Barnedigez ha Merzerinti Sant Tarac, Sant Prob ha Sant Andronic
Sant Prob ha Sant Andronic.
En amzer ar verzerien, er penn kenta euz an Iliz, pa veze caset ar gristenien dirag ar varnerien, e veze great goulennou outho, ha neuze e veze eno notered pe scrifagnerien hag a lakea dre scrit ar goulennou-ze hag ar responchou a rea ar verzerien. Ar gristenien a glaske caout ar paperiou-ze evit ho miret, hag en em greaat ho unan oc’h ho lenn. Kementse a c’halvet Actou ar verzerien, hag avechou ar gristenien a bae ker ar scrifagnerien evit caout digantho an actou-ze pe eur c’hopi difazi anezho.
Hogen gant an amzer ar scridou-ze zo bet collet pe berreat calz anezho. Nebeut a zo deut beteg enhomp en ho fez. Actou an tri zant-ma a zo unan euz ar re zo deut beteg hon amzer evel ma voant bet scrifet deiz ho barnedigez ; setu perag e sonjan ho lacat e brezoneg. E Buez ar Zænt a zo etre daouarn an dud divar ar meaz, e veler ive, evit guir, e buez hiniennou euz ar verzerien, unan bennag euz ar goulennou great outho ; mes ne deus nemet eur gerig en eur dremen. Ama avad e velint eur varnedigez penn da benn. Deski a raint pebez stourmad o devoue lod euz ar gristenien calonek-ze da zouten araok beza laket d’ar maro.
An tri zant-ma a rentas gloar d’an hano a Zoue hag a c’hounezaz ar gurunen epad ma edo Dioclesian o persecuti ar gristenien. Ho merzerinti, ervez a greder, a zigouezaz er bloas 304, en amzer ma reat muia brezel d’an hano christen.
An teir loden genta euz a actou ar zænt-ma a voue scrifet e Tars, e Mopsuest, e Anazarb, keriou euz ar Silisi eleac’h ma voue barnet hor merzerien. Tennet int divar gaierou al lez-varn ; ar gristenien ho frenas daou c’hant diner digant an Notered. Ar bederved loden zo bet scrifet gant tri gristen hanvet Marc, Felix ha Verus. Ho unan o doa guelet ar pez a scrifent, ha samma a rejont dre gus corfou ar verzerien santel evit ho bezia, hag ho zonch oa chom da echui ho buez el leac’h ma o devoa gorroet an tenzor presius-ze, ha goulen ma vijent beziet ho unan er memes leac’h pa deuje Doue d’ho gervel.
Tarac, Prob hag Andronic ne voant nag euz ar memez oad nag euz ar memes bro. Tarac a ioa he dud euz a Rom, evithan da veza ganet en Isauri. Bet oa en armeou an impalaer, mes en era dennet oa ac’hano gant aoun na vije great dezhan ober eun dra bennag a enep he goustians. Pa voue croget enhan en doa pemp bloaz ha triugent.
Prob a ioa ginnidig a Bamfili. Dilezet en doa madou braz, evit gallout servicha Jesus-Christ distak dioc’h pep tra. Andronic, ar iaouanca anezho ho zri, a ioa he dud etouez ar re genta euz a gær Efez. Ho zri e vouent prizoniet e Pompeïopolis, ha caset dirag ar gouarner Numerien Maxim, pa en em gavaz er gær-ze. Ar gouarner a c’hourc’hemennaz ho c’has da Dars, da belec’h e tlie mont he unan.
Pa zigouezaz e Tars, ar c’hantdener Demetrius a gasaz an tri gristen dirazhan, en eur lavaret e voa ar re-ze ar re en doa guelet dija e Pompeïpolis, hag a ioa tamallet da heuilla relijion fall ar gristenien, ha da vancout da zenti oc’h an impalaeret.
Maxim a gomzas da genta oc’h Tarac hag a c’houlennaz outhan he hano.
— Christen oun, eme ar merzer.
Maxim. — Na goms ket din eus da relijion dizuch, mes lavar din da hano.
Tarac. — Christen oun.
Maxim. — Scoit ganthan var he c’hinou, evit deski dezhan ne responto ket eun dra eleac’h eun all.
Tarac goude beza bet eur javedad : Va guir hano eo a lavaran deoc’h. Mar fell deoc’h gouzout an hini am eus bet digant va c’herent, eo Tarac a rer ac’hanon ; pa edon dindan an armou, em galvet Victor.
Maxim. — Pe seurt micher ac’h euz ; a be vro out ?
Tarac. — Va c’herent zo romaned ; mes ganet oun e Claudiopolis, en Isauri, Soudard oan dre vicher, mes dilezet em euz ar vicher evit miret va relijion.
Maxim. — N’oas ket din da veza soudard abalamour d’as relijion fall ; mes penaoz ec’h eus-te kuiteet an arme ?
Tarac. — Goulennet em eus va discark digant Publion va c’habiten, hag en deuz he roet din.
Maxim. — Er guel eus da vleo guenn me rai dit caout grad vad ha mignoniach an impalaer, mar kerez senti oc’h he c’hourc’hemennou. Deus da sacrifia d’an Doueou evel ma ra an impalaered ho unan.
Tarac. — An impalaered a zo tromplet gant an drouksperejou, pa gemeront perz e sacrifisou evelse.
Maxim. — Torrit dezhan he javedou evit beza lavaret ez eo tromplet an impalaered.
Tarac. — Ia, hel lavaret a ran c’hoas, tud int, hag evel tud ez int tromplet.
Maxim. — Deus da sacrifia dan Doueou, ha les da follentez.
Tarac. — Ne c’hellan ket trei kein da lezen Doue.
Maxim. — N’eus ken lezen, reuzeudik zo ac’hanout, nemet an hini a heuillomp-ni.
Tarac. — Eun all a zo, ha c’hui he zor oc’h adori labour ho taouarn, skeudennou coad ha mein.
Maxim. — Scoit ganthan var he vizach evit cas he follentez diouthan.
Tarac. — Ar pez a c’halvit follentez eo silvidigez va ene, ha biken n’he dilezin.
Maxim. — Me rai dit he dilezel brao, me as contragno da veza fur.
Tarac. — Grit a gerot gant va c’horf ; ema etre ho taouarn.
Maxim. — Diviskit-hen, ha scoit varnhan gant guial !
Tarac, epad, ma her scoet. — Brema em rentit e guirionez fur. An taoliou a lakit da rei din a ro din ners ; creski a reont va fizians e Doue hag e Jesus-Christ.
Maxim. — Penauz e c’hellez-te nac’he ve Doueou, p’eo guir e leverez da unan e servichez daou Zoue ? Ha ne c’heus-te ket roet an hano a Zoue da unan bennag hag a c’halvez Christ ?
Tarac. — Ia, rag hennez eo map an Doue beo, esperans ar gristenien, silvidigez kement hini a c’houzanv dre garantez evithan.
Maxim. — Les an diotach-ze ha deus da sacrifia.
Tarac. — Ne d’oun ket ar pez a zonjit. Pemp bloaz ha triugent am eus ; savet oun bet er virionez, ha ne c’hellan ket trei kein dezhi.
Ar c’hantdener Demetrius, oc’h ober neus da gaout truez oc’h merzer, a lavaras :
— Truez am euz ouzit ; heuil va ali ha savete da vuez en eur sacrifia.
Tarac. — Dalc’h da ali evidout da unan, ministr Satan.
Maxim. — Liamit anezhan gant chadennou teo, ha casit-hen d’ar prison.
Ar c’hantdener a zigasaz an eil cosa euz an tri merzer, ha Maxim a choulennaz outhan :
— Pe hano ac’h eus ?
Prob. — Va c’henta, va henorapla hano eo Christen, mes er bed em galver Prob.
Maxim. — A be vro out ? a be lignez ?
Prob. — Va zad a ioa euz an Thras, euz a douez ar bobl oun savet ; ganet oun e Sid, e Pamphili, hag ec’h heuillan al lezen gristen.
Maxim. — Da hano ne dalvezo dit da netra. Cred ac’hanon, deus da sacrifia d’an Doueou, hag e pezo va mignoniach ha grad vad an impalaered.
Prob. — Kementse oll ne dal ket dinme eur billen. Me am oa danvez a zoare hag am euz ho dilezet evit servicha an Doue beo, dre Jesus-Christ.
Maxim. — Tennit he zillad diganthan ; lakit dezhan eur c’houriz ; astennit-hen ha scoit varnezhan gant calkennou ejen.
Epad ma scoet evelse var ar merzer, ar c’hantener Demetrius a lavaras dehan :
— Bez truez ouzit da unan, va mignon ; guel an douar goloet gant da c’hoad.
Prob. — Grit ar pez a gerot eus va c’horf ; ho tourmanchou a zo evidonme eul louzou a c’hoez mad an dudiusa.
Maxim. — N’euz louzou ebet eta oc’h da follentez ? Petra a c’hellez-te da esperout ?
Prob. — Furoc’h oun egedoc’h-hu, rak ne adoran ket au drouk-sperejou.
Maxim. — Troit anezhan, ha scoit ganthan var he gof.
Prob. — Aotrou, va Doue, sicourit ho servicher.
Maxim. — Goulennit diganthan, epad ma her scoit, peleac’h ema he zifennour ?
Prob. — Va difen a ra, hag e raio ; ha ken nebeut a fors a ran euz ho tourmanchou, ma na rin biken ar pez a c’houlennit.
Maxim. — Guel, reuzeudik, da gorf dispennet, hag an douar goloet oll gant da c’hoad.
Prob. — Seulvui e c’houzanv va c’horf evit Jesus-Christ, seul vui e teu nerz ha buez em ene.
Maxim. — Chadennit dezhan he dreid hag he zaouarn ; lakit-hen er c’hefiou ha grit d’he zivesker rampla beteg ar pevare toull, ha na lezit den da vont da louzaoui he c’houliou.
Pa voue digaset an trede euz ar verzerien santel dirag ar barner, Maxim a lavaras dezhan :
— Pe hano ac’h eus ?
Andronic. — Va guir hano eo christen, hag an hini oar boas da rei din etouez an dud eo Andronic.
Maxim. — A be lignez out ?
Andronic. — Va zad a zo unan euz ar re genta e kær Efez.
Maxim. — Ador an Doueou, ha sent oc’h an impalaered a zo hon tadou hag hor mistri.
Andronic. — An drouk-speret eo ho tad, pa rit he oberou.
Maxim. — Den iaouang, ober a rez da botr mad ; ha gout a rez-te em eus tourmanchou e pourchas ?
Andronic. — Me a zo e pourchas evit kement a c’hell digouezout ganhen.
Maxim. — Diviskit-hen, lakit dezhan eur c’houriz, hag astennit anezhan var ar marc’h-coat.
Neuze ar c’hantener Demetriuz a lavaras d’ar merzer :
— Sent, va mignon, abars ma vo dispennet da gorf.
Andronic. — Guell eo ganhen guelet va c’horf a damou, eget coll va ene.
Maxim. — Deus da sacrifia, pe me da gondaono da eur maro cris.
Andronic. — N’em eus ket sacrifiet d’an drouk-sperejou, zoken em bugaleach, ha n’en em lakin ket hirio d’hen ober.
Athanaas, ofiser euz an arme, a lavar da Andronic :
— Me zo coz avoalc’h evit beza da dad, hag am eus guir da rei aliou dit: Sent oc’h ar gouarner.
Andronic. — Eun ali caer a roit din ! Sacrifia d’an drouk-sperejou !
Maxim. — Reuzeudik, ni velo ha te ne ri van evit tourmanchou. Pa ho zanti, marteze e lezi da follentez.
Andronic. — Ar follentez-ze a zo talvoudeg evidomp, evidompni a zo hor fizians e Jesus-Christ. Furnez ar bed a gas d’ar maro eternel.
Maxim. — Tourmantit anezhan kena, kena…
Andronic. — N’em eus great droug ebet, ha gouscoude em zourmantit evel pa venn eur muntrer. Ne c’houzanvan nemet abalamour ma c’hadoran ar guir Doue, an hini epken a dle beza adoret.
Maxim. — Ma pije bet eun tam devosion bennag, e pije adoret an Doueou a ador hon impalaered gant kement a zoujans.
Andronic. — Disprijout ar guir Doue e ve he zilezel evit adori keur me marbr.
Maxim. — Divez avoalc’h out evit lavaret o deuz an impalaered disprijans evit Doue ! Tourmantit anezhan c’hoas goasoc’h ; broudit dezhan he gostezion.
Andronic. — Emaoun etre ho taouarn ; mestr oc’h d’am c’horf.
Maxim. — Lakit c’hoalen oc’h he c’houliou, ha frotit he gosteziou gant tamou teol torret.
Andronic. — Ho tourmanchou o deus roet d’am c’horf eur guir frescadurez.
Maxim. — Me rai dit mervel dre eur maro hag a vezo pell o tont.
Andronic. — Ho courdrouzou ne reont ket a aoun din ; va c’hourach a zo trec’h da gement tourmant a oufe ho crueldet da ivanti.
Maxim. — Chadennit dezhan he dreit hag he c’houzoug, ha dalc’hit-hen striz en eur prizon tenval.
Setu ar c’henta goulennou a voue great oc’h ar verzerien santel e Tars. Neuze e vouent caset da gær Mopsuest eleac’h ma ouent digaset adarre dirag al lezvarn.
Flavius Clemens Numerian Maxim, o veza azezet var he dribunal, a lavaras d’ar c’hantener Demetrius : Digasit ama an dud dizuch-ze a heul Relijion ar gristenien.
— Emaint ama, Aotrou, eme ar c’hantener.
Neuze Maxim a lavaras da Darac :
— Evit calz e respeter ar gosni, abalamour gant an oad e teu ive dezho skiant ha furnez. Mar ec’h eus tennet frouez euz an amzer am eus lezet ganhez, e pezo me voar vad, chenchet santimant. Evit guelet ha guir eo kementse e c’hourc’hemennan dit brema sacrifia d’an Doueou ; o senti e veriti istim da vistri.
Tarac. — Christen oun, ha plijet gant Doue e teufac’h, c’hui hag an impalaered da lezel ho tallentez ha d’en em drei oc’h ar virionez a gas d’ar vuez !
Maxim. — Scoit gant eur mean var he zivoc’h, ha grit dezhan dilezel he follentez.
Tarac. — Ar follentez ze a zo eur guir furnez.
Maxim. — Setu da oll dent torret, reuzeudik ; es pe truez ouzit da unan, deus da gaout an aoter da sacrifia d’an Doueou, evit espern dit da unan tourmanchou c’hoas crisoc’h.
Tarac. — Ha pa lacafac’h va c’horf a damou, morse ne reot din chench creden, rak Jesus-Christ eo a ro din ners da veza trec’h deoc’h.
Maxim. — Me vouezo da barea dioc’h da follentez. Digasit glaou ruz ; astennit he zaouarn dezhan azioc’h an tan ken na vezint devet.
Tarac. — N’em eus ket aoun rag an tan-ma ; he nerz a dremen buan ; rag an tan eternel avad em euz aoun.
Maxim. — Guel da zaouarn devet oll ; netra eta ne c’hello ober dit beza fur ; deus da sacrifia.
Tarac. — Mar oc’h eus tourmanchou all e c’hellit ho implija ; esper am euz e vezin trec’h dezho oll.
Maxim. — Stagit-hen a istribil a bouez he dreid, ha lakit he benn a zioc’h moget teo.
Tarac. — Goude ma em eus gouzanvet an tan, penauz e c’helfen-me caout aoun rag ar moged ?
Maxim. — Skuillit guinegr ha c’hoalen en he zifron.
Tarac. — Ho kuinegr a zo dous evidon, hag ho c’hoalen a gavan goular.
Maxim. — Meskit moutard gant ar guinegr, ha tolit-hen en he zifron.
Tarac. — Ho ministred o deuz ho tromplet : mel eo o deus roet din, ne ket moutard.
Maxim. — Avoalc’h evit brema ; me a gavo tourmanchou nevez evit ober dit lezel da follentez.
Tarac. — Va c’haout a reot ato prest da c’houzanv ho tourmanchou.
Maxim. — Casit-hen d’ar prison, ha digasit eun all din. Prob a voue digaset, ha Maxim a lavaras dezhan :
— Sonjet mad ec’h eus-te brema ? ha prest out-te da zacrifia d’an Doueou evel ma ra an impalaered ?
Prob. — Dont a ran dirazoc’h gant eun ners nevez. An tourmanchou am eus gouzanvet n’o deus great nemet caledi va c’horf ; va ene zo creoc’h evit biscoas ; her guelet a reot mar kirit. Bez’em euz en Env eun Doue beo a zervichan hag a adoran ; ne anavezan hini all ebet.
Maxim. — Petra, reuzeudik, hon Doueou-ni n’int ket beo ?
Prob. — Ha kemeret a c’heller evit traou beo skeudennou mein ha coad, great gant daouarn tud ? Ne ouzoc’h ket petra a rit pa zacrifiit dezho.
Maxim. — Den divez ma zout, deus da viana da zacrifia d’an doue bras Jupiter ; ne c’houlennin ken diganez.
Prob. — Penaoz e c’hellit-hu rei an hano a Zoue d’an hini zo en em zaotret dre an torfejou ar re vrasa hag ar re vezusa ?
Maxim. — Scoit var he c’hinou gant eur mean, evit miret outhan da vlasfemi.
Prob. — Perak va skei evelen ? N’em eus lavaret euz a Jupiter nemet ar pez a c’hoar ar re hen ador ; n’em eus lavaret nemet ar virionez ; me ho kemer oc’h unan da dest.
Maxim. — Lakit an houarn rus dezhan var he dreid.
Prob. — Ho tan n’en deus ket a domder, da viana ne zantan ket he ners.
Maxim. — Astennit-hen var ar marc’h coat, ha scoit var he gein gant lerennou ken na vezo kignet he ziouscoas.
Prob. — Kement a rit a zo evel netra ; claskit eun tourmant nevez bennag hag e velot gallout an Doue a zo enhon hag a ro ners din.
Maxim. — Touzit he vleo ha goloit he benn gant glaou tan.
Prob. — Devet oc’h eus va fenn ha va zreid ; guelet a rit e choman gouscoude fidel d’am Doue hag e tisprijan ho tourmanchou. Va Doue am saveteo ; ho toueou avad ne c’hellont nemet coll ar re ho ador.
Maxim. — Ne velez ket-ta ar re ho ador ama en dro din, henoret gant ar re vad ha gant an impalaered ? Fae a reont oc’h da velet, te ha da gompagnuned.
Prob. — Credit ac’hanon, ma n’o deus ket a geus d’ar pez a reont ez aint oll da goll, rag a enep ar vouez euz ho c’houstians, ec’h adoront idolou.
Maxim. — Scoit ganthan var he vizach evit deski dezhan lavaret an Doueou ha ne ket Doue.
Prob. — Disleal oc’h oc’h va skei hag o tispen din va bizach pa lavaran ar virionez.
Maxim. — Me lacai troc’ha da deot dit ive, evit miret ouzit da vlasfemi, hag ober dit senti.
Prob. — Ouspen an teod-ma, em euz eun all diabarz enhon ha ne varvo morse, ha var an teod-ze n’oc’h eus gallout ebet.
Maxim. — Casit hema d’ar prizon ha digasit din an trede.
Pa voa digaset Andronic, Maxim a lavaras dezhan :
— Da gompagnonet ne felle ket dezho senti da genta, hag eo bet red ho zourmanti evit dont abenn anezho. Abarz ar fin o deus sentet, hag int bet recompanset mad evit ho zentidigez. Ma ne fell ket dit beza tourmantet eveldo, deus dioc’htu da zacrifia d’an Doueou, hag e vezi henoret gant hor prinset. Mar kendalc’hez da veza pennok, me hen tou dre an Doueou ne varvont ket ha dre an impalaered ne c’hell den ho zrec’hi, e veli petra a goust va lacat e counnar.
Andronic. — Perak clask va zrompla dre ho keier ? Va mignonet n’o deus ket nac’het ar guir Doue, ha pa o defe great, evidonme ne gometin biken eun hevelep torfet. An Doue a adoran en deus roet din an armou euz ar feiz. Jesus-Christ eo va Zalver ha va ners, hag evelse ne zoujan nag ho callout, nag hini ho mistri, nag hini ho toueou. Ober a c’hellit an amprou a gementse, oc’h ober din gouzanv an tourmanchou ar re grisa a gavot.
Maxim. — Stagit-hen oc’h peuliou, ha scoit varnezhan gant calkennou ejen.
Andronic. — N’eus netra a nevez nag a zispar en tourmant-ze.
Athanaaz a lavaras d’ar merzer :
— Ho corf ne deo nemet eur gouli adaleg ar penn beteg an troad, hag e cavit ne deo netra an dra-ze ?
Andronic. — Ar re a gar an Doue beo a gemer an dra-ze evit netra.
