Barzhaz Breizh/1846/Ar-re unaned
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar Re Unanet.
Tro mare ar c’huz-heol, oe klevet trouz neihour,
Trouz eur vag a oe klevet o tonet gand ann dour,
Ha strap, ha son ann drompill hag ann tabolinou,
Ken a zone ar c’herreg war lein ar meneiou.
Ha me monet da welet ; ha ne weliz netra
Nemet Marc’haid ar gerc’heiz, pao-kamm, o pesketa :
— Marc’haid, Marc’haidik, te nij huel ha pell ;
Petra neve zo digouet e-barz e Breiz-izel ?
— Netra neve zo digouet e-barz e Breiz-izel,
Nemed e tri c’horn ar vro zo strafill ha brezel,
Savet ann holl Vretoned, plouiziz ha noblanz,
Ha na vo fin d’ar brezel ma na gav ann dud chans. —
Neb ho gwele dastumet da vont d'ann harzou Breiz,
E tachen Kergrist-Moelou, diriou fask, tarz-ann-deiz,
Peb arkebut war ho skoa, peb bleun ru euz ho zok,
Peb kleze euz ho c’hoste, banniel ar feiz a-rok.
Ha-pa oant o vonet kuit hi zo eet d’ann iliz
Evit kimiada sant Per kouls hag ann otrou Krist :
Hag o tont euz ann iliz ’nem stouont er vered ;
— Arsa ’ta, Kerne-huel, chetu ho soudarded !
Chetu soudarded ar vro, soudarded unanet
Evid difenn ar gwir feiz rag ann Hugenoded,
Evid difenn Breiz-izel rak bro-Zoz ha Bro-C’hall,
Kemend a wast hor bro-ni, gwas eged ann tangwall. —
Hag o tont euz ar vered eleiz a c’houlenne :
— Men a gefimp mezer ru d’en emgroaza breme ? —
Ken a droc’haz kalonek potr maner Kergourtez ;
— Kemeret skouer digan-in hag e viot kroazet ez ! —
Ne oa ked he gomz gant han, he gomz achuet mad,
Oa toullet gwien he vrec’h ken a strinkaz ar goad,
Ha war dal he borpant wenn eur groaz ru a oa gret,
Hag abarz nemeur amzer ho holl e oant kroazet.
Pa oant e kichen Kallak o vonet gand ann hent,
E klevjont kleier Duhot o son ann offern bred :
Hag hi distroi war ho c’hiz enn eur laret ’nn eur vouez :
— Kenavo kleier Mari ! kenavo kleier kez !
Kenavo ’ta, kenavo, kleier kristeniet !
Aliez enn deziou-lid ni hon euz ho prallet !
Ra blijo gand ann Otrou, hag ar Werc’hez santel,
Ma ho prallefimp-ni c’hoaz pa vo fin d’ar brezel !
Kenavo bannielou sakr pere hon euz douget,
Oc’h ober tro ann iliz, e pardon Sant-Servet ;
Ra vimp ker goest da zifenn hor bro hag ar gwir feiz
Hag em omp bet d’ho terc’hel war ann dachen, enn deiz !
Ra hijo Doue ar reo ! ra vo goenvet ann ed,
Goenvet e douar ar Gall trubard d’ar Vretoned !
Ra ganomp-ni da viken, enn eur vouez, potred Breiz :
— « Biken ! biken n’embaro ann oenar hag ar bleiz. » —
Ar ganaouen-ma zo gret aboe ’m omp eet enn hent,
Ebarz ar bloa mil pemp kant daouzek ha poar ugent ;
Gret gand eur c’houer iaouank, war eunn ton da gano,
Kanet-hi, potred Kerne, da laouennat ar vro.