Avertissamant evit an Obsecro d’ar Verc’hes
Eleac’h ma’z eo expliquet certen termeniou p’eus a re en em servijer en Obsecro, hac en oræson-all da bidi ar Verc’hes sacr mam da Zoue, ha pe gant disposition e tleer he enori hac he fidi evit beza exaucct ha sicouret ganti.
SOnjet em eus a raën plijadur d’ar re so devot d’ar Verc’hes o lacaaf ama en brezonnec sclear couls hac en latin an Obsecro. Ret eo erfat he recita er memes speret hac er memes intantion ma’z eo bet composet, da lavaret eo, gant ur fizianç vras er Verc’hes glorius Vari, mæs gant ur fizianç guirion ha conform d’ar feiz catholic. Coms a reer outhi en oræson-ma couls hac en certen oræsonou alt, evel ma comser ouz hor Salver he-unan, oc’h attribui deiz certen titrou pe galiteou pere ne apparchantont propramant ha ric ha ric nemet outan evit guir, êvel ouz bor Mediateur a redamtion.
Hoguen ar gristenien fidel pere so scleraet gant ar feiz, a vouezo avoalc’h diferanti J.-C. diouz ar Verc’hes Vari evel ar c’hrouer diouz he grouadures, hac a anavezo erfat penaus o veza mam ar Verc’hes da J.-C., mar he galvomp hon esperanç hac hor buez, evel er Salve, Regina, pehini so ive un oræson excellant d’ar Verc’hes, pe mar he galvomp hent ar re so en em egaret ; ar silvidiguez ar re a esper en hi ; feunteun a drugarez, a silvidiguez, a c’hraç, a gonsolation, a vuez hac a pardon, evel ma he galver en Obsecro ; ha mar attribuomp dezi en naouspet oræson erguis-se ar pez na ellomp da receo nemet digant Doue, ne ententomp dre guement-se oll quen tra, nemet simplamant, evel ma he deveus roet deomp J.-C., oc’h he zigaç var an douar, ma he deveus roet deomp ive quement hon eus recevet digant J.-C., ha ma’z eo dre voyen e ro Doue deomp ar graçou a recevomp diganta, pa’z eo dreizi en deveus roet deomp he Vap propr memes pehini eo an autor eus ar c’hraç ; ha non pas ma ententemp ober anezi hor mediattices a redamtion, nemet epquen hor mediatrices a intercession, evel ma coms an deologianet.
J.-C. a enoromp hac a veulomp ivez eta dre an enor hac ar veuleudi particulier-se a rentomp d’he vam dîn ar Verc’hes Vari, pehini a rencomp da enori nebeutoc’h infinimant eguet hor Salver evit guir, mæs ive mui hep comparæson ebet eguet an oll sænt hac an oll Ælez. Digant ar Map eta e c’hortoomp ar pez a c’houlennomp ouz ar Vam, pehini a receo ive diganta da rei deomp quement a recevomp digant hi. Dreizi ec’h esperomp hor silvidiguez digant hor Salver, evel ma’z eo dreizi ez ê plijet ganta en em rei deomp he-unan d’hor sauvetei. Er santimant hac er signification-ma eo ec’h ententomp hac ec’h adressomp ar seurt oræsonou-ma d’ar Verc’hes mam da Zoue.
Mæs er memes amser ma teuomp d’he enori ha d’he fidi, e tleomp represanti dirac hor speret ar vertuziou eus he buez o c’houlen ar c’hraç d’ho imita, ispicial he furete, he humilite hac he c’harantez. Evel ma car Doue dre ur garantez pehini a dremen carantez an oll crouadurien, e car ive an dud seul-vui ma queront Doue, pe ma fell dezo he garet ; hac ez ê alvocades dezo, non pas evit ma vezint salvet hep caret Doue, rac an dra-se a so impossubl, mæs evit d’ar fin, mar d’int just ha santel dija, ma teuint da veza c’hoaz justoc’h ha santeloc’h, o caret Doue mui-ouz-vui, ha ma n’her c’heront quet o veza en stad a bec’het marvel, ma en em dennint eus ar stad miserabl-se, o caret Doue mui eguet quement mad a so tout.
Mar d’oc’h eta devot d’ar Verc’hes, ho pêt ur fizianç vras enni, nemet he enorrot evit dre he moyen obteni ar c’hraç da renta da Zoue an adoration hac ar servij a dleer dezan, o viret he c’hourc’hemennou ha re an Ilis, hac hoc’h en em acquita eus ho tever diouz ho stad hac ho condition. Chetu pe gant speret ha pe gant intantion e tleomp enori ha pidi ar Verc’hes evit beza exaucet ha sicouret gant-hi. Ra vezo enoret, meulet ha pedet en disposition ma gant an oll, ha ra blijo gant hi hor sicour en quer bras isom hac en quer bras danjer evel ma emaomp evit hor silvidiguez, hac obteni deomp digant he Map quer hon Autrou J.-C. ur finvez eürus.
Evelse bezet grêt.