Barzhaz Breizh/1883/Drouk-kinnig Neumenoiou
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Drouk-kinnig Neumenoiou.
DROUK-KINNIG NEUMENOIOU
— IES KERNE —
I
Ann aour ieoten a zo falc’het;
Brumenni raktal en deuz gret.
— Argad! —
— Brumenni ra, a lavare
Ann ozac’h-meur, euz lein Are;
— Argad! —
Brumenni, teir zun zo, tenval
Ken tenval, war zuiou bro-C’hall,
Ken n’hallann gwelet e nep kiz
Ma mab o tonet war he giz.
Marc’hadour mad, o vale bro,
Klevaz-te roud ma mab Karo?
— Boud awalc’h, tad koz ann Are;
Daoust penoz eo, ha pe zoare?
— Den a skiant, don a galon;
Eet gand ar c’hirri da Roazon;
Eet da Roazon gand ar c’hirri,
Tennerien out-ho tri-ha-tri;
Drouk-kinnig Breiz gant-ho, heb zi;
Hag hen rannet ’tre peb hini,
— Mar d-eo ho map ar c’hinniger,
He c’hortoz a reot enn-aner :
Pa eet da boeza ann arc’hant,
Fallout a eure tri war gant;
Ken a lavaraz ar merer;
— Da benn, gwaz, a rai ann arfer. -
Ha peg enn he glenv en deuz gret,
Ha penn ho map en deuz troc’het.
Hag enn he vleo en deuz kroget,
Hag er skudel neuz hen tolet. —
Ann ozac’h koz dal’ m’he glevaz,
Tost a oa d’ean ken na zemplaz ;
War ar garreg a gouezaz krenn,
Kuzet he zremm gand he vleo gwen;
He benn enn dorn, o lenva maour :
— Karo, va mab, va mabik paour! —
II
Ann ozac’h-meur o vont enn hent,
Gant han war he lerc’h he gerent;
Ann ozac’h-meur o vont e-biou
E-biou ker-veur Neumenoiou,
— Leveret-hu d’in penn-treizer
Hag hen ma ann otrou er ger.
— Pe ma hen, pe hen ne ma ket,
Doue r’hen dalc’ho e iec’hed! —
Oa ket peurlavaret he c’her,
P’oa digouet ann otrou er ger;
Digouet er ger euz a hersal,
He chas braz a-rog o fragal ;
Enn he zorn he warek gant-ha,
Hag eur penn-moc’h gwez war he skoa,
Ha fresk-beo ar goad o redek
War he zorn gwenn, demeuz e vek.
— Mad d’hoc’h! mad d’hoc’h! meneziz da;
Ha d’hoc’h, ozac’h meur, da genta.
Petra zo c’hoarvet a neve?
Petra gen-hoc’h digan-e-me ?
Deut omp da c’hout hag hen ’z eus reiz;
Doue enn nenv ha tiern e Breiz.
— Doue ’z euz enn nenv, a gredann,
Ha tiern e Breiz, ma her gellann.
— Ann neb a venn, hennez a c’hall;
Ann neb a c’hall a gas ar Gall,
A gas ar Gall, a harp e vro,
Hag evit hi ter ha tero!
Kerkouls evit beo ha maro,
Evid on ha va mab Karo,
Va mabik Karo dibennet
Gand ar Gall esgumuniget;
Dibennet, flour, penn-melen-mell,
Da beurgompeza ar skudel! —
Hag hen da oela, ken a ieaz
He zaerou beleg he varv glaz,
Ken a lugerne evel gliz
War vleun lili, pa strink ann deiz.
Ann otrou, pa’ n deuz her gwelet
Toui ru spontuz en deuz gret.
— Me hen toue penn ar gwez-man,
Hag ar zaez a flemmaz anean,
Kent ma gwalc’hinn goad va dorn deo,
Ann bo gwalc’het gouli ar vro! —
III
Ann Neumenoiou en deuz gret
Pez na reaz bis tiern e-bed :
Mont gand sier war ann ochou,
Evit dastumi meinigou,
Meinigou da gas da ginnik
Da verer ar roue moalik.
Ann Neumenoiou en deuz gret,
Pez na reaz bis tiern e-bed :
Houarna he varc’h gand arc’hant fin,
Hogen he houarna gin-oc’h-gin.
Ann Neumenoiou en deuz gret
Pez na rai biken tiern e-bed :
Monet da bea ar c’hinnig,
Evit-han da voud pendevik.
— Digoret frank persier Roazon,
Ma ’z inn tre er ger war-eon.
Ann Neumenoiou zo aman,
Kirri leunn a arc’hant gant-han.
— Diskennet, otrou, deut enn ti,
Ha list ho kirri er c’hardi,
Ha list ho marc’h gwenn gand ar flec’h,
Ha deut-hu da goania d’ann nec’h.
Deut da goania, ’kent, da walc’hi;
Korna ’reer ann dour; klevet-hui?
— Gwalc’hi rinn, otrou, bremaik,
Pa vezo poezet ar c’hinnig. —
Kenta sac’h a oe digaset,
Hag hen er c’hiz mad liammet,
Kenta sac’h a oe digaset,
Ar poez enn han a oe kavet.
Eilved sac’h a oe digaset,
Kompez ive a oe kavet,
Tride sac’h oe poezet : — Hola!
Hola ! hola ! fallout a ra ! —
Ar merer evel m’her gwelaz,
He zorn war ar zac’h astennaz;
El liammou a grogaz krenn,
O klask ann tu d’ho dieren.
— Gortoz, gortoz, otrou merer;
Va c’hleze ho droc’ho e-berr! —
Oa ked he gomz peurlavaret,
Pa oa he gleze diwennet.
Ha gand penn ar Gall daoubleget
Rez he ziou-skoa skoi en deuz gret,
Ken droc’haz kik hag elfeien
Ha sug eur skudel c’hoaz oc’hpenn.
Ha kouezet er skudel ar penn,
Hag hi kompez mad evelhenn.
Hogen sellet-hu trouz er ger :
— Arz al lazer! arz al lazer!
Ma kuit! ma kuit! keset goulou;
Deomp timad da heul he roudou!
— Keset goulou; mad a refet;
Du ann noz hag ann henl skornet,
Nemet ma usfec’h ho poutou,
’M euz aon, o tont war ho roudou,
Ho poutou ler glaz alaouret;
Ho skudili na uzot ket,
Ho skudili aour gwech e-bet,
O poeza mein ar Vretoned.
— Argad! —