Bibl/Levr Ruth

Eus Wikimammenn
< Bibl
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 305-309)


LEVR RUTH.


————


I. PENNAD.


Élimélek a ia gan̄d hé dûd da vrô Moab. Noémi gan̄d hé merc’h-kaer a zistrô da Vétléhem.


1. Enn amzer eur barner, pa c’hourc’hémenné ar varnerien, é c’hoarvézaz naounégez er vrô. Eunn dén a guitaaz Bétléhem Juda, évit mon̄d é brô ar Voabited gan̄t hé c’hrég hag hé zaou vâb.

2. Élimélek a réad eûz a hé-man̄, ha Noémi eûz hé c’hrég : hé zaou vâb a oa hanvet, unan anézhô Mahalon, hag égilé Chélion. Ginidig é oan̄t eûz a Éfrata é Bétléhem Juda. Éad é brô ar Voabited, é choumchon̄t énô.

3. Élimélek, pried Noémi, a varvaz, hag hî a choumaz gan̄d hé mipien.

4. Ar ré-man̄ a géméraz évit gragez merc’hed Moabitézed, unan hanvet Orfa, hag ébén Ruth. Choum a réjon̄t énô dék vloaz.

5. Hô-daou é varvchon̄t, da lavaroud eo, Mahalon ha Chélion : ha Noémi en em gavaz é diouer eûz hé daou vâb hag eûz hé fried.

6. Sével a réaz évit kuitaat brô ar Voabited, ha distrei d’hé hini, gan̄d hé diou verc’h-kaer ; râk klévet é doa pénaos en dôa ann Aotrou sellet a druez oud hé bobl, ha rôet boéd dézhô.

7. Kuitaad a réaz éta léac’h hé ergerz, gan̄d hé diou verc’h-kaer : hag ô véza é penn ann hen̄t évid distrei da zouar Juda,

8. É lavaraz d’ézhô : Id da dî hô mamm : ra rai ann Aotrou trugarez enn hô kén̄ver, ével ma hoc’h eûz gréat é-kén̄ver ar ré a zô marô hag em c’hén̄ver~mé.

9. Ra rai d’é-hoc’h kaoud ann éhan é tî ar priéjou a zigouézô gan-é-hoc’h, hag hî a bokaz d’ézhô. Ar ré-man̄ enn eur zével hô mouez en em lékéaz da wéla,

10. Ha da lavarout : Mon̄d a raimp gan-éz étrézé da bobl.

11. Ha Noémi a lavaraz d’ézhô : Distrôit, va merc’hed, pérâg é teûit-hu gan-én̄ ? Ha béz’ am eûz-mé c’hoaz (T) mipien em c’hôv, évit ma helfac’h gédal priéjou digan-én̄ ?

12. Distrôit, va merc’hed, hag ît-kuît : râg a vréman̄ ounn koazet gan̄d ar gôzni, ha n’ounn két mâd évit ar briédélez : ha pa helfenn zô-kén béza brazézet ha gwilioudi eûz a vipien enn nôz-man̄,

13. Mar c’hoan̄tait gédal bété ma teûin̄t brâz hag enn oad da zimézi, ken̄toc’h é viot deûet kôz, égét na viot dimézet. Na rît két ann dra-zé, va merc’hed, mé hô péd ; râg hô klac’har a wask ré war va c’haloun, ha dourn ann Aotrou a zô savet war-n-oun.

14. En em lakaad a réjon̄t a-névez da zével hô mouez ha da wéla : Orfa a bokaz d’hé mamm-gaer hag a iéazkuît : Ruth a choumaz gan̄d hé mamm-gaer.

15. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi : Chétu da c’hoar a zô distrôet da gavout hé brôiz hag hé douéed ; kéa gan̄t-hi.

16. Ha Ruth a lavaraz d’ézhi : Na zav két em énep évit va lakaat da von̄d diouz-id ha d’az kuitaat : râg é pé léac’h-bennâg m’az î, éz inn ivé, hag el léac’h ma choumi, é chouminn ivé. Da bobl a vézô va bobl, ha da Zoué a vézô va Doué.

17. Ann douar az tigémérô goudé da varô, am gwélô ô vervel, hag enn-han̄ é vézinn bésiet. Ra rai ann Aotrou kémen̄t-sé d’in hag ouc’h-penn, mar gell nétra all néméd ar marô va c’has-kuit diouz-id.

18. Noémi éta ô wélout pénaoz é dôa Ruth lékéat enn hé fenn mon̄d d’hé heûl, na zalc’haz kén out-hî, ha n’hé aliaz kén da zistrei étrézég hé zûd.

19. Hag ô véza en em lékéat enn hen̄t hô diou, éz éjon̄t da Vétléhem. Kerken̄t ha ma en em gavchon̄t é kéar, ann holl a gomzaz anézhô : hag ar merc’hed a lavaré : Houn-nez eo Noémi.

20. Hag hî a lavaraz d’ézhô : N’am hanvit két Noémi (da lavaroud eo, kaer) hôgen va hanvit Mara (da lavaroud eo, c’houérô), râg ann Holl-C’halloudek en deûz va c’harget a c’houervder.

21. Leûn ounn éat-kuît, ha goullô en deûz va digaset ann Aotrou. Pérâg éta am hanvit-hu Noémi, mé péhini en deûz ann Aotrou Holl-C’halloudek mézékéet ha glac’haret ?

22. Don̄d a réaz éta Noémi gan̄t Ruth, ar Voabitez, hé merc’h-kaer, eûz a vrô hé ergerz ; hag é tistrôaz da Vétléhem er préd ma édod ô védi ann heiz ken̄ta.


————


II. PENNAD.


Ruth a ia da bennaoui é park Booz. Madélez Booz enn hé c’hén̄ver.


1. Élimélek, pried Noémi, a ioa kar da eunn dén galloudek ha pinvidik-brâz, hanvet Booz.

2. Ha Ruth, ar Voabitez, a lavaraz d’hé mamm-gaer : Mar gourc’hémennez d’in, éz inn d’ar park hag é tastuminn ann tamouézennou a choumô war-lerc’h ar véderien, é kémen̄t léac’h ma kavinn digémer mâd digan̄d ar penn-tiégez. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi : kéa, va merc’h.

3. Mon̄d a réaz éta, hag é pennaoué war-lerc’h ar véderien. C’hoarvézoud a réaz pénaoz ar park-zé en dôa da aotrou unan eûz a géren̄t Élimélek hanvet Booz.

4. Ha chétu hé-man̄ a zeûé eûz a Vétléhem hag a lavaraz d’ar véderien : Ann Aotrou ra vézô gan-é-hoc’h. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ra vézi benniget gan̄d ann Aotrou.

5. Ha Booz a lavaraz d’ar paotr-iaouan̄k a ioa é penn ar véderien : Da biou eo ar plac’h-iaouan̄k-zé ?

6. Hag hén̄ a lavaraz : Eur Voabitez eo hag a zô deûet gan̄t Noémi eûz a vrô ar Voabited.

7. Goulennet é deûz heûlia ar véderien ha dastumi ann tamouézennou a choumô enn hô dilerc’h : hag abaoué goulou-deiz bété vréma éma er park, héb béza distroed d’ar géar pennad é-béd.

8. Ha Booz a lavaraz da Ruth : Né d-â két enn eur park all da bennaoui, na né d-â két kuit ac’hann : hôgen en em laka kévret gan̄t va merc’hed,

9. Hag heûḻ ar véderien. Râk gourc’hémennet em eûz d’am faotred né rôjé hini drouk d’id : ha ma éc’h eûz séc’hed, kéa da gaoud ar pôdou, hag év eûz ann dour a év va faotred.

10. Ruth oc’h en em deûrel war hé génou hag ô pidi war hé daoulin, a lavaraz d’ézhan̄ : A bétrâ é teû kémen̄t-sé d’in, ma kavann digémer mâd digan-éz, hag é teûez d’am anaout, ha mé maouez divrôet ?

11. Ha Booz a lavaraz d’ézhi : Klévet am eûz kémen̄d éc’h eûz gréat é-kén̄ver da vamm-gaer goudé marô da bried ; ha pénaoz éc’h eûz kuitéet da géren̄t hag ann douar é péhini oud ganet, hag oud deûet é-touez tûd ha na anavézez két ken̄t.

12. Ra zistolô ann Aotrou war-n-oud ar mâd éc’h eûz gréat, ha ra rôi ann Aotrou, Doué Israel, eur gôbr ar brasa d’id, pa oud deûet d’hé gavout, ha d’en em deûrel dindân he ziou-askel.

13. Hag hî a lavaraz : Digémer mâd em eûz kavet dirâg da zaoulagad, va aotrou ; va dic’hlac’haret éc’h eûz, ha komzet ec’h eûz out kaloun da vatez, pétrâ-bennâg n’ounn két hén̄vel oud unan eûz da blac’hed.

14. Ha Booz a lavaraz dézhi : Pa vézô préd dibri, deûz aman̄ ha debr bara, ha soub da damm er gwin-égr. Azéza a réaz éta é-kichen ar véderien : kéméroud a réaz iôd évit-hi, dibri a réaz hé gwalc’h hag é tastumaz ann tammou a choumaz a zilerc’h. (T).

15. Neûzé é savaz ac’hanô da zastumi a-névez pennou éd. Hôgen Booz a c’hourc’hémennaz d’hé baotred, ô lavarout : Ha pa c’hoan̄tafé-hi médi gan-é-hoc’h, na virit két out-hi :

16. Taolit zô-kén a-zévri lôd eûz hô malanou, ha stlapit-hô war hô lerc’h, évit m’hô dastumô hép kaout méz hag héb béza tamallet gan̄d dén.

17. Pennaoui a réaz éta er park bétég ar pardaez ; hag ô véza dournet gan̄d eur walen ar pennou éd é dôa dastumet, é kavaz a heiz war-drô ar ven̄t eûz a eunn éfi, da lavaroud eo, tri astellad.

18. Hô c’hémérout a réaz hag é tistrôaz é kéar, hag hô diskouézaz d’hé mamm-gaer : kenniga a réaz ivé hag é rôaz d’ézhi ar péz a oa choumet eûz hé boéd goudé ma é dôa debret hé gwalc’h.

19. Hag hé mamm-gaer a lavaraz d’ézhi : É péléac’h éc’h eûz-té pennaouet hiriô, hag é péléac’h éc’h eûz-té labouret ? Ra vezô benniget ann hini en deûz bét truez ouz-id. Ha Ruth a rôaz da anaoud d’ézhi é tî piou é dôa labouret, hag é lavaraz pénaoz ann dén-zé a oa hanvet Booz.

20. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi : Ra vézô benniget gan̄d ann Aotrou ; râk mired en deûz ann hévélep trugarez é-kén̄ver ar ré varô, ével m’en dôa bét é-kén̄ver ar ré véo. Hag hî a lavaraz c’hoaz : Ann dén-zé a zô kâr d’é-omp.

21. Kémennet en deûz c’hôaz din, émé Ruth, da zon̄t da gaout ar véderien, kén na vézô médet hé holl éd.

22. Hag hé mamm-gaer a lavaraz d’ézhi : Gwell eo d’id, va merc’h, mon̄d da védi gan̄d hé blac’hed, gan̄d aoun na rajé unan-bennâg drouk d’id enn eur park all.

28. Don̄t a réaz éta gan̄t plac’hed Booz ; hag éz éaz da védi gan̄t-hô, kén na oé dastumet ann heiz hag ar gwiniz er zoliérou.


————


III. PENNAD.


Ruth a ia da gouska oud treid Booz.


1. Pa oé distrôet Ruth da gaout hé mamm-gaer, Noémi a lavaraz d’ézhi : Klask a rinn ma vézi é péoc’h hag az lakaat a rinn da véza ervâd. (T).

2. Ar Booz-zé, gan̄t plac’hed péhini oud bét er park, a zô kâr-néz d’é-omp, hag enn nôz-man̄ é wen̄tô hé heiz el leûr.

3. En em walc’h éta, en em lard gan̄t louzou-c’houés-vâd, gwisk da gaéra diḻad, ha diskenn d’al leûr. N’en em ziskouéz két da Vooz, kén n’en dévézô débret hag évet.

4. Ha p’az ai da gouska, évésa é pé léac’h é kouskô : mon̄d a rî dî hag é tizôlôi ar ballen war-zû ann treid ; en em deûrel a rî énô hag é choumi. Neûzé hén̄ hé-unan a lavarô did pétrâ a dléi da ôber.

5. Ha Ruth a lavaraz dézhi : Ober a rinn kémen̄d a c’hourc’hémenni d’in.

6. Hag hî a ziskennaz d’al leûr, hag a réaz kémen̄d é dôa hé mamm-gaer gourc’hémennet dézhi.

7. Ha pa en dôé Booz débret hag évet, ha pa en em gavaz laouénoc’h, éz éaz da gouska é-harz eur bern malanou : ha Ruth a zeûaz didrouz, ha goudé béza dizôlôet ar ballen war-zû ann treid, en em doalaz énô.

8. Ha chétu war-drô han̄ter-nôz é oé spoun̄tet ha néc’het Booz, pa wélaz eur vaouez gourvézet é-c’harz hé dreid.

9. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : Piou oud-dé ? Hag hî a lavaraz : Mé eo Ruth da vatez. Astenn da ballenn war da vatez, ô véza m’az oud kâr-nés d’ézhi.

10. Va merc’h, émé-z han̄, benniget oud gan̄d ann Aotrou, hag ann divéza trugarez-man̄ a zô dreist ar gen̄ta ; ô véza n’éc’h eûz két heûliet paotred-iaouan̄k, na ré baour, na ré binvidik.

11. N’az péz két a aoun éta ; ôber a rinn kémen̄d éc’h eûz lavaret d’in : râg ann holl a oar em c’héar pénaoz oud eur vaouez fûr.

12. Na nac’hann két é venn kâr-nés d’id ; hôgen eunn all a zô c’hoaz né-soc’h.

13. Diskuiz é-pâd ann nôz : ha pa vézô deûet ar min̄tin, mar fell d’ézhan̄ da zerc’hel dré ar gwîr a géren̄tiez, gwell a-zé : ha ma na fell két d’ézhan̄, mé az kémérô héb arvar é-béd : béô eo ann Aotrou ; kousk bétég ar min̄tin.

14. Hag hî éta a gouskaz é-c’harz hé dreid a-héd ann nôz. Sével a réaz abarz ma hellé ann dûd en em anaout ann eil égilé : ha Booz a lavaraz d’ézhi : Diwall na oufé dén é vez deûet aman̄.

15. Ha c’hoaz é lavaraz : Astenn ar ballenn a zô war-n-oud, ha dalc’h-hi gan̄d da zaou zourn. Hag hî ô véza hé astennet hag hé dalc’het, Booz a wen̄taz c’houéac’h boézellad heiz hag hô lékéaz war-n-ézhi : hag hou-man̄ a iéaz da géar gan̄d hé béac’h,

16. Hag az éaz da gaout hé mamm-gaer, péhini a lavaraz d’ézhi : Pétrâ éc’h eûz-té gréat, va merc’h ? Ha Ruth a lavaraz d’ézhi kémen̄d en dôa gréat Booz enn hé c’hén̄ver.

17. Hag hî a lavaraz : Chétu c’houéac’h boézellad heiz en deûz rôet d’in, ô lavarout : Na fell két d’in é tistrôfez goullô étrézé da vamm-gaer.

18. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi : Gortoz, va merc’h, kén na wélimp ar penn eûz ann dra-man̄ ; râg ann dén-zé na baouézô két kén n’en dévézô kaset da benn kémen̄d en deûz lavaret.


————


IV. PENNAD.


Booz a gémer Ruth da c’hrég.


1. Booz a biñaz éta da borz-kéar hag a azézaz énô. Ha pa wélaz ô von̄d é-biou ann dén-zé, kar da Ruth, eûz a béhini hon eûz komzet ama araok, é lavaraz d’ézhan̄, oc’h hé c’hervel dré hé hanô : Distrô eunn nébeût hag azez aman̄. Hag hén̄ a zistrôaz hag a azézaz.

2. Ha Booz ô kémérout dék dén eûz a hénaoured kéar, a lavaraz d’ézhô : Azézit aman̄.

3. Pa oé azézet ar ré-man̄, é komzaz ével-henn oud hé gâr : Noémi, péhini a zô distrôet eûz a vrô ar Voabited, a werzô lôd eûz a bark Élimélek hor breûr :

4. Falvézet eo bét d’in é klefchez kémen̄t-sé, ha c’hoan̄t am eûz bét (T) hé lavaroud d’id dirâg ar ré holl a zô azézet aman̄, hag a zô hénaoured va fobl. Mar fell d’id kaout ar park-zé dré ar gwîr a géren̄tiez, prén-hén̄, ha dalc’h-hén̄. Hôgen ma na fell két d’id, lavar-hén̄ d’in, évit ma wézinn pétrâ a dléann da ôber ; râk n’eûz kâr all é-béd néméd-oud, péhini eo ann nésa, ha mé, péhini eo ann eil. Hag hén̄ a lavaraz : Mé a brénô ar park.

5. Ha Booz a lavaraz d’ézhan̄ : P’az pézô prénet ar park eûz a zourn Noémi, e ran̄ki ivé kémérout Ruth, ar Voabitez, péhini a zô bét grég ann hini marô, évit ma tigasi a-névez hanô da gâr enn hé zigwéz.

6. Hag hé-man̄ a lavaraz : Ar gwîr a géren̄tiez a zilézann ; râk na dléann két mouga nésted va c’héren̄tiez. Kémer va gwîr, té, ar gwîr a zilézann a-galoun-vâd.

7. Hôgen eur c’hiz kôz é oa enn Israel é-touez ar géren̄t, pénaoz ma tilezé unan-bennâg hé wîr da euun all, évit ma vijé stard ann dilez, é tenné ann dén hé votez évid hé rei d’hé gâr : houn-nez é oa ann désténi eûz ann dilez enn Israel.

8. Booz a lavaraz éta d’hé gâr : Tenn da votez. Hag hén̄ hé zennaz râk-tâl eûz hé droad.

9. Ha Booz ô komza oud ann hénaoured hag oud ann holl : Testou oc’h, émé-z-han̄, hiriô, pénaoz kémen̄d a zô bét da Élimélek, ha da C’hélion, ha da Vahalon a zô d’in, pa em eûz hé brénet digan̄t Noémi.

10. Ha pénaoz é kémérann da c’hrég Ruth, ar Voabitez, grég Mahalon, évit ma tigasinn a-névez hanô ann hini a zô marô enn hé zigwéz, gan̄d aoun na vé kollet hé hanô enn hé diégez, é-touez hé vreûdeûr hag hé bobl. C’houi, émé-vé, a zô testou eûz a gémen̄t-man̄.

11. Ann holl hobl a ioa out porz-kéar, hag ann hénaoured a lavaraz : Nî a zô testou. Ra lakai ann Aotrou ar c’hrég-man̄, péhini a ia enn da dî, hén̄vel out Rachel ha Lia, péré hô deûz savet ti Israel, évit ma vézô eur skouér a furnez enn Éfrata, ha ma é dévezô eunn hanô kaer é Bétléhem.

12. Ra zeûio ivé da dî, ével ti Farez, péhini a c’hanaz Tamar da Juda, gan̄d ar wenn a rôi ann Aotrou d’id dioud ar plac’h-iaouan̄k-man̄.

13. Booz a géméraz éta Ruth hag a zimézaz gan̄t-hi : mon̄d a réaz d’hé c’havout, hag ann Aotrou hé lékéaz da en̄géhen̄ta ha da c’hénel eur mâb.

14. Hag ar gragez a lavaraz da Noémi : Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini ne két fellet d’ezhan̄ é vé da diégez hép nésted, nag é vé kollet hé hanô enn Israel :

15. Évit m’az pézô eur mâb da zic’hlac’hari da galoun, ha da vaga da gôzni : râg ganet eo gan̄d da verc’h-kaer, péhini az kâr ; ha kalz gwelloc’h eo d’id égét m’az pé seiz mâb.

16. Ha Noémi ô véza kéméret ar bugel, hél lékéaz war hé barlen ; ha né oa némét-hi oc’h hé vaga hag oc’h hé zougen.

17. Ar gragez hé amézégézed en em laouénéé gan̄t-hi, ô lavarout : Eur mâb a zô ganet da Noémi : hag hî a c’halvaz anézhan̄ Obed : hen-nez a oé tâd Isai, tâd David.

18. Chétu aman̄ nésted Farez : Farez a oé tâd Esron (T) ;

19. Esron a oé tâd Aram ; Aram a oé tad Aminadab (T) ;

20. Aminadab a oé tâd Nahason ; Nahason a oé tâd Salmon (T) ;

21. Salmon a oé tâd Booz ; Booz a oé tâd Obed (T) ;

22. Obed a oe tâd Isai ; Isai a oé tâd David. (T).


————