Barzhaz Breizh/1867/Paotred Plouieo
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Paotred Plouieo.
Malloz d’ann heol, malloz d’al loar,
Malloz d’ar gliz a gouez d’ann douar !
Malloz d’ann douar, d’ann douar-Plouieou
A zo kiriek da wall-strifou,
A zo da wall-strifou kiriek
Tre ann otrou hag ann tiek ;
A lak ar stravil war ar mez,
A lak meur a hini diez,
Meur a zivab, hag intanvez,
Meur a vinour ha minourez,
Meur a gredur war ann henchou
Gad ho mamm, o skuilla daelou.
Malloz ru d’ann dudjentil-ker
A ra bec’h war al labourer ;
Tudjentil neo, rederien gall,
Ganet e korn eur park banal ;
Pere na zell ket mui ouz Breiz
’Ged ouz koulm aer deut enn he neiz.
Disulgwenn, goude ’nn ofern-bred,
Ar c’hillok ker barz ar vered ;
War ziri ’r groaz, Arser Kemper,
He zaoulagad o tevi ter,
He zaoulagad ter o tevi,
’Vel eur poudad dour o virvi.
— Silaouet holl, potred Plouieou,
Silaouet mad ann embannou :
Evid ar bloaz hag ann de krenn,
Ra vo prizet tra peb perc’hen ;
Ho tier kerkouls hag ho stu ;
Ar mizou diwar ho koust-hu ;
Hag it lec’h-all, c’hui hag ho tud,
Gand arc’hant flamm, da glask eur c’hlud. —
Oa ked ar ger peurlavaret,
Savet stravil barz ar vered,
Tud koz ha iouank da groza,
Darn da wac’ha, darn da oela ;
Darn all da goueza d’ann douar,
Mantret ar galon gant glac’har.
— Kenavo, tadou ha mammou,
Na stouimp mui war ho peziou !
Red eo mont breman divroet,
Kuit deuz lec’h em omp bet ganet,
Ha war boul ho kalon maget,
Hag e tre ho ti-vrec’h douget.
Kenavo, sent ha sentezet,
Na zeuimp mui d’ho tarempred ;
Kenavo, patron hor parrez,
Ni zo war hend ar baourentez. —
Potred Plouieou ho deuz laret :
— Tevet, merc’hed, na oelet ket,
Ken na welfet goad peb tiek
War dreuzou he di o redek,
Ken na welfet al lomm divean :
Goad ar C’hallaoued da gentan. —
Ann arser, evel pa glevaz,
Diwar zez ar groaz a lammaz,
N’ouie doare pelec’h tec’het ;
’Vel den rag he benn en deuz gret ;
Barz ar garnel e ma lammet,
E touez eskern ar Vretoned.
Hogen, klevet eur seurt burzud :
Ann eskern a zrask, evel tud ;
Hag a zav sonn, em unanet,
Eneb ann arser war ho zreid ;
Ha setu hen peurzispennet,
Ha dindan ho peurzouaret.
Potred Plouieou a lavare :
— Deomp-ni da c’hout hon digare. —
E Kemper dal’ ma erruzont,
Ho otrounez a c’houlenzont :
— Digoret d’ann dud diwar’ mez,
Ma’ gomzint ouz ho otrounez.
— It alese, koz-tieien,
Ma na gerit klevet poultr gwenn.
— Ni a ra fors gant ho poultr gwenn,
Kement a reomp gant ho perc’hen. —
Oa ked ar gomz peurachuet,
Tregont tieg a zo lazet ;
Tregont lazet, ha tri mil tre ;
Hag ann tan er ger, ha ker ge !
Ken a grier : « ai ! aou ! ai ! aou !
True ! True ! potred Plouieou ! »
Diskarret leizig a dier,
Nemet hini eskop Kemper,
Hini Rosmadek, ’nn otrou kez,
A zo mad d’ann dud diwar mez ;
A zo den a wad roueou Breiz,
Hag a zalc’h mad d’hor C’hiziou reiz.
Ann otrou eskob a venne,
Er ruiou ker pa ’dremene :
— Dale d’ann droug ma bugale !
Enn han Doue ! dale ! dale !
Potred Plouieou, it war ho kiz,
Na vo ket mui torret ar C’hiz.
Potred Plouieou ’zentaz out-ha :
— Deomp-ni war hor c’hiz, ac’han-ta ! —
Hogen dre wall-chans ’deuz int gret :
N’int ked holl d’ar ger erruet.