Barzhaz Breizh/1846/Melinerez Pontaro
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Milinerez Pontaro.
E Bannalek zo ’r pardon kaer
Lec’h ia’r merc’hed koant gad al laer.
Ha ma mel a drei,
Diga-diga-di,
Ha ! ma meil a ia
Diga-diga-da.
Eno e weler ar botred,
Gand he kezek braz ha sternet,
Hag ho zokou a zo bluniet,
Evit dirollo ar merc’hed.
Guillaouik kromm zo glac’haret,
Hi Fantik koant en deuz kollet.
— Kemenerik, ’nem gonfortet,
Ho Fantik koant a vo kaet.
Ma du-ze e mel Pontaro,
Ar baron iaouang ar hi zro.
— Tok, tok, tok ! o meliner,
Digas ma dous Fantik d’ar ger !
— N’em euz gwelet ho tous Fanchon,
Nemed eur wech mel ar baron ;
Eur wech aman e-tal ar pont,
Eur rozennig ar he c’halon,
Gat hi eur c’hoef ker gwenn hag erc’h
A n’hi fa ket bet digan-hec’h,
Eur c’horf voulouz du ’nn hi c’herc’hen,
Hag hen bordet gad argant gwenn ;
Gat hi deuz hi brec’h eur paner
Frezou ker melen ha ker kaer !
Frezou deuz jardin ar maner,
Bleuniou fin ar ’nn he, kemener ;
En em zell a re barz ar ster ;
Ne oa vil, enn dail, na dister !
Hag a gane ken aliez :
— Me garfe but milinerez.
Me garfe but, a greiz kalon,
Milinerez mel ar baron. —
— Miliner, n’em godiset ket :
Ma Fantik koant d’in daskoret.
— Ha pa rofec’h d’in pemp kant skoed,
Ho tous Fantik n’ho pezo ket,
N’ho pezo ked ho tous Fanchon,
Chom a rei e melin ar baron ;
Ho tous Fantik n’ho pezo ket,
Rag e ma gan-in gwalennet ;
Chom a rei gand ’nn otrou louenn
A zo eur c’hristen mad a zen. —
Milinerien zo potred ge !
Ne raint mui nemed kana ’nhe ;
Hi a lare ’nn eur c’huitellat :
— Krampouez hag aman a zo mad !
Krampouez hag aman a zo mad !
Ha nebeudig euz peb sac’had,
Ha nebeudig euz peb sac’had ;
Hag ar merc’hed kempenn, a-vad !
Ha ma mel a drei,
Diga-diga-di,
Ha ma mel a ia,
Diga-diga-da.