Barzhaz Breizh/1883/Ann hollaika
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Hollaika.
Disul vintin a-ba zaviz mont da gas ma zaoud er mez,
Me gleve va dous o kana hag he anaiz diouc’h he moez,
Me gleve va dous o kana, kana ge war er menez,
Ma me mont da zevel eur zon da gana gant-hi ivez.
— Ar c’henta gwech em euz gwelet Mac’haidik koant, va mestrez,
Oa oc’h ober he fask kenta ebarz iliz ar parrez,
Ekreiz tre barz iliz Fouesnant etouez ar vugale :
D’ar pred-ze e doa daouzek vloaz, ha me daouzek vloaz ive.
Evel ar bleun melen balan, pe ’vel ar rozennik-gwez,
’Vel ar rozen gwez ’touez al lan, oa etre-z-ho, va mestrez :
Tra oann bet gand ann oferen met sellet out-hi na renn ;
Seul vui-oc’h-vui out-hi zellenn, seul vui-oc’h-vui plije d’en.
Me ’m euz eur ween e liorz va mamm a zo karget avalou,
Hag eunn dachennik c’hlaz dindan, hag eur voden tro-war-drou :
Pa zeuio va dousik-koantik, va muia-karet d’am zi,
Ni a ielo da zisheolia, va dous ha me, dindan hi.
Ann aval ruan a dapinn, hag eur boked rinn ’vit hi,
Hag eur rozinil a garann e likinn ivez enn hi,
Eur rozinilik gwall c’hoenvet, abalamour d’am enkrez,
Rag n’em euz ket bet c’hoaz gant-hi eur bouch a wir garantez.
— Tavit gand ho son, va mignon, tavit prim, gand ho komzaou ;
Ann dud o vont d’ann oferen zo enn traon ouz hor silaou.
Eur wech-all pa zeufiemp d’al lann, ha vemp hon unan hon daou,
Eur bouchig a wir garantez a roinn d’hoc’h, unan, pe zaou. —