Bibl/Ar C’hanédigez

Eus Wikimammenn
< Bibl
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
troet gant Le Gonidec.
L. Prud’homme, 1866  (Levr kentañ Eil levr, p. 1-62)


AR C’HANÉDIGEZ.


————


I. PENNAD.


Eûz a Grouidigez ar béd.


1. Er penn-ken̄ta Doué a grouaz ann én̄v hag ann douar.

2. Hôgen ann douar a oa dizoaré ha goullô, hag ann dévalien a ioa war-c’horré al lon̄k : ha spéred Doué a oa douget war ann douréier.

3. Ha Doué a lavaraz : Ra vézô gréad ar goulou, hag ar goulou a oé gréat.

4. Ha Doué a wélaz pénaoz ar goulou a oa mâd : hag é rannaz ar goulou diouc’h ann dévalien.

5. Hag é c’halvaz ar goulou, Deiz, hag ann dévalien, Nôz : hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ann Deiz ken̄ta.

6. Doué a lavaraz ivé : Ra vézô gréat ann oabl é-kreiz ann douréier, ha ra rannô ann douréier diouc’h ann douréier.

7. Ha Doué a réaz ann oabl hag a rannaz ann douréier a oa dindân ann oabl, diouc’h ar ré a oa dreist ann oabl. Hag ével-sé é oé gréat.

8. Ha Doué a c’halvaz ann oabl, En̄v : hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ann eil deiz.

9. Doué a lavaraz c’hoaz : R’en em sastumô ann douréier a zô dindân ann én̄v enn eul léac’h hép-kén, ha r’en em ziskouézô ar séac’n. Hag ével-sé é oé gréat.

10. Ha Doué a c’halvaz ar séac’h, Douar, hag ann dastum eûz ann douréier a c’halvaz, Môr. Ha Doué a wélaz é oa mâd kémen̄t-sé. (T).

11. Ha Doué a lavaraz : Ra zougô ann douar géot glâz hag a rai hâd, ha gwéz-frouez a rai frouez diouc’h hô gwenn, hag eûz a béré ann hâd en em c’hrai enn-hô hô-unan war ann douar. Hag ével-sé é oé gréat.

12. Hag ann douar a zougaz géot glâz, péhini a roé hé hâd diouc’h hé wenn, ha gwéz-frouez, péré hô dôa hô hâd enn-hô diouc’h hô gwenn. Ha Doué a wélaz pénaoz kémen̄t-sé a oa mâd.

13. Hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ann trédé deiz.

14. Doué a lavaraz ivé : Ra vézô gréat goulaouennou enn oabl ann én̄v, ha ra rannin̄t ann deiz hag ann nôz, ha ra vézin̄t da arwésiou d’ann amzériou, d’ann deisiou ha d’ar bloasiou.

15. Evit ma lugernin̄t enn oabl ann én̄v, ha ma c’houlaouin̄t ann douar. Hag ével-sé é oé gréat.

16. Ha Doué a réaz diou c’houlaouen vrâz ; eur c’houlaouen vrasoc’h, évit réna ann deiz, hag eur c’houlaouen vihanoc’h, évit réna ann nôz : ar stéréd a réaz ivé.

17. Hag hô lakaad a réaz enn oabl ann én̄v, évit ma lugernchen̄t war ann douar ;

18. Hag évit ma rénchen̄t ann deiz hag ann nôz , ha ma rannchen̄t ar goulou diouc’h ann dévalien. Ha Doué a wélaz é oa mâd kémen̄t-sé.

19. Hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ar pévaré deiz.

20. Doué a lavaraz ivé : Ra savô eûz ann douréier (T) loéned-stlej béo, hag evned a nichô war ann douar dindân oabl ann én̄v.

21. Ha Doué a grouaz ar pésked braz hag ann holl anévaled a vev hag a fin̄v, a oa bét ganet gand ann douréier, pép-hini diouc’h hé wenn, hag ann holl evned diouc’h hô gwenn. Ha Doué a wélaz pénaoz kément sé a oa mâd.

22. Hag é vennigaz anézhô, ô lavarout : Kreskit ha paottit, ha leûnit ann douréier eûz ar môr ; ha ra baottô ann evned war ann douar.

23. Hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin e oé gréat ar pempved deiz.

24. Doué a lavaraz ivé : Ra savô eûz ann douar loéned véô diouc’h hô gwenn ; loéned zon̄, ha loéned-stlej, ha loéned férô ann douar diouc’h hô gwenn. Hag ével-sé é oé gréat.

25. Ha Doué a réaz al loéned férô eûz ann douar diouc’h hô gwenn, hag al loéned zon̄ hag ann holl loéned-stlej eûz ann douar pép-hini diouc’h hé wenn. Ha Doué a wélaz é oa mâd kémen̄t-sé.

26. Hag é lavaraz : Gréomp ann dén diouc’h hor skeûden ha diouc’h hon hévélédigez : ha ra vézô mestr war pésked ar môr, ha war evned ann en̄v, ha war al loéned férô, ha war ann douar holl, ha war ann holl loéned-stlej a fin̄v war ann douar.

27. Ha Doué a grouaz ann dén diouc’h hé skeûden he-unan : hé groui a réaz diouc’h skeûden Zoué, hô c’hroui a réaz gwaz ha maouez.

28. Ha Doue a vennigaz anézhô, hag a lavaraz : Kreskit ha paottit, ha leûnit ann douar, ha likit-hén̄ da bléga dindan-hoc’h, ha bézit mestr war pésked ar môr, ha war evned ann én̄v, ha war ann holl loéned a fin̄v war ann douar.

29. Ha Doué a lavaraz : Chétu em eûz rôéd d’é-hoc’h ann holl c’héot a zoug hâd war ann douâr, hag ann holl wéz péré hô deûz hô hâd enn-hô hô-unan diouc’h hô gwenn, évit ma vézin̄t d’é-hoc’h da voéd ;

30. Ha d’ann holl loéned eûz ann douar, ha d’ann holl evned eûz ann en̄v, ha da gémen̄d hini a fin̄v war ann douar, hag a zô béô-buézek, évit ma hô dévézô péadrâ da voéta. Hag ével-sé é oé great.

31. Ha Doué a wélaz kémen̄d en doa gréat : ha mâd-méûrbéd é oan̄t. Hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ar c’houec’hved deiz..


————


II. PENNAD.


Doué a ra ar C’hrég.


1. Peûr-c’hréat é oé éta ann én̄vou hag ann douar, hag ann holl draou kaer a zo enn-hô.

2. Doué a beûr-c’hréaz hé ôber d’ar seizved deiz ; hag éc’h arsaôaz d’ar seizved deiz eûz hé holl ôbériou.

3. Hag é vennigaz ar seizved deiz ; hag é san̄télaz anézhan, ô véza ma oa arsaôet enn deiz-zé, goudé béza krouet ann holl draou en dôa da ober.

4. Chétu ar c’hanédigez eûz ann én̄v hag eûz ann douar pa oen̄t krouet, enn deiz ma reaz ann Aotrou Doué ann én̄v hag ann douar :

5. Hag ann holl blan̄tennou eûz ar parkéier, ken̄t ma oan̄t savet eûz ann douar, hag ann holl c’héot eûz ar mésiou, ken̄t ma oan̄t diwanet : râg ann Aotrou Doué n’en dôa két c’hoaz lékéad ar glaô da gouéza war ann douar, ha né oa dén évit laboura ann douar.

6. Hôgen eunn aiénen a zavé eûz ann douar, hag a zouré holl c’horré ann douar.

7. Ann Aotrou Doué a réaz ’ta ann dén gan̄d al lec’hid eûz ann douar, hag a c’houézaz war hé zremm eur c’houéz a vuez, hag ann dén a oé lékéat béô-buézék.

8. Hôgen ann Aotrou Doué adaleg ar penn-ken̄ta en dôa savet gwéz enn eul liors kaer-meûrbéd, é pehini é lékéaz ann dén en dôa gréat.

9. Hag ann Aotrou Doué a lékéaz da zével eûz ann douar gwéz a bép gwenn, kaer da wélet ha frouez mâd da zibri (T) : ha gwézen ar vuez é-kreiz al liors, ha gwézen ar wiziégez eûz ar mâd hag eûz ann drouk.

10. Hag eûz al léac’h kaer-zé é tilammé eur ster évid doura al liors, hag ac’hanô en em ranné é pévar fenn.

11. Unan anézhô a zô hanvet Fizon : hen-nez eo a ra ann drô holl da vrô Hévilath, é léac’h ma éma ann aour.

12. Hag aour ann douar-zé a zô eûz ar ré wella : énô é kaveur ar bdellion hag ar méan hanvet oniks. (T).

13. Hag ann eil penn ster a zô hanvet Géhon : hen-nez eo a ra ann drô holl da vrô Etiopia.

14. Hag ann trédé penn ster a zô hanvet Tigr : hen-nez a réd étrézég ann Asiried. Hag ar pévaré penn ster eo ann Eufratez.

15. Hag ann Aotrou Doué a géméras ann dén, hag hé lékéaz el liors kaer-meûrbéd, évit m’hel labourché ha m’hen diwalché.

16. Hag é c’hourc’hémennaz d’ez-han̄, ô lavarout : Debr eûz ann holl wéz eûz al liors.

17. Hôgen na zebr két eûz a wézen ar wiziégez eûz ar mâd hag eûz ann drouk ; râg é pé zeiz-bennâg ma tebri eûz anézhi, é varvi.

18. Ann Aotrou Doué a lavaraz ivé : Né két mâd é vé ann dén hé-unan ; gréomp d’ezhan̄ eur skoazel hen̄vel out-han̄.

19. Ann Aotrou Doué éta, goudé béza gréat gan̄d douar ann holl loéned eûz ann douar, hag ann holl evned eûz ann én̄v, hô digasaz dirâg Adam, évit ma welché pénaoz hô hanvché. Râk pé hanô bennâg a rôaz Adam da bép loen, hen-nez eo hé hanô.

20. Adam a hanvaz éta dré hô hanô ann holl loéned, hag ann holl evned eûz ann én̄v, hag ann holl loéned ferô eûz ann douar. Hôgen n’en em gavé két évid Adam eur skoazel hén̄vel out-han̄.

21. Ann Aotrou Doué a gasaz éta da Adam eur c’housk kalet : ha pa oé kousket, é tennaz unan eûz hé gostou, hag é lékéaz kig enn hé léac’h.

22. Hag ann Aotrou Doué, gan̄d ar gostézen en dôa tennet eûz a Adam a réaz ar c’hrég, hag hé digasaz da Adam.

23. Hag Adam a lavaraz : Chétu bréma askourn va eskern, ha kik va c’hik ; hou-man̄ a vézô hanvet maouez, dré ma eo bet kéméret eûz ar gwâz.

24. Râk-se, ar gwâz a guitai hé dâd hag hé vamm, hag en em stâgô oud hé c’hrég : ha daou é vézin̄t enn eur c’hik hép-kén.

25. Enn noaz é oan̄t hô daou, da lavaroud eo, Adam hag hé c’hrég, ha na rusien̄t két.


————


III. PENNAD.


Eûz a béc’hed ann dén hag eûz hé gastiz.


1. Hôgen ann aer a ioa ar gwidréusa eûz ann holl loéned eûz ann douar gréat gan̄d ann Aotrou Doué. Hag é lavaraz d’ar vaouez : Pérâg en deùs-hén̄ Doué gourc’hémennet d’é-hoc’h na zebrchac’h két eûz ann holl wéz eûz al liors ?

2. Ar c’hrég a lavaraz d’ezhi : Dibri a réomb eûz a frouez ar gwéz a zô el liors.

3. Hôgen é-kén̄ver frouez ar wézen a zô é-kreiz al liors, en deûz Doué gourc’hémennet d’é-omp na zebrchemp kéd anézhô, ha na zaolchemp kéd ann dourn war-n-ézhô, gan̄d aoun na varvchemp.

4. Hôgen ann aer a lavaraz d’ar c’hrég : A-grenn né varvot két. (M).

5. Râg gouzoud a ra Doué pénaoz é pé zeiz bennâg é tebrod anézhô, é tigorô hô taou-lagad : hag é viot ével douéou, oc’h anaoud ar mâd hag ann drouk.

6. Ar c’hrég a wélaz éta pénaoz ar frouez-zé a oa mâd da zibri, braô d’ann daou-lagad ha kaer da wélout. Kéméroud a réaz diout-hô, hag é tebraz ; hag é roâz d’hé ozac’h, péhini a zebraz ivé.

7. Hag hô daou-lagad a zigoraz d’ézhô hô daou (M) : ha pa anavézchon̄t pénaoz é oan̄t enn noaz, é wéchon̄t deliou gwéz-fiez da ôber péb a c’houriz.

8. Ha pa glevchon̄t mouéz ann Aotrou Doué péhini a valée dré al liors é-pâd ann avélig a zâv goudé kresteiz, Adam hag hé c’hrég a iéaz da guza eûz a-zirâg ann Aotrou Doué, é-touez ar gwéz eûz al liors.

9. Hag ann Aotrou Doué a c’halvaz Adam, hag a lavaraz d’ezhan̄ : Péléac’h émoud-dé ?

10. Hag hén̄ a lavaraz : Da vouéz em eûz klevet el liors ; hag aoun em eûz bét ô véza ma oann enn noaz, hag ounn éad da guza.

11. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Piou en deûz rôed da anaoud d’id pénaoz édoz enn noaz, néméd debret ez pé eûz ar wézen m’am bôa gourc’hémennet d’id na tebrchez két anézhi ?

12. Hag Adam a lavaraz : Ar vaouez éc’h eûz rôed d’in da eil, é deûz rôed d’in frouez ar wézen, hag em eûz debret.

13. Hag ann Aotrou Doué a lavaraz d’ar c’hreg: Pérâg éc’h eûs-té gréat kémen̄t-sé ? Hag hi a lavaraz : Ann aer é deûz va zouellet, hag em eûz debret.

14. Hag ann Aotrou Doué a lavaraz d’ann aer : O véza ma éc’h eûz gréat kémen̄t-sé é vézi milliget é-touez ann holl anévaled ha loéned ann douar : war da gôv é kerzi, hag é tebri douar épâd ann holl zeisiou eûz da vuez.

15. Kâs a likiinn étré té hag ar c’hrég hag étré hé gwenn ha da hini : hi a flastrô da benn, ha té a glaskô flemma anézhi é (M) seûl hé zroad.

16. D’ar c’hrég é lavaraz ivé : Mé as lakai da c’houzan̄v kals a boaniou épâd ma vézi brazez (T) : génel a ri bugalé er gloaz ; dindân béli da ozac’h é vézi, hag hén̄ a c’hourc’hémennô d’id.

17. Da Adam é lavaraz ivé : Dré ma éc’h eûz sélaouet mouéz da c’hrég, ha ma éc’h eûz debret eûz ar wézen m’am bôa gourc’hémennet d’id na zebrchez két anézhi, ann douar a vézô milliget enn-abek d’id : né gavi da voéd war-h-ézhan̄ német ô laboura a ners da zivréac’h é-pâd holl zeisiou da vuez. (T).

18. Spern hag askol a zougô d’id, ha louzou ann douar a zebri.

19. Dré c’houéz da dâl é tebri bara, kén na zistrôi enn douar a béhini oud bét tennet : Râk poultr oud hag é poultr é tistrôi.

20. Hag Adam a roâz d’hé c’hrég ann hanô a Eva, ô véza ma oa hi a dlié béza (M) mamm ann holl dud véô.

21. Ann Aotrou Doué a réaz ivé da Adam ha d’hé c’hrég saéou krec’hin, hag hô gwiskaz d’ézhô ;

22. Hag é lavaraz : Chétu Adam a zô deûet evel unan ac’hanomp- ni, ô c’houzoud ar mâd hag ann drouk. Miromb éta bréma out-han̄ na astennô hé zourn, ha na gémérô eûz ar wézen a vuez, na zebrô anézhi ha na vévô da-vikenn.

23. Hag ann Aotrou Doué her c’hasaz er-méaz eûz al liors kaer-meûrbéd, évit ma labourché ann douar, a béhini é oa tennet.

24. Hag é kasaz Adam er-méaz ; hag é lékéaz dirâg al liors kaer-meûrbéd eur Chérubin, gan̄t-han̄ eur c’hlézé a dan ô strin̄ka (T), évid diwalloud ann hen̄d a gas d’ar wézen a vuez.


————


IV. PENNAD.


Kain a lâz hé vreûr Abel.


1. Hôgen Adam a anavézaz hé c’hrég Eva : hag hi a zeûaz da véza brazez hag a c’hanaz Kain, enn eul lavarout : Eur goaz am eûz bét dré zrugarez Doué.

2. Hag hi a c’hanaz c’hoaz hé vreûr Abel. Hôgen Abel a oé mésaer dén̄ved, ha Kain a oé labourer douar.

3. Da benn meûr a zeiz goudé é c’hoarvézaz pénaoz Kain a ginnigaz eûz a frouez ann douar é gwéstl d’ann Aotrou.

4. Abel a ginnigaz ivé eûz ar ré gen̄ta ganet eûz he zén̄ved, hag eûz ar ré larda anézhô. Hag ann Aotrou a zellaz oud Abel hag oud hé wéstl.

5. Hôgen na zellaz kéd ouc’h Kain, nag oud hé wéstl. Eur vuanégez vrâz a zavaz é Kain, hag hé zremm a oé gwévet.

6. Hag ann Aotrou a lavaraz d’éz-han̄ : Pérâg eûz savet buanégez enn-od ? ha pérâk da zremm ef-hi gwévet ?

7. Mar gréz mâd ha na vézi-dé két gôpréet ; ha mar gréz fall, ha na zeûi kei râk-tâl ar péc’hed oud da zôr ? Hôgen hé ioul a vézô dindan-oud ha trec’hi a ri anézhi.

8. Ha Kain a lavaraz d’hé vreùr Abel : Déomb er-méaz. Ha pa édon̄t er-méaz, é savaz Kain a éneb hé vreùr Abel hag hel lazaz.

9. Hag ann Aotrou a lavaraz da Gain : pe léac’h éma Abel da vreûr ? Hag hén̄ a lavaraz : N’oun két : ha mirer va breûr ounn-mé ?

10. Ha Doué a lavaraz d’ezhan̄ : Pétrâ éc’h eûs-té gréat ? Mouéz goâd da vreûr a c’harm étrézég enn-oun eûz ann douar.

11. Bréma éta é vézi milliget war ann douar, péhini en deûz digoret hé c’hénou, ha digéméret goâd da vreûr eûz da zourn.

12. Pa labouri anézhan̄, na rôio kéd hé frouez d’id ; tec’hout ha kan̄tréa a ri (T) war ann douar.

13. Ha Kain a lavaraz d’ann Aotrou : Ré vrâz eo va gwall évit ma helfenn kaout ann distol anézhan̄.

14. Chétu am c’hasit-kuit hiriô diwar ann douar (T), hag é kuzinn a zira-z-hoc’h ; hag é vézinn ô tec’hout hag ô kan̄tréa (T) war ann douar ; Piou-bennâg éta am c’havô, am lazô.

15. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ez-han̄ : Nann, kémen̄t-sé na c’hoarvézô két ; hôgen piou-bennâg a lazô Kain, a vézô gwanet seiz gwéach. Hag ann Aotrou a lékéaz eunn arouéz war Gain, evit na lazché kéd anézhan̄ piou-bennâg hen c’havché.

16. Ha Kain ô véza éat kuit eûz a-zirâg ann Aotrou, a choumaz divrôet war ann douar war-zû ar vrô a zô é sâv-héol Eden.

17. Hôgen Kain a anavézaz hé c’hrég, péhini a zeûaz da véza brazez, hag a c’hanaz Hénoch : hag é savaz eur géar, hag é c’halvaz anézhi Hénoch eûz a hanô hé vâb.

18. Hénoch a en̄géhen̄taz Irad, hag Irad a en̄géhen̄taz Mariael, ha Mariael a en̄géhen̄taz Matusael, ha Matusael a en̄géhen̄taz Lamech.

19. Péhini a géméraz diou c’hrég, unan hanvet Ada, hag ébén Sella.

20. Hag Ada a c’hanaz Jabel, péhini a oé ann tâd eûz ar ré a choum dindân ann teltou, hag eûz ar vesaérien.

21. Hé vreûr a oa hanvet Jubal : hen-nez a oé ann tâd eûz ar ré a gân gan̄d ann délen ha gan̄d ann ogrou.

22. Sella a c’hanaz ivé Tubalkain, péhini a oé morzolier hag ôbérour é kémen̄t labour arem hag houarn. Noéma a oa c’hoar da Dubalkain.

23. Ha Lamech a lavaraz d’hé c’hragez Ada ha Sella : sélaouit va mouéz, gragez Lamech, klevit va lavar : ô véza ma em eûz lazet eunn dén en deûz va gouliet hag eunn dén-iaouan̄k en deûz bronduet ac’hanoun. (M).

24. E vézô rôet seiz kastiz évit Kain : hôgen évit Lamech dék kwéach ha tri-ugen̄t seiz gwéach.

25. Hag Adam a anavézaz adarré hé c’hrég : hag hi a c’hanaz eur mâb, hag a c’halvaz anézhan̄ Seth, ô lavarout : Doué en deûz lékéad eun-oun gwenn eur mâb all é léac’h Abel a zô bét lazet gan̄t Kain.

26. Ganet é oé ivé eur mâb da Zeth, péhini her c’halvaz Enos ; hen-nez a oé ar c’hen̄ta ô pidi gan̄d lid (M) hanô ann Aotrou.


————


V. PENNAD.


Eûz a nested Adam bété Noé.


1. Chétu aman̄ levr nested Adam. Enn deiz ma krouaz Doué ann dén, her gréaz diouc’h hévélédigez Doué.

2. Goâz ha maouez hô c’hrouaz, hag é vennigaz anézhô ; hag é c’halvaz anézhô Adam, enn deiz ma oen̄t krouet.

3. Hôgen Adam a vévaz dék vloaz ha c’houec’h ugen̄t ; hag éc’h en̄géhen̄taz eur mâb diouc’h hé skeùden hag hé hévélédigez, hag é c’halvaz anézhan̄ Seth.

4. Ha deisiou Adam, goudé béza en̄géhen̄tet Seth, a oé eùz a eiz kan̄t vloaz ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.

5. Hag ann boll zeisiou eûz a vuez Adam a oé eûz a naô c’han̄t vloaz ha trégon̄t, hag é varvaz.

6. Seth a vévaz ivé pemp ploaz ha kan̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Énos.

7. Ha Seth a vévaz, goudé béza en̄géhen̄tet Énos, seiz vloaz hag eiz kan̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

8. Hag holl zeisiou Seth a oé eûz a zaouzék vloaz ha naô c’hant, hag é varvaz.

9. Enos a vévaz dék vloaz ha pévar-ugen̄t, hag ec‘h en̄géhen̄taz Kainan.

10. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Kainan , Énos a vévaz pemzék vloaz hag eiz kan̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

11. Hag holl zeisiou Énos a oé eûz a bemp ploaz ha naô c’han̄t, hag é varvaz.

12. Kainan a vévaz dék vloaz ha tri-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Malaléel.

13. Ha goudé ma oé ganet (T) Malaléel, Kainan a vévaz eiz kan̄t vloaz ha daou-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz mipien ha merc’hed.

14. Hag holl zeisiou Kainan a oé eûz a zék vloaz ha naô c’han̄t, hag é varvaz.

15. Malaléel a vévaz pemp ploaz ha tri-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Jared.

16. Ha goudé beza en̄géhen̄tet Jared, Malaléel a vévaz eiz kan̄t vloaz ha trégon̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

17. Hag holl zeisiou Malaléel a oé eûz a eiz kan̄t vloaz pemzék ha pévar-ugen̄t, hag é varvaz.

18. Jared a vévaz daou vloaz hag eiz-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Hénoch.

19. Ha goudé béza en̄gehen̄tet Henoch, Jared a vévaz eiz kan̄t vloaz, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

20. Hag holl zeisiou Jared a oé eûz a naô c’hant vloaz daou ha tri ugen̄t, hag é varvaz.

21. Hénoch a vévaz pemp ploaz ha tri-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Matusala.

22. Hag Hénoch a gerzaz gan̄d Doué : ha goudé béza en̄géhen̄tet Matusala, é vévaz tri c’han̄t vloaz, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

23. Hag holl zeisiou Hénoch a oé eûz a dri c’han̄t vloaz pemp ha tri-ugen̄t.

24. Hag é kerzaz gan̄d Doué, ha né oé gwelet mui, ô véza m’en dôa Doué hé géméret gan̄t-han̄.

25. Matusala a vévaz seiz vloaz ha naô-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Lamech.

26. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Lamech, Matusala a vévaz seiz kan̄t vloaz daou ha pévar-ugen̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

27. Hag holl zeisiou Matusala a oé eûz a naô c’han̄t vloaz naô ha tri-ugen̄t, hag é varvaz.

28. Hôgen Lamech a vévaz daou vloaz ha naô-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz eur mâb ;

29. Hag é c’halvaz anézhan̄ Noé, ô lavarout : hé-man hon dic’hlac’harô eûz a ôbériou hag eûz a labouriou hon daouarn, enn douar en deûz milliget ann Aotrou.

30. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Noé, Lamech a vévaz pemp kan̄t vloaz pemzék ha pévar ugen̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

31. Hag holl zeisiou Lamech a oé eûz a zeiz kan̄t vloaz seiték ha tri-ugen̄t, hag é varvaz. Hôgen Noé, pa oé deûed d’ann oad a bemp kan̄t vloaz, a en̄géhen̄taz Sem, Kam ha Jafeth.


————


VI. PENNAD.


Eûz al Livaden.


1. Hôgen pa oé deûet ann dûd da greski é niver (T) war ann douar ha pa hô dôé bét merc’hed,

2. Bugalé Doué ô wélout pénaoz merc’hed ann dûd a oa kaer, a géméraz gragez é-touez ar ré hô dôa dilennet.

3. Ha Doué a lavaraz : Va Spéréd na choumô kéd enn dén da-vikenn, véza ma eo kik : hag hé zeisiou a vézô eûz a c’houec’h-ugen̄t vloaz.

4. Lan̄gouinéien a ioa war ann douar enn deisiou-zé. Goudé éta ma’z éaz bugalé Doué da gaout merc’hed ann dûd, ha ma téûaz ar ré-man̄ da c’hénel, hô bugalé a oé tùd c’halloudek ha brudet-brâz enn amzer gôz.

5. Hôgen Doué ô wélout pénaoz fallagriez ann dûd a oa brâz war ann douar, ha pénaoz ann holl ioul eûz hô c’haloun a oa douged d’ann droug é péb amzer,

6. En dôé keûz da véza gréad ann dén war ann douar. Ha treûzet gan̄t glac’har bété gwéled hé galoun ;

7. Lémel a rinn, émé-z-han̄, diwar-c’horré ann douar, ann dén em eûz krouet, adaleg ann dén bétég al loéned, adaleg al loéned-stlej betég ann evned eûz ann én̄v ; Râk keûz am eûz da véza gréat anézhô.

8. Hôgen Noé a gavaz trugarez dirâg ann Aotrou.

9. Chétu aman̄ nested Noé : Noé a oé eunn dén gwirion hag eunn dén mâd a bép hen̄t (T) enn hé amzer ; gan̄d Doué é kerzaz.

10. Hag ec’h en̄géhen̄taz tri mâb, Sem, Ram ha Jafeth.

11. Hôgen ann douar a oa saotret dirâk Doué, ha leûn a fallagriez.

12. Pa wélaz éta Doué pénaoz é oa saotret ann douar (râk pép kig en dôa saotret hé hen̄d war ann douar),

13. E lavaraz da Noé : Divez ann holl gik a zô deûed dira-z-oun ; leùn eo ann douar gan̄t fallagriez ann dûd, ha mé hô c’hollô gan̄d ann douar.

14. Gra d’id eunn arc’h gan̄d koad kompézet ; kamprouigou (M) a ri enn arc’h, hag é lifri anézhi gan̄t pék-tanô enn diabarz hag enn diavéaz.

15. Hag ével-henn her gri : Ann héd eûz ann arc’h a vézô eûz a dri c’han̄t ilinad, al léd eûz a han̄ter-kan̄t ilinad hag ann huelded eûz a drégon̄t ilinad.

16. Eur prénestr a ri enn arc’h, hag al lein anezhan̄ a ri eûz a eunn ilinad : dôr ann arc’h a likii enn hé c’hostez : dindân al lein é ri tri c’hembod : ar gwéled, ar c’hamprou hag ann trédé kembot. (M).

17. Chétu mé a ia da zigas douréier al livaden war ann douar évit ma likiinn da vervel ann holl gik, é péhini éma ar c’houéz eûz ar vuez dindân ann én̄v ; kémen̄d a zô war ann douar a vézô beûzet.

18. Lakaad a rinn va c’hévrédigez gan-éz ; hag éz i ébarz ann arc’h, té ha da vipien, da c’hrég ha gragez da vipien gan-éz.

19. Lakaad a ri ivé enn arc’h daou loen eûz a bép gwenn zô (M), pâr ha pârez, evit ma vévin̄t gan-éz.

20. Eûz ann evned diouc’h hô gwenn, eûz al loéned pévar zroadek diouc’h hô gwenn, hag eûz al loéned-stlej, diouc’h hô gwenn, daou eûz a bép gwenn a ielô ébarz gan-éz, évit ma hellin̄t béva.

21. Kéméroud a ri ivé gan-éz eûz a gémen̄t boéd a helleur da zibri, hag hen tougi gan-éz enn arc’h : hag é vézô da voéd kenn évid-od, kenn évit-hô.

22. Noé a réaz ’ta kemen̄d en dôa Doué gourc’hémennet d’ézhan̄.


————


VII. PENNAD.


Kouéza a ra ann dour war ann douar é-pad daou-ugent deiz.


1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Noé : Kéa enn arc’h, té ha da holl diad ; râg gwélet em eûz pénaoz é oaz gwirion dira-z-oun é-kreiz ar rumm tûd-man̄.

2. Eûz al loéned c’hlan kémer seiz ha seiz, pâred ha pârézed : hag eûz al loéned louz daou ha daou, pâred ha pârézed.

3. Hag ivé eûz a evned ann én̄v seiz ha seiz, pâred ha pârézed ; évit ma vézô miret hô gwenn war-c’horré ann douar holl.

4. Râg goudé seiz dévez all c’hoaz, mé a lakai da c’hlaôia war ann douar é-pâd daou-ugen̄t dévez ha daou ugen̄t nôzvez : hag é laminn diwar-c’horré ann douar ann holl ré véô am eûz gréat.

5. Noé a réaz ’ta kémend en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄.

6. C’houec’h kan̄t vloaz en dôa pa oé beûzet ann douar gan̄t douréier al livaden.

7. Ha Noé gan̄d hé vipien, hé c’hrég ha gragez hé vipien a iéaz enn arc’h enn abek da zouréier al livaden.

8. Al loéned c’hlan hag ar ré louz, ann evned ha kémen̄d a fin̄v war ann douar,

9. A iéaz ivé gant Noé enn arc’h, daou ha daou, pâr ha pârez, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Noé.

10. Ha pa oé tréménet seiz dévez, douréier al livaden a veûzaz ann douar.

11. Er bloavez c’houec’h kan̄t eûz a vuez Noé, d’ann eil miz, d’ar seitékved dévez eûz ar miz, ann holl vammennou eûz al lon̄k-brâz a darzaz, hag al laérézou eûz ann én̄v a oé digoret.

12. Hag ar glaô a gouézaz war ann douar é-pâd daou-ugen̄t dévez ha daou-ugen̄t nôzvez.

13. É tarz ann deiz-zé, Noé, ha Sem, ha Kam, ha Jafeth hé vipien, hag hé c’hrég, ha teir grég hé vipien a iéaz enn arc’h.

14. Ar ré-man̄, hag ann holl loened diouc’h hô gwenn, hag ann holl loéned zon̄ diouc’h ho gwenn, ha kémen̄d a fin̄v war ann douar diouc’h hô gwenn, ha kémen̄d a nij diouc’h hô gwenn, hag ann holl evned, hag ann holl anévaled a zav enn éar (T),

15. A iéaz gan̄t Noé enn arc’h, péb a zaou, eûz a bép kig é péhini é oa ar c’houéz a vuez.

16. Hag ar ré a oa éad ébarz, a oa pâred ha pârézed, a bép kik, ével m’en dôa gourc’hémennet Doué da Noé ; hag ann Aotrou a brennaz ann ôr war-n-ézhan̄ a-ziavéaz.

17. Hag al livaden a gouézaz war ann douar é-pâd daou-ugen̄t dévez ; hag ann douréier a greskaz, hag a zavaz huel ann arc’h diwar ann douar. (T).

18. Ann douréier a greskaz kré ; hag é c’hôlôjon̄t kémen̄t trâ a oa war-c’horré ann douar ; hôgen ann arc’h a oa douget war ann douréier.

19. Ann douréier a savaz kalz dreist ann douar ; hag ann huéla ménésiou eûz a zindân ann én̄v a oé gôlôet.

20. Ann dour a zavaz pemzég ilinad huéloc’h égéd ar ménésiou en dôa gôlôet.

21. Kaset é oé da gét (T) kémen̄t kig a fin̄vé war ann douar, ann evned, al loéned zon̄, al loéned férô, ann amprévaned a stléj war ann douar, ann holl dûd,

22. Ha kémen̄d en dôa ar c’houéz a vuez war ann douar, a varvaz.

23. Doué a gasaz-da-gét kémen̄d en dôa buez war ann douar, adaleg ann dén bétég al loéned, ken ann amprévaned, ken ann evned ; kaséd é oen̄t da get diwar ann douar ; na choumaz német Noé, hag ar ré a oa gan̄t-han̄ enn arc’h.

24. Hag ann douréier a c’hôlôaz ann douar é-pâd kan̄t han̄ter-kant dévez.


————


VIII. PENNAD.


Noé a ia er-méaz eûz ann arc’h.


1. Hôgen Doué en dôé koun eûz a Noé, eûz ann holl loéned férô, hag eûz ann holl loéned zon̄ a oa gan̄t-han̄ enn arc’h, hag é tigasaz avel war ann douar, hag ann douréier a vihanaaz.

2. Mammennou al loun̄k-brâz, ha laérézou ann én̄v a oé stan̄ket ; ha glavéier ann én̄v a oé dalc’het.

3. Hag ann douréier kaset ha digaset a iéaz-kuit diwar ann douar ; ha goudé kan̄t han̄ter-kan̄t dévez é teùjont da vihanaat.

4. Ha d’ar seizved miz, d’ar seizved dévez war-n-ugen̄t eûz ar miz, ann arc’h a choumaz stok (T) war vénésiou ann Arménia.

5. Hôgen ann doureier a iéaz war vihanaat bétég ann dékved miz ; hôgen d’ann dékved miz, d’ann deiz ken̄ta eûz ar miz, é oé gwélet lein ar vénésiou.

6. Hôgen pa oa tréménet daou-ugen̄t dévez, Noé a zigoraz prénestr ann arc’h en dôa gréat, hag a laoskaz eur vran,

7. Péhini a iéaz kuit, ha na zistrôaz két, kén na oé dizéc’het ann douréier war ann douar.

8. Leûskel a reaz ivé eur goulm war-lerc’h ar vrân, évit ma welché ma oa tec’het ann douréier diwar-c’horré ann douar.

9. Hou-man̄, ô véza na gavaz két pé éléac’h é lakajé hé zroad, a zistrôaz da gaout Noé enn arc’h ; râg ann douréier a oa c’hoaz war-c’horré ann douar holl. Noé a astennaz hé zourn, hé c’héméraz hag hé lékéaz enn arc’h.

10. Goudé béza gortozet seiz dévez all, é laoskaz a-névez ar goulm eûz ann arc’h.

11. Hag hou-man̄ a zistrôaz d’hé gavout war ar pardaez, gan̄t-hi enn hé bék eur skourr olivez a oa déliou glâz out-han (M). Noé a anavézaz ’ta pénaoz ann douréier a oa tec’het diwar ann douar.

12. Gortozi a réaz koulskoudé seiz dévez all ; hag é laoskaz ar goulm, péhini na zistrôaz mui d’hé gavout.

13. Ével-sé, er bloavez unan ha c’houec’h kan̄t, d’ar miz ken̄ta, d’ann deiz ken̄ta eûz ar miz, ann douréier a oa en em dennet diwar ann douar ; ha Noé ô tigéri tôen ann arc’h, a zellaz, hag a wélaz pénaoz ann douar a oa dizéc’het war hé c’horré.

14. D’ann eil miz, d’ar seizved deiz war-n-ugen̄t eûz ar miz, ann douar a oa séac’h holl.

15. Ha Doué a gomzaz out Noé, ô lavarout :

16. Kéa er-méaz eûz ann arc’h, té ha da c’hrég, da vipien ha gragez da vipien gan-éz.

17. Kâs gan-éz er-méaz al loéned eûz ann holl gik, péré a zô enn arc’h, ann evned, al loened pévar-zroadek hag ann holl amprévaned, péré en em stléj war ann douar, ha kerzit war ann douar ; kreskit ha paottit war-n-ézhan̄.

18. Noé a iéaz éta er-méaz, ha gan̄t-han̄ hé vipien, hé c’hrég ha gragez hé vipien.

19. Ann holl loéned férô, al loéned zon̄, hag ann amprévaned péré en em stléj war ann douar, diouc’h hô gwenn, a iéaz ivé er-méaz eûz ann arc’h.

20. Hôgen Noé a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou : hag ô kémérout eûz ann holl loéned hag eûz ann holl evned c’hlan, é kennigaz anézhô oc’h hô suḻa war ann aoter.

21. Ar c’houéz eûz a gémen̄t-sé a oé kavet c’houék gan̄d ann Aotrou, hag é lavaraz : Bikenn mui na rôinn va malloz d’ann douar enn abek d’ann dûd ; râg ar skian̄t hag ar mennoz eûz a galoun ann dén a zô douget d’ann droug adalek hé iaouan̄kiz ; na skoinn mui ’ta gan̄d ann holl ré veô ével ma em eûz gréat.

22. E-pâd ann holl zeisiou eûz ann douar, ann hadérez hag ar médérez, ar iénien hag ann domder, ann han̄ hag ar goan̄, ann nôz hag ann deiz a zeùiô hép distak ann eii oc’h heûl égilé. (T).


————


IX. PENNAD.


Kévrédigez Doué gan̄d ann dûd.


1. Doué a vennigaz Noé hag hé vugalé, hag a lavaraz d’ézhô : kreskit ha paottit, ha leûnit ann douar.

2. R’hô dévézô spoun̄t hag aoun ra-z-hoc’h ann holl loéned eûz ann douar, ann holl evned eûz ann én̄v ha kémen̄d a fin̄v war ann douar ; ann holl bésked eûz ar môr a zô lékéad étré hô taouarn.

3. Kémen̄d a fin̄v hag a vév a vézô d’é-hoc’h da vouéd ; hô rôed em eûz holl d’é-hoc’h ével al louzou c’hlâz.

4. Gan̄t na zebrot két a gik német é vé bét diwadet. (T).

5. Râk mé a c’houlennô digan̄d ann holl loéned ar goâd eûz hô kalounou ; hag é c’houlenninn buez ann dén digan̄d dourn ann dén ha digan̄d dourn hé vreûr.

6. Da biou-bennâg en dévezô skuḻet goâd ann dén, é vézô ivé skuḻet hé c’hoad ; râg ann dén a zô gréad diouc’h hévélédigez Doué.

7. Hôgen c’houi, kreskit ha paottit, iid war ann douar, ha leûnit-hén̄.

8. Kémen̄t-mān̄ a lavaraz ivé Doué da Noé, ha d’hé vugalé gan̄t-han̄ :

9. Chétu mé a rai eur gévrédigez gan-é-hoc’h, ha gan̄d hô kwenn war hô lerc’h ;

10. Ha gan̄t pép loen béô a zô gan-é-hoc’h, ken gan̄d ann evned, ken gan̄d al loéned zon̄, ha gan̄d ann holl loéned eûz ann douar, peré a zô deûed eûz ann arc’h, ha gan̄d ann holl loéned férô eûz ann douar.

11. Kévrédigez a rinn gan-é-hoc’h, ha bikenn mui na vézô kaset-da-gét ann holl gik gan̄d douréier al livaden, ha na vézô mui a livaden da veûzi ann douar.

12. Ha Doué a lavaraz ; hou-man̄ eo ann arouéz a gévrédigez a rôann étré mé ha c’houi, ha da bép loen béô a zô gan-e-hoc’h, a rumm da rumm, da virvikenn.

13. Va gwareg a likiinn er c’hoabr, hag é vézô ann arouéz a gévrédigez étré mé hag ann douar.

14. Ha p’am bézô gôlôed ann én̄v a goabr, va gwarek a vézô gwélet er c’hoabr.

15. Hag é teûi koun d’in eûz va gévrédigez gan-é-hoc’h, hag eûz a gémen̄t éné béô a zeû da énaoui ar c’hik ; ha na vézô mui a zour a livaden évit beûzi ann holl gik.

16. Ar wareg a vézô er c’hoabr, hag hé gwéloud a rinn, hag em bézô koun eûz ar gévredigez da virvikenn gréad étré Doué hag ann holl énéou béô eûz a gémen̄t kig a zô war ann douar.

17. Ha Doué a lavaraz da Noé : hou man̄ a vézô ann arouéz a gévrédigez am eûz lékéat étre mé hag ann holl gik war ann douar.

18. Mipien Noé deûed eûz ann arc’h a oa Sem, Kam, ha Jafeth ; ha Kam a oé tâd da Ganaan.

19. Ar ré-zé eo tri mâb Noé ; ha gan̄t-hô é oé skiñet gwenn ann holl dûd war ann douar holl.

20. Noé, labourer-douar, a oé ar c’hen̄ta ô c’hounid ann douar (T), hag a blan̄taz ar winien.

21. Hag ô véza évet gwin, é vezvaz, hag é choumaz enn noaz enn hé delt.

22. Pa wélaz Kam, tâd Kanaan, pénaoz tra-mézuz hé dâd a oa noaz, éz éaz er-méaz d’hel lavaroud d’hé zaou vreûr.

23. Hôgen Sem ha Jafeth a lékéaz eur zaé vrâz war hô diou-skoaz, hag ô kerzout a-gil, é c’hôlôjon̄t tra-mézuz hô zâd ; hô dremm a oa distrôet, ha na wéljon̄t két tra-mézuz hô zâd.

24. Hôgen Noé ô tihuna eûz hé win, hag ô klevout pétrâ en dôa gréad d’ézhan̄ hé vâb iaouan̄ka,

25. A lavaraz : Ra vézô milliget Kanaan, ra zeûi da vével da vévellou hé vreûdeûr.

26. Hag hén̄ a lavaraz : Ra vézô meûlet ann Aotrou, Doué Sem, ra vézô Kanaan mével d’ézhan̄.

27. Ra greskô Doué Jafeth, ha ra joumô dindân teltou Sem ; ha ra vézô Kanaan mével d’ézhan̄.

28. Hôgen Noé a vévaz goudé al livaden tri c’han̄t vloaz hag han̄ter-kan̄t.

29. Hag hé holl zeisiou a oé eûz a nao c’han̄t vloaz hag han̄ter-kan̄t ; hag é varvaz.


————


X. PENNAD.


Nésted mipien Noé.


1. Chétu aman̄ nésted mipien Noé, Sem, Kam ha Jafeth ; mipien a oé ganet d’ezhô goudé al livaden.

2. Mipien Jafeth a oé Gomer, ha Magog, ha Madai, ha Javan, ha Tubal, ha Mosoch, ha Thirar.

3. Ha mipien Gomer : Assénez, ha Rifath, ha Thogorma.

4. Ha mipien Javan : Eliza, ha Tarsis, Sétim, ha Dodanim.

5. Ar ré-man̄ a rannaz étré hô brôiz inizi ar brôadou ; da bép-hini hé vrô diouc’h hé iéz ha diouc’h hé nésted.

6. Ha mipien Kam : Kus, ha Mesraim, ha Futh, ha Kanaan.

7. Mipien Kus : Saba, hag Hévila, ha Sabata, ha Regma, ha Sabataka. Mipien Regma : Saba ha Dadan.

8. Hôgen Kus a en̄géhen̄taz Nemrod ; hen-nez a oé ar c’hen̄ta a oé (T) galloudek war ann douar,

9. Hag a oé eur gwénaer kré dirâg ann Aotrou. Ac’hanô eo deûed al lavar : Evel Nemrod, gwénaer kré dirâg ann Aotrou.

10. Ar vamm-géar eûz hé rouan̄télez a oé Babilon ; hag Arach, hag Achad, ha Chalanné, é douar Sennaar.

11. Eûz ar vrô-zé é teûé Assur, péhini a zavaz Niniv, ha marc’halléc’hiou ar géar-zé, ha Chalé.

12. Étré Niniv ha Chalé é savaz ivé ar géar a Rézen ; honn-nez a zô eur géar vrâz.

13. Hôgen Mesraim a en̄géhen̄taz Ludim, hag Anamim, ha Laabim, ha Neftuim.

14. Ha Fétruzim, ha Chasluim, a béré eo deûet ar Filistined hag ar Kaftorined.

15. Hôgen Kanaan a en̄géhen̄taz Sidon, hé vâp héna, hag Hétéuz,

16. Ha Jébuzéuz, hag Amorréuz, ha Gerjézéuz,

17. Hag Hévéuz, hag Araséuz, ha Sinéuz,

18. Hag Aradiuz, ha Samaréuz, hag Amatéuz ; ha goudé-zé brôadou ar C’hananéed a oe skiñet.

19. Hag harzou ar C’hananéed a oé adalek ma teûeur eûz a Zidon da Gérara bété Gaza, ha bété ma’z éeur ébarz Sodoma ha Gomorr, ébarz Adama ha Séboim, bété Léza.

20. Ar ré-zé eo mipien Kam, gan̄d hô c’heren̄tiézou, hervez hô iézou, hag hô rummou, hag hô douarou, hag hô brôadou.

21. Sem, tâd holl vipien Héber, breûr héna Jafeth, en doé ivé mipien.

22. Mipien Sem a oé Elam hag Assur, hag Arfaksad, ha Lud, hag Aram.

23. Mipien Aram a oé Us hag Hul, ha Geter, ha Mess.

24. Hôgen Arfaksad a en̄géhen̄taz Salé, eûz a béhini eo ganet Héber.

25. Héber en dôé daou vâb : unan a oé hanvet Faleg, dré ann abek ma oé rannet ann douar enn hé amzer ; hag hé vreûr a oa hanvet Jektan.

36. Ha Jektan a en̄géhen̄taz Elmodad, ha Salef, hag Asarmoth, ha Jaré,

27. Hag Aduram, hag Uzal, ha Dékla,

28. Hag Ebal, hag Abimael, ha Saba,

29. Hag Ofir, hag Hévila, ha Jobab ; ar re-man̄ holl a oé mipien da Jektan.

30. Brô ar ré-man̄ a oa adalek ma teûeur eûz a Vésa bété Séfar, ménez eûz ar saô-héol.

31. Ar ré-zé eo mipien Sem, hervez hô c’heren̄tiézou, hag hô iézou, hag hô brôiou, hag hô brôadou.

32. Ar ré-zé eo kéren̄tiézou Noé, hervez hô brôiou hag hô brôadou. Diouc’h ar ré-zé é oé skiñet ar brôadou war ann douar goudé al livaden.


————


XI. PENNAD.


Tour Babel. Kemmesk ann iézou.


1. Né oa neûzé war ann douar néméd eur iéz, hag eunn hévélep prézeg.

2. Hag ô véza ma teûen̄t eûz ar sav-héol, é kavchon̄t eur gompézen é douar Sennaar, hag é choumchon̄t enn-hi.

3. Hag ann eil a lavaraz d’égilé : Deûit, gréomp brikennou ha poazomp-hi ouc’h ann tân. Hag hi hô dôé brikennou é leac’h mein, ha pég-tanô é léac’h pri-râz.

4. Hag é léverchon̄t : Deûit, gréomp eur géar évid-omp, hag eunn tour, eûz a béhini al lein a dizô ann én̄v ; ha brodomp hon hanô, abarz ma vézimp skiñet war ann douar holl.

5. Hôgen ann Aotrou a ziskennaz da wéloud ar géar hag ann tour a zavé bugalé Adam.

6. Hag é lavaraz : Chétu n’in̄t néméd eur bobl, ha n’hô deûz évit-hô holl néméd eur iéz ; en em lékéad in̄d da ôber kémen̄t-sé, ha na guitain̄t kéd hô ioul, kén n’hô dévézô peûr-c’hréat.

7. Deûid éta, diskennomp, ha kemmeskomb énô hô iéz, évit na glévô kéd ann eil mouéz égilé.

8. Hag ével-sé ann Aotrou hô skiñaz eûz al léac’h-zé war ann douar holl, hag éc’h éanchon̄t sével ar géar.

9. Ha dré-zé eo é oé hanvet Babel, râg énô eo é oé kemmesket iéz ann holl dûd ; hag ac’hanô eo é skiñaz ann Aotrou anézhô war-c’horré ann holl vrôiou.

10. Chétu aman̄ nested Sem : Sem en dôa kan̄t vloaz pa en̄géhen̄taz Arfaksad, daou vloaz goudé al livaden.

11. Ha goudé ma oé en̄géhen̄tet Arfaksad, Sem a vévaz pemp kan̄t vloaz, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

12. Arfaksad a vévaz pemp ploaz ha tregon̄t, hag a en̄géhen̄taz Salé.

13. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Salé, Arfaksad a vévaz tri bloaz ha pemzeg ugen̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.

14. Salé a vévaz trégon̄t vloaz, hag a en̄géhen̄taz Héber.

15. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Héber, Salé a vévaz tri bloaz ha pévar c’han̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.

16. Héber a vévaz pévar bloaz ha trégon̄t, hag a en̄géhen̄taz Faleg.

17. Ha goudé beza en̄géhen̄tet Faleg, Héber a vévaz pévar c’han̄t vloaz ha trégon̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.

18. Faleg a vévaz tregon̄t vloaz, hag a en̄gehen̄taz Réu.

19. Ha goudé ma oé en̄gehen̄tet Réu, Faleg a vévaz naô vloaz ha daou c’han̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.

20. Réu a vévaz daou vloaz ha trégon̄t, hag a en̄géhen̄taz Sarug.

21. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Sarug, Réu a vévaz seiz vloaz ha daou-c’han̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.

22. Sarug a vévaz trégon̄t vloaz, hag a en̄géhen̄taz Nakor.

23. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Nakor, Sarug a vévaz daou c’han̄t vloaz ; hag en dévoe mipien ha merc’hed.

24. Nakor a vevaz naô bloaz war-n-ugen̄t, hag a en̄géhen̄taz Taré.

25. Ha goudé beza en̄géhen̄tet Taré, Nakor a vevaz naon̄ték vloaz ha kan̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.

26. Taré a vévaz dék vloaz ha tri-ugen̄t, hag a en̄géhen̄taz Abram, Nakor, hag Aran.

27. Chétu aman̄ nésted Taré : Taré a en̄géhen̄taz Abram, Nakor hag Aran. Hag Aran a en̄géhen̄taz Lot.

28. Aran a varvaz a-raok Taré hé dâd, é brô hé c’hanédigez, é Ur ar C’haldéed.

29. Hôgen Abram ha Nakor a géméraz péb a c’hrég : grég Abram a oa hanvet Sarai, ha grég Nakor a oa hanvet Melka, merc’h Aran, tâd Melka, tâd Jeska.

30. Hôgen Sarai a oa bréc’han̄, ha n’é dôa ked a vugalé.

31. Taré a géméraz Abram hé vâb, ha Lot mâb Aran, mâb hé vâb, ha Sarai hé verc’h-kaer, grég Abram hé vâb, hag hô c’hasaz er-méaz eûz a Ur ar C’haldéed, évid mon̄d é douar Kanaan ; hag éz éjon̄t bétég Haran, hag é choumjon̄t énô.

32. Ha deisiou Taré a oé eûz a bemp ploaz ha daou c’han̄t, hag é varvaz é Haran.


————


XII. PENNAD.


Abram a ia gan̄t Lot é douar Kanaan.


1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Abram : Kéa kuit eûz da vrô hag eûz da géren̄tiez, hag eûz a di da dâd, ha deûz d’ar vrô a ziskouézinn d’id.

2. Ha mé az lakai da benn da eur bobl vrâz, ha mé az pennigô ; brudet-brâz é rinn da hanô, hag é vézi benniget.

3. Mé a vennigô ar ré az pennigô, hag a villigô ar ré az milligô, hag ann holl vrôadou eûz ann douar a vézô benniget enn-oud.

4. Abram éta a ieaz-kuit ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’éz-han̄, ha Lot a iéaz gan̄t-han̄ ; pemzék vloaz ha tri-ugen̄t en dôa Abram pa’z éaz-kuid eûz a Haran.

5. Kéméroud a réaz gan̄t-han̄ Sarai hé c’hrég, ha Lot mâb hé vreûr, ann holl vadou hô dôa, ha kémen̄d a oa ganet d’ézhô é Haran : hag éz éjon̄t-kuit évit mond é douar Kanaan. Ha pa oen̄d deûed enn-han̄,

6. Abram a dreûzaz ar vrô bétég eul leac’h hanvet Sichem, bétég ann draon̄ien vrâz ; ar C’hananéed a choumé neûzé er vrô-zé.

7. Hôgen ann Aotrou en em ziskouézaz da Abram, hag a lavaraz d’éz-han̄ : D’az gwenn é rôinn ann douar-zé. Abram a zavaz énô eunn aoter d’ann Aotrou, péhini a oa en em ziskouézet d’ézhan̄.

8. Hag ô véza tréméned ac’hanô étrézég eur ménez, péhini a zô er saô-héol eûz a Véthel, é tisplégaz énô hé delt ô kaout Béthel d’ar c’hus-héol, hag Hai d’ar saô-héol ; énô é savaz ivé eunn aoter d’ann Aotrou, hag é veûlaz hé hanô.

9. Abram a gerzaz c’hoaz, hag a iéaz war-zû ar c’hrésteiz.

10. Hôgen naounégez a c’hoarvézaz er vrô ; hag Abram a ziskennaz enn Ejipt évit trémen énô eunn nébeût amzer ; râk brâz é oa ann naounégez é douar Kanaan.

11. Ha pa oa tôst da von̄d ébarz ann Ejipt, é lavaraz da Zarai hé c’hrég : Anaoud a rann pénaoz éz oud eur c’hrég kaer,

12. Ha pénaoz pa hô devézo ann Ejiptied da wélet, é livirin̄t : hé c’hrég eo ; hag é lazin̄t ac’hanoun, hag é virin̄t ac’hanod.

13. Lavar éta, mé az péd, pénaoz oud c’hoar d’in, évit ma vézô gréat mâd d’in enn abek d’id, ha ma choumô va buez gan-én̄ a drugaré d’id.

14. Pa oé éad Abram ébarz ann Ejipt, ann Ejiptied a wélaz pénaoz ar c’hrég-zé a oa kaer-meûrbéd.

15. Ha pennou ar vrô a rôaz da anaout kémen̄t-sé da Faraon, hag é veûljon̄t anézhi dira-z-han̄ : hag ar c’hreg a oé kaset da di Faraon.

16. Hôgen vâd a réjon̄t da Abram dré ann abek d’ézhi : ha rôed é oé d’ézhan̄ dén̄ved, hag éjenned, hag azenned, ha mévellou, ha mitisien, hag azénézed, ha kan̄valed.

17. Hôgen ann Aotrou a skôaz Faraon hag hé di gan̄t gouliou ar ré vrasa, enn abek da Zarai, grég Abram.

18. Ha Faraon a gémennaz Abram, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg éc’h eûs-té gréad ann dra-zé d’in ? Pérâg n’éc’h eûs-té két rôed da anaoud é oa da c’hrég ?

19. Pé evit trâ éc’h eûs-té lavaret é oa da c’hoar, d’am lakaad d’hé c’hémérout évit grég ? Chétu éta bréma da c’hrég, kémer-hi, ha kéa-kuit.

20. Ha Faraon a rôaz hé ursiou d’hé dûd diwar-benn Abram ; hag hi hé ambrougaz, hén̄, hé c’hrég , ha kémen̄d en dôa.


————


XIII. PENNAD.


En em guitaad a ra Abram ha Lot.


1. Abram a biñaz éta eûz ann Ejipt, hén̄, hag hé c’hrég, ha kémen̄d en dôa, ha Lot gan̄t-han̄, hag a iéaz étrézé brô ar c’hrésteiz.

2. Abram a oa pinvidik-brâz, hag en dôa kalz a aour hag a arc’han̄t.

3. Distrei a réaz dré ann hen̄t dré béhini é oa deûet, eûz ar c’hrésteiz da Véthel, bétég al léac’h é péhini en dôa ken̄toc’h displéget hé delt étré Béthel hag Hai ;

4. E1 léac’h é péhini en dôa savet ken̄toc’h eunn aoter ; hag énô é veûlaz hanô ann Aotrou.

5. Hôgen Lot péhini a oa gan̄d Abram, en dôa ivé ban̄donnou dén̄ved, ha saout, ha teltou.

6. Ar vrô né oa két brâz a-walc’h évit ma choumchen̄t hô daou enn-hi (T) : râg hô madou a oa brâz, ha na hellen̄t két choum kévret.

7. Ac’hanô é savaz dael étré bugélien Abram ha ré Lot. Hôgen enn amzer-zé ar C’hananéed hag ar Férézéed a oa ô choum er vrô-ze.

8. Abram a lavaraz éta da Lot : Na vézet két a zael, mé az péd, étré mé ha té, nag étré va bugélien ha da vugélien ; râk breûdeûr omp.

9. Chétu ann douar holl a zô dira-z-od: Pella diouz-in mé az péd ; ma’z éz enn tû kleiz, mé a zalc’hô ann tû déou ; mar kémérez ann tû déou, mé a gerzô enn tû kleiz.

10. Lot éta ô veza savet hé zaou-lagad, a wélaz ann holl vrô héd-a-héd ar Jordan, gan̄t péhini é oa douret penn-da-benn, ken̄t ma wastaz ann Aotrou Sodom ha Gomorr : d’ar ré a zeûé da Zégor, ar vrô-zé a oa ével liors ann Aotrou, hag ével ann Ejipt.

11. Lot a géméraz évit-han̄ ar vrô héd-a-héd ar Jordan, hag a iéaz warzû ar saô-héol : hag ann daou vreûr a bellaaz ann eil dioc’h égilé. (T).

12. Abram a choumaz é douar Kanaan : hôgen Lot a iéaz d’ar c’hériou a oa héd-a-héd ar Jordan, hag é choumaz é Sodom.

13. Tûd Sodom a oa eûz ar ré falla, ha péc’hérien brâz dirâg ann Aotrou.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Abram, goudé ma oa Lot éat-kuit diout-han̄ : Saô da zaou-lagad, ha sell diouc’h al léac’h ma émoud bréma, war-zû ann han̄ter-nôz hag ar c’hrésteiz, war-zû ar saô-héol hag ar c’hus-héol.

15. Ann holl zouar a wélez, a rôinn d’id ha d’az gwenn da virviken.

16. Lakaad a rinn da wenn ével poultr ann douar. Mar gell eur ré é-touéz ann dûd nivéri poultr ann douar, é hellô ivé nivéri da wenn.

17. Saô, ha kerz dré ar vrô-zé a-héd hag a-léd ; râg hé rei a rinn d’id.

18. Abram éta, ô véza pléget hé delt, a zeûaz da choum war harzou traoñien Mambré, a zô é douar Hébron ; hag énô é savaz eunn aoter d’ann Aotrou.


————


XIV. PENNAD.


Lot a zô kéméret er brézel ; Abram hé denn a boan.


1. Enn amzer-zé é c’hoarvézaz pénaoz Amrafel, roué Sennaar, hag Arioch, roué Pon̄t, ha Kodorlahomor, roué ann Elamited, ha Tadal, roué ar brôadou,

2. A iéaz d’ar brézel a-énep da Vara, roué Sodom, hag a-énep da Versa, roué Gomorr, hag a-énep da Zennaab, roué Adama, hag a-énep da Zéméber, roué Séboim, hag a-énep roué Bala, a zô han̄vet ivé Segor.

3. Ar ré-zé holl en em zastumaz é traon̄ien ar c’hoajou (M), péhini eo bréman̄ ar môr sall.

4. É-pâd daouzék vloaz hô dôa pléget dindân Kodorlahomor, ha d’ann trizékvéd bloaz en em denchon̄t a zindân-han̄.

5. Ha d’ar pévarzekved bloaz é teûaz Kodorlahomor hag ar rouéed a oa gan̄t-han̄ ; hag é trec’hjon̄t ar Rafaited e Astarothkarnaim, hag ar Zuzited a oa gan̄t-hô, hag ann Emited é Savé Kariataim,

6. Hag ar C’horréed é ménésiou Seir, bété mézou Faran, péré a zô enn distrô.

7. Don̄d a réjon̄t war hô c’hiz, hag éz éjon̄t étrézé feun̄teun Misfat péhini eo Kadez ; hag é wastchon̄t holl vrô ann Amalésited, hag ann Amorréed, péré a choumé é Asason-Tamar.

8. Neûzé é savaz roué Sodom, ha roué Gomorr, ha roué Adama, ha roué Séboim, hag ivé roué Bala, péhini eo Ségor ; hag é ren̄kchon̄t hô zûd-a-vrézel a-énep d’ar ré-man̄ é traon̄ien ar c’hoajou, (M).

9. Da lavaroud eo, a-énep da Godorlahomor, roué ann Élamited, ha da Dadal, roué ar brôadou, ha da Amrafel, roué Sennaar, ha da Ariok, roué Pon̄t ; pévar roué a-énep da bemp.

10. Hôgen traon̄ien ar c’hoajou (M) é dôa é-leiz a bun̄sou bitum. Roué Sodom ha roué Gomorr a drôaz kein, hag a oé tréc’het énô ; hag ar ré a choumaz béô a dec’haz war eur ménez.

11. Hag hi a géméraz ann holl vadou hag ann holl voéd hô dôa ar Sodoméed hag ar Gomorreed, hag a iéaz-kuit.

12. Kéméroud a réjon̄d ivé Lot, mâp da vreûr Abram, pehini a choumé é Sodom, hag hé vadou.

13. Ha chétu unan péhini a oa tec’het, a zeûaz da lavaroud ar c’hélou da Abram, ann Hébré, péhini a choumé é traon̄ien Mambré ann Amorréen, breûr da Eskol, ha breûr da Aner ; râg ar ré-man̄ hô dôa great kévrédigez gan̄d Abram.

14. Pa glevaz Abram pénaoz é oa kéméret he vreûr Lot, é nivéraz ar ré wella é-touez hé dûd, hag ô véza kavet triouéc’h ha pemzég-ugen̄t, éz éaz war-lerc’h ar pévar roué beté Dan. (T).

15. Hag ô véza rannet hé dûd, en em daolaz war-n-ézhô é pâd ann nôz: hô zrec’hi a réaz, hag éz éaz war hô lerc’h bétég Hoba, péhini a zô enn tû kleiz eûz a Zamas.

16. Digas a réaz gan̄t-han̄ ann holl vadou a oa bét kéméret ha Lot hé vreûr hag hé vadou, ar merc’hed ivé hag ar bobl.

17. Roué Sodom a zeûaz er-méaz war hé arbenn, pa zistrôé goudé béza trec’het Kodorlahomor, hag ar rouéed a oa gan̄t-han̄ é traon̄ien Savé, péhini a zô ivé traon̄ien ar roué.

18. Hôgen Melkisédek, roué Salem, ô kenniga bara ha gwin, râg hén̄ a oa bélek da Zoué uc’hel-meûrbéd,

19. A vennigaz anézhan̄, hag a lavaraz : Benniget ra vézô Abram gan̄d Doué uc’hel-meûrbéd, péhini en deûz krouet ann én̄v hag ann douar ;

20 Ha benniget ra vézô Doué uc’hel-meûrbéd, péhini dré hé skoazel en deûz lékéad da énébourien étré da zaouarn. Hag Abram a rôaz d’ézhan̄ ann déog eûz a bép trâ.

21. Hôgen roué Sodom a lavaraz da Abram : Rô d’in ann dûd, ha kémer évid-od ann traou all.

22. Hag Abram a lavaraz d’ézhan̄ : Sével a rann va dourn étrézég ann Aotrou Doué uc’hel-meûrbéd, da béhini eo ann én̄v hag ann douar,

23. Pénaoz adaleg eunn neûden ziḻad bétég eul leren votez na gémérinn nétrâ a gémen̄d a zô d’id, gan̄d aoun na lavarfez : pinvidikéet em eûz Abram ;

24. Némét ar péz hô deûz debret va zûd-iaouan̄k, ha lôdennou ar goazed a zô deùet gan-én̄, Aner, Eskol ha Mambré ; ar ré-zé a gémérô hô lôdennou.


————


XV. PENNAD.


Doué a rô hé c’hér da Abram pénaoz en dévézô eur mâb.


1. Goudé kémen̄t-sé, ann Aotrou a gomsaz oud Abram enn eur wélédigez, ô lavarout : N’az péz kéd a aoun, Abram, mé zo da skoazel ha da c’hôbr brâz-meûrbéd.

2. Hag Abram a lavaraz : Aotrou Doué, pétrâ a rôi-dé d’in ? Mon̄d a rinn eûz ar béd-man̄ hép bugalé, hag ann Damaskuz-zé a zô mâb da Eliézer, mérer va zî.

3. Hag Abram a lavaraz ouc’h-penn : n’éc’h eûz ket rôed d’in a vugalé, ha chétu va mével a vézo da her d’in.

4. Ha kerken̄t ann Aotrou a gomzas out-han̄, ô lavarout : hen-nez na vézô kéd da her d’id ; hôgen ann hini a zeûi eûz da zargreiz, hen-nez az pézô da her.

5. Hag hén̄ a gasaz anézhan̄ er-méaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Sell oud ann én̄v, ha niver ar stéred, mar gellez. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Evel-se é vézô da wenn.

6. Abram a grédaz da Zoué, hag hé feiz a oé lékéet d’ézhan̄ ével eur vâd c’hréat. (M).

7. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo ann Aotrou péhini en deûz da dennet eûz a Ur ar C’haldéed, évit rei d’id ann douar-man̄, ha ma vézô d’id.

8. Hag Abram a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou Doué, pénaoz é hellinn-mé gouzout é tlé béza d’in ?

9. Hag ann Aotrou a lavaraz : Kémer d’in eur vioc’h tri-bloaz, hag eur c’havr tri bloaz, hag eur maout-tourc’h tri-bloaz, hag ivé eunn durzunel hag eur goulm.

10. Hag hén̄ hô c’héméraz holl, hô rannaz dré ann han̄ter, hag a lékéaz pép lôden ann eil dirâg ébén : hôgen na rannaz kéd ann evned.

11. Hag al laboused a ziskennaz war ar c’horfou-marô, hag Abram hô c’hasé-kuit.

12. Ha pa zeûaz ann héol da guza, eur c’housk kalet a grôgaz é Abram hag en dévoé eur spoun̄t brâz ô véza né oa német tévalijen trô-war-drô d’ézhan̄. (T).

13. Lavared é oé d’ézhan̄ neûzé : Gwéz a-vréman̄ pénaoz da wenn a dréménô enn eur vrô ha na vézô kéd hé hini, hag é vézô lékéat é sklavérez, hac én̄krézet é-pâd pévar c’han̄t vloaz.

14. Hôgen mé a varnô ar bobl é dévézô dalc’het anézhô é sklavérez : ha goudé-zé é teùin̄t er-méaz gan̄t madou brâz.

15. Evid-od, éz i é péoc’h étrézé da dadou, goudé béza bét diskennet er béz enn eur gôzni vâd.

16. Hôgen goudé ar pévaré rumm-tûd é tistroin̄t aman̄ : râk fallagriézou ann Amorréed n’in̄t két leûn a-vré-man̄.

17. Pa oé éta kuzed ann héol, é c’hoarvézaz eunn dévalijen vrâz, hag é oé gwélet eur fourn môgéduz, hag eur c’hleûzeur tân péhini a dréméne é-kreiz ar c’horfou rannet.

18. Enn deiz-zé ann Aotrou a réaz kévrédigez gan̄d Abram, ô lavarout : Ann douar-man̄ a rôinn d’az gwenn, adalek ster ann Ejipt bété ster vrâz Eufrat ;

19. Brô ar C’hinéed, ar C’hénézéed, ar C’hédmonéed,

20. Hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Rafaited,

21. Hag ann Amoérred, hag ar C’hananéed, hag ar Jerjézéed, hag ar Jébuzéed.


————


XVI. PENNAD.


Sarai a rô Agar hé matez évit grég da Abram.


1. Hôgen Sarai, grég Abram , n’é dôa két ganet a vugalé : ô véza éta é dôa eur vatez éjiptianez hanvet Agar,

2. E lavaraz d’hé ozac’h : Chétu ann Aotrou en deûz mired ouz-in n’am bé bugalé ; kéa da gaout va matez, martézé da-vihana em bézô bugalé anézhi. Ha pa en dôé Abram klevet ouz he féden, (T).

3. Sarai a géméraz hé matez, (M) Agar ann éjiptianez, dék vloaz goudé ma oan̄t deûed da choum é douar Kanaan ; hag é rôaz anézhi da c’hrég d’hé ozac’h.

4. Hag hén̄ a iéaz d’hé chavout. Hôgen hi, pa wélaz é oa brazez, a zellaz gan̄t faé oud hé mestrez.

5. Neûzé Sarai a lavaraz da Abram : A-énep gwir é réz d’in : mé am eûz rôet va matez évit mon̄d enn da askré, hag ô wélout eo brazez, hi a zell gan̄t faé ouz-in : Ra varnô ann Aotrou étré mé ha té.

6. Abram a lavaraz d’ézhi : Chetu da vatez a zô étré da zaouarn, grâ enn hé c’hén̄ver ével ma kiri. Sarai éta ô véza hé glac’haret, Agar a dec’haz-kuit.

7. Hag éal ann Aotrou ô véza hé c’havet e-tâl eur feunteun enn distrô, war hen̄t Sur,

8. A lavaraz d’ézhi : Agar, matez Sarai, a béléac’h é teûez ? Da béléac’h éz éz ? Hag hi a lavaraz : Tec’hi a rann a-zirâg Sarai, va mestrez.

9. Hag éal ann Aotrou a lavaraz d’ézhi : Distrô étrézé da vestrez, hag en em izéla dindân hé dourn.

10. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Mé a greskô da wenn, ha na vézô két gellet hé nivéri kémen̄d a vezô anéz-hô. (M).

11. Ha c’hoaz : Chétu, émé-z-han̄, éc’h eûz en̄géhen̄tet, hag é c’hani eur mâb : hag é c’halvi anézhan̄ Ismael, dré m’en deûz ann Aotrou kleved oud da an̄ken.

12. Hen-nez a vézô eunn dén gouéz ; hé zourn a zavô a-éneb ann holl, hag ann holl a zavô hé zourn enn hé énep ; ha displéga a rai hé deltou é pép léac’h dirâg hé vreûdeûr.

13. Neûzé Agar a veûlaz hanô ann Aotrou péhini a gomzé out-hi ; Té eo Doué péhini en deûz va gwélet. C’hoaz é lavaraz : Gwéled em eûz aman̄ a-ziadré ann hini am gwél.

14. Râk-sé é hanvaz ar pun̄s-zé, Pun̄s ann hini a zô béo hag am gwél. Étré Kadez ha Barad éma-hén̄.

15. Agar a c’hanaz éta eur mâb da Abram, péhini a rôaz d’ézhan̄ ann hanô a Ismael.

16. C’houec’h bloaz ha pévar-ugen̄t en doâ Abram pa c’hanaz Agar Ismael dézhan̄.


————


XVII. PENNAD.


Doué a rô hanvou névez da Abram ha da Zarai.


1. Hôgen pa oé éad Abram enn hé naon̄tek vloaz ha pévar-ugen̄t, ann Aotrou en em ziskouézaz d’ezhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo ann Doué holl-c’halloudek ; kerz em raok, ha béz didamall.

2. Ha mé a lakai va c’hévrédigez étré mé ha té, hag é kreskinn da wenn (T) dreist-men̄t.

3. Abram en em strin̄kaz d’ann douar war hé c’hénou. (T).

4. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo, ha va marc’had a vezô (M) gan-éz, hag é vézi tâd da galz a vrôadou.

5. Abram na vézô mui da hanô, hôgen Abraham é vézi kanvet, dré ma em eûz da lékéad da dâd da galz a vrôadou.

6. Da lakaad a rinn da baotta dreist-men̄t hag é penn ar brôadou, ha rouéed a ziskennô ac’hanod.

7. Startaat a rinn va marc’had étré mé ha té, ha gan̄d da wenn da-c’houdé a rumm é rumm, da-vikenn ; évit ma vézinn da Zoué, ha Doué da wenn da-c’houdé.

8. Rei a rinn d’id ha d’az gwenn ann douar é péhini é ergerzez, holl vrô Kanaan, évid hé c’haout da-vikenn ; ha mé a vézô hô Doué.

9. Doué a lavaraz c’hoaz da Abraham : ha té ivé éta a virô va marc’had, ha da wenn da-c’houdé a rumm é rumm. (T).

10. Chétu aman̄ ar marc’had a rann étré mé ha té da véza miret gan-éz , ha gan̄d da wenn da-c’houdé : Kémen̄t goâz enn hô touez a vézô enwadet. (T).

11. Ha c’houi a enwadô kroc’hen hô pôd-mézen, évit ma vézô eunn arouéz a gévrédigez étré mé ha c’houi.

12. Ar bugel eiz-deisiad enn hô touez a vézô enwadet ha kémen̄t goâz a rumm é rumm, ken ar sklaved ganet enn hô tî ken ar ré hô pézô prenet, ha kémen̄d hini ha na vézô kéd eûz hô kwenn ; holl é vézin̄t enwadet.

13. Ha va marc’had a vézô enn hô kîk ével eur gévrédigez peûr-baduz.

14. Kémen̄t goâz a béhini kîg ar pôd-mézen na vézô két bét enwadet, a vézô lamed hé vuez eûz a greiz hé bobl, ô véza ma en dévézo torret va marc’had.

15. Doué a lavaraz ivé da Abraham : Na c’halvi mui da c’hrég, Sarai, hôgen Sara.

16. Ha mé a vennigô anézhi, hag a rôi d’id eur mâb anézhi, hag é venniginn anézhan (T) ; hen-nez a vézô da benn d’ar brôadou, ha rouéed brôadou a zavô diout-han̄.

17. Abraham en em strin̄kaz d’ann douar war hé c’hénou (T), a c’hoarzaz hag a lavaraz enn hé galonn : ha té a gréd é teûfé eur mâb eûz a eur c’han̄t-vloasiad hag é c’hanfé Sara da zék vloaz ha pévar-ugen̄t ?

18. Hag hén̄ a lavaraz da Zoué : A-ioul ma vévô Ismael dira-z-od.

19. Ha Doué a lavaraz da Abraham : Sara da c’hrég a c’hanô d’id eur mâb, hag éc’h hanvi anézhan̄ Izaak ; ha mé a lakai va gévrédigez gan̄t-han̄ enn eur c’hévrédigez peûr-baduz, ha gan̄d hé wenn hé-c’houdé.

20. Da zélaouet em eûz ivé diwar-benn Ismael : Chétu é venniginn anéz-han̄, hag é kreskinn hé wenn (T). Daouzék prin̄s a ziskennô anézhan̄, ha mé hel lakai da benn da eur vrôad vrâz.

21. Hôgen va gévrédigez a likiinn gan̄d Izaak, péhini a c’hanô d’id Sara enn amzer-ma penn bloaz.

22. Ha pa en dôé éhanet da gomza gan̄d Abraham, Doué a iéaz-kuit diout-han̄.

23. Hôgen Abraham a géméraz Ismael hé vâb, hag ann holl sklaved ganet enn hé dî, hag ar ré holl en dôa prénet, hag ar oazed holl eûz hé dî ; ha râk-tâl ec’h enwadaz kig hô fôd-mézen enn deiz-zé ; ével m’en dôa Doué gourc’hémennet d’ezhan̄.

24. Abraham en dôa naon̄ték vloaz ha pévar-ugen̄t, pa enwadaz kig hé bôd-mézen hé-unan.

25. Hag Ismael hé vâb en dôa trizék vloaz krenn, pa oé enwadet.

26. Abrabam hag hé vâb Ismael a oé enwadet enn hévélep deiz.

27. Hag ann holl oazed eûz hé dî, ken ar sklaved ganed enn tî, ken ar ré brénet hag ann diavézidi, a oé ivé enwadet neûzé.


————


XVIII. PENNAD.


Abraham a zigémer tri Éal enn hé dî, péré a ziougan d’ezhan̄ eur mab diouc’h Sara.


1. Hôgen ann Aotrou en em ziskouézaz da Abraham é traon̄ien Mambré, pa édô azézet é-tâl dôr hé delt é grouéz ann deiz.

2. Ha pa zavaz-hén̄ hé zaou-lagad, é wélaz tri den enn hô sâ enn he gichen : ha pa hô gwélaz, é rédaz eûz a zôr hé delt war hô arbenn, hag en em strin̄kaz d’ann douar.

3. Hag é lavaraz : Aotrou ma em eûz kavet trugarez dirâg da zaou-lagad, na z-a kéd ébiou da servicher.

4. Mé a zigasô d’é-hoc’h eunn nébeûd dour ; gwalc’hid hô treid, ha diskuizit dindân ar wézen.

5. Rei a rinn d’é-hoc’h eunn tammik bara ; krévaid hô kalonn ha goudé-zé éz éod enn hoc’h hén̄t ; râg evit-sé eo oc’h deûet étrézég hô servicher. Hag hî a lavaraz : Grâ ével ma ec’h eûz lavaret.

6. Abraham a iéaz buan enn hé delt da gavout Sara, hag a lavaraz d’ézhi : hast affô, méra tri feùr-bleûd, ha grâ torsiou-bara.

7. Hôgen hén̄ a rédaz étrézég hé zaoud, hag a zigasaz eul leûé téner ha mâd dreist ; he rôaz da eur mével, péhini a hastaz hé barédi.

8. Hén̄ a géméraz amann ha léaz, hag al leûé a oé bét poazet, hag hô lékéaz dira-z-hô : hôgen hén̄ a choumé enn hé zâ dira-z-hô dindân ar wézen.

9. Ha p’hô dôé debret, é léverchon̄t d’ézhan̄: Péléac’h éma Sara da c’hrég ? Hag hén̄ a lavaraz : Éma azé enn telt.

10. Hag unan anézhô a lavaraz da Abraham : Pa zistrôinn é teûinn d’az kavout enn amzer-man̄, ha c’houi béo hô-taou, ha Sara da c’hrég é dévézô eur mâb. Pa glevaz kémen̄t-sé, Sara a c’hoarzaz adrén dôr ann telt.

11. Râk kôz é oan̄t hô daou hag hir-hoalet, hag amzériou Sara a oa éad ébiou d’ézhi.

12. Hî éta a c’hoarzaz, ô lavaroud enn-hî hé-unan : Goudé ma ounn deûed da véza kôz, ha ma eo kôz ivé va mestr, ha mé a hellô en em rei d’ar c’hadélez ?

13. Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Abraham : Pérâg é deûz c’hoarzet Sara, ô lavarout : Pénaoz éc’h hellfenn-mé génel ha mé kôz ?

14. Ha nétrâ a zô diez da Zoué ? Don̄d a rinn d’az kwéloud enn deiz-man̄ penn bloaz, ével ma em eûz hé lavaret hag é viot béô hô taou (M) ha Sara é dévézô eur mâb.

15. Sara a nac’haz, ô lavarout : N’em eûz két c’hoarzet, hôgen spoun̄tet-brâz ounn bét. Né kéd ével-sé, émé ann Aotrou, râk c’hoarzed éc’h eûz.

16. Ar ré-zé ô véza éta saved ac’hanô, a drôaz hô daou-lagad étrézé Sodom ; hag Abraham a iéaz gan̄t-hô oc’h hô ambrouga.

17. Hag ann Aotrou a lavaraz : ha mé a hellfé kuza oud Abraham ar péz a dléann da ôber?

18. Pa eo gwir pénaoz é tlé béza da benn da eur vrôad vrâz ha kré, ha ma tlé béza benniget enn-han̄ holl vrôadou ann douar.

19. Râk mé a oar pénaoz é c’hourc’hémennô d’hé vipien ha d’hé holl dî hé-c’houdé, miroud hén̄d ann Aotrou, hag en em réna hervez ann éeunder hag ar wirionez : évit ma tigasô ann Aotrou war Abraham kémen̄d en deûz lavaret diwar hé benn.

20. Ann Aotrou a lavaraz ivé : Garm Sodom ha Gomorr a zô kresket, hag hô féc’hed a zô deûet grisiaz-meûrbéd.

21. Mé a ziskennô hag a wélô mar d-eo hô ôbériou ker brâz hag ar garm a zô deûet étrézég enn-oun, pe ma n’eo két ével-se, évit ma wézinn.

22. Hag ann dûd a iéaz-kuid ac’hanô, hag a iéaz da Zodom. Hôgen Abraham a choumé ataô enn hé sâ dirâg ann Aotrou.

23. Hag ô tôstaat é lavaraz d’ézhan̄: ha kolla a rî ann den gwirion gan̄d ann den fallagr ?

24. Ma éz eûz hanter-kan̄t den gwirion er géar-zé, hâg hî a vézô kollet gan̄d ar ré all ? ha na esperni két al léac’h-zé évit hanter-kan̄t den gwirion, ma émin̄t enn-han̄?

25. Nann, na ri két kémen̄t-sé, na laki két ann den gwirion gan̄d ann den fallagr, ann den gwirion na vézô kéd évid-od ével ann den fallagr ; né kéd ével-sé é réz ; té péhini a varn ann douar holl, na varni két er c’hiz-zé.

26. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ez-han̄ : Mar kavann é Sodom hanter-kan̄t den gwirion enn holl géar, é rinn trugarez d’al léac’h holl enn abek dézhô.

27. Hag Abraham a lavaraz neûzé : Pa em eûz komzet, (T) é komzinn c’hoaz out va Aotrou, pétrâ-bennâg n’ounn némét poultr ha ludu.

28. Ha ma éz eûz pemp den gwirion a nébeûtoc’h éget hanter-kan̄t, ha disman̄tra a ri kéar holl évit pemp ha daou-ugen̄t ? Hag hén̄ a lavaraz : n’hé disman̄trinn két, mar kavann énô pemp ha daou-ugen̄t.

29. Hag Abraham a lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : hôgen mar kaveur énô daou-ugen̄t, pétrâ a ri ? Hag hén̄ a lavaraz : Na skôinn két évit daou-ugen̄t.

30. Na vézet kéd droug gan-éz, Aotrou, mé az péd, émé Abraham, mar komzann ; mar kaveur énô trégon̄t ? Hag hén̄ a lavaraz : na rinn két, mar kavann énô tregon̄t.

31. Pa em eûz komzet (T), émé-z-han̄, é komzinn c’hoaz out va Aotrou : mar kaveur énô ugen̄t ? Hag hén̄ a lavaraz : na lazinn két évit ugen̄t.

32. Na vézet két droug gan-éz, Aotrou, mé az péd, émé Abraham, mar komzann eur wéach c’hoaz : mar kaveur énô dék ? Hag hén̄ a lavaraz : n’hé dismantrinn két évid dék.

33. Hag ann Aotrou a iéaz-kuit, pa en dôé éhanet da gomza oud Abraham : hag he-man̄ a zistrôaz d’ar géar. (T).


————


XIX. PENNAD.


Dismantr Sodom ha Gomorr.


1. Ha daou éal a zeûaz da Zodom war ar pardaez, ha Lot a oa azézet é-tâl dôr kéar. Ha pa hô gwélaz, e savaz hag ez éaz war hô arbenn hag en em strin̄kaz d’ann douar (T);

2. Hag é lavaraz : Deûet, mé hô péd, aotrounez, da dî hô servicher (T), ha choumid énô ; gwalc’hid hô treid, ha d’ar min̄tin éz eot enn hoc’h hen̄t. Ar ré-man̄ a lavaraz : É nép doaré, hôgen ni a choumô war ar rû.

3. Hô fédi a réaz kaer da zon̄t gan̄t-han̄ : ha pa oen̄t éat enn hé di, é réaz banvez d’ézhô ; poaza a réaz bara di-c’hoell hag e tebrchon̄t.

4. Hôgen abarz ma’z éjon̄t da gousket, tûd kéar (T) a gelc’hiaz ann ti adaleg ar vugalé bétég ann dûd gôz, ann holl bobl war-eunn-drô.

5. Hag hi a c’halvaz Lot, hag a lavaraz d’ezhan̄ : Péléac’h éma ar oazed a zô éad enn da di hénôz ? Kâs-hi aman̄, évit ma anavézimp anézhô.

6. Lot a iéaz d’hô c’havout, ha goudé béza serret ann ôr war hé lerc’h, é lavaraz d’ézhô :

7. Na rit két, mé hô péd, va breûdeûr, na rit két ann drouk-zé.

8. Diou verc’h em eûz péré n’hô deûz c’hoaz anavézet goâz é-béd ; mé hô digasô d’é-hoc’h, ha c’houi a rai anézhô ével a gerrot ; hôgen na rid droug é-béd d’ar oazed-zé, ô véza ma in̄t deûet dindân tôen va zi. (M).

9. Hag hi a lavaraz : kéa alesé. Lavaroud a réjon̄t c’hoaz : Deûed oud aman̄ ével eunn diavésiad ; ha da varner e fell d’id béza ? Té eo éta a aozimp gwasoc’h égét-hô. Hag hi en em daolaz war Lot gan̄d diboell ; hag hi a oa daré da derri ann ôr.

10. Hag ann daou zén a astennas hô dourn, hag a zigasaz Lot enn ti, hag a zerraz ann ôr.

11. Hag é skôjon̄t a zallédigez ar ré a oa er-méaz, adaleg ar bihana bétég ar brasa, enn hévélep doaré na hellc’hon̄d mui kavoud ann ôr.

12. Neûzé é leverchon̄t da Lot : ha té éc’h eûz aman̄ unan-bennâg eûz da géren̄t ? Eur mâb-kaer, pé mipien, pé merc’hed ; kâs er-méaz eûz a géar da holl dûd ;

13. Râk ni a ia da zisman̄tra al léac’h-zé, ô véza ma eo kresket hô garm dirâg ann Aotrou, hag en deûz hon digaset évid hô c’holla.

14. Lot éta ô véza ead er-méaz, a gomzaz oud hé vipien kaer péré a dlié dimézi gan̄d hé verc’hed, hag a lavaraz : savit hag ît-kuit eûz al léac’h-man̄ ; râg ann Aotrou a ia da zisman̄tra ar géar-man̄. Hôgen hi a grédaz é komzé ével-sé dré vourd.

15. Da darz-ann-deiz, ann élez a gen̄traoué Lot, ô lavarout : Saô, kémer da c’hrég, hag ann diou verc’h éc’h eûz, gan̄d aoun na véz kollet ivé é disman̄tr ar géar-man̄.

16. O véza na réa vân, é krogchon̄t enn hé zourn hag é dourn hé c’hrég, hag é ré hé ziou verc’h, dré m’en dôa ann Aotrou hé espernet.

17. Hag é kaschon̄t anézhan̄, hag hel lékéchon̄t er-méaz eûz a géar ; hag énô é komzchon̄t out-han̄, ô lavarout : savété da vuez, na zell két war da lerc’h, ha na choum két enn holl vrô trô-war-drô : hôgen tec’h war ar ménez, gan̄d aoun na véz kollet ivé gan̄d ar ré all.

18. Ha Lot a lavaraz d’ézhô : Mé az péd, va Aotrou,

19. Pa en deûz kavet da servicher grâs dira-z-od, ha pa éc’h eûz diskouézet da drugarez vrâz em c’hén̄ver, ô savétei va buez, n’hellann két tec’hi war ar ménez, gan̄d aoun na venn tizet gan̄t ann droug, ha na varvchenn.

20. Béz’ éz eûz tôst ac’hann eur géar da béhini é hellann tec’hi ; bihan eo, hag enn-hi en em zavétéinn ; ha né d-ef-hi két bihan, ha na vévinn-mé két enn-hi ?

21. Hag ann Éal a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu ivé éc’h aotréann da béden diwar-benn kémen̄t-sé, ha na zisman̄trinn kéd ar géar évit péhini éc’h eûz komzet ouz-in.

22. Hast affô ha tec’h énô ; râk na hellinn ôber nétrâ, kén na vézi éad ébarz. Râk-sé eo bét hanvet ar géar-zé Ségor.

23. Ann héol a zavé war ann douar, pa’z éa Lot é Ségor.

24. Neûzé ann Aotrou a lékéaz da gouéza war Zodom ha war C’homorr eur glaô a soufr hag a dân digaset (T) gan̄d ann Aotrou eûz ann én̄v.

25. Hag é tisman̄traz ar c’heriou-zé, hag ann holl vrô trô-war-drô, hag ar ré holl a choumé er c’heriou, ha kémen̄t a oa glâz war ann douar.

26. Hôgen grég Lot ô véza sellet war hé lerc’h, a oe trôet enn eur bern c’hoalen skeûden-zén. (M).

27. Abraham ô véza savet min̄tin mâd, a iéaz d’al léac’h ma oa choumet araok da gomza (M) gan̄d ann Aotrou ;

28. Hag ô véza sellet out Sodom ha Gomorr, hag oud ann holl zouar eûz ar vrô-ze, é wélaz ludu rûz-tân a zavé diwar ann douar ével ar môged eûz a eur fourn.

29. Hôgen pa zismantré Doué keriou ar vrô-ze, en dôé koun eûz a Abraham, hag é tieûbaz Lot eûz a zisman̄tr ar c’heriou é péré oa bét ô choum.

30. Ha Lot a bin̄az eûz à Zégor, hag a iéaz da choum war ar ménez hag hé ziou verc’h gan̄t-han̄, (râg aoun en dôa ô choum é Ségor), hag é choumaz enn eur c’héô, hén̄ hag hé ziou verc’h.

31. Hag ar verc’h héna a lavaraz d’ar iaouan̄ka : hon tâd a zô kôz, ha n’eûz choumet goâz é-béd war ann douar a gémen̄t a helfé don̄d d’hor c’havout hervez kiz ann douar holl.

32. Deûz, mezvomp hon tâd gan̄t gwin, ha kouskomp gan̄t-han̄, évit ma hellimp mirout gwenn dioud hon tâd.

33. Rei a rézon̄t éta gwin da éva d’hô zâd enn nôz-zé : hag ar verc’h héna a iéaz d’hé gavout hag a gouskaz gan̄d hé zâd ; ha na wézaz-hén̄ na peûr ez éaz hé verc’h da gousket (T), na peûr é savaz.

34. An̄trônôz ar verc’h héna a lavaraz d’ar iaouan̄ka : Chétu mé em eûz kousket neizur gan̄t va zâd, rôomp gwin c’hoaz d’ézhan̄ da éva hénôz hag é kouski ivez gan̄t-han̄ (M) évit ma virimp gwenn dioud hon tâd.

35. Rei a rézon̄t éta c’hoaz gwin da éva d’hô zâd enn nôz-zé ; hag ar verc’h iaouan̄ka a iéaz d’hé gavout, hag a gouskaz gan̄t-han̄ ; ha na wézaz-hén̄ ken-nébeût na peûr éz éaz da gousket na peûr é savaz.

36. Diou verc’h Lot a en̄géhen̄tas éta dioud hô zâd.

37. Hag ar verc’h héna a c’hanaz eur mâb, hag éc’h hanvaz anézhan̄ Moab. Hen-nez eo tâd ar Voabited bétég hiriô.

38. Ar verc’h iaouan̄ka a c’hanaz ivé eur mâb, hag éc’h hanvaz anézhan̄ Ammon, da lararoud eo mâb va fobl ; hen-nez eo tâd ann Ammonited bétég hirio.


————


XX. PENNAD.


Abimélek a gas tûd da skrapa (T) Sara, hag a zô kastizet.


1. Abraham a iéaz-kuit ac’hanô évit mon̄d war-zû ar c’hresteiz , hag é choumaz étré Kadez ha Sur ; hag éz éaz enn eur drémen (T) da Gérara.

2. Hag ô komza eûz a Zara hé c’hrég, e lavaraz : va c’hoar eo. Abimélek neûzé a gasaz tûd da skrapa Sara. (T).

3. Hôgen Doué a zeûaz da gavout Abimélek enn nôz dré huvré hag a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu é varvi enn abek d’ar c’hrég éc’h eûz krapet ; rag eunn ozac’h é deûz.

4. Hôgen Abimélek n’en dôa két lékéad hé zourn war-n-ézhi, hag é lavaraz : Aotrou, ha laza a ri eur bobl ne wié két kémen̄t-sé hag a zô dirébech ? (T).

5. Ha n’en deûz kéd hén̄ lavared d’in : va c’hoar eo ? hag hî hé-unan é deûz lavaret : va breûr eo. É éeunder va c’haloun, hag é glanded va daouarn em eûz gréat kémen̄t-sé.

6. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a oar pénaoz éc’h eûz hé c’hréat é éeunder da galonn ; ha dré-zé eo em eûz miret ouz-id na béc’hfez a-énep d’in, ha n’em eûz két da lézet da lakaad da zourn war-n-ézhi.

7. Hôgen bréma digas ar c’hrég-zé d’hé ozac’h, râg eur profed eo ; hag é pédô évid-od, hag é vévi ; ha ma na fell két d’id hé digas d’ézhan̄, gwéz ervâd pénaoz é varvi, té ha da holl dùd.

8. Abimélek a zavaz râk-tâl é-kreiz hé gousk (T), hag a c’halvaz hé holl dûd, hag a lavaraz d’ézhô kémen̄d en dôa klevet ; hag hé holl dûd a oé spoun̄tet brâz.

9. Abimélek a c’halvaz ivé Abraham, hag a lavaraz dézhan̄ : Pétrâ éc’h eûs-té gréad d’é-omp ? Pébez droug hon eûz-ni gréad d’id, évit digas war-n-oun ha war va rouan̄télez eur péc’hed ker brâz ? Gréad éc’h eûz d’é-omp ar péz na dliez kéd da ôber.

10. Hag oc’h en em glemma adarré, é lavaraz : Oc’h pétra éc’h eûz-té sellet oc’h ôber ével-sé ?

11. Hag Abraham a lavaraz : Mennet em eûz enn-oun va-unan, ô lavarout : Martézé n’eûz kéd a zonjan̄s Doué el léac’h-man̄, hag hî am lazô enn abek d’am c’hrég.

12. A-hén̄d-all évit-gwir eo va c’hoar, merc’h va zâd eo, hogen né két merc’h va mamm, ha mé em eûz hé c’héméret da c’hrég.

13. Hôgen goudé m’en dôé Doué va zennet eûz a di va zâd, é liviriz d’éz-hi : Ann trugarez-man̄ a ri évid-oun, é pép léac’h ma’z aimp, é liviri pénaoz ounn da vreûr.

14. Neûzé Abimélek a géméraz dén̄ved hag éjenned, ha mévellou ha mitisien, hag hô rôaz da Abrabam : digas a réaz ivé d’ézhan̄ Sara, hé c’hrég.

15. Hag é lavaraz : Éma ann douar dira-z-oud, kéa da choum el léac’h ma kiri.

16. Hôgen hén̄ a lavaraz da Zara : Chétu em eûz rôet mil péz arc’han̄t d’az preûr, évit m’az pézô eur wél war da zaou-lagad dirâg ar ré holl a zô ganéz, hag é pé léac’h-bennâg ma’z i ; az péz koun pénaoz oud bét krapet.

17. Neûzé Abraham a bédaz Doué, ha Doué a baréaz Abimélek hag hé c’hrég, hag hé vitisien , hag hî a c’hanaz bugalé.

18. Râg ar merc’hed holl é ti Abimélek a oa deùet da véza brec’han̄ a bers Doué (T), enn abek da Zara, grég Abraham.


————


XXI. PENNAD.


Ganédigez Izaak. Agar hag Ismael a zô kaset-kuit.


1. Hôgen ann Aotrou a zeûaz da wélout Sara ével m’en dôa lavaret ; hag é sévénaz d’hé c’hér.

2. Hâg hî a en̄géhen̄taz, hag a c’han̄az eur mâb enn hé c’hôzni, enn amzer m’en dôa Doué hé ziouganet d’ézhi.

3. Hag Abraham a rôaz ann hanô a Izaak d’hé vâb, a oa bét ganet dézhan̄ eûz a Zara.

4. Hag hén̄ a enwadaz anézhan̄ ann eizvez deiz, ével m’en dôa Doué hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄,

5. Hag hén̄ kan̄tvloasiad ; râg ann oad-ze en dôa pa oé tâd da Izaak.

6. Ha Sara a lavaraz : Doué en deûz gréat c’hoarz d’in ; kémen̄d hini a glevô, a c’hoarzô gan-én̄.

7. Hag hî a lavaraz c’hoaz : Pïou a grédché en divijé klevet Abraham pénaoz Sara a rôjé da zéna da eur mâb é divijé rôed d’ézhan̄ hag hén̄ koz ?

8. Hôgen ar bugel a greskaz, hag é oé dizounet ; hag Abraham a réaz eur banvez brâz enn deiz ma oé dizounet.

9. Sara ô vézâ gwélet mâb Agar, ann Ejiptianez, oc’h ôber goap eûz a Isaak he mâb, a lavaraz da Abraham :

10. Kâs-kuit ar vatez-zé hag hé mâb ; râk mâb ar vatez-zé na vézô kéd da her gan̄t va mâb Izaak.

11. Kémen̄t-se a oé kavet garô gan̄d Abraham, enn abek d’hé vâb Ismael.

12. Hôgen Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Na gâv két kémen̄t-sé garô é-kén̄ver ar bugel, nag é-kén̄ver da vatez ; é kémen̄d a lavaro Sara d’id, sélaou hé mouéz ; râg eûz a Izaak eo é teûiô d’id ar wenn a zougô da hanô. (M).

13. Lakaad a rinn ivé mâb ar vatez da benn da eur vrôad vrâz, ô véza ma eo eûz da wenn.

14. Abraham a zavas éta min̄tin mâd, hag a géméraz bara hag eur pôdad dour (T), hag hô lékéaz war ziskoaz Agar ; rei a réaz d’ézhi hé mâb, hag hé c’hasaz kuit. Pa oé hî éat kult, é kan̄trée é distrô Bersabé.

15. Ha pa na oé mui a zour er pôd, é lézaz ar bugel dindân unan eûz ar gwéz a oa énô.

16. Hag éz éaz, hag éc’h azézaz râg-énep, war-hed eunn tenn bîr, râk hî a lavaraz : Na wélinn két ar bugel ô vervel ; hag hî azézet râg-énep, a zavaz hé mouez enn eur wéla.

17. Hôgen Doué a zélaouaz mouéz ar bugel ; hag eunn éal Doué a c’halvaz Agar eûz ann én̄v, ô lavarout : Pétra réz-té Agar ? (T). N’az péz kéd a aoun, râk Doue en deûz sélaouet mouéz ar bugel eûz al léac’h ma éma-hén̄.

18. Saô, kémer ar bugel, ha krôg enn hé zourn ; râg hé lakaad a rinn da benn da eur vrôad vrâz a dùd.

19. Ha Doue a zigoraz hé daou-lagad d’ézhi hag hî a wélaz eur pun̄s dour ; hag hî a iéaz, hag a gargaz ar pôd dour, hag a rôaz da éva d’ar bugel.

20. Ha Doué a oé gan̄d ar bugel ; hag hé-man̄ a greskaz hag a choumaz enn distrô, hag a zeûaz da zén-iaouan̄k ha da waréger.

21. Hag hén̄ a choumaz é distrô Faran ; hag hé vamm a rôaz d’ézhan̄ eur c’hrég eûz a vrô ann Ejipt.

22. Enn amzer-zé Abimelek ha Fikol a ioa é penn (T) hé armé, a lavaraz da Abraham : Doué a zô gan-éz é kémen̄t trâ a réz.

23. Tou éta dré ann hanô a Zoué , pénaoz na ri droug é-béd d’in, na d’am mipien, na d’am gwenn ; hôgen m’az pézô évid-oun hag évid ar vrô é péhini oud bét ô choum ével eunn diavésiad , ann hévélep trugarez am eûz bét évid-od.

24. Hag Abraham a lavaraz : Mé a douô.

25. Hag hén̄ en em glemmaz da Abimélek diwar-benn eur pun̄s dour a oa bét tennet digan̄t-han̄ gan̄t hé vévellou. (T).

26. Hag Abimélek a lavaraz : N’em eûz két gwézet piou en deûz gréat kémen̄t-sé : ha té ivé n’éc’h eûz két hé rôed da anaoud d’in ; ha mé, bété vréman̄, n’em bôa klevet hanô eûz a gémen̄t-sé. (T).

27. Neûzé Abraham a géméraz dén̄ved hag éjenned, hag hô rôaz da Abimélek ; hag é réjon̄t kévrédigez hô-daou.

28. Hag Abraham a lékéaz a-dû seiz dan̄vadik eûz hé dropel.

29. Hag Abimélek a lavaraz d’éz-han̄ : Da bétrâ éc’h eûz-té lékéad a-dû ar seiz dan̄vadik-zé ?

30. Hag hén̄ a lavaraz : Té a gémérô ar seiz dan̄vadik-zé eûz va dourn, évit ma vézin̄t da destini d’in, pénaoz eo mé eo em eûz kleûzet ar pun̄s-sé.

31. Râk-sé eo é oé galvet al léac’h-zé Bersabé : ô véza m’hô dôa touet énô hô-daou.

32. Hag hi a réaz kévrédigez é-tâl pun̄s al lé.

33. Hôgen Abimélek ha Fikol a ioa é penn hé armé, a zavaz hag é tistrôjon̄t da zouar ar Filistined. Abraham a blan̄taz eur c’hoat é Bersabé, hag a veûlaz énô hanô ann Aotrou Doué a zô a viskoaz hag a vézô da viken. (T).

34. Hag hén̄ a choumaz pell-amzer é douar ar Filistined.


————


XXII. PENNAD.


Feiz ha sen̄tidigez Abraham.


1. Goudé kémen̄t-sé, Doué a arnodaz Abraham, hag a lavaraz d’ézhan : Abraham, Abraham. Abraham a lavaraz : Chétu mé ama.

2. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : kémer Izaak, da vâb penn-her, péhini a garez, ha kéa d’ann douar a wélédigez : hag énô é kennigi anézhan̄ d’in é sakrifiz-losk war unan eûz ar ménésiou a ziskouézinn d’id.

3. Abraham éta ô veza savet abarz ann deiz, a zibraz hé azen, hag a géméraz gan̄t-han̄ daou zén-iaouan̄k, hag Izaak hé vâb ; ha goudé m’en dôé trouc’het koat évid ar sakrifiz-losk, éz éaz étrézég al léac’h en dôa Doue gourc’hémennet d’ézhan̄ mon̄t.

4. Ann trédé deiz, ô véza savet hé zaou-lagad, é wélaz al léac’h a bell ;

5. Hag é lavaraz d’hé baotred : Gortozid aman̄ gan̄d ann azen : mé ha va mâb a iélô mibin, ha goudé ma hor bézô azeûlet, é tistrôimp d’hô kavout.

6. Kéméroud a réaz ar c’heûneûd évid ar sakrifiz-losk, hag hel lékéaz war Izaak hé vâb : hôgen hén̄ a zougé enn hé zaouarn ann tân hag ar goun̄tel. Ha pa gerzen̄t hô daou kévret,

7. Izaak a lavaraz d’hé dâd : Va zâd. Hag Abraham a lavaraz : Pétrâ a fell d’id, va mâb ? Chétu, émé-z-han̄, tân ha keûneûd : péléac’h éma viktim ar sakrifiz-losk ?

8. Hag Abraham a lavaraz : va mâb, Doué hé-unan a gasô ar viktim eûs ar sakrifiz-losk. Kerzoud a réan̄t éta hô daou ;

9. Hag é teûjon̄d el léac’h m’en dôa diskouézet Doué d’ézhan̄ ; hag énô é savaz Abraham eunn aoter, hag é lékéaz ar c’heûneûd war-n-ézhan̄ : ha goudé m’en dôé éréet Izaak hé vâb, hel lékéaz war ar bern keûneûd a ioa war ann aoter.

10. Hag Abraham a astennaz hé zourn, hag a géméraz ar goun̄tel évit laza hé vâb.

11. Ha chétu éal ann Aotrou a c’harmaz eûz ann én̄v, ô lavarout : Abraham, Abraham. Hag hén̄ a lavaraz : chétu mé ama.

12. Hag ann éal a lavaras d’ézhan̄ : Na astenn két da zourn war ar bugel, ha na réz nétrâ d’ézhan̄. Anaoud a rann a-vréma pénaoz é toujez Doué, pa n’éc’h eûz két espernet da vâp penn-her enn abek d’in.

13. Abrabam a zavaz hé zaou-lagad, hag a wélaz adrén̄ hé gein eur maout-tourc’h hag a oa dalc’het dré hé gerniel é-touez ann drein ; hag ô véza hé géméret, her c’hennigaz é sakrifiz-losk é-léac’h hé vâb.

14. Hag Abraham a c’halvaz al léac’h-zé ann Aotrou a wél. Ac’hanô eo é levéreur c’hoaz hiriô : Ann Aotrou a wélo war ar ménez.

15. Hôgen éal ann Aotrou a c’halvas Abraham eûz ann én̄v évid ann eil gwéac’h, ô lavarout :

16. Touet em eûz dré-z-oun va-unan, émé ann Aotrou, pénaoz pa éc’h eûz gréat kémen̄t-sé, ha n’éc’h eûz két espernet da vâp penn-her enn abek d’in,

17. É venniginn ac’hanod hag é kreskinn da wenn ével stéred ann én̄v, hag ével ann tréaz a zô war aod ar môr ; ha da wenn a biaouô persier hé énébourien.

18. Hag ann holl vrôadou tûd eûz ann douar a vézo Benniget enn da wenn, ô véza ma éc’h eûz sen̄tet out va mouéz.

19. Hag Abrabam a zistrôaz étrézég hé baotred, hag éz éjon̄t kévret da Versabé, hag hen̄ a choumaz énô.

20. Goudé-zé, é oé digaset kélou da Abraham pénaoz Melka é dôa ivé ganet mipien da Nakor hé vreûr.

21. Hus hé gen̄ta-ganet, ha Buz hé vreûr, ha Kamuel tâd ar Siried,

22. Ha Kased, Azau, ha Feldas, ha Jédlaf,

23. Ha Batuel a béhini eo ganet Rébékka : chétu ann eiz mâb a c’hanaz Melka da Nakor, breûr Abraham.

21. Hé zerc’h hanvet Roma, a c’hanaz ivé d’ézhan̄ Tabéé, ha Gaham, ha Tahas, ha Maaka.


————


XXIII. PENNAD.


Sara a varv. Abraham a brén eur park.


1. Sara a vévaz seiz vloaz ha c’houéc’h-ugen̄t.

2. Mervel a réaz er géar a Arbé, a zô hanvet ivé Hébron, é douar Kanaan : hag Abraham a zeûaz évit ôber kaon̄ ha gwéla war-n-ézhi.

3. Goudé m’en dôé peûr-c’hréat (M) dléad ar c’haon̄, é savaz Abraham, hag é komzaz out mipien Heth, ô lavarout :

4. Diavésiad ha pirc’hirin ounn enn hô touez : rôid d’in gwir da ôber eur béz enn hô touez (M), évit ma sébéliinn ar c’horf-marô-man̄ zô d’in. (M).

5. Ha mipien Heth a lavaraz d’ézhan̄ :

6. Sélaou ac’hanomp, Aotrou : prin̄s Doué oud enn hon touez ; laka ar c’horf marô a zô d’id (M) enn hini a giri eûz hor bésiou : hini ac’hanomp na virô ouz-id na likii enn hé véz ar c’horf-marô a zô d’id. (M).

7. Abraham a zavaz, hag a stouaz dirâg pobl ann douar, da lavaroud eo, mipien Heth ;

8. Hag é lavaraz d’ézhô : Mar kavit-mâd é sébelfenn (T) ar c’horf-marô-man zô d’in (M), sélaouit ac’hanoun, hag erbédit évid-oun é-kén̄ver Éfron, mâb Séor,

9. Ma rôiô d’in ar c’héô daou doull a zô d’ézhan̄ é penn hé bark ; hé rei a rai d’in dira-z-hoc’h évit ann arc’han̄t a dal, évit ma rinn eur béz enn-han̄. (T).

10. Hôgen Éfron a choumé é-kreiz mipien Heth ; hag Éfron a gomzaz oud Abraham dirâg ar ré holl a oa deûet é-tâl porz ar géar-zé, ô lavarout :

11. É nép doaré, va Aotrou ; hôgen ken̄toc’h sélaou ar péz az ann da lavarout : Rei a rann d’id ar park hag ar c’héô a zô enn-han̄, dirâk mipien va fobl ; bésia a helles ébarz ar c’horf-marô a zô d’id. (M).

12. Abraham a stouaz dirâg pobl ar vrô-zé,

13. Hag é lavaraz da Éfron dirâg ar bobl a oa enn-drô d’ezhô : sélaou ac’hanoun, mé az péd ; mé a rôiô arc’han̄t évid ar park : kémer-hén̄, ha mé a vésiô ébarz ar c’horf-marô-man̄ zô d’in. (M).

14. Hag Efron a lavaraz :

15. Sélaou ac’hanoun, va Aotrou : ann douar a c’houlennez a dâl pévar c’han̄t sikl arc’han̄t : hen-nez eo hé briz étré mé ha té ; hôgen pétrâ eo kémen̄t-sé ? Bésia a hellez ébarz ar c’horf-marô a zô d’id. (M).

16. Pa glevaz Abraham kémen̄t-sé, é poézaz dirâk mipien Heth ann arc’han̄t en dôa goulennet Éfron, pévar c’han̄t sikl arc’han̄t é moneiz mâd ha digéméret gan̄d ann holl.

17. Evel-sé ar park a oa bét gwéchall da Éfron, é péhini é oa eur c’héô daou-doull, ô skei war-zù Mambré, ar park hag ar c’héô, hag ann holl wéz a oa enn hé lézen ha war hé drô,

18. A oé krétéet da Abrabam ével hé drâ, dirâk mipien Heth, hag ar ré holl a zeûé dré bors kéar.

19. Hag ével-sé Abraham a vésiaz Sara hé c’hrég é kéô daou-doull ar park a skôé war-zù Mambré ; énô éma Hébron é douar Kanaan.

20. Hag ar park, hag ar c’héô a oa enn-han̄, a oé krétéet da Abraham, gan̄t mipien Heth, évid ôber eur béz.


————


XXIV. PENNAD.


Abraham a ziméz Izaak.


1. Hôgen Abraham a oa kôz, hag hir-hoalet : hag ann Aotrou en dôa hé venniget é pép trâ.

2. Hag hén̄ a lavaraz d’ar c’hôsa eûz a wazed hé dî, péhini a oa da benn d’ar ré all holl : Laka da zourn dindân va morzed.

3. Evit m’az likiinn da doui dré ann Aotrou, Doué ann én̄v hag ann douar, pénaoz na géméri da c’hrég d’am mâb hini eûz a verc’hed ar C’hananéed, é-touez péré é choumann.

4. Hôgen m’az i d’ar vrô é péhini éma va c’héren̄t, ha ma kéméri énô eur c’hrég d’am mâb Izaak.

5. Ar goâz a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na fell két d’ar c’hrég don̄t gan-én̄ er vrô-man̄, ha mé a dlé kâs da vâb d’al léac’h a béhini oud deûet?

6. Hag Abraham a lavaraz d’ézhan̄: Laka évez na gasi két va mâb dî.

7. Ann Aotrou, Doué ann én̄v, péhini en deûz va zennet eûz a dî va zâd, hag eûz a zouar va ganédigez, péhini en deûz komzed ouz-in, hag en deûz toued d’in, ô lavarout : D’az gwenn é rôinn ann douar-man̄ ; hén̄ a gasô hé éal enn da raok ha té a gémérô ac’hanô eur c’hrég d’am mâb.

8. Ma na fell kéd d’ar c’hrég don̄d war da lerc’h, na vézô két réd d’id derc’hel d’az lé : hôgen na gâs kéd dî va mâb.

9. Ar goâz éta a lékéaz hé zourn dindân morzed Abraham, hé vestr, hag é touaz d’ézhan̄ é rajé diouc’h al lavar-zé.

10. Neûzé é kéméraz dék kan̄val eûz a dropel hé vestr, hag éz éaz-kuit ; hag ô kas gan̄t-han̄ lôd eûz hé holl vadou, en em lékéaz enn hen̄t, hag éz éaz d’ar Mézopotamia, d’ar géar Nakor.

11. Ha goudé m’en dôé lékéat ar c’han̄valed da c’hourvéza war ar pardaez er-méaz eûz a géar é-tâl eur pun̄s dour, enn amzer m’hô dôa ar merc’hed ar boaz da von̄d er-méaz évit tenna dour, é lavaraz :

12. Aotrou, Doué va mestr Abraham , rô skoaz d’in (T) hiriô, mé az péd, ha grâ trugarez é-kén̄ver va mestr Abraham.

13. Chétu mé a zô em zâ é-tâl ar feun̄teun zour, ha merc’hed tûd ar géar man̄ a zeûi er-méaz da denna dour.

14. Ar plac’h éta da béhini é livirinn : izéla d’in da bôdad dour évit ma évinn ; hag a lavarô d’in : Ev, ha mé a rôi ivé da éva d’az kan̄valed ; ra vézô houn-nez ann hini éc’h eûz dilennet évit Izaak da zervicher (T) ; ha dré-zé éc’h anavézinn pénaoz ez pézô gréat trugarez é-kén̄ver va mestr.

15. A véac’h en dôa lavaret ann dra-zé enn-han̄ hé unan, ma teûaz er-méaz eûz a géar Rébekka, merc’h Batuel, mâb Melka, grég Nakor, breûr Abraham, gan̄t-hi eur pôd war hé skoaz.

16. Eur plac’h koan̄t é oa, hag eur werc’hez ar gaéra, ha na oa anavézet gan̄t goâz é-béd : diskenned é oa d’ar feun̄teun, leûniet é oa gan̄t-hi hé fôd dour, hag é tistrôé d’ar géar.

17. Hag ar goâz a iéaz war hé arbenn, hag a lavaraz : Rô d’in da éva eur banné dour eûz da bôd.

18. Hag hi a lavaraz : Ev, va Aotrou ; ha râk-tâl é lékéaz hé fôd war hé bréac’h, hag é rôaz da éva d’ézhan̄.

19. Ha goudé m’en doé évet hén̄, é lavaraz hî : Tenna a rinn ivé dour évit da gan̄valed, kén n’hô dévézô évet holl.

20. Hag ô véza skuḻet el laouer ann dour a ioa er pôd, é rédaz adarré étrézég ar pun̄s évit tenna dour : hag é rôaz d’ar c’han̄valed holl ann dour é dôa tennet.

21. Hôgen ar goâz a zellé out-hi hép lavarout gér, gan̄d ar c’hoan̄t en dôa da c’houzout pé en dôa Doué rôet d’ézhan̄ eunn drô vâd, pé n’en dôa két. (T).

22. Goudé éta m’hô dôé évet ar c’han̄valed, ann den-zé a dennaz lagadennou skouarn aour, a boézé daou sikl, ha kémen̄d all a lagadennou-bréac’h, a boézé dék sikl.

23. Hag é lavaraz d’ézhi : Da biou oud-dé merc’h ? Lavar d’in. Ha béza éz eûz é tî da dâd eul léac’h d’in da choum enn-han̄ ? (T).

2i. Hag hî a lavaraz : Mé a zô merc’h da Vatuel, mâb Melka ha Nakor, hé ozac’h. (T).

25. Hag hî a lavaraz c’hoaz : Béz’ éz eûz kalz a gôlô hag a foenn enn hon tî-ni, hag eul léac’h a zô fran̄k évit choum.

26. Ann dén-zé a stouaz, hag a azeûlaz ann Aotrou,

27. O lavarout : Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Abraham, va mestr, péhini n’en deûz két tennet hé drugarez nag hé wirionez diwar va mestr, ha péhini en deûz va c’haset râg-éeun da di breûr va mestr.

28. Ar plac’h iaouan̄k a rédaz, hag a lavaraz é-tî hé mamm kémen̄d é dôa klevet.

29. Hôgen Rébekka é dôa eur breûr hanvet Laban, péhini a iéaz râk-tâl da gavout ann dén-zé é-tâl ar feun̄teun.

30. Ha pa wélaz-hén̄ al lagadennou-skouarn hag al lagadennou-bréac’h é daouarn hé c’hoar, ha pa glevaz ann holl gériou a lavaré hou-man̄ : chétu pétrâ en deûz lavaret d’in ann dén ; éz eaz-hén̄ étrézég ann dén, péhini a oa enn hé zâ é-kichen ar c’han̄valed é-tâl ar feun̄teun ;

31. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Deûz ébarz, té a zô benniget gan̄d ann Aotrou : pérâg é choumez-té enn da zâ er-méaz ? Aozed eo ann tî gan-én̄, hag eul léac’h évid ar c’han̄valed.

32. Hag é lékéaz anézhan̄ da von̄d enn tî : hag é tizibraz ar c’han̄valed, hag é rôaz kôlô ha foenn d’ézhô ; ha dour évit gwalc’hi hé dreid d’ézhan̄, ha treid ann dûd a oa deûet gan̄t-han̄.

33. Ha lékéat é oé boéd dira-z-han̄. Hôgen hén̄ a lavaraz : Na zebrinn két, kén n’am bézô danévellet ar péz em eûz da lavarout. Ha Laban a lavaraz d’ézhan̄ : Komz.

34. Hag hén̄ a lavaraz : servicher Abraham ounn.

35. Ann Aotrou en deûz benniget meûrbéd va mestr, hag hén̄ a zô deûed da véza pinvidik : rôed en deûz d’éz-han̄ dén̄ved hag éjenned, arc’han̄t hag aour, mévellou ha mitisien, kan̄valed hag azéned.

36. Sara, grég va mestr, é deûz ganet d’ézhan̄ eur mâb hag hi koz, hag hén̄ en deûz rôed d’ézhan̄ kémen̄d en dôa.

37. Ha va mestr a lékéaz ac’hanoun da doui, ô lavarout : Na géméri da c’hrég d’am mâb hini eûz a verc’hed ar C’hananéed, é douar péré é choumann ;

38. Hôgen mon̄d a rî da dî va zâd, hag é-touez va c’héren̄t é kéméri eur c’hrég d’am mâb.

39. Ha mé a lavaraz d’am mestr : ha ma na fell két d’ar c’hrég don̄t gan-én̄ ?

40. Ann Aotrou, émé-z-han̄, dirak piou é kerzann, a gasô hé éal gan-éz hag a éeunô d’id da hen̄t ; hag é kéméri eur c’hrég d’am mâb eûz va c’héren̄t, hag eûz a di va zâd.

41. Distag é vézi diouc’h da lé goudé béza bét étrézég va c’héren̄t, ma n’hé rôon̄t két d’id.

42. Hiriô éta ounn deûet d’ar feun̄teun, hag em eûz lavaret : Aotrou, Doué va mestr Abraham, ma éc’h eûz éeunet ann hen̄t é péhini é kerzann bréma,

43. Chétu mé a zô em zâ é-tâl ar feun̄teun zour : ar plac’h a zeûi er-méaz da denna dour, ha da biou é livirinn : Rô d’in eur banné dour da éva eûz da bôd ;

44. Hag a lavarô d’in : Év té, hag é tenninn dour ivé évid da c’han̄valed ; ra vézô hounnez ar c’hrég en deûz dilennet ann Aotrou évit mâp (T) va mestr.

45. Pa vennenn kémen̄t-sé enn-oun va unan hag hép lavarout gér, é wéliz Rébekka ô ton̄t gan̄d eur pôd a zougé war hé skoaz : hag hî a ziskennaz d’ar feun̄teun, hag a dennaz dour. Ha mé a lavaraz d’ézhi : Rô eur banné d’in da éva.

46. Hag hi râk-tâl a ziskennaz hé fôd diwar hé skoaz, hag a lavaraz d’in : Év té, ha mé a zourô ivé da c’han̄valed. Éva a riz, hag hî a zouraz ar c’han̄valed.

47. Ha mé a réaz eur goulenn out-hi, ô lavarout : Da biou oud-dé merc’h ? Hag hî a lavaraz : mé a zô merc’h da Vatuel, mâb Nakor, a zô bét ganet d’ézhan̄ gan̄t Melka. Neûzé é likîz lagadennou-skouarn évit kin̄kla hé dremm, ha lagadennou-bréac’h oud hé divrec’h.

48. Hag ô véza stouet éc’h azeûliz ann Aotrou, hag é vennigiz ann Aotrou, Doué va mestr Abraham, péhini en deûz va c’haset dré ann hén̄t éeun, évit kémérout merc’h breûr va mestr évid hé vâb.

49. Dré-zé mar grit trugarez ha gwirionez é-kén̄ver va mestr, rôit-hen̄ da anaout d’in : ma hoc’h eûz eur ménoz all, livirit hén̄ d’in, évit ma’z inn a zéou pé a gleiz.

50. Neûzé Laban ha Batuel a lavaraz : Eûz ann Aotrou é teû da lavar : n’hellomp két lavarout nétrâ d’id a-énep ar péz a fell d’ézhan̄.

51. Chétu Rébekka dira-z-od ; kémer-hi ha kéa-kuit ; ha bézet grég da vâb da vestr, ével ma en deûz hé lavaret ann Aotrou.

52. Pa glevaz kémen̄t-sé servicher Abrabam, é stouaz d’ann douar hag éc’h azeûlaz ann Aotrou.

53. Neuzé é tennaz listri arc’han̄t, ha listri aour, ha diḻad, hag hô rôaz da Rébekka. Rei a réaz ivé traou kaer d’hé breûr ha d’hé mamm. (T).

54. Banvez a réjon̄t, hag é choumchon̄t énô kévret ô tibri hag oc’h éva. Hôgen ar goâz ô véza savet diouc’h ar min̄tin, a lavaraz : va list da von̄t, ma’z inn da gavout va mestr.

55. Breûdeûr ha mamm Rébekka a lavaraz d’ézhan̄ : Ra choumô da-vihana ar plac’h-iaouan̄k dék dervez gan-é-omp, ha goudé éz ai-kuît.

56. N’am zalc’hit két, émé-z-han̄, râg ann Aotrou en deûz éeunet va hent : va list da von̄t, ma’z inn da gavout va mestr.

57. Hag hi a lavaraz : Galvomb ar plac’h-iaouan̄k, ha goulennomp pétra a fell d’ézhi. (T).

58. Ha pa oé deùet goudé ma hô dôa hé galvet, é c’houlenchon̄t digan̄t-hi : ha té a fell d’id mon̄t gan̄d ann dén-zé ? Hag hî a lavaraz : mon̄d a rinn.

59. Hé lezel a réjon̄t éta da von̄t, gan̄d hé magérez, ha servicher Abraham, hag ar ré a oa deûet gan̄t-han̄ ;

60. O c’hervel péb eûr-vâd war hô c’hoar, hag ô lavarout : hor c’hoar oud, kresk é mil ha mil rumm, ha ra zeûi da wenn da véza perc’hen da (T) bersier hé énébourien.

61. Neûzé Rébekka gan̄d hé flac’hed a biñaz war gan̄valed, hag a iéaz war-lerc’h ann dén : hag hé-man̄ a zistrôaz buan da gavout hé vestr.

62. Hôgen enn amzer-zé Izaak a valéé dré ann hén̄t a gâs d’ar pun̄s, a zô hanvet pun̄s ann hini a vév hag a wél : râg hén̄ a choumé é douar ar c’hrésteiz.

63. Êad é oa er-méaz évit pédi a-galoun er park war ziskar ann deiz. Hag ô sével hé zaou-lagad, é wélaz a-ziabell ar c’han̄valed ô ton̄t. (T).

64. Rébekka ô véza ivé gwélet lzaak, a ziskennaz diwar hé c’han̄val,

65. Hag a lavaraz d’ar goâz : Piou eo ann dén-zé a zeû dré ar park war hon arbenn ? Hag hén̄ a lavaraz dézhi : va mestr eo. Hag hi a géméraz râk-tâl hé gwél, hag en em chôlôaz.

66. Hôgen ar goâz a zanévellaz da Izaak kémen̄d en dôa gréat.

67. Neûzé Izaak hé c’hasaz é telt Sara hé vamm, hag hé c’héméraz da c’hrég : ha kémen̄t hé c’haraz, ma teûaz da derri ners ar c’hlac’har en dôa bét eûz a varô hé vamm.


————


XXV. PENNAD.


Abraham a varv. Ganédigez Ézau ha Jakob.


1. Hôgen Abraham a géméraz eur c’hrég all hanvet Séthura ,

2. Péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Zamran, ha Jeksan, ha Madan, ha Madian, ha Jesbok, ha Sué.

3. Jeksan a en̄géhen̄taz Saba, ha Dadan. Mipien Dadan a oé Assurim, ha Latusim, ha Loomim.

4. Eûz a Vadian eo ganet Efa, hag Ofer, hag Hénoch, hag Abida, hag Eldaa : ar ré-zé holl a oé mipien Séthura.

5. Abrabam a rôaz kémen̄d en dôa da Izaak ;

6. Dounézonou a réaz da vipien hé zerc’hed ; hag hén̄ a bellaaz anézhô diouc’h Izaak hé vâb, étrézé brô ar sav-héoi, en̄dra ma oa c’hoaz béô.

7. Hag holl zeisiou buez Ahraham a oé eûz a bemzék vloaz hag eiz-ugen̄t.

8. Hag hé ners ô von̄t war fallaat, é varvaz enn eur gôzni euruz (T), hir-hoalet, ha leûn a zeisiou ; hag é oé lékéat gan̄d hé bobl.

9. Izaak hag Ismael hé vipien a vésiaz anézhan̄ er c’héô a ioa daou doull enn han̄ (T), péhini a zô é park Éfron, mâb Séor, ann Hétéad, râg-énep da Vambré,

10. En dôa prénet digan̄t mipien Heth. Enô é oé bésiet Abraham, ha Sara hé c’hrég.

11. Goudé hé varô, Doué a vennigaz Izaak hé vâb, péhini a choumé é-tâl ar pun̄s a zô hanvet pun̄s ann hini a vév hag a wél.

12. Chétu aman̄ nésted Ismael, mâb Abraham, a c’hanaz dézhan̄ Agar, ann Ejiptianez, matez Sara.

13. Ha chétu hanvou hé vipien hervez hô hanvou hag hô nésted. Ar c’hen̄ta-ganet eûz a Ismael a oé Nabajot, goudé-zé Sédar, hag Adbéel, ha Mabsam,

14. Ha Masma, ha Duma, ha Massa,

15. Hag Hadar, ha Téma, ha Jétur, ha Nafis, ha Sedma.

16. Ar ré-zé eo mipien Ismael ; hag ar ré-zé eo hanvou hô c’hestel hag hô c’heriou, ô véza bét hî ann daouzek prin̄s eûz hô brôadou.

17. Ha bloasiou buez Ismael a oé eûz a zeiték ha c’houec’h-ugen̄t ; hag ô fata é varvaz, hag é oé lékéat gan̄d hé bobl.

18. Choum a réa adaleg Hévila bété Sur, a zô râg-énep d’ann Éjipt pa’z éeur d’ann Assiria : ha dirâg hé holl vreûdeur é varvaz.

19. Chétu ivé nésted Izaak, mâb Abraham : Abraham a en̄géhen̄taz Izaak.

20. Hé-man̄ pâ en dôé daou-ugen̄t vloaz, a géméraz da c’hrég Rébekka, merc’h Batuel, Siriad eûz ar Mézopotamia, c’hoar Laban.

21. Izaak a bédaz stard ann Aotrou évid hé c’hrég, ô véza ma oa brec’han̄ hî : hag ann Aotrou a glevaz out-han̄, hag a rôaz da Rébekka ar galloud da c’hénel.

22. Hôgen hé bugalé en em stoké ann eil égilé enn hé c’hôf ; hag hî a lavaraz : Ma oa réd é c’hoarvézché kémen̄t-sé gan-én̄, da bétrâ é oa d’in en̄géhen̄ta ? Hag hî a iéaz da c’houlenn ali digan̄d ann Aotrou.

23. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhi : Diou vrôad tud a zô enn da gôf, ha diou bobl en em rannô eûz da gôf ; hag ann eil bobl a vézô tréac’h d’ar bobl all ; hag ann héna a blégô d’ar iaouan̄ka.

24. Deûed é oa d’ézhi ann amzer da c’hwilioudi, ha chétu é oé kavet éz oa mamm da zaou vugel gével. (M).

25. Ar c’hen̄ta a zeûaz er-méaz, a oa gell, ha bleveg holl é-c’hîz eur c’hroc’hen : hag é oé hanvet Ézau. Égilé a zeûaz râk-tâl er-méaz, hag a zalc’hé enn hé zourn troad hé vreûr : ha dré-zé é oé hanvet Jakob.

26. Izaak en dôa tri-ugen̄t vloaz pa oé ganet d’ézhan̄ ann daou vugel-zé.

27. Pa oen̄t deûet da grenn-dûd, Ézau a zeûaz da véza eur chaséer brudet-brâz hag eul labourer douar (T) ; hôgen Jakob a ioa eunn dén didrôidel, hag a choumé dindân ann teltou.

28. Izaak a garé Ézau, ô véza ma tebré eûz hé hemolc’h : ha Rébekka a garé Jakob.

29. Hôgen Jakob en dôa poazet eur géfalen ; hag Ézau ô tistrei eûz ar parkeier hag hén̄ skuîz,

30. A lavaraz d’ézhan̄ : Rô d’in eûz ar boéd gell-zé ; râk skuîz-brâz ounn. Dré-zé eo é oé hanvet Édom.

31. Ha Jakob a lavaraz d’ézhan̄ : Gwerz d’in da hénan̄ded.

32. Hag Ézau a lavaraz : chétu ounn daré da vervel, da bétra é vézo mâd d’in va hénan̄ded ?

33. Ha Jacob a lavaraz : Tou-hén̄ éta d’in. Ézau hen touaz d’ézhan̄, hag a werzaz d’ézhan̄ hé hénan̄ded.

34. Hag ével-sé ô véza kéméret bara hag eur pladad boéd fer, é tebraz, hag éc’h évaz, hag éz éaz-kuît ; hag é réaz nébeûd a stâd eûz ann hénan̄ded en dôa gwerzet.


————


XXVI. PENNAD.


Pinvidigez Izaak.


1. Hôgen naonégez ô véza c’hoarvézet er vrô-zé é c’hîz d’ann hini a c’hoarvézaz é amzer Abraham, Izaak a iéaz da gavout Abimélek, roué ar Filistined, é Gérara.

2. Hag ann Aotrou en em ziskouézaz d’ezhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Na ziskenn két d’ann Éjipt, hôgen choum er vrô a livirinn d’id.

3. Béz énô ével eunn diavésiad, ha mé a vézô gan-éz, hag az bennigô ; râk rei a rinn d’id ha d’as gwenn ann holl vrôiou-man̄ évit sévéni al lé em eûz gréat da Abraham da dâd.

4. Ha mé a greskô da wenn ével stéred ann én̄v ; hag é rôinn d’as pugalé ann holl vroiou-man̄ ; hag holl vrôadou tûd ann douar a vézô Benniget enn da wenn.

5. O véza ma en deûz Abraham sen̄tet out va mouéz, ma en deûz miret va c’hélennou ha va gourc’hémennou, va lidou ha va lézennou.

6. Izaak a choumaz éta é Gérara.

7. Tûd ar vrô-zé ô véza gréat d’ézhan̄ goulennou diwar-benn hé c’hrég, é lavaraz hén̄ : va c’hoar eo. Râg aoun en dôa, ma an̄savché é oa hî hé c’hrég, na zeûjen̄t martézé d’hé laza-hén̄ enn abek d’hé c’haerded.

8. Goudé ma oa tréménet meûr a amzer, abaoé ma choumé énô, Abimélek, roué ar Filistined, ô sellout dré ar prénestr, a wélaz Izaak ô c’hoari gan̄t Rébekka, hé c’hrég.

9. Abimélek ô véza hé zigémennet, a lavaraz d’ézhan̄ : Anat eo pénaoz eo da c’hrég : pérâg éc’h eûz-té lavaret é-gaou pénaoz é oa da c’hoar ? Izaak a lavaraz : Aoun em eûz bét na vijenn lazet enn abek d’ézhi.

10. Hag Abimélek a lavaraz : Pérâg éc’h eûz-té lavaret gévier d’é-omp ? Unan-bennâg eûz ar bobl a hellché béza éat da gavout da c’hrég, hag ez pijé didennet war-n-omp eur péc’hed brâz. Hag é c’hourc’hémennaz d’ann holl bobl, ô lavarout :

11. Piou-bennâg a lakai hé zourn war c’hrég ann den-zé, a vézô lékéat d’ar marô.

12. Neûzé Izaak a hadaz enn douar-zé, hag é kavaz enn hévélep bloaz kan̄t kémen̄d all ; hag ann Aotrou a vennigaz anézhan̄.

13. Hag ann dén-zé a binvidikaaz, hag a iéaz war c’hounid ha war gresk, kén na zeûaz da véza galloudek brâz.

14. Béz’ en dôa ivé eunn niver brâz a zén̄ved hag a zaout (T), ha kalz mévellou. Râk-sé ar Filistined leûn a warizi out-han̄,

15. A stan̄kaz ann holl bun̄sou hô dôa gwéchall toullet mévellou Abraham hé dâd, hag hô c’hargaz leûn a zouar. (T).

16. Hag Abimélek hé-unan ivé a lavaraz da Izaak : Pella diouz-omp ; râk kalz galloudékoc’h égéd-omp oud deûet da véza.

17. Izaak éta ô vézâ éat-kuît ac’hanô a teûaz da froud Gérara, évit choum énô.

18. Toulla a réaz adarré pun̄sou all, a oa bét toullet ken̄t gan̄t mévellou Abraham hé dâd ha, goudé ar marô anézhan̄ (M), a oa bét stan̄ket gwéchall gant ar Filistined , hag é rôaz d’ézhô ann hévéleb hanvou en dôa ken̄t rôed hé dâd d’ézhô.

19. Toulla a rejon̄d ivé er froud, hag é kavchon̄t dour éien enn-han̄.

20. Hôgen mésaérien Gérara a réaz dael out mésaérien Izaak, ô lavarout : ann dour a zô d’é-omp : râk-sé éc’h hanvaz ar pun̄s-sé Heskin, enn abek d’ar péz a oa c’hoarvézet.

21. Toulla a réjon̄t eur pun̄s all ; hag enn abek d’ézhan̄ en em zaelchon̄t adarré : hag hén̄ hen c’halvaz Kasoni.

22. Hag hén̄ ô véza éat-kuît ac’hanô a doullaz eur pun̄s all, enn abek da béhini n’en em zaelchon̄t két : râk-sé é c’halvaz anézhan̄ Léd, ô lavarout : Ann Aotrou en deûz bréma hol lédet, hag hol lékéat da greski war ann douar.

23. Hôgen Izaak a biñaz ac’hanô da Versabé.

24. Hag énô ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄ enn nôz-zé, hag a lavaraz : Mé eo Doué Abraham da dâd ; n’az péd kéd a aoun, râk mé a zô gan-éz. Mé az bennigô, hag a greskô da wenn enn abek da Abraham va servicher.

25. Râk-sé é savaz énô eunn aoter ; hag ô véza galvet hanô ann Aotrou, é stéñaz hé delt ; hag é c’hourc’hémennaz d’hé vévellou toulla eur pun̄s énô.

26. Abimélek, hag Okazat, hé viñoun, ha Fikol a ioa é penn hé armé, a zeûas eûz a Gérara d’al léac’h-zé ;

27. Hag Izaak a lavaraz d’ézhô : Da bétrâ é teûit-hu d’am c’havout, mé péhini a gasait, hag hoc’h eûz kaset-kuît diouz-hoc’h ?

28. Hag hî a lavaraz : Ni hon eûz gwélet pénaoz éma ann Aotrou gan-éz, hag hon eûz lavaret : Bézet lé étré-z-omp, ha gréomp kévrédigez ;

29. Évit na rî droug é-béd d’é-omp, ével n’hon eûz lékéad hon dourn war nétrâ d’îd, ha n’hon eûz gréat nétrâ a gémen̄d a hellfé da walla ; hôgen hon eûz da lézet da von̄d é péoc’h, leûn a vennoz ann Aotrou.

30. Izaak éta a réaz banvez d’ézhô, ha goudé m’hô dôé debret hag évet,

31. É savchon̄t diouc’h ar min̄tin, hag é réjon̄t lé ann eil d’égilé ; hag Izaak ho lézaz da von̄d é peoc’h d’hô brô.

32. Chétu enn hévélep deiz é teûaz mévellou Izaak da gomza gan̄t-han̄ diwar-benn ar pun̄s hô dôa toullet, é léverchon̄t : kavet hon eûz dour.

33. Hag ac’hanô é c’halvaz ar pun̄s-zé Founder : ha d’ar géar é oé rôet ann hanô a Versabé, hag a zô choumet bété vréma.

34. Pa en dôé Ezau daou-ugen̄t vloaz, é kéméraz da c’hragez Judit, merc’h Béer, Hétéad, ha Basémat, merc’h Élon, eûz ann hévéleb brô.

35. Béc’hi a réjon̄t hô diou kaloun Izaak ha Rébekka.


————


XXVII. PENNAD.


Izaak a rô hé vennoz da Jakob é léac’h Ézau.


1. Hôgen Izaak a gôsaaz, hag hé zaou-lagad a dévalaaz, ha na hellé mui gwélout. Gervel a réaz Ézau, hé vap hena, hag é lavaraz d’ézhan̄ : va mâb. Hag hén̄ a lavaraz : chétu mé ama.

2. Hag hé dâd a lavaraz d’ézhan̄ : Té a wél pénaoz é kôsaann, ha na anavézann két deiz va marô.

3. Kémer da armou, da dron̄s, ha da wareg, ha kéa war ar méaz ; ha p’az pézô paket eunn dra-bennâg ô chaséal,

4. Grâ d’in gan̄t-han̄ eur géfalen, ével ma c’houzoud hé c’harann, ha digas-hi d’in da zibri ; ha ma vennigô va éné achanod, abarz ma varvinn.

5. Rebekka a glévaz kémen̄t-sé ; ha pa oa éat Ézau d’ar parkou, évid ôber ar péz en dôa gourc’hémennet hé dâd dézhan̄,

6. É lavaraz da Jakob hé mâb : kleved em eûz da dâd ô komza gan̄d Ézau da vreûr, hag ô lavaroud d’ézhan̄ :

7. Digas d’in eûz da hémolc’h, ha grâ d’in eur géfalen ma tebrinn, ha mé a vennigô ac’hanod dirâg ann Aotrou, abarz ma varvinn.

8. Heul bréma, va mâb, va aliou.

9. Kéa d’ann tropel, ha digas d’in daou venn-gaour eûz ar ré wella, évit mac’h aozinn gan̄t-hô d’az tâd eur boéd hag a zebrô a galoun vâd.

10. Goudé m’az pézô hé gaset d’éz-han̄ ha m’en devézô debret, ra vennigô ac’hanod abarz ma varvô.

11. Ha Jakob a lavaraz d’ézhi : Té a oar pénaoz Ézau va breûr a zô eunn dén blevek, ha pénaoz ounn blouc’h.

12. Mar teû va zâd da lakaad hé zourn war-n-oun, ha da anaoud ar wirionez, em eûz aoun na gredfe é vé bet fellet d’in ôber goap anézhan̄, ha na dennchenn war-n-oun hé valloz é léac’h hé vennoz.

13. Hag hé vammn a lavaraz d’éz-han̄ : Ra gouézô war-n-oun ar valloz-zé va mâb. Sélaou hép-ken va mouéz, ha kéa da glask d’in ar péz em eûz lavared d’id.

14. Hag hén̄ a iéaz, hô digasaz, hag hô rôaz d’hé vamm. Hag hi a aozaz boéd, ével ma ouié é karé hé dâd-hén̄.

15. Hag hî a wiskaz anézhan̄ gan̄t diḻad Ézau kaer-meûrbéd, a viré hi hé-unan enn tî.

16. Lakaad a réaz ivé krec’hin ar menned-gevr war-drô da zaouarn Jakob, hag é c’hôlôaz gan̄t-hô hé c’houzoug noaz.

17. Hag hi a rôaz da Jakob ar boéd é dôa aozet, hag ar bara é dôa poazet.

18. Pa en dôé hô douget d’hé dâd, é lavaraz : va zâd. Me az klev, emé Izaak. Piou oud-dé, va mâb ?

19. Ha Jakob a lavaraz : Mé eo, Ézau da gen̄ta-ganet : gréad em eûz ar péz éz pôa gourc’hémennet d’in : saô, azez, ha debr eûz va hémolc’h, évit ma vennigô da éné ac’hanoun.

20. Izaak a lavaraz c’hoaz d’hé vâb : Pénaoz, va mâb, éc’h eûz-té gellet kavout ker buan ? Hag hén̄ a lavaraz : Dré ioul Doué eo em eûz kavet râk-tâl ar péz a fellé d’in.

21. Hag Izaak a lavaraz d’ézhan̄ : Tôsta aman̄, va mâb, évit ma likiinn va dourn war-n-od, ha ma anavézinn mar d-oud va mâb Ézau, pé ma n’oud két.

22. Jakob a dostaaz oud hé dâd, hag Izaak ô véza lékéad hé zourn war-n-ézhan̄, a lavaraz : Ar vouéz a zô mouéz Jakob, hôgen ann daouarn a zô daouarn Ézau.

23. Ha na anavézaz kéd anézhan̄, râg hé zaouarn ô véza blevek, a oa hén̄vel out ré hé vreûr héna. Izaak éta oc’h hé venniga,

24. A lavaraz : ha té eo va mâb Ézau ? hag hén̄ a lavaraz : Mé eo.

25. Hag Izaak a lavaraz : va mâb, digas d’in boéd eûz da hémolc’h évit ma vennigô va éné ac’hanod. Pa en dôé debret ar péz a oa bét kaset d’ézhan̄, é kennigaz ivé Jakob gwîn d’ézhan̄, hag hén̄ a évaz,

26. Hag a lavaraz da Jakob : Tôsta ouz-in, va mâb, ha rô eur pok d’in.

27. Tôstaad a réaz, hag é pokaz d’ézhan̄. Ha kerken̄t m’en dôé Izaak c’houéséet c’houéz vâd hé ziḻad, é vennigaz anézhan̄, ô lavarout : chétu c’houéz va mâb a zô hén̄vel out c’houéz eur park leûn a vleün̄, benniget gan̄d ann Aotrou.

28. Ra rôi Doué d’id eûz a c’hlîz ann én̄v, hag eûz a zruzôni ann douar, founder a éd hag a wîn.

29. Ra vézô ar boblou dindân da wazoniez, ha ra stouô ar vrôadou dira-z-od : béz ann aotrou eûz da vreûdeûr, ha ra blégô dira-z-od bugalé da vamm. Milliget ra vézô néb az milligô : ha ra vézô leûn a vennosiou, néb az pennigô.

30. A véac’h m’en dôa Izaak lavaret kémen̄t-sé^ ha ma oa éat Jakob er-méaz, ma teûaz Ézau.

31. Hag hén̄ a gasaz d’hé dâd ar boéd en dôa aozet eûz hé hémolc’h, ô lavarout : Saô, va zâd, ha debr eûz a hémolc’h da vâb, évit ma vennigô da éné ac’hanoun.

32. Hag Izaak a lavaraz d’ézhan̄ : Piou oud-dé ’ta ? Hag hén̄ a lavaraz : Mé zo Ézau, da vâb ken̄ta-ganet.

33. Saouzanet-brâz é oé Izaak ; hag ô véza souézet dreist pep ménoz é lavaraz : Piou eo éta ann hini en deûz digaset d’in eûz ar péz en dôa paket enn hémolc’h, hag em eûz debret eûz a bép trâ ken̄t ma oud deûet ? Ha mé em eûz hé veaniget, hag é vézô benniget.

34. Pa glevaz Ézau geriou hé dâd, é iouc’haz gan̄d eur garm brâz : ha gan̄d eur galoun vantret é lavaraz d’hé dâd : va zâd, rô ivé da vennoz d’in.

35. Izaak a lavaraz d’ézhan̄ : Da vreûr a zô deûet dré laer, hag en deûz digéméret da vennoz té.

36. Ha Ezau a lavaraz : Gan̄t gwir eo eo bét hanvet Jakob ; râk chétu ann eil wéac’h é tiarbenn ac’hanoun : da gen̄ta en deûz skrapet va hénanded, ha bréma é laer c’hoaz va bennoz. Lavaroud a réaz c’hoaz d’hé dâd : ha n’éc’h eûz-té két miret ivé eur vennoz évid-oun ?

37. Hag Izaak a lavaraz d’ézhan̄ : hé rôed em eûz da aotrou d’id, ha lékéad em eûz hé holl vreûdeûr da bléga dindân hé wazoniez : éd ha gwin em eûz krétéet d’ézhan̄ ; ha goude-zé, va mâb, pétrâ a rinn-mé pelloc’h évid-od ?

38. Hag Ézau a lavaraz d’ézhan̄ : ha n’éc’h eûz té, va zâd, néméd eur vennoz hép-kén̄ ? Da bédi a rann stard d’am venniga. Hag ô véza ma wélé Ézau ô wéla hag oc’h hirvoudi (M),

39. Izaak gant truez, a lavaraz d’éz-han̄ : É druzôni ann douar, hag é glîz ann én̄v eûz ann néac’h, é vézô da vennoz.

40. Eûz ar c’hlézé é vévi, ha dindân béli da vreûr é vézi : hôgen don̄d a rai ann amzer ma heji hé iéô diwar da c’houzoug, ha ma vézi dieûbet.

41. Ézau éta a gaséé bépréd Jakob enn abek d’ar vennoz en dôa bét digan̄d hé dâd ; hag é lavaraz enn-han hé-unan : Deisiou kaon̄ va zâd a zeûi, hag é lazinn Jakob va breûr.

42. Rôed é oé kémen̄t-sé da anaoud da Rébekka. Hag hî, a gasaz da c’hervel Jakob hé mâb, hag a lavaraz d’éz-han̄ : Chétu Ézau da vreûr a c’hourdrouz da laza.

43. Bréma éta, va mâb, sélaou va mouéz : Saô ha tec’h étrézé Laban, va breûr, é Haran.

44. Ha té a choumô gan̄t-han̄ eunn deisiou bennâg, bété ma vézô torret broez da vreûr ;

45. Bété ma vézô spanéet hé vuanégez, ha m’en dévézô an̄kounac’héet ar péz éc’h eûz gréat out-han̄. Neûzé é kasinn d’az kerc’hout ac’hanô. Pérâg é teûjenn-mé da ziouéri va daou vâb enn eunn dervez ?

46. Rébekka a lavaraz ivé da Izaak : Doaniuz eo d’in va buez enn abek da verc’hed Hét. Mar kémer Jakob eur c’hrég eûz a wenn ar vrô-man̄, na fell mui d’in béva.


————


XXVIII. PENNAD.


Jakob a ia d’ar Mézopotamia.


1. Izaak a c’halvaz éta Jakob, hag a vennigaz anézhan̄, hag a c’hourc’hémennaz d’ézhan̄, ô lavarout : Na gémer kéd eur c’hrég eûz a wenn Kanaan ;

2. Hôgen kéa, ha kerz d’ar Mézopotamia a Ziria, da dî Batuel, tâd da vamm ha kemer énô da c’hrég unan eûz a verc’hed Laban da éontr.

3. Doué holl-c’halloudek ra vennigô ac’hanod, ha ra lakai ac’hanod da greski ha da baotta, évit ma vezi é penn da galz a boblou.

4. Ha ra rôi d’id bennosiou Abraham, ha d’as wenn enn da-c’houdé, évit ma teûi da véza perc’hen ann douar é péhini émoud diavésiad, hag en deûz lavaret é rôjé d’az tâd-kôz.

5. Goudé m’en dôé Izaak kaset Jakob enn hé hen̄t, hé-man̄ a iéaz d’ar Mézopotamia a Ziria, da di Laban, mâb Batuel ar Siriad, breûr Rébekka hé vamm.

6. Hôgen pa wélaz Ézau pénaoz hé dâd en dôa benniget Jakob hag hé gaset d’ar Mézopotamia a Ziria, évit kéméroud eur c’hrég ac’hanô ; pénaoz goudé béza hé venniget, en dôa gourc’hémennet d’ézhan̄, ô lavarout : Na géméri kéd a c’hrég é-touez merc’hed Kanaan ;

7. Pénaoz évit sen̄ti oud hé dâd hag oud hé vamm, é oa éat Jakob d’ar Siria ;

8. Hag Ézau ô wélout anat pénaoz hé dâd na zellé két a dû vâd out merc’hed Kanaan ;

9. Éz éaz étrézég Ismael, hag ouc’h-penn ar gragez en dôa ken̄t, é kéméraz da c’hrég Mahélet, merc’h Ismael, mâb Abraham, c’hoar Nabajot.

10. Jakob éta ô véza éat-kuît eûz a Versabé, a iéa da Haran ;

11. Hag ô véza deûet enn eul léac’h a oa, ha ma fellé d’ezhan̄ diskuiza énô goudé kùs-héol, é kéméraz unan eûz ar vein a oa énô war ann douar, hel lékéaz dindân hé benn, hag é kouskaz enn hévélep léac’h.

12. Neûzé é wélaz dré hé gousk eur skeûl a oa sounn war ann douar, hag a dizé ann én̄v gan̄d hé fenn ; hag ive élez Doué a biñé hag a ziskenné dré-z-hi ;

13. Hag ann Aotrou harpét war ar skeûl, a lavaré d’ézhan̄ : Mé eo ann Aotrou, Doué Abraham da dâd, ha Doué Izaak ; ann douar war béhini oud kousket a rôinn d’id ha d’az gwenn.

14. Ha da wenn a vézô éveï poultr ann douar : en em skiña a rî étrézég ar c’hus-héol, hag ar sav héol, hag ann han̄ter-nôz, hag ar c’hresteiz ; hag holl vrôâdou ann douar a vézô Benniget enn-od hag enn da wenn.

15. Ha mé a zifennô ac’hanod é pé léac’h-bennâg ma’z i, ha da zigas a rinn adarré (T) er vrô-man̄ ; ha n’az dilézinn két kén n’am bézô peûr-c’hréat kémen̄d em eûz lavaret.

16. Ha pa zihunaz Jakob eûz hé gousk, é lavaraz : Évit-gwir ann Aotrou a zô el léac’h-man̄, ha n’her gwienn két.

17. Ha leûn a spoun̄t : Pégen estlammuz eo, émé-z-han̄, al léac’h-man̄ ! N’eo nétrâ kén némét tî Doué, ha dôr ann én̄v.

18. Jakob, ô sével diouc’h ar min̄tin, a géméraz ar méan en dôa lékéat dindân hé benn, hag hé savaz é doaré eur peûlvan, goudé béza skuḻet éôl war-n-ézhan̄.

19. Rei a réaz ivé ann hanô a Vétel d’ar géar, péhini ken̄t a oa hanvet Luza.

20. Neûzé Jakob a réaz eur wéstl, ô lavarout : Mar béz Doué gan-én̄, ha mar mîr ac’hanoun enn hen̄t dré béhini é kerzann, ha mar rô d’in bara da zibri, ha diḻad d’en em wiska ;

21. Ha mar tistrôann gan̄d eûr-vâd da dî va zâd ; ann Aotrou a vézô da Zoué d’in.

22. Hag ar méan-man̄, péhini em eûz savet é doaré eur peûlvan, a vézô hanvet ti Doué ; ha mé a gennigô d’id ann déog eûz a gémen̄t trâ a rôi d’in.


————


XXIX. PENNAD.


Jakob a zimez gan̄t Lia ha gan̄t Rachel.


1. Jakob éta en em lékéaz enn hen̄t, hag a iéaz da vrô ar sâv-héol.

2. Hag hén̄ a wélaz eur pun̄s enn eur park, ha tri dropel dén̄ved gourvézet enn hé gichen ; râg énô é doured ann dropellou, hag eur méan brâz a c’hôlôé génou ar pun̄s.

3. Ar boaz oa da zével ar méan pa oa strollet ann dropellou holl, ha goude ma oan̄t douret, d’hé lakaad adarré war c’hénou ar pun̄s.

4. Ha Jakob a lavaraz d’ar véserien : Va breûdeûr, a bé léac’h oc’h-hu ? Hag hî a lavaraz : Eûz a Haran.

5. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ha na anavézit-hu két Laban, mâb Nakor ? Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Hé anaoud a reomp.

6. Ha iac’h eo, émé Jakob ? Iac’h eo, émé-z-hô ; ha chétu hé verc’h Rachel a zeû gan̄d hé zropel.

7. Ha Jakob a lavaraz d’ézhô : Hirr eo c’hoaz ann deiz (T), ha né két préd digas ann dropellou d’hô c’hreier : dourit bréma ann dén̄ved, ha kasit-hô adarré da beûri.

8. Hag hî a lavaraz : Na hellomp két hé ôber, kén na vézô strollet ann dropellou holl, ha ma hor bézô tennet ar méan diwar c’hénou ar pun̄s, évid doura ann dén̄ved.

9. C’hoaz é komzen̄t, ha chétu Rachel a zeûaz gan̄d den̄ved hé zâd ; râg hi hé-unan a gasé ar chatal da véaz. (T).

10. Pa hé gwélaz Jakob, ha pa wézaz pénaoz é oa hi hé giniterv, ha pénaoz é dôa gan̄t-hi dén̄ved Laban hé éon̄tr, é tennaz ar méan a c’hôlôé ar pun̄s.

11. Ha goudé béza douret hé zropel, é pokaz d’ézhi : hag ô sével hé vouéz é wélaz,

12. Hag é lavaraz d’ézhi pénaoz e oa hén̄ breûr d’hé zâd, ha mâb da Rébekka ; hag hî a iéaz affô da lavaret kémen̄t-sé d’hé zâd.

13. Pa glevaz Laban é oa deûet Jakob, mâb hé c’hoar, é rédaz war hé arbenn ; ha goudé béza hé vriatéet ha poket d’ézhan̄, é kasaz anézhan̄ d’hé dî. Pa wézaz évit pétra é oa deûet,

14. Laban a lavaraz : Té a zô va askern ha va c’hik. Ha goudé ma oé tréménet eur mîz,

15. É lavaraz da Jakob : Ha dré ann abek oud breûr d’in, é teûi d’am servicha évit nétrâ ? Lavar d’in pé c’hôbr a fell d’id.

16. Hôgen Laban en dôa diou verc’h : ar gôsa a oa hanvet Lia, hag ar iaouan̄ka a oa hanvet Rachel.

17. Daou-lagad pikouz é dôa Lia ; hôgen Rachel a ioa koan̄t (T) hag eunn doaré gaer gant-hi.

18. Jakob péhini a garé hou-man̄, a lavaraz da Laban : Mé a zervichô ac’hanôd seiz bloaz évit Rachel da verc’h iaouan̄ka.

19. Ha Laban a lavaraz : Gwell eo d’in hé rei d’id égéd hé rei da eur goaz all ; choum gan-én̄.

20. Jakob a zervichaz éta seiz bloaz évit Rachel : hag é kavé d’ézhan̄ né oan̄t német eunn nébeut deisiou hép-ken é-skoaz d’hé garan̄tez vrâz évit-hi. (T).

21. Hag hén̄ a lavaraz da Laban : Rô d’in va grég, pa eo tréménet ann amzer ma tléann mon̄d d’hé c’havout.

22. Neûzé Laban, ô véza galvet d’ar banvez eul lôd brâz eûz hé viñouned, a réaz ann eûreûd.

23. Ha pa oa deûet ar pardaez, é kasaz hé verc’h Lia da gavout Jakob ;

2i. Hag é rôaz d’hé verc’h eur vatez, hanvet Zelfa. Jakob a iéaz gan̄t-hi é-c’hîz gan̄d hé c’hrég : hôgen pa oé deûet ar min̄tin, é wélaz pénaoz é oa Lia ;

25. Hag é lavaraz d’hé dâd-kaer : Pérâg éc’h eûz té gréat d’in kémen̄t-sé ? Ha né két évit Rachel em eûz da zervichet ? Pérâg éc’h eûz-té gréat goap ac’hanoun ?

26. Ha Laban a lavaraz : Né kéd ar chîz enn hor brô-ni dimézi ar merc’hed iaouan̄ka abarz ar ré gôsa.

27. Choum héd ar zizun gan̄d hou-man̄ ; hag é rôinn ébén d’id évid al labour a ri d’in oc’h va zervicha seiz bloaz all.

28. Jakob a rôaz hé c’hrâd d’ézhan̄ : ha goudé ma oé tréménet ar zizun, é kéméraz Rachel da c’hrég.

29. Ha Laban, hé zâd, a roâz d’ézhi Bala da vatez.

30. Jakob ô véza bét da c’hrég ann hini en dôa c’hoan̄t da gaout, a garaz muioc’h ann eil égéd ar gôsa, hag é servichaz Laban seiz bloaz all.

31. Hôgen pa wélaz ann Aotrou pénaoz é tisprizé Lia, é tigoraz mammou houman̄, hag hé c’hoar a choumaz bréc’han̄.

32. Lia éta a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb a hanvaz Ruben, ô lavarout : Ann Aotrou en deûz gwélet va dismégan̄s ; ha bréma va ozac’h a garô ac’hanoun.

33. Hag hî a en̄géhen̄taz eunn eil wéach, hag a c’hanaz eur mâb, hag a lavaraz : O véza ma en deûz klevet ann Aotrou pénaoz é oann disprizet, en deûz rôed ivé hé-man̄ d’in, hag éc’h hanvaz anézhan̄ Siméon.

34. Hag hî a en̄géhen̄taz eunn trédé gwéach, hag a c’hanaz eur mâb, hag a lavaraz : Bréma va ozac’h en em unvanô gan-én̄, pa em eûz ganet d’ézhan̄ tri mâb : ha dré-zé éc’h hanvaz anézhan̄ Lévi.

35. Hag hî a en̄géhen̄tez eur pévaré gwéach, hag a c’hanaz eur mâb, hag a lavaraz : Bréma é veûlinn ann Aotrou : ha dré-zé éc’h hanvaz anézhan̄ Judaz. Hag hi a éanaz génel.


————


XXX. PENNAD.


Rachel a c’han Jozef.


1. Pa wélaz Rachel pénaoz é oa hî bréc’han̄, é dôé érez oc’h hé c’hoar, hag é lavaraz d’hé ozac’h : Rô d’in bugalé, pé é varvinn.

2. Ha Jakob ô von̄t drouk enn-han̄, (T) a lavaraz d’ézhi : Ha mé a zô ével Doué, péhini a vîr ouz-id n’az pé frouez eûz da gôf ?

3. Hag hî a lavaras : Mé em eûz Bala va matez : kéa d’hé c’havout, évit ma c’hanô war va barlen, ha m’am bézô bugalé anézhi.

4. Hag hî éta a rôaz Bala d’ézhan̄ da c’hrég.

5. Jakob ô véza éat d’hé c’havout, hi a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb.

6. Ha Rachel a lavaraz : Ann Aotrou en deûz va barnet, hag en deûz sélaouet va mouéz, ô rei d’in eur mâb ; ha râk-sé éc’h hanvaz anézhan̄ Dan.

7. Bala a en̄géhen̄taz adarré, hag a c’hanaz eur mâb all.

8. Ha Rachel a lavaraz anézhan̄ : Va lékéad en deûz Doué da stourmi out va c’hoar, ha tréac’h ounn bét : hag éc’h hanvaz anézhan̄ Neftali.

9. Pa wélaz Lia pénaoz é oa éanet da c’hénel, é rôaz Zelfa, hé matez, da c’hrég da Jakob.

10. Hag hou-man̄ a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb.

11. Ha Lia a lavaraz : Gan̄d eûr-vâd : ha dré-zé éc’h hanvaz anézhan̄ Gad.

12. Zelfa a c’hanaz eur mâb all.

13. Ha Lia a lavaraz : Évit va eûr-vâd eo ; rag ar merc’hed am c’halvô euruz ; râk-sé éc’h hanvaz anézhan̄ Azer.

14. Hôgen Ruben ô véza éat enn eur park é amzer médérez ar gwiniz, a gavaz man̄dragorou hag hô c’hasaz da Lia hé vamm. Ha Rachel a lavaraz da Lia : Rô d’in lôd eûz a van̄dragorou da vâb.

15. Hag hî a lavaraz d’ézhi : Ha bihan dra é kavez béza skrapet va ozac’h digan-én̄, ma n’az péz ivé man̄dragorou va mâb ? Ha Rachel a lavaraz : Ra gouskô gan-éz hénôz évit man̄dragorou da vâb.

16. Ha pa zistrôé Jakob eûz ar park dioc’h ar pardaez, Lia a iéaz war hé arbenn, hag a lavaraz d’ézhan̄ : D’am c’havout é teûi ; râk da brénet em eûz gan̄t man̄dragorou va mâb. Hag hén̄ a gouskaz gan̄t-hî enn nôz-zé.

17. Ha Doué a zélaouaz hé fédennou : hag hî a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur pempved mâb.

18. Hag é lavaraz : Rôed en deûz Doué va gôbr d’in, ô véza ma em eûz rôet va matez d’am ozac’h : hag hi a hanvaz anézhan̄ Isakar.

19. Lia a en̄géhen̄taz adarré, hag a c’hanaz eur c’houec’hved mâb ;

20. Hag é lavaraz : Eunn dra vâd en deûz rôed Doué d’in ; c’hoaz ar wéach-man̄ é choumô va ozac’h gan-én̄, ô véza ma em eûz ganet d’ézhan̄ c’houec’h mâb ; ha râk-sé éc’h hanvaz anézhan Zabulon.

21. Goudé hé-man̄ é c’hanaz eur verc’h a hanvaz Dina.

22. Ann Aotrou en dôé ivé koun eûz a Rachel ; sélaoui a réaz anézhi, hag é tigoraz hé mammou.

23. Hag hi a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb, ô lavarout : Doué en deûz tennet ar véz diwar-n-oun.

21. Hag éc’h hanvaz anézhan̄ Jozef, ô lavarout : Ra rôi d’in c’hoaz ann Aotrou eur mâb all.

25. Hôgen pa oé ganet Jozef, é lavaraz Jakob d’hé dâd-kaer : va léz da von̄t, évit ma tistrôinn d’am brô, ha d’am douar.

26. Rô d’in va gragez, ha va bugalé, évit péré em eûz da zervichet, évit ma’z inn kuit. Té a oar gan̄t pé wazoniez em eûz da zervichet.

27. Ha Laban a lavaraz d’ézhan̄ : Ra gavinn trugarez dira-z-od : anavézet em eûz da vâd ha kaer (T) pénaoz en deûz Doué va benniget enn abek d’id.

28. Gra da unan ar gôbr a rôinn d’id.

29. Hag hén̄ a lavaraz : Té a oar pénaoz em eûz da zervichet ha péger brâz eo deûet da vadou étré va daouarn.

30. Nébeûd a dra éz pôa abarz ma ounn deûet gan-éz, ha bréma oud deûet da véza pinvidik : râg ann Aotrou en deûz da venniget kerken̄t ha ma ounn deûet gan-éz. Reiz eo bréma em bé eur brédér bennâg gan̄t va zî va-unan. (M).

31. Ha Laban a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a rôinn mé d’id ? Na fell d’in nétrâ, émé Jakob : hôgen mar gréz ar péz a c’houlennann, é chouminn c’hoaz da gas da beûri ha da ziwallout da chatal. (M).

32. Ké da wélout da dén̄ved holl, ha laka dioc’h eunn tû ar ré a zô briz pé marellet hô gloan (T) : hag hiviziken kémen̄d hini a zeûi gell, pé briz, pé marellet, kenn é-touez ann dén̄ved, kenn é-touez ar gevr, a vézô va gôbr.

33. Warc’hoaz ken̄ta, va éeunder a vézô da desténi évid-oun, pa vezô deûet ann amzer da ôber ar rann dira-z-od : ha kémen̄d hini ha na vézô két gell, pé briz, pé marellet, kenn é-touez ann dén̄ved, kenn é-touez ar gevr, a ziskouézô ounn eul laer.

34. Ha Laban a lavaraz : Mâd é kavann ar péz a c’houlennez.

35. Hag enn deiz-zé é lékéaz dioc’h eunn tû ar gevr, hag ann dén̄ved, hag ar bouc’hed, hag ann tourzed briz, hag ar ré varellet : hag ar ré holl eûz a eul liou, da lavaroud eo, gwenn pé dû krenn, a lékéaz anézhô étré daouarn hé vipien.

36. Hag hén̄ a lékéaz héd tri dervez-hen̄t étré hén̄ hag hé vâp-kaer, péhini a ziwallé al lôd all eûz a dropel Laban.

37. Jakob éta a géméraz gwial c’hlâz élô, gwial alaman̄dez ha gwial platan, hag é tiruskaz lôd anézhô : al lec’hiou eûz a bére é oa bet tennet ar rusk, a oa gwenn da wélout : hôgen ar ré a oa bét lézet enn hô féz, a choumaz glâz. Hag ével-sé ar gwial en em gavaz a liou dishén̄vel.

38. Hag hén̄ hô lékéaz er c’haniou é péré é skuḻed ann dour, évit pa zeûjé ann dropellou da éva, m’hô divijé ar gwial dirag hô daou-lagad, ha ma teûjen̄t da en̄géhen̄ta ô selloud out-hô.

39. C’hoarvézoud a réaz éta pénaoz ann dén̄ved ô véza lupr, a zellaz oud ar gwial, hag é c’hanchon̄t ein gell, ha brîz, ha marellet.

40. Jakob a rannaz hé dropel ; hag ô veza lékéat ar gwial er c’haniou dirâg daou-lagad ann tourzed, kemen̄d hini a oa gwenn pe dû krenn a oa da Laban, hag ar ré all a oa da Jakob : hag ével-sé ann dropellou a oa rannet.

41. Pa dlié éta ann dan̄vadézed béza tourc’het (M) enn névez-amzer, Jakob a lékéa ar gwial é kaniou ann dour dirâg daou-lagad ann tourzed hag ann dan̄vadézed, evit ma en̄géhen̄tchen̄t ô sellout out-hô.

42. Hôgen pa oa deûet ann diskar-amzer, hag ar maré divéza da véza tourc’het (T), n’hô lékéa ket. Ével-sé ar re a oa en̄géhen̄tet enn diskar-amzer a oa da Laban ; hag ar re a oa en̄géhen̄tet enn névez-amzer a oa da Jakob.

43. Hag ann den-zé a binvidikaaz meûrbéd ; hag hén̄ en dôé tropellou brâz, mitisien ha mévellou, kan̄valed hag azened.


————


XXXI. PENNAD.


Distrei a ra Jakob da di hé dâd.


1. Hogen hén̄ a glevaz goudé-ze geriou mipien Laban, péré a lavaré : Kéméret en deûz Jakob kémen̄d a oa d’hon tâd, hag ô véza deûet pinvidik gan̄d hé zanvez, eo bet brudet-brâz.

2. Merzoud a réaz ivé Jakob diouc’h dremm Laban, pénaoz né oa két enn hé gén̄ver é-c’hiz ma oa ken̄t.

3. Hag ouc’penn-zé ann Aotrou a lavaraz d’ezhan̄ : Distrô da vro da dâdou ha da dûd, ha mé a vézô gan-éz.

4. Ha Jakob a gasaz da c’hervel Rachel ha Lia, évid don̄d d’hé gavout er park é péhini édô ô tiwallout hé dropellou.

5. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Mé a wel, dioc’h dremm hô tâd, né két em c’hén̄ver é-c’hiz ken̄t : koulskoudé Doué va zâd a zô bet a dû gan-en.

6. Ha c’houi hoc’h-unan a oar pénaoz em eûz servichet hô tâd gan̄t va holl ners.

7. Hô tâd a zô bet disléal em c’hén̄ver, ô névézi dék kwéach va gôbr : ha koulskoudé Doué n’en deûz két hé lézet da ôber drouk d’in.

8. Pa en deûz lavaret : Ar ré vriz a vézô da c’hôbr ; ann den̄ved holl a c’hane ein briz. Ha pa en deûz lavaret enn-énep : Ar ré wenn a vézô da c’hôbr ; ann dén̄ved holl a c’hané ré wenn.

9. Ével-sé Doué en deûz lamet he zanvez digan̄t hô tâd, hag hé rôed d’in.

10. Râk pa oé deûet ann amzer ma tlié ann dan̄vadézed en̄géhen̄ta, em eûz savet va daoulagad, hag em eûz gwélet dré va c’housk pénaoz ar pared a lammé war ar parézed a oa briz, ha marellet, hag eûz a veûr a liou.

11. Hag éal Doué a lavaraz d’in dré va c’housk : Jakob. Ha mé a lavaraz : Chétu mé ama.

12. Hag hén̄ a lavaraz : Saô da zaou-lagad, ha gwél pénaoz ar pared holl a lamm war ar parézed a zô briz, ha marellet, hag eûz a veûr a liou. Rag gwélet em eûz kémen̄d en deûz gréat Laban d’id.

13. Mé eo Doué Béthel, é pé léac’h éc’h eûz éôliet ar méan, hag é pé léac’h éc’h eûz gréat eur wéstl d’in. Saô bréma, ha kéa er-méaz eûz ar vrô-man̄, ha distrô d’ar vrô é péhini oud ganet.

14. Rachel ha Lia a lavaraz d’éz-han̄ : Ha choum a ra d’e-omp eunn dra-bennâg da gaout é danvez hag é digwéz tî hon tâd ?

15. Ha n’en deûz hén̄ ket gréat enn hor c’héver ével pa vijemp bét merc’hed a-ziavéaz ? (T). Ha n’en deûz-hen̄ két hor gwerzet, ha debret hor gôbr ?

16. Hôgen Doué en deûz lamet hé vadou digan̄d hon tâd, hag hô rôet d’é-omp ha d’hor mipien : râk-se gra kémen̄d en deûz gourc’hémennet Doué d’id.

17. Neûzé Jakob a zavaz, ha goudé béza lékéat hé vugalé hag hé c’hragez war gan̄valed, éz éaz-kuit.

18. Kâs a réaz gan̄t-han̄ hé holl zanvez, hag hé dropellou, ha kémen̄d en dôa gounézet er Mézopotamia, hag ez éaz da gavout Izaak, hé dâd, é brô Kanaan.

19. Laban a oa éat enn amzer-zé da douza ann dén̄ved, ha Rachel a laéraz idolou hé zâd.

20. Na fellaz két da Jakob rei da anaout d’hé dad-kaer pénaoz éz éa kuit.

21. Goudé éta ma oé éat-kuit, hén̄ ha kemen̄t en dôa, ha goudé ma oé treûzet ar ster gan̄t-han̄ (T) ha ma kerzé étrézé ménez Galaad,

22. É oé diskuliet da Laban, ann trédé deiz, pénaoz é oa téc’het Jakob.

23. Laban, ô véza kéméret gan̄t-han̄ hé vreûdeûr, a rédaz war hé lerc’h é-pâd seiz dervez hag é tizaz anézhan̄ war vénez Galaad.

21. Hôgen hén̄ a wélaz dré hé gousk Doué, péhini a lavaraz d’ézhan̄ : Diwall na liviri nétrâ a zichek da Jakob.

25. Jakob en dôa displéget hé delt war ar ménez ; ha pa en dôe Laban hé dizet gan̄d hé vreûdeûr, é tisplégaz ivé he delt war ann hévelep ménez Galaad.

26. Hag hén̄ a lavaraz da Jakob : Pérâg éc’h eûz-té gréat ével-sé ? Hag éc’h eûz-té skrapet va merc’hed hép gouzout d’in, ével pa ven̄t sklavézed ar c’hlézé ?

27. Pérâg eo bét fellet d’id tec’hi hép gouzout d’in, ha n’éc’h eûz két hé zisklériet d’in, évit m’az ajenn d’az ambrouga gan̄t lévénez, ha kanaouennou, ha taboulinou, ha télennou ?

28. N’éc’h eûz két va lézet zô-kén da boki d’am mipien ha d’am merc’hed. E-c’hiz a rafe eunn diskian̄t éc’h eûz gréat (M) ; ha bréma,

29. É helfé va dourn disteûrel ann droug d’id. Hôgen Doué hô tâd en deûz déac’h lavaret d’in : Diwall na liviri nétrâ a zichek da Jakob.

30. Béz’ é fellé d’id martézé mon̄d étrézé da dûd, hag éz pôa c’hoan̄t da zistrei da dî da dâd. Hôgen pérâg éc’h eûz-té laéret va douéed ?

31. Ha Jakob a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-ounn éat-kuît hép gouzout d’id, eo ô véza ma em eûz bét aoun n’as pijé kéméret (T) da verc’hed digan̄-én̄ dre ners.

32. Hôgen diwar-benn al laéron̄si a damallez d’in, gan̄t piou bennâg é kavi da zouéed, ra vézô lazet dirâg hor breûdeûr. Klask-pîz, ha kémer kémen̄d a gavi d’id gan-én̄. O lavarout kémen̄t-sé, na ouié két pénaoz Rachel é dôa laéret ann idolou.

33. Laban éta a iéaz é telt Jakob, hag é telt Lia, hag é telt ann diou vatez, ha n’hô c’havaz ket. Mon̄d a réaz goudé é telt Rachel.

31. Hôgen hi é dôa kuset buan ann idolou dindân gouzer eur c’han̄val, hag éc’h azézaz war-n-ézhô ; ha pa furché Laban dré ann holl delt,

35. Hi a lavaraz d’ézhan̄ : Arabad eo éz afé drouk em aotrou (T) ma na hellann két sével dira-z-han̄ ; râg ar péz a zeû peûrvuia d’ar merc’hed a c’hoarvez gan-én̄ bréma. Evel-sé Laban a glaskaz hép kavout nétra. (T).

36. Neûzé Jakob, éat drouk enn-han̄, a réaz ar rébech-man̄ da Laban : Évit pé gwall, évit pé péc’hed é rédez-té ével-sé war va lerc’h,

37. Hag é teûez-té da furcha é-touez va holl annézou ? Pétrâ ec’h eûz-té kavet eûz a holl draou da di ? Laka-hén̄ aman̄ dirâg va breûdeûr ha da vreûdeûr, hag hî a varnô étré mé ha té.

38. Hag évit-sé eo ounn bét ugen̄t vloaz gan-éz ? Da zén̄ved ha da c’hevr n’in̄t két bét hesk, ha n’am eûz két debret tourzed da dropel.

39. N’em eûz két diskouézet d’id ar ré a choume é (M) dilerc’h al loéned ferô ; pép koll a zistolenn d’id ; ha té a réa d’in rei d’id kémen̄d a oa bét lâéret.

40. Héd ann deiz é oann losket gand ar c’hrouéz, ha kropet héd ann nôz gan̄d ar réô ; hag ar c’housked a dec’hé diouc’h va daoulagad.

41. Ével-sé eo em eûz da zervichet enn da di é-pâd ugen̄t vloaz, pévarzék vloaz évit da verc’hed, ha c’houéac’h évit da dropellou ; ha té éc’h eûz névézet dék kwéach va gôbr.

42. Ma na vijenn ket bét skoazellet gan̄t Doué va zâd Abraham, ha gan̄d doujan̄s Izaak, éz pijé martézé kaset-kuit ac’hanoun enn-noaz. Hôgen Doué en deûz sellet out va glac’har hag out labour va daouarn, hag en deûz da c’hourdrouzet neizur.

43. Ha Laban a lavaraz d’ézhan̄ : Va merc’hed ha va mipien, da dropellou ha kémen̄d a wélez, a zô d’in. Pétrâ a hellann-mé da ôber d’am merc’hed ha d’am mipien-bihan ?

44. Deûz éta, ha gréomp kévrédigez, évit ma vézô da desteni étré mé ha té.

45. Neûzé Jakob a géméraz eur méan, hag hé zavaz é doaré eur peulvan ;

46. Hag é lavaraz d’hé vreûdeûr : Digasit mein. Hag hî ô véza dastumet mein a réaz eur c’hréac’h ; hag é tebrchon̄t war-n-ézhan̄.

47. Ha Laban a c’halvaz anézhan̄ kréac’h ann tést ; ha Jakob bern ann désténi, pép-hini hervez déréadigez hé iéz.

48. Ha Laban a lavaraz : Ar c’hréac’h-zé a vézô tést hiriô étré mé ha té ; ha dré-zé é oé galvet Galaad, da lavaroud eo, kréac’h ann tést.

49. Ra zellô ha ra varnô ann Aotrou étré-z-omp, pa vézimp pelléet ann eil diouc’h égilé.

50. Mar gréz poan d’am merc’hed, ha mar kémérez gragez all oc’h-penn, n’eûz tést all é-béd eûz hor lavar némét Doué, péhini a zô aman̄ hag a zell ouz-omp.

51. Lavarout a réaz c’hoaz da Jakob : Chétu ar c’hréac’h hag ar méan am eûz savet étré mé ha té,

52. A vézô tést ; ar c’hréac’h hag ar méan-zé, émé-vé, a vézô da désténi, ma tréménann ébiou évit mon̄d étrézég enn-od, pé ma tréménez da-unan, gan̄d ar c’hoan̄t da ôber drouk d’in.

53. Doué Abraham, Doué Nakor ha Doué hô zâd-hi ra varnô étré-z-omp. Jakob a douaz éta dré zoujan̄s hé dâd lzaak ;

54. Ha goudé béza lazet loéned war ar ménez, é c’halvaz hé vreûdeûr évit dibri gan̄t-han̄. Ha pa hô dôé debret, é choumchon̄t énô.

55. Hôgen Laban ô véza savet min̄tin mâd, a bokaz d’hé vipien ha d’hé verc’hed hag a vennigaz anézhô ; hag é tistrôaz d’hé vrô.


————


XXXII. PENNAD.


Jakob a gâs kannaded ha lôd eûz hé vadou da Ezau.


1. Jakob a gerzaz ivé enn hé hen̄t ; hag élez Doué a ziambrougaz anézhan̄.

2. Pa hô gwélaz, Jakob a lavaraz : Chétu aman̄ kamp Doué ; hag ec’h hanvaz al léac’h-zé Mahanaim, da lavaroud eo, ar C’hamp.

3. Neûzé é kasaz kannaded enn hé raok étrézég hé vreûr Ezau, da zouar Seir, é brô Édom ;

4. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Ével-henn é komzot oud Ézau va breûr : Chétu pétrâ a lavar da vreûr Jakob : Ével eunn diavésiad ounn bét é-ti Laban, hag ounn choumet énô bété vrema.

5. Béz’ em eûz éjenned, hag azéned, ha dén̄ved, ha mévellou, ha mitisien ; ha kâs a rann bréma kannad étrézé va aotrou, évit ma kavinn trugarez dira-z-han̄.

6. Ar gannaded a zistrôaz da gavout Jakob, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Bet omp étrézé da vreûr Êzau, ha chétu hén̄ a ziréd war da arbenn gan̄t pévar c’han̄t dén.

7. Spoun̄tet-brâz é oé Jakob ; hag enn hé spoun̄t é rannaz é diou van̄den ann dûd a oa gan̄t-han̄, hag ivé ann dropellou, hag ann dén̄ved, hag ann éjénned, hag ar gan̄valed,

8. O lavarout : Mar teû Ézau da stourm oud unan eûz ar vandennou, ha mar kann anézhi, ébén a choumô hag a vézô savétéet.

9. Ha Jakob a lavaraz : Doué va zâd Abraham, ha Doué va zâd Izaak, Aotrou, té péhini éc’h eûz lavaret d’in : Distrô d’az brô ha d’al léac’h é péhini oud bét ganet, hag é rinn vâd d’id ;

10. Na zellézann két ann distéra eûz da drugarézou, nag ar wirionez éc’h eûz sévénet é-ken̄ver da zervicher. Treûzed em eûz ar ster Jourdan-man̄, ha n’em boa neûzé némed eur vâz, ha bréma é tistrôann gan̄d diou van̄den.

11. Tenn ac’hanonn eûz a zourn va breûr Ézau ; râg aoun brâz em eûz ra-z-han̄ ; aoun am eûz, pa zeûiô, na gannfé ar vamm gan̄d ar vugalé.

12. Lavaret éc’h eûz pénaoz é rî vâd d’in, hag é paotti va gwenn ével tréaz ar môr, na helleur két hô nivéri, kémen̄t zô anézhô. (M).

13. Goudé béza kousket énô enn nôz-zé, Jakob a dennaz eûz a gémen̄t en dôa, lôd da rei d'hé vreûr Ezau (T) ;

14. Daou c’han̄t gavr, hag ugen̄t bouc’h, daou c’han̄t dan̄vadez, hag ugen̄t tourz ;

15. Trégon̄t kan̄valez névez hal gan̄d hô ré vihan (T), daou-ugen̄t bioc’h, hag ugen̄t tarô, ugen̄t azénez ha dég azénik.

16. Hag hén̄ a lékéaz hé vévellou d’hô c’has, pép tropel ann eil goudé égilé, hag é lavaraz d’hé vévellou : Kerzid em raok, ha list héd étré eunn tropel hag égilé.

17. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ar c’hen̄ta ô lavarout : Mar kijez out va breûr Ézau, ha mar goulenn digan-éz : Da biou oud-té ? pé, da béléac’h éz éz ? pé, da biou eo al loéned-zé a gasez enn da raok ?

18. Té a lavarô : Da Jakob da zervicher in̄t, péhini hô c’hâs évit hô rei da Ézau va Aotrou : hag hén̄ hé-unan a zeûi war hol lerc’h.

19. Ann hévélep gourc’hemenn é rôaz d’ann eil, d’ann trédé, ha d’ar ré holl a gasé ann dropellou, ô lavarout : Enn hévélep doaré e komzot out Ézau, pa en em gafot gan̄t-han̄.

20. Hag é léverrot c’hoaz : Jakob da zervicber a zeû ivé war hol lerc’h ; râg hén̄ a lavaré enn-han̄ hé-unan : hé habaskaad a rinn gan̄d ar rôou a ia em raok, ha goudé-zé é wélinn anézhan̄, ha martézé en dévézô truez ouz-in.

21. Ar rôou éta a iéaz é raok Jakob ; hôgen hén̄ a dréménaz ann nôz-zé er c’hamp.

22. Hag ô véza savet min̄tin mâd, é kéméraz hé ziou c’hrég, hag hô diou vatez, gan̄t hé unnék vâb, hag é treûzaz gwé Jabok.

23. Ha goudé béza tréménet kémen̄d a oa d’ézhan̄,

24. É choumaz hé-unan ; ha chétu eunn dén ô ton̄t, a c’hourennaz out-han̄ bétég ar min̄tin.

25. Ha pa wélaz hé-man̄ pénaoz na hellé kéd hé drec’hi, é lékéaz hé zourn war nerven morzed Jakob, hag hé dizec’haz râktâl.

26. Hag é lavaraz d’ézhan̄. Va lez da von̄t ; râk chétu tarz ann deiz. Ha Jakob a lavaraz d’ézhan̄ : N’az lézinn kéd da von̄t, kén n’az pézô va benniget.

27. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ ; Pé hanô oud-dé ? Hag hén̄ a lavaraz : Jakob.

28. Hag ann éal a lavaraz : Hivizikenn na vézi mui hanvet Jakob, hogen Israel ; râk mar d-oud bét kré oud Doué, pégémen̄t é vézi kréoc’h oud ann dûd ?

29. Ha Jakob a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄, ô lavarout : Lavar d’in pé hanô a réeur ac’hanod. Hag hén̄ a lavaraz : Pérâg é c’houlennez-té va hanô ? Hag hén̄ a vennigaz anézhan̄ enn hévélep léac’h.

30. Ha Jakob a hanvaz al léac’h-zé Fanuel, ô lavarout : Gwélet em eûz Doué dremm-ouc’h-dremm, ha va éné a zô bét savétéet.

31. Pa oé tréménet gan̄t-han̄ Fanuel, é wélaz ann héol ô sével : hôgen kamm é oa eûz a eunn troad.

32. Râk-sé eo na zebr két bété vréma bugalé Israel a nerven, péhini a oé gwen̄vet é morzed Jakob : ô véza ma oé lékéat ann dourn war nerven hé vorzed ha ma oé dizec’het.


————


XXXIII. PENNAD.


Emwél étré Jakob hag Ézau.


1. Neûzé Jakob ô sével hé zaoulagad, a wélaz Ézau péhini a zeûé, ha pévar c’han̄t dén gan̄t-han̄ : hag hén̄ a rannaz bugalé Lia, ha ré Rachel, ha ré ann diou vatez.

2. Lakaad a réaz ann diou vatez hag hô bugalé er gen̄ta lôden ; Lia hag hé bugalé enn eil lôden ; ha Rachel ha Jozef enn divéza lôden.

3. Hag hén̄ a gerzé war-lerc’h, hag a stouaz d’ann douar seiz gwéach bété ma oé tôst d’hé vreûr.

4. Hôgen Ézau a rédaz war arbenn hé vreûr, hag a vriataz anézhan̄ : hag ô lammout oc’h hé c’houzoug, é pokas d’ézhan̄ enn eur wéla.

5. Hag ô véza savet hé zaoulagad, é wélaz ar gragez hag hô bugalé, hag é lavaraz da Jakob : Pétrâ a fell d’ar ré-zé ? Hag hî a zô d’id ? Hag hén̄ a lavaraz : Bugaligou in̄t hag en deûz rôet Doué d’az servicher.

6. Hag ar mitisien ô véza tôstéet gan̄t hô bugalé, a stouaz.

7. Lia a dôstaaz ivé gan̄d hé bugalé, hag é stouchon̄t ; ha d’ann divéza holl é stouaz Jozef ha Rachel.

8. Hag Ézau a lavaraz : Pétrâ eo ar van̄dennou tûd-zé em eûz kavet em raok ? Ha Jakob a lavaraz : Évit kaout trugarez dirâk va Aotrou em euz hô c’haset.

9. Hag Ézau a lavaraz : Madou a-walc’h em eûz, va breûr ; mîr évid-od ar péz a zô d’id.

10. Ha Jakob a lavaraz : Na vézet két ével-sé, mé az péd ; hôgen ma em eûz kavet trugarez dirâg da zaoulagad, digémer va rôik eûz va daouarn. Râg gwélet em eûz da zremm, é-c’hîz m’am bé gwélet dremm Doué ; béz éta trugarézuz em c’hén̄ver ;

41. Ha kémer ar vennoz a zigasann d’id, hag en deûz rôed d’in Doué, péhini a rô pép-trâ.

12. Hag hén̄ a lavaraz : Kerzomp kévret, ha mé a iélô gan-éz enn hen̄t.

13. Ha Jakob a lavaraz d’ézhan̄ : Té a oar, va aotrou, pénaoz em eûz gan-én̄ bugaligou, ha dén̄ved ha saout keûlé ; ha ma hô lakaann da gerzout ré vuan, va holl loéned a varvô enn eunn dervez.

11. Êat va aotrou a-raok hé zervicher ; ha mé a iélô gwestad war hé lerc’h, diouc’h ma wélinn é hellô va révihan, bété ma vézinn éat da dî va aotrou é Séir.

15. Hag Ézau a lavaraz : Da bidi a rann ma choumô da vihana lôd eûz ann dûd a zô gan-én̄, évit da ambrouga enn da hen̄t. Né két réd, émé Jakob : n’em eûz ézomm néméd eûz a eunn dra, kaout trugarez dira-z-od, va aotrou.

16. Ézau éta a zistrôaz da Zeir enn hévélep dervez, dré ann hen̄t dré béhini é oa deûet.

17. Ha Jakob a zeûaz da Sokot. Hag ô véza savet énô eunn tî ha displéget hé deltou, éc’h hanvaz al léac’h-zé Sokot, da lavaroud eo, teltou.

18. Ac’hanô éz éaz da Zalem, unan eûz a geriou ar Sichémited, é brô Kanaan ; hag é choumaz nés kéar, goudé ma oa distrôet eûz a Mézopotamia ar Siried.

19. Hag hén̄ a brénaz lôd eûz ar park é péhini en dôa displéget hé deltou, évit kan̄t dan̄vad, digan̄d Hémor, tâd Sichem.

20. Hag ô véza savet énô eunn aoter, é pédaz war-n-ézhan̄ ann Doué kré-meûrbéd eûz a Israel.


————


XXXIV. PENNAD.


Skrapérez Dina.


1. Hôgen Dina, merc’h Lia, a iéaz er-méaz évit gwélout merc’hed ar vrô-zé.

2. Ha Sichem, mâb Hémor ann Hévéad, prin̄s ar vrô, a wélaz hag a garaz anezhi. Hé skrapa a réaz, hag é kouskaz gan̄t-hi, hag hé gwallaz.

3. Hé éné en em unanaz stard gan̄t-hi, hag é klaskaz dré garan̄tez hé gounid hag hi an̄kéniet (M) ;

4. Hag ô von̄t da gavout Hémor hé dâd : Va laka, émé-z-han̄, da zimézi gan̄d ar plac’h-iaouan̄k-ma.

5. Pa glevaz Jakob kémen̄t-sé, ô véza n’édô két hé vipien er géar, ha ma édon̄t er peûri, ô tiwallout (M) hô loéned, é tavaz ken na oen̄t distrôet.

6. Koulskoudé Hémor, tâd Sichem, a zeûaz évit komza out Jakob.

7. Chétu mipien hé-man̄ a zeûé eûz ar park ; hag ô véza klevet pétrâ a oa c’hoarvézet, ez éaz eunn drouk brâz enn-hô, évit ann dra vézuz en dôa gréat Sichem da Israel, hag évit ann torfed ma oa kiriek, ô walla merc’h Jakob. (M).

8. Râk-sé Hémor a gomzaz out-hô, ô lavarout : Ené va mâb Sichem a zô staget stard oud hini hô merc’h : rôit-hi éta d’ézhan̄ da c’hrég.

9. Dimézomp ann eil gan̄d égilé : rôid hô merc’hed d’é-omp, ha kemérid hor merc’hed-ni.

10. Choumit gan-é-omp : ann douar-zé a zô enn hô péli ; labourit-hén̄, gwerzit-hén̄, ha bézit perc’hen dézhan̄.

11. Hôgen Sichem a lavaraz da dâd ha da vreûdeûr ar plac’h-iaouan̄k : Ra gavinn trugarez dira-z-hoc’h, ha mé a rôi d’é-hoc’h ar péz a gerrot.

12. Kreskit hé argourou, ha goulennit rôou ; ha mé a rôi d’é-hoc’h a galoun vâd ar péz a c’houlennot : rôit hép-kén ar plac’h-zé d’in da c’hrég.

13. Mipien Jakob a lavaraz da Zichem ha d’hé dâd, évid hé douella, hag enn abek da vézégez hô c’hoar :

14. N’hellomp két ôber ar péz a c’houlennez, na rei hor c’hoar da eunn dén dienwadet : eunn dra fall eo hag a zô berzet enn hon touez.

15. Hôgen ni a hell ôber kévrédigez gan-é-hoc’h diwar-benn kémen̄t-sé, mar fell d’é-hoc’h béza hén̄vel ouz-omp, hag enwada ann holl oazed enn hô touez.

16. Neûzé é rôimp d’é-hoc’h hor merc’hed, hag é kémerimp hô ré, hag é choumimp gan-é-hoc’h, ha na vézimp néméd eur bobl.

17. Hôgen ma na fell két d’é-hoc’h béza enwadet, nî a gémérô hor merc’h, hag éz aimp-kuît.

18. Ar c’hennig-zé a oé aotréet gan̄d Hémor, ha gan̄t Sichem hé vâb.

19. Hag ann dén-iaouan̄k-zé na zaléaz két pelloc’h ôber ar péz a c’houlenned digan̄t-han̄ ; râk karout a réa stard ar plac’h-iaouan̄k. Hag hén̄ a oa ann hini a brized muia é holl dî hé dâd.

20. Hémor ha Sichem a iéaz da borz kéar, hag a gomzaz ével-henn oud ar bobl :

21. Ann dûd-zé a zô habask, hag a fell d’ézhô choum gan-é-omp : ra rain̄t hô gounid enn douar-man̄ ha ra labourin̄t anézhan̄ ; brâz ha lédan eo, a c’hounidéien en deûz ézomm. Ni a gémérô hô merc’hed da c’hragez hag a rôi d’ézhô hor ré.

22. N’eûz néméd eunn dra ô virout oud eur mâd ker brâz : réd eo d’é-omp enwada hor goazed, hervez kîz ar bobl-zé.

23. Hag hô danvez, hô chatal, ha kémen̄t hô deûz a vézô d’é-omp. Aotréomp hép-kén kémen̄t-sé d’ézhô, hag é choumimp kévret, ha na raimp néméd eur bobl.

24. Kémen̄t-sé a oé aotréet gan̄d ann holl, hag ann holl oazed a oe enwadet.

25. Ha chétu, d’ann trédé deiz, pa oa ar boan enn hé vrasa (T), Siméon ha Lévi, mipien Jakob, ha breûdeûr Dina, ô véza kéméret péb a glézé, a iéaz é kéar gan̄d herder, hag a lazaz ann holl oazed.

26. Laza a réjon̄d ivé Hémor ha Sichem, hag é tigaschon̄t gan̄t-hô hô c’hoar Dina eûz a di Sichem.

27. Goudé ma oa éat ar ré-man̄ kuit, mipien all Jakob en em daolaz war ar ré lazet ; hag é wastchon̄t kéar enn abek d’ann dismégan̄s gréat d’hô c’hoar.

28. Kémérout a réjon̄t hô dén̄ved, hô saout, hô azéned, kémen̄d a oa enn tiez, ha kémen̄d a oa er parkou.

29. Kâs a réjon̄t ivé gan̄t-hô da sklaved hô bugalé hag hô gragez.

30. Goudé ma oa peûr-c’hréat ann dra-zé gan̄t kémen̄d a herder, Jakob a lavaraz da Ziméon ha da Lévi : Va zrubuḻet hoc’h eûz, ha va lékéat da véza kasauz d’ar Gananéed ha d’ar Férézéed péré a choum er vrô-man̄. Ni a zô nébeûd a dûd : hî en em zastumô hag a dagô ac’hanoun, ha mé a vézô kollet, ha va holl dûd gan-en̄.

31. Hag hi a lavaraz : Hag hî a dlié gwalla ével-sé hor c’hoar ?


————


XXXV. PENNAD.


Jakob a ia da Véthel. Izaak a varv.


1. Hôgen Doué a lavaraz da Jakob : Saô ha piñ da Vétel ; choum énô ha gra eunn aoter d’ann Doué a zô en em ziskouézet d’id pa dec’hez diouc’h da vreûr Ézau.

2. Hôgen Jakob ô véza dastumet holl dûd hé dî, a lavaraz : Taolit pell diouz-hoc’h ann douéou a ziavéaz brô a zô enn hô kreiz ; en em nétait ha gwiskit diḻad all. (T).

3. Savit, ha piñomp da Vétel, évid ôber eunn aoter da Zoué, péhini en deûz va sélaouet é deiz va glac’har, hag en deûz va ambrouget enn hen̄t.

4. Rei a réjon̄t éta d’ézhan̄ ann holl zouéed a ziavéaz brô hô dôa, hag al lagadennou aour a oa oud hô diskouarn ; ha Jakob hô c’huzaz enn douar dindân eur wézen térébin̄t a zô adrén̄ kéar.

5. Ha pa oen̄t en em lékéat enn hen̄t, spoun̄t Doué en em astennaz war ar c’heriou trô-war-drô, ha na grédchon̄t két mon̄t war-lerc’h ar ré-man̄ pa’z éjon̄t-kuît.

6. Jakob éta, hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄, a zeûaz da Luza, les-hanvet Béthel, a zô é brô Kanaan.

7. Sével a réaz énô eunn aoter, hag éc’h hanvaz al léac’h-zé Ti-Doué, ô véza ma oa énô en em ziskouézet Doué d’ézhan̄, pa dec’hé diouc’h hé vreûr.

8. Enn hévéleb amzer é varvaz Débora, magérez Rébekka, hag hî a oé bésiet é traon̄ Béthel, dindan eunn derven. Hag al léac’h-zé a oé hanvet derven al len̄v.

9. Hôgen Doué en em ziskouézaz adarré da Jakob abaoé ma oa distrôet eûz a Vézopotamia ar Siried, hag a vennigaz anézhan̄,

10. O lavarout : Hivizikenn na vézi mui hanvet Jakob, hôgen Israel a vézô da hanô. Hag hén̄ a c’halvaz anézhan̄ Israel.

11. Doué a lavaraz ivé d’ézhan̄ : Mé eo ann Doué holl-c’halloudek : kresk ha paot ; brôadou ha poblou a zeûi ac’hanod ; ha rouéed a zavô eûz da groazel.

12. Ann douar em eûz rôet da Abrabam ha da Izaak, a rôinn d’id ha d’az gwenn da-c’houdé.

13. Ha Doué a iéaz-kuît diout-han̄.

14. Hôgen Jakob a zavaz eur peûlvan méan el léac’h é péhini en dôa Doué komzet out-han̄ : gwîn a gennigaz war-n-ézhan̄, hag hé c’hôlôaz a eôl ;

15. Hag é chalvaz al léac’h-zé Béthel.

16. Goudé ma oa éat achanô, é teûaz enn névez-amzer d’ann douar a gâs d’ann Éfrata : hag énô ô véza Rachel é poan vugalé,

17. Dré ma oa diez d’ézhi génel, en em gavaz toc’hor. Hag ann amiégez a lavaraz d’ézhi : n’az péz kéd a aoun, râg ar mâb-man̄ ez pézô adarré.

18. Hôgen Rachel ô wélout hé éné ô von̄t-kuît gan̄d ar boan, hag ar marô ô tôstaat, a hanvaz hé mâb Bénoni, da lavaroud eo, mâb va gloaz. Hôgen hé dâd a hanvaz anézhan̄ Ben̄jamin, da lavaroud eo, mâb ann dourn déou.

19. Rachel éta a varvaz, hag a oé bésiet enn hen̄t a gâs da Éfrata a zô ivé Béthléem.

20. Jakob a zavaz eur peûlvan war hé béz. Hen-nez eo peûlvan béz Rachel, a wéleur c’hoaz bréma.

21. Goudé ma oé éat ac’hanô, é tisplégaz hé delt enn tû all d’al léac’h hanvet Tour (T) ann dropel.

22. Ha pa choumé er vrô-zé, Ruben a iéaz hag a gouskaz gan̄t Bala, serc’h hé dâd ; ha na hellaz két hé guza out-han̄. Hôgen Jakob en dôa daouzék mâb.

23. Mipien Lia ; Ruben, ar c’hen̄ta-ganet, ha Siméon, ha Lévi, ha Judas, hag Isakar, ha Zabulon.

24. Mipien Rachel ; Jozef ha Ben̄jamin.

25. Mipien Bala, matez Rachel ; Dan ha Neftali.

26. Mipien Zelfa, matez Lia ; Gad hag Aser. Ar ré-zé eo mipien Jakob, péré a zô bét ganet é Mézopotamia ar Siried.

27. Neûzé Jakob a iéaz da gavout Izaak hé dâd é Mambré, é kéar Arbé, hanvet ivé Hébron, é péléac’h é oa choumet é-c’hîz diavésidi Abraham hag Izaak.

28. Ha deisiou Izaak a oé eûz a naô-ugen̄t vloaz ;

29. Hag ô veza koazet gan̄d ann oad é varvaz. Ha kôz ha leûn a zeisiou é oé lékéat gan̄d hé bobl ; hag Ézau ha Jakob hé vipien a vésiaz anezhan̄.


————


XXXVI. PENNAD.


Gragez ha mipien Ézau.


1. Chétu aman̄ nésted Ézau a zô ivé Édom.

2. Ézau a géméraz gragez é-touez merc’hed Kanaan ; Ada, merc’h Élon, Hétéad, hag Oolibama, merc’h Ana, merc’h Sébéon, Hétéad :

3. Basémat ivé, merc’h Ismael ha c’hoar Nabajot.

4. Ada a c’hanaz Élifaz : Basémat a c’hanaz Rahuel.

5. Oolibama a c’hanaz Jéhus, hag Ihélon, ha Koré. Ar ré-zé eo mipien Ézau, a zô ganet d’ézhan̄ é brô Kanaan.

6. Hôgen Ézau a géméraz hé c’hragez, hag hé vipien, hag hé verc’hed, hag holl dûd hé di, hag hé zanvez, hag hé loéned, ha kémen̄d a hellé da gaout é brô Kanaan ; hag éz éaz enn eur vrô all, hag é pellaaz diouc’h hé vreûr Jakob.

7. Râk pinvidik-brâz é oan̄t, ha né hellen̄t két choum hô-daou kévret ; hag ann douar é péhini édon̄t ével diavésidi na hellé két hô derc’hel enn abek d’hô loéned.

8. Ézau, hanvet ivé Édom, a iéaz da choum war vénez Séir.

9. Ha chétu aman̄ nésted Ézau, tâd ann Éduméed, war vénez Séir.

10. Chétu hanvou hé vipien : Élifaz, mâb Ada, grég Ézau ; Rahuel, mâb Bazémath a oé ivé hé c’hrég.

11. Ha mipien Élifaz a oé Téman, Omar, Séfo, ha Gatam, ha Sénez.

12. Tamna a oa serc’h Élifaz, mâb Ézau, hag a c’hanaz d’ézhan̄ Amalek : ar ré-zé eo mipien Ada, grég Ézau.

13. Ha chétu mipien Rahuel : Nahath ha Zara, Samma ha Méza ; ar ré-zé eo mipien Basémath, grég Ézau.

14. Ar ré-man̄ a oa ivé mipien Oolibama, merc’h Ana, merc’h Sébéon, grég Ézau, hag é deûz ganet d’ézhan̄, Jéhus, hag Ihélon, ha Koré.

15. Chétu ar brin̄sed é touez mipien Ézau. Mipien Élifaz, ken̄ta ganet Ézau ; dug Teman, dug Omar, dug Séfo, dug Sénez,

16. Dug Koré, dug Gatam, dug Amalek ; ar ré-zé eo mipien Élifaz e brô Êdom, hag ar ré-zé mipien Ada.

17. Chétu ive mipien Rahuel, mâb Ézau : dug Nahat, dug Zara, dug Samma, dug Méza : ar ré-zé eo prin̄sed Rahuel é brô Édom ; ar ré-zé eo mipien Basémat, grég Ézau.

18. Chétu ivé mipien Oolibama, grég Ézau : dug Jéhus, dug Ihélon, dug Koré ; ar ré-zé eo duged Oolibama, merc’h Ana, ha grég Ézau.

19. Chétu mipien Ézau, a zô ivé Édom, ha chétu ann duged anézhô.

20. Chétu aman̄ mipien Seir, ann Horréad, a choumé neûzé er vrô-zé : Lotan, ha Sobal, ha Sébéon, hag Ana,

21. Ha Dison, hag Éser, ha Disan : ar ré-zé eo duged Horréed, mipien Seir, é brô Édom.

22. Mipien Lotan a oé Hori hag Héman ; ha c’hoar Lotan a oa Tamna.

23. Ha chétu mipien Sobal : Alvan, ha Manahat, hag Ebal, ha Séfo, hag Onam.

24. Ha chétu mipien Sébéou : Aia hag Ana. Ann Ana-zé eo a gavaz douréier tomm er gwélec’h pa oa ô tiwallout azéned Sébéon, hé dâd. (T).

25. Da vâb en dôé Dison, ha da verc’h Oolibama.

26. Ha chétu mipien Dison : Hamdan, hag Éséban, ha Jétran, ha Karan.

27. Chétu mipien Éser : Balaan, ha Zavan, hag Akan.

28. Chétu mipien Disan : Hus hag Aran.

29. Chétu prin̄séd ann Horréed : Dug Lotan, dug Sobal, dug Sebéon, dug Ana,

30. Dug Dison, dug Eser, dug Disan. Ar ré-zé eo duged ann Horréed, péré hô deûz rénet é brô Seir.

31. Hôgen ar rouéed a rénaz é brô Édom, abarz ma hô dôé eur roué bugalé Israel, a oé ar ré-man̄ :

32. Béla, mâb Béor ; hag hé géar a oa hanvet Dénaba.

33. Hôgen Béla a varvaz, ha Jobab, mâb Zara a Vosra, a rénaz enn hé c’houdé.

34. Ha pa oé marô Zobab, Husam eûz a vrô ann Témanited a rénaz enn hé c’houdé.

35. Pa oé marô hé-man̄, Adad, mâb Badad, péhini a drec’haz ar Vadianited é brô Moab, a rénaz enn hé c’houdé ; hag hé géar a oa hanvet Avit.

36. Pa oé marô Adad, Semla a Vasréka, a rénaz enn he c’houdé.

37. Pa oé marô Semla, Saul a Rohobot war ar ster, a rénaz enn hé c’houdé.

38. Pa oé marô Saul, Balanan, mâb Akobor, a rénaz enn hé c’houdé.

39. Pa oé marô Balanan, Adar a rénaz enn hé c’houdé. Hé géar a oa hanvet Fau, hag hé c’hrég a oa hanvet Méétabel, merc’h Matred, merc’h Mézaab.

40. Chétu hanvou duged Ézau, diouc’h hô c’héren̄tiézou, hag hô lec’hiou, hag hô les-hanvou : Dug Tamna, dug Alva, dug Jétet,

41. Dug Oolibama, dug Éla, dug Finon,

42. Dug Sénez, dug Téman, dug Mabsar,

43. Dug Magdiel, dug Hiram. Ar ré-zé eo duged Édom, a zô bét ô choum é douar hé rouan̄télez ; Ézau a zô ivé tâd ann Iduméed.


————


XXXVII. PENNAD.


Jozef a zô gwerzet gan̄d hé vreûdeûr.


1. Hôgen Jakob a choumaz é brô Kanaan, é péhini é oa bét hé dâd ével eunn diavésiad.

2. Chétu ar pcz a zell oud he dûd. Jozef d’ann oad a c’houézek vloaz, ha pa n’édo c’hoaz néméd ével eur bugel, a ziwallé ann tropel gan̄d hé vreûdeûr ; béz’ édô gan̄t mipien Bala ha ré Zelfa, gragez hé dâd. Hag hén̄ a damallaz hé vreûdeûr dirâg hé dâd eûz a eur gwall ar brasa.

3. Israel a garé Jozef dreist hé holl vipien, dré ann abek ma oa bét ganet d’ézhan̄ hag hén̄ kôz ; hag hén̄ en dôa gréat d’ézhan̄ eur zaé marellet.

4. Hé vreûdeûr ô wélout pénaoz hô zâd a garé anézhan̄ dreist hé vipien all, a zeûaz d’hé gasaat, ha na hellen̄t mui komza out-han̄ gan̄d habaskded.

5. C’hoarvézout a réaz ivé ma tanévellaz d’hé vreûdeûr eunn huvré en dôa bét ; hag ann dra-zé a oé abek da eur brasoc’h kâs c’hoaz.

6. Râg hén̄ a lavaraz dézhô : Sélaouit ann huvré em eûz bét.

7. Mé a gavé d’in pénaoz é oamp oc’h en̄dramma er park ; é savaz va malan hag é choumaz enn hé zâ ; ha pénaoz hô malanou-c’houi péré a oa trô-war-drô a azeûlé va malan-mé.

8. Hag hé vreûdeûr a lavaraz d’ézhan̄ : Hag hor roué é vézi-dé ? Ha pléga a raimp-ni dindân da véli ? Ann huvréou-zé hag ar c’homziou-zé a greskaz ann hérez hag ar c’hâs hô dôa out-han̄.

9. Eunn huvré all en dôé, hag a zanévellaz d’hé vreûdeûr, ô lavarout : Gwélet em eûz enn huvré, é-c’hîz ann héol, hag al loar, hag unnék stéréden, péré a azeûlé ac’hanoun.

10. Goudé ma en dôé danévellet kémen̄t-sé d’hé dâd ha d’hé vreûdeûr, hé dâd a grôzaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a fell d’id é vé (M) ann huvré-zé éc’h eûz bét ? Ha don̄d a raimp-ni, mé, da vamm, ha da vreûdeûr da azeûli ac’hanod war ann douar ?

11. Hé vreûdeûr éta hô doa hérez out-han̄ : hôgen hé dâd a wélé kémen̄t-sé ha na lavaré gér.

12. Pa oé éat breûdeûr Jozef da ziwallout tropellou hô zâd, é choumchon̄t é Sichem.

13. Hag Israel a lavaraz da Jozef : Da vreûdeûr a zô ô tiwallout ann dén̄ved é Sichem. Deûz, ha mé as kasô d’hô c’havout.

44. Chétu mé, émé Jozef. Ha Jakob a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha gwel mar d-éma pép trâ é stâd vâd é-kén̄ver da vreûdeûr, hag é-kén̄ver al loéned ; ha rô d’in da anaout pétrâ a c’hoarvez. Goudé éta béza bét kaset eûz a draoun̄ien Hébron, é teûaz da Zichem.

15. Eunn dén a gavaz anézhan̄ ô von̄t hag ô ton̄t enn eur park, hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ pétrâ a glaské.

16. Hag hén̄ a lavaraz : Va breûdeûr a glaskann ; lavar d’in péléac’h é tiwallon̄t hô zropellou.

17. Hag ann dén-zé a lavaraz d’ézhan̄ : Éat in̄t kuît eûz al léac’h-man̄, hag hô c’hlevet em eûz ô lavarout : Déomp étrézé Dothain. Jozef éta a gerzaz war-lerc’h hé vreûdeûr, hag a gavaz anézhô é Dothain. (M).

18. Pa wélaz ar ré-man̄ anézhan̄ a bell, hag abarz ma oa deûet tôst d’ezhô, é vennchon̄t hé laza ;

19. Hag é léverchon̄t ann eil d’égilé : Chétu é teû ann huvréer.

20. Deûit, lazomp-hén̄, ha taolomp-hén̄ er pun̄s kôz-ze, hag é livirimp : eul loen c’houéz é deûz hé zispennet. Ha neûzé é vézô gwélet da bétrâ é vézô bét mâd d’ézhan̄ hé huvréou.

21. Hôgen Ruben ô klevout kémen̄t-sé, a glaské hé denna eûz hô daouarn, hag a lavaraz d’ézhô :

22. Na lazit két anézhan̄, ha na skuḻit két hé c’hoad ; hôgen taolit-hén̄ er pun̄s séach-zé, a zô er gwélec’h, ha mirit hô taouarn dinam. Hôgen kémen̄t-sé a lavaré gan̄d ar c’hoant en dôa da denna Jozef eûz hô daouarn, ha d’hé rei adarré d’hé dâd.

23. Kerken̄t éta ma oa deût Jozef é-kichen hé vreûdeûr, é tenchon̄t digan̄t-han̄ hé zaé hir ha marellet,

21. Hag é lékéjon̄t anézhan̄ er pun̄s kôz, é péhini ne oa kéd a zour.

25. Hag ô véza azézet évit débri bara, é wélchon̄t Ismaélited a dréméné hag a zeûé eûz a C’halaad, évit mon̄d d’ann Éjipt, gan̄t kan̄valed a zougé louzou-c’houéz vâd, ha rousin, ha mirr.

26. Neûze Judas a lavaraz d’hé vreûdeûr : Pétrâ a dalvézô d’é-omp béza lazet hor breûr, ha béza kuzet hé c’hoad ?

27. Gwell eo dé-omp hé werza d’ann Ismaélited, ha na zaotrimp két hon daouarn ; râg hor breûr hag hor c’hig eo. Hé vreûdeûr a rôaz hô grâd d’ar péz a lavaré.

28. Ha pa’z éa é-biou ar varc’hadourien Madianited, é tenchon̄t Jozef eûz ar pun̄s, hag é werzchon̄t anézhan̄ d’ann Ismaélited évit ugen̄t péz arc’han̄t. Hag ar ré-man̄ her c’hasaz d’ann Éjipt.

29. Ruben ô véza distrôet d’ar pun̄s, na gavaz mui ar bugel ;

30. Ha goudé béza roget hé ziḻad, éz éaz da gavout hé vreûdeûr, hag é lavaraz d’ézhô : Na wélann mui ar bugel, ha mé péléac’h éz inn-mé ?

31. Hôgen kéméroud a réjon̄t saé Jozef, hag é livchon̄t anézhi é goâd eur menn-gaour hô dôa lazet.

32. Hé rei a réjon̄t da eur ré évid hé c’hâs d’hô zâd ha lavarout d’ézhan̄ : Ar zaé-man̄ hon eûz kavet ; gwél mar d-eo hini da vâb, pé ma n’eo két.

33. Ann tâd ô veza hé anavézet, a lavaraz : Saé va mâb eo ; eul loen férô en deûz hé zebret, eunn anéval en deûz loun̄ket Jozef.

34. Ha Jakob a rogaz hé ziḻad, hag a wiskaz eur zaé-reûn ; gwéla a réaz war hé vâb pell amzer.

35. Hé vugalé holl en em zastumaz évit terri ners (T) glac’har hô zâd ; hôgen na fellaz ket d’ézhan̄ béza di-c’hlac’haret (T), hag é lavaraz : Gwéla a rinn bété ma tiskenninn d’ann ifernou étrézé va mâb, hag hén̄ a wélaz bépréd.

36. Ar Vadianited a werzaz Jozef enn Êjipt da Butifar, spâz Faraon, ha penn ar vrézélidi.


————


XXXVIII. PENNAD.


Bugalé Judas.


1. Enn hévéleb amzer Judas ô kuitaad hé vreûdeûr, a ziskennaz hag a drôaz étrézég eunn dén eûz a Odollam, hanvet Hira.

2. Hag énô é wélaz merc’h eunn dén a Ganaan, hanvet Sué, hé c’héméroud a réaz da c’hrég, hag éz éaz d’hé c’havout.

3. Hou-man̄ a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb, a oé hanvet Her.

4. O véza en̄géhén̄tet eunn eil wéach, é dôé hî eur mâb hag a hanvaz Onan.

5. Eunn trédé mâb a c’hanaz hî, hag a hanvaz Séla : ha pa oé ganet hé-man̄, éc’h éhanaz da c’hénel.

6. Judas a rôaz da Her, hé gen̄ta-ganet, eur c’hrég hanvet Tamar.

7. Hôgen Her, ken̄ta-ganet Judas, a oa eunn dén fallagr dirâg ann Aotrou, hag é oé lékéad d’ar marô gan̄t-han̄.

8. Judas éta a lavaraz da Onan hé vâb : Kéa da gaout grég da vreûr, ha choum gan̄t-hi évit ma rôi gwenn d’az breûr.

9. Onan péhini a wié pénaoz ô von̄t da gavout grég hé vreûr, na vijé két d’ézhan̄ ar vugalé, a skuḻé hé hâd war ann douar, évit na zavché két a vugalé d’hé vreûr.

10. Ha dré-zé ann Aotrou a lazaz anézhan̄ (M), ô véza ma réa eunn dra gwall-fall.

11. Râk-sé é lavaraz Judas da Damar hé verc’h-kaer : Béz in̄tan̄vez é-tî da dâd, ken na kreskô Séla va mâb. Râg aoun en dôa na varvché Séla ével hé vreûdeûr. Tamar éta a iéaz hag a choumaz é-tî hé zâd.

12. Hôgen kalz dervesiou goudé, merc’h Sué, grég Judas, a varvaz. Hag hé-man̄ goudé hé gaon̄, ha goudé béza en em zic’hlac’haret, a biñaz da Damna gan̄d Hira, eûz a Odollam, meser hé dropel, évit gwélout touzérien hé zén̄ved.

13. Rôed é oé da anaout da Damar pénaoz hé zâd-kaer a dlié piña da Damna évit touza hé zén̄ved.

14. Hou-man̄, ô véza lézet gan̄t-hi hé diḻad in̄tan̄vez, a géméraz eur wél : hag ô véza gwisket diḻad all (T), éc’h azezaz enn eur c’hrôaz-hen̄t a gasé da Damna : ô véza ma oa kresket Séla, ha na oa két bét rôed d’ézhi da ozac’h.

15. Pa hé gwélaz Judas, é krédaz pénaoz é oa eur c’hast ; râk gôlôed é dôa hé fenn, gan̄t aoun na vijé bét anavézet.

16. Hag ô tôstaad out-hî, é lavaraz d’ézhi : Va lez da von̄t d’az c’havout (râk na wié két é oa hé verc’h-kaer). Hag hî a lavaraz : Pétrâ a rôi-té d’in évit don̄d d’am c’havout ?

17. Hag hén̄ a lavaraz : Kâs a rinn d’id eur menn-gaour eûz va dropellou. Hag hî a lavaraz : Mé a c’houzan̄vô ar péz a fell d’id, ma rôez eur gwéstl d’in kèn na gasi ar péz a gennigez d’in.

18. Ha Judas a iavaraz : Pétrâ a fell d’id é rôinn d’id da wéstl ? Hag hî a lavaraz : Da walen, da lagaden-vréac’h, hag ar vâz a zalc’hez enn da zourn. Ar vaouez éta en em strollaz gan̄t-han̄, hag a en̄géhen̄taz.

19. Neûzé é savaz hag éz éaz-kuît. Hag ô véza dilézet ar zaé é dôa kéméret, é gwiskaz hé diḻad in̄tan̄vez.

20. Hôgen Judas a gasaz eur menn-gaour dré zourn hé veser a oa eûz a Odollam, évit ma tigémerché ar gwéstl en dôa rôed d’ar vaouez. Hôgen n’hé c’havaz két.

21. Hag hén̄ a réaz ar goulenn-man̄ oud ann dûd eûz al léac’h-zé : Péléac’h éma ar vaouez a oa azézet er c’hroaz-hen̄t ? Hag é léverchon̄t : Neûz két bét a c’hast él léac’h-man̄.

22. Distrei a réaz étrézé Judas, hag é lavaraz d’ézhan̄ : N’em eûz két hé c’havet ; hag ann dûd eûz al léac’h-zé hô deûz lavaret d’in, pénaoz né oa biskoaz azézet gast é-bed énô.

23. Ha Judas a lavaraz : Mired évit-hi ; hôgen na hell két va zamallout a c’hevier. Mé em eûz kaset ar menn-gaour em bôa kenniget, ha té n’éc’h eûz két hé c’havet.

24. Hôgen a-benn tri miz é teûjon̄d da lavaroud da Judas : Tamar, da verc’h-kaer, a zô kouézet é gastaouérez : gwéloud a réeur hé c’hôf ô c’houéza. Ha Judas a lavaraz : Digasit-hi aman̄ ma vézo losket.

25. Pa gasen̄t anézhi d’ar c’hastiz, é kasaz da lavarout d’hé zâd-kaer : Eûz ar goâz da biou eo ann dra-man̄ em eûz en̄géhen̄tet. Anavez da biou eo ar walen, al lagaden-vréac’h, hag ar vâz-man̄.

26. Judas ô véza anavézet hé wéstlou, a lavaraz : Léaloc’h eo égéd-oun, râk n’em eûz két hé rôet da Zéla, va mâb. Koulskoudé na anavézaz két anézhi pelloc’h.

27. Hôgen pa oa daré-hî da c’houilioudi, é oé anavézet éz oa daou vugel gével enn hé c’hôf. Hôgen pa zeûjon̄t er-méaz, unan anézhô a ziskouézaz hé zourn, hag ann amiégez a stagaz eul liamm tané out-han̄, ô lavarout :

28. Héman̄ a zeûi er-méaz ar c’hen̄ta.

29. Hôgen hé-man̄ ô véza tennet hé zourn, égilé a zeûaz er-méaz. Hag ann amiégez a lavaraz : Pérâg éc’h eûz-té ével-sé torret ar vôger ? Ha dré-zé éc’h hanvaz anézhan̄ Farez.

30. Goudé-zé é teûaz hé vreûr, péhini en dôa al liamm tané oud hé zourn, hag hî a chalvaz anézhan̄ Zara.


————


XXXIX. PENNAD.


Jozef a zô lékéat enn eunn toull-bac’h. (T).


1. Jozef éta a oé kaset enn Éjipt, ha Putifar Éjiptian, spâz Faraon, a ioa é penn hé armé, a brénaz anézhan̄ digan̄d ann Ismaélited péré hô dôa hé gaset.

2. Hôgen ann Aotrou a oa a dû gan̄t-han̄, hag hén̄ a oa euruz é kémen̄d a réa. Choum a réa é-ti hé westr,

3. Péhini a wélé ervâd pénaoz é oa ann Aotrou a dû gan̄t-han̄, ha pénaoz é kémen̄d a réa e oa skoazellet gan̄d ann Aotrou.

4. Jozef éta a gavaz trugarez dirâg hé vestr, hag a zervichaz ervâd anézhan̄. Hag ô véza bét lékéat da benn da gémen̄d a oa enn hé dî, é réné anézhan̄ ha kémen̄d a oa bét lékéad étré hé zaouarn.

5. Ann Aotrou a vennigaz tî ann Ejiptian enn abek da Jozef, hag a greskaz hé zanvez, ken enn hé dî, ken war ar méaz.

6. Hag hé vestr na géméré préder gan̄t nétrâ, néméd évit dibri hé voéd. Jozef a oa kaer da wélout, hag eûz a eunn doaré dudiuz.

7. Pell amzer goudé, hé vestrez a daolaz hé daoulagad war Jozef, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kousk gan-én̄.

8. Jozef na aotréaz két ôber eunn dra ker fall, hag a lavaraz d’ézhi : Chétu va mestr en deûz lékéat pép-trâ étré va daouarn, ha né oar két zôkén pétrâ en deûz enn hé di.

9. N’eûz nétrâ a gémen̄t na vé két em béli ha na vé bét rôed d’in, néméd-od, péhini a zô hé c’hrég ; pénaoz éta é hellfenn-mé ôber ann drouk-zé, ha péc’hi a-énep va Doué ?

10. Ar vaouez-zé a heskiné bemdez ann dén-iaouan̄k gan̄d ann hévélep komsiou, hag hén̄ a zinac’hé en em rei d’ar c’hadélez.

11. C’hoarvézout a réaz eunn deiz pénaoz Jozef ô véza deûet enn tî, a réa eul labour-bennag hép ma oa dén énô.

12. Hé vestrez ô véza kroget enn hé van̄tel, a lavaraz d’ézhan̄ : Kousk gan-én̄. Neûzé hén̄ ô leûzkel hé van̄tel étré hé daouarn, a dec’haz hag a iéaz er-méaz.

13. Pa wélaz ar vaouéz-zé pénaoz é oa choumet ar van̄tel étré hé daouarn, ha pénaoz é oa gréat faé anézhi,

14. É c’halvaz ann dûd eûz hé zî, hag é lavaraz d’ézhô : Chétu va ozac’h en deûz digaset aman̄ eunn Hébréad évid hor mézékaat. Deûed eo d’am c’havout évit kouska gan-én̄. Hôgen pa ounn en em lékéat da c’harmi,

15. Ha pa en deûz klevet va mouéz, en deûz laosket ar van̄tel é péhini é oann krog, hag eo tec’het er-méaz.

16. Pa zistrôaz éta hé ozac’h d’ann tî, é tiskouézaz hî ar van̄tel-zé d’ézhan̄, ével eunn tést eûz hé féalded ;

17. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Ar sklâv hébréad-zé éc’h eûz kaset d’é-omp, a zô falvézet d’ézhan̄ ôber dismégan̄s d’in. (T).

18. Hôgen pa en deûz va c’h1evet ô c’harmi, en deûz laosket hé van̄tel gan-én̄, hag eo techet er-méaz.

19. Mestr Jozef, ré grédik é geriou hé c’hrég, ô véza klevet kémen̄t-sé, a zavaz drouk brâz enn-han̄ ;

20. Hag é lékéaz kâs Jozef er vâc’h é péhini é talc’hed prizounierien ar roué. Hag énô é oé dalc’het.

21. Hôgen an̄n Aotrou a oé gan̄t Jozef, hag ô kaout truez out-han̄, hel lékéaz da gaout trugarez dirâg ann hini a ioa é penn ar vâc’h.

22. Hag hé-man̄ a lékéaz dindân hé véli kémen̄d hini a oa dalc’het er vâc’h-zé. Ha na réa nétrâ német gan̄d hé vénoz.

23. Hag ann hini a ioa é penn ar vâc’h na géméré préder gan̄t nétrâ, ô véza fisiet pép-trâ é Jozef : râg ann Aotrou a oa gan̄d hé-man̄ hag a réné kémen̄t trâ a réa.


————


XL. PENNAD.


Jozef a zisplég huvréou daou oviser Faraon.


1. Goudé kémén̄t-sé é c’hoarvézaz pénaoz daou eûz a oviserien roué ann Éjipt, hé gôper, hag hé varaer, a wall-c’hreaz é-kever hô aotrou. (M).

2. Ha Faraon ô sével droug enn-han̄ out-hô (rag unan anézhô a oa é penn ar gôpérien, hag égilé é penn ar varaérien),

3. A lékéaz hô c’hâs da vâc’h kabitan hé vrézélidi, é péhini édô dalc’het Jozef.

4. Hôgen ann hini a oa é penn ar vâc’h a lékéaz anézhô étré daouarn Jozef, péhini a zerviché anézho. Tréménoud a réaz eunn nébeûd amzer, hag hî a choumé bépred er vâc’h.

5. Hô daou hô dôe enn hévélep nôz eunn huvré hag a zisklérié ar péz a dlié c’hoarvézout gan̄t bép-hini anézhô.

6. Jozef ô véza éat d’hô c’havout diouc’h ar min̄tin, hag ô véza hô gwélet néc’het,

7. A c’houlennaz out-hô, ô lavarout : Pérâg oc’h-hu néc’hétoc’h hiriô, dioc’h hô kwélout, éget n’oc’h boaz da véza ? (T).

8. Hag hî a lavaraz : Eunn huvré hon eûz bét, ha n’hon eûz dén évid hé displéga d’é-omp. Ha Jozef a lavaraz d’ézhô : Ha né d-eo két da Zoué displéga kémen̄t-sé ? Livirit d’in pétrâ hoc’h eûz gwélet.

9. Penn ar gôperien a zanévellaz da gen̄ta hé huvré ével-henn : Mé a wélê dira-z-oun eur winien,

10. É péhini é oa trî skourr-gwini, a rôaz a-nébeûd-é-nébeûd bron̄sennou, ha goudé-zé bleûn̄, hag enn-divez bôd rézin daré.

11. Kôp Faraon a oa em dourn. Mé a géméraz ar bôd rézin, hag hô gwaskaz er c’hôp a zalc’henn, hag é rôiz ar c’hôp da Faraon.

12. Ha Jozef a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu pétra zispleg da huvré. Ann tri skourr-gwin a zô tri dervez c’hoaz,

13. Goudé péré é teûi koun da Faraon eûz da zervich, hag é lakai ac’hanod adarré enn da garg ken̄ta : ha té a rôi d’ézhan̄ ar c’hôp hervez da garg, ével ma oaz boazet ken̄t da ôber.

14. Az péz hép-ken̄ koun ac’hanoun pa vézi deûet mâd, az péz truez ouz-in, ha rô ann ali da Faraon da denna ac’hanoun eûz ar vâc’h-man̄ ;

15. O véza ma ounn bét skrapet dré laéron̄si eûz a vrô ann Hébréed, hag ounn bét taolet aman̄ enn eur vac’h ha mé dinam.

16. Penn ar varaérien ô wélout pénaoz en dôa Jozef displéget gan̄t furnez ann huvré-zé, a lavaraz d’ézhan̄ : Ha mé em eûz huvréet pénaoz em bôa war va fenn teir gést bleûd ;

17. Ha pénaoz er gést uc’héla é tougenn kémen̄d a hallé da ôber eur baraer, hag é teûé ann evned da zibri anézhô.

18. Ha Jozef a lavaraz : Chétu pétra zispleg da huvré. Ann teir gést a zô tri dervez c’hoaz,

19. Goudé péré Faraon a lakai trouc’ha da benn ha da grouga oud eur groaz ; hag ann evned a zispennô da gik.

20. Ann trédé deiz goudé a oa deiz ganédigez Faraon : hag hén̄ a réaz eur banvez brâz d’hé zervicherien ; hag é-kreiz ar banvez en dôé koun eûz ann hini a oa é penn ar gôperien, hag eûz ann hini a oa é penn ar varaérien.

21. Lakaad a réaz adarré unan anézhô enn hé garg, évit rei d’ézhan̄ ar c’hôp ;

22. Lakaad a réaz krouga égilé. Hag ével-sé é teûaz da wir ar péz en dôa disklériet Jozef. (T).

23. Koulskoudé penn ar gôperien n’en dôé mui a goun eûz hé zisklérier, pa en em gavaz enn eûr-vâd.


————


XLI. PENNAD.


Huvréou Faraon. Josef énoret brâz.


1. A-benn daou vloaz Faraon en dôé eunn huvré. Hén̄ a gavé d’ézhan̄ éz édô enn hé zâ war ribl ar ster (T),

2. A béhini é savé seiz bioc’h kaer ha lard-meûrbéd, hag a beûré el lagennou.

3. Seiz bioc’h all a zavaz eûz ar ster, hag hî disléber ha treûd-brâz. Peûri a réan̄t ivé war ribl ann hévéleb ster, é-kreiz ar géot glâz.

4. Hag ar ré-man̄ a zebraz ar ré gaer ha lard. Neûzé é tihunaz Faraon.

5. Hag hén̄ a gouskaz adarré, hag en dôé eunn huvré all. Seiz tamoézen leûn ha kaer a zavé war eunn hévélep korsen.

6. Sével a réaz ivé seiz tamoézen all moan ha skaotet gan̄t ar skarnil.

7. Hag ar ré-man̄ a loun̄kaz ar ré gen̄ta a oa ker kaer. Neûzé é tihunaz Faraon.

8. Ha pa oé deûet ar min̄tin, é savaz spoun̄t enn han̄, hag é réaz klaskout ann holl ziouganérien hag ann holl rê fûr eûz ann Ejipt ; ha pa oen̄t deûet, é tanévellaz d’ézhô hé huvré. Hôgen hini anézhô na hellaz hé diskléria.

9. Neûzé enn-divez ann hini a oa é penn ar gôpérien en dôé koun eûz a Jozef, hag a lavaras da Faraon : Mé a an̄sav va féc’hed.

10. Ar roué ô véza savet droug enn-han̄ oud hé zervichérien, a c’hourchémennas va lakaad é bâch penn ar vrézélidi, mé ha penn ar varaérien.

11. Hag énô enn hévélep nôzvez hor bôé peb a huvré, hag a ziougané ar péz a dlié da c’hoarvézout gan-é-omp.

12. Béz’ éz oa énô eunn Hébréad iaouan̄k, mével d’ann hini a oa é penn ann armé.

13. Ha pa hor bôé danévellet d’ézhan̄ hon huvréou, é lavaraz d’é-omp kémen̄t a zô c’hoarvézet abaoué héd-a-héd (T) ; râk mé a zô bét lékéat adarré em c’harg, hag égilé a zô bét staget oud eur groaz.

14. Râk-tâl, ha dré urs ar roué, é oé tennet Jozef eûz ar vâc’h ; é oé trouc’het hé vleô, ha névézet hé ziḻad, hag é oé kaset dirâg ar roué.

15. Ha Faraon a lavaraz d’ézhan̄ : Huvréou em eûz bét, ha dén na hell hô diskléria ; kleved em eûz pénaoz é tisplégez anézhô gan̄t furnez.

16. Ha Jozef a lavaras : Né két mé, Doué eo hép-z-oun a rôio (M) da anaout traou euruz da Faraon.

17. Faraon éta a lavaraz ar péz en dôa gwélet. Mé a venné béza em zâ war aot ar ster,

18. A béhini é savé seiz bioc’h kaer ha lard-meûrbéd, hag a beûré ar géot glâs el lagennou.

19. Ha chétu é teûaz war-lerc’h ar ré~man̄ seiz bioc’h all kenn disléber ha kenn treûd, n’em eûz biskoaz gwélet hén̄vel out-hô é douar ann Éjipt.

20. Ar ré-man̄ a zebraz hag a loun̄kaz ar ré gen̄ta ;

21. Ha koulskoudé n’hô dôa két débret hô gwalc’h dioc’h hô gwélout (T) : hôgen treûd ha disléber e oan̄t ével ken̄t. Neûzé é tihuniz, hag é kouskiz adarré ;

22. Hag em bôé eunn huvré all. Seiz tamôézen leûn ha kaer a savé war eunn hévélep korsen.

23. Sével a réas ivé eûz ar gorsen seiz tamoésen all moan ha skaotet gan̄d ar skarnil.

24. Hag ar ré-man̄ a loun̄kas ar ré gen̄ta a oa ker kaer. Mé em eûz danévellet va huvré d’ann diouganérien, hag hini anézhô n’en deûz gellet hé ziskléria.

25. Ha Jozef a lavaraz : Huvréou Faraon n’in̄t némed unan (T) : Doué en deûz diskouézet d’ézhan̄ ar péz a rai enn amzer da zon̄t.

26. Ar seiz bioc’h kaer, hag ar seiz tamoézen leûn, a zô seiz blavez a founder : ann hévélep trâ a ziskouéz ann daou huvré.

27. Ar seiz bioc’h disléber ha treûd a biñas war-lerc’h ar ré-man̄ hag ar seiz tamoézen voan ha skaotet gan̄d ar akarnil, a zô seiz blavez a naounégez a vézô goudé.

28. Ha kémen̄t-sé a c’hoarvézô er c’hîz-man̄ (T).

29. Chétu é teûi seiz blavez a vézô founnuz-meûrbed dré holl vrô ann Ejipt.

30. Goudé ar ré-man̄ é teûi seiz blavez all a vézô ken difrouez (T), ma vézô an̄kounac’héet ann holl founder a gen̄t ; rag ann naounégez a wastô ann douar holl ;

31. Ha ker brâz é vézô ar gernez, maz ai gan̄t-hi ar founder brâz da gét. (T).

32. Hôgen ann eil huvré éc’h eûz bét, hag a zell ouc’h ann hévélep trâ, a ziskouéz pénaoz gér Doué a zô stard hag a vézô sévénet, hag abars némeûr.

33. Ra glaskô éta a-vréman̄ ar roué eunn dén fûr ha gwiziek, ha ra lakai anézhan̄ é penn brô ann Éjipt,

34. Évit ma lakai hé-man̄ oviserien enn holl garteriou, péré a zastumô er soliérou ar bempved lôden eûz a frouez ann douar, é-pâd ar seiz bloaz a founder a dlé don̄t abarz némeur ;

35. Ha ma vézô dastumet ha miret er c’heriou ann holl éd dindân béli Faraon ;

36. Ha ma vézô miret évit ar seiz bloaz a naounégez a dlé gweskel war ann Ejipt, ha na vézô két gwastet ar vrô gan̄d ann diénez.

37. Ann ali-zé a oé kavet mâd gan̄t Faraon ha gan̄d hé holl vinistred.

38. Ha Faraon a lavaraz d’ézhô : Ha nî a helfé kavout eunn dén ével hé-man̄, hag a vé leûn a spéred Doué ?

39. Lavaroud a réaz éta da Jozef : Pa en deûz Doué diskouézet d’id kémen̄d éc’h eûz lavaret, ha mé a helfé kavout dén furoc’h égéd-od, pé hén̄vel ouz-id ?

40. Té a vézô é penn va zî, oc’h da c’hourc’hémennou é sen̄tô ar bobl holl ; ha né vézinn dreist-od némét war drôn ar rouan̄télez.

41. Faraon a lavaraz c’hoaz da Jozef : Chétu é lakaann achanod é penn holl vrô ann Éjipt.

42. Hag é tennaz hé walen eûz hé zourn, hag hél lékéaz é dourn Jozef ; hag hén̄ a wiskaz d’ézhan̄ eur zaé lien lin moan, hag a lékéaz eur gelc’hen aour war-drô d’hé c’houzouk.

43. Hé lakaad a réaz da biña enn hé eil garr, hag eunn embanner a grié ma plégché ann holl ar glîn dira-z-han̄, ha ma wézché ann holl pénaoz é oa lékéat é penn holl vrô ann Éjipt.

44. Ar roué a lavaraz c’hoaz da Jozef : Mé eo Faraon : dén na fin̄vô hé zourn pé hé droad é holl vrô ann Éjipt, hép da c’hourc’hémenn.

45. Trei a réaz ivé hanô Jozef, hag é c’halvaz anézhan̄, diouc’h iéz ann Éjipt, Salver ar béd. Rei a réaz d’ézhan̄ da c’hrég Aséneth, merc’h Putifar, bélek Héliopolis. Neûzé Jozef a gerzaz dré vrô ann Éjipt.

46. (Hôgen trégon̄t vloaz en dôa pa en em ziskouézaz dirâk Faraon) : hag é réaz ann drô d’ann holl brovin̄sou eûz ann Éjipt.

47. Ar seiz blavez a founder a zeûaz éta ; hag ann éd ô véza bét en̄drammet, a oé serret é sôliérou ann Éjipt.

48. Dastumet é oé ivé é pép kear ann édou a oa é founn.

49. Ha kémen̄t é oé a éd, ma oa puḻ ével tréaz ar môr, ha ma en em gavaz dreist pép men̄t.

50. Hôgen abarz ma teûaz ann naounégez, e oé ganet da Jozef daou vâb, a rôaz d’ézhan̄ Aséneth, merc’h Putifar, bélek Héliopolis.

51 Hag hén̄ a hanvaz hé gen̄ta-ganet Manasez, ô lavarout : Doué en deûz va lékéat da an̄kounac’haat va holl labouriou, ha ti va zâd.

52. Ann eil a hanvaz Êfraim, ô lavarout : Doué en deûz va lékéat da greski é brô va glac’har ha va faouren̄tez.

53. Goudé éta ma oé tréménet ar seiz blavez a founder ann Êjipt,

54. É teûaz war hô lerc’h ar seiz blavez a gernez, diouganet gan̄t Jozef ; naounégez a c’hoarvézaz er béd holl ; hôgen é holl vrô ann Éjipt éz oa bara.

55. Hôgen ar vrô é dôa naoun, hag ar bobl a griaz étrézé Faraon, ô c’houlenn bara digan̄t-han̄. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Id étrézé Jozef ha grît kémen̄d a lavarô d’é-hoc’h.

56. Koulskoudé ann naounégez a greské bemdez enn douar holl ; ha Jozef a zigoraz ann holl zôliérou, hag a werzé d’ann Éjiptianed ; râg ann naounégez a waské ivé anézhô.

57. Hag eûz ann holl vrôiou é teûed d’ann Éjipt évit préna boéd, hag évit terri ners ann droug a réa ann diénez.


————


XLII. PENNAD.


Breûdeûr Jozef a ia d’ann Éjipt.


1. Hôgen pa glevaz Jakob pénaoz é werzed éd enn Éjipt, é lavaraz d’hé vipien : Pérâg oc’h-hu lézirek ?

2. Kleved em eûz pénaoz é werzeur éd enn Éjipt ; diskennit dî, ha prénit ar péz a zô réd évid-omp, évit ma hellimp béva, ha na vézimp két bévézet gan̄t ann diénez.

3. Dék vreûr Jozef a ziskennaz éta d’ann Éjipt, évit préna éd ;

4. Râk Ben̄jamin a oa bét dalc’het er géar gan̄t Jakob, péhini a lavaraz d’hé vreûdeûr pénaoz en dôa aoun na c’hoarvézché drouk gan̄t-han̄ enn hen̄t.

5. Mon̄d a réjon̄t d’ann Éjipt gan̄d ar ré all péré a iéa évit préna éd ; râg ann naounégez a ioa é brô Kanaan.

6. Ha Jozef a ioa mestr é brô ann Éjipt, ha na werzed ann éd d’ar boblou néméd dré hé urs. Hag hé vreûdeûr ô véza stouet dira-z-han̄,

7. Hén a anavézaz anézhô, hag ô komza out-hô dichek ével oud diavésidi, é c’houlennaz digan̄t-hô : A bé-léac’h é teûit-hu ? Hag hî a lavaraz : Eûz a vrô Kanaan, évit préna péadrâ da véva.

8. Ha pétrâ-bennag ma anavézaz hé vreûdeûr, na oé két anavézet gan̄t-hô.

9. Hag ô kaout koun eûz ann huvréou en dôa bét gwéchall, é lavaraz Josef d’hé vreûdeûr : Spiérien oc’h ; évit gwélout al léc’hiou gwân eûz ar vrô oc’h deûet.

10. Ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Né két ével-sé, Aotrou ; hôgen da zervichérien a zô deûet évit préna éd.

11. Mipien ann hévélep dén omb holl : ével tûd a béoc’h é teûomp, ha da zervichérien n’hô deûz ménoz fall ébed.

12. Ha Jozef a lavaraz dézhô : Gan̄d eur ménoz all eo ; évit gwélout al léc’hiou digré eûz ar vrô oc’h deûet.

13. Hag hî a lavaraz : Nî, da zervicherien, a zô daouzék vreûr, mipien ann hévélep dén é brô Kanaan. Ar iaouan̄ka a zô gan̄d hon tâd, hag égilé n’éma mui war ann douar.

14. Éma kémen̄t-sé ével ma em eûz hé lavaret : spiérien oc’h.

15. Mon̄d a rann bréman̄ da wélout pétra oc’h. Dré iéc’hed Faraon n’az éot két kuît ac’hann, kén na vézô deûet hô preûr iaouan̄ka.

16. Kasit unan ac’hanoc’h évid hé gerc’hat : hôgen c’houi a choumô er vâc’h, kén n’em bézô anavézet anat mar d-eo gwir pé gaou ar péz hoc’h eûz lavaret ; anéz, dré iéc’hed Faraon, oc’h spiérien.

17. Lakaad a réaz éta hô c’hâs d’ar vâc’h a-héd trî dervez.

18. Hôgen ann trédé deiz ô véza hô zennet eûz ar vâc’h, é lavaraz d’ézhô : Grîd ar péz em eûz lavaret, hag é vévot ; râk mé a zouj Doué.

19. Mar d-oc’h tûd a beoc’h, unan eûz hô preûdeûr a vézô éréet er vâc’h ; hôgen ît-kuît c’houi, ha kasit d’hô tiez ann éd hoc’h eûz prénet.

20. Ha digasit d’in hô preûr iaouan̄ka, évit ma hellinn gouzout mar d’-eo gwir hô kériou, hag évit na varvot két. Ober a réjon̄t ével m’en dôa lavaret ;

21. Hag é leverchon̄t ann eil d’égilé : Gan̄t gwir abek eo é c’houzan̄vomp ann dra-man̄, ô véza ma hon eûz péc’het a-énep hor breûr, hag ô wélout an̄ken hé ené, pa bédé stard ac’hanomp, ha n’hon eûz két hé zélaouet ; râk-sé eo eo bét kouézet war-n-omp ar c’hlac’har-zé.

22. Ruben, unan anézhô, a lavaraz : Ha n’em eûz két lavaret d’é-hoc’h : Na béc’hit két oud ar bugel-zé ; ha n’hoc’h eûz két va sélaouet ? Chétu eo goulennet hé c’hoad digan-é-omp.

23. Hôgen na wien̄t két pénaoz Jozef a glevé anézhô, ô véza ma komzé out-hô dré c’hénou eunn disklérier-iéz.

24. Jozef a bellaaz évid eunn nébeûd amzer, hag a wélaz ; hag ô véza distrôet, é komzaz c’hoaz out-hô.

25. Lakaad a réaz kregi é Siméon, hag hé éréa dira-z-hô ; hag é c’hourc’hémennaz d’hé ovisérien karga leûn hô séier a éd, ha lakaad arc’han̄t pep-hini enn hé zâc’h, goudé béza rôet d’ézhô boéd évid ann hen̄t ; hag hî a réaz ével-sé.

26. Hag ar ré-man̄ a lékéaz hô éd war hô azéned ; hag éz éjon̄t-kuit.

27. Unan anézhô ô véza digoret hé zâc’h enn hostaléri, évit rei boéd d’hé azen, a wélaz hé arc’han̄t é génou ar sac’h ;

28. Hag é lavaraz d’hé vreûdeûr : Distaolet eo va arc’han̄t d’in : chétu éma em zac’h. Hag hî souézet ha spoun̄tet-brâz, a lavaraz ann eil d’é-gilé : Pétrâ eo ann dra-zé en deûz gréat Doué d’é-omp ?

29. Pa oen̄t deûet é ti Jakob hô zâd, é brô Kanaan, é tanévelchon̄t d’ézhan̄ kémen̄t a oa c’hoarvézet gan̄t-hô, ô lavarout :

30. Aotrou ar vrô-zé en deûz komzet dichek ouz-omp, hag en deûz hor c’héméret évit spiérien er rouan̄télez.

31. Nî hon eûz lavaret d’ézhan̄ : Tûd a béoc’h omp, ha na aozomp spi ébéd.

32. Daouzék breûr omb bet ganet eûz ann hévélep tâd. Unan n’éma mui war ann douar ; hag ar iaouan̄ka a zô gan̄d hon tâd é brô Kanaan.

33. Hag hén̄ en deûz lavaret d’é-omp : Ével-henn éc’h anavézinn mar d-oc’h tûd péoc’huz : list ganén̄ unan eûz hô preûdeûr ; kémérit ar boéd a zô réd évid hô tiez, hag ît-kuît ;

34. Ha digasit d’in hô preûr iaouan̄ka, évit ma wézinn pénaoz n’oc’h két spiérien, ma hellot kâs gan-é-hoc’h ann hini a zô dalc’het aman̄ er vâc’h, ha ma hellot aman̄ hiviziken préna ar péz a gerrot.

35. Goudé beza lavaret kémen̄t-sé, ha pa c’houllôen̄t hô séier, é kavaz pép-hini an̄ézhô hé arc’han̄t éréet é génou hé zac’h ; ha spoun̄tet holl é oen̄t.

36. Ha Jakob hô zâd a lavaraz d’ézhô : Hép bugalé hoc’h eûz va lékéet : Jozef n’éma mui war ann douar ; Siméon a zô dalc’het er vâc’h, ha Ben̄jamin a fell d’é-hoc’h da lémel digan-én̄. Kémen̄t-sé holl a zô kouézet war-n-oun.

37. Ha Ruben a lavaraz d’ézhan̄ : Lâz va daou vâb, ma n’hen digasann két d’id. Laka anézhan̄ étré va daouarn, ha mé hen digasô d’id.

38. Ha Jakob a lavaraz : Va mâb n’az ai két gan-é hoc’h. Hé vreûr a zô marô, hag hén̄ a zô choumet hé-unan. Mar tigwéz gan̄t-han̄ droug é-béd er vrô m’az it, é lékéot va fenn gwenn da von̄t er béz gan̄t glac’har.


————


XLIII. PENNAD.


Mipien Jakob a zistrô d’ann Êjipt gan̄t Ben̄jamin.


1. Koulskoudé ann naounégez a waské direiz war ar béd.

2. Goudé éta ma oé debret ann éd hô dôa digaset eûz ann Êjipt, é lavaraz Jakob d’hé vipien : Distrôit, ha prénit d’é-omp eunn nébeût boéd.

3. Ha Judas a lavaraz : Disklériet en deûz d’é-omp ann dén-zé, enn eur doui, ô lavarout : Na wélot két va dremm, ma na zigasit két hô preûr iaouan̄ka gan-é-hoc’h.

4. Mar fell d’id éta hé gâs gan-é-omp, éz aimp kévret, hag é prenimp d’id ar péz a zô réd.

5. Hôgen ma na fell két d’id, na’z aimp két ; râg ann dén-zé, ével ma hon eûz lavaret d’id aliez, en deûz disklériet d’é-omp : na wélot két va zremm, hép hô preûr iaouan̄ka.

6. Hag Israel a lavaraz d’ézhô : Em reûz eo hoc’h eûz disklériet d’ézhan̄ pénaoz hô pôa eur breûr all.

7. Hag hî a lavaraz : Ann dén-zé en deûz goulennet digan-é-omp doaré hon tûd, a rumm da rumm (M) : ma oa béo hon tâd, ma hor bôa eur breûr all ; ha ni a lavaraz d’ézhan̄ hervez ma c’houlenné. Ha nî a hellé gouzout pénaoz é lavarché d’é-omp : Digasit hô preûr gan-é-hoch ?

8. Judas a lavaraz ivé d’hé dâd : Lez ar bugel da zon̄t gan-én̄, évit ma’z aimp enn hen̄t, ha ma hellimp béva, ha na varvimp két, nî hag hor bugaligou.

9. Em c’harg é kémérann ar bugel ; goulenn anézhan̄ digan-én. Ma n’hen digasann két, ha ma n’her rôann két d’id adarré, é vézinn da véza tamallet a béc’hed da-vikenn enn da gén̄ver.

10. Ma n’hor bijé daléet kémen̄t, é vijemp distrôet a-vréma évid ann eil wéach.

11. Israel hô zâd a lavaraz éta d’éz-hô : Mar d-eo réd kémen̄t-sé, grid ével a gerrot. Kémérit eûz ar gwella frouez eûz ar vrô enn hô listri, ha grit rôou d’ann dén, eunn nébeût rousin ha mél, ha storaks, ha mirr, ha térében̄t, hag alamandez.

12. Kasid ivé gan-é-hoc’h daou c’hémen̄t a arc’han̄t, ha kasit enn-drô ann hini hoc’h eûz kavet enn hô séier, gan̄d aoun na vé bét gréat dré fazi.

13. Kémérid ïvé hô preûr gan-é-hoc’h, hag it da gavout ann dén-zé.

14. Hôgen ra lakai ac’hanoc’h va Doué holl-c’halloudek da gaout trugarez dirâg ann dén-zé, ha ra laoskô gan-é-hoc’h hô preûr a zô dalc’het gan̄t-han̄, ha Ben̄jamin ; koulskoudé mé a vézô é diouer hag ével pa n’em bé két a vugalé.

15. Ar ré-man̄ éta a géméraz ar rôou, ha daou-c’hémen̄t a archan̄t, ha Ben̄jamin ; hag é tiskennchon̄t d’ann Êjipt, hag éz ejon̄t da gavout Jozef.

16. Pa wélaz Jozef anézhô, ha Ben̄jamin gan̄t-hô, é c’hourc’hémennaz da réner hé dî, ô lavarout : Laka ann dûd-zé da zon̄d enn tî ; lâz loéned, hag aoz banvez, râg hiriô é tléon̄t leina gan-én̄ da grésteiz.

17. Hé-man̄ a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄, hag a lékéaz ann dûd-zé da zon̄d enn tî.

18. Hag hî, pa en em gavchon̄t énô a oé spountet, hag a lavaraz ann eil d’égilé : Enn abek d’ann archan̄t a zô bét éat gan-é-omp enn drô (M) gen̄ta enn hor séier, eo hô deûz hol lékéat da zon̄d aman̄ ; évit teûrel war-n omp tamall e-gaou, hag hol lakaad é sklavérez, nî hag hon ézen.

19. Dré-zé, pa édon̄t oud ann ôr, é tôstajon̄t out réner tî Jozef,

20. Hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Aotrou, sélaou ac’hanomp, nî az péd. Diskennet omp aman̄ eur wéach all évit préna boéd ;

21. Ha goudé béza hé brénet, pa oemp deûet d’ann hostaléri, ha pa hor boé digoret hor séier, é kavchomp hon arc’han̄t é génou ar séier ; hag é tigasomp anézhan̄ dé-hoc’h bréma enn hé bouéz.

22. Digas a réomb ivé arc’han̄t all évit préna ar péz hon eûz ézomm : hôgen na ouzomp két piou en deûz lékéat hon arc’han̄t enn hor séier.

23. Ha réner ann tî a lavaraz : Bézid é péoc’h, n’hô pézet kéd a aoun. Hô Toué, ha Doué hô tâd en deûz rôet d’é-hoc’h ten̄zoriou enn hô séier ; râk kavet em eûz ann arc’han̄t hoc’h eûz rôed d’in. Hag é tigasaz Siméon dira-z-hô. (T).

24. Hag hen̄ hô lékéaz da von̄d enn tî ; kâs a réaz dour d’ézhô, hag é walc’hchon̄t hô zreid ; rei a réaz ivé boéd d’hô ézen.

25. Hôgen hî a aozé hô rôou, bété ma teûjé Jozef é-trô ar c’hresteiz ; râk klevet hô dôa pénaoz é tlien̄t leina énô.

26. Pa zeûaz éta Jozef d’hé dî, é kénnigchon̄t d’ézhan̄ ar rôou a zalc’hen̄t enn hô daouarn ; hag éc’h azeûlchon̄t anézhan̄ ô stoui béteg ann douar.

27. Hag hén̄ ô véza ivé hô saludet gan̄t madelez, a c’houlennaz digan̄t-hô : Hô tâd péhini a zô kôz, hag hoc’h eûz lavaret d’in a zô béô, hag hén̄ a zô iac’h ?

28. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Hon tâd, da zervicher, péhini a zô c’hoaz béô, a zô iac’h ; nag ô stoui, éc’h azeûlchon̄t anézhan̄.

29. Hogen Jozef ô sével hé zaoulagad, a wélaz Ben̄jamin hé vreûr, mâb é vamm hé-unan, hag a lavaraz : Hag hen-nez eo hô preûr iaouan̄ka, a béhini hoc’h eûz komzet d’in ? Lavarout a réaz choaz : Va mâb, r’hen dévézô Doué truez ouz-id.

30. Hasta a réaz, râg hé galoun a oa strafiḻet diwar-benn hé vreûr, hag ann daérou a darzé ; hag ô véza éat enn hé gampr, é wélaz.

31. Goudé béza gwalc’het hé zremm, é tistrôaz ; hag oc’h en em zerc’hel, é lavaraz : Likid ar boéd war ann daoliou.

32. Lékéad é oé ar boéd a dù da Jozef, hag a dù d’hé vreûdeûr, hag a dù d’ann Êjiptianed péré a zebré kévret gant-han̄ ; râk difenned eo d’ann Éjiptianed dibri gan̄d ann Hébréed, hag eunn dra zaotr é vennon̄t eunn hévélep banvez.

33. Hag hî a azézaz dirâk Jozef, ann héna hervez hé hénan̄ded, hag ar iaouan̄ka hervéz hé oad, hag hî a oé souézet-brâz,

34. Pa gémerchon̄t hô lôdennou digan̄t-han̄, ô welout éz oa digwézet gan̄t Ben̄jamin al lôden vrasa, enn hévélep doaré ma oa hou-man pemp gwéach brasoc’h éged ar ré all. Ével-sé éc’h evchon̄t gan̄t Jozef hag hô dôe hô gwalc’h eûz a bép tra. (M).


————


XLIV. PENNAD.


Jozef a laka da rédek war-lerc’h hé vreûdeûr.


1. Hôgen Jozef a c’hourc’hémennaz da réner hé dî, ô lavarout : Karg leûn séier ann dûd-zé a éd, kémen̄t ha ma hellô mon̄d ébarz, ha laka arc’han̄t pép-hini é génou hé zac’h,

2. Ha laka va c’hôp arc’han̄t é génou sac’h ar iaouanka, gan̄d ann arc’han̄t en deûz rôet évid hé éd. Hag ével-sé é oé gréat.

3. Hag an̄tronoz da c’houlou deiz (T), é oen̄t lézet da von̄t-kuît, hî hag hô ézen.

4. Eat é oan̄t er-méaz eûz a géar, ha gréat hô dôa eunn nébeûd a hen̄t, neuzé Jozef a gémennaz réner hé dî : Saô, émé-z-han̄, ha kéa war lerc’h ann dûd-zé, ha p’az pézô hô faket, lavar d’ézhô : Pérâg hoc’h eûz-hu distolet ann droug évid ar mâd ?

5. Ar c’hôp hoc’h eûz laéret eo ann hini é péhini éc’h év va aotrou, ha gan̄t péhini é tiougan : eur gwall dra hoc’h eûz gréat.

6. Hé-man̄ a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhan̄ ; ha pa en dôé hô faket, é komzaz out-hô hervez ar gourc’hémenn.

7. Hag ar ré-man̄ a lavaraz : Pérâg é lavar hon aotrou kément-sé, ha ma kréd-hén̄ hô divijé hé zervichérien gréat eunn drouk ker brâz ?

8. Digaset hon eûz d’id eûz a vrô Kanaan ann arc’han̄t hon eûz kavet é génou hor séier. Pénaoz éta é helfé béza hor bé laéret aour pé arc’han̄t eûz a di da aotrou ?

9. Piou-bennâg eûz da zervichérien gan̄t péhini é vezô kavet ar péz a glaskez, ra varvô ; ha nî a vézô sklaved d’hon aotrou.

10. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ra vézô gréat hervez hô lavar : piou bennâg gan̄t péhini é vézô kavet, ra vézô sklâv d’in, ha c’houi a vézô didamall.

11. Diskenni a réjon̄t éta râk-tâl hô séier d’ann douar, ha pép-hini a zigoraz hé hini.

12. Hé-man̄ a c’houiliaz, ô téraoui eûz ar c’hôsa bétég ar iaouan̄ka, hag a gavaz ar c’hôp é sac’h Ben̄jamin.

13. Ar ré-man̄ a rogaz hô diḻad, a zammaz a névez hô èzen, hag a zistrôaz da géar.

14. Ha Judas a iéaz ar c’hen̄ta gan̄d hé vreûdeûr dirâk Jozef, péhini né oa két c’hoaz éat-kuît eûz al léac’h ma édô ; hag hî holl en em striñkaz kévret d’ann douar dira-z-han̄.

15. Ha Jozef a lavaraz d’ézhô : Pérâg eo bét falvézet gan-é-hoc’h ôber ével-sé ? Ha na ouzoc’h-hu két pé-naoz n’eûz dén a vé hén̄vel ouz-in évid ann diouganérez ?

16. Ha Judas a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a livirimp-ni d’am aotrou ? Pé seurt digarez a hellimp ni da rei gan̄t gwîr ? Doué en deûz kavet fallagriez da zervichérien. Chétu omb holl sklaved va aotrou, nî hag ann hini gan̄t piou eo bét kavet ar c’hôp.

17. Ha Jozef a lavaraz : Doué ra virô na rinn kémen̄t-sé. Bézet sklav dîn ann hini en deûz laéret va c’hôp ; hôgen, c’houi, n’oc’h két dalc’het, hag it da gavout hô tâd.

18. Hôgen Judas ô tôstaat nésoc’h out Jozef, a lavaraz d’ézhan̄ heb aoun : Mé az péd, va aotrou, lez da zervicher da lavaroud d’id eur gér enn da skouarn, ha na vuanéka két oud da zervicher ; râg goudé Faraon,

19. Té a zô va aotrou. Goulennet éc’h eûz da gen̄ta oud da zervichérien : Ha béza hoc’h eûz-hu ho tâd, pé eur breûr all ?

20. Ha nî hon eûz lavaret d’id, va aotrou : Eunn tâd hon eûz hag a zô kôz, hag eur mâb bihan d’ézhan̄, a zô bét ganet d’ézhan̄ enn hé gôzni ; breûr hé-man̄ a-vamm a zô marô, hag hé vamm n’é deûz lézet némét-han̄ ; hag hé dâd her c’hâr stard.

21. Ha té a lavaraz d’az servichérien : Digasit-hén̄ d’in, évit ma her gwélinn.

22. Ha nî a lavaraz d’id, va aotrou : Ar bugel-zé na hell két pellaat diouc’h hé dâd ; râk mar pella diout-han̄, hel lakai da vervel.

23. Ha té a lavaraz d’az servichérien : Ma na zeû két hô preûr iaouan̄ka gan-é-hoc’h, na wélot mui va dremm.

21. Pa oemp éta distrôet étrézég hon tâd, da zervicher, é tanévelchomp d’ézhan̄ kémen̄t éz pôa lavaret d’é-omp, va aotrou.

25. Hag hon tâd a lavaraz d’é-omp : Distrôit, ha prénit d’é-omp eunn nébeût éd.

25. Ha nî a lavaraz d’ézhan̄ : Na hellomp két mon̄t. Mar tiskenn hor breûr iaouan̄ka gan-é-omp, éz aimp kévret ; anéz, ma na zeû két, na grédimp két en em ziskouéza dirâk dremm ann dén-zé.

27. Hag hén̄ a lavaraz d’é-omp : C’houi a oar pénaoz va grég Rachel é deûz ganet daou vâb d’in.

28. Unan anézhô a iéaz war ar méaz, hag é léverchot d’in : Eul loen en deûz hé zebret : ha bété vréman̄ n’eo két bét gwélet.

29. Mar kasit ivé hé-man̄ gan-é-hoc’h, ha ma c’hoarvez eunn drouk-bennâg gan̄t-han̄ enn hen̄t, é kasot va fenn gwenn er béz gan̄t glac’har.

30. Ma’z ann éta da gavout va zâd, da zervicher, ha ma na véz két ar bugel gan-én̄, ô véza ma talc’h hé vuez eûz a vuez hé-man̄,

31. Pa wélô pénaoz n’éma két gan-é-omp, é varvô ; ha da zervichérien a gasô hé benn gwenn er béz gan̄t glac’har.

32. Ra vézinn éta ken̄toc’h sklâv d’id, mé péhini em eûz kéméret ar bugel dindân va c’harg, ô lavarout : Ma n’hen digasann két, é vézinn da véza tamallet a béc’hed da-vikenn é-kén̄ver va zâd.

33. Râk-sé é chouminn da sklâv d’id é léac’h ar bugel, évit servicha va aotrou, hag ar bugel a zistrôiô gan̄d hé vreûdeûr.

31. Râk na hellann két distrei étrézé va zâd, ma na vez két ar bugel gan-én̄, gan̄d aoun na venn test va-unan eûz ar c’hlac’har a waskô war va zâd.


————


XLV. PENNAD.


Jozef en em rô da anaout d’hé vreûdeûr, hag a gâs da gerc’hat hé dâd.


1. Jozef na hellé mui en em zerc’hel dirâk ann holl dûd a oa war hé drô. Gourc’hémenni a réaz éta hô lakaad holl er-méaz, évit na vijé diavésiad é-béd, pa en em rôjé da anaout d’hé vreûdeûr.

2. Neûzé, enn eur wéla, é savaz hé vouéz, a oé klevet gan̄d ann Éjiptianed ha gan̄d holl dûd ti Faraon.

3. Hag é lavaraz d’hé vreûdeûr : Mé eo Jozef ; ha béô ef-hén̄ va zâd ? Hé vreûdeûr na helchon̄t két komza out-han̄, ker sponn̄tet é oan̄t.

4. Jozef a gomzaz out-hô gan̄t madélez, hag a lavaraz d’ézhô : Dinésait ouz-in. Ha pa oen̄t dinéséet, mé eo, émé-z-han̄, Jozef, hô preûr, péhini hoc’h eûz gwerzet évit mon̄d d’ann Éjipt.

5. Na spoun̄tit két, ha na vézit két glac’haret ô véza ma hoc’h eûz va gwerzet évit béza digaset er vrô-man̄ ; râg évid hô savétei eo en deûz Doué va c’haset enn hô raok d’ann Éjipt.

6. Râk daou vloaz zô eo déraouet ann naounégez war ann douar : ha choum a ra c’hoaz pemp ploaz, é-pâd péré na vézô gellet nag arat, na medi.

7. Ha Doué en deûz va c’haset enn hô raok évid hô mirout é buez, hag évit ma hellot kaout boéd da véva.

8. Né két dré hoc’h ali, hôgen dré ioul Doué ounn bét kaset aman̄ ; hén̄ eo en deûz va lékéat ével da dâd da Faraon, da aotrou war hé holl dî, ha da brin̄s war holl vrô ann Êjipt.

9. Hastit, hag îd da gavout va zâd, ha livirit d’ézhan̄ : Chétu pétra a gémenn d’id da vâb Jozef : Doué en deûz va lékéat da aotrou war holl vrô ann Êjipt ; deûz d’am c’havout, ha na zalé két.

10. Ha té a choumô é douar Jésen ; hag é vézi tôst d’in, té ha da vipien, ha mipien da vipien, da zén̄ved, ha da zaout, ha kémen̄d tra éc’h eûz.

11. Hag énô az maginn (râg ann naounégez a badô c’hoaz pemp ploaz), gan̄d aoun na zeûjez da zizéria, té ha da holl dûd, ha kémen̄d tra éc’h eûz.

12. Chétu hô taoulagad ha daoulagad va breûr Ben̄jamin a wél pénaoz é komzann ouz-hoc’h gan̄t va génou va-unan.

13. Danévellit d’am zâd va holl c’hloar, ha kémen̄t hoc’h eûz gwélet enn Éjipt. Hastit, ha digasit hén̄ d’in.

14. En em deûrel a réaz Jozef out gouzoug Ben̄jamin hé vreûr, évid hé vriata, hag é wélaz ; ha Ben̄jamin a wélaz ivé war hé c’houzoug.

15. Poki a réaz ivé d’hé holl vreûdeûr, hag é wélaz war bép-hini anéz-hô : ha goudé-zé é krédchon̄t komza out-han̄.

16. Kémen̄t-sé a oé klevet ha diskuḻet é léz ar roué, hag é léverchon̄t : Breûdeûr Jozef a zô deûet. Ha Faraon en em laouénaaz, hag hé holl dûd gan̄t-han̄.

17. Hag hén̄ a lavaraz da Jozef rei ar gourc’hémenn-man̄ d’hé vreûdeûr : Sammit hoc’h ézen, hag îd da vrô Kanaan̄ ;

18. Ha digasit ac’hanô hô tâd hag hoc’h holl dûd, ha deûit d’am c’havout ; ha mé a rôi d’é-hoc’h holl vadou ann Éjipt, ha c’houi a zebrô mel ar vrô.

19. Gourc’hémenn ivé d’ézhô kémérout kirri eûz a vrô ann Éjipt, évit digas hô bugalé hag hô gragez, ha lavar d’ézhô : Digasit hô tad, ha deûit affô.

20. Ha na zigasit nétrâ eûz hoc’h arrébeûri, râg holl vadou ann Éjipt a vézô d’é-hoc’h.

21. Mipien Israel a réaz ével ma oé gourc’hémennet d’ézhô, ha Jozef a lékéaz rei d’ézhô kirri, hervez gourc’hémenn Faraon, ha boéd évid ann hen̄t.

22. Gourc’hémenni a réaz ivé rei da bép-hini anézhô diou zaé : hôgen da Ven̄jamin é rôaz tri c’han̄t péz arc’han̄t ha pemp saé eûz ar ré gaera.

23. Kâs a réaz ivé kémen̄d all a arc’han̄t hag a zaéou d’hé dâd ; dég azen karget eûz a holl vadou ann Éjipt, ha kémen̄d all a azénézed a zougé éd ha bara évid ann hen̄t.

24. Kâs a réaz éta hé vreûdeûr kuît, ha p’az éjon̄t enn hen̄t é lavaraz d’éz-hô : Na vuanékait két enn hen̄t.

25. Mon̄d a réjon̄d éta eûz ann Éjipt, hag é teûjon̄d da vrô Ganaan, étrezé Jakob hô zâd ;

26. Hag é tanévelchon̄t kémen̄t-man̄ d’ézhan̄, ô lavarout : Jozef da vâb a zô béô : mestr eo war holl vrô ann Éjipt. Pa glevaz Jakob kémen̄t-sé, é tihunaz ével eûz a eur c’housk kalet, ha koulskoudé na grédé két d’ézhô.

27. Enn énep hî a zanévellé d’ézhan̄ pép-trâ diouc’h reiz. Ha pa wélaz Jakob ar c’hirri, ha kémen̄d a zigasé Jozef d’ézhan̄, é tiabafaz,

28. Hag é lavaraz : A-walc’h eo d’in mar-d-eo c’hoaz béô va mâb Jozef ; mon̄d a rinn hag é wélinn anézhan̄ ken̄t ma varvinn.


————


XLVI. PENNAD.


D’ann Éjipt éz a Jakob.


1. Israel éta en em lékéaz enn hen̄t, gan̄t kémen̄d en dôa, hag a zeûaz da bun̄s ann Touadel ; hag ô véza lazet énô loéned da Zoué hé dâd Izaak,

2. É klevaz anézhân̄ enn eur wélédigez é-pâd ann nôz, hag a lavaré d’ézhan̄ : Jakob, Jakob. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé ama.

3. Ha Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Mé eo Doué kré-meûrbéd da dâd, n’az péz kéd a aoun ; diskenn d’ann Éjipt, râg énô az likiinn da benn da eur bobl vrâz.

4. Gan-éz é tiskenninn dî, ha pa zistrôi az tigasinn ac’hanô : Jozef ivé a lakai hé zaouarn war da zaoulagad.

5. Hôgen Jakob a zavaz eûz a dâl pun̄s ann Touadel : hag hé vipien a gasaz anézhan̄ gan̄d hô bugalé hag hô gragez er c’hirri en dôa digaset Faraon évid dougen ann dén kôz,

6. Ha kémen̄t trâ a oa d’ézhan̄ é brô Kanaan ; hag hén̄ a zeûaz d’ann Éjipt gan̄d hé holl wenn,

7. Hé vipien, hé vugalé vihan, hé verc’hed, ha kémen̄d a oa ganet anézhan̄.

8. Hôgen chétu hanvou mipien Israel, péré a iéaz ébarz ann Éjipt, pa zeûaz dî gan̄d hé holl vugalé : Ruben hé gen̄ta-ganet.

9. Mipien Ruben : Hénoc’h, ha Fallu, hag Hesron, ha Charmi.

10. Mipien Siméon : Jamuel, ha Jamin, hag Ahod, ha Jachin, ha Sohar, ha Saul, mâb eur Gananéadez.

11. Mipien Lévi : Gerson, ha Kaat, ha Mérari.

12. Mipien Judas : Her, hag Onan, ha Séla, ha Farez, ha Zara. Hôgen Her hag Onan a varvaz é brô Kanaan. Ha mipien Fares a oé Hesron hag Hamul.

13. Mipien Isakar : Tola, ha Fua, ha Job, ha Semron.

14. Mipien Zabulon : Sared hag Élon, ha Jahélel.

15. Ar ré-zé eo mipien Lia, é dôé é Mézopotamia ar Siried, gan̄d Dina, hé merc’h. Hé mipien hag hé merc’hed a oa enn-holl trî ha trégon̄t.

16. Mipien Gâd : Séfion, hag Haggi, ha Suni, hag Ésébon, hag Heri, hag Arodi, hag Aréli.

17. Mipien Aser : Jamna, ha Jésua, ha Jésui, ha Béria, ha Sara hô c’hoar. Mipien Béria : Héber ha Melkiel.

18. Ar ré-zé eo mipien Zelfa, en deûz rôet Laban da Lia hé verc’h ; eûz a Jakob é oan̄t ganet ivé, ha c’houézek dén é oan̄t.

19. Mipien Rachel, grég Jakob : Jozef, ha Ben̄jamin.

20. Jozef en dôé daou vâb é brô ann Éjipt, a c’hanaz d’ézhan̄ Asénet, merc’h Putifar, bélek Héliopolis : Manasé hag Efraim.

21. Mipien Ben̄jamin : Béla, ha Békor, hag Asbel, ha Géra, ha Naaman, hag Éki, ha Ros, ha Mofin, hag Ofim, hag Ared.

22. Ar ré-zé eo mipien Rachel, ganet eûz a Jakob ; pévarzék dén enn holl.

23. Mipien Dan : Husim.

24. Mipien Neftali : Jasiel, ha Guni, ha Jéser, ha Sallem.

25. Ar ré-zé eo mipien Bala, en deûz rôet Laban da Rachel, hé verc’h : eûz a Jakob é oan̄t ganet, seiz dén enn holl.

26. Ar ré holl a oa deûet d’ann Éjipt gan̄t Jakob, hag a oa ganet anézhan̄, hép nivéri gragez hé vipien, a ioa c’houéac’h dén ha tri-ugen̄t.

27. Ha mipien Jozef, péré a zô bét ganet é brô ann Éjipt : daou zén. Evel-sé ann dûd holl eûz a dî Jakob péré a zeûaz d’ann Éjipt, a oé eûz a zég ha tri-ugen̄t.

28. Hôgen Jakob a gasaz Judas enn hé raok étrézé Jozef évit rei da anaout d’ézhan̄ éc’h arrué, ha ma’z ajé war hé arbenn é douar Jésen. (T).

29. Pa oé deûet Jakob dî, Jozef a lékéaz sterna ar c’hézek oud hé garr, hag a iéaz war hé arbenn bétég énô ; ha pa her gwélaz, é lammaz d’hé c’houzoug, hag é vriataaz anézhan̄ enn eur wéla.

30. Ha Jakob a lavaraz da Jozef : Bréma é varvinn laouen pa em eûz gwélet ac’hanod, ha p’az lézann béô war va lerc’h.

31. Neûzé Jozef a lavaraz d’hé vreûdeûr, ha da holl dûd hé dâd : Mon̄d a rann da rei da anaout kémen̄t-man̄ da Faraon, hag é livirinn d’ézhan̄ : Va breûdeûr, ha tûd va zâd, péré a choumé é brô Kaoaan, a zô deûet d’am c’havout.

32. Mésérien dén̄ved in̄t, hag hî a vâg tropellou : digaset hô deûz gan̄t-hô hô dén̄ved, hô éjenned, ha kémen̄d a hellen̄t da gaout.

33. P’hô kalvô éta Faraon, ha pa lavarô d’é-hoc’h : Pétrâ eo hô préder ?

34. C’houi a lavarô : Nî, da zervichérien, a zô mésérien adaleg hor iaouan̄kiz bété vréman̄, nî hag hon tadou. Kémen̄t-man̄ a léverrot, évit ma hellot choum é douar Jésen, râg ann Éjiptianed a gasa ann holl vésérien den̄ved.


————


XLVII. PENNAD.


Ann Éjiptianed a werz d’ar roué hô zropellou hag hô douarou.


1. Jozef éta a zanévellaz kémen̄t-sé da Faraon, ô lavarout : Va zâd ha va breûdeûr, gan̄d hô dén̄ved hag hô éjenned, ha kémen̄d hô deûz a zô deûet eûz a vrô Kanaan : ha bréma émin̄t é douar Jésen.

2. Hag hén̄ a gasaz dirâg ar roué pemp eûz hé vreûdeûr.

3. Ha Faraon a réaz ar goulenn-man̄ out-hô : Pétrâ eo hô préder ? Hag hî a lavaraz : Nî, da zervichérien, a zô mésérien dén̄ved, nî hag hon tadou.

4. Évit tréménout eunn nébeûd amzer omp deûet d’az brô, ô véza n’eûz kéd a c’héot évit tropellou da zervichérien, ker braz eo ann naounégez é brô Kanaan. Ni a c’houlenn ma rôi urs ma choumô da zervichérien é douar Jésen.

5. Ar roué a lavaraz éta da Jozef : Da dâd ha da vreûdeûr a zô deûet d’az kavout.

6. Douar ann Éjipt a zô dira-z-oud : laka-hi da choum er gwella léac’h, ha rô d’ézhô douar Jésen. Ma anavézez enn hô zouez tûd galloudek, laka-hi é penn war va dropellou.

7. Goudé-zé Jozef a ambrougaz hé dâd étrézég ar roué hag hé gasaz dira-z-han̄. Ha Jakob a vennigaz Faraon.

8. Hag ar roué ô véza gréad ar goulenn-man̄ digan̄t-han̄ : Pé oad oud ?

9. Hén̄ a lavaraz : Deisiou va dréménidigez a zô eûz a zék vloaz ha c’houec’h ugen̄t, berr ha fall : ha n’in̄t két éat béte deisiou tréménidigez va zadou.

10. Ha goudé béza benniget ar roué, éz éaz-kuît.

11. Hôgen Jozef a rôaz d’hé dâd ha d’hé vreûdeûr ar gwélla douar eûz ann Éjipt, Ramésez, ével m’en dôa gourc’hémennet Faraon.

12. Hag hén̄ a vagé anézhô gan̄d holl dî hé dâd, ô rei da bép-hini péadra da véva. (M).

13. Râg ar bara a oa diouer anézhan̄ er béd holl (T), hag ann naounégez a waské war ann douar, dreist-holl war ann Éjipt ha war vrô Kanaan.

14. Jozef a zastumaz ann holl arc’han̄t en dôa bét digan̄t tûd ar vrôiou-zé évid ann éd en dôa gwerzet d’ézhô, hag é kasaz anézhan̄ da den̄zor ar roué.

15. Pa zeûaz ann dûd da ziouéri arc’han̄t évit préna éd, holl bobl ann Éjipt a zeûaz da gavout Jozef, ô lavarout : Rô bara d’é-omp. Pérâg é varvomp-ni dira-z-oud ô véza n’eûz mui a arc’han̄t ?

16. Ha Jozef a lavaraz d’ézhô : Ma n’hoc’h eûz mui a arc’han̄t, digasit hô loéned, ha mé a rôi d’é-hoc’h éd évit-hô.

17. Pa hô dôé digaset hô loéned, Jozef a rôaz éd d’ézhô évid talvoudégez hô c’hézek, hô dén̄ved, hô éjenned, hag hô ézen : hag hén̄ a vagaz anézhô a-zoug ar bloaz-zé évit kemm hô loéned.

18. Don̄d a réjon̄t c’hoaz ar bloaz war-lerc’h, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Na guzimp két oc’h hon aotrou pénaoz eo diouéret hon arc’han̄t d’é-omp, ha diouéret ivé hol loéned : eunn dra anat eo d’id pénaoz néméd hor c’horfou hag hon douarou, n’hon eûz mui nétrâ.

19. Pérâg éta é varffemp-ni dira-z-oud ? D’id e vézimp, nî hag hon douarou : prén ac’hanomp da sklaved d’ar roué ha rô d’é-omp had, gan̄d aoun na choumfé ann douar fraost, ma varv al labourérien.

20. Jozef a brénaz éta holl zouarou ann Éjipt, pép-hini ô werza hé holl dra, enn abek d’ann naounégez vrâz : hag ével-sé é lékéaz Faraon da véza perc’hen da holl zouar ann Éjipt (T),

21. Gan̄d hé holl boblou, adaleg eur penn bétég eur penn all eûz ann Éjipt ;

22. Néméd douarou ar véléien, péré a oa bét rôed d’ézhô gan̄d ar roué ; râk rôed é oé d’ézhô éd eûz a zoliérou ar roué ; hag ével-sé na oé két réd d’ézhô gwerza hô douarou.

23. Neûze Jozef a lavaraz d’ar bobl : Chétu, war a wélit, émoc’h da Faraon, c’houi hag hô touarou. Kémérid had, hag hadit hô parkéier,

24. Évit ma hellot kaout éd. Ar bempved lôden a rôod d’ar roué, hag ar béder lôden all a lézann gan-é-hoc’h évid hâd, hag évit boéta hô tâd, hag hô pugalé.

25. Hag ar ré-man̄ a lavaraz : Éma hor silvidigez étré da zaouarn. Ra zellô hép-kén a druez hon aotrou ouz-omp, ha nî a zervichô ar roué gan̄t lévénez.

26. Abaoé ann amzer-zé bété vréma é holl vrô ann Éjipt, é paéeur d’ar rouéed ar bempved lôden ; deûet eo sé da véza ével eul lézen, néméd évid douarou ar véleien, péré a oé kuît eûz ar garg-zé.

27. Israel a choumaz éta enn Éjipt, da lavaroud eo é douar Jésen, péhini a oa bét rôed d’ézhan̄ : hag énô é kreskaz hag é paottaz meûrbed ;

28. Hag hén̄ a vévaz énô seiték vloaz ; hag holl zeisiou hé vuez a oé eûz a zeiz vloaz ha seiz-ugen̄t.

29. Ha pa wélaz pénaoz é tôstéé deiz hé varô, é c’halvaz hé vâp Jozef, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Ma em eûz kavet grâs dira-z-oud, laka da zourn dindân va morzed ; ha gra d’in trugarez ha gwirionez ; ha na laka két va bésia enn Éjipt.

30. Hôgen gra ma’z inn da gousket gan̄t va zadou ; ha doug ac’hanoun er-méaz eûz ar vrô-man̄, ha va laka é béz va gourdadou. Ha Jozef a lavaraz d’ézhan̄ : Mé a rai ar péz a c’hourc’hémennez d’in.

31. Ha Jakob a lavaraz : Tou-hén̄ éta d’in. Jozef ô véza touet, Israel a azeûlaz Doué, oc’h en em drei oc’h penn hé wélé.


————


XLVIII. PENNAD.


Jakob a rô hé vennoz da vipien Jozef.


1. Goudé kémen̄t-sé, é oé lavaret da Jozef pénaoz é oa klan̄v hé dâd ; neûzé ô kémérout gan̄t-han̄ hé zaou vâb Manasé hag Éfraim, éz éaz d’hé wélout.

2. Lavaret é oé éta d’ann hini-kôz : Chétu da vâb Jozef a zeû d’as kavout. Hag hén̄ oc’h en em fréalzi, en em lékéaz enn hé goazez war hé wélé.

3. Ha pa oé deûet Jozef, é lavaraz d’ézhan̄ : Doué holl-c’halloudek a zô en em ziskouézet d’in é Luza, péhini a zô é brô Kanaan, hag en deûz va benniget.

4. Lavaret en deûz ivé d’in : Mé as kreskô hag as paottô, hag a lakai ac’hanod e penn kals a boblou ; ha mé a rôi d’id ann douar-man̄ ha d’as gwenn enn da c’houdé, évit ma vézô d’id da-vikenn.

5. Râk-sé éta da zaou vâb, péré a zô bét ganet d’id é douar ann Éjipt abarz ma teûjenn d’as kavout, a vézô bugalé d’in ; Efraim ha Manasé a vézô lékéat ével pa ven̄t bugalé d’in, é-c’hîz Ruben ha Siméon.

6. Hôgen ar ré all éz pézô goudé ar ré-man̄, a vézô d’id hag hî a vézô galvet eûz a hanô hô breûdeûr enn hô glâd.

7. Râk pa zeûenn eûz a Vézopotamia, é varvaz Rachel enn hen̄t é douar Kanaan, enn névez-amzer ; édounn ô von̄t da Éfrata, ha mé a vésiaz anézhi war hen̄t Éfrata, a zô hanvet ivé Bétléhem.

8. Neûzé Jakob ô wélout mipien Jozef, a lavaraz d’ézhan̄ : Péré eo ar ré-man̄ ?

9. Ha Jozef a lavaraz : Va mipien in̄t, péré en deûz rôed Doué d’in el léac’h-man̄. Digas-hi d’in, émé Jakob, évit ma venniginn anézhô.

10. Râk daoulagad Israel a oa tévaléet gan̄d hé gôzni vrâz, ha na hellé két gwélout skléar. Lakaad a réaz éta hô zôstaad out-han̄, ha goudé béza hô briatéet ha poket d’ézhô,

11. É lavaraz d’hé vâb : N’ounn két bét miret d’as gwélout : Doué zo-kén en deûz diskouézet d’in da wenn.

12. Jozef ô véza hô zennet eûz a zivréac’h hé dâd, a azeûlaz oc’h en em strin̄ka d’ann douar.

13. Hag hén̄ a lékéaz Éfraim ouc’h hé zourn déou, da lavaroud eo ouc’h dourn kleiz Israel ; ha Manasé ouc’h hé zourn kleiz, da lavaroud eo ouc’h dourn déou hé dâd ; hag hô zôstaaz hô daou ouc’h Jakob.

14. Ha Jakob oc’h astenna hé zourn déou, hé lékéaz war benn Éfraim, péhini a oa ar iaouan̄ka, hag hé zourn kleiz war benn Manasé, pehini a oa ann héna, ô lakaat hé zaou zourn é kroaz. (T).

15. Hag hén̄ a vennigaz mipien Jozef, ô lavarout : Ann Doué dirâk péhini hô deûz kerzet va zadou Abraham hag Izaak, ann Doué péhini a vâg ac’hanoun adaleg va iaouan̄kiz bété vréma ;

16. Ann éal péhini en deûz va miret a bép droug, ra vennigô ar vugalé-man̄ ; ra c’halvô war-n-ézhô va hanô, hag hanvou va zadou Abraham hag Izaak ; ha ra greskin̄t meûrbéd war ann douar.

17. Hôgen Jozef ô wélout pénaoz hé dâd en dôa lékéat hé zourn déou war benn Éfraim, a oé glac’haret : hag ô kregi é dourn hé dâd é klaskaz hé zével diwar benn Éfraim évid hé lakaad war benn Manasé.

18. Hag hén̄ a lavaraz d’hé dâd : Né két mâd ével-sé, va zâd ; râg hé-man̄ eo ann héna. Laka da zourn déou war hé benn.

19. Jakob ô tinac’ha hé ôber, a lavaraz : Mé her goar, va mâb, mé her goar : hé-man̄ a vézô ivé é penn ar boblou hag a baottô meûrbed ; hôgen hé vreûr iaouan̄ka a vézô brasoc’h égét-han̄ ; hag hé wenn a greskô er brôadou.

20. Ha Jakob a vennigaz anézhô neûzé, ô lavarout : Enn-oud é vézô benniget Israel, hag é vézô lavaret : Ra rai Doué d’id ével da Éfraim, hag ével da Vanasé. Hag hén̄ a lékéaz Éfraim a-raok Manasé.

21. Hag hén̄ a lavaraz neûzé da Jozef, hé vâb : Chétu ounn daré da vervel ; ha Doué a vézô gan-é-hoc’h, hag hô tigasô a-névez da vrô hô tadou.

22. Mé a rô d’id, dreist da vreûdeûr, eul lôden péhini em eûz tennet eûz a zaouarn ann Amorréed gan̄t va c’hlézé ha gan̄t va gwarek.


————


XLIX. PENNAD.


Diouganou Jakob d’hé vipien.


1. Hôgen Jakob a c’halvaz hé vipien, hag a lavaraz d’ézhô : En em zastumit, évit ma tiouganinn d’e-hoc’h ar péz a dlé c’hoarvézout gan-é-hoc’h enn deisiou divéza.

2. En em zastumit, ha klevit, mipien Jakob, sélaouit Israel hô tâd.

3. Ruben va mâp héna, té a va ners, ha penn-abek d’am glac’har. Ar c’hen̄ta oaz da gaout lod em madou (M), ar brasa er gourc’hémenn.

4. Divéred oud ével dour. Na greski két ; ô véza ma oud piñet war wélé da zâd, ha ma éc’h eûz saotret hé wélé.

5. Siméon ha Lévi, breûdeûr enn drouk, binviou a fallagriez hag a grizder.

6. Doué ra viro na zeûfe va éné da gaout perz (M) enn hô c’huzuliou, ha na vé va gloar enn hô c’hévrédigez, râg enn hô c’hounnar hô deûz lazet tûd, ha dré hô ioul hô deûz diskaret hô c’héar.

7. Ra vézô milliget hô c’hounnar, râk pennaduz oa ; hag hô buanégez, râk krîz oa. Mé hô rannô é Jakob, hag hô skiñô é Israel.

8. Judas, da vreûdeûr as meûlô ; da zourn a lakai da énébourien dindân ar iéô ; mipien da dâd a azeûlô ac’hanod.

9. Eul léon iaouan̄k eo Judas : évit kregi enn da breiz out savet, va mâb ; ô tiskuiza oud gourvézet ével eul léon hag ével eul leonez. Piou a zihunô anezhan̄ ?

10. Na vézô két tennet ar walen-roué eûz a Judas, nag ar roué eûz hé wenn, kén na zeûi ann hini a dlé béza digaset ; hag hén̄-nez a vézô géd ar brôadou.

11. Staga a rai hé azen iaouan̄k ouc’h ar winien, hag hé azénez, ô va mâb, oud ar c’hoat-gwini. Gwalc’hi a rai hé zaé er gwin, hag hé van̄tel é goâd ar rézin.

12. Kaéroc’h eo hé zaoulagad égéd ar gwin, ha gwennoc’h hé zen̄t égéd al leaz.

13. Zabulon a choumô war aot ar môr, hag a iélô gan̄d hé listri a borz é porz beté Sidon.

14. Isakar a vézô ével eunn azen kré, péhini a c’hourvézo é-kreiz harzou hé loden.

15. Gwélet en deûz pénaoz é oa mâd ann éhan, ha pénaoz é oa c’houék ann douar ; hag hén̄ en deûz izéléet hé skoaz évit dougen hé véac’h, hag en deûz pléget da baéa ar gwiriou. (M).

16. Dan a varnô hé bobl, kerkoulz hag ar breûriézou all eûz a Israel.

17. Ra zeûi Dan ével eunn aer enn hen̄t, hag ével eunn aer-viber er wénôden, péhini a grôg é seûliou ar marc’h, evit ma kouézô war c’houk hé gîl ann hini a zô piñet war-n-ézhan̄.

18. Mé a c’hédô da zilvidigez, Aotrou.

19. Gad a vrézélékai enn hé raok gourizet gan̄t hé armou, hag hén̄ a zistroi ivé gourizet.

20. Aser a vézô c’houék hé vara, hag hén̄ a rôi dudi d’ar rouéed.

21. Neftali, a vézô ével eur c’harô laosket ; ha komsiou kaer a rôi.

22. Jozef a zô eur mâb hag a greskô, hag a zô kaer da wélout : lékéad en deûz ar merc’hed da zirédek war ar vôger.

23. Hôgen ann darédérien hô deûz hé heskinet, hé strivet, hag hé hérézet.

21. Hé wareg a zô en em harpet war ann hihi kré, hag éréou hé zivréac’h hag hé zaouarn a zô bét distaget gan̄d daouarn kré Doué Jakob. Ac’hanô eo deûet da véser ha da véan Israel.

25. Doué da dâd a vézô da gen-ners d’id ; hag ann Holl-C’halloudek a vennigô ac’hanod gan̄t bennosiou ann én̄v a zô a-ziouc’h, gan̄t bennosiou al loun̄k a zô a-zindân, gan̄t bennosiou ar bronnou hag ar c’hôvou-léaz.

26. Bennosiou da dâd a zô kréoc’h égét bennosiou hé c’hour-dadou ; padout a rain̄t kén na zeûi c’hoan̄t ann torgennou a viskoaz da viken. (M). war c’horré ann war benn Jozef, ha R’en em skiñin̄t hini a zô ével eunn Nazaréad é-touez hé vreûdeûr.

27. Ben̄jamin a vézô eur bleiz lon̄tek : dioc’h ar min̄tin é tebrô hé breiz, ha dioc’h ar pardaez é rannô ann diwiskou.

28. Chétu ar pennou eûz a zaouzék breûriez Israel : ha chétu ar péz a lavaraz hô zâd d’ézhô ; hag hén̄ a vennigaz pép-hini anézhô gan̄t bennosiou évit-hô hô-unan.

29. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Mon̄d a rann da gavout va fobl : bésiid ac’hanoun gan̄t va zadou er c’héô a zaou-doull a zô é park Éfron, ann Hétéad,

30. Dirâk Mambré, é brô Kanaan, a brénaz Abraham, gan̄d ar park, di-gan̄d Éfron ann Hétéad, évit ôber hé véz enn-han̄.

31. Enô eo eo bét bésiet Abraham, gan̄t Sara hé c’hrég : énô eo eo bét bésiet Izaak gan̄t Rébekka hé c’hrég ; énô eo ivé eo bésiet Lia.

32. Goudé béza rôet ar c’hourc’hémennou hag ar gélennou-zé d’hé vipien, é kroazaz Jakob hé dreid war hé wélé hag é varvaz ; hag é oé lékéat gan̄t hé bobl.


————


L. PENNAD.


Jakob a zô bésiet. Mervel a ra Jozef.


1. Pa wélaz Jozef é oa marô hé dâd, en em daolaz war-n-ézhan̄, hag é pokaz d’ézhan̄ enn eur wéla.

2. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’hé vézéien balzami korf hé dâd.

3. Ar ré-man̄ a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô ; ar péz a badaz daou-ugen̄t dervez ; râg kémen̄t-sé a oa ar c’hîz é-touez balzamérien ar c’horfou-marô : hag ann Éjiptianed a wélaz da Jakob é-pâd dék deiz ha tri-ugen̄t.

4. Pa oé tréménet deisiou ar c’haon̄, é lavaraz Jozef da dûd Faraon : Ma em eûz kavet trugarez dira-z-hoc’h, livirit kémen̄t-man̄ da Faraon,

5. Pénaoz en deûz va zâd gréad ar béden-man̄ d’in, ô lavarout : Chétu ounn daré da vervel, va bésia a ri em béz em eûz toullet évid-oun é brô Kanaan. Mé a iélô éta da vesia va zâd, hag é tistrôinn.

6. Ha Faraon a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa da vésia da dâd é-c’hîz ma en deûz da bédet da ôber.

7. P’az éaz Jozef dî, éz éaz gan̄t-han̄ ann holl ré-gen̄ta eûz a dî Faraon, hag ar ré gen̄ta-ganet holl eûz a vrô ann Éjipt.

8. Holl dî Jozef gan̄d hé vreûdeûr a iéaz ivé ; ha na choumaz é douar Jésen néméd ar vugaligou, ann dén̄ved hag ar zaout.

9. Gan̄t-han̄ éz éaz ivé kirri ha marc’héien ; hag eur van̄den vrâz a dûd a ioa.

10. Don̄d a réjon̄d da leûr Atad, péhini a zô enn tû all d’ar Jourdan ; hag énô é lidchon̄t ar c’haon̄ gan̄t kalz a zaélou hag a c’harmou é-pâd seiz dervez.

11. Pa wélaz ar C’hananéed kémen̄t-sé, é léverchon̄t : Eur c’haon̄ brâz a zô é-touez ann Êjiptianed. Ha rak-sé éc’h hanvchon̄t al léac’h-zé, Kaon̄ ann Êjipt.

12. Mipien Jakob a réaz éta ével m’en dôa gourc’hémennet d’ézhô.

13. Hag ô véza hé zouget é brô Kanaan, é véschon̄t anézhan̄ er c’héô a zaou-doull en dôa prénet Abraham gan̄d ar park a zellé out Mambré, digan̄d Éfron ann Hétéad, évid ôber eur béz.

14. Goudé m’en dôé Jozef bésiet hé dâd, é tistrôaz d’ann Éjipt gan̄d hé vreûdeûr, hag ar ré a oa d’hé heûl.

15. Pa oé marô Jakob, breûdeûr Jozef hô dôé aoun, hag é léverchon̄t étré-z-hô : Jozef en dévézô koun martézé eûz ann drouk en deûz gouzan̄vet, hag é tistôlô d’é-omp ann droug hon eûz gréad d’ézhan̄.

16. Kâs a réjon̄t éta da lavarou d’ézhan̄ : Da dâd en deûz gourc’hémennet d’é-omp abarz ma varvaz,

17. Ma teûjemp da lavaroud d’id kémen̄t-man̄ ; Mé az péd da an̄kounac’haat torfed da vreûdeûr, hag ar péc’hed hag ann drougiez hô deûz gréat enn da énep. Nî ivé a béd ac’hanod da zisteûrel ar fallagriez-zé da zervichérien Doué da dâd. Jozef a wélaz pa glevaz kémen̄t-sé.

18. Hag hé vreûdeûr ô véza deûet d’hé gavout, a azeûlaz anézhan̄ ô stoui bétég ann douar, ô lavarout : Ni a zô da zervichérien.

19. Ha Jozef a lavaraz dézhô : N’hô pézet két a aoun : ha nî a hell énébi oud ioul Doué ?

20. C’houi a venné d’é-hoc’h ôber drouk d’in ; hôgen Doué en deûz hé drôet é mâd évit va uc’hélaat, ével ma wélit bréma, hag évit savétei meûr a bobl.

21. N’hô pézet kéd éta a aoun ; Mé hô magô, c’houi hag hô pugalé. Hag hén̄ a fréalzaz anézhô, ô komza out-hô gan̄t madélez ha gan̄t kalouniez.

22. Ha Jozef a choumaz enn Éjipt gan̄d holl dî hé dâd ; hag hén̄ a vévaz dék vloaz ha kan̄t. Gwélout a réaz bugalé Efraim bétég ann trédé rumm. Bugalé Machir, mâb Manasé, a oé savet ivé war zaoulin Jozef.

23. Goudé-zé Jozef a lavaraz d’hé vreûdeûr : Pa vézinn marô, Doué a zeûiô d’hô kwélout, hag hô lakai da von̄d eûz ar vrô-man̄ d’ann hini en deûz touet da rei da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

24. Goudé m’en dôé lavaret d’ézhô enn eur doui : Doué a zeûiô d’hô kwélout : Kasid, émé-z-han, va eskern gan-é-hoc’h eûz ar vrô-man̄.

25. Ha Jozef a varvaz d’ann oad a zék vloaz ha kan̄t krenn. Hag hé gorf, goudé béza bét leûniet gan̄t louzou c’houéz-vâd, a oé lékéat enn eunn arched enn Êjipt.


————