Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1867/Kimiad ann ene

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kimiad an Ene.

Didier et Cie, 1867  (p. 502-508)



KIMIAD ANN ENE
− IES KERNE −


Didostait da glevet kana ann disparti
A ra ann ene mad pa ea mez deuz ann ti.

Hen a ra eur zellig, eur zellik ouz ann traon,
Da gomz ouz he gorf paour zo war he wele klaon.



ANN ENE.

Siouaz ! deut eo, va c’horf, ann termen diveza :
Red eo d’in az kuitat, ha kuitat ar bed-ma.

Klevet a rann taoliou morzolig ann Ankou
Mevelet eo da benn, ien-sklas da vuzellou.

Ken euzuz eo da zremm, ker glaz da zaoulagad ;
Siouaz d’id-de ! va c’horf, red eo d’in az kuitat.


AR C’HORF.

Mar d-eo euzuz ma dremm, ha glaz ma daoulagad,
Gwir a lavaret-hu, red eo d’hoc’h ma c’huitat.

Dispriz ha dizanao e kavit ho mignon ;
Karget a ziou fall, siouaz ! evel ma’z onn.

Ann heveledigez zo mamm ar garante ;
Pa n’ he c’havit gan-in, em lezet a goste.


ANN ENE.

Sal-ho-kraz, mignon ker, me n’ho tisprizann ket
Euz ar c’hourc’hemennou n’hoc’h euz hini torret,


Hogen Doue a ven, meulomp he drugarez,
Lakat fin d’am c’halloud ha d’ho sujedigez.

Setu ni disparet gand ar maro digar,
Setu me unanik tre ’n nenv hag ann douar,

Tre ’n nenv hag ann douar evel ar goulmik c’hlaz
A eaz mez euz ann arc’h da c’hout ha glao oa c’hoaz.


AR C’HORF.

Hogen ar goulmig c’hlaz endro oa distroet
D’ann arc’h lec’h ma oa kent, ha c’hui na reot ket.


ANN ENE.

Ober a rinn a-vad, toui a rann-me d’id,
Benn ar varn diveza-me’nem gavo gen-id.

M’e nem gavo gen-id, ker gwir ma’ z ann breman
Dirag ar varn genta, siouaz ! ken a grenann !

Bez fisianz, va mignon ; mor-blen goude gwalorn ;
Dont a rinn-me neuze da begi enn da zorn ;

Pa vefez ’vel houarn, pa vinn me bet enn nen,
Evel ur meanik-tenn me az tenno gan-en.



AR C’HORF.

Pa vinn-me, ene kez, enn eur bez astennet
Ha dre vreignadurez enn douar dispennet ;

Pa n’am bezo na biz, na dorn, na troad, na brec’h ;
Divezad a vo d’e-oc’h fallout ma c’has ouz krec’h.


ANN ENE.

Neb a grouaz ar bed, heb skouer na danvez,
En deveuz ar c’halloud d’az ober a nevez.

Neb az anaveze, enn amzer na oaz ket,
A hello da gavout e-lec’h na vezi ket.

Ni ’n em gavo ker gwir, ker gwir ma ’z ann breman,
Dirag ar varn c’haro, siouaz ! ken a grenann !

Ken a grenann, siouaz ! ken ven ha ken dister
Hag ann dellien lammet gant ur barrad-amzer. —

Doue glev anezhan, Doue respont buhan ;
— Ai ta, ene paour, ne vi ket pell e poan ;

Te ’peuz ma zervichet dre ’m out bet war ar bed,
Ha breman te po lod eveuz ma joausded. —


Hen d’ober, o pignat, eur zell c’hoaz ouz ann traon,
Ha gwelet he gorf paour stegnet war ar vaz-kaon.


ANN ENE.

— Demad-d’id-de, va c’horf, demad a larann d’id,
Distroi a rann endro, gand kalz truez ouz-id.


AR C’HORF.

— Tevet, o ene kez, gand komzou alaouret,
Poultr ha breignadurez n’euz keer truez ebed.


ANN ENE.

— Sal-ho-kraz, o va c’horf, dellezout a rez ’vad
Kerkouls hag ar podpri oe enn han louzou-mad. —


AR C’HORF.

Kenavo ’ta, buhez, kenavo pa ’z eo red !
Doue d’ho c’has d’al lec’h m’hoc’h euz c’hoant da vonet

C’hui vo dihun bepred, me, siouaz ! a gousko !
N’am ankounac’hit ked, hag hastit ann distro.

Na penoz a rit-hu, livirit-hu d’i-me ?
Ken drant ouz ma c’huitat, ken digonfort onn-me !



ANN ENE.

— Eskemma drein garo gand rozennou ’m euz gret
Ha gand mel meurbed dous, eur vestl c’huero meurbed. —

Neuze, laouen ha skanv evel eunn alc’hueder ;
Ann ene zav, e sav, e sav e-bar ann er.

Hag evel m’eo digouet, skoei a ra war ann nor,
Ha d’ann otrou Sant Per hi a c’houlenn digor.


ANN ENE.

Oh ! c’hui, otrou Sant Per, a zo karantezuz,
C’hui am digemero e baradoz Jezuz ?


SANT-PER.

E baradoz Jezuz e vi digemeret,
Rag tra ma oaz er bed he zigemer c’heuz gret. —

Hag enn eur vonet tre hen a zistro endro,
Hag a wel he gorf paour ’vel eur bern douar-go.


ANN ENE.

Kenavo d’id, va c’horf, ha da drugarekat ;
Kenavo, kenavo da draonienn Jozafat.


Me glev eur veuleudi ’vel na gleviz he far,
Tiz zo war ar c’hoummoul, ar goulou-de a bar !

Setu me o vleunia evel eur boudik roz
A-hed gwaz ar Vuhez e liorz ar baroz.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 8*1
    b'8 g4 b8 b[ a] a | \grace a g4. a8 b d | \break
    \grace d d[ c] b a4. | d8[ e] d c b a | g4. a8 b c | \break
    \grace c b a \grace a g r4 r8 | d'8 e[ d] c b a | \break
    g4. a8 b c | \grace b b a \grace g g r4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Di -- dos -- tait da gle -- vet ka -- na ann
    dis -- par -- ti a ra ann e -- ne mad pa ea mez
    deuz ann ti a ra ann e -- ne
    mad pa ea mez deuz ann ti
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }