Barzhaz Breizh/1883/Kentel fest ar vugale

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kentel fest ar vugale.

Didier et Cie, 1883  (p. 438-441)



KENTEL FEST AR VUGALE
− IES KERNE −


Didostait ama, bugale,
Da glevet eur gentel neve
A zo bet savet evid hoc’h :
Kemeret poan d’he ziski bloc’h.


Pa zihunet enn ho kwele,
Roet ho kalon da Zoue,
Gret sin-ar-groaz, laret goude
Gant fe, ha spi ha karante :

Laret : « Me ro d’hoc’h, ma Doue,
« Ma c’halon, ma c’horf, ma ene :
« Gret ma vinn den mad, ma Doue,
« Pe mervel kent ma teui ann de. »

Benedicite, kent ar pred,
Ha grasou, goude, leveret ;
Marteze ne po boed bepred.
Ma n’hoc’h euz koun deuz ho laret.

Laret a ra ann evnigou,
Kludet er c’hoad war ar brankou,
’Vid eur greun ed, ’vid eur prenvik,
Ia, ’vid eul lomm gliz, eul lommik.

Ha pa eet da warn ho loened,
Kemeret eur wialen red ;
Ha pa eo pred noz d’ho distrei,
Distroit-he gand aon rag ar blei.

Na wall-bedet morse gat-he :
Mar d-eo red gourdrouz, leret d’he:
« Boit-hu ! boit-hu ! loen divergon,
Na laeret ked ieod ar person !

« Boed al louarn, boed ar morvran,
Da gorf-te ne ve morse lan
Ah ! mar gellann erru gen-hoc’h.
Me werzo ker ma fazou d’hoc’h. »


Pa welet eur vran o nijal,
Sonjet enn diaoul ken du, ker fall ;
Ha pa welet eur goulmig wenn,
Sonjet enn el ker mad, ker gwenn.

Sonjet a zell ouz hoc’h Doue
Evel ann heol deuz lein ann ne ;
Sonjet ho laka da vleunia
’Vel ann heol roz-gwe Komana.

Ha pa gomzet oc’h tud ho ti,
Laret : ma breur, ma c’hour; ha, c’hui.
Komzet ann eil ouz egile
Gand honestiz ha karante.

Enoret, bugale, doujet
Ann noblanz, ann dudjentiled ;
Enoret ann dud a iliz,
Komzet out-ho gand honestiz,

Na dremenet na borc’h na ker
Lec’h a vo Jezuz, hor Salver,
Heb he adori a galon,
Hag ugent de po a bardon.

Ar Zakramant, pa he gefet,
Heuliet-han kammed-ha-kammed
Gand roue ar zent hag ann ele,
Vijec’h bet e gwir enn de-se.

Da c’houel ar Zakramant meulet,
Ar re vo fur a vo laket
Da dol’t bleuniou kaer dirag hen,
O c’hortoz ma tollint enn nen.


Enn noz, abarz mont da gousket,
Laret ho pedennou bepred,
Ma teui eunn el gwenn deuz ann ne,
D’ho tiwall ken na zeui ann de.

Setu, bugale, ann dro-vad
Da veva e kristenien vad.
Sentet eta diouc’h ma c’hentel,
Ha c’hui rei eur vuhe zantel.