Barzhaz Breizh/1846/Ar Baradoz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Baradoz.
Jezus ! peger braz vo
Plijadur ann eneo,
Pa vint dirak Doue,
Hag enn he garante.
Berr gavann ann amzer,
Hag ar poaniou dister,
O sonjal de ha noz,
E gloar ar baradoz.
Pa zellann enn envo,
Hag entreze va bro,
Nijal di a garenn,
Evel eur goulmik wenn.
Pa vo pred ar maro,
Neuze me gimiado
Ouz ar c’hig ankeniuz,
Enebour da Jezus.
Gand joa e c’hortoann
Ann tremen divezan ;
Hast am euz da welet
Jezus, va gwir bried.
Kerkent ha ma vezo
Torret va chadenno,
M’en em zavo enn er
Evel eunn alc’houeder.
Tremen a rinn al loar
Evit monet d’ar c’hloar
Dreist ann heol, ar stered,
Me a vezo douget.
Pa vinn pell diouz ann douar,
Traonien leun a c’hlac’har,
Neuze me rai eur zell
Ouz va bro Breiz-izel.
Neuze me a laro :
— Kenavo d’id, va bro,
Kenavo, bed doaniuz,
Gand da veac’hiou poaniuz ;
Kenavo paourentez,
Kenavo, goanerez,
Kenavo trubuillo,
Kenavo, pec’hejo !
Pelloc’h ne zonjinn ket
Ardou ann drouk-spered ;
Biken me n’em golo
Goude pred ar maro.
Evel eur vag gollet,
Va c’horf deuz va c’haset
Ama, dre ann avel,
Ar glao har ar riel.
Maro, te ann treizer
A ziger d’in ar ger,
Pa vruzun gand ann her
Va lestr oud he rec’hier. —
Abep-tu pa zellinn,
Kement tra a welinn
A rai d’am daoulagad,
Ha d’am c’halon mil vad :
Perc’her ar baradoz
Digor ouz va gortoz,
Ar zent, ar zentezed,
Tost d’am digemeret.
Me vo digemeret
E palez ann Drinded,
E-kreiz ann enorio
Hag ar meuleudio ;
Hag eno, evit mad
Welinn Doue ann Tad
Gand he vab benniget
Hag ar Spered meulet.
Me a welo Jezus,
Enn eur c’hiz dudiuz,
O lakat war va fenn
Ar gaera kurunen :
— Ho korfou evuruz,
A lavaro Jezus,
Oa tensorio kuzet
Enn douar benniget.
Evel grizio roz-gwenn,
Pe lili pe spern-gwenn,
E kornig eul-liorz,
Ed hoc’h e-kreiz va forz ;
C’houi zo er baradoz
Evel bokedo roz
A zivleun d’ar mare,
Hag a vleun adarre. —
Evit poanio dister
Evit ankenio berr,
Ni vezo peet mad
Gand Doue, hor gwir dad.
Kaer a vezo gwelet
Ar Werc’hez benniget,
Gand daouzek stereden
A ra he c’hurunen.
Gwelet a rimp ouspenn
Gant-ho peb a delen,
Aele hag arc’haele
Holl o veuli Doue ;
Gwelet a raimp-ni c’hoaz
Leun a c’hloar, leun a c’hraz,
Hon tado, hor mammo ;
Hor breudeur, tud hor bro.
Gwerc’hezed a bep oad,
Sentezed a bep stad,
Gragez, intanvezed,
Gand Doue kurunet,
Ann holl eledigo
War ho eskeligo
Ker mignon, ker ru-benn,
A nijo dreist hor penn,
A nijo dreist hor penn,
Evel eunn hed gwenen,
Enn eur parkad bleunio,
Son ha c’houez-vad gant-ho.
Euruzded heb he far !
O sonjal me ho kar ;
C’hui a ro d’in dizoan
E poanio ar bed-man !