Ar zoudard kristen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lajat, 1909  (p. 66-71)



Ar zoudard kristen


D’am zad, zoudard Pi IX.


I


En despet d’o galloud, d’o nerz, zoken d’o fe,
Trec’het gant an niver, ar Re-Wenn a golle !
.......................................................................
An de-se an emgann oe bet kri ha garo ;
Yudal a re an dir, ouz e heuilh ar Maro !
Ar Re-Wenn, gant kalon, hep sellet ouz o foan,
An em zifenne stard eneb d’ar c’helc’h a dân
En pehini e oant tapet kreiz an argad,
Eus pehini, siouaz ! en despet d’ar stourmad,
N’hallchont biken tec’hel… Ar C’hlazed a oa Mestr !
Ar Chouaned trec’het na oant mui digabestr…
Lorc’hus eus o gonid, ar C’hlazed a bep tu
A lake an holl draou en tân hag el ludu ;
Vel eur blijadur gaer en kreiz o bue fall,
An tan en eun ti zoul a re d’eze tridal !

Mes, en kreiz ar joa vraz, gant eur C’houan tizet,
Aliez d’an douar eur Glaz goueze lazet…
Neuze an dud fallakr a lare d’ar Re-Wenn ;
— « Gwad ar C’hlazed maro a bouezo war ho penn ! »
Hag evel testeni dimeus o lavariou,
Stankoc’h war ar Re-Wenn e tiruilhe taoliou ;
Ar re-man a gerze didrouz ha dilavar,
Karget o c’halonou a anken, a c’hlac’har,
Ha, dirak o farkou, gwechall labouret mad,
Dirak an henchou dôn, lec’h ma ruilhas o gwad,
E choment da sonjal… Rak douar o zud koz
Dindan troad ar gwasker a deule e valloz !
Holl o dije karet… Mes, siouaz, o diouvrec’h
A oa breman dinerz : d’an estren oa an trec’h !

II


Kerzet a rent bepred, p’ en em gavchont neuze
En eul lec’hig koant, koant, hanvet Bas-Briacé ;
Eul lec’h eus ar bravan, kollet touez ar bleuniou,
Elec’h na oa gwechall nemed plijaduriou…
Alaz ! aboue m’eo deut amzer ar gasoni,
An ti bihan didrouz ’n eus kollet e zudi…
Dirak al lec’hig koant kalon unan a dom,
Rak en ti distro-ze eman e dud o chom ;

Hennez eo ti e dad, ennan ez eo ganet !
Hag en e ziabarz elec’h ma ’z int kuzet,
Eman e vam, e c’hoar, e wreg, e vugel…
Aze ’man e vue hag hen a renk mervel !
Teneret e galon e tistank da ouelan,
Hag ar C’hlazed kerkent da wapad anezan :
— « Sell-hi, ar galon yar… Sell hi ’ta o ouela…
» Abenn eur pennadig refomp d’ezi kana… ! »

III


Bale rent evelse gant eur galon vantret,
Pa laras ar mestr gall : « Halte ! » pe gentoc’h… Chomet !
En kichen eur c’hroaz-hent, groet gant diou wenojen,
E oa eur groazig koat, zavet war eun dosen :
— « Ripoch, eme ar mestr, m’a teus c’hoant da veva,
En eur distrei dimeus an den oa o ouela…
— Ripoch, laras ar mestr, en eur skrignal e zent,
An tammig koat brein-ze a stouf diouimp an hent,
C’hoant e teus d’hen diskar ha, vel ’m eus laret d’it
Az pezo da vue, n’eo ket stard da c’honit ! »
— « Diskar ar Groaz zantel ! ’me Ripoch, me kristen ! »
— « Ya te ! eme ar mestr, p’eo me a c’hourc’hemen ! »
— « Ha goude ? » — « Ha goude ? O chouan, bez dinec’h ! »
Ripoch a zellas ouz kerden moan e ziouvrec’h…

E zaouarn a oa stag, ken ma n’halle finval,
— « Lar ya, eme ar mestr, hag e vi dishual !
Hag evel eur Chouan, kalonek e poani,
Sell, gant ar vouc’hal-man, kerz, ha hep damanti ! »
Ar C’hlazed hen boute gant beg o fusuliou :
— « Kerz ’ta ! Na welez ket ti koant da Gendadou,
Zo du-hont alaouret gant an heol-ru o kuz,
Pelloc’h da barkeier, lec’h oas ken evuruz…
— « Kerz ’ta hag e vevi, petramant ar maro
A lako eun termen d’ez kreden divalo ! »
Ar Chouaned, d’o zro, lare d’o c’henvroad :
— « Biskoaz eur wir gristen n’an eo bet renead…
Na vez ket eur Judaz, Ripoch, bugel Doue,
Diwall dre eun torfed da zaoni da ine !
Betek hirie e teus difennet mad da Vro,
Bez kristen ha zoudard beteg eûr da varo ! ! »
… Den na lare netra… Ripoch a oa nec’het…
Sevel reas e benn vel eun den dihunet :
— « Lemmet d’in ma c’herden, roet d’in ar vouc’hal,
Ma ’z an breman zouden didrue da boanial… »
Ar Re-Wenn o ouela : — « 0 Jezus, ma Doue,
Kemeret dioutan ha diouimp-ni true !
Kalz ane d’an daoulin a stoue da bedi :

— True evit hon breur… True, Gwerc’hez Vari ! »
Ripoch, hep ober vân, entanet e lagad,
A zell dimeus ar Groaz hag a zailh ouz he zroad ;
Ar vouc’hal ’n e zorn deo, e gein harpet er Groaz :
— « Kroaz santel ! emezan, deut aman, potred c’hlaz ! »
— « Kroaz santel ! e lavar ar Chouaned kerkent,
Kalon, kalon, Ripoch, gra d’e skrignal o dent ! »
Ar C’hlazed ’n em zelle, estlammet braz meurbed,
— « Deut ’ta, eme Ripoch, deut eta, lamponed ! »
Hag an daou-c’hant tra louz, dalc’het gant nerz eun den,
A deu, en eur yudal, da stourm ouz ar c’hristen,
Dont reont niverus, Ripoch a zo spontus :
E zaoulagad deul tân, e vrec’h a zo nerzus…
Skei e ra war an dro taoliou stank, ken pounar,
Ma laka ar re-all da skrijal gant kounar !
Unan eneb daou-c’hant, ar fe deu d’hen zouten
Ha korfou ar C’hlazed a choulou an dachen :
Pemb, dek, pemzek den lazet, beuzet en o gwad,
Na glaskont ken na Gwenn, na Chouaned gwapad !
Ar C’hlazed a dosta ’n eur zerri o banden :
Bezan ez eo diez dont abenn eus eun den !
Kaer o deus holl yudal, evel ar chas klanvet,
Ripoch a sko bepred, mui-ouz-mui kounaret…
Siouaz ! daoust e d’ar c’hoant, nerz eun den zo dister,

Ma renk Ripoch plega, e vue a vo ker…
O krena gant ar vez, ar C’hlazed milliget
A zailh war ar zoudard : Ripoch a zo trec’het !
Daou-ugent den fallakr henvel beo ouz diaoulien,
A lavar da Ripoch : — « ’N em difenn ’ta, kristen ! »
Hag an taoliou stank, stank a goue evel grisilh
War an den reuzeudik, chomet c’hoaz a dribilh
Ouz ar Groaz vinniget an eus bet difennet,
Ouz ar Groaz a garo ken ma vezo lazet…
— Lazet eo !… E ziouvrec’h belek eur e varo
A zifennas ar Fe en eur zifenn ar Vro !
E gorf paour d’an douar, dinerzet a ruilhas,
Ha dindan o zeuliou, ar C’hlazed hen flastras…

IV


Neuze dre gounar goue, ive dre gasoni,
Pa na oa den abed da zifenn anezi,
En tammou ar C’hlazed a lakeas ar Groaz
En eur douâd Doue gwasoc’h evit biskoaz ;
Hag araok achui — O tud leun a grizder !
E skochent an tammou war gorf paour ar merzer…
Goude e oe laket ’barz an hevelep be,
Korf ar zoudard kristen, gwir zifennour ar Fe,
Ha koat ar groaz santel, an evoa ken karet,
Kerzomp war e roudou… Ripoch, o bez meulet ! !