Barzhaz Breizh/1846/Paotred Plouieo

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Paotred Plouieo.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 22-28)



II


PAOTRED PLOUIEO.


(Ies Kerne.)


I.


Malloz d’ann heol, malloz d’al loar,
Malloz d’ar gliz a gouez d’ann douar !

Malloz d’ann douar, d’ann douar-Plouieou
A zo kiriek da wall-strifou,

A zo da wall-strifou kiriek
Tre ann otrou hag ann tiek ;

A lak ar strafil war ar mez,
A lak meur a hini diez,

Meur a zivab, hag intanvez,
Meur a vinour ha minourez,

Meur a gredur war ann henchou
Gad ho mamm, o skuilla daelou.

Malloz ru d’ann dudchentil-ker
A ra bec’h war al labourer ;

Tudchentil neo, rederien gall,
Ganet e korn eur park banal [1];

Pere na zell ket mui ouz Breiz
’Ged ouz koulm aer deut enn he neiz.



II.


Disulgwenn, goude ’nn ofern-bred,
Ar c’hillok ker barz ar vered ;

War ziri ’r groaz Arser Kemper,
He zaoulagad o tevi ter,

He zaoulagad ter o tevi,
’Vel eur poudad dour o firvi.

— Chilaouet holl, potred Plouieou,
Chilaouet mad ann embannou :

Evid ar bloaz hag ann de krenn,
Ra vo prizet tra peb perc’hen ;

Ho tiez kerkouls hag ho stu ;
Ar mijou diwar ho koust-hu ;

Hag it lec’h-all, c’hui hag ho tud,
Gand arc’hant flamm, da glask eur c’hlud. —

Oa ked ar ger peurlavaret,
Savet strafil barz ar vered,

Tud koz ha iaouank da groza,
Darn da wac’ha, darn da wela ;

Darn all da goueza d’ann douar,
Mantret ar galon gant glac’har.

— Kenavo, tadou ha mammou,
Na stouimp mui war ho peziou !

Red d’eomp mont breman divroet,
Kuit deuz lec’h em omp bet ganet,

Ha war boul ho kalon maget,
Hag e tre ho ti-vrec’h douget.


Kenavo, sent ha sentezet,
Na zeuimp mui d’ho tarempred ;

Kenavo, patron hor parrez,
Ni zo war hend ar baourentez. —

Potred Plouieou ho deuz laret :
— Tevet, merc’hed, na welet ket,

Ken na welfet goad peb tiek
War dreuzou he di o redek,

Ken na welfet al lomm divean :
Goad ar C’hallaoued da gentan. —

Ann arser, evel pa glevaz,
Diwar zez ar groaz a lammaz,

N’ouie doare pelec’h tec’het ;
’Vel den rag he benn en deuz gret ;

Barz ar garnel e ma lammet,
E touez eskern ar Vretoned.

Hogen, klevet eur seurt burzud :
Ann eskern a zrask, evel tud ;

Hag a zav sonn, em unanet,
Eneb ann arser war ho zreid ;

Ha chetu hen peurzispennet,
Ha dindan he peurzouaret.


III.


Potred Plouieou a lavare :
— Deomp-ni da c’hout hon digare. —

E Kemper dal’ m’a erruzont,
Ho otrounez a c’houlenzont :


— Digoret d’ann dud diwar’ mez,
Ma’ gomzint ouz ho otrounez.

— It alese, koz-tieien,
Ma na gerit klevet poultr gwenn.

— Ni a ra fors gant ho poultr gwenn,
Kement a reomp gant ho perc’hen. —

Oa ked ar gomz peurachuet,
Tregont anhe a zo lazet ;

Tregont lazet, ha tri mil tre ;
Hag ann tan er ger, ha ker ge !

Ken a grier : « ai ! aou ! ai ! aou !
True ! True ! potred Plouieou ! »

Diskarret leizig a dier, 
Nemet hini eskop Kemper,

Hini Rosmadek, ’nn otrou kez,
A zo mad d’ann dud diwar mez ;

A zo den a wad roueou Breiz,
Hag a zalc’h mad d’hor C’hiziou reiz.

Ann otrou eskob a venne,
Er ruiou ker pa ’dremene :

— Dale d’ann droug ma bugale !
Enn han Doue ! dale ! dale !

Potred Plouieou, it war ho kiz,
Na vo ket mui torret ar C’hiz.

Potred Plouieou ’zentaz out-ha :
— Deomp-ni war hor c’hiz, ac’han-ta ! —

Hogen dre wall-chans ’deuz int gret :
N’int ked holl d’ar ger erruet.

  1. C’est une façon de dire enfant naturel dans la langue bretonne.