Barzhaz Breizh/1846/Al labourerien
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Al Labourerien.
Tostavit holl, Bretoned, da glevet eur gentel :
War buhez al labourer eo bet great n’euz ket pell,
Eur vuhez ha kriz poaniuz ; paouez na deiz na noz !
Hag a ren a galoun-vad, da vont d’ar baradoz.
Al labourer a labour, n’euz fors e pe amzer,
Kouls dindan ar ienien ha dindan ann domder ;
Pa vez erc’h, grizil, kurun, avel, glao, skourn, kazarc’h,
Enn he bark, o labourat, daoubleget, hen gwelfec’h.
Al labourer zo gwisket peurvuia gant lien ;
Na vez ket treset bemdeiz, evel ar vourc’hisien,
He zillad zo truillennet, gand ann douar saotret,
Re ker, a renk he gavout, a skop ouz he welet.
Dishenvel meurbed eo stad ar paourkeaz labourer,
Dishenvel diouc’h stad ann dud pere a chom e ker :
Re-ma ho deuz kik, pesked, ha bara gwenn bepret ;
Al labourer tammou iod, bara seac’h, dour bervet.
Al labourer renk pea, pea e peb amzer,
Pea tellou d’ar roue, peb bloaz, teir pe beder ;
Ha pa renk pea he vestr, ma n’eo prest ann arc’hant,
Foar a reer gand he zanvez ; aman ann nec’hamant !
Da bea c’hoaz en deveuz obidou d’ar person,
Evel ma’z eo ar c’hustum, kement-se zo gwirion ;
Rei ho c’hest d’ar veleien, aluzen d’an beorien ;
Hag, evit na faziint ket, gwir d’he zervicherien.
Al labourer, goude-ze, a vezo tamallet ;
Gand ann dud euz al lezen e vezo piz skarzet ;
Euz he nebeud a vadou e vezo diouret
Hag, he zanvez o vonet, n’euz ger da lavaret.
Ha mar c’hoarv d’ezhan konta he arc’hant a-wechou,
Arc’hant en deuz dastumet gant kemend a boaniou,
C’hoarzin a ra ar geriz oc’h hual anezhan,
Ha, mar geller, he gigner, oc’h ober goab out-han.
Enn divez al labourer, baleet leac’h ma karo,
E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprijo ;
Ha koulskoude, ma teufe da zonjal ann dud-ma :
Diwar breac’h al labourer m’ar bed-holl o veva.
Setu hor buhez, siouaz ! hor buhez kriz meurbed ;
Hor stad a zo truezuz hor stereden kaled ;
Hor stad zo poaniuz meurbed ; paouez na deiz na noz !
Renomp-hi a galoun-vad da vont d’ar baradoz.