Mont d’an endalc’had

Avanturiou an aotrou Skrabelaou/Eul lizer

Eus Wikimammenn
Ar Bobl, 1910  (p. 13-13_(2))



VIII. — Eul lizer


An aotrou hag an itron Kerscabel ne badent mui er gear, o spered, o c’halon a ioa oll o sonjal en o daou vugel, o gwad a verve, o c’halonou a lampe, pa welent ar fakteur o tont gant eul lizer evito.

Deuz ar mintin da zeiz heur antronoz, eur wetur a c’hortoze anezo e toull an or, ha dija e oant ebarz, ar wetur a gemere hent Sant-Briek, pa gleochont mouez ar fakteur :

Aotrou Kerscabel !…

D’ar c’homzou-ze, an aotrou a anavezaz mouez ar fakteur, hag a reaz d’an toucher delc’her ar c’hezek en o zao. Reseo a reaz neuze al lizer, ha war ar golo ec’h anavezaz skritur e vab kosa Efflam.

— Salvet Helena, salvet ! hon daou vugel zo beo.

E zaouarn o krena gant an enkrez, an aotrou a zigoraz al lizer, a lakeaz e lunedou hag a lennaz :

Bro-Zoz, ar 7 a veurz 1825.
Hon tad hag hor mam muia-karet,

— Bro Zaoz ! a leverez Tugdual… E Bro-Zaoz emaint ta ?

— Evit doare, Helena !

— Ah  !… an daou lampon ! Ha c’hoaz eo brao pa n’int ket maro !

Skriva reomp d’eoc’h ar c’homzou-ma, evit dinec’hi ho spered, hag evit lavaret d’eoc’h omp iac’h evel daou besketer ar Villaine. (Ha c’houi a zo daou vilain a lavaraz ar vam). Deut omp da Vro-Zaoz evit dizenoui eun tammik hor spered, hag ive evit gwelet bro gant arc’hant hor eontr. An aotrou James Jakson, eur mignon braz d’eomp, pell zo a ioa o pedi ac’hanomp da vont da welet anezan d’e vaner war bord ar mor. Hen-ma, ar potr iaouank-ma on euz anavezet e Pariz. Pinvidik eo, ha lavaret a ra en deuz tremen eur millioun a leve bep bloaz da douch, hag e ziou c’hoar o deuz kement hag hen.

Mez perak omp deut aman heb oc’h asant ?… An dra ze a c’houlennit, ne ket ta, ha koulz eo d’eomp rei d’eoc’h raktal ar rezon euz a gementse.

Ma vijemp eat d’ar gear araok dont aman sur awalc’h ne vijent ket bet kement a arc’hant en hor godellou evel a zo hirio, n’on dije ket gallet respont ervad d’an digemer kaer a zo great d’eomp e ti hor mignon.

Gant hon mil luriou avad, e c’hellomp diskouez d’ezan daoust ma z’omp Fransijen n’omp ket peorien.

An diou zimezell iaouank, an diou brinsez iaouank a c’hellemp lavaret, a blij kalz ar Fransijen d’ezho, dreist oll ar Vretoned, abalamour d’an digemer huel a ioa great d’ezo bloaz a zo e Brest.

Rakse ta e welit awalc’h emaomp mad, mad, emaomp etouez hon anaoudegez, ha piou a oar, marteze divezatoc’h da viana, hon tud. Kementse a dlee beza awalc’h evit dinec’hi ho spered, mez eun draik all a zonjomp a zo c’hoaz o tieza ac’hanoc’h, ha c’hoant oc’h euz da c’houzout pe heur e tizroimp d’ar gear.

N’omp ket gouest da lavaret an dra-ze d’eoc’h d’ar just, rak sonj hon euz da vont asamez gant hor mignon hag e ziou c’hoar da welet keriou brasa Bro-Zaoz. O veza ma ne chomimp ket pell e peb kear, ma vezimp koulz lavaret noz ha deiz e weturiou, n’omp ket evid rei adres ebed d’eoc’h.

Mez, bezit dinec’h, setu ar pez a c’houlennomp diganeoc’h : lizer o pezo diganeomp aliez.

Mez klevet a reomp hor mam, a zo ennhi eun tammik deuz gwad hor eontr, o krial, abalamour ma z’omp deut da veachi a-bell gant eur seurt ialc’had aour.

Mez pa ouezo e vezo he daou vab o tispign arc’hant he breur Skrabelaou evit asuri eur vuez hag a vezo divezatoc’h karget a binvidigez hag a enoriou evit ar famill a-bez, e ouezomp awalc’h ne rai ket kalz a forz. Deuz eur c’hostez all, grit eur zellik en dro d’eoc’h, ha gwelit pe seurt buez e vezo hon hini-ni divezatoc’h e Breiz. Na welit-hu ket dija o mignoned zoken o kaout mez asamez ganeoc’h, abalamour d’ar pez a zo c’hoarvezet gant breur va mam ! N’on euz ket divezatoc’h leac’h da zonjal e vezo taolet an hano-ze d’eomp en hor fas, da lavaret eo an hano a Skrabelaou !… Mez awalc’h war gementse, arabad eo d’eomp meska teill evit hen lakat da fleria.

Rakse 'ta bezit dinec’h gant ho pugale, en em gaout a raimp, raktal ma vezo echu hon troiou e Bro-Zaoz, ha gant eun esperanz kaër o lugerni war hon tal, e pokimp d’eoc’h gant karantez.

O taou vab : Efflam ha Briek Kerscabel.

Pa oe lennet al lizer hir-ma er wetur, an aotrou a lavaraz d’an toucher e oa echu ar veach, n’oa nemed disternia.

En o c’hambr, an daou goz a zonje e meur a dra. E c’helle al lizer-ma beza gwir, e c’helle nompaz beza, mez da viana troet mat e oa, ha seblant ar wirionez a ioa warnan penn-da-benn. An dra-ze a lakee eaz o spered, hag ar pez a zizamme anezo dreist-oll deuz eur beac’h pounner, oa gouzout e oa beo o daou vab, ha iac’h evel daou besk en dour.

— Eun dra, a lavaraz Helena, a zo o tieza va spered. Tugdual : perag n’euz ket lavaret d’eomp da viana e pe seurt kear euz Bro-Zaoz ema an aotrou Jakson o chom ?

— Eaz eo d’id gouzout an dra-ze, Helena.

Hon daou vab a antree evit ar wech kenta e ti an aotrou hag an dimezelled Jakson, ne ouient ket pe seurt digemer e vije great eno d’ezo, hag e kredan evel va bugale, e vezimp abred awalc’h divezatoc’h da c’houzout e peleac’h ema ar famill-ze, pa vezo en em glevet an dud iaouank etre-z-o, pa vezo avansetoc’h an traou. Deuz eur c’hostez all e kredan o deuz rezon hor bugale da guzat ouzomp c’hoaz o amourouzded gant ar brinsezed Jakson, rak an teodou fall ne vezont ket pell evit elumi tan ar gwarisi. Rakse 'ta ma ne ouzomp ket e pe seurt kear zoken ema an dimezelled-ze o chom, eo abalamour ma n’on euz ket ezom d’er gouzout. Unan diaveaz hebken deuz Raozon o c’houzout ema hon daou vab oc’h ober al lez d’an diou brinsez Jakson, a zo awalc’h evit lakat freuz-taol deustu, ha seul easoc’h e vezo en ober, ma oar o adres. Rakse 'ta grik ebed war ar gont-ze da ze, pe ema hon eürusded, hon enor, ha dreist-oll hini hor bugale en dour.

— Ne zonjen ket en dra ze, Tugdual, ha gwelet a ran breman ema ar rezon vad ganez. Ha goulskoude avad ne nac’han ket e kavan diez nompaz gwelet va bugale dirag oun, ha zoken n’ouzoun ket d’ar just e pelec’h emaint.

— O oad a zo ganto breman Helena, ha red eo d’ezo deski lavigat o bagik, deski beva, evel a ve lavaret, pe morse ne ouezint petra eo ar vuez.

— Evelkent ez euz eat ganto eur gwall dam arc’hant, hag an aour ze a c’hellfe lakat anezo da ober traou noazuz evito, rak iaouank int c’hoaz, ha troet da zispign.

— Gwir a leverez, mez petra dalv d’eomp lavaret an dra-ze ! Emichans e tigasint ganto d’ar gear ar pez o devezo bet a re. Ar pez on euz da ober breman, eo bruda ema hor bugale e Londrez o teski ar Zaoznek, ma c’houlenfe unan bennag deuz o c’helou.