Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1883/Seizen Eured

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Seizenn Eured.

Didier et Cie, 1883  (p. 234-240)



SEIZEN EURED
− IES KERNE −


I

Antronoz ma oann dimet e oann-me kemennet ;
Da heulia baron Riek oa red d’in-me monet ;
Da heulia ’nn otrou baron ha da dreuzi ar mor,
O klask harpa, mar geller, bar Bretoned-tre-mor.


— Deuz gan-i-me, va floc’hik, war ar mez da vale ;
Me a renk-me kimiada gand ma mestrez fete ;
Me a renk-me kimiada fenoz gand ma mestrez,
Pe ma c’halon a ranno em c’hreiz gand ann enkrez. —

Dre ma tostae ouz ker nemet krena na re ;
Pa eaz tre barz ann ti, he galon a bike.
— Toslait, va otrou ker, ha deut etal ann tan ;
Me ia da oza d’hoc’h-hu brema souden askoan.

— Sal-ho-kraz, va moerep goz, askoan ne c’houlann ket,
Nemet komza ouz ho merc’h, mar bez d’in otreet. —
Ann itron dal ’m’he glevaz, a dennaz he boutou,
Hag a lammaz war ar bank war zoliou he lerou ;

Lammout eure war ar bank war azel ar gwele :
— Dihun, ma merc’h Loida, ha sav euz alese ;
Dihun, ma merc’h, dihun mad, ha sav euz da wele ;
Da gomz ouz da zen-iaouank zo erruet ame. —

Oa ked ar ger achuet, hi a lammaz buhan,
Diflasket be bleo peur-zu war he diou-skoa gwenn-kann :

— Siouaz d’in, va c’haredik, siouaz d’in, Loida,
Me a renk mont war ar mor, me a renk kimiada.

Me a renk mont da vro-Zaoz da heul ost ar baron,
N’euz nemed Doue a oar mar zo keun em c’halon.
— Han Doue ! ma den-iaouank, na eet ket war ann dour ;
Ann avel a zo edro hag ar mor zo traitour.

Ma teufe d’hoc’h da vervel, petra ve ac’hanon ?
O kaout kelou ouz-hoc’h rannafe ma c’halon ;
O vonet gand ann ojou diuz ann eil loj d’e-benn :
— Klevet hoc’h-euz, merdaidi, klevet roud euz ma den ? —

Ar plac’h iaouang a oele ; hen en deuz he freget :
— Tevet, tevet, Loida, ouz in na oelet ket,
Eur zeien a zasinn d’hoc’h demeuz glaz-aleuret,
Eur zeien eured a vouk hag hi rumenluiet. —

Neb a welze ar marc’hek ’nn he gaonze tal ann tan,
He vuia-karet soublik war benn he c’hlin gant han,
Gant hi e kerc’hen he c’houg he divrec’h, oc’h oela,
Heb laret ger, o c’hortoz ann de da gimiada.

Ha pa baraz ar goulou, ar marc’heg a lare :

— Kana a ra ar c’hillok, ma dous, setu ann de.
— Ne c’hall ! va muia-karet, ne c’hall ! gaou a lavar ;
Nemed al loar woar ar roz, nemed al loar a bar. —

— Sal-ho-kraz, me wel ann heol dre volzennou ann nor ;
Pred eo d’i-me kimiada, pred eo d’in mont war vor. —
Hag hen kuit ; ha tre’ ma ee gregache ar biked :
« Evid ar mor bout traitour, traitouroc’h ar merc’hed. »


II

Da wel-Iann-dibun-ann-est, ar plac’h a lavare :
— Pell war ar mor e weliz euz beg menez Are,
Pell war ar mor e weliz eul lestr hag hen war var ;
Hini oa war ann aroz hennez hini am c’har.

Gant han eur c’hlenv enn he zorn, hag hen e gwall stourmad ;
Tud varo endro d’ezhan, he roched leun a wad.
Achu eo gand ma den paour ! achu ! e lavare. —
Ha d’ann eginan neve oa dimet adarre.

Ken a oe kaset kelou, kelou mad dre ar vro :
— Achuet eo ar brezel ! deut ar marc’heg endro !

Deut eo endro d’ar maner, hag hen dreo ha divank ;
Mont a ra enn noz genta da ved he Wac’h iaouank. -

Dre ma ’tostae ouz ker ’gleve son ar c’houitou,
Luc’ha wele ar maner gand ar goulouennou :
— Eginanerien laouen, ha pa m’oc’h war vale,
Pez a vad e lec’h hoc’h bet ? pe son a glevann-me ?

— Son ar c’houitourien, otrou, o sini daou ha daou ;
« Ema ar zouben dre lez o vont war ann treuzaou. »
Son ar c’houitourien, a-vad, o sini tri a tri :
« Ema ar zouben dre lez o vont tre barz ann ti. » —


III

Pa oa peorien ann eured ouz ann dol er maner,
Erruaz eunn truant kez o c’houlenn digemer.
— Ha me hallfe kaout boed ha bout digemeret ;
Setu ann abarde-noz, n’ouzonn pelec’h monet.

— Eleal, paour kez truant, digemer e kefot,
Ha kevret gand ar re all ouz ann dol e koaniot ;

Tostait eta, den mad, ha deut tre barz ann ti,
Va fried kerkent ha me ni ia d’ho servichi.

Benn ar c’henta diaze, hi e deuz goulennet :
— Petra c’hoarv gen-hoc’h, paour kez, ha pa na zanset ket ?
— Netra c’hoarv gan-in, itron, pa na zansann ket-me,
Nemet sabatuet onn gand skuizder o vale. —

Benn ann eilved diaze e c’houlennaz gant han :
— Skuiz em ’oc’h ato, den mad, pa na zanset breman ?
— Skuiz em onn ato, a-vad, pa na zansann, itron,
Skuiz em onn, hag ouspenn-ze tenn eo war ma c’halon. —

Benn ann deirved diaze, enn eur c’hoarzin eleal,
Hi a lavaraz d’ezhan : deut gan-in da zansal.
— Houn-nez eo d’in eunn inor ha na zelleann kcl,
Hogen na inn d’ho tinac’h, na den seven e-bet. —

Ha tra ma oant gand ar bal, war he zu o stoui,
’Grosmolaz e pleg he skouarn, o c’hoarzin-glaz out hi :
— Pale ’ma ar walen aour poa bet digan-i-me,
War dreuzou-dor ar zall-ma, bloa zo, de evid de ? —

Hag hi kroaza he daouarn o sellet tre ma ’nn nec’h :
— Bete vreman, ma Doue, am boa bevet dinec’h !

Me venne bout intanvez ha bez d’in daou bried !
— Gwall vennet, hoc’h-euz, va dous, n’hoc’h euz hini e-bet ! —

Hag hen da denn eur c’hour-glenv deuz didan he jupen,
Ha da skei gand ann itron bete poul he c’herc’hen,
Ken e teuaz da stoui war he daoulin soublik :
— Ma Doue, ’me, ma Doue ! — hag hi da vervel-mik.


IV

E Daoulaz zo eur Werc’hez e iliz ’nn abatti
Eur zeien glaz-aleuret rumenluiet gat-hi.
Mar t’euz-te c’hoant da c’houzout piou en deuz he gwestlet,
Goul gand ar manac’h nec’het zo a-is hi stouet.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo "Allegro"
    \autoBeamOff
    \time 3/4
    \partial 4*1
    d'4 d( cis) b | a r8 a b[ a] | \break
    \time 2/4 gis4 a \bar "||" \time 3/4 b2 cis4 | d( b) cis | \appoggiatura { cis16[ b] } a2 d4 | \break
    d( cis) b | a r8 a b([ a]) \bar "||" \time 2/4 gis4 a | \break
    \time 3/4 b2 cis4 | d( b) cis | \appoggiatura { cis8[ b] } a2. | a4 b fis' | \break
    e4. d8([ cis]) b | a2. | a4 b fis' | e2 d8([ cis]) | \break
    b2 d4 | d( cis) b | a r8 a b([ a]) | \break
    \time 2/4 gis4 a \bar "||" \time 3/4 b2 cis4 | d( b) cis | \appoggiatura { cis8[ b] } a2 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    An -- tro -- noz ma oann di --
    met e oann -- me ke -- men -- net; Da
    heu -- lia ba -- ron Ri -- ek oa
    red d’in -- me mo -- net; Da heu -- lia
    ’nno -- trou ba -- ron ha da dreu -- zi ar
    mor, O klask har -- pa, mar gel --
    ler, bar Bre -- to -- ned -- tre mor.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 140 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }