Barzhaz Breizh/1846/Pardon Sant-Fiakr

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pardon Saint-Fiakr.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 194-200)



XVIII


PARDON SANT-FIAKR.


(Ies Kerne.)


I.


Tostait holl, tud iaouang, ha hui re goz ive,
Hag e klefet ma gwerz-me ’meuz savet a neve,
War-benn eunn den iaouank-flamm a barrez Langonet,
En deuz kollet he vuhe dre-zorn he vignoned.

— Deuz gen-omp-ni, va mignon, Loeizik Rozaoulet,
Ha ni ielo da bardon Sant-Fiakr ar Faouet.
— Tremenet, va mignoned, tremenet n’ed ann ket ;
Me zo oc’h ober ma fask, gant person Langonet.

— Iec’hed mad, d’hoc’h tad Moriz, ha d’hoc’h, Mari Fiaoe ;
Lezet ho mab gen-omp-ni da ober eur bale ;
Lezet-han dont gen-omp-ni d’ar pardon, ni ho ped,
Ni welo rei ar bouked da berson ar Faouet.

— Tremenet ta, tud iaouank, gen-hoc’h a vo lezet,
Hogen rog ar c’huz-heol d’ar ger ra vo digouet.
— Tevet, tevet, tad Moriz, tevet, ne chiffet ket,
Kent a vo kuhet ann heol, vemp d’ar ger erruet. —

Pe oa achu ar bregen hag ann offeren bred :
— Deut-hu gen-omp-ni, Loeizik, da Gerli ar Faouet,
Da goania, ti mamm-baeron, dilun e oamp pedet.
— Baleit-hu ho unan, baleit n’ed ann ket ;

Baleit-hu ho unan, baleit n’ed ann ket ;
Rag dived e venn er ger, hag e venn skandalet. —
Kement deuz gret war-n-ean, kemend m’en deuz sentet ;
Gant-he Loeizik Raoualet da Gerli ema oet.



II.


E korn an dol e Kerli wele Loeiz Raoualet : 
— ’Troudoue, em zikouret, petra em euz me gret ? 
’Troudoue, em zikouret, petra em eus me gret ? 
Sonj ’m boa but abred er ger, ha chetu me dived !

— Tevet, tevet ’ta, Loeizik ; tevet, na welet ket ; 
Tri fotr omp—ni gen-oud—te, na pezo droug e-bed. —
Loeizik Raoualet wele’ korn an dol, trist—meurbet : 
— Otrou Doue, va Jezuz ! petra em euz—me gret ? —

Euz ac’hano, d’an distro, etal kroazig ann hent, 
E kefjont Marianna a rede kenha—ken ; 
Kollet gant-hi he holl dud, ha chomet hi eunan. 
— Arzet, va maouezik kez, na et ket ker buan. — 

Tal kroaz Penfel e kefjont Marianna Langonet, 
A oa mignon da Loizig, hag hen oa d’ei meurbet ;
’Barz eunn hevelep kavel, iaouankig oant lakaet, 
Hag ouz ann dol, tal—oc’h—tal, aliez e oant bet. 

Ar plac’hig, pa ho gwelaz, a grenaz spontet braz, 
Hag e lammaz o ioual raktal gand ar groaz,
Ha gand he diou-vrec’hig paour, reuzeudik, he strizaz : 
— Loeizik paour, deuz d’am zikour, me zo kollet, siouaz ! 

— M’en argarz ! va mignoned, kement ze ve pec’hed, 
Kement-ze ve pec’hed braz, kement-ze na vo ket ;
Lezet hi mont gand he hent, heb droug na gaou e-bed, 
Pe gand an otrou Doue e viot kastizet. 

— Petra han Diaoul beg enn oud, potr bihan ar merc’hed ? —
Hag he krog en e jupenn, hag hi da ziredet ;
Hag he da vont war e lerc’h giz tri bleiz diboellet :
— Ama, ma mignonik kez, aman eo e varfet !


— Mar ker’t me c’has da vorc’h Skeul, da doull dor ti ma zad, 
Me a zistolo peb tra d’hoc’h-hu a galon-vad. 
— Laret kenavo d’ho mamm ha da gement gerfet, 
Rag birviken tamm bara e borc’h Skeul na zebfet. 

— Arsa-ta, va mignoned, pe mervel eo ret d’e, 
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze ; 
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze, 
Ha mar plij se gant Doue, e varvinn goudeze. —

Ha pa oe lahet gant-he, hi ho deuz hen stlenjet, 
Stlenjet dre e dreidigou da ster vraz ar Faouet,
Stlenjet dre e dreidigou da ster vraz ar Faouet, 
Ha pe oant digouet d’ann dour, kreiz ho deuz-hen tolet.


III.


Moris koz hag he hini a oele gant glac’har, 
O kas kaout o mab Loeizik lec’h bennag war ann douar : 
— Tevet, Moris Raoualet, tevet na welet ket, 
Benn eur pennadig amzer, ho mab a vo kavet, — 

Kement vije bet eno dije bet kalonad, 
O welet Loeiz Raoualet war he gein kreiz ar’ prad, 
O welet ar bugel paour maro, e-barzh ar prad, 
Dispaket e vleo melen e kreiz e zaou-lagad ;

Kement vije bet eno dije bet kalonad, 
O welet ar bugel paour, war e gein ’barz ar prad. 
N’oa eno na tad na mamm, na kar na mignon-bed, 
Hag a zeuje d’he zevel, ’met person Langoned. 

Person Langonet lare, o wela gand glac’har : 
— Kenavo, va Loeizik mad ; mont a rez d’ann douar.

Me oa hiou ouz da c’hortoz enn iliz Langonet, 
Hogen breman vei laket e bered ar Faouet. —

Me ho ped, Langonediz, pa zeufet dar Faouet,
Mont da laret eur Pater war be Loeiz Raoualet ;
Mont da laret eur Pater war be Loeiz Raoualet,
En deuz kollet he vuhe dre zorn he vignoned. —


————