Barzhaz Breizh/1846/Ar c’hakous
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’hakouz.
O Krouer ann nenv hag ann douar !
Mantret va c’halon gant glac’har,
O kounan enn noz hag enn de
D’am dousik koant, d’am c’harante.
Me zo war va gwele chomet,
Dalc’het, sioaz ! gand ar c’hlenved ;
Ma ve va dousik a zeufe,
E berr-amzer am frealzfe.
Evel gand ar werelaouen,
Goude eunn nozvez a anken ;
Mar zeufe ma dous d’am gwelet,
E venn gant hi dizoaniet.
Ma lakafe beg he geno
War bordik skudel va louzo,
Da evan goude p’az affenn,
Gweleet raktal e vizenn.
Ar galon a poa d’in roet,
Va muian karet, da viret,
N’em euz kollet na distroet,
Na laket da uz fall e-bed ;
Ar galon az poa d’in roet,
O va dousik koant, da viret,
Em euz mesket gand va hini ;
Pini da hini, va hini ?
Piou a gomz ouz-in evel-ze,
Ha me ken du hag eur vran e ?
Pa vec’h ken du hag ar mouar,
Gwenn-kann oc’h d’ann hini ho kar !
Den iaouang, eur gaou a leret !
Va c’halon d’hoc’h, n’em euz roet ;
Nem euz ker mui ac’hanoc’h,
Eur c’hakouz a ouzonn-me oc’h !
’Vel eunn aval e beg ar ween
E ma kalon ar femelen ;
Kaer ve ann aval da welet,
Hag eur prenv e kreiz zo kuet.
Evel eunn delien war ar brank,
E ma gened ar plac’h iaouank ;
Ann delien gouez war ann douar,
Ar c’hened ive a ziskar.
’Vel ar bleun glaz diouz lez ar stank,
Ma karante ar plac’h iaouank ;
Ar bleunig a dro wechigo,
Ar bleunig a dro, a zistro ;
Ar bleunig a dro wechigo,
Karante ar plac’h dro ato.
Ar bleun a ielo gand ann dour
Ha gand ann ankoun ann traitour.
Me a zo eur c’hloaregik paour,
Me a zo mab da Iann Kaour ;
Beann onn bet tri bloa o studi,
Hogen breman na inn ket mui.
Benn eur pennad me iei endro,
Me iei endro kouit deuz ar vro ;
Benn eur pennadik vinn maro,
Ha d’ar purkator me ielo.