Barzhaz Breizh/1867/Tour ann arvor

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Tour an Arvor.

Didier et Cie, 1867  (p. 492-500)



TOUR ANN ARVOR
− IES KERNE−


I


— Piou ac’hanoc’h-hu a welaz, — mordud,
E-beg an tour, e ribl an treaz ;
E-beg tour krenn kastel Arvor
Daoulinet itron Azenor ?


— An itron hon euz-ni gwelet, — otrou, -
E prenestr ann tour daoulinet
Drouglivet he chod, du he zae,
Sioul he c’halon koulskoude. —


II


Arru kannadourien eun deiz, — en hanv, —
Uhela goad demeuz a Vreiz,
Sternou arc’hant, dillad melen ;
Kezek glas, frank ha ruz o froen.

Ar gedour aba o gwelas, — o tont, —
Da gaout ar roue a eaz :
— Setu daouzeg o tont d’al lae,
Digoret vo ar persier d’he ?

— Ra vo ar persier digoret, — gedour, —
Ra vint seder digemeret ;
Ra vo savet an daol timad ;
Pa zigemer, digemer mad.

— A-berz mab hor roue ’m omp deut, — otrou, —
Da c’houlenn ho merc’h da bried,
Da c’houlenn ho merc’h gand enor,
Da bried ho merc’h Azenor.


— Losket a-walc’h a vo gant-han, — va merc’h, —
Potr huel ha koant, a glevann ;
Koant hag huel va merc’h ivez,
Kun evel evn, gwenn evel lez. —

Eskob Is eured a lidaz, — laouen —
Ha pemzek deiz krenn a badaz ;
Pemzek deiz banvez ha koroll ;
Ann delenourien enn ho roll.

— Da eo gan-hec’h va greg ioliz, — breman, —
Ma ’z aimp—ni d’ar ger war hor c’hiz ?
— Ne ran forz, va fried nevez,
Lec’h a iefec’h, me iei ivez. —

He mamm-gaer evel m’he gwelaz — arru —
Gand ann erez—tag a vougaz ;
— Ober a rai an holl breman
Fouge gand ar beg melen-man !

Ann alc’houez nevez a garer, — setu ! —
Ann alc’houez goz a zisprizer,
Ha koulskoude peur-liesa
Ann alc’houez goz zo ann esa. —

Ne oa ked eiz miz achuet, — me gret, —
D’he lez—vab e deus lavaret :

— Da ve gen-hoc’h-hu, paotr a Vreiz
Diwall al loar demeuz ar bleiz ?

Leket evez, ma em c’hredet, — sellet,—
Ober a reot mar n’ec’h euz gret ;
Leket evez d’ho prud, otrou,
Miret ho neiz deuz ar goukou.

— Ma e-leal am c’helennet, — itron —
Bremaig hi a vo bac’het ;
E-barz ann tour krenn vo laket,
Hag a-benn tride vo devet.


III


Ar roue koz dal ’m’a glevaz — ar vrud —
Leiz he galon goela ’reaz
Ha sachat deuz bleo gwenn he benn ;
— Goa me ! goa me ! dre ma onn hen ! —

Ar roue koz a c’houlenne — paour kez ! —
Gand ar verdaidi neuze :
— Merdaidi, na nac’het ket :
Daoust hag ema va merc’h devet ?


— Ho merc’h ne d-eo ket devet c’hoaz, — otrou —
Devet a vo a—benn warc’hoaz ;
Ma hi ato e beg ann tour,
O kana he c’hleviz neizour.

O kana he c’hleviz neizour, — otrou —
Kana sioul, — oh ! — kana flour :
« Ho pezet, ho pezet true,
True out-ho, o va Doue ! »


IV


Azenor o vonet d’ann tan, — ann deiz —
Ken dibreder evel eunn oan,
Gwenn he dillad, ha diarc’hen,
Flak war he skoa he bleo melen.

Azenor o vonet d’ann tan — paourez —
Holl a lare braz ha bihan :
Pec’hed eo, zur, pec’hed marvel
Devi eur c’hreg tost da c’henel ! —

Holl hirvoude braz ha bihan, — enn hent —
Nemed he mamm—gaer he unan :
— Ne d-eo ket pec’hed nemet mad,
Mouga ann aer gand he c’hofad.


