Mont d’an endalc’had

Ar re dimezet

Eus Wikimammenn
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 28-30)



AR RE DIMEZET
____


   Didostaët, tud iaouanc,
Da glevet farso coant,
— War sujet ar re dimêt,
’Zo ho speret chagrinet,
Darn gant paourente,
Darn gant bugale,
Darn-all gant marc’hamon,
’Zo eur gwall gompagnon.
   Ewit un daou pe eun tri bloaz,
C’hui na ouzoc’h netra c’hoaz,
Ken arri ar famill d’ho chagrina,
Eun tri pe bevar
En-dro d’ac’h o crial,
Dour pe bara.
   Neuze defo keuz ar vroeg d’he amzer dremenet ;
P’arrio ar pried er gêr, hi a vezo fachet.
Hen a c’houlenno out-hi
A c’hoarvezo d’ezhi ?
Hi a responto evel da eur c’hi :
— Cleo ann dogan kez,
Ême ar vil-bez,
Petra a lavar !
Hac hen euz ho c’hlevet
Endro d’in o c’harmet ;
Mantret on gant glac’har,
Euz ho c’hlevet !

   Etrezomp goazed dimêt,
Na omb pelloc’h caret,
Er pardonio, gant ar merc’hed.
Mar na ve desir,
Na vô lâret gir.
— Te a zo reputet, kerz d’ar gêr, coz fallaer,
Kerz d’ar gêr da luskellad ;
C’houez ar pod-iod a zo ant da dillad.
   Etrezoc’h, merc’hed dimêt,
Na oc’h pelloc’h clasket,
Er pardonio, gant ar voazed,
Balamour d’al liou pâl
’Zo war gorn ho tal,
A zo kiriec n’ho pezo mui a graou,
Bars ar pardoniou,
Na den evit ho ren d’ann ebatou.
   Etrezomb tudo iaouanc,
’Meumb mui a soulajamant
Er pardonio divertissant,
Nin a hell a-wezio
Eva takenno, iwe fumi,
Dansal hac ebatti,
Hac em divertissa,
Caressi merc’h he mamm hac hi godissa.
   Chantera de haut Duparc, Mr de Vir de roa ?
Demb da servich ar Roue,
Etre pad hon buhe ;
Mar caromb lezel ar merc’hed,
Tremenn heb dimi,
Ni a vevo paotred disouci,
Rac ar merc’hed a ve caoz d’hon hol anvoui.


Canet gant Guill Turco, euz a barros
Pédernec.


_____________