Maxim. — Frotit c’hoalen dezhan oc’h he gein.
Andronic. — Gourc’hemennit, me ho ped, ma vezin sallet ferm ; suroc’h e vezin da chom ep breina ha da c’hallout gouzanv ho tourmanchou.
Maxim. Troit-hen, ha scoit var he gof, evit digeri he c’houliou kenta.
Andronic. — Guelet oc’h eus, pa zoun digaset dirazoc’h, e voa pareet tre ar gouliou a ioa bet great din ar vech all. An hini en deus va fareet a c’hell va farea c’hoas.
Maxim da c’hardou ar prizon : Trubardet ma zoc’h, n’em oa-me ket difennet grons lezel den ebet da vont d’he gaout na da louzaoui he c’houliou ?
Ar Solier Pegas. — Me hen tou dre ho prasder, n’eus bet den var he dro, den n’en deus louzaouet he c’houliou. Dalc’het eo bet chadennet er c’horn pella euz ar prizon. Ma ne ket guir ar pez a lavaran, setu ama va fenn, me euteur coll va buez.
Maxim. — Penaos-ta brema n’eus na cleizen na roud ebet euz he c’houliou ?
Ar Solier. — Me ne ouzon ket penauz eo bet pareet.
Andronic. — Dall ma zoc’h, ne ouzoc’h ket ar medesin en deus va fareet a zo ker gallouduz evel ma zeo mad ha carantezus ? N’hen anavezit ket. Parea a ra, ne ket o lacat louzou, mes dre he gomz epken. Petra bennag ma chom en Env, ema gouscoude e pep leac’h. Hogen eur vech c’hoas, n’hen anavezit ket.
Maxim. — Ar c’homzou didalvez-ze ne raint vad ebet dit ; deus da zacrifia, pe ema great ganhez.
Andronic. — Ne c’hellan rei nemet ar memes respont ; n’oun ket eur bugel evit beza touellet oc’h va gourdous pe oc’h ober stad ac’hanon.
Maxim. — Na laca ket en da benn e vezi trec’h din-me.
Andronic. — Morse ho courdrouzou ne deuint abenn ac’hanon.
Maxim. — Me hen talvezo dit evit beza great fae var va gallout.
Andronic. — Ne vezo ket lavaret ken nebeut e vezo bet ho callout trec’h da hini Jesus-Christ.
Maxim. — Pourchasit tourmanchou nevez abenn kenta guech ma teuin d’am zribunal. Da c’hortos, chadennit mad anezhan, lakit-hen en toull dindan an douar, ha na lezit den da vont d’he velet.
E kær Anazarb eo e voue caset ar verzerien santel evit an trede guech dirag al lezvarn. Tarac, galvet da genta, a respontas ato gant ar memes ners calon. Ar maro, emezhan, a lakai eun termen d’ar brezel a rer din, hag a zigoro din dor an eurusdet. Seul hirroc’h ma pad va zourmanchou, seul vrasoc’h e veza va recompans.
Maxim o veza great he staga oc’h ar marc’h-coat, e lavaras dezhan ; Bez’e c’helfen goulen ma ve heuillet em c’henver lezen Dioklesian, pehini a zifen oc’h ar varnerien lacat ar zoudardet var ar marc’h-coat ; hogen ne fell ket din goulen ar privilach-ze evidon, ne ket lavaret a rafac’h eo falgaloni a ran.
Maxim. — Esper ac’h eus me voar vad da veza balzamet goude da varo gant ar merc’hed christen ; mes me a vouezo brao miret oc’h kementse.
Tarac. — Ober a c’hellit ar pez a blijo ganeoc’h eus va c’horf, hag epad va buez, ha goude va maro.
Maxim. — Rogit dezhan he vizach, ha troc’hit dezan he vuzellou.
Tarac. — O regi hag o tispen va bizach, oc’h eus roet eur genet nevez d’am ene. Creeat gant carantez Doue, n’em euz aoun ebet rag oc’h oll dourmanchou.
Maxim. — Lakit beriou rùs dezhan oc’h he zivron, ha troc’hit dezan he ziscouarn.
Tarac. — Va c’halon ne vezo ket nebeutoc’h eveziant oc’h coms Doue.
Maxim. — Diframmit ar c’hroc’hen divar he benn, ha goloit hen gant glaou tan.
Tarac. — Ha pa lacafac’h discroc’henna va c’horf oll, ne deuot ket abenn d’am distaga dioc’h va Doue.
Maxim. — Rusiit ar beriou c’hoas muioc’h eget ar vech kenta ha lakit anezho dezhan oc’h he gosteziou.
Tarac. — O Doue euz an Env, taolit eur zell varnhon, ha bezit va barner !
Maxim a reaz he gas adarre d’ar prizon, rag he espern a rea evit ar c’hoariou a dlie beza antronos. Neuze e lakeas digas Prob dirazhan.
Pa voa digoezet hema, ar gouarner hen aliaz adarre da zont da zacrifia. Mes evel ar merzer ne rea van evit an aliou-ze, e lakeaz he liana hag he zevel a istribil a bouez he dreit ; neuze e voue laket beriou rus glaou dezan oc’h he gosteziou hag oc’h he gein.
Prob. — Va c’horf a zo en ho callout. Plijet gant Doue an Env hag an douar sellet oc’h va fasianted hag oc’h an humilite eus va c’halon.
Maxim. — An Doue ma en em erbedez outhan en deuz he unan da laket etre va daouarn.
Prob. — Caret a ra an dud.
Maxim. — Digorit dezan he c’hinou, ha lakit enhan guin ha kik bet kinniget d’an doueou.
Prob. — O va Doue, guelit petra a rer din dre ners, ha bezit va barner.
Maxim. — Guelloc’h eo bet ganez gouzanv mil dourmant eget sacrifia, ha gouscoude setu te kemeret pers ganez en hor sacrifisou.
Prob. — N’oc’h eus ket izom d’en em fougeal euz ar pez oc’h eus great din ober a enep va bolontez.
Maxim. — N’eus fors, great ec’h eus ; promet din her gri a volontez vad, ha me da lezo e frankis.
Prob. — Gouezit ervad ha pa rafac’h lakat dre ners din em ginou kement zo bet kinniget var hoc’h aoteriou milliget, ne venn ket saotret evit kementse. Doue zo test euz ar pez a rer din.
Maxim. — Lakit beriou da ruzia, ha devit dezhan he zivesker. Ahanta, Prob, n’eus ket eur c’horn en da gorf ha n’en defe bet he dourmant, hag e kendalc’hez ato en da follentez ? Reuzeudik, petra a c’hellez-te esperout ?
Prob. — Va c’horf am eus lezet etre ho taouarn evit savetei va ene.
Maxim. — Lakit tachou lem da ruzia, hat oullit dezhan he zaouarn gantho.
Prob. — Me ho trugareca, o va zalver, abalamour ma oc’h eus va c’havet din da gaout perz on ho poaniou.
Maxim. — Seulvui a dourmanchou a c’houzanvez, seul diskiantoc’h e teuez !
Prob. — Plijet gant Doue ne vijac’h ket scoet gant eun hevelep dallentez.
Maxim. — Ne c’hellez mui en em servichout euz a nicun eus da izili, hag en em glemez c’hoaz abalamour n’eus ket great dit coll ar guelet ? Broudit he zaoulagad dezhan, nebeut ha neubeut avad, bete ma o pezo toullet map he lagad.
Prob. — Setu me brema dall ; lamet oc’h eus diganhen daoulagad va c’horf, mes ne c’hellit ket lamet diganhen daoulagad va ene.
Maxim. — Hag e tisputez c’hoas ? sonch-ta ezout condaonet da eun dallentez hag a bado ato.
Prob. — Mac’h anavesjac’h dallentez hoc’h ene, en em gafchac’h reuzeudicoc’h egedon-me.
Maxim. — Da gorf ne dal ket dit hirroc’h eget he gorf da eun den maro, hag e comzez c’hoas ?
Prob. — Keit ha ma vezo eun tamik tomder, eun tamik buez er pezoc’h eus lezet ganhen eus va c’horf, ne eanin da gomz eus va Doue, ne eanin d’he vennigen ha d’he veuli.
Maxim. — Petra, sonjal a ra dit e chomi beo varlerc’h an tourmanchou-ma ? Ha sot avoalc’h out-te evit credi e lezin ac’hanout da denna da halan eur momet epken ?
Prob. — Eur maro criz eo kement a c’hortozan diganeoc’h ; ha ne c’houlennan nemet enn dra digant an aotrou Doue, ar c’hras da genderc’hel beteg ar maro da renta gloar d’he hano santel.
Maxim. — Me as lezo da langisa keit ha ma virit beza lezet eun den dizoue eveldout. — Casit anezhan alesse. Diouallit mad ar brizonierien-ze evit ne dai ket ho mignonet var ho zro. Ho espern a ran evit ar c’hoariou bras. Digasit din Andronic a zo c’hoas pennococ’h eget an daou all.
Ar re o devezo lennet Actou ar verzerien-ma gant evesdet, o devezo sonjet marteze e lavarent avechou eur goms bennak dipituz evit ar re ho merzerie. Daoust pe ger cris, pe gen disleal bennak ma voa ho barnerien, ar verzerien a gomze ato peurliesa outho gant ar brasa respet. Eun dever eo caout respet evit ar re zo ar c’hallont etre ho daouarn, hag ar re a zo speret Doue enho ne vancont ket d’an dever-ze. Mar lavare eta ar verzerien avechou eur ger bennag hag a c’halfet da gaout direspet, e tleomp sonjal eo ar Speret-Santel ho lakea da gomz evelse.
Na ancounac’haomp ket, pa lennomp comzou ar verzerien ar pez a lavar Jesus-Christ en he Aviel euz ar re a dlie gouzanv evit he hano :
« Pa viot dirag ar varnerien na vezit ket nec’het o clask gouzout petra a lavarot. Ne ket c’hui eo a gomzo ; ar Speret-Santel eo a gomzo enhoc’h, a lacai en ho kinou ar pez o pezo da lavaret : « Evelse sant Paol a c’halvaz he varner moger guennet, hag her gourdrouzaz euz a goler Doue. Hiniennou euz ar verzerien a gemeras skuer diouthan, hag a reas rebechou c’huero d’ho barnerien.
« Gouzanv a reant, eme sant Augustin, ho zourmanchou gant pasianted, anzao a reant ho c’hreden a vouez huel, hag en ho oll dourmanchou e talc’hent mad d’ar virionez. Guir eo e tistagent avechou eur gomz bennag evel biriou abers Doue a eneb an dud difeiz, hag ho lakeant evelse da gounnari, mes dre eno e pareent meur a hini, hag ho lakeant var hent ar silvidigez. »
Mad e ve sonjal e kementse o lenn hiniennou a responchou sant Andronic. Ober a ra rebechou d’he varnerien disleal, hag he gomzou a zo evel biriou tennet gant Doue varnezho evit ho skei hag ho dihuna.
Oc’h eun dra all c’hoaz e c’helfet evesaat o lenn buez ar verzerien-ma evel o lenn buez meur a verzer all. Guelet a reomp rei daou hano dishenvel d’ar memes kær. Neuze e reat ar pez a rer hirio ive avechou. An impalaered, ar c’habitened vraz a roe avechou ho hano da gæriou gounezet gantho dre vrezel, pe da gæriou savet a nevez pe caereat dindan ho ren, ha pa veze tremenet ren ar brinsed-ze, ar c’haeriou-ze, lod anezho, a zistroe adarre d’ho hano coz. Evelse e tigoueze ar pez oa eus guelet o tigouezout en hon amzer. Guelet on euz, evit skuer, kaer Pontivy o chench hano abenn diou vech, hag o tont adarre d’he hano kenta.
Distroomp brema da vuez hor Merzerien santel, ha guelomp trede barnedigez sant Andronic.
Ar gouarner, o clask touelli Andronic da zenti outhan, a lavaras dezhan oa deut dreist ar mare he zaou gompagnon da zacrifia d’an Doueou, ha zoken d’an impalaered.
Andronic. « Ober a rit micher eun den hag a ador Doue ar geier ; anaout a ran dioc’h ho keier ez eo henvel an dud oc’h an Doueou a zervichont. Doue r’ho parno, barner disleal. »
Maxim a reas laoat an tan e torchadou paper, ha gantho e voue devet cof ar merzer. Goudeze e voue devet dezhan he viziet gant poentennou lem ruziet en tan. Ar barner, o velet ne c’hellet ket he lacat da devel, a lavaras dezhan :
— Arabat eo dit gortoz e varfez en eur vech ; beva a ri beteg an deis merket evit ar c’hoariou, evit ma veli da izili lonket an eil varlerc’h egile gant loenet gouez ha cris.
Andronic. C’hui zo crisoc’h eget an tigred, ha muioc’h a zec’hed goad oc’h euz eget an dorfetourien vrasa.
Maxim. Digorit dezhan he c’hinou, ha lakit enhan traou bet kinniget d’an Doueou.
Andronic. Guelit, ô va Doue, petra a rer din dre ners.
Maxim. Petra a liviri brema ? Setu tanvet ganhez ar pez zo bet kinniget var an aoter ; setu kemeret pers ganhez e sacrifisou hon Doueou.
Andronic. Gouezit, tirant ma zoc’h, ne vez ket saotret eun ene, pa rer da eun den, en despet dezhan, ar pez ma en deuz heuz outhan. Doue a vel gouelet ar c’halonou, hag a c’hoar ervad n’em eus ket roet va asant d’an traou milliget-ze.
Maxim. Bete peur e chomo ar froudennou diskiant-ze en da benn ? Da follentez n’hes tenno ket euz a dre va daouarn-me.
Andronic. Doue am zenno pa blijo ganthan.
Maxim. — Setu aze eun diotach all c’hoaz. Me lacai troc’ha dit da deod evit ober dit tevel.
Andronic. Me c’houlen diganeoc’h, evel eur c’hras, lacat troc’ha ar muzellou hag an teod-ma gant pere e sonch deoc’h em eus kemeret perz en ho sacrifisou milliget.
Maxim. Tennit dezhan he zent, neuze troc’hit beteg ar c’hrizien an teod-ze en deuz losket kement a vlasfemou. Goudeze devit anezho ha tolit al ludu en avel, evit na c’hello na goas, na maouez euz ar re a heuil ho relijion fall ho destum nag ho miret evel traou santel ha prisius.
Casit anezhan en dro d’ar prison, da c’hortoz ma vezo dispennet ha lonket gant al loenet gouez var dachen an ebat.
Ar verzeiien santel o devoa gouzanvet tourmanchou ker criz, ho c’horfou a ioa laket en eur stad ken truezuz ha ker scrijus, ma en devoa aoun ar barner na vijent ket beo abenn ar c’hoariou hag an ebatou a dlie beza roet d’ar bobl. Setu perag e c’hourc’hemennaz ho rei dioc’htu antronoz.
Pa voa echu trede barnedigez ar verzerien santel, Maxim a lakeas kemen ar belek bras Terensian en devoa ar gark da deleur evez oc’h ar c’hoariou hag an ebatou a roet d’ar bobl, hag e c’hourc’hemennas dezhan rei ar c’hoariou antronoz Mont a reaz eur bobl ep niver d’an dachen eleac’h ma roet ar c’hoariou-ze, hag a ioa eur c’hardeur bale dioc’h kær Anazarb. Cals klezeidi (gladiatourien) a gollaz eno ho buez, lazet pe lonket gant al loenet gouez. Ar gristenien en em zalc’he var eur menez e kichen, hag ac’hano ec’h eveseant oc’h kement a dremene, hag e c’hortozent en eur grena, ma vije echu stourmad ho breudeur.
Erfin ar gouarner a gasas lod euz he c’hoardou da gerc’hat ar verzerien a ioa bet condaonet d’al loenet. An tourmanchou o doa gouzanvet o doa ho laket en eur stus ken truezus, ma ne c’hellent ket en em zerc’hel var ho izili. Red e voue ho dougen da dachen an ebatou.
Mont a rejomp, eme an hini en deus scrifet an actou-ma, tosta ma c’hellemp dezho, o tioual gouscoude na vijemp guelet. Ar guel euz hor breudeur laket er stus-ze a reas deomp scuilla daelou, ha zoken calz euz ar re a ioa o sellet ne c’heljont ket miret da vouela ive.
Kerkent ha ma voue guelet ar verzerien o tont, an oll a jomas sioul. Grosmol a zavaz etouez an dud a enep crisderi ar gouarner. Meur a hini zoken a lezaz ar c’hoariou hag a ieaz en dro e kær.
Ar gouarner, droug enhan, a lakeas dioual an oll hentchou evit na daje den kuit ; gourc’hemen a reaz evesaat piou a glascje en em denna, evit ma c’halje goulen outho perag e reant evelse. Lacat a reas loskel meur a loen gouez pere, evel pa vije eun dra bennag oc’h ho delc’her, ne dostejont ket oc’h ar verzerien. O velet eun dra ker burzuduz, ar gouarner, counnar enhan, a lakeas bazata ar re o devoa ar zoursi euz al loenet gouez, evel pa vijent a unan gantho. An dud reuzeudik-ze, o velet e c’hourdrouzet anezho euz ar maro, a loscaz eun ourz en doa lazet tri den en dervez-ze. Mes al loen-ze a ieas goustadik varzu ar verzerien, hag en em lakeas da lipat gouliou Andronic. Ar merzer hen egasas, mes ne reas van. Maxim, eat er meaz anezhan he unan gant he gounnar, a reaz laza an ourz etre treid Andronic.
Terensian en devoa aoun evithan he unan, hag a lakeas loskel eul leonez cris meurbet. Iudadennou al loen-ze a strafuillaz ar re dizaounica euz an dud a ioa o sellet. Gouscoude pa voa deut da gaout ar verzerien, a ioa astennet var an douar, e c’hourvezaz ehars treid Tarac, hag en em lakeas d’ho lipat. Maxim, an eonen en he c’hinou kement a gounnar a ioa enhan, a lakeaz he hissa. Neuze al leonez, eat e fulor, a lescaz iudadennou ker skrijus, hag ar re a ioa o sellet a gemeras kement a aoun, ma en em lakejont da grial o c’houlen ma vije digoret he lok dezhi. Galvet e voue ar glezeidi evit peurlaza ar verzerien.
Maxim a c’hourc’hemennas ma vije laket ho c’horfou etouez corfou ar glezeidi a ioa bet lazet, hag e lakeas dek soudart d’ho dioual epad an noz, gant aoun na deuje ar gristenien d’ho c’herc’hat ha d’ho c’has gantho. Mes pa voa deut an denvalijen, e teuaz eur goal var arneu ; ar gardou a ieas da glask an disc’hlao, hag ar gristenien a c’hellas sevel ar c’horfou ; eur sclerijen vurzuduz o para varnezho a reas dezho ho anaout. Ho zamma a rejont gant respet var ho diouscoaz, hag ho doukjont var ar meneziou tosta. Eno ho c’hasjont en eur c’havarn eleac’h ma c’houient ervad ne dajet ket d’ho c’hlask.
Ar gouarner a bunisas gant rigol ar gardou dre n’o devoa ket diouallet mad ar c’horfou-ze. Tri gristen birvidik, Felix, Marcian ha Veruz en em dennaz er c’havarn e sonch mad da dremen eno ar rest euz ho buez e kichen corfou ar verzerien santel. Tri dervez goude merzerenti an tri zant-ma, ar gouarner Maxim a guiteas kær Anazarb. Christenien ar geer-ze a gasaz ar scrit-ma da iliz Icoon, o pidi ar gristenien ac’hano d’hen rei da anaout da gristenien Pisidi ha Pamphili, evit en em greaat er feiz oc’h he lenn. An tri merzer santel a echuaz ho merzerinti d’an unneg a viz here, ha d’an deis-ze eo merket ho gouel gant ar re o deus destumet hanoiou ar verzerien.
Souezet omp, ha ne ket eb abeg, o velet pebez courach, pebez ners-calon a ziskueze ar verzerien ; hogen ha sonjet mad on eus-ni petra a rea d’an ners calon-ze beza burzuduz ? Burzuduz oa ho ners-calon, ne ket epken abalamour ma c’houzanvent, kentoc’h eget pec’hi, an oll dourmanchou ar re grisa a gave an tiranted evit ho merzeria, mes c’hoaz abalamour ma tiskuezent eur basianted, eur garantez, eun dousder, eun humilite dispar etre daouarn ho bourrevien. Bez’on eus tro dalc’h mad da ziskuez ar memes vertuziou, p’eo guir e pe stad bennag e vemp, on euz ive dalc’h mad poaniou ha diezamanchou da c’houzanv. Gouscoude ar vertuziou-ze a vank deomp peurliesa ; ho c’holl a reomp kerkent ha ma teu an distera tra da stourm ouzomp. Penauz e c’hallomp-ni ta lavaret e zomp diskibien da Jesus-Christ ?