Barzhaz Breizh/1846/Bleuniou Mae
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Bleunioù Mae.
Neb a wele Jeff ar ann ot,
Drant he lagad, ru he diou chot ;
Neb a wele Jeff er Pardon,
A deue joa enn he galon.
Neb he gwele ar he gwele,
Gant true out hi a wele.
Gand true deuz ar plac’hik klan ;
Ker gwenn evel eul lilien han.
Hi lare d’he mignonezed
War bankig he gwele chouket :
— Mignonezed, ma em c’haret,
Enn han Doue, na welet ked.
C’hui oar a-vad, mervel zo red :
Doue war ar groaz en deuz gret. —
P’az iz dar feunten da vid dour :
Ann estik-noz a gane flour :
— Ma ar miz mae o vont e biou,
Gand ar bleuniou war ar c’hleuniou ;
Euruz eo ann dud iaouank-ze
Hag a varv enn amzer neve !
Evel ar rozen deuz ar brank,
E tisparti ann dud iaouank ;
Re ’nhe a rei arog eiz-te,
E vo roet d’he bleuniou neve ;
Hag int deuz a-greiz, d’ar baroz,
’Vel bivik-doue, deuz ar roz. —
— Jeffik, Jeffik, ne ouzoc’h ked
Pez en deuz ann estik laret :
« Ma ar miz mae o vont e biou,
« Gand ar bleuniou war ar c’hleuniou. »
Ar plac’hik dal m’ e deuz klevet,
He daouarn e kroaz ’deuz laket
— Me laro eunn Ave Maria
Enn ho enor, itron Varia,
Ma plijo gad ho mab Doue,
Da gaout dioun-me true ;
Ma ’z inn, bremaik, da c’hortoz
Va mignonezed er baroz —
Oa ked he Ave achuet
Stoui he fenn hi e deuz gret ;
Stoui he fenn hi e deuz gret,
He daoulagad e deuz sarret.
Neuze oe klevet ann estik,
O kana c’hoaz el liorzik :
« Euruz eo ann dud iaouank-ze
Hag a varv enn amzer-neve !
« Euruz eo ann dud iaouank-ze
A ve roet d’he bleuniou neve ! »