Plantet c’houez, tanourien seder, — plantet. —
Ma pego ann tan ruz ha ter !
— Plantomp c’houez, potred, d’ann tiz-vad,
Ma pego ann tan-ma ervad ! —

Kaer en devoant c’houea ha c’houer — c’houea, —
Na bege ann tan dindan hi ;
C’houei, c’houea, c’houea, c’houei,
Na zeue ann tan da begi.

Ar penn-barnour dal’ ma welaz — ar bec’h —
Souezet a-grenn a jomaz :
— Boemet, ’me chans, ann tan gant-hi ;
Pa na zev ket, red’ he beuzi !


V


— Petra war vor hec’h euz gwelet ? — merdead, -
— Eur vag heb roenv na gwel e-bet ;
Ha war ann aroz, da sturier,
Eunn eal he eskell digor-kaer.

Eur vag war vor a weliz pell, — otrou ; —
Eur c’hreg enn hi gant he bugel,

He bugelik deuz he bronn wenn,
’Vel ur goulm ouc’h ribl eur gregen.

Deuz he geinik noaz a boke, — boke —
Ha d’ezha ker kaer a gane :
— Toutouik-lalla, va mabik ;
Toutouik-lalla ’ta, paourik.

Mar ve da dad ha da welfe, — va mab,—
Gen-oud-de fouge en defe !
Mes siouaz ! n’az kwelo nepred,
Da dad, paourik, a zo kollet. —


VI


Kastel Arvor zo saouzanet — a-vad —
Ma eo bet biskoaz kastel bet,
Stravil braz a zo er c’hastel :
Ar vamm-gaer zo’ vont da vervel.

— Ann ifern em c’harz zo digor, — lez-vab, —
Enn han Doue ! deut—hu d’am skor !
Deut-hu d’am skor, me zo daonet !
Ho pried c’hlan am euz gwallet ! —


Ne oa ked he genou sarret — setu —
Setu o tont eunn aer flemmet
O c’houibanat, stlejaz e meaz
Hag he flemmaz hag he mougaz.

Hag he lez-vab e-meaz raktal, — ha kuit —
Ha kuit trezeg ar broiou-all ;
Hag hen war zouar ha war vor,
O klask kelou deuz Azenor.

Klasket en doa war-zu zav-heol — e c’hreg ; —
Klasket en doa war-zu c’huz-heol ;
Klasket en doa war-zu c’hreiz-te,
Er c’holern ivez he c’hlaske.

Pa zouare en enez vraz, — war-dro, —
Eur potrik eno war ann treaz,
Hag hen o c’hoari tal ar red,
O tastum kregin ’nn he roched.

Melen he vleo, glaz he lagad, — glaz—mor, —
Henvel ouz Azenor, a-vad ;
Ken a lak kalon mab a Vreiz
Da huanada enn he greiz.

— Piou eo da dad, va bugel-me, — piou eo ? —
— N’am euz hini nemed Doue ;

Kollet tri bloa zo neb a oue ;
Va mamm a oel o koun da ze.

Na piou da vamm, na pelec’h eo ? — mabik. —
— Kannerez, otrou, ’nn hani eo,
Ma hi du-ze gand ann doaliou.
— Na deomp-ni d’he c’havout hon daou. —

Ha da beg e dorn ar bugel — a-rok —
Hag he da zont trem’ar stivel ;
Hag o tont e verve ar goad,
E dorn ar mab ouz dorn ann tad.

— Va mammik kez, sav alese, — ha sell : —
Setu va zad ! askavet e !
Setu va zad a oa kollet ;
Ra vezo Doue kanmeulet ! —

Kanmeulet gant-ho oe Doue, — ker mad, —
A zas ann tad d’ar vugale ;
Distroi reont laouen da Vreiz.
Bennoz ann Drinded gand ann treiz !



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo \markup {\italic Andantino.}
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 8*3
    e8 a b cis4 b8 e4 cis8 | \break
    cis b b gis a b | cis4 b8 e4 cis8 | \break
    \appoggiatura cis b4 r8 e, a b | cis4 b8 d4 b8 | \break
    a a a e a b | cis4 b8 d4 b8 | \appoggiatura b a4. \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Piou a -- c’ha -- noc’h -- hu a we --
    laz, mor -- dud, E beg an tour, e -- ribl ann
    treaz, E beg tour krenn kas -- tel Ar --
    vor, Ar -- vor Daou -- li -- net i -- tron A -- ze -- nor?
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }