Barzhaz Breizh/1867/Azenorik-c’hlaz

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Azenorig C’hlas.

Didier et Cie, 1867  (p. 242-248)



AZENORIK-C’HLAZ
− IES KERNE −


I


Azenonk-c’hlaz zo dimet,
Ne d-eo ked d’he muia-karet ;

Azenorik-c’hlaz zo dimet,
D’he dousik kloarek, ne d-eo ket.


II


’Zenorik oa tal ar feunten,
Ha gant-hi eur vroz sei melen ;

War lez ar feunten, he unan,
O pakat eno bleun balan,

Da ober eur boukedik koant,
Eur bouked da gloarek Mezlean.

Bout e oa hi tal ar feunten,
Pa dremenaz ’nn otrou Iouen,

’Nn otrou Iouen, war he varc’h glaz,
Kerkent, enn eur redaden vraz ;

Kerkent, enn eur redaden vraz,
Hag out-hi dam-zellet a reaz :

— Hou-man a vezo va fried,
Pe n’am bo, ’vit gwir, groeg e-bed ! —


III


Kloarek Mezlean a lavare
Da dud he vaner, enn de oe :

— Pelec’h euz eur c’hemengader,
Ma skrifenn d’am dous eul lizer ?

— Kemengaderien vo kavet,
Hogen e vint re ziveed.


— Va matezik, d’in leveret,
Na petra zo ama skrivet ?

— Azenor, me na ouzonn ket,
Biskoaz e skol ne onn-me bet ;

Azenor, me na ouzonn ket,
Digoret-han, hag e welfet. —

Pe oa laket war he barlen,
’Zenorik a zeuaz d’he lenn.

Ne oa ked evid he lenn mad,
Gand daelou euz he daoulagad.

— Ma lavar gwir al lizer-man,
Ma-hen tost da vervel breman ! —


IV


Ne oa ked he c’homz peurlaret,
Pe d’al leur-zi oa diskennet.

— Petra neve zo enn ti-man,
Pa welann ’nn daou ver ouz ann tann ?

Pa welann ’nn daou ver ouz ann tan,
’Nn hini braz ha ’nn hini bihan ?

Petra neve zo enn ti-man,
Pa erru sonerien aman ?

Pa erru sonerien aman,
Ha pachigou a Germorvan.

— Enn ti-man n’euz netra henoaz,
Nemed ho eured zo arc’hoaz.


— Mar d-eo benn-arc’hoaz ma eured,
Mont a rinn a-bred da gousket,

Hag ac’hano ne zavinn ket,
Ken da lienna vinn savet, —

Tronoz beure pa zihunaz,
He matezik-gambr erruaz ;

He matezik-gambr erruaz,
Hag er prenestr enem lakaz :

— Me wel ann hent, ha poultr enn han,
Gant kalz ronsed o tont aman :

Ann otrou Iouen ’penn-kentan,
Ra vo torret he c’houg gant-han !

D’he heul, ha flec’h ha marc’heien
Ha kalz tudjentil hed ann hent.

Ha dindan-han ’nn inkane gwenn,
Eur stern aouret war he gerc’hen ;

Eur stern alaouret penn-da benn,
Eunn dipr voulouz ru war he gein.

— Malloz d’ann heur e teu aman !
D’am zad, d’am mamm, ar re gentan !

Difennet d’ann dud iaouank
Da heulia, er bed-man, ho c’hoant. —


V


Azenorik-c’hlaz a oele
O vont d’ann iliz ann de-se.


Azenorig a c’houlenne,
A-biou Mezlean pa dremene :

— Va fried, mar plij gen-hoc’h-hui,
Me iel’ eunn tammik tre enn ti.

— Evit fe-te na iefec’h ket ;
Arc’hoaz e iefec’h, mar keret. —

Azenorik dru a oele,
Ne gave den he frealze ;

Ne gave den he frealze,
’Med he matezig, hi a re :

— Tevet, itron, na oelet ket,
Gand Doue viot digollet. —

Azenorik c’hlaz a oele
E-tal ann oter, da greiz-te ;

Adal ’nn oter bet ’ann nor zal,
Oa klevet he c’halon strakal.

— Tostait, ma merc’h, em c’hichen,
Lakfenn war ho pez ar walen.

— Poan zo gan-in tostat aman,
Pa n’am euz ann hini garann.

— Azenorik, pec’hi a ret,
Eunn den a-feson hoc’h euz bet ;

Perc’hen enn arc’hant hag enn aour,
Ha kloarek Mezlean a zo paour.

— Pa venn gant han o klask ma boed,
Ze na ra tra da zen e-bed ! —


VI


Azenorig a c’houlennaz
E Kermorvan pa zigoueaz :

— Va mamm-gaer, d’in-me leveret,
Pelec’h e ma va gwele gret.

— Bout ma tal kambr ar marc’hek-du ;
Me ia d’hen diskouez d’hoc’h doustu. —

War he daou-lin n’em strinkaz krenn,
Dispafalet he bleo melen ;

War ann douar, gant gwir enkrez :
— Ma Doue ! ped ouz-in truez ! —


VII


— Va mamm itron, ha me ho ped,
Pelec’h e ma oet ma fred.

— Er gambr d’ann nec’h e ma kousket ;
Eet-hu di hag he frealzet. —

Pa zeuaz tre’ kambr he hini :
— Eur-vad d’hoc’h, intanv, eme-hi.

— Itron Varia hag ann Drinded !
Evid intanv am c’hemeret ?

— ’Vid intanv n’ho kemerann ket,
Hogen e berrig e viet,


Setu aman broz ma eured,
A dal, a gredann, tregont skoed ;

Hou-man vo d’ar vatez vihan,
E deuz bet gan-in kalzik poan,

A zouge lizeriou kollet...
A Vezlean d’hon zi, va fried.

Setu eur vantel neve flamm
Zo bet brodet d’in gand va mamm ;

Hou-man vo roet d’ar veleien,
Da bedi Doue ’vid on-men.

’Vit va c’hroaz ha va chapeled,
Ar re-ze vo d’hoc’h, ma fried ;

Miret-ho mad, ha me ho ped,
Ma zalc’hfec’h sonj euz ho eured. —


VIII


— Petra zo digouet er ger-me,
Pa zon ar c’hloc’h war he goste ?

— Azenor mervel e deuz gret,
He fenn war barlen he fried. —

Maner Henan, war eunn dol grenn,
E ma bet skrivet ar wers-men ;

Maner Henan, ’tal Pond-Aven,
Da vut kanet da virviken.

Barz ann otrou kouz he zavaz,
Hag eunn demezel he skrivaz.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key a \major
    \tempo \markup {\italic "Andante Triste."}
    \autoBeamOff
    \time 4/4
    e8 fis gis a gis4( fis) | b cis gis2\fermata | \break
    e8([ fis]) gis a gis4. gis8 | gis([ fis]) fis([ e]) e4 fis\fermata | \break
    e8([ fis]) gis a gis4. gis8 | gis8([ fis]) fis([ e]) e2 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    A -- ze -- no -- rik -- c’hlaz zo di -- met,
    Ne deo ked d’he mu -- ia -- ka -- ret, oh!
    Ne deo ked d’he mu -- ia -- ka -- ret
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }