Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1883/Ar goulenn

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar goulenn.

Didier et Cie, 1883  (p. 413-416)



AR GOULENN
− IES KERNE-HUEL −


ar bazvalan.

Enn han ann Tad holl-galloudek,
Ar Mab hag ar Spered-Meulet,
Bennoz ha joa barz ann ti-me
Muioc’h evit zo gan-i-me.


ar breutaer.

Na petra ’teuz’ta, ma mignon,
Pa ne d- eo joauz da galon ?


ar bazvalan.

Eur goulming em boa em c’houldri,
Hag eur gudon em boa gat hi,
Ha setu digouet ar sparfel,
Ker prim hag eur barrad avel,
Ha ma c’houlmig en deuz spontet.
N’ouier doare pelec’h ma oet.


ar breutaer.

Meurbed da gavann kempennet
Evit bea ker glac’haret ;
Kribet e teuz da vleo melen,
’Vel ma iefez d’ann abaden.



ar bazvalan.

Ma mignon, n’em godiset ket ;
Ma c’houlmik wenn p’euz ket gwelet ?
N’em bo, a-vad, plijadur ’bed,
Ken n’am bo ma c’houlmik kavet.


ar breutaer.

Da goulmik, n’em euz ket gwelet,
Na da gudon wenn ken-neubed.


ar bazvalan.

Den iaouang, eur gaou a lerez,
Gwelet e bet gand re oa mez,
Hag o nijal trezek da bors,
Hag o tisken barz da liors.


ar breutaer.

Da goulmik n’em euz ket gwelet,
Na da gudon wenn ken-neubed.


ar bazvalan.

Ma c’hudon vo kavet maro,
Ma na zeu ked he far endro ;
Mervel a rei ma c’hudon baour :
Me ia da welet dre ann nour.


ar breutaer.

Harz ! ma mignon, na iaffec’h ket,
Me ia ma unan da welet.

D’am liorz, ma mignon, onn bet
Na koulmik ’bed n’em euz kavet

Nemed eur frapad boukedou,
Bleuniou lila ha rozennou,
Ha dreist-holl eur rozennik gaer,
Savet e kornig ar voger ;

Me ia d’he c’hlask d’hoc’h mar keret,
Da lakat laouen ho spered.


ar bazvalan.

Braoik fe ! koant hag a feson
Da lakat laouen eur galon !
Ma ve ma c’hudon ar c’hlizin,
Teufe da gouea war-n-ezhin.

Me ia da bignat d’ar c’hreunial ;
Marse ma eet di, o nijal.


ar breutaer.

Chomet, mignon kaer, gortoet,
Me ia ma unan da welet.

D’ar c’hreunial d’al lae onn bet,
Na koulm e-bed n’em euz kavet,
Nemed ann damoezennik-man,
Hi chomet warlec’h he unan :
Lak-hi deuz da dok mar kerez,
Da gaout frealzidigez.


ar bazvalan.

Kemend a c’hreun zo enn damoen,
Kelliez evn gand ma c’houlm wenn,
Dindan he eskel, enn he neiz,
Hag hi ker goustadik e kreiz.

Mont a rann d’ar park da welet.



ar breutaer.

Harz, ma mignon, na iaffec’h ket,
Sotra refec’h ho potou ler ;
Me ia ma unan enn ho lec’h.

Ne gavann koulmik mod e-bed
Nemed eunn aval ’meuz kavet,
’Nn aval-ma, krizet a bell-zo,
Dindan ar ween, ’touez ann delio.
Enn ho jakotik likit hi,
Da rei d’ho kudon da zibri,
Ha neuze na oelo ket mui.


ar bazvalan.

Ma mignon, ho trugarekat ;
’Vit ma krizet, eunn aval mad
Ne d- eo ket kollet he c’houez-vad ;
Met n’em euz c’hoant deuz aval’bed,
Deuz bleun na deuz tamoen e-bed,
Ma c’houlmik renkann da gaouet,
Me ia ma unan d’he c’herc’het.


ar breutaer.

Trou Doue ! he-man zo potr fin !
Deuz ’ta, ma mignon, deuz gan-in ;
Da goulmik wenn ne ket kollet,
Me ma un em euz hi miret,
Em c’hambr, enn eur gaoud olifant,
Ar biri a aour hag arc’hant.
Hag hi dreoig enn hi meurbed,
Ker probik, ker brao, ker fichet.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key d \major
    \tempo \markup {\italic Religioso.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 8*1
    cis'8 b4 ais8 b4. | b8 b b cis4 cis8 | \break
    d d d d e d | cis4. r4 cis8 | \break
    b4 ais8 b4. | b8 b b cis4 cis8 | \break
    d d d d e d | cis4. fis,8 fis fis | \break
    d'4. d8 e d | cis4. cis8 d cis | \break
    b4 b8 a4 g8 | fis4. fis8 fis fis | \break
    d'4. d8 e d | cis4. cis8 d cis | \break
    b4 b8 cis4 ais8 | b4. r4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Enn han ann Tad holl -- gal -- lou -- dek, Ar
    Mab hag ar Spe -- red -- meu -- let, Enn
    han ann Tad holl -- gal -- lou -- dek, Ar
    Mab hag ar Spe -- red -- meu -- let Ben -- noz ha
    joa barz ann ti -- me Mui -- oc’h e --
    vit zo gan -- i -- me. Ben -- noz ha
    joa barz ann ti -- me mui -- oc’h e --
    vit zo gan -- i -- me. 
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }