Avanturiou an aotrou Skrabelaou/E Roazon
- 7 ##
N’ouzout ket ta ! mear ar barrez a oar e peleac’h e chomomp, ha raktal en dije skrivet d’eomp.
— Ia gwir a leverez, Helena ! ha pardoun ac’hanoun m’am euz great eur seurt spontaden, ne zonjen ket ken er mear, mez evelato eo gwelloc’h skriva raktal, pe kas kelou dre zinaliou da vear Lotheï.
— Ia dre zinaliou Tugdual, ha raktal.
Kerkent e oa skrivet ar c’homzou ma war eur paper :
- 11 a Veurz 1825.
- Da aotrou mear Lothei (Penn-ar-bed).
Petra eo deut Armel Kerscabel da veza ? skrivit raktal.
Tugdual Robel, e Raozon.
Pevar devez goudeze, an ijiner a lenne al lizer-ma deut digant aotrou mear Lotheï :
- 12 a veurz 1825.
- Aotrou Robel,
An aotrou Armel Kerscabel a zo douaret e Lotheï dek devez a zo, da lavaret eo d’an daou a viz meurz. Souezet e oa an dud war-dro ar c’horf-maro, o welet o mab Efflam o furchal ar gwele hag o lakat tenna e eontr war eur bern raden war al leur-zi, a veac’h en devoa an hini koz serret e zaoulagad. Prestik ec’h en em gavaz o mab all, hag o daou asamez, ec’h en em lakechont da iouc’hal a bep seurt traou louz diwar benn ar c’horf-maro. Bet oun va unan en interramant, ha souezet oun bet o welet ne oa ket deut ho taou baotr iaouank da zigas o eontr beteg an douar benniget. Klevet em euz e oant partiet war o zroad da Gastellinn, kerkent m’o devoa gallet tapa krog en tenzor, da beder heur deuz an abardaëz… Iskiz eo bet o c’hundu e Lotheï, goude maro o eontr. Setu tout ar pez a c’houzon, o saludi a ran.
Mear Lotheï.
Al lizer-ma evel a zonjit, a lakeaz eur reveulzi braz e ti an aotrou hag an itron. An daou goz en em c’houlenne petra oa kaoz ma ne oa ket digouezet o daou vreur er gear c’hoaz. A bep seurt zonjou a droe hag a zistroe en o fenn. Lazet int, ha taolet en eur ster bennag, pe en eur c’hoat bennag, ha laëret evel just !… Marteze e c’hellont beza partiet gant an arc’hant !… Mez da beleac’h ?…
An daou goz na gouskent mui, na zebrent tam, o sonjal en o daou vugel lazet pe dianket. Evel daou zen penfollet e ieent da di o c’herent, da di o mignoned e kear, da c’houlen kuzul ha nerz-kalon diganto.
An holl a lavare d’ezho e oa red mont beteg Kastellinn da vihana, evit kaout eur c’helou bennag, gouzout e peleac’h e vijent bet eno o loja en dizro deuz Lotheï, ha gouzout pe seurt hent o dije kemeret deuz eno pe war droad pe en eur wetur bennag.
- 8 ##
An aotrou hag an itron Kerscabel ne badent mui er gear, o spered, o c’halon a ioa oll o sonjal en o daou vugel, o gwad a verve, o c’halonou a lampe, pa welent ar fakteur o tont gant eul lizer evito.
Deuz ar mintin da zeiz heur antronoz, eur wetur a c’hortoze anezo e toull an or, ha dija e oant ebarz, ar wetur a gemere hent Sant-Briek, pa gleochont mouez ar fakteur :
Aotrou Kerscabel !…
D’ar c’homzou-ze, an aotrou a anavezaz mouez ar fakteur, hag a reaz d’an toucher delc’her ar c’hezek en o zao. Reseo a reaz neuze al lizer, ha war ar golo ec’h anavezaz skritur e vab kosa Efflam.
— Salvet Helena, salvet ! hon daou vugel zo beo.
E zaouarn o krena gant an enkrez, an aotrou a zigoraz al lizer, a lakeaz e lunedou hag a lennaz :
- Bro-Zoz, ar 7 a veurz 1825.
- Hon tad hag hor mam muia-karet,
— Bro Zaoz ! a leverez Tugdual… E Bro-Zaoz emaint ta ?
— Evit doare, Helena !
— Ah !… an daou lampon ! Ha c’hoaz eo brao pa n’int ket maro !
Skriva reomp d’eoc’h ar c’homzou-ma, evit dinec’hi ho spered, hag evit lavaret d’eoc’h omp iac’h evel daou besketer ar Villaine. (Ha c’houi a zo daou vilain a lavaraz ar vam). Deut omp da Vro-Zaoz evit dizenoui eun tammik hor spered, hag ive evit gwelet bro gant arc’hant hor eontr. An aotrou James Jakson, eur mignon braz d’eomp, pell zo a ioa o pedi ac’hanomp da vont da welet anezan d’e vaner war bord ar mor. Hen-ma, ar potr iaouank-ma on euz anavezet e Pariz. Pinvidik eo, ha lavaret a ra en deuz tremen eur millioun a leve bep bloaz da douch, hag e ziou c’hoar o deuz kement hag hen.
Mez perak omp deut aman heb oc’h asant ?… An dra ze a c’houlennit, ne ket ta, ha koulz eo d’eomp rei d’eoc’h raktal ar rezon euz a gementse.
Ma vijemp eat d’ar gear araok dont aman sur awalc’h ne vijent ket bet kement a arc’hant en hor godellou evel a zo hirio, n’on dije ket gallet respont ervad d’an digemer kaer a zo great d’eomp e ti hor mignon.
Gant hon mil luriou avad, e c’hellomp diskouez d’ezan daoust ma z’omp Fransijen n’omp ket peorien.
An diou zimezell iaouank, an diou brinsez iaouank a c’hellemp lavaret, a blij kalz ar Fransijen d’ezho, dreist oll ar Vretoned, abalamour d’an digemer huel a ioa great d’ezo bloaz a zo e Brest.
Rakse ta e welit awalc’h emaomp mad, mad, emaomp etouez hon anaoudegez, ha piou a oar, marteze divezatoc’h da viana, hon tud. Kementse a dlee beza awalc’h evit dinec’hi ho spered, mez eun draik all a zonjomp a zo c’hoaz o tieza ac’hanoc’h, ha c’hoant oc’h euz da c’houzout pe heur e tizroimp d’ar gear.