Mont d’an endalc’had

Barzhaz Breizh/1846/Ann ifern

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout An Ifern.

Franck, 1846  (Levrenn 1 Levrenn 2, p. 456-458)



VI


ANN IFERN.


(Ies Leon.)


Diskennomp holl, kristenien, enn ifern da welet
Ar wanerez estlammuz euz ann eneou daonet
Pe re zo dre wir Doue dalc’het e-barz ann tan,
O veza gret gwall zispign euz he c’hraz er bed-man.

Ann ifern zo eunn toulldon leun a devalijen,
Elec’h ne weler morse bihana sklerijen,
Ann noriou zo bet sarret ha prennet gand Doue,
Ha n’ho digoro biken ; kollet eo ann alc’houe !

Eur forn c’horet er bed-ma n’ed eo nemed moged,
E-kever tan ann ifern, tan eneou daonet,
Gwell e ve devi enn hi ac’han da fin ar bed ;
Eget beza enn ifern e-pad eunn heur gwanet.

Iudal reont a-boez penn, evel chaz kounnaret ;
Ne ouzont pelec’h tec’het, peb-lec’h ez-int losket ;
Ann tan zo war ho gorre, ann tan zo dindan ho,
Ann tan zo a bep kostez hag ho devo ato.

Ar mab a lamm gand he dad, hag ar verc’h gand he mamm,
Ho stlnjo, gand mil malloz, dre ho bleo, kreiz ar flamm.
— Malloz d’hoc’h grek diaket, hag hoc’h euz hon ganet ;
Malloz d’hoc’h, tra didalvez, kiriok oc’h omp daonet ! —


Ho magadurez a vo da viken gand Satan
Kaezour ann dragoned, etouez ar gwaziou tan ;
Hag ho evach, ho daelou, hag a vezo mesket
Gand mil ha mil seurt viltanz ha goad ann touseged.

Ha kignet vo ho c’hroc’hen, hag ho c’hik difreuzet,
Gand beg ann aered-wiber, kouls ha dend ann diaouled,
Hag enn tan a vo ruillet ho c’hig hag ho eskern,
Evit ma tevo kreoc’h forn vraz euz ann ifern.

Goude ma vezint losket eur boutadig enn tan,
E vint tolet enn eul lenn leun a skorn gand Satan,
Ha deuz al lenn barz ann tan arre vint didolet
Ha deuz ann tan barz ann dour, ’vel al loc’h-houarn goeliet.
 
Neuze teuint da wela, da wela gand enkrez :
— Ho ped ouz omp, ma Doue, ho ped ouz omp truez. —
Hogen enn aner welint ; rag ’tra bado Doue
E pado ho ankeniou hag ho enkrez ive !

Ken ter a vezo ann tan ho rosto enn ifern,
Ma teui ar mel da virvi, penn-da-benn ’nn ho eskern,
Seul-vui c’houlennint true, seul-vui e vint gwanet ;
Kaer ho devezo iudal, losket e vint bepret.

Ann tan-ze a zo c’houezet dre vuanegez Doue,
Ha halfe ked hen laza evel pa ma garfe ;
Biken na dolo moged, ha biken na devo,
Heb ehana d’ho leski biken n’ho diskarro.


————



\score {
  \version "2.18.2"
  \relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \override Rest #'style = #'classical
    \autoBeamOff
    \time 6/8
    \partial 8*1
    a'8 a4 a8 f([ g]) bes | a4. g8([ f]) a | \break
    g([ f]) f g4 a8 | a4. r4 a8 | a4 a8 g([ a]) bes | \break
    a4. g8([ f]) a | g([ f]) f g4 a8 | \break
    a4. r4 d,8 | f4 g8 a([ g]) bes | a4. g8([ f]) bes | \break
    g4 a8 g4 f8 | e4. r4 d8 | f4 g8 a([ g]) g | \break
    a4. g8([ f]) g | g([ a]) g f4 e8 | d4. r4 \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    Dis -- ken -- nomp holl, kris -- te -- nien, enn
    i -- fern da we -- let Ar wa -- ne -- rez es -- tlam -- muz euz
    ann e -- neou dao -- net Pe -- re zo dre wir Dou -- e dal --
    c’het e -- barz ann tan, O ve -- za gret gwall --
    zis -- pign euz he c’hraz er bed -- man.
  }
  \layout { line-width = #123 }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
    }
  }
}
\header { tagline = ##f }