h, hag hel lékéaz d’en em denna é kéar : ha kalz eûz a dûd Gaal a oé lazet bétég ouz porz kéar.

41. Hag Abimélek a éhanaz é Ruma : hôgen Zébul a gasaz er-méaz eûz a géar Gaal hag hé dûd, ha n’hô lézas mui da choum enn-hi.

42. Hôgen an̄trônôz ar bobl a iéaz war ar méaz. Ha pa oé lavaret kémen̄t-sé da Abimélek,

43. Hé-man̄ a géméraz hé armé, a rannaz é teir van̄den, goudé béza aozet spiou er parkéier. Ha pa wélaz pénaoz é teûé ar bobl er-méaz eûz a géar, é savaz hag en em daolaz war-n-ézhô.

44. Stourmi a réaz out-hô gan̄d hé armé, hag é c’hrounnaz kéar : é keit-sé diou van̄den all a iéaz war-lerc’h ann énébourien, péré a dec’hé tu-man̄ ha tû-hon̄t dré ar parkéier.

45. Hôgen Abimélek a stourmaz out kéar é-pâd ann deiz-zé holl : hé c’héméroud a réaz hag é lazaz hé holl dûd, ha goudé béza hé bévézet, éc’h hadaz c’hoalen war-n-ézhi.

46. Pa glévaz kémen̄t-sé ar ré a choumé é tour Sichem, éz éjon̄t é templ hô doué Bérit, é péléac’h hô dôa gréat kévrédigez gan̄t-han̄ ; ha diouc’h-sé é oa bét rôet hé hanô d’al léac’h-zé, péhini a oa kré-meûrbéd.

47. Hag Abimélek ô véza klévet pénaoz tûd tour Sichem a oa en em zastumet holl,

48. A biñaz war vénez Selmon gan̄d hé holl bobl : hag ô véza kéméret eur vouc’hal, é trouc’haz eur skourr gwézen, hag ô véza hé lékéat war hé skoaz é lavaraz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ : Ar péz hoc’h eûz va gwélet oc’h ôber, grît-hén̄ râk-tâl.

49. Trouc’ha a réjon̄t éta gwell-pé-vell skourrou gwéz, hag éz éjon̄t war-lerc’h penn hô armé. Hag hî, ô véza lékéat ar c’heûneûd enn-drô d’ar c’hré, a lékéaz ann tân enn-han̄ : hag é c’hoarvézaz pénoaz mil dén, kenn goazed, kenn merc’hed, péré a choumé é tour Sichem, a oé lazet pé gan̄d ann tân, pé gan̄d ar môged.

50. Hôgen Abimélek ô von̄t-kuît ac’hanô a zeûaz étrézé kéar Téber, a gelc’hiaz hag a c’hrounnaz gan̄d hé armé.

51. Hôgen béz’ éz oa eunn tour uc’hel-brâz é-kreiz kéar, é péhini é oa tec’het ar oazed hag ar merc’hed, hag holl brin̄sed kéar ; ha goudé béza serret klôz ann ôr, hî a oa en em dennet war lein ann tour évid en em zifenni énô.

52. Hag Abimélek ô von̄d étrézég ann tour a stourmé kaer ; hag ô tôstaat oud ann ôr, é klaské lakaad ann tân enn-han̄.

53. Ha chétu eur vaouez ô teûrel diwar laez eunn darn méan milin, a skôaz war benn Abimélek, hag a dorraz hé glôpenn d’ézhan̄.

54. Hag hén̄ a c’halvaz râk-tâl hé floc’h, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Tenn da glézé, ha lâz ac’hanoun ; gan̄d aoun na vé lavaret pénaoz ounn bét lazet gan̄d eur vaouez. Hag hé-man̄ ô sen̄ti out-han̄, hel lazaz.

55. Ha pa oé marô, ar ré holl eûz a Israel a oa gan̄t-han̄, a zistrôaz pép-hini d’hé gear :

56. Ha Doué a zistolaz da Abimélek ann droug en dôa gréat a-éneb hé dâd, ô laza hé zék vreûr ha tri-ugen̄t.

57. Distolet é oé ivé d’ar Sichémited ann droug hô dôa gréat ; ha malloz Joatam, mâb Jérobaal, a gouézaz war-n-ézhô.


————


X. PENNAD.


Bugalé Israel a gouéz dindan béli ar Filistined hag ann Ammonited.


1. Goudé Abimélek é oé lékéat é penn bugalé Israel Tola, mâb Fua, éon̄tr Abimélek, dén eûz a vreûriez Isakar, péhini a choumé é Samir, é ménez Éfraim.

2. Hag hén̄ a varnaz Israel é-pâd tri bloaz war-n-ugen̄t ; hag é varvaz, hag é oé béziet é Samir.

3. Ha goudé hé-man̄ é savaz Jair eûz a C’halaad, péhini a varnaz Israel é-pâd daou vloaz war-n-ugen̄t.

4. Trégon̄t mâb en dôa a biñé war drégon̄t ébeûl azénéz, ha prin̄sed é oan̄t war drégon̄t kéar é brô Galaad, péré a zô hanvet bété vréman̄ eûz hé anô Havot-Jair, da lavaroud eo, keriou Jair.

5. Ha Jair a varvaz, hag a oé béziet el léac’h hanvet Kamon.

6. Hôgen bugalé Israel, ô lakaat péc’héjou névez war béc’héjou kôz, a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz ann idolou, ha Baalim hag Astarot, ha douéed ar Siria ha Sidon, ha Moab, ha mipien Ammon, hag ar Filistined : dilezel a réjon̄t ann Aotrou, ha na géelchon̄t mui anézhan̄.

7. Ann Aotrou ô von̄t drouk enn-han̄ enn hô énep (T), hô lékéaz étré daouarn ar Filistined ha mipien Ammon.

8. Hag ar ré anézhô a choumé enn tû all d’ar Jourdan, é douar ann Amorréed, a zô ê Galaad, a oé glac’haret ha gwasket-brâz é-pâd triouec’h vloaz.

9. Enn hévélep doaré ma treûzaz mipien Ammon, ar Jourdan, ha ma wastchon̄t douarou Juda, ha Ben̄jamin, hag Éfraim, hag Israel a oé gwall c’hlac’haret.

10. Ha bugalé Israel ô c’harmi étrézég ann Aotrou, a lavaraz : Péc’het hon eûz enn da géver, ô véza ma hon eûz dilézet ann Aotrou hon Doué, ha ma hon eûz servichet Baalim.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô : Ann Éjiptianed, hag ann Amorréed, ha mipien Ammon, hag ar Filistined,

12. Hag ar Sidonied, hag ann Amalékited, hag ar C’hananéed ha n’hô deûs-hi két gwasket war-n-hoc’h ; ha pa hoc’h eûz garmet étrézég enn-oun, ha n’em eûz-mé két hô tennet eûz hô daouarn ?

13. Ha koulskoudé hoc’h eûz va dilézet, hag hoc’h eûz kéélet douéed a-ziavéaz : râk-sé n’hô tenninn mui er-méaz a boan. (T).

14. It, ha galvit ann douéed hoc’h eûz dilennet ; ra zieûbin̄t-hî ac’hanoc’h é amzer ar c’hlac’har.

15. Ha bugalé Israel a lavaraz d’ann Aotrou : Péc’het hon eûz ; gra d’e-omp ar péz a giri ; hon diboan hép-kén bréma.

16. Hag ô lavarout kémen̄t-sé, é taolchon̄t er-méaz eûz hô douarou idolou ann douéed a-ziavéaz, hag hî a zervichaz ann Aotrou Doué, péhini en dôé truez oud hô reûziou.

17. Koulskoudé mipien Ammon gan̄t garmou brâz a zisplégaz hô zeltou é Galaad : ha bugale Israel ô véza en em strollet enn hô énep, a lékéaz hô c’hamp é Masfa.

18. Ha prin̄sed Galaad a lavaraz ann eil d’égilé : Ar chen̄ta ac’hanomp a zeûiô da stourmi out mipien Ammon, a vézô é penn pobl Galaad.


————


XI. PENNAD.


Jefté barner é Israel. Hé wéstl diévez.


1. Enn amzer-zé éz oa eunn dén eûz a C’halaad hanvet Jefté, dén-a-vrézel ha kalounek-brâz, mâb eur c’hast, hag en dôé da dâd Galaad.

2. Hôgen Galaad en dôa hé c’hrég, a béhini en dôa bét bugalé péré pa oen̄t deûet brâz, a lékéaz Jefté er-méaz, ô lavarout : Na hellez két béza da her é ti hon tâd, ô véza ma oud bét ganet eûz a eur vamm all.

3. Jefté ô tec’hout hag ô pellaat diout-hô, a choumaz é brô Tob : ha tûd diének ha douget d’al laéron̄si en em strollaz war hé drô, hag a iéa war hé lerc’h ével war-lerc’h hô frin̄s.

4. Enn amzer-zé mipien Ammon a vrézélékéé oud Israel.

5. Hag ô véza ma oan̄t stardet kaer gan̄t-hô, hénaoured Galaad a iéaz da gavout Jefté é brô Tob, évit goulenni hé skoazel digan̄t-han̄.

6. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz ha bez da brin̄s d’é-omp, ha stourm out mipien Ammon.

7. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha né két c’houi eo a gaséé ac’hanoun, hag hoc’h eûz va c’haset-kuit eûz a di va zâd ; ha bréma é teûit étrézég enn-oun pa hoc’h eûz ézomm ac’hanoun ?

8. Hag hénaoured Galaad a lavaraz da Jefté : Dré-zé eo é teûomp bréma étrézég enn-oud, évit ma teûi gan-é-omp, ha ma stourmi out mipien Ammon, ha ma vézi é penn ar ré holl a choum é Galaad.

9. Ha Jefté a lavaraz d’ézhô : Mar d-eo gwîr pénaoz oc’h deûet d’am c’havout évit ma stourminn évid-hoc’h out mipien Ammon, ha ma hô laka ann Aotrou étré va daouarn, ha béz é vézinn da brin̄s d’é-hoc’h ?

10. Hag hî a lavaraz dézhan̄ : Ann Aotrou, péhini a glev kémen̄t-man̄, a zô hé-unan da han̄térour ha da dést, pénaoz é talc’himp hor gér.

11. Jefté a iéaz éta gan̄d hénaoured Galaad, hag ar bobl holl hel lékéaz da brin̄s war-n-ézhô. Ha Jefté en dôa gréat hé holl lavariou dirâg ann Aotrou é Masfa.

12. Hag hén̄ a gasaz kannaded da roué mipien Ammon, évit lavarout d’ézhan̄ eûz hé berz : Pétrâ a zô étré té ha mé, évit ma teûez em énep, ha ma wastez va douar ?

