Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1867/Kanaouen ann anaon

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kanaouenn an Anaon.

Didier et Cie, 1867  (p. 509-511)



KANAOUEN ANN ANAON
− IES KERNE −


Han Tad ar Mab ar Spered-glan,
Iec’hed mad d’hoc’h, tud ann ti-man,
Iec’hed mar d’hoc’h war boez hor penn
Deut omp d’ho lakat er beden.


Pa sko ar Maro war ann nor,
Stok er c’halonou ar c’hren-mor ;
Da doull ann nor pa zeu ’r maro,
Piou gand ar maro a ielo ?

Hogen, na vec’h ket souezet,
Da doull ho tor mar d-omp digouet :
Jezuz en deuz hon digaset,
D’ho tihuna mar d-oc’h kousket ;

D’ho tihuna, tud ann ti-man,
D’ho tihuna, braz ha bihan :
Mar ’z euz, siouaz, truez er bed,
Enn han Doue ! hor zikouret.

Breudeur, kerent ha mignoned,
Enn han Doue ! hor zilaouet !
Enn han Doue pedet ! pedet !
Rag ar vugale na reont ket.

Gand ar re hon euz-ni maget,
Ed omp pell zo ankounac’het,
Gand ar re hon euz-ni karet,
Hep truez, ez omp dilezet.

Ma map, ma merc’h, c’hui zo kousket
War ar plun dous ha blod meurbed,
Ha me ho tad, ha me ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm.

C’hui zo er gwele kousket aez,
Ann anaon paour zo diaez,
C’hui zo er gwele kousket mad,
Ann anaon paour zo divad.

Eul linser wenn ha pemp planken,
Eunn dorchen blouz dindan ho penn,
Pemp troatad douar war c’horre,
Setu madou ar bed er be.


Ni zo enn tan hag enn anken ;
Tan dindan-omp, tan war hor penn,
Ha tan war lae, ha tan d’ann traon ;
Pedet evid ann anaon !

Gwechall pa oamp e-barz ar bed,
Ni boa kerent ha mignoned ;
Hogen breman, p’ed omp marvet,
Kerent, mignoned, n’hon euz ket.

Enn han Doue, hor zikouret !
Pedet ar Werc’hez benniget
Da skuilla eul lomm euz he lez,
Eul lomm war ann anaon kez.

Euz ho kwele prim dilammet,
War ho taou-lin en em strinket,
Nemet kouet e vec’h er c’hlenved,
Pe gand ar maro kent galvet.



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key g \major
    \tempo \markup {\italic Maestoso.}
    \override Rest #'style = #'classical
    \time 2/4
    r4 b'8 b a4 g | b8[ b b a] | b4 b8( b) | \break
    a4 g | b8( b) b a | b4 r | b8[ c d e] | b4 c | \break
    b8( a) g4 | a8 a b8.( a16) | g8[ g( a) g] | fis4 e \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Han Tad ar Mab ar Spe -- red -- glan! Ie -- c’hed
    mad d’hoc’h, tud ann ti -- man, Ie -- c’hed mad d’hoc’h war boez
    hor penn: Deut omp d’ho la -- kat er be -- den.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }