Barzhaz Breizh/1846/Kanaouen ar belek forbannet
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Beleg Forbannet.
Cheleuet ur person a eskopti Gwenned,
Pell doc’h er roanteleah eit er fe forbannet :
Pell eu a gorf doh hoc’h, mez he impinion
A zou perpet gen-hoc’h kerklous ’el he galon.
A oude enn amzer kri ha diskonfortuz
Ma on pellet doh hoc’h dre urzeu truehuz,
Dirak men deu-leged perpet holl hon kwelann,
Hag ar hou poenieu de ha noz e wilann.
O de lan a c’hlac’har, o de lan a driste !
En dez me distaget doh hoc’h, me bugale ;
O kimiad glac’haruz ! Keit ha me veveinn
M’em bou sonj ann e-oud ; biken ned ankoueinn !
Aval doh Jeremi pe doh er geh Juived,
Er ger a Vabilon pel amzer sklavehet,
Pamde, enn ur zonjal e holl hou poenieu,
Get houlenneu er mor e kaijan men dareu.
Ar ur roc’h azeet, me unon, tal enn od,
E ouilan get glac’har, ha gluban men deu-chod,
Ha gluban men deu-chod, siouah, get men dareu,
Enn ur zonj anehoc’h em oc’h trez er morieu.
O tud vad benniget ! men ema oet arze
Enn amzer euruz hont ha me c’havec’h bamde,
Eit kleuet konz Doue, ha diskarg hou kalon,
Hag eit hou konfortein dre er gomunion !
Ha mem bugale geh ! e pe stad e hoc’h-hui ?
Hui em goulen bamde ha n’em c’havet ket mui ;
M’ hou koulan a me zu ; mez, o peh hun drue !
Ne c’houez ket mui a dad, na me a vugale !
O keh devedigeu ! petra vou a ann e-hoc’h ?
Piue hou konforto, piue rei sikour d’hoc’h ?
O Jezus ! bugul mad, hou pet sonj anehe,
Hag astennet ho torn e bep amzer d’e-he.
Isprideu euruz, o sent ha sentezed,
Ha hui rouanez enn nean, chomet get he berpet !
Reit hu d’ehe sikour enn hou oberieu,
Ha reit konfort d’ehe e holl hou zrebileu.
O deuar a Vreih-izel, o va bro glac’haret !
E pe mor a gloe e oud-de bet tolet ?
Gwech-arall e ouez brao, joeuz, ha leuen ;
Breman e ez mantret, siouah ! ged enn anken !
Ur vanden treitourien hemp fe hag hemp lezen,
E dez de zorblet ha laket peb-eil-benn ;
Lammet hou dez gen-id holl joieu de galon ;
Forbannet eskobed, menec’h ha beleion.
Eskobed, beleion ha menec’h, forbannet ;
Ged el leanezed er vro holl dilezet ;
Tamm oferen bet mui, na tamm sakramanteu,
Hag enn drein e kreskein ebarh hun ilizieu !
Licherieu enn oter, kroez ha kaliz sotret,
Ha get-he ar c’hlehier e pep parrez leret ;
Enn iliz e begin, a he madeu forhet ;
Hag enn armel santel keh Jezuz forbannet ;
Sotret e enn iliz ; leket d’ur marchosi,
Kouls hag enn oter-vraz de ur dol a zibri ;
Er gwir krechenion, enn dud vad e welein,
Hag ar re fall bep le, bep le oc’h ho goanein !
O men Doue, fachet oc’h a-c’hoz d’hun pec’hedeu !
Ni unan zou kiriek de holl hun poenieu ;
Pa vemp fidel d’e-hoc’h, e vec’h fidel d’e-omp,
Pelleit omp-ni doh hoc’h, ha hui bella doh omp,
Enn hou gourdrouz, neoah, leun oc’h a vadeleah,
Hag e-kreih hon anken hui genik d’imp er peah.
True ! men Doue ! true ! ni zou hou pugale,
Deuz enn droug hun ez groet distolet d’imp arze !
D’er roanteleah holl, d’enn iliz glaharet,
Dakoret, men Doue, hou madeleah, abred.
Hou pet true doh omp, o Doue a garante,
Dakoret d’imp er peah, dakoret d’imp er fe.
Pe gourz e vehemp-ni, bugulion ha deved,
Eit hou melein, men Doue, el a-gent, dastumet ?
Pe gourz e tei enn de sehein hun dareu,
Ha de ganein gloer d’hoc’h enn hun ilizieu ?
O de a eurusted ! o de lan a zouzter !
Me sonj a zou gen-id peb heur ha peb amzer.
O Doue a vadeleah hastet enn termen-ze,
Eit ma hellin-me hoah gwelet mem bugale !
Ke, kanen hirvouduz, konfort a me spired,
Ke, ha lar de me fobl, holl me glac’har kalet.
Douget-hi, eled mad, ha leret mad d’e-he,
E ma ha de ha noz holl me sonjeu get-he.
Turhunel, estik-noz, ged enn amzer neue,
E iehet de ganein doh dor mem bugale ;
Ha perak ne hallan neinjal eue gen-hoc’h,
Eit monet, dreist er mor, bed hon bro, avel hoc’h ?
Ah ! groeit aoel em lec’h, kanet a bouiz hou penn :
— Dalc’het mad doh er Fe, dalc’het doh hou lezen !
Ha groeit d’ehe reskont : — Ni zalc’ho doh er Fe !
Kentoc’h meruel mil gwech eid ankoueat hun Doue ! —