Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1846/Gwerz Iann Marek

Eus Wikimammenn
Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 250-256)



XXIV


GWERZ IANN MAREK.


(Ies Kerne-Huel.)


I.


Klevet, Bretoned, me ho ped,
Ar pez zo nevez erruet ;

Zo erruet da Iann Marek
Parrez Nizon, tro Nedelek.

Troc’ho monted, er mintin-ze,
Tal er maner, oamp, er park ne :

— Iann Marek, pelec’h em oc’h bet,
Pa zigoueet ken diveet ?

Pelec’h oc’h-hu bet enn nouz-me,
Da evo sistr dous, enn giz-ze ?

— Tankerru ! bet on enn nouz-me,
Lec’h neuz groet Dou ma mad d’i-me. —

Nag unan all a lare d’han :
— But oc’h-hu un tammik meo, Iann.

— But em euz evet eur podad ;
Tankerru ! hen-nez a oa mad ;

Evel gwin-ar-dan ar gwellon !
Hag en deuz groet vad d’am c’halon ! —

M’oc’h ’ont kuit, a lare Loeiz-kam,
M’oc’h ’ont kuit, Iann baour, iaouank-flamm ! —


Kaer en defa sevel he var,
Stoke e benn gad ann douar.

— Petra rinn ken da jomm ama,
Me ia da glask eunn tamm bara. —

Hag e lare, benn gad ann hent,
’Vont d’er ger lare tre zent :

— Ar sistr douz-ze a oa ker mad !
M’em befe evet dek poudad !


II.


— Ne ket digouet ho tad er ger ?
— Ne ket digouet ; oet da Gemper ;

Da Gemper, pe trezek Aljer,
Hen lare ’n defa c’hoant d’ober. —

Pider zun a oa tremenet,
Ne oa ket c’hoaz er ger digouet ;

Oa ket bet d’ar ger Iann Marek ;
Ken a zeuaz de Nedelek.

De Nedelek, d’ann aberde,
Teuz d’ann ti paotred Sant-Vode.

— Iec’hed-mad d’hoc’h, tud ann ti-ma
’Peuz lien da werzo dre-ma ?

— Neuz tamm mui da werzo ama ;
Gwerzet ’ma bet er blavez-ma. —

Hag he e-mez deuz a Lonch-dall,
Hag he d’er ger enn eur vragal.

Pa oant o vont e-barz ar c’hoad :
— Sell ’ta ’touez ann erc’h roudou ’r c’had !


— Roudoù ’r c’had re-ze ne ma int ket ; 
Roudou louarn ne larann ket. — 

Hag he mont da heul er roudaou ; 
— Chetu ama eunn tok kouz taou ! 

Hag hen gwenn-kann gad ar reo ; 
Tok Iann Marek, a gredann, eo. 

— Ha tok ho tad he-man, Loranz ? 
— Tok ma zad ne ma ket, me chans. — 

Hag he d’ar c’hoad en-dro ho daou, 
Ken defant kavet eur bragou ;

Eur bragou, pelloc’h, kreiz er c’hoad, 
Hag hen roget hag out-han goad ;

— He vragou, re-man, hag he dok ! — 
Ha Loeiz Pilorsi lamme rog. 

(Hag eur vran goz o c’hoagat, 
E beg eur weenn, e korn ar c’hoad.) 

Ha Loeiz da ioual spontet-tre :
— Ma Doue ! chetu ma ame !


III.


Touez an erc’h e oa Iann Marek, 
Hag hen kouet eno war e vek ;

He zaou zorn e pleg ar he benn ; 
Ar he zaoulagad he vleo gwenn. 

Debret e gouf hag he ziou-vron, 
Gad er vleizi, rez he galon ;

Nemed he dal n’en doa damant, 
Abalamour d’ar vadiant.


Tan oa bet er c’hoad ’pad ann nouz ; 
Enn he gichen he c’hroegik kouz, 

Ar he daoulin, enn eur welo ;
Hag he vugale tro-var-dro. 

Bet oant d’he ziwal hed ann nouz : 
Ha maer Nizon dont antronouz ;

Hag ar c’hleuier kouz d’he gerc’het, 
Gad eur gazeg hag eunn arched. 

Hag he zigasaz d’ar vered, 
Heb son ’r c’hleier na belek ’bed, 

Heb son ’r c’hleier na belek ’bed, 
Hag heb kroaz na dour benniget ; 

Hag he dolaz barz ann toull ien, 
Gad he dok gat-han war he benn.

Loeiz Guivar, Loeiz-kam lezanvet
En deveuz ar werz-man savet ;

Savet en deveuz ar werz-man :
Eur gentel vad da bep unan.


————