13. Ha roué mipien Ammon a lavaraz d’ar gannaded : O véza ma en deûz Israel kéméret va brô, pa eo piñet eûz ann Éjipt, adaleg harzou Arnon bété Jabok, ha bétég ar Jourdan : hôgen distol-hi d’in bréma gan̄d ar péoc’h.

14. Jefté hô c’hasaz adarré, hag a gémennaz d’ézhô lavarout da roué mipien Ammon :

15. Chétu pétrâ a lavar Jefté : N’en deûz kéméret Israel na brô Moab, na brô mipien Ammon :

16. Hôgen pa biñaz eûz ann Éjipt, é kerzaz dré ann distrô bétég ar môr Rûz, hag é teûaz da Gadez.

17. Hag Israel a gasaz kannaded da roué Édom, évit lavarout : Va lez da dréménout dré da vrô. Ha roué Édom na fellaz két d’ézhan̄ é vé gréat (T) ar péz a c’houlenné. Hag Israel a gasaz ivé étrézé roué Moab, péhini a zinac’haz hô lézel da dréménout. Israel a choumaz éta é Kadez ;

18. Hag ô véza gréat ann drô eûz a vrô Édom hag euz a vrô Moab, é teûaz war-zû ar sâv-héol eûz a vrô Moab, hag é tisplégaz hé deltou enn tû all da Arnon : ha na fellaz két d’ézhan̄ mon̄t enn diabarz eûz a harzou Moab ; rag Arnon a zo harzou brô Moab.

19. Israel a gasaz ivé kannaded da Zéhon, roué ann Amorréed, péhini a choumé é Hesébon, évit lavarout d’ézhan̄ : Va lez da dréménout dré da vrô bétég ar ster.

20. Hôgen Séhon ô tisprizout ivé goulenn Israel, n’hé lézaz két da dréménout dré hé harzou : hag ô véza strollet eul lôd brâz a vrézélidi, é kerzaz oud Israel é Jasa, hag é énébaz kaer out-han̄.

21. Hôgen ann Aotrou a lékéaz Séhon gan̄d hé holl armé étré daouarn Israel, péhini hen tréc’haz hag a géméraz holl zouarou ann Amorréed a choumé er vrô-zé,

22. Hag hô holl harzou, adaleg Arnon bété Jabok, hag adaleg ann distrô bétég ar Jourdan.

23. Ann Aotrou Doué Israel a dréc’haz éta ann Amorréed pa stourmé out-hô Israel hé bobl ; hag é fell d’id bréma béza perc’hen enn hé zouar ?

24. Ha né két dléet d’id gan̄t reiz ar péz a zô da Gamor da Zoué ? Evel-sé ar péz en deûz gounézet ann Aotrou hon Doué pa eo bét tréac’h, a gouez enn hor c’hers.

25. Ha gwelloc’h oud égét Balak, mâb Séfor, roué Moab ? Pé ha té a hell diskouéza pénaoz eo en em glemmet out Israel, hag en deûz stourmet out-han̄,

26. Pa choumé é Heséhon, hag enn hé bourc’hiou, hag é Aroer, hag enn hé bourc’hiou, pé enn holl geriou a-héd ar Jourdan, é-pâd tri c’han̄t vloaz ? Pérâg é-keit ann amzer-zé n’hoc’h eûz-hu gréat nétrâ diwar-benn ar goulenn-zé ?

27. Râk-sé né két mé a bec’h ouz-id, hôgen té eo a ra droug em énep, oc’h ôber é-gaou ar brézel ouz-in. Ra vézô hiriô ann Aotrou da varner ha da han̄térour étré Israel ha mipien Ammon.

28. Roué mipien Ammon na fellaz két d’ézhan̄ aotréa ar péz en dôa goulennet Jefté digan̄t-han̄ gan̄d hé gannaded.

29. Neûzé spéred ann Aotrou a iéaz war Jefté, hag oc’h ôber ann drô eûz a C’halaad, eûz a Vanasé, hag eûz a Vasfa eûz a C’halaad, é tréménaz da vrô mipien Ammon ;

30. Ha Jefté a réaz ar gwéstl d’ann Aotrou, ô lavarout : Mar lékéez mipien Ammon étré va daouarn,

31. Ar c’hen̄ta a zeûiô er-méaz eûz va zî, hag a iélô war va arbenn (T) pa zistrôinn gan̄d ar péoc’h eûz a vrô mipien Ammon, a genniginn d’ann Aotrou é sakrifiz-losk.

32. Ha Jefté a dréménaz da vrô mipien Ammon évit stourmi out-hô : hag ann Aotrou hô lékéaz étré hé zaouarn.

33. Hag hén̄ a dréc’haz anézhô adaleg Aroer bété ma teûeur da Vennit, é ugen̄t kéar, ha bétég Abel a zô diazézet er gwiniennou, gan̄d eul lazérez brâs-meûrbéd ; ha mipien Ammon a oé izéléet gan̄t bugalé Israel.

34. Hôgen pa zistrôé Jefté eûz a Vasfa d’hé di, hé verc’h penn-hérez, râk n’en dôa bugel all é-béd, a iéaz war hé arbenn (T) gan̄t taboulinou ha dan̄sou :

35. Pa wélaz Jefté anézhî, é rogaz hé ziḻad, hag é lavaraz : Allaz mé a zô reûzeûdik, va merc’h, va saouzanet éc’h eûz, hag en em zaouzanet oud da-unan : râk digoret em eûz va génou étrézég ann Aotrou, ha na hellinn két ôber eunn dra all.

36. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Va zâd ma éc’h eûz digoret da c’hénou étrézég ann Aotrou, gra d’in ar péz éc’h eûz gwéstlet da ôber, pa eo bét aotréet d’id ar ven̄jan̄s hag ann tréac’h war da énébourien.

37. Hag hî a lavaraz c’hoaz d’hé zâd : Grâ d’in hép-kén ar péz a c’houlenninn digan-éz : Va lez da von̄t é-pâd daou viz war ar ménésiou évit ma wélinn war va gwerc’hted gan̄d va miñounézed.

38. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Kéa hag hén̄ a lézaz anézhi da von̄t é-pâd daou viz. Ha pa oé éat gan̄d hé eiled hag hé miñounézed, é wélaz war hé gwerc’hted war ar ménésiou.

39. Ha pa oé tréménet ann daou viz é tistrôaz hî étrézég hé zâd : hag hén̄ a réaz d’ézhi ével m’en dôa gwéstlet : hag hî na anavézaz goâz é-béd. Ac’hanô é teûaz ar boaz enn Israel, hag a zô bét miret abaoé,

40. Ma en em zastum kévret merc’hed Israel ha ma wélon̄t da verc’h Jefté eûz a C’halaad é-pâd pévar dervez.


————


XII. PENNAD.


Dispac’h a-énep Jefté. Hé varô.


1. Hôgen eunn dispac’h a zavaz enn Éfraim, ha tûd ar vreûriez-zé ô tréménout war-zû ann han̄ter-nôz, a lavaraz da Jefté : Pérâk pa oud éat da stourmi out mipien Ammon, né két fellet d’id hor gervel da von̄t gan-ez ? En̄tana a raimb éta da dî.

2. Ha Jefté a lavaraz d’ézhô : Eur striv brâz a ioa étré mé ha va bobl ha mipien Ammon : hô kalvet em eûz évit rei skoazel d’in, ha né két fellet d’é-hoc’h hé rei.

3. Pa em eûz gwélet kémen̄t-sé, em eûz lékéat va buez étré va daouarn, em eûz kerzet out mipien Ammon, hag ann Aotrou en deûz hô lékéat étré va daouarn. Pénaoz em eûz mé dellézet é teûfac’h da zével em énep évit stourmi ouz-in ?

4. Jefté éta ô véza galvet a dû gan̄t-han̄ holl dûd Galaad, a stourmaz out Éfraim : ha tûd Galaad a dréc’haz ré Éfraim, ô véza m’hô dôa lavaret : Galaad a zô eunn tec’her eûz a Éfraim, hag a choum é-kreiz Éfraim ha Manasé.

5. Hag ar C’halaadied a géméraz gwéviou ar Jourdan, dré béré é tlié distrei ann Éfraimied. Ha pa zeûé étrézég énô unan eûz a Éfraim a dec’hé hag a lavaré : Va lez, mé az péd, da dreûzi ; ar C’halaadied a lavaré d’ézhan̄ : Ha n’oud két eunn Éfraléad ? Ma lavaré : n’ounn két ;

6. É lavaren̄t d’ézhan̄ : Lavar éta Schibbolet, da lavarout eo eur penn-éd. Hag hén̄ a lavaré Sibbolet, hag ar gér-zé na oa két da lavarout eur penn-éd ; râk-tâl é krogen̄t enn-han̄ hag é vougen̄t anézhan̄ é treiz ar Jourdan. Hag hî a lazaz enn amzer-zé daou vil war-n-ugen̄t eûz a dûd Éfraim.

7. Jefté eûz a C’halaad a varnaz éta Israel a-héd c’houéac’h vloaz : hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet enn hé géar Galaad.

8. Goudé hé-man̄ Abésan, eûz a Vétléhem, a varnaz Israel.

9. Béz’ en dôé trégon̄t mâb, ha kémen̄d all a verc’hed, péré a zimézaz er-méaz eûz ar géar ; ha kémen̄d all a c’hragez a rôaz d’hé vipien. Hag hén̄ a varnaz Israel a-héd seiz vloaz :

10. Hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet é Bétléhem.

11. Goudé hé-man̄ é oé barner Ahialon, eûz a Zabulon : hag hén̄ a varnaz Israel a-héd dék vloaz :

12. Hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet é Zabulon.

13. Goudé hé-man̄ Abdon, mâb Illel eûz a Faraton, a varnaz Israel.

14. Béz’ en dôé daou-ugen̄t mâb, ha trégon̄t mâb-bihan deûet diout-hô, péré a biñé war zég ébeûl ha tri-ugen̄t a azénéz : hag hén̄ a varnaz Israel a-héd eiz vloaz :

15. Hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet é Faraton, é brô Éfraim, war vénez Amalek.


————


XIII. PENNAD.


Bugalé Israel dindân béli ar Filistined. Ganédigez Samson.


1. Ha bugalé Israel a réaz c’hoaz ann drouk dirâg ann Aotrou, péhini hô lékéaz étré daouarn ar Filistined é-pâd daou-ugen̄t vloaz.

2. Hôgen béz’ éz oa eunn dén eûz a Zaraa, hag eûz a wenn Dan, hanvet Manué, péhini en dôa eur c’hrég bréc’han̄.

3. Hag éal ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhî, hag a lavaraz d’ézhi : Bréc’han̄ oud hag héb bugalé ; hôgen té a en̄géhen̄tô hag a c’hanô eur mâb.

4. Laka évez éta na évi na gwîn na bier, ha na zebri nétrâ a zic’hlan ;

5. Râk té a en̄géhen̄to hag a c’hanô eur mâb, war benn péhini n’az ai két ann aoten : râk Nazaréad Doué é vézô adalek hé vugaléach hag adalek kôv hé vamm, hag hen̄ a zeûiô da denna Israel eûz a zaouarn ar Filistined.

6. Hou-man̄ a zeûaz da gaout hé ozac’h, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Eunn dén Doué a zô deûet d’am c’havout, hag hén̄ d’ézhan̄ doaré eunn éal, eûzuz-brâz. Ha pa em eûz goulennet digan̄t-han̄ piou é oa, hag a béléac’h é teûé, ha pé hanô en dôa, né két fellet d’ézhan̄ hé lavarout d’in.

7. Hôgen chétu pétrâ en deûz lavaret : Té a en̄géhon̄tô hag a c’hanô eur mâb : laka évez na évi na gwîn na bier, ha na zébri nétrâ a zic’hlan : râk Nazaréad Doué é vézô ar bugel adaleg hé vugaléach, hag adalek kôv hé vamm bété deiz hé varô.

8. Manué a bédaz éta ann Aotrou hag a lavaraz : Da bédi a rann, ô Aotrou, ma teûi adarré ann dén Doué éc’h eûz digaset ha ma teskô d’é-omp pétrâ a dléomp da ôber eûz ar bugel a dlé béza ganet.

9. Hag ann Aotrou a glevaz out péden Manué, hag éal ann Aotrou en em ziskouézaz adarré d’hé c’hrég pa édô azézet enn eur park. Hôgen Manué, hé ozac’h, né oa két gan̄t-hi. Ha pa é dôé-hî gwélet ann éal,

10. É rédaz râk-tâl da gavout hé ozac’h, hag hé roaz da anaout d’ézhan̄, ô lavarout : Chétu eo en em ziskouézet d’in ann dén em bôa gwélet ken̄t.

11. Ha Manué a zavaz, hag a iéaz war-lerc’h hé c’hrég : hag ô véza deûet étrézég ann dén, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha té éo ec’h eûz komzet oud ar c’hrég-man̄ ? Hag hen̄ a lavaraz : Mé eo.

12. Ha Manué a lavaraz d’ézhan̄ : Pa vézô sévénet da c’her, pétrâ a fell d’id é rajé ar bugel ? Ha pétrâ a ran̄kô hé ziouéri ?

13. Hag éal ann Aotrou a lavaraz da Vanué : Ra ziouérô kémen̄t em eûz lavaret d’as grég :

14. Na zebret nétrâ eûz a gémen̄t a zeû eûz ar winien, na évet na gwîn na bier, ha na zebret nétrâ a zic’hlan ; ha sévénet ha miret ar péz em eûz gourchémennet d’ézhi.

15. Ha Manué a lavaraz da éal ann Aotrou : Aotré d’in, mé az péd, ar péz a c’houlenninn digan-éz, ma aozimp d’id eur menn gavr.

16. Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄ : Ha pa bédfez stard ac’hanoun, na zebrinn két eûz da vara : hôgen mar fell d’id ôber eur sakrifiz-losk, kennig-hén̄ d’ann Aotrou. Ha Manué na wié két pénaoz é oa éal ann Aotrou.

17. Hag hén̄ a lavaraz d’ann éal : Pé hanô oud, évit, pa vézô sévénet da c’hér, ma énorimp ac’hanod.

18. Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é klaskez-té va hanô, pa eo estlammuz ?

19. Manué a géméraz éta ar menn-gavr, hag ar braoued-kennig ; hag é lékéaz anézhô war eur méan, oc’h hô c’henniga d’ann Aotrou péhini a ra burzudou : hogen hén̄ hag hé c’hrég a zellé.

20. Ha pa zavaz flamm ann aoter étrézég ann én̄v, éal ann Aotrou a zavaz ivé er flamm. Ha pa wélaz Manué hag hé c’hrég kémen̄t-sé, en em strin̄kchon̄t d’ann douar war hô génou ;

21. Hag éal ann Aotrou n’en em ziskouézaz mui d’ézhô. Ha Manué a vennaz râk-tâl pénaoz é oa éal ann Aotrou ;

22. Hag hén̄ a lavaraz d’hé c’hrég : Mervel a raimp évit gwîr, râg gwélet hon eûz Doué.

23. Hag hé c’hrég a lavaraz d’ézhan̄ : Ma vé bét fellet d’ann Aotrou hol laza, n’en divijé két digéméret eûz hon daouarn ar sakrifiz-losk hag ar braoued-kennig, ha n’en divijé két diskouézet d’é-omp ann holl draou-zé, na diouganet ar péz a dlé c’hoarvézout.

21. Ar c’hrég a c’hanaz éta eur mâb, hag a c’halvaz anézhan̄ Samson. Ar bugel a greskaz, hag ann Aotrou a vennigaz anézhan̄.

25. Ha spéred ann Aotrou a zeûaz da véza gan̄t-han̄ é kamp Dan, étré Saraa hag Estaol.


————


XIV. PENNAD.


Samson a lâz eul léon.


1. Ha Samson a ziskennaz da Damnata ; hag ô véza gwélet énô eur vaouez é-touez merc’hed ar Filistined,

2. É piñaz, hag hé rôaz da anaout d’hé dâd ha d’hé vamm, ô lavarout : Gwélet em eûz eur vaouez é Tamnata é-touez merc’hed ar Filistined : rô-hi d’in da c’hrég, mé az péd.

3. Hé dâd hag hé vamm a lavaraz d’ézhan̄ : Ha n’eûz két a vaouez é-touez merc’hed hor breûdeûr, hag é-kreiz hon holl bobl, évit ma fell d’id kéméroud eur c’hrég é-touez ar Filistined, péré a zô dienwadet ? Ha Samson a lavaraz d’hé dâd : Rô-hî d’in ; rak plijet é deûz d’in pa em eûz hé gwélet. (T).

4. Hôgen hé dûd na wien̄t két pénaoz é teûé kémen̄t-man̄ a berz ann Aotrou, ha pénaoz é klaské eunn abek a-éneb ar Filistined : râg enn amzer-zé ar Filistined hô dôa galloud war Israel.

5. Samson a ziskennaz éta gan̄d hé dâd hag hé vamm da Damnata. Ha pa oen̄t deûet da winiennou kéar, en em ziskouézaz eul léon iaouan̄k hag hén̄ férô hag ô iuda, hag a zeûaz étrézé Samson.

6. Hôgen spéred ann Aotrou a grogaz é Samson, hag hén̄ a ziskolpaz al leon, oc’h hé zispenna ével eur menn-gavr, pétrâ-bennâg n’en dôa nétrâ enn hé zourn : ha na fellaz két d’ézhan̄ lavarout kémen̄t-sé d’hé dâd ha d’hé vamm.

7. Hag hén̄ a ziskennaz, hag a gomzaz gan̄d ar vaouez é dôa plijet d’ézhan̄.

8. Hag a-benn eunn nébeût dervésiou pa zistrôé évid hé c’hémérout da c’hrég, é tistrôaz diwar hé hen̄t évit gwélout korf-marô al léon ; ha chétu é kavaz eunn héd gwénan hag eunn diren-vél é génou al léon.

9. Hé c’héméroud a réaz enn hé zaouarn, hag é tebré enn eur gerzout : hag ô ton̄t étrézég hé dâd hag hé vamm, é rôaz lôd d’ézhô, hag hî a zebraz ; hôgen na fellaz két d’ezhan̄ diskléria d’ézhô pénaoz en dôa kéméret ar mél é korf al léon.

10. Ann tâd a ziskennaz éta da gavout ar vaouez, hag a réaz eur banvez d’hé vâb ; râg ar c’hîz é oa ével-sé é-touez ann dud-iaouan̄k.

11. Pa oé gwélet gan̄t tûd al léac’h-zé, é rôjon̄t d’ézhan̄ trégon̄t dén-iaouan̄k évit mon̄t gan̄t-han̄.

12. Ha Samson a lavaraz d’ézhô : Mé a fell d’in rei d’é-hoc’h eur lavar-gôlôet da en̄klaskout : ma hé zisplégit d’in é-pâd ar seiz dervez eûz ar banvez, é rôinn d’é-hoc’h tregon̄t liénen ha kémen̄d all a zaéou :

13. Hôgen ma na hellit hé zispléga, é rôot d’in trégon̄t liénen ha kemen̄d all a zaéou. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Rô da lavar-gôlôet, ma her c’hlevimp.

14. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : eûz ann hini a zebr eo deûet ar boéd, hag eûz ann hini kré eo deûet ann dra c’houék : ha na helchon̄t két, é-pâd trî dervez, displéga al lavar-gôlôet.

15. Hôgen pa dostéé ar seizved deiz é léverchon̄t da c’hrég Samson : Gra lidou d’as ozac’h, ha laka-hén̄ da ziskleria d’id pétrâ eo hé lavar-gôlôet. Ma na fell két d’id hé ôber, as tévimp, té ha tî da dâd : hag hor galvet éc’h eûz té d’as eûred évid hon diwiska ?

16. Hou-man̄ na réa némét gwéla dirâk Samson, hag en em glemmé, ô lavarout : Va c’hasaat a réz, ha n’am c’harez két : dré-zé eo na fell két d’id displéga d’in al lavar-gôlôet éc’h eûz rôet da vipien va bobl. Hag hén̄ a lavaraz : Ne két fellet d’in hé lavarout d’am zâd ha d’am mamm ; ha mé a helfé hé lavarout d’id ?

17. Gwéla a réaz éta hî dira-z-han̄ é-pâd ar seiz dervez a vanvez : enn-divez ar seizved deiz goudé béza bét rec’het gan̄t-hî, hé ziskleriaz d’ézhi. Hag hî râk-tâl hé rôaz da anaout d’hé c’henvrôiz.

18. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ ar seizved deiz abarz kûs-héol : Pétrâ a zô c’houékoc’h égéd ar mél, ha pétrâ a zô kréoc’h égéd al léon ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ma n’hô pé két aret gan̄t va ounner, n’hô pijé két kavet va lavar-gôlôet.

19. Ha spéred ann Aotrou a grogaz é Samson, hag hén̄ a ziskennaz da Askalon, hag a lazaz énô trégon̄t dén̄ : hag ô véza kéméret hô diḻad, é rôaz anézhô d’ar ré hô dôa displéget hé lavar-gôlôet. Hag ô von̄t droug enn-han̄ é piñaz da dî hé dâd.

20. Koulskoudé hé c’hrég a zimézaz gan̄d unan eûz hé miñouned, hag eûz ar ré a oa bét enn hé eûred.


————


XV. PENNAD.


Samson a zev éd ar Filistined. Mil Filistin a lâz gan̄t karvan eunn azen.


1. Hôgen nebeûd amzer goudé, pa dôstéé ar préd da védi ar gwiniz, ô véza deûet c’hoan̄t da Zamson da wélout hé c’hrég, é teûaz hag é tougaz d’ézhi eur menn-gavr. Ha pa venné gan̄t-han̄ mon̄d ébarz enn hé c’hambr hervez ma oa boazet da ôber, hé zâd a viraz out-han̄, ô lavarout :

2. Mennet em eûs pénaoz éz pôa kâs out-hî, ha râk-sé em eûz hé rôet da unan eûz da viñouned : hôgen eur c’hoar é deûz hag a zô iaouan̄koc’h ha kaéroc’h évit-hî ; kémer-hî da c’hrég enn hé léac’h.

3. Ha Samson a lavaraz d’ézhan̄ : Hivizikenn ar Filistined n’hô dévézô nétra da damallout d’in : rak mé a raiô drouk d’ézhô.

4. Mon̄d a réas hag é kéméras tri c’han̄t louarn, hag hô stagaz daou ha daou lôst ouc’h lôst, hag é éréaz goulaouennou brâz étré-z-hô.

5. Ha goudé béza lékéat ann tân enn-hô, é laoskaz al lern, évit ma rédchen̄t tû-man̄ ha tû-hon̄t. Ar ré-man̄ a iéaz râk-tâl a-dreûz da édou ar Filistined, é péré é lékéjon̄t ann tân ; hag ann éd a oa éréet é malanou, hag ann éd war droad, holl é oen̄t devet : ha dévet é oé ivé ar gwiniennou hag ar gwéz-olived.

6. Hag ar Filistined a lavaraz : Piou en deûz gréat kémen̄t-sé ? Ha lavaret é oé d’ézhô : Samson eo, mâb-kaer eunn dén eûz a Damnata, péhini en deûz lamet hé c’hrég digan̄t-han̄ évid hé rei da eunn all, en deûz gréat kémen̄t-sé. Hag ar Filistined a biñaz hag a zévaz ar c’hrég gan̄t hé zâd.

7. Ha Samson a lavaraz d’ézhô : Pétrâ-bennâg ma hoc’h eûz gréat ével-sé, é fell d’in c’hoaz koulskoudé en em ven̄ji ac’hanoc’h, ha goudé zé é paouézinn.

8. Hag hén̄ hô zréc’haz hag a réas eul lazérez brâz anézhô ; enn hévélep doaré ma oen̄t souézet brâz, ha ma lékéjon̄t hô gâr war hô morzed. Ha Samson a ziskennaz hag a iéaz da choum é kéô roc’h Étam.

9. Ar Filistined éta a bin̄az é douar Juda hag a zisplégaz hô zeltou el léac’h a zô bét hanvet a-c’houdévéz Léc’hi, da lavaroud eo, Karvan, é péléac’h é oé tréc’het hô armé.

10. Ha bugalé Juda a lavaraz d’ézhô : Pérâg oc’h-hu piñet enn hon énep ? Hag hî a lavaraz : Deûet omp évid éréa Samson hag évid disteûrel d’ézhan̄ ann droug en deûz gréat d’éomp.

11. Tri mil den eûz a vreûriez Juda a ziskennaz éta da géô roc’h Étam hag a lavaras da Zamson : Ha na ouzoud-dé két pénaoz ar Filistined hô deûz galloud war-n-omp ? Pérâg éc’h eûz-té gréat kémen̄t-sé ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ével ma hô deûz gréat d’in, em eûz gréat dézhô.

12. Deûed omb, émé-z-hô, évid da éréa, ha da lakaad ac’hanod étré daouarn ar Filistined. Ha Samson a lavaraz dézhô : Touit, ha rôit hô kér d’in pénaoz na lazot két ac’hanoun.

13. Hag hî a lavaraz : Na lazimp két ac’hanod, hôgen da éréa a raimp, hag é likiimp ac’hanod étré hô daouarn. Hag hî a éréaz anézhan̄ gan̄d diou gorden névez, hag a zigasaz anézhan̄ eûz a roc’h Étam.

14. Pa oé deûet hén̄ da léac’h ar Garvan, ha pa zeûé ar Filistined d’hé gavout eno eur c’harmi, spéred ann Aotrou a grogaz é Samson : hag ével ma losk al lin kerken̄t ha ma tôsta ann tân out-han̄, ével-sé ar c’herdin gan̄t péré é oa éréet a dorraz hag en em zistagaz.

15. Hag ô véza kavet eur garvan, da lavaroud eo, eur garvan azen, a oa war ann douar, é kéméraz anézhi hag é lazaz gan̄t-hi mil dén.

16. Hag hén̄ a lavaraz : Gan̄d eur garvan azen, gan̄t karvan ébeûl eunn azénez em eûz hô zréc’het hag em eûz lazet mil dén.

17. Ha p’en dôé peûr-lavaret kémen̄t-sé enn eur gana, é taolaz ar garvan eûz hé zourn hag é c’halvas al léac’h-zé Ramat-Léchî, da lavaroud eo, krec’hen ar garvan.

18. Hag ô véza deûet da gaout eur sec’hed brâz, é c’harmaz oud ann Aotrou hag é lavaraz : Té éc’h eûz rôet da zourn d’as servicher enn dieûb brâs-man̄ hag enn tréac’h : ha chétu é varvann gan̄d ar séc’hed hag é kouézinn étré daouarn ar ré zienwadet.

19. Ann Aotrou éta a zigoraz unan eûz a gilden̄t ar garvan azen, hag é tilammaz dour anézhan̄. Hag hén̄ a évaz, hag a wellaaz d’hé spéred, hag a zistrôaz d’hé ners. Râk-sé eo bét hanvet al léac’h-zé bétég henn : feun̄teun ar garvan dré bidi Doué. (T).

20. Ha Sâmson a varnaz Israel é deisiou ar Filistined é-pâd ugen̄t vloaz.


————


XVI. PENNAD.


Samson a gémer dôriou Gaza. Dalila a drouc’h hé vléô d’ézhan̄. Hé varô.


1. Neûzé Samson a iéaz da C’haza hag a wélaz énô eur vaouez c’hast ; hag az éaz d’hé c’havout.

2. Pa glevaz ar Filistined kémen̄t-sé, ha ma teûaz ar vrûd enn hô zouez pénaoz é oa deûet Samson é kéar, é kelc’hchon̄t anézhan̄ hag é lékéjon̄t gwarded out pors kéar : hag énô é c’hédchon̄t anézhan̄ didrouz a-héd ann nôz, évid hé laza diouc’h ar min̄tin p’az ajé er-méaz.

3. Hôgen Samson a gouskaz bétég han̄ter-nôz : ha neûzé o véza savet, é kéméraz ann diou zôr kéar, gan̄d hô postou hag hô poten, hag ô véza hô lékéat war hé ziskoaz, é tougaz anézhô war lein ar ménez a zell oud Hébron.

4. Goudé-zé é karaz eur c’hrég a choume é traon̄ien Sorek, hag a oa hanvet Dalila.

5. Ha prin̄sed ar Filistined a iéaz d’hé c’havout hag a lavaraz dézhi : Touell anézhan̄ ha desk diout-han̄ é péléac’h en em gav enn-han̄ eunn ners ker brâz, ha pénaoz ec’h helfemp hé dréc’hi hag hé heskina goudé béza hé éréet : ha mar gréz kémen̄t-sé, é rôimp did pép-hini unnék kan̄t péz arc’han̄t.

6. Ha Dalila a lavaraz da Zamson : Lavar d’in, mé az péd, é péléac’h éma da ners ker brâz-ze, ha gan̄t pé liamm é vé réd da éréa, évit na helfez két hé derri ?

7. Ha Samson a lavaraz d’ézhi : Ma venn éréet gan̄t seiz korden gréat gan̄t nervennou, péré na vijé két c’hoaz séac’h, hôgen a vijé leiz, e vijenn gwân ével ar oazed all.

8. Ha prin̄sed ar Filistined a zigasas dézhi seiz korden ével m’é dôa lavaret : hag hî a éréaz anézhan̄ gan̄t-ho ;

9. Hag ô véza kuzet spierien enn hé zî, ar ré-man̄ a c’hortozé er gampr ma vijé gréat ann taol ; hag hî a griaz d’ézhan̄ : Samson, chétu ar Filistined war-n-od. Hag hén̄ a dorraz ar c’herdin, ével ma torfé eunn neûden stoup pa dôsta ann tân out-hi : ha na oé két anavézet a bétrâ é teûé hé ners.

10. Ha Dalila a lavaraz d’ézhan̄ : Goab éc’h eûz gréat ac’hanoun, ha gevier éc’h eûz lavaret : bréma da-vihana lavar d’in gan̄t pétrâ é vé réd da éréa.

11. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Ma venn éréet gan̄t kerdin névez, ha na vé c’hoaz gréat nétrâ gan̄t-hô, é vijenn diners hag hén̄vel oud ann dûd all.

12. Dalila a éréaz adarré anézhan̄ gan̄t-hô, ha goudé béza kuzet spierien enn hé c’hambr, é kriaz : Samson, chétu ar Filistined war-n-od. Hag hén̄ a dorraz ar c’herdin ével neûd lien.

13. Ha Dalila a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Bété pégeit é ri-dé goab ac’hanoun, hag é liviri gevier d’in ? Diskouéz d’in gan̄t pétrâ é vé réd da éréa. Ha Samson a lavaraz d’ézhi : Mar gwéez seiz bléven eûz va fenn gan̄t neûd steûen, hag ô véza hô lékéat war-drô da eunn tach, ma san̄kez hé-man̄ enn douar, é teûinn da véza diners.

14. Ha pa oé gréat kémen̄t-sé gan̄d Dalila, é lavaraz-hî d’ézhan̄ : Samson, chétu ar Filistin̄cd war n-od. Hag hén̄ ô tihuna a dennaz ann tâch er-méaz gan̄d ar bléô hag ann neûd steûen :

15. Ha Dalila a lavaraz d’ézhan̄ : Pénaoz é lévérez-té é karez ac’hanoun, pa n’éma két da galoun gan-én̄ ? Teir gwéach éc’h eûz lavaret gevier d’in, ha né két fellet d’id lavarout d’in é pétrâ éma da ners vrâz.

16. Hag ô véza ma heskiné anézhan̄ ha ma en em zalc’haz é-pâd meûr a zreiz stâg out-han̄, hép lézel gan̄t-han̄ éhan é-béd, é fallaaz hé éné hag é teûaz da véza skuiz-marô.

17. Neûzé ô tiskléria ar wirionez, é lavaraz d’ézhi : N’eo tréménet biskoaz ann houarn war va fenn, ô véza ma ounn Nazaréad, da lavaroud eo, ma ounn bét gwéstlet da Zoué é gôv va mamm : mar béz touzet va fenn, va ners a iélô diouz-in, hag é teûinn da véza gwân ével ann dûd all.

18. Dalila ô wélout pénaoz en dôa hén̄ diskleriet kémen̄d a oa enn hé galoun, a gasaz étrézé prin̄sed ar Filistined évit lavarout d’ézhô : Piñit c’hoaz eur wéach, rak digoret en deûz bréma hé galoun d’in. Ar ré-man̄ a biñaz éta hag a zigasaz ann archan̄t hô dôa lavaret é rôjen̄t.

19. Hag hî a lékéaz anézhan̄ da gouska war hé daoulin, ha da harpa hé benn war hé askré-hi. Hag hî a c’halvaz eunn touzer, hag a lékéaz trouc’ha hé zeiz kuchen vléô ; hag é teûaz d’her c’has-kuît ha d’hé bellaad diout-hi : râg hé ners a oa éat râk-tâl diout-han̄ :

20. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Samson, chétu ar Filistined war-n-od. Hag hén̄ ô tihuna a lavaraz enn-han̄ hé unan : En em denna a rinn ac’hann ével ma em eûz gréat ken̄t, hag é vézinn dieûbet ; râk na wié két pénaoz é oa en em dennet ann Aotrou diout-han̄.

21. Pa hô dôé ar Filistined hé géméret, é tennchon̄t hé zaoulagad eûz hé benn, ha goudé béza hé éréet gan̄t chadennou, é kaschon̄t anézhan̄ da C’haza ; hag ô véza hé zerret er vâc’h, hel lékéjon̄t da drei ar vréô.

22. Koulskoudé hé vléô a zeûé da greski.

23. Ha prin̄sed ar Filistined en em zastumaz holl évit laza hostivou kaer da Zagon hô Doué hag évit banvéza, ô lavarout : Hon Doué en deûz lékéat étré hon daouarn Samson hon énébour.

24. Pa wélaz ar bobl kémen̄t-sé, é veûlchon̄t ivé hô Doué, ô lavarout ével t-hô : Hon Doué en deûz lékéat étré hon daouarn hon énébour, péhini en deûz gwastet hor brô ha lazet kalz ac’hanomp.

25. Hag hî en em laouéneaz ô banvéza, ha pa oé gréat hô banvez, é c’hourc’hémenchon̄t gervel Samson evit ma c’hoan̄jé dira-z-hô. Ha Samson ô véza bét digaset eûz ar vâc’h, a c’hoan̄ié dira-z-hô : hag hî a lékéaz anézhan̄ enn hé zâ étré daou beûl.

26. Ha Samson a lavaraz d’ar paotr a vléñé anézhan̄ : Va lez da lakaat va daouarn war ar peûliou a zoug ann ti holl, évit ma harpinn war-n-ézhô, ha ma tiskuizinn eunn nébeût.

27. Hôgen ann tî a oa leûn a oazed hag a verc’hed, hag holl brin̄sed ar Filistined a oa énô ; hag eûz a lein ann doen éz oa war-drô tri mil dén a bép reiz a zellé out Samson ô c’hoari.

28. Hôgen hén̄ ô c’hervel ann Aotrou, a lavaraz : Aotrou Doué, az péz sonch ac’hanoun, asrô d’in bréma, va Doué, va ners gen̄ta, évit ma en em ven̄jinn eûz va énébourien ha ma tistolinn d’ézhô enn eur wéach ar péz a zellézon̄t évid ar c’holl eûz va daou-lagad.

29. Hag ô kémérout ann daou beûl war béré edô douget ann ti, hag ô terc’hel unan anézhô gan̄d hé zourn déou hag égilé gan̄d hé zourn kleiz,

30. É lavaraz : Ra gollinn va buez gan̄d ar Filistined : hag ô véza héjet kré ar peûliou, é kouézaz ann tî war ann holl brin̄sed ha war ar ré all eûz ar bobl a oa énô : hag hén̄ a lazaz kalz muioc’h anézhô enn eur vervel, égét n’en dôa lazet an̄dra ma oa béô.

31. Hôgen hé vreûdeûr hag hé holl géren̄t ô véza diskennet dî a géméraz hé gorf, hag a vésiaz anézhan̄ étré Saraa hag Estaol, é béz hé dâd Manué. Hag hén̄ a varnaz Israel é-pâd ugen̄t vloaz.


————


XVII. PENNAD.


Idol tî Mikas.


1. Enn amzer-zé é oé eunn dén eûz a vénez Éfraim hanvet Mikas,

2. Péhini a lavaraz d’hé vamm : Ann unnék kan̄t péz arc’han̄t éz pôa lékéat a dû évid-od, ha diwar-benn péré ez poa touet dira-z-oun, chétu em eûz hî, hag em zi émin̄t. Hag hî a lavaraz d’ezhan̄ : Ra vézi benniget, va mâb, gan̄d ann Aotrou.

3. Mikas hô rôaz éta d’hé vamm, péhini é dôa lavaret d’ézhan̄ : Sakret ha gwéstlet em eûz ann arc’han̄t-zé d’ann Aotrou, évit ma hé zigémérô va mâb eûz va dourn, ha ma rai gan̄t-han̄ eur skeûden kizellet ha teûzet, ha bréma hé rôann d’id.

4. Hô rei a réaz éta d’hé vamm : hag hî a géméraz daou c’han̄t péz arc’han̄t, hag hô rôaz da eunn arc’han̄ter évid ôber gan̄t-hô eur skeûden kizellet hag unan teûzet, a choumaz é ti Mikas.

5. Ober a réaz ivé Mikaz eunn templik enn-han̄ évid ann Doué, gan̄d eunn éfod, ha térafimou, da lavaroud eo, ar zaé a vélek hag ann idolou : hag hén̄ a gargaz dourn unan eûz hé vipien, hag hel lékéaz da vélek d’éz-han̄.

6. Enn amzer-zé na oa roué é-bed enn Israel, hôgen pép-hini a réa ével ma kavé d’ézhan̄ éz oa mâd. (T).

7. Béz’ éz oa ivé eunn dén iaouan̄k all eûz a Vétléhem Juda, eûz hé géren̄tiez, péhini a oa Lévit hag a choumé énô.

8. Éad é oa er-méaz eûz a géar Bétléhem évit mon̄d é pirc’hirinded ha choum el léac’h ma kafché mâd. Ha pa oé deûet da vénez Éfraimp pa édô enn hen̄t, é tistrôaz eunn nébeût étrézé ti Mikas

9. Ha Mikas a c’houlennaz digan̄t-han̄ a béléac’h é teûé. Hag hén̄ a lavaraz : Lévit ounn eûz a Vétléhem Juda, hag é kerzann évit choum el léac’h ma hellinn ha ma kavinn gwella.

10. Ha Mikas a lavaraz d’ézhan̄ : Choum em zî, ha béz d’in da dâd ha da vélek : ha mé a rôiô d’id bép ploaz dék péz arc’han̄t ha diou zaé hag ar péz a zô réd évit béva.

11. Al Lévit a rôaz hé c’hrâd hag a choumaz é tî Mikas ; hag é oé enô ével unan eûz hé vipien.

12. Ha Mikas a gargaz hé zourn, hag a viraz ann dén-iaouan̄k da vélek enn hé dî,

13. O lavarout : Bréma éc’h ouzoun pénaoz é rai Doué vâd d’in, pa em eûz eur bélek eûz a wenn Lévi.


————

XVIII. PENNAD.


Mipien Dan a skrap idol Mikas, hag a gâs gan̄t-hô hé Lévit.


1. Enn deisiou-sé né oa két a roué enn Israel, ha breûriez Dan a glaské douarou évit choum enn-hô : râk bétég ann deiz-zé né dôa két bét hé lôd gan̄d ar breûriézou all.

2. Bugalé Dan a gasaz éta eûz a Saraa hag eûz a Estaol pemp dén kalounek-brâz eûz hô gwenn hag eûz hô c’héren̄tiez, évit spia ar vrô ha lakaad évez mâd out-hi ; hag hî a lavaraz d’ézhô : Id, hag évésaid oud ar vrô. Ar ré-man̄ ô véza éat enn hen̄t a zeûaz da vénez Éfraim, hag ô véza éat é tî Mikas, éc’h éhanchon̄t énô.

3. Hag hî a anavézaz al Lévit iaouan̄k diouc’h hé vouéz, hag ô véza choumet gan̄t-han̄, é léverchon̄t d’éz-han̄ : Piou en deûz da gaset aman̄ ? Pétrâ a réz aman̄ ? Da bétrâ eo bét fellet d’id don̄t aman̄ ?

4. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Evel-henn hag ével-henn en deûz gréat Mikas d’in ; ha gôbr en deûz rôet d’in évit ma vézinn da vélek d’ézhan̄.

5. Neûzé ar ré-man̄ a bédaz anézhan̄ da gémérout kuzul digan̄d ann Aotrou, évit mac’h helfen̄t gouzout hag hî a vijé euruz enn hô hen̄t hag a zeûjé (T) a-benn eûz hô dézô.

6. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Id é péoc’h ; ann Aotrou a zell oud hoc’h hen̄t hag oud hoc’h ergerz.

7. Ar pemp dén éta a iéaz hag a zeûaz da Lais : hag hî a wélaz ar bobl a choumé er géar-zé, hervez boaz ar Sidonied, héb aoun é-béd, é péoc’h, hag é fisian̄s, héb énébour é-béd, pinvidik-brâz, pell eûz a Zidon, ha rannet diouc’h ann dûd all.

8. O véza distrôet étrézég hô breûdeûr é Saraa hag é Estaol, ha pa c’houlennaz ar ré-man̄ digan̄t-hô pétrâ hô dôa gréat, é léverchon̄t d’ézhô :

9. Savit, ha piñomp étrézég enn-hô : rak nî hon eûz gwélet eur vrô binvidik-vrâz ha strujuz : bézit war évez, na zaléit két ; déomp da gémérout anézhi ; n’hor bézô poan é-béd.

10. Mon̄d a raimp é-touez tûd leûn a fisian̄s, enn eur vrô éc’hon-brâz, hag ann Aotrou a rôiô d’é-omp al léac’h-zé, é péhini na ziouer nétrâ eûz a gémen̄t a gresk war ann douar.

11. Mon̄d a réaz éta eûz a vreûriez Dan, da lavaroud eo, eûz a Zaraa hag eûz a Estaol, c’houec’h kan̄t dén armet évid ar brézel.

12. Hag hî a biñaz hag a steñaz hô c’hamp é Kariatiarim Juda : hag abaoé neûzé al léac’h-zé a zô bét hanvet kamp Dan ; hag hén̄ a zô adré Kariatiarim.

13. Achanô é trémenchon̄t da vénez Éfraim : ha pa oen̄t deûet da dî Mikas,

14. Ar pemp dén a oa bét kaset ken̄t évid évésaat out brô Lais, a lavaraz d’hô breûdeûr all : C’houi a oar pénaoz enn tiez-zé éz eûz eunn éfod ha térafimou, hag eur skeûden kizellet, hag unan teûzet : gwélit pétrâ a fell d’é-hoc’h da ôber.

15. Hag hî, ô véza en em zistrôet eunn nébeût, a iéaz é tî al Lévit iaouan̄k, a oa é kéar Mikas ; hag é léverjon̄t deiz-mâd d’ézhan̄.

16. Hôgen ar c’houec’h kan̄t dén, péré a oa hô armou gan̄t-hô, a choumaz é-tâl ann ôr.

17. Hag ar ré a oa éat ébarz tî ann dén-iaouan̄k a lékéa hô foan évit kâs gan̄t-hô ar skeûden kizellet, hag ann éfod, hag ann térafimou, hag ar skeûden deûzet ; hag ar bélek a oa enn hé zâ é-tâl ann ôr, gan̄d ar c’houec’h kan̄t dén kalounek a oa ô c’hortozi énô.

18. Ar ré éta a oa éat ébarz a gasaz gan̄t-hô ar skeûden kizellet, hag ann éfod, hag ann idolou, hag ar skeûden deûzet. Hag ar bélek a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a rît-hu ?

19. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Taô, ha laka da vîz war da c’hénou : ha deûz gan-é-omp, évit ma hor bézô ac’hanod da dâd ha da vélek. Péhini eo ar gwella d’id, pé béza bélek é-tî eunn dén hé-unan, pé enn eur vreûriez hag enn eunn tiad é Israel ?

20. Al Lévit ô klevout kémen̄t-sé, a rôaz hé c’hrâd d’hô lavar ; hag ô kémérout ann éfod, hag ann idolou, hag ar skeûden kizellet, éz éaz-kuît gan̄t-hô.

21. Pa édô ar ré-man̄ enn hen̄t, ha pa hô dôa lékéat da von̄t enn hô raok ar vugalé, al loéned ha kémen̄d hô dôa a wella,

22. Ha pa oan̄t dijâ pell diouc’h ti Mikas, ar ré a choumé é keriou Mikas a zeûaz war hô lerc’h enn eur c’harmi,

23. Hag hî a c’harmé adré d’ézhô. Ar ré-man̄ ô véza hô gwélet, a lavaraz da Vikas : Pétrâ a fell d’id ? Pérâg é c’harmez-té ?

21. Hag hén̄ a lavaras : Kaset hoc’h eûz gan-é-hoc’h va douéed, péré em eûz gréat d’in, ha va bélek, ha kémen̄d em eûz, hag é livirit : Pétrâ a c’hoarvez gan-éz ?

25. Ha mipien Dan a lavaraz d’ézhan̄ : Diwall na gomzi mui ouz-omp, gan̄d aoun na zeûjé tûd kounnaret d’én em deûrel war-n-oud, ha ma vijéz kollet ha da holl dî gan-éz.

26. Hag hî a heûliaz hô hen̄t. Hôgen Mikas ô wélout pénaoz é oa ar ré-man̄ kréoc’h égét-han̄, a zistrôaz d’hé dî.

27. Hôgen ar c’houec’h kan̄t dén a gasaz gan̄t-hô ar bélek, hag ar péz hon eûz lavaret ken̄t : hag hî a zeûaz da Lais étrézég eur bobl sioul ha leûn a fisian̄s, hag e lazchon̄t anézhô gan̄d ar c’hlézé, hag é lékéchon̄t ann tân é kéar.

28. Hag ann dûd-zé n’hô dôé skoazel é-béd, ô véza ma choumen̄t pell diouc’h Sidon, ha n’hô dôa darempred na gwerzidigez é-béd gan̄t nép-hini : rag ar géar-zé a oa diazézet é brô Rohob ; hag ô véza hé savet a-névez, é choumchon̄t enn-hi.

29. Hag hî a c’halvaz Dan, eûz a hanô hô zâd a oa mâb da Israel, ar géar-zé a oa ken̄t hanvet Lais.

90. Hag hî a zavaz évit-hô ar skeûden kizellet, hag a lékéaz Jonatan, mâb Gersam, mâb Moizez, hag hé vipien da véleien é breûriez Dan, bété deiz hô sklavérez.

31. Hag idol Mikas a choumaz enn hô c’hreiz keit ha ma oé tî Doué é Silô. Enn deisiou-sé né oa két a roué é Israel.


————


XIX. PENNAD.


Grég eul Lévit a zô gwallet gan̄d tûd Gabaa.


1. Béz’ éz oa eul Lévit péhini a choumé war gostez ménez Éfraim, hag en dôa kéméret eur c’hrég eûz a Vétléhem Juda.

2. Hou-man̄ a guitaaz anézhan̄, hag ô véza distrôet da Vétléhem é tî hé zâd, é choumaz é-pâd pévar miz enn hé dî.

3. Hé ozac’h, péhini en dôa c’hoan̄t d’en em unvani a névez gan̄t-hî, d’hé likaoui ha d’hé digas gan̄t-han̄, a iéaz war hé lerc’h gan̄d eur paotr ha daou azen. Hé c’hrég a zigéméraz anézhan̄ hag hel lékéaz da von̄t ébarz tî hé zâd. Pa glevaz hé dâd-kaer kémen̄t-sé, ha pa her gwélaz, éz éaz éz laouen war hé arbenn,

4. Hag é pokaz d’ézhan̄. Hag ar mâb-kaer a choumaz tri dervez é-tî hé dâd kaer, ô tibri hag oc’h éva gan̄t-han̄ gan̄t kalz a galouniez.

5. Hôgen ar pévaré deiz ô sével diouc’h ar min̄tin, é fellaz d’ézhan̄ mon̄t kuît, hag hé dâd-kaer a zalc’haz anézhan̄ hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kémer araok eunn tamm bara, évit rei nerz d’as galoun, ha goudé-zé éz î-kuît.

6. Hag hî a azézaz, a zebraz hag a évaz hô zri. Hag ann tâd-kaer a lavaraz d’hé vâp-kaer : Choum gan-é-omp hiriô, mé az péd, hag en em laouénaomp kévret.

7. Hôgen hén̄ ô sével a fellaz d’ézhan̄ mon̄t-kuît. Hag hé dâd-kaer hen dalc’haz ker stard ma hel lékéaz da choum enn hé dî.

8. Ha pa oé deûet ar min̄tin, al Lévit a fellaz d’ezhan̄ mon̄t-kuît. (T). Hag hé dâd-kaer a lavaraz adarré d’ézhan̄ : Da bédi a rann, émé-z-han̄, da gémérout eunn nébeût boéd, ha p’az pézô nerzet da galoun ha pa vézô kresket ann deiz, neûzé éz î-kuît. Dibri a réjon̄t éta kévret.

9. Hag ann dén-iaouan̄k a zavaz évit mon̄t-kuît gan̄d hé c’hrég hag hé baotr. Hag hé dâd-kaer a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Gwél pénaos é kouéz ann deiz, hag é tôsta ar pardaez : choum c’hoaz hiriô em zî, hag en em laouéna, ha war-c’hoaz en em likii enn hen̄t évid distrei d’as tî.

10. Na fellaz két d’hé vâp-kaer rei hé c’hrâd d’hé lavar ; hôgen râk-tâl en em lékéaz enn hen̄t hag é teûaz war-harz Jébus, a zô hanvet ivé Jéruzalem, ô kâs gan̄t-han̄ hé zaou azen karget hag hé c’hrég.

11. Ha pa oan̄t dijâ tôst da Jébus, ha ma teûé ann nôz é léac’h ann deiz, é lavaraz ar paotr d’hé vestr : Deûz, mé az péd, ha distrôomp étrézé kéar ar Jébuséed ha choumomp enn-hi.

12. Hag hé vestr a lavaraz d’ézhan̄ : N’az inn két é kéar eur bobl a-ziavéaz, ha né két eûz a vugalé Israel ; hôgen mé a dréménô bété Gabaa :

13. Ha pa vézinn arruet énô, é choumimp er géar-zé, pé da-vihana é kéar Rama.

14. Tréménoud a réjon̄d éta é-biou da Jébus, hag é kerzchon̄t bépréd ; hag ann héol a guzaz dira-z-hô pa oan̄t war-harz Gabaa, a zô é breûriez Ben̄jamin :

L5. Hag hî a zistrôaz évit choum énô. Ha pa oen̄t éat ébarz, éc’h azézchon̄t el leûr-ger ; râk dén na fellé d’ézhan̄ hô digémérout hag hô herberc’hia.

16. Ha chétu é teûaz eunn dén kôz, péhini a zistrôé eûz ar park hag eûz hé labour war ar pardaez, péhini a oa hé-unan eûz a venez Éfraim, hag a choumé ével eunn diavésiad é Gabaa ; râk tûd ar vrô-zé a oa bugalé Jémini.

17. Ann dén kôz ô sével hé zaoulagad a wélaz eunn dén azézet el leûr-gér gan̄d hé bakadou : hag hén̄ a lavaraz d’ezhan̄ : A béléac’h é teûez ? Ha péléac’h éz éz ?

18. Hag al Lévit a lavaraz d’ézhan̄ : eûz a Vétléhem Juda é teûomp, hag éz éomp d’ar géar a zô war gostez ménez Éfraim, a béléac’h é oamp éat da Vétléhem : ha bréma éz éomp da dî Doué, ha dén na fell d’ézhan̄ hon digémérout enn hé dî,

19. Pétrâ-bennâg ma hon eûz kôlô ha foenn évid ann azéned, ha bara ha gwîn évid-oun hag évit da blâc’h hag évit ar paotr a zô gan-én̄. N’hon eûz ézomm a nétrâ néméd eûz a herberc’h.

20. Hag ann dén kôz a lavaraz d’éz-han̄ : Ra vézô ar péoc’h gan-éz ; mé a rôiô d’id kémen̄t ha ma éc’h eûz ézomm ; hôgen hép-kén na choum két, mé az péd, war al leûr-ger.

21. Hag hén̄ a lékéaz al Lévit da von̄d enn hé di, hag a voétaz ann azéned : ha goudé ma hô dôé gwalc’het hô zreid, hô lékéaz da ôber banvez.

22. Pa édon̄t ô banvéza hag ô nerza hô c’horfou ô tibri hag oc’h éva, goudé skuizder ann hen̄t, é teûaz tûd eûz ar géar-zé, mipien Bélial (da lavaroud eo, hép reiz), péré ô véza kelc’hiet tî ann dén kôz, a zeûaz da skei war ann ôr, ô c’harmi out perc’hen ann tî, enn eul lavarout : Kâs er-méaz ann dén a zô éat enn da dî, évit ma wallimp anézhan̄.

23. Hag ann dén kôz a iéaz er-méaz d’hô c’havout, hag a lavaraz : Na rît két, va breûdeûr, na rit két ann drouk-zé ; râg ann dén-zé a zô deûet em zî da herberc’hia ; éhanid éta ar follen̄tez-zé.

24. Eur verc’h gwerc’h em eûz, hag ann dén-zé en deûz hé c’hrég : hô c’hâs a rinn d’é hoc’h évid hô mézékaat ha gwalc’ha hô kwall-ioul : hô pédi a rann hép-kén na réot két ar fallagriez-zé a-énep reiz é-kén̄ver eur goâz.

25. Na fellé két d’ar ré-man̄ rei hô grâd d’hé lavar ; ha pa wélaz al Lévit kémen̄t-sé, é kasaz d’ézhô hé c’hrég, hag é lézaz anézhi d’hô gwallerez : hag ar ré-man̄ goudé béza gwallet anézhi a-héd ann nôz, hé lézaz da von̄t pa oé deûet ar min̄tin.

26. Hôgen ar c’hrég, pa oé diaézet ann dévalien, a zeûaz oud dôr ann tî, é péhini é choumé hé ozac’h, hag é kouézaz énô.

27. Pa oé deûet ar min̄tin, é savaz ann ozac’h hag é tigoraz ann ôr évit heûlia hé hen̄t : ha chétu hé c’hrég a oa gourvézet é-tâl ann ôr, hag hé daouarn astennet war ann treûzou.

28. Hag hén̄ ô krédi pénaoz é oa kousket, a lavaraz d’ézhi : Saô, ha kerzomp. Hôgen hî na lavaraz gér ; hag hén̄ ô krédi pénaoz é oa marô, hé c’héméraz hag hé lékéaz war eunn azen ; hag hén̄ a zistrôaz d’hé géar.

29. Ha pa oé deûet d’hé dî, é kéméraz eur goun̄tel, hag ô véza trouc’het korf-marô hé c’hrég gan̄d hé eskern é daouzék lôden hag é daouzék tamm, é kasaz anézhô da holl harzou Israel.

30. Pa wélchon̄t kemen̄t-sé, é léverchon̄t holl : Biskoaz n’eo bét gréat eunn dra hén̄vel enn Israel, abaoé ann deiz é péhini eo piñet hon tadou eûz ann Éjipt bété vréman̄ : dougit ar varn ha livirit kévret pétrâ a zô da ôber enn darvoud-zé.


————


XX. PENNAD.


Mipien Ben̄jamin a zô trec’het.


1. Neûzé holl vugalé Israel a iéaz er-méaz, hag en em zastumaz holl ével eunn dén hép-kén, adalek Dan bété Bersabéé ha douar Galaad, étrézég ann Aotrou é Masfa.

2. Hag holl bennou vrâz ar bobl, hag holl vreûriézou Israel en em gavaz é strollad pobl Doué, da ouzoud eo, pévar c’han̄t mil brézéliad war droad.

3. (Ha bugalé Ben̄jamin a glévaz pénaoz bugalé Israel a oa piñet da Vasfa.) Goulennet é oé digan̄t al Lévit, ozac’h ar c’hrég a oa bét lazet, pénaoz é oa bét c’hoarvézet eunn torfed ker brâz.

4. Hag hén̄ a lavaraz : Éat é oann bét é Gabaa Ben̄jamin̄ gan̄t va grég évit en em herberc’hia énô.

5. Ha chétu tûd ar géar-zé a gelc’hiaz é-pâd ann nôz ann tî ma oann enn-han̄, ô fellout d’ézhô va laza, hag a heskinaz va grég gan̄d eur frouden a c’hadélez ker brâz ma eo marvet-hi.

6. O véza kéméret hé c’horf, em eûz hé drouc’het a dammou hag em eûz kaset al lôdennou anézhan̄ da holl harzou hô prô, ô véza n’eo bét gréat biskoaz eunn torfed ker brâz nag eunn dismégan̄s kenn argarzuz enn Israel.

7. Émoc’h aman̄ holl, bugalé Israel ; grid ar péz a dléid da ôber.

8. Hag ann holl bobl a zavaz hag a lavaraz enn eur vouéz : Na zistrôimp két a hon teltou, hag hini ac’hanomp n’az ai d’hé dî :

9. Hôgen chétu aman̄ pétrâ a raimp kévret a-énep Gabaa.

10. Ra vézô dilennet eûz a douez holl vreûriézou Israel dék dén war gan̄t, ha kan̄t war vil ha mil war zek mil, évit ma tougin̄t boéd d’ann armé, ha ma hellimp stourmi out Gabaa Ben̄jamin ha disteûrel war-n-ézhi ar péz a zellez évid ann torfed a zô bét gréat enn-hi.

11. Holl Israel éta en em zastumaz é-tâl ar géar-zé, ével eunn dén hép-kén, gan̄d eunn hévélep ménoz, hag eunn hevélep dézô.

12. Hag hî a gasaz kannaded étrézég holl vreûriez Ben̄jamin évit lavarout d’ézhô : Pérâg ef-hén̄ bét gréat eunn drouk ker brâz enn hô touez ?

13. Rôid d’é-omp ar oazed eûz a C’habaa, péré hô deûz gréat ann drouk mézuz-zé, évit ma varvin̄t, ha ma vézô tennet ann drouk eûz a Israel. Bugalé Ben̄jamin na fellaz két d’ézhô sélaoui gourc’hémenn bugalé Israel, hô breûdeûr :

14. Hôgen eûz ann holl geriou eûz hô breûriez, en em zastumchon̄t é Gabaa, évit dougen skoazel da ré ar géar-zé, hag évit stourmi oud holl bobl Israel.

15. Ha kavet é oé é breûriez Ben̄jamin pemp mil dén war-n-ugen̄t a denné ar c’hlézé, hép nivéri tûd Gabaa.

16. Péré a oa seiz kan̄t dén eûz ar ré galounéka, a stourmé gan̄d ann dourn kleiz kerkoulz ha gan̄d ann dourn déou, hag a daolé mein gan̄d ar vatalm kén éeun, m’hô divijé paket eur vléven, hép ma vijé distrôet ann taol méan a dû é-béd.

17. En em gavout a réaz ivé é-touez bugalé Israel, hép nivéri bugalé Ben̄jamin, pévar c’han̄t mil dén a denné ar c’hlézé ha daré da stourmi.

18. Ar ré-man̄ a zavaz hag a zeûaz da di Doué, da lavaroud eo, da Zilo : hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄d Doué, hag a lavaraz d’ezhan̄ : Piou a vézô é penn hon armé a-énep bugalé Ben̄jamin ? Hag ann Aotrou a lavaraz : Ra vézô Juda é penn gan-é-hoc’h. (T).

19. Ha râk-tâl bugalé Israel ô sével diouc’h ar min̄tin̄, a steñaz hô c’bamp out Gabaa.

20. Hag ô von̄d ac’hanô da vrézélékaat out bugalé Ben̄jamin, é teûchon̄t da stourmi out kéar Gabaa.

21. Hôgen bugalé Ben̄jamin ô véza deûet er-méaz eûz a C’habaa, a lazaz enn deiz-zé daou vil dén war-n-ugen̄t eûz a vugalé Israel.

22. Bugalé Israel ô fisiout war hô ners ha war hô niver, a gasaz adarré hô armé enn hévélep léac’h é péhini hô dôa stourmet ken̄t :

23. Enn hévélep doaré koulskoudé ma piñchon̄t araok, ha ma wélchon̄t dirâg ann Aotrou bétég ann nôz : hag hî a c’houlennaz kuzul digan̄t-han̄, ô lavarout : Ha mé a dlé c’hoaz mon̄d da stourmi out bugalé Ben̄jamin va breûdeûr, pé nann ? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô : Piñit étrézég enn-hô, ha stourmit out-hô.

24. Ha pa dôstéaz an̄trônôz bugalé Israel évit stourmi out bugalé Ben̄jamin,

25. Bugalé Ben̄jamin a zilamaz er-méaz eûz a bersier Gabaa, hag ô tiarbenna bugalé Israel, é réjon̄t anézhô eul lazérez ker brâz, ma choumaz war al 1éac’h triouec’h mil dén-a-vrézel.

26. Râk-sé holl vugalé Israel a zeûaz da dî Doué, hag ô véza azézet é wélen̄t dirâg ann Aotrou : hag hî a iunaz enn deiz-zé bétég ar pardaez hag a gennigaz d’ann Aotrou sakrifisou-losk hag hostivou a béoc’h ;

27. Hag a c’houlennaz kuzul digan̄t-han̄ diwar-benn hô doaré. Enn amzer-zé arc’h kévrédigez ann Aotrou a oa énô,

28. Ha Finées, mâb Eléazar, mâb Aaron, a oa ar c’hen̄ta é tî Doué. Kuzul a c’houlenchon̄t éta digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha nî a dlé c’hoaz stourmi out bugalé Ben̄jamin hor breûdeûr, pé mar tléomp paouéza ? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô : Piñit, râk war-c’hoaz hô likiinn étré hô taouarn.

29. Ha bugalé Israel a lékéaz spiou war-drô da géar Gabaa ;

30. Hag hî a iéaz ann trédé gwéach gan̄d hô armé a-énep bugalé Ben̄jamin, ével m’hô dôa gréat ar gen̄ta hag ann eil gwéach.

31. Bugale Ben̄jamin a zilamaz ivé eûz hô c’héar gan̄d herder, hag a iéaz pell war-lerc’h hô énébourien a dec’hé, enn hévélep doaré ma c’hlazchon̄t lôd anézhô ével ann deiz ken̄ta hag ann eil, hag é tispenchon̄t ar ré a drôé hô c’hein dré zaou hen̄t, dré ann hini a iéa da Vétel, ha dré ann hini a iéa da C’habaa ; hag é lazchon̄t war-drô trégon̄t dén :

32. Râg hî a venné é trec’hfen̄t anézhô ével m’hô dôa gréat a-ziaraok. Hôgen bugalé Israel a réa neûz da dec’hout, gan̄d ar ménô hô dôa da denna anézhô eûz hô c’héar, ha d’hô digas enn hen̄chou a béré hon eûz komzet ken̄t.

33. Holl vugalé Israel éta a zavaz eûz al léac’h é péhini édon̄t, hag a reizaz hô armé el léac’h hanvet Baaltamar. Hag ar spierien a oa lékéat war-drô kéar, a zeûaz ivé d’en em ziskouéza.

34. Ha da gerzout eûz a dû ar-c’hûs-héol eûz a géar. Hôgen dék mil dén all eûz a vugalé Israel a c’halvé tûd kéar d’ann emgann. Hag ar brézel a waské war bugalé Ben̄jamin ; ha na welchon̄t két pénaoz ar marô a c’hourdrouzé anézhô a bép tû.

35. Hag ann Aotrou a skôas war-n-ézhô dirâk bugalé Israel, péré a lazaz eûz anézhô enn deiz-zé pemp mil war-n-ugen̄t ha kan̄t dén, holl tûd-a-vrézel hag a denné ar c’hlézé.

36. Hôgen bugalé Ben̄jamin, pa wélchon̄t né oan̄t két kré a-walc’h, en em lékéaz da déc’hout. Ha bugalé Israel ô wélout kémen̄t-sé, a rôas d’ézhô ann drô da dec’hout, évit ma kouézchen̄t er spiou a oa bét aozet d’ezhô é-harz kéar.

37. Ar ré-man̄ ô sével râk-tâl eûz al léac’h é péhini é oan̄t kuzet, a dré-c’haz bugalé Ben̄jamin a dec’hé enn hô râok, a iéaz ébarz kéar hag a lazaz gan̄d ar c’hlézé ann holl dûd a oa enn-hi.

38. Hôgen bugalé Israel hô dôa rôet da arouéz d’ar ré hô dôa lékéat é spî, pénaos goudé ma hô divijé kéméret kéar, é rajen̄t eunn tan brâz, évit a zeûjé ar môged da sével, ma tiskouézchen̄t pénaoz é oa kéméret kéar.

39. Bugalé Israel é-kreiz ann emgann pa wélchon̄t kémen̄t-sé, (râk bugalé Ben̄jamin a venné pénaoz é tec’hen̄t, hag a iéa war hô lerc’h, goudé béza lazet trégon̄t dén eûz hô armé) :

40. Ha pa wélchon̄t ével eur peûl môged a zavé eûz a géar, bugalé Ben̄jamin ô sellout ivé war hô lerc’h, a wélaz pénaoz é oa kéméret kéar, ha pénaoz é savé ar flammou étrézég ann én̄v.

41. Neûzé ar ré hô dôa gréat neûz da déc’hout, a énébaz ô tistrei a-grenn out-hô. (T). Ha bugalé Ben̄jamin ô wélout kémen̄t-sé, en em lékéaz da dec’hout ;

42. Ha da von̄t war hen̄t ann distrô ; hôgen hô énébourien a iéaz war hô lerc’h : hag ar ré hô dôa en̄tanet kéar, a iéaz war hô arbenn.

43. C’hoarvézoud a réaz éta pénaoz é oen̄t tréc’het a bép tû gan̄d hô énébourien, ha na oé ehan é-béd d’al lazérez. Kouéza a réjon̄t marô war-zû sâv-héol Gabaa.

44. Hôgen el léac’h-zé é oé lazet triouec’h mil dén, holl tûd-a-vrézel ha kalounek-brâz.

45. Ar ré all eûz a vugalé Ben̄jamin ô wélout kémen̄t-sé, a dec’haz étrézég ann distrô, hag a iéaz war-zû ar roc’h hanvet Remmon. Hôgen ô véza ma oan̄t skiñet tu-man̄ ha tu-hon̄t enn tec’h-zé, é oé lazet c’hoaz pemp mil anézhô. Ha p’az éan̄t pelloc’h, bugalé Israel a iéaz war hô lerc’h hag a lazaz c’hoaz daou vil anézhô.

46. Hag ével-sé é c’hoarvézaz pénaoz ar ré holl eûz a vugalé Ben̄jamin péré a oé lazet é meûr a léac’h, a oé eûz a bemp mil dén war-n-ugen̄t, tûd-a-vrézel ha kalounek-brâz.

47. Na choumaz éta eûz a holl vreûriez Ben̄jamin, eûz ar ré a hellaz mon̄t-kuit ha tec’hout d’ann distrô, némét c’houec’h kan̄t dén, péré a choumaz war roc’h Remmon é-pâd pévar miz.

48. Hôgen bugalé Israel ô véza distrôet eûz ar brézel, a lazaz gan̄d ar c’hlézé kémen̄d a oa choumet é kéar, adaleg ann dûd bétég al loéned ; hag holl geriou hag holl vourc’hiou Ben̄jamin a oé dévet gan̄d ann tân.


————


XXI. PENNAD.


Dispennadur tûd Jabez-Galaad. Skrapérez merc’hed Silô.


1. Bugalé Israel a douaz ivé é Masfa, hag a lavaraz : Hini ac’hanomp na rôi hé verc’h da c’hrég da vipien Ben̄jamin.

2. Hag hî a zeûaz holl da di Doué é Silo, hag ô véza choumet dira-z-han̄ bétég ar pardaez, é savchon̄t hô mouéz, ha gan̄d eur iudérez brâz, en em lékéjon̄t da wéla ô lavarout :

3. Pérâg, Aotrou, Doué Israel, ef-hén̄ c’hoarvézet ann drouk-zé d’as pobl, ma eo lamet hiriô eur vreûriez eûz hor c’hreiz ?

4. An̄trônôz ô véza savet diouc’h ar min̄tin, é savchon̄t eunn aoter ; hag é kennigchon̄t énô sakrifisou-losk, ha viktimou a béoc’h, hag é léverchon̄t :

5. Piou eûz a holl vreûriézou Israel né két piñet gan̄d armé ann Aotrou ? Râg hî a oa en em wéstlet gan̄d eul lé brâz, pa oan̄t é Masfa, da laza ar ré ha na zeûjen̄t két.

6. Ha bugalé Israel ô kaout keûz eûz ar péz a oa c’hoarvézet gan̄d hô breûdeûr eûz a vreûriez Ben̄jamin, en em lékéaz da lavarout : Eur vreûriez a zô bét lamet eûz a Israel ;

7. A béléac’h é kémérin̄t-hi gragez ? Râk ni hon eûz touet holl pénaoz na rôjemp két dézhô hor merc’hed.

8. Râk-sé é léverchon̄t : Piou eûz a holl vreûriézou Israel né két piñet étrézég ann Aotrou da Vasfa ? Ha chétu e oé kavet pénaoz né oa két bét tûd Jabez-Galaad enn armé-zé.

9. (Enn amzer-zé évit-gwir pa édô bugalé Israel é Silo, n’en em gavaz énô hini anézhô.)

10. Kâs a réjon̄t éta dék mil dén kalounek-brâz, hag é c’hourc’hémenchon̄t d’ézhô : It, ha skôit gan̄d ar c’hlézé holl dûd Jabez-Galaad, kenn ar gragez, kenn ar vugalé.

11. Hag ann dra-man̄ a dléot da virout : Lazit kémen̄t paotr ha kémen̄t maouez é dévézô anavézet goâz ; hôgen mirit ar gwerc’hézed.

12. Ha kavet é oé é Jabez-Galaad pévar c’han̄t gwerc’hez, péré na oan̄t bét é gwélé goâz é-béd ; hag hî a gasaz anézhô d’ar c’hamp é Silo, é brô Kanaan.

13. Hag hî a gasaz kannaded da vugalé Ben̄jamin, péré a oa war roc’h Remmon, évit lavarout d’ézhô pénaoz é tigémerchen̄t anézhô é péoc’h.

14. Neûzé é tistrôaz bugalé Bén̄jamin, hag é oé rôet d’ézhô da c’hragez merc’hed eûz a Jabez-Galaad : hôgen na oé két kavet ré all da rei d’ézhô enn hévélep doaré.

15. Hag Israel holl a oé glac’haret-brâz, hag en dôé keûz éz oa kollet unan eûz a vreûriézou Israel.

16. Hag hénaoured ar bobl a lavaras : Pétrâ a raimp-ni d’ar ré all, péré n’hô deûz két bet a c’hragez ? Râk holl verc’hed breûriez Ben̄jamin a zô bét lazet.

17. Ha nî a dlé lakaad hon holl bréder, hag hon holl boan, évit na vézô két kollet unan eûz a vreûriézou Israel.

18. Koulskoudé na hellomp két rei d’ézhô hor merc’hed, ô véza ma omp dalc’het gan̄d hol lé hag ar gwall-béden hon eûz gréat, pa hon eûz lavaret : Milliget ra vézô ann hini a rôi unan eûz hé verc’hed da c’hrég da vipien Ben̄jamin.

19. Eunn dézô a gémerchon̄t hag é léverchon̄t : Chétu lid ann Aotrou a vireur bép ploaz é Silo, péhini a zô diazézet war-zû ann han̄ter-nôz eûz a géar Vétel, ha war-zû ar sâv-héol eûz ann hen̄t a ia eûz a Vétel da Zichem, ha war-zû ar c’hrésteiz eûz a géar Lébona.

20. Hag hî a c’hourc’hémennaz da vipien Ben̄jamin, ô lavarout : It, ha kuzit er gwiniennou.

21. Ha pa wélot merc’hed Silo ô ton̄d da zan̄sa hervez ar c’hîz, dilammit râk-tâl eûz ar gwiniennou, ha krapit pép-hini unan anézhô da c’hrég, ha distrôit da vrô Ben̄jamin.

22. Ha pa zeûi hô zadou hag hô breûdeûr d’en em glemma ac’hanoc’h ha da c’hourdrouza, é livirimp d’ézhô : Hô pézet truez out-hô, râk n’hô deûz két hô c’hrapet dré wîr ar vrézélidi hag ann drec’herien ; hôgen pa hô deûz hô goulennet digan-é-hoc’h, n’hoc’h eûz két hô rôet, hag oc’h kiriek a zé.

23. Ha bugalé Benjamin a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô : ha diouc’h ann niver ma oan̄t, pép-hini anézhô a grapaz unan eûz ar merc’hed a zan̄sé, evit béza da c’hrég d’ézhan : hag ô véza distrôet d’hô brô, é savchon̄t keriou hag é choumchon̄t enn-hô.

24. Bugalé Israel a zistrôaz ivé d’hô zeltou, pep-hini enn hé vreûriez hag enn hé diad. Enn amzer-zé na oa két a roué enn Israel, hôgen pép-hini a réa ével ma kavé éz oa mâd da ôber